Accueil  -  Trede sizunvez warn-ugent war ar bloaz B

Trede sizunvez warn-ugent war ar bloaz B

Euz ar 5 d’an 11 a viz Gwengolo 2021

Trede sul warn-ugent war ar bloaz (B)

Mk 7, 31-37

31 Kuiteet gand Jezuz bro-Dir, e tremenas dre gêr Zidon hag ez eas war-zu mor Galilea, ha mond e kreiz douarou an Dégkêr.

32 Eno e oe digaset dezañ eun dén bouzar ha besteod, hag e oe goulennet digantañ astenn e zaouarn warnañ.

33 Mond a reas Jezuz gantañ a-gostez, o pellad diouz an dud, lakaad e vizied en e ziskouarn, hag euz e grañch war e deod.

34 Goude-ze, savet e zaoulagad gantañ war-zu an neñv, e hirvoudas, hag e lavaras dezañ :

— « Effeta ! »  da lavared eo : « Digor ! »

35 Kerkent e oe digoret e ziskouarn, distagellet e deod, hag e komze frêz. 36 Neuze, e tivennas Jezuz outo ranna gêr e-béd da zén. Med seul-vui e tivenne, seul-vui eh embannent ar helou.

37 Estlammet dreist-muzul e oa an dud, hag e lavarent :

— « Mad eo bet greet pep tra gantañ : rei a ra ar hleved d’ar re vouzar, hag ar prezeg d’ar re vud ».

Lun

Lk 6, 6-11

6 Eun deiz sabat all, ez eas Jezuz d’ar zinagogenn, hag e stagas da gelenn. Bez’ e oa eno eun dén seizet e zorn dehou. 7 Selled a ree ar Skribed hag ar Farizianed gand evez ouz Jezuz, da weled hag ober a rafe eur pare da zeiz ar zabat, evid kaoud peadra da damall dezañ. 8 Anavezoud a ree Jezuz avad, o zoñjou. Lavared a reas d’an dén seizet e zorn :

— « Sav en da-zav, ha deus amañ e-kreiz ».

Sevel a reas, ha chom en e-zav.

9 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Goulenn a ran ouzoh : Hag aotre a zo, da zeiz ar zabat, da ober ar mad pe da ober an droug ? da zavetei eur vuhez pe da zistruja anezi ? »

10 Neuze, goude beza selled outo oll, tro-dro, e lavaras d’an dén :

— « Astenn da zorn ».

Ober a reas, ha pareet e oe e zorn.

11 Evito avad, fuloret braz e oent, hag e komzent kenetrezo da weled petra e hellfent ober da Jezuz.

Meurz

Lk 6, 12-19

12 En deiziou-ze, en em dennas Jezuz war ar menez da bedi, hag e tremenas an noz penn-da-benn o pedi Doue.

13 Deuet an deiz, e halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzeg anezo, o rei dezo an ano a Ebestel : 14 Simon, a roas dezañ an ano a Bèr, Andre e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon, lesanvet ar « Greduz », 16 Jud, mab Jakez, ha Judaz Iskariot, an hini a yeas da drubard.

17 Diskennet ganto, e chomas a-zav en eul leh plên. Eno e oa e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud deuet euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.

18 Deuet e oant da gleved anezañ, ha da gaoud ar pare euz o hleñvejou ; pareet e veze ar re a oa gwasket gand sperejou hudur. Hag e klaske an oll touch outañ, rag dond a ree eun nerz anezañ, o rei dezo oll ar pare.

Merher 8 a viz Gwengolo
Gouel Ginivelez ar Werhez Vari

Mz 1, 1-16.18-23

1 Lignez Jezuz-Krist, mab da Zavid, mab da Abraham. 
2 Tad eo bet Abraham da Izaag, Izaag, da Jakob, Jakob, da Juda ha d’e vreudeur.
3 Juda tad da Farez ha da Zara, dre ar vaouez Tamar. Farez tad da Esron, Esron, da Aram,
4 Aram tad da Aminadab, Aminadab, da Naason, Naason, da Zalmon.
5 Salmon tad da Vooz, dre ar vaouez Rahab, Booz tad da Obed, dre ar vaouez Ruth, hag Obed, da Jesse,
6 Jesse tad d’ar roue David, ha David, tad da Zalomon, dre an hini a oa bet gwrég Uri.
7 Salomon, tad da Roboam, Roboam, da Abiaz, Abiaz, da Asaf. 
8 Asaf, tad da Jozafad, Jozafad, da Joram, Joram, da Oziaz,
9 Oziaz, da Joatam, Joatam, da Akaz, Akaz, da Ezekiaz, 
10 Ezekiaz, da Vanase, Manase, da Amon, Amon, da Josiaz.
11 Joziaz, da Jekoniaz ha d’e vreudeur, da vare an harlu e Babilon. 
12 Ha goude an harlu e Babilon, eo bet Jekoniaz, tad da Zalatiel, Salatiel, tad da Zorobabel. 
13 Zorobabel, tad da Abiud, Abiud, da Eliakim, Eliakim, da Azor. 
14 Azor, tad da Zadok, Sadok, da Akim, Akim, da Eliud, 
15 Eliud da Eleazar, Eleazar, da Vatan, Matan, da Jakob, 
16 Jakob tad da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz, anvet ar Hrist.

