Accueil  -  Trede sizunvez amzer Fask (C)

Trede sizunvez amzer Fask (C)

Euz ar 4 d’an 10 a viz Mae 2025

Trede sul Fask

Yn 21, 1-19 (C)

1 En em ziskouez a reas Jezuz adarre d’e ziskibien war bord mor Tiberiad, ha setu amañ penaoz.

2 Bez’ e oa bodet asamblez Simon-Pèr, Tomaz, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), Natanael euz Kana-Halilea, paotred Zebede, ha daou all euz e ziskibien.

3 Lavared a reas Simon-Pèr dezo :

— « Emaon o vond da besketa ».

Lavared a reont dezañ :

— « Mond a reom, ni ive, ganit ».

Mond a rejont ha sevel er vag. En nozvez-se avad, ne bakjont netra.

4 Da houlou deiz, e oa Jezuz aze, war an aot. Ne ouie ket an diskibien avad, e oa Jezuz.

5 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Paotred, ha n’ho-pefe ket eun dra bennag da zebri ? »

— « Nann avad » emezo dezañ.

6 Lavared a reas dezo :

— « Taolit ar roued en tu dehou d’ar vag, hag e kavot ».

Taoler a rejont ar roued, hag e oa kement a besked enni, ma ne oent ket evid sacha anezo ganto.

7 Neuze, e lavaras an diskib karet gand Jezuz da Bèr :

— « An Aotrou eo ! »

O kleved e oa an Aotrou, e wiskas Pèr eun tamm dillad bennag – rag en noaz e oa – hag e lammas er mor.

8 Dond a reas an diskibien all gand ar vag, o sacha war ar rouedad leun a besked : ne oant nemed eur hant metrad bennag diouz an douar.

9 Goude beza diskennet d’an douar, e weljont eun tan-glaou-beo gand pesked warnañ, ha bara.

10 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Digasit ’ta euz ar pesked emaoh o paouez paka ».

11 Sevel a reas Simon-Pèr en-dro er vag, hag e sachas d’an douar ar rouedad leun a besked braz : bez’ e oa kant-tri hag hanter-kant anezo. Ha daoust dezo da veza ken stank, ne oa ket bet freuzet ar roued.

12 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— « Deuit da zebri ».

Ne grede hini e-béd euz an diskibien goulenn outañ :

— « Piou out-te ? »

Gouzoud mad a ouient e oa an Aotrou.

13 Tostaad a reas Jezuz, kemer ar bara ha rei anezañ dezo ; hag e reas kemend-all gand ar pesked.

14 An trede gwech e oa da Jezuz d’en em ziskouez d’e ziskibien, abaoe ma oa adsavet a-douez ar re varo.

15 Goude ar préd, e lavaras Jezuz da Zimon-Pèr :

— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon muioh eged ar re-mañ ? »

Respont a reas dezañ :

— « Ya, Aotrou, gouzoud a rez e karan ahanout ».

Ha Jezuz dezañ :

— « Bez pastor va deñvedigou ».

16 Evid an eil gwech, e houlennas Jezuz outañ :

— Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon ? »

Respont a reas :

— « Ya, Aotrou, gouzoud a rez e karan ahanout ».

Hag e lavaras Jezuz dezañ :

— « Bez pastor va deñved ».

17 Evid an trede gwech, e lavaras :

— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon ? »

Glaharet e oe Pèr abalamour m’e-noa Jezuz goulennet outañ evid an trede gwech : « Ha kared a rez ahanon ».

Respont a reas da Jezuz :

— « Aotrou, gouzoud a rez pep tra : gouzoud a rez mad e karan ahanout ».

Hag e lavaras Jezuz dezañ :

— « Bez pastor va deñved. 18 E gwirionez, e gwirionez, e lavaran dit : pa oas yaouank, e lakees da-unan da houriz en-dro dit, hag ez ees d’al leh ma kares mond ; pa vi deuet koz, eh astenni da zaouarn, hag e vo lakeet dit da houriz gand unan all, a gaso ahanout d’al leh ma n’ez-pije ket c’hoant mond ».

