Accueil  -  Trede sizunvez ha tregont war ar bloaz B

Trede sizunvez ha tregont war ar bloaz B

Euz ar 14 d’an 20 a viz Du 2021

Trede sul ha tregont war ar bloaz (B)

Mk 13, 24-32

Komz a ree Jezuz d’e ziskibien euz e zistro :

24 « En deveziou-ze, emezañ, goude trubuillou spontuz, e teuio an heol da veza teñval. Sklêrijenn al loar ne vo mui anezi, 25 hag e kouezo ar stered euz an oabl. Brañsella a raio an neñvou.

26 « Neuze e vo gwelet Mab an Dén o tond er houmoul gand eur galloud ha eur gloar dispar meurbed. 27 Kas a raio neuze e êlez da voda ar re dibabet gantañ, euz ar pevar avel, euz penn pella an douar beteg penn uhella an neñv.

28 « Selaouit eur barabolenn, hini ar wezenn fiez. Pa vez deuet tener ar skourrou anezi ha digor an deliou, e ouezit ema tost an hañv.

29 « Evel-se, c’hwi ive, a-benn m’ho-po gwelet kement-se o c’hoarvezoud, gouezit ema tost Mab an Dén, e-tal an nor.

30 « E gwirionez, e lavaran deoh, ne vo ket tremenet ar rummad tud-mañ, a-barz ma tigouezo an oll draou-ze. 31 Tremen a raio an neñv hag an douar, va homzou avad ne dremenint ket.

32 « Med evid ar péz a zell ouz an deiz pe an eur, ne oar dén e-béd, nag an êlez en Neñv, nag ar Mab zokén. N’eus nemed an Tad hag a oar ».

Lun

Lk 18, 35-43

35 Tostaad a ree Jezuz ouz Jeriko. War bord an hent, e oa eun dén dall, azezet, o klask e voued.

36 O kleved tud o tremen e-biou, e houlennas petra a oa a nevez. 37 Roet e oe dezañ da houzoud :

— « Jezuz a Nazared eo a zo o tremen.

38 Hag e stagas da youhal o lavared :

— « Jezuz, Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »

39 An dud hag a gerze er penn a-raog a ree trouz dezañ da lakaad anezañ da jom sioul. Med eñ da youhal gwasoh-gwasa :

— « Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »

40 Chom a reas Jezuz a-zav, hag e houlennas ma vefe digaset beteg ennañ. Pa oe deuet tost, e houlennas Jezuz outañ :

41 — « Petra peus c’hoant e rafen evidout ? »

Respont a reas :

— « Aotrou, ma welin sklêr ».

42 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Gwél sklêr, saveteet out bet gand da feiz ».

43 Raktal e welas sklêr, hag ez ee da heul Jezuz en eur renta gloar da Zoue. O weled kement-se, e kanas an oll meuleudi da Zoue.

Meurz

Lk 19, 1-10

1 En em gavet e Jeriko, e oa Jezuz o treuzi kêr. 2 Bez’ e oa eno eun dén, Zache e ano, unan euz pennou-braz ar Bublikaned, eun dén pinvidig anezañ. 3 Klask a ree gweled Jezuz, med ne zeue ket a-benn, abalamour d’ar stank ma oa an dud, rag bihan e oa a vent.

4 Neuze e redas en a-raog, hag e pignas en eur wezenn zikomor, evid gweled Jezuz, rag dre eno e rañke tremen. 5 Pa zigouezas Jezuz war al leh, e savas e zaoulagad, hag e lavaras dezañ :

— « Zache, hast buan diskenn, rag hirio e rañkan mond da loja en da di ».

6 Diskenn a reas buan neuze da zigemer anezañ gand levénez. 7 O weled kement-se, e hrosmole an dud o lavared :

— « Da di eur peher eo eet da loja ».

8 Deuet dirag an Aotrou, e lavaras Zache dezañ :

— « Sell Aotrou, mond a ran da rei an hanter euz va madou d’ar re baour, ha m’am-eus greet gaou ouz unan bennag, e rentin dezañ peder gwech muioh ».

