Euz an 12 d’an 18 a viz Kerzu 2021
10 En amzer-ze, tud e-leiz deuet da veza badezet gand Yann, a houlenne outañ :
— « Petra on-eus da ober ? »
11 Respont a ree Yann dezo :
— « An neb e-neus daou bez dillad, rei unan d’an hini n’e-neus ket, hag an neb e-neus peadra da zrebi, ober kemend-all ».
12 Dond a reas ive Publikaned (paotred an taillou) evid beza badezet, hag e lavarent dezañ :
— « Mestr, petra on-eus-ni da ober ? »
13 Hag e respontas dezo :
— « Na houlennit netra en tu all d’ar pez a zo merket deoh ober ».
14 Soudarded ive a houlenne outañ :
« Ha ni, petra on-eus da ober ? »
Hag eñ dezo :
— « Diwallit da wall-gas dén e-béd, pe da ziskuill e gaou, ha deoh da dremen gand ho pae ».
15 O veza m’edo ar bobl war héd, ha ma houlenne an oll o-unan en o diabarz, ha ne vije ket Yann-Vadezour ar Mesïaz, 16 e lavare Yann d’an oll :
— « Me eo gand dour e vadezan ahanoh, med ema o tond an hini a zo galloudusoh egedon, ha n’on ket din da ziskoulma lèrenn e zandalennou. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 17 En e zorn ema ar bal-wenta evid nêtaad e leuriad éd, ha dastum ar gwiniz en e hrignol. Ar pell a-vad, a vo taolet gantañ da zevi en eun tan na varv ket ».
18 Gand kalz a genteliou ar seurt-se, ha re all c’hoaz, eh embanne ar Helou Mad d’ar bobl.
23 Pa oe eet Jezuz e-barz an templ, ez eas beteg ennañ Priñsed ar Veleien ha Pennou-Braz ar bobl, e-pad m’edo o kelenn, hag e lavarjont dezañ : « A-berz peseurt galloud e rez-te kement-se ? Ha piou e-neus roet dit ar galloud-se ? »
24 Respont a reas Jezuz :
— « Mond a ran me ive da ober ouzoh eur goulenn, unan hepkén ; ma roit respont din, e lavarin deoh d’am zro a-berz peseurt galloud e ran an dra-ze.
25 « Badeziant Yann, euz peleh e teue ? Pe a-berz an dud, pe euz an neñv ? »
Soñjal a reent enno o-unan : ma lavarom euz an neñv, e lavaro deom : perag eta n’ho-peus ket kredet ennañ ? 26 Ha ma lavarom a-berz an dud, on-eus da ziwall ouz ar bobl, rag an oll a gemer Yann evid eur profet.
27 Neuze, e respontjont da Jezuz :
— « N’ouzom ket ».
— « Na me, eme Jezuz, ne lavarin ket deoh kennebeud, a-berz peseurt galloud e ran an dra-ze ».
Lavared a ree Jezuz d’ar Briñsed ar Veleien ha da Bennou-Braz ar bobl :
28 — « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? : Eun dén e-noa daou vab. Mond a reas da gaoud ar henta hag e lavaras dezañ : Va mab, kee da labourad hirio d’am gwinïeg ».
29 Respont a reas :
— « Ne fell ket din ».
Med goudeze, savet keuz gantañ, ez eas.
30 Mond a reas an tad da gaoud egile, hag e lavaras ar memez tra dezañ.
Respont a reas hemañ :
— « Mond a ran, Aotrou ! » Med n’ez eas ket.
31 — « Pehini anezo e-neus greet bolontez e dad ? »
Respont a rejont :
— « An hini kenta ! »
Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Mond a ra ar bublikaned hag ar merhed a vuhez skañv, en ho-raog e Rouantèlèz Doue. 32 Rag deuet eo Yann d’ho kaoud o veva hervez ar Justis, ha n’ho-peus ket kredet ennañ. Med, kredet o-deus ennañ ar bublikaned hag ar merhed a vuhez skañv. Ha c’hwi, goude beza gwelet ar pez ho-peus gwelet, n’oh ket deuet da jeñch buhez evid kredi ennañ ».