19 Kement-se e lavaras Jezuz evid rei da intent dre beseurt maro e rofe Pèr gloar da Zoue. Ha goude ar homzou-ze, e lavaras c’hoaz :

— « Deus d’am heul ».

Lun

Yn 6, 22-29

Treizet e-noa Jezuz lenn Tiberiad o kerzed war an dour.

22 Antronoz, e welas an dud a oa chomet en tu all, ne oa bet eno nemed eur vag, hag ne oa ket eet Jezuz enni gand e ziskibien : eet e oa kuit ar re-mañ o-unan.

23 Padal, o tond euz Tiberiad e oa digouezet bagou all e-kichenn al leh ma oa bet debret ar bara goude m’e-noa an Aotrou lavaret ar bedenn a drugarez.

24 Pa welas an dud ne oa mui eno na Jezuz nag e ziskibien, e savjont er bagou evid mond da Gafarnaom war glask euz Jezuz.

25 Hag o veza kavet anezañ en tu all d’ar mor, e lavarjont dezañ :

— « Rabbi, pe da vare out deuet amañ ? »

26 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : War glask ahanon emaoh, n’eo ket abalamour m’ho-peus gwelet sînou burzuduz, med abalamour m’ho-peus debret bara diouz ho c’hoant.

27 « Grit eta oberou, n’eo ket evid ar vagadurez a ya da fall, med evid ar vagadurez a jom er vuhez peurbaduz, an hini a ro deoh Mab an Dén, rag Eñ eo e-neus Doue, an Tad, merket gand e ziell ».

28 Lavared a reas an dud dezañ neuze :

— « Petra on-eus da zeveni evid ober oberou Doue ? »

29 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Setu amañ oberenn Doue : Kredi en hini e-neus kaset er béd ».

Meurz

Yn 6, 30-35

Goude burzud ar bara kresket, 30 e lavaras an dud da Jezuz :

— « Peseurt sîn emaout o vond da ober evid ma hellim gweled anezan ha kredi ennout ? Peseurt oberenn emaout o vond da ober ? 31 Drebet o-deus on Tadou-Koz ar mann en dezert ; evel ma lavar ar Skritur : « Bara euz an Neñv e-neus roet dezo da zrebi ».

32 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : N’eo ket Moïzez eo e-neus roet deoh ar bara deuet euz an Neñv ; va Zad eo a ro deoh ar bara gwirion deuet euz an Neñv. 33 Rag bara Doue eo an hini a ziskenn euz an Neñv hag a ro buhez d’ar béd ».

34 Neuze, e lavarjont dezañ :

— « Aotrou, roit deom bepréd euz ar bara-ze ».

35 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am haoud, n’e-no biken naon ; an hini a gréd ennon, n’e-no biken sehed ».

Merher

Yn 6, 35-40

Goude burzud ar bara kresket, 35 e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :

— « Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am haoud, n’e-no naon biken ; an hini a gred ennon, n’e-no sehed biken ».

36 « Med lavaret am-eus deoh dija : gwelet ho-peus, ha koulskoude ne gredit ket.

37 « Kement hini a ro va Zad din, a zeuio d’am haoud, hag an hini a zeu d’am haoud, ne daolin ket anezañ er-mêz.

38 « Rag diskennet on euz an Neñv evid ober, n’eo ket va bolontez, med bolontez an hini e-neus kaset ahanon. 39 Ha bolontez an hini e-neus kaset ahanon eo ne gollfen hini e-béd euz ar re e-neus roet din, med ma savfen anezo a varo da veo d’an deiz diweza. 40 Rag bolontez va Zad eo m’e-nefe ar vuhez peurbaduz kement hini a wél ar Mab hag a gréd ennañ ; ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza ».