9 Neuze, e lavaras Jezuz dezañ :

— « Hirio eo deuet ar zilvidigez evid an ti-mañ, pa ’z eo hemañ ive eur mab da Abraham. 10 Rag deuet eo Mab an Dén da glask ha da zavetei ar péz a oa eet da goll ».

Merher

Lk 19, 11-28

11 Bez’ e oa an dud o selaou Jezuz, hag e lavaras eur barabolenn c’hoaz. Tost e oa da Jeruzalem, hag e krede dezo e oa Rouantèlèz Doue o vond d’en em ziskouez dizale.

12 Lavared a reas Jezuz eta :

–- « Mond a reas eun dén a reñk uhel d’eur vro bell, evid kemer ar galloud a roue, ha dond en-dro goude-ze.

13 Gelver a reas dég euz e zervicherien da zond d’e gaoud, hag e roas beb a béz aour dezo, en eur lavared :

— « Lakait anezo da dalvezoud, a-benn ma vezin distro ».

14 «  Med kasoni o-doa outañ e genvroidi, hag e kasjont kannaded war e lerh da lavared : « Ne fell ket deom kaoud hennez da roue ».

15 Pa oe distro, goude beza resevet ar galloud a roue, e lakeas dond d’e gaoud ar zervicherien e-noa roet arhant dezo, da houzoud pegement e oa bet gounezet gand pep hini anezo.

16 Dond a reas an hini kenta, hag e lavaras :

— « Aotrou, gounezet e-neus da béz aour, dég all ».

17 — « Mad eo, servicher mad, eme ar roue dezañ, peogwir out bet féal war eun dra zister, e roan galloud dit war dég kêr ».

18 Dond a reas an eil o lavared :

— « Gounezet e-neus da béz aour, pemp all ».

19 Da hemañ ive, e lavaras ar roue :

— « Bez’ e vezi-te e penn pemp kêr ».

20 Hag e teuas unan all o lavared :

— « Setu amañ da béz aour. Lakeet am-boa anezañ a-gostez en eul lienenn. 21 Aon am-boa razout, en abeg ma ’z out eun dén rust, tapoud krog a rez en-dro er péz n’az-peus lakeet nebleh, hag eosti ar péz n’az-peus ket hadet ».

22 Lavared a reas ar roue dezañ :

— « Emaon o vond da varn ahanout diwar da gomzou-te da-unan, servicher fall ! Gouzoud a rees ez on eun dén rust, tapoud krog a ran er péz n’am-eus lakeet nebleh, hag eosti ar péz n’am-eus ket hadet. 23 Neuze ’ta, perag n’az-peus ket lakeet va arhant en eun ti-bank ? D’am distro em-befe tennet anezañ gand an interest da heul ».

24 Hag e lavaras d’ar re a oa war al leh :

— « Tennit kuit digantañ e béz aour, ha roit anezañ d’an hini e-neus dég ».

25 Lavared a rejont :

— « Aotrou, bez’ e-neus dég dija ! »

26 Hag eñ da respont :

— « Lavared a ran deoh : An neb e-neus, e vo roet dezañ ; med an hini n’e-neus ket, ar péz e-neus zokén a vo lamet digantañ. 27 Evid va enebourien, ar re-ze na felle ket dezo e vefen roue warno, digasit anezo amañ, ha lazit anezo dirazon ».

28 Goude beza komzet evel-se, e kerze Jezuz dirag e ziskibien evid mond da Jeruzalem.

Yaou

Lk 19, 41-44

41 Pa dosteas Jezuz ouz kêr Jeruzalem, o weled anezi, e skuillas daelou warni, 42 en eur lavared :

— « M’az-pije intentet, te ive, en deiz-mañ, penaoz kavoud ar peoh ! Med siwaz ! Chomet eo kement-se kuzet bremañ ouz da zaoulagad ! 43 Ya, bez’ ez eus deveziou o tond evidout, ma savo da enebourien mekanikou a zeziz en-dro dit. Kelhiet e vezi ganto, ha gwasket a bep tu. 44 Flastret e vezi ganto, te ha da vugale ganit, ha ne lezint ket ennout mên war vên, peogwir n’ez-peus ket anavezet ar mare ma oa Doue o weladenni ahanout ».

