Accueil  -  Tregontved sizunvez war ar bloaz (A)

Tregontved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz ar 25 d’an 31 a viz Here 2026

Tregontved sul war ar bloaz (A)

Mz 22, 34-40 (A)

34 Klevet ganto e-noa Jezuz stanket o genou d’ar Saduseaned, en em vodas ar Farizianed, 35 hag unan anezo, doktor war al Lezenn, o klask lakaad Jezuz da veza nehet, a reas eur goulenn outañ :

36 — « Mestr, pehini eo ar brasa euz ar gourhemennou el Lezenn ? »

37 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene ha da oll spered ». 38 Hennez eo ar brasa hag ar henta euz ar gourhemennou. 39 Hag an eil a zo par dezañ : « Kared a ri da nesa eveldout da-unan ». 40 D’an daou hourhemenn-ze e tenn kement a zo el Lezenn penn-da-benn, hag er Brofeted ».

Lun

Lk 13, 10-17

10 Bez’ e oa Jezuz o kelenn en eur zinagogenn, d’eun deiz sabat. 11 War al leh e oa eur vaouez dalhet gand eur spered a waske anezi abaoe triweh vloaz. Daou-bleget e oa, ha ne helle ket sevel plom he hein.

12 Pa welas Jezuz anezi, e savas e vouez da lavared dezi :

— « Maouez, dizammet out euz da zroug ».

13 Astenn a reas e zaouarn warni. Kerkent e savas ar vaouez en he zav, sonn he hein, hag e stagas da renta gloar da Zoue.

14 Neuze, ez eas mestr ar zinagogenn droug ennañ, abalamour ma oa bet roet ar pare gand Jezuz d’eun deiz sabat. Lavared a reas d’an dud :

— « C’hweh devez zo d’al labour ; deuit eta d’an deiziou-ze da glask ar pare, ha n’eo ket d’an deiz sabat ».

15 Respont a reas an Aotrou dezañ :

— « Sperejou faoz ! Daoust ha ne zistag ket pep hini ahanoh e ejenn pe e azen diouz e laouer, da zeiz ar zabat, evid kas anezañ da eva dour ? 16 Hag ar vaouez-mañ merh da Abraham, e dalh Satan abaoe triweh vloaz, daoust ha ne oa ket réd terri dezi heh ereou d’an deiz sabat ? »

17 War ar homzou-ze e oe karget e enebourien a véz, hag e oa an oll leun a levenez gand an oll vurzudou greet gand Jezuz.

Meurz

Lk 13, 18-21

18 Lavared a ree Jezuz d’an dud :

— « Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Petra a gavin da veza par dezi ? 19 Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo, kemeret hag hadet gand eun dén en e liorz. Kreski he-deus greet, deuet eo da wezenn, hag o-deus laboused an neñv greet o neiziou en he skourrou ».

20 Lavared a reas c’hoaz :

— « Ouz petra e hellan heñvellaad Rouantèlèz Doue ? 21 Heñvel eo ouz goell kemeret ha sanket gand eur vaouez e-barz tri muzuliad bleud, ken na vo goet an toaz a-béz ».

Merher 28 a viz Here
Sant Simon ha sant Jud, ebestel. Gouel

Lk 6, 12-19

12 En deiziou-ze, en em dennas Jezuz war ar menez evid pedi, hag e tremenas an noz penn-da-benn o pedi Doue.

13 Deuet an deiz, e halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzeg anezo, o rei dezo an ano a Ebestel : 14 Simon, a roas dezañ an ano a Bèr, Andre e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon, lesanvet ar « Greduz », 16 Jud, mab Jakez, ha Judaz Iskariot, an hini a yeas da drubard.

17 Diskennet ganto, e chomas a-zav en eul leh plên. Eno e oa e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud deuet euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.

18 Deuet e oant da gleved anezañ, ha da gaoud ar pare euz o hleñvejou ; pareet e veze ar re a oa gwasket gand sperejou hudur. Hag e klaske an oll touch outañ, rag dond a ree eun nerz anezañ o rei dezo oll ar pare.

Yaou

Lk 13, 31-35

31 D’ar mare-ze, Jezuz a dosteas outañ eun nebeud Farizianed da lavared dezañ :

— « Kee kuit, kerz ahalenn : ema Herodez o klask laza ahanout ».

32 Respont a reas dezo :

— « Kit da lavared d’al louarn-ze : Setu ma kasan er mêz an droug-sperejou, ha ma roan ar pare d’ar re glañv hirio ha warhoaz, ha d’an trede deiz e vo echu ganin.

33 « Hirio a-vad ha warhoaz, hag en deiz warlerh, e rañkan derhel gand va hent, rag ne hell ket eur profet beza lazet er-mêz euz Jeruzalem ».

34 « Jeruzalem ! Jeruzalem : Te hag a gas ar brofeted d’ar maro hag a laz a daoliou mein an dud kaset dit gand Doue, na péd kwech em-eus klasket boda da vugale, evel ma vod eur vamm-yar he neiziad dindan he diwaskell, ha n’eo ket bet fellet deoh !

35 Setu m’eo laosket ho Templ ganeoh, didud. Lavared a ran deoh : ne welot ket ken ahanon beteg an deiz ma vo lavaret ganeoh : « Ra vo benniget an hini a zeu en ano an Aotrou ! ».

Gwener

Lk 14, 1-6

1 D’eun deiz sabat, e oa eet Jezuz da zebri da di unan euz pennou braz ar Farizianed, hag e talhe ar re-mañ da zelled outañ.

2 Hogen, bez’ e oa dirazañ eun dén klañv gand an dour-goeñv.

3 Lavared a reas Jezuz d’an doktored war al Lezenn ha d’ar Farizianed :

— « Daoust hag aotre a zo da barea d’eun deiz sabat, pe n’eus ket ? »

4 Chom e rejont dilavar. Neuze, e kemeras Jezuz an dén klañv, parea a reas anezañ hag e oe kaset gantañ en e hent. 5 Hag e lavaras dezo :

— « Pehini ahanoh, ma teu e vab pe e ejenn da goueza en eur puñs, ne denno ket anezañ er-mêz raktal, ha goude ma vefe d’eun deiz sabat ? »

6 Da gement-se ne helljont ober respont ebéd.

Sadorn

Lk 14, 1.7-11

1 D’eun deiz sabat, e oa eet Jezuz da zebri da di unan euz pennou braz ar Farizianed, hag e talhe ar re-mañ da zelled outañ.

7 O weled an dud bet pedet o tibab ar plasou kenta, e lavaras ar barabolenn-mañ dezo :

8 — « Pa vezez pedet gand unan bennag d’eul lein-eured, ne d-a ket da azeza er plas kenta, gand aon na vefe eun dén uhelloh egedout pedet ive gantañ. 9 Neuze e teufe an hini e-neus pedet ahanoh ho-taou da lavared dit : « Ro da blas da hemañ », hag ez afes, méz warnout, d’ar plas diweza.

10 « Er hontrol, pa vezi pedet, kee da azeza er plas diweza. Neuze, pa zigouezo an hini out bet pedet gantañ, e lavaro dit : « Va mignon, sav uhelloh », hag e vezo eun enor evidout dirag an oll dud ouz taol asamblez ganit.

11 « Rag kement hini en em laka uhel, a vo izelleet ; hag an hini en em laka izel, a vo uhelleet ».