Gervel a reas Yann daou euz e ziskibien, hag e kasas anezo da gaoud or Zalver da houlenn outañ : « Daoust ha te eo an hini a rañk dond ? Pe unan all on-eus da hortoz ? »
20 Digouezet e-kichenn Jezuz, e lavarjont dezañ :
— « Yann ar Badezour, e-neus kaset ahanom d’ho kaoud, evid goulenn ouzit : « Daoust ha te eo an hini a rañk dond, pe réd eo deom gortoz unan all ? »
21 D’ar mare-ze, e pareas Jezuz kalz a dud euz o hleñvejou, o foaniou, o droug-sperejou, hag e roas ar gweled da veur a zén dall.
22 Goude-ze, e respontas d’ar gannaded :
— « It da lavared da Yann petra ho-peus gwelet ha klevet : gweled a ra ar re zall, kerzed a ra ar re gamm, pareet eo ar re lor, kleved a ra ar re vouzar, adsevel a ra ar re varo da veo, hag ez eo prezeget d’ar beorien ar Helou Mad ; 23 Hag eüruz an neb, ne vezin ket eur skoill evitañ ».
24 Pa oe aet kannaded Yann en hent, e komzas Jezuz d’ar bobl diwar e benn :
— « Petra oh aet da weled er goueleh ? Eur raosklenn hejet gand an avel ? 25 Neuze ’ta petra oh aet da weled ? Eun den gwisket gand dillad kaer ? Med an dud gwisket gand dillad kran hag a vév er plijaduriou a vez kavet e paleziou ar rouaned. 26 Ahanta ! Petra ez oh aet da weled ? Eur Profet ? Ya, m’hel lavar deoh hag ouspenn eur profet.
27 « Hennez eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn : « Setu ! Kas a ran va hannaden da-raog, kempenn a raio da hent dirazout ».
28 « M’hel lavar deoh, e-touez bugale ar merhed, nikun n’eo brasoh eged Yann, ha koulskoude, an disterra e Rouantèlèz Doue a zo brasoh egetañ.
29 « Ar re oll a oa ouz e zelaou, ar bublikaned hag all, a renias meuleudi da Zoue o reseo badeziant Yann.
30 « Ar Farizianed a-yad hag ar Skribed o-deus troet kein d’ar pez a oa mennad Doue warno, o chom hep reseo e vadeziant.
1 Lignez Jezuz-Krist, mab da Zavid, mab da Abraham.
2 Tad eo bet Abraham da Izaag, Izaag, da Jakob, Jakob, da Juda ha d’e vreudeur.
3 Juda tad da Farez ha da Zara, dre ar vaouez Tamar. Farez tad da Esron, Esron, da Aram,
4 Aram tad da Aminadab, Aminadab, da Naason, Naason, da Zalmon.
5 Salmon tad da Vooz, dre ar vaouez Rahab, Booz tad da Obed, dre ar vaouez Ruth, hag Obed, da Jesse,
6 Jesse tad d’ar roue David, ha David, tad da Zalomon, dre an hini a oa bet gwrég Uri.
7 Salomon, tad da Roboam, Roboam, da Abiaz, Abiaz, da Asaf.
8 Asaf, tad da Jozafad, Jozafad, da Joram, Joram, da Oziaz,
9 Oziaz, da Joatam, Joatam, da Akaz, Akaz, da Ezekiaz,
10 Ezekiaz, da Vanase, Manase, da Amon, Amon, da Josiaz.
11 Joziaz, da Jekoniaz ha d’e vreudeur, da vare an harlu e Babilon.
12 Ha goude an harlu e Babilon, eo bet Jekoniaz, tad da Zalatiel, Salatiel, tad da Zorobabel.
13 Zorobabel, tad da Abiud, Abiud, da Eliakim, Eliakim, da Azor.
14 Azor, tad da Zadok, Sadok, da Akim, Akim, da Eliud,
15 Eliud da Eleazar, Eleazar, da Vatan, Matan, da Jakob,
16 Jakob tad da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz, anvet ar Hrist.
17 Bez’ ez eus eta pevarzeg rummad adaleg Abraham beteg David, pevarzeg adaleg David beteg an harlu e Babilon, ha pevarzeg adaleg an harlu e Babilon beteg ar Hrist.
18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.
19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.
20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :
— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.
21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».
22 C’hoarvezoud a reas kement-se, evid ma teufe da wir ar pez e-noa lavaret an Aotrou dre vouez ar Profet :
23 « Setu ar Werhez o tond da veza dougéréz ; ha genel a raio eur mab a vo anvet Emmanuel, da lavared eo : « Doue ganeom ».
24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret El an Aotrou dezañ : kemer a reas e bried en e di.