Yaou 18 a viz Du
Sant Maodez, abad.
memor diréd e eskoptiou Kemper ha Sant-Brieg

Mz 19, 16-21

16 Tostaad a reas eun dén ouz Jezuz o lavared dezañ :

— « Mestr, petra a vad am-eus da ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz ? »

17 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Perag e rez goulennou ouzin diwar-benn ar péz a zo mad ? Doue eo an hini a zo mad, ha Doue hepkén ! M’az-peus c’hoant mond er vuhez, mir ar gourhemennou ».

18 — « Pere ? » emezañ.

Respont a reas Jezuz :

– « Ne lazi ket. Ne ri ket avoultriez. Ne laeri ket. Ne lavari ket falz-testeni. 19 Da dad ha da vamm a enori ; hag ive : da nesa a gari eveldout da-unan ».

20 Lavared a reas ar paotr yaouank dezañ :

— « Kement-se am-eus miret penn-da-benn. Petra a vank din c’hoaz ? »

21 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « M’az-peus c’hoant beza parfet, kee, gwerz kemend a zo dit, ha ro anezañ d’ar re baour, hag ez-po eun teñzor en neñvou. Goude-ze, deus d’am heul ».

Gwener

Lk 19, 45-48

45 Mond a reas Jezuz en Templ, hag e stagas da gas kuit ar re a oa staliou-gwerz ganto.

46 Lavared a ree dezo :

— « Skrivet eo : Bez’ e vo va zi eun ti a bedenn. Ha padal, ho-peus-c’hwi greet eun toull laeron anezañ ».

47 Bemdez e veze Jezuz o kelenn en Templ. Klask a ree ar Veleien-Vraz, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl, an tu da gas anezañ d’ar maro.

48 Med ne gavent ket petra a hellfent ober, rag derhel a ree ar bobl a-béz da zelaou anezañ, estlammet ma oa gand e gomzou.

Sadorn

Lk 20, 27-40

27 Dond a reas da gaoud Jezuz eun nebeud saduseaned, euz ar re hag a lavar ne zav ket ar horvou euz a varo da veo, hag e houlennjont outañ :

28 « Mestr, roet e-neus Moïzez al Lezenn-mañ deom : Ma ’z eus eun dén dimezet, dezan eur breur, hag a varv hep beza bet bugale, ez eo red e timezfe e vreur gand an intañvez evid sevel lignez d’an hini a zo maro.

29 « Bez’ e oa eta seiz breur. Dimezi a reas an hini kenta, ha mervel heb lezel bugale. 30 Kemer an intañvez a reas an eil, 31 hag an trede a reas kemend-all. C’hoarvezoud a reas ar memestra gand ar zeiz gwitibunan, hag e varvjont hep lezel bugale. 32 Ha da echui, ez eas ar vaouez da anaon ive.

33 « Ahanta ! ar vaouez-se, da vare an adsao, da behini anezo e vo-hi gwrég ? Peogwir o-deus bet, o zeiz, anezi da bried ? »

34 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Kemer gwrég pe waz a ra bugale ar béd-mañ. 35 Med ar re a zo bet kavet dîn da gaoud lod er béd da zond hag en adsao ar re varo da veo, ne gemeront na gwrég na gwaz, 36 rag ne hellont mui mervel : par int d’an êlez, bugale int da Zoue ha bugale an adsao.

37« Hag evid ar péz a zell ouz adsao ar re varo da veo, e-neus Moïzez e-unan roet deom da houzoud er péz a lavar diwar-benn ar « Vodenn-dan », pa ro d’an Aotrou Doue an ano a « Doue Abraham, Doue Izaag ha Doue Jakob ». 38 Doue, n’eo ket Doue ar re varo eo, med Doue ar re veo, rag evitañ e vev an oll ».

39 Neuze, e lavaras lod euz ar Skribed :

— « Mestr, mad ez-peus komzet ».

40 Ha ne gredent mui ober goulennou all outañ.