Accueil  -  Trede sizunvez amzer Fask

Trede sizunvez amzer Fask

Euz ar 18 d’ar 25 a viz Ebrel 2021

Trede sul Fask

Lk 24, 35-48 (B)

35 Deuet en-dro euz Emmaüz, e oa an diskibien o konta d’an unneg abostol ha d’ar re a oa ganto, ar péz a oa c’hoarvezet war an hent, ha penaoz o-doa anavezet an Aotrou p’e-noa torret ar bara. 36 O komz e oant c’hoaz, pa zigouezas Jezuz en o zouez, hag e lavaras dezo :

– -« Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».

37 Souezet braz ma oant, e krogas aon enno ; kavoud a ree dezo gweled eur spéz.

38 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Perag beza strafuillet ha kaoud douetañs en ho kalon ? 39 Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid : Me an hini eo ! Touchit ouzin ha sellit mad : eur spéz n’e-neus na korv nag eskern, evel ma welit am-eus anezo ».

40 Goude beza komzet evel-se, e tiskouezas dezo e zaouarn hag e dreid. 41 Dre ma ne gredent ket c’hoaz, ken braz ha ma oa o joa, ha ken bamet ma choment gand ar zouez, e lavaras Jezuz dezo :

— « Ha bez’ ho-peus eun dra bennag da zebri, amañ ? »

42 Kinnig a rejont dezañ eun tamm pésk bet grillet. 43 Kemer a reas anezañ, ha debri dirazo.

44 Goude-ze, e lavaras dezo :

— « Dalhit soñj euz ar homzou-mañ am-eus bet lavaret deoh pa oan c’hoaz en ho touez : Bez’ e rañke dond da wir kement a zo bet skrivet diwar va fenn e Lezenn Voïzez, er Brofeted hag er Salmou ».

45 Neuze, e tigoras dezo o spered da intent ar Skrituriou.

46 Hag e lavaras dezo :

— « Evel-se, ez eo skrivet : Diwaska poan a raio ar Hrist, ha sevel a varo da veo d’an trede deiz ; 47 d’an oll boblou, ha da genta e kêr Jeruzalem, e vo prezeget, en e ano, trei ar galon ouz Doue evid kaoud ar pardon euz ar pehejou.

48 « C’hwi eo a zo lakeet da dést a gement-se ».

Lun

Yn 6, 22-29

Treizet e-noa Jezuz lenn Tiberiad o kerzed war an dour.

22 Antronoz, e welas an dud a oa chomet en tu all, ne oa bet eno nemed eur vag, hag ne oa ket eet Jezuz enni gand e ziskibien : eet e oa kuit ar re-mañ o-unan.

23 Padal, o tond euz Tiberiad e oa digouezet bagou all e-kichenn al leh ma oa bet debret ar bara goude m’e-noa an Aotrou lavaret ar bedenn a drugarez.

24 Pa welas an dud ne oa mui eno na Jezuz nag e ziskibien, e savjont er bagou evid mond da Gafarnaom war glask euz Jezuz.

25 Hag o veza kavet anezañ en tu all d’ar mor, e lavarjont dezañ :

— « Rabbi, pe da vare out deuet amañ ? »

26 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : War glask ahanon emaoh, n’eo ket abalamour m’ho-peus gwelet sînou burzuduz, med abalamour m’ho-peus debret bara diouz ho c’hoant.

27 « Grit eta oberou, n’eo ket evid ar vagadurez a ya da fall, med evid ar vagadurez a jom er vuhez peurbaduz, an hini a ro deoh Mab an Dén, rag Eñ eo e-neus Doue, an Tad, merket gand e ziell ».

28 Lavared a reas an dud dezañ neuze :

— « Petra on-eus da zeveni evid ober oberou Doue ? »

29 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Setu amañ oberenn Doue : Kredi en hini e-neus kaset er béd ».

Meurz

Yn 6, 30-35

Goude burzud ar bara kresket, 30 e lavaras an dud da Jezuz :

— « Peseurt sîn emaout o vond da ober evid ma hellim gweled anezan ha kredi ennout ? Peseurt oberenn emaout o vond da ober ? 31 Drebet o-deus on Tadou-Koz ar mann en dezert ; evel ma lavar ar Skritur : « Bara euz an Neñv e-neus roet dezo da zrebi ».

32 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : N’eo ket Moïzez eo e-neus roet deoh ar bara deuet euz an Neñv ; va Zad eo a ro deoh ar bara gwirion deuet euz an Neñv. 33 Rag bara Doue eo an hini a ziskenn euz an Neñv hag a ro buhez d’ar béd ».

34 Neuze, e lavarjont dezañ :

— « Aotrou, roit deom bepréd euz ar bara-ze ».

35 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am haoud, n’e-no biken naon ; an hini a gréd ennon, n’e-no biken sehed ».

Merher

Yn 6, 35-40

Goude burzud ar bara kresket, 35 e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :

— « Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am haoud, n’e-no naon biken ; an hini a gred ennon, n’e-no sehed biken ».

36 « Med lavaret am-eus deoh dija : gwelet ho-peus, ha koulskoude ne gredit ket.

37 « Kement hini a ro va Zad din, a zeuio d’am haoud, hag an hini a zeu d’am haoud, ne daolin ket anezañ er-mêz.

38 « Rag diskennet on euz an Neñv evid ober, n’eo ket va bolontez, med bolontez an hini e-neus kaset ahanon. 39 Ha bolontez an hini e-neus kaset ahanon eo ne gollfen hini e-béd euz ar re e-neus roet din, med ma savfen anezo a varo da veo d’an deiz diweza. 40 Rag bolontez va Zad eo m’e-nefe ar vuhez peurbaduz kement hini a wél ar Mab hag a gréd ennañ ; ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza ».

Yaou

Yn 6, 44-51

Goude burzud ar bara kresket, e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :

44 « Ne hell dén dond d’am haoud nemed ha sachet e vefe gand an Tad e-neus kaset ahanon, ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza.

45 « Skrivet ez eus bet gand ar brofeted : « Kelennet e vezint oll gand Doue e-unan ».

Kement hini e-neus klevet an Tad, ha resevet e gelennadurez, a zeu d’am haoud.

46 « Moarvad, ne-neus dén e-béd gwelet an Tad biskoaz, nemed an hini a zeu a Zoue : hennez hepkén e-neus gwelet an Tad.

47 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gred ennon, e-neus ar vuhez peurbaduz.

48 « Me eo bara ar vuhez. 49 Ho tadou-koz o-deus drebet ar mann en dezert, hag ez int marvet. 50 Med ar bara a ziskenn euz an Neñv zo evel-henn : an hini a zebr anezañ ne varvo ket. 51 Me eo ar bara beo-buezeg diskennet euz an Neñv : an hini a zebr euz ar bara-mañ a vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va horv, roet evid buhez ar béd ».

Gwener

Yn 6, 52-59

52 Tabutal a ree ar Juzevien kenetrezo o lavared :

— « Penaoz e hell hennez rei deom e gorv da zebri ? »

53 Lavared a reas Jezuz dezo eta :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : ma ne zebrit ket korv Mab an Dén, ha ma ne evit ket e wad n’ho-pezo ket ar vuhez ennoh. 54 An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz, ha me a adsavo anezañ da veo d’an deiz diweza. 55 Rag gwir vagadur eo va horv, ha gwir evaj eo va gwad. 56 An hini a zèbr va horv hag a év va gwad a jom ennon ha me a jom ennañ.

57 « Hag evel m’eo beo-buhezeg va Zad e-neus kaset ahanon, ha m’em-eus buhez dre va Zad, evel-se ive, an hini a zèbr ahanon, hennez ive e-no buhez drezon.

58 « Evel-henn eo ar bara diskennet euz an Neñv : n’eo ket heñvel ouz an hini a zébras ho tadou-koz. Maro int, int-i ; an hini a zebro euz ar bara-mañ a vevo da viken ».

59 Setu aze ar gelennadurez a roas Jezuz er zinagogenn, e Kafarnaom.

Sadorn

Yn 6, 60-69

Lavaret e-noa Jezuz e sinagogenn Kafarnaom : An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz.

60 Goude beza klevet kement-se, e lavaras kalz euz e ziskibien :

— « Kaled eo ar gomz-se da gleved, ha piou a hell selaou anezi ? »

61 Gouzoud a ree Jezuz ennañ e-unan, e oa e ziskibien o hrosmolad diwar e benn.

Lavared a reas dezo :

— « Feuket oh gand kement-se ? 62 Ha pa welot Mab an Dén o sevel d’al leh ma oa a-ziaraog ?

63 « Ar spered eo a ro buhez, ar horv ne dalv da netra. Spered ha buhez eo ar homzou am-eus lavaret deoh.

64 « Bez’ ez eus a-vad, tud en ho-touez, ha ne gredont ket ».

Rag gouzoud a ouie Jezuz abaoe ar penn kenta pere e oa ar re diskredig, ha piou a oa da werza anezañ.

65 Hag e lavaras dezo c’hoaz :

— « Abalamour da-ze, em-eus lavaret deoh ne hell dén dond d’am haoud nemed ha roet e vefe bet dezañ dond gand va Zad ».

66 Diwar neuze, ez eas kalz euz e ziskibien war o hiz, en eur jom heb mond d’e heul.

67 Neuze e lavaras Jezuz d’an Daouzeg :

— « Daoust ha c’hwi ive ho-peus c’hoant mond kuit ? ».

68 Respont a reas Simon-Pèr dezañ :

— « Aotrou, da gaoud piou ez afem ? Ganit ema komzou ar vuhez peurbaduz. 69 Kredi a reom-ni, ha gouzoud a reom ez out Sant Doue ».