18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.

19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.

20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :

— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.

21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».

22 C’hoarvezoud a reas kement-se, evid ma teufe da wir ar pez e-noa lavaret an Aotrou dre vouez ar Profet :

23 « Setu ar Werhez o tond da veza dougéréz ; ha genel a raio eur mab a vo anvet Emmanuel, da lavared eo : « Doue ganeom ».

Yaou

Lk 6, 27-38

Lavared a ree Jezuz d’an dud :

27 « Deoh-c’hwi hag a zo o selaou ahanon, e lavaran : Karit hoh enebourien, grit vad d’ar re o-deus kasoni ouzoh.

28 « Goulennit bennoz Doue war ar re a daol malloz warnoh ; pedit evid ar re a damall ahanoh e-gaou.

29 « D’an hini a sko ganit war eur jod, astenn ive ebén dezañ. An hini a lam diganit da vantell, laosk anezañ da baka ive da dunikenn.

30 « Ro d’an néb a houlenn eun dra bennag diganit, ha d’an néb a lam diganit ar péz a zo dit, chom hep goulenn digantañ.

31 « Evel m’ho-peus c’hoant e rafe an dud deoh, grit dezo evel-se ive.

32 « Ma karit ar re a gar ahanoh, peseurt grad a zo dleet deoh ? Ar beherien zokén a gar ar re a gar anezo.

33 « Ma rit vad d’ar re a ra vad deoh, peseurt anaoudegez vad a zo dleet deoh ? Ar beherien zokén a ra kemend-all.

34 « Ma prestit arhant d’ar re a zoñj deoh ho-po anezañ en-dro, peseurt anaoudegez vad a zo dleet deoh ? Ar beherien zokén a brést d’ar beherien evid ma vo restaolet dezo kemend-all.

35 « Er hontrol, karit hoh enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra en-dro. Neuze e vo braz ho tigoll, hag e vezot bugale d’an Uhel-Meurbed, rag madelezuz eo Eñ ouz an dud dianaoudeg ha droug.

36 « Bezit trugarezuz evel m’eo trugarezuz ho Tad.
37 « Na varnit ket, ha ne vezot ket barnet.  
« Na gondaonit ket, ha ne vezot ket kondaonet.  
« Pardonit, hag e vo pardonet deoh.

38 « Roit, hag e vo roet deoh : eur muzuliad réz ar bord, stardet, hejet, leun-barr a vo skuillet deoh en ho tavañjer ; rag diouz ar muzul a root gantañ evid ar re all, e vo muzuliet deoh d’ho tro.

Gwener

Lk 6, 39-42

39 Lavared a reas Jezuz ar barabolenn-mañ d’e ziskibien :

— « Daoust ha gelloud a ra eun dén dall heñcha eun dén dall ? Daoust ha ne gouezint ket o-daou en eun toull ?

40 « Ne vez ket an diskib dreist e vestr, med an diskib a vez bet peurzesket, a vo par d’e vestr.

41 « Perag emaout o selled ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur, pa ne welez ket an treust a zo en da lagad-te ?

42 « Penaoz e hellez lavared da da vreur : « Va breur, laosk ahanon da denna ar blouzenn a zo en da lagad », te ha ne welez ket an treust a zo en da hini ? Dén faoz ma ’z out ! Tenn da genta an treust a zo en da lagad ; ha neuze, e weli sklêr, evid tenna ar blouzenn a zo e lagad da vreur ».

Sadorn

Lk 6, 43-49

En amzer-ze, e lavare Jezuz d’e ziskibien :

43 « N’eus ket a wezenn vad o rei frouez brein ; nag a wezenn o vreina o rei frouez mad.

44 « Anavezet e vez pep gwezenn diouz he frouez : ne vez ket kutuillet fïez war ar spern, na rezin kennebeud war an dréz.

45 « An dén mad a denn ar mad euz teñzor mad e galon ; hag an dén fall a denn ar fallentez euz e deñzor fall : rag euz ar galon eo e tarz ar homzou a zeu war ar muzellou.

46 « Ha perag eh anvit ahanon : « Aotrou ! Aotrou ! » ha ne rit ket ar péz a lavaran ?

47 « Mond a ran da ziskouez deoh ouz piou eo heñvel an hini a zo deuet war-zu ennon, hennez a zelaou va homzou hag a heuill anezo : 48 Heñvel eo ouz eun dén o sevel ti : kleuzet e-neus, eet eo don, ha lakeet an diazez war ar roh. Pa ’z eo deuet an doureier braz, eo bet skoet an ti-ze gand ar froud, med n’e-neus ket gellet bralla anezañ, rag savet mad e oa bet.

49 « An hini a-vad a zelaou va homzou ha ne zent ket outo a zo heñvel ouz eun dén savet e di gantañ war an douar, hep tamm diazez e-béd. Deuet eo ar froud da skei outañ, ha kerkent ez eo bet dizahet ; diskaret eo bet an ti-ze en e béz ».