Yaou

Yn 6, 44-51

Goude burzud ar bara kresket, e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :

44 « Ne hell dén dond d’am haoud nemed ha sachet e vefe gand an Tad e-neus kaset ahanon, ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza.

45 « Skrivet ez eus bet gand ar brofeted : « Kelennet e vezint oll gand Doue e-unan ».

Kement hini e-neus klevet an Tad, ha resevet e gelennadurez, a zeu d’am haoud.

46 « Moarvad, ne-neus dén e-béd gwelet an Tad biskoaz, nemed an hini a zeu a Zoue : hennez hepkén e-neus gwelet an Tad.

47 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gred ennon, e-neus ar vuhez peurbaduz.

48 « Me eo bara ar vuhez. 49 Ho tadou-koz o-deus drebet ar mann en dezert, hag ez int marvet. 50 Med ar bara a ziskenn euz an Neñv zo evel-henn : an hini a zebr anezañ ne varvo ket. 51 Me eo ar bara beo-buezeg diskennet euz an Neñv : an hini a zebr euz ar bara-mañ a vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va horv, roet evid buhez ar béd ».

Gwener

Yn 6, 52-59

52 Tabutal a ree ar Juzevien kenetrezo o lavared :

— « Penaoz e hell hennez rei deom e gorv da zebri ? »

53 Lavared a reas Jezuz dezo eta :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : ma ne zebrit ket korv Mab an Dén, ha ma ne evit ket e wad n’ho-pezo ket ar vuhez ennoh. 54 An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz, ha me a adsavo anezañ da veo d’an deiz diweza. 55 Rag gwir vagadur eo va horv, ha gwir evaj eo va gwad. 56 An hini a zèbr va horv hag a év va gwad a jom ennon ha me a jom ennañ.

57 « Hag evel m’eo beo-buhezeg va Zad e-neus kaset ahanon, ha m’em-eus buhez dre va Zad, evel-se ive, an hini a zèbr ahanon, hennez ive e-no buhez drezon.

58 « Evel-henn eo ar bara diskennet euz an Neñv : n’eo ket heñvel ouz an hini a zébras ho tadou-koz. Maro int, int-i ; an hini a zebro euz ar bara-mañ a vevo da viken ».

59 Setu aze ar gelennadurez a roas Jezuz er zinagogenn, e Kafarnaom.

Sadorn

Yn 6, 60-69

Lavaret e-noa Jezuz e sinagogenn Kafarnaom : An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz.

60 Goude beza klevet kement-se, e lavaras kalz euz e ziskibien :

— « Kaled eo ar gomz-se da gleved, ha piou a hell selaou anezi ? »

61 Gouzoud a ree Jezuz ennañ e-unan, e oa e ziskibien o hrosmolad diwar e benn.

Lavared a reas dezo :

— « Feuket oh gand kement-se ? 62 Ha pa welot Mab an Dén o sevel d’al leh ma oa a-ziaraog ?

63 « Ar spered eo a ro buhez, ar horv ne dalv da netra. Spered ha buhez eo ar homzou am-eus lavaret deoh.

64 « Bez’ ez eus a-vad, tud en ho-touez, ha ne gredont ket ».

Rag gouzoud a ouie Jezuz abaoe ar penn kenta pere e oa ar re diskredig, ha piou a oa da werza anezañ.

65 Hag e lavaras dezo c’hoaz :

— « Abalamour da-ze, em-eus lavaret deoh ne hell dén dond d’am haoud nemed ha roet e vefe bet dezañ dond gand va Zad ».

66 Diwar neuze, ez eas kalz euz e ziskibien war o hiz, en eur jom heb mond d’e heul.

67 Neuze e lavaras Jezuz d’an Daouzeg :

— « Daoust ha c’hwi ive ho-peus c’hoant mond kuit ? ».

68 Respont a reas Simon-Pèr dezañ :

— « Aotrou, da gaoud piou ez afem ? Ganit ema komzou ar vuhez peurbaduz. 69 Kredi a reom-ni, ha gouzoud a reom ez out Sant Doue ».