Euz an 2 d’an 8 a viz Eost 2026
13 Pa oa bet klevet gand Jezuz, e oa maro Yann-Vadezour, ez eas kuit dre vag, evid mond d’eul leh didud ha distro. O veza klevet ano euz kement-se, e kuiteas an dud o hêriou evid mond war e lerh, war o zroad.
14 Pa ziskennas en douar, e welas Jezuz e-leiz a dud. Truez a gemeras outo, hag e pareas o hlañvourien.
15 Deuet an abardaez, e tosteas e ziskibien outañ, o lavared :
— « Distro eo al leh-mañ, ha diwezad eo dija. Lak an dud-se da vond kuit, ma ’z aint er bourhadennou da brena peadra da zebri ».
16 Med lavared a reas Jezuz dezo :
— « N’eo ket réd dezo mond kuit. Roit dezo da zebri, c’hwi hoh-unan ».
17 Neuze, e lavarjont dezañ :
— « N’eus amañ ganeom nemed pemp baraenn ha daou bésk ».
18 — « Digasit anezo din amañ », eme Jezuz.
19 Neuze e reas d’an dud azeza war ar yeot ; kemer a reas ar pemp baraenn hag an daou bésk, hag o sevel e zaoulagad warzu an neñv, e rentas bennoz. Terri a reas ar baraennou, rei anezo d’an diskibien, hag an diskibien d’an dud.
20 Debri a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet. Dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : peadra da garga daouzeg panerad. 21 Ar re o-doa debret a oa war-dro pemp mil anezo, hep konta ar merhed hag ar vugale.
13 Pa oa bet klevet gand Jezuz, e oa maro Yann-Vadezour, ez eas kuit dre vag, evid mond d’eul leh didud ha distro. O veza klevet ano euz kement-se, e kuiteas an dud o hêriou evid mond war e lerh, war o zroad.
14 Pa ziskennas en douar, e welas Jezuz e-leiz a dud. Truez a gemeras outo, hag e pareas o hlañvourien.
15 Deuet an abardaez, e tosteas e ziskibien outañ, o lavared :
— « Distro eo al leh-mañ, ha diwezad eo dija. Lak an dud-se da vond kuit, ma ’z aint er bourhadennou da brena peadra da zebri ».
16 Med lavared a reas Jezuz dezo :
— « N’eo ket réd dezo mond kuit. Roit dezo da zebri, c’hwi hoh-unan ».
17 Neuze, e lavarjont dezañ :
— « N’eus amañ ganeom nemed pemp baraenn ha daou besk ».
18 — « Digasit anezo din amañ », eme Jezuz.
19 Neuze e reas d’an dud azeza war ar yeot ; kemer a reas ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad warzu an neñv, e rentas bennoz. Terri a reas ar baraennou, rei anezo d’an diskibien, hag an diskibien d’an dud.
20 Debri a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet. Dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : peadra da garga daouzeg panerad. 21 Ar re o-doa debret a oa war-dro pemp mil anezo, hep konta ar merhed hag ar vugale.
22 Raktal goude m’e-noa Jezuz roet da zrebi d’an dud en dezert, e reas d’e ziskibien sevel er vag, ha mond en e-raog en tu all d’ar mor, e-keid ha ma vefe Eñ o lakaad an dud da vond kuit.
23 Kaset kuit an dud gantañ, e savas Jezuz war ar menez, en e bart e-unan, evid pedi. Deuet an abardaez, e oa eno e-unan-penn.
24 Bez’ e oa ar vag eur pennad mad dija euz an aot, gwall-hejet gand an tonnou, rag a-benn e oa an avel.
25 War-dro fin an noz, e teuas Jezuz war-zu e ziskibien en eur vale war ar mor. 26 O weled anezañ o vale war ar mor, e oe strafuillet an diskibien. « Eur spéz eo » emezo. Hag e stagjont da youhal gand ar spont. 27 Med kerkent, e komzas Jezuz outo :
— « Ho-pet fiziañs, me an hini eo ! N’ho-pet ket aon ! »
28 Neuze e lavaras Pèr :
— « Aotrou, mar d-eo te an hini eo, ro urz din da vond beteg ennout war an dour ».
29 — « Deus » eme Jezuz.
Diskenn a reas Pèr euz ar vag, ha bale war an dour da vond beteg Jezuz. 30 Med gand an avel greñv a oa savet, e krogas aon ennañ ; hag o veza ma oa kroget da ziskenn en dour, e youhas :
— « Aotrou, savete ahanon ! »
31 Kerkent eh astennas Jezuz e zorn, e tapas krog ennañ en eur lavared da Bèr :
— « Dén laosk en da feiz, perag az-peus bet douetañs ? »
32 Ha pa oent savet er vag, e torras an avel. 33 Neuze ar re a oa er vag, e stouas dirazañ en eur lavared :
— « E gwirionez, ez out-te Mab Doue ! »
34 Treuzet ganto al lenn, e touarjont e Jenezared.
35 Anavezet e oe Jezuz gand tud an tolead ; kaset e oe kelou ganto tro-war-dro, hag e oe digaset an oll dud klañv dezañ. 36 Aspedi a reent Jezuz da laosker anezo da douch netra nemed ouz bevenn e vantell. Hag e oe pareet kement hini a douchas outi.
21 En em dennet e oa Jezuz e kostez Tir ha Sidon. 22 Ha setu eur Gananeanez deuet diouz an tolead-se a stagas da youhal :
— « Bez truez ouzin, Aotrou, Mab da Zavid ! gwall-gaset ema va merh gand eun droug-spered ».
23 Med ne respontas Jezuz seurt e-béd dezi. Tostaad a reas e ziskibien da lavared dezañ :
— « Kas anezi diwar da dro, rag ema o youhal war on lerh ».
24 Respont a reas Jezuz :
— « N’on bet kaset nemed evid deñved kollet euz tiad Izrael ».
25 Med dond a reas houmañ da stoui dirazañ en eur lavared :
— « Aotrou, deus war va zikour ! »
26 Respont a reas Jezuz :
— « N’eo ket mad kemer bara ar vugale ha taoler anezañ d’ar chas bihan ».
27 — « Gwir eo, emezi, med just-awalh, drebi a ra ar chas bihan ar bruzunou a gouez diwar daol o mistri ».
28 Respont a reas Jezuz :
— « O ! maouez ! Braz eo da feiz. Ra c’hoarvezo ganit hervez da hoant ».
Hag e oe pareet he merh, d’ar mare-ze end-eün.
1 Kemer a reas Jezuz gantañ Pèr, Jakez ha Yann e vreur, hag ez eas ganto en eul leh distro, war lein eur menez uhel.
2 Treuzfurmet e oe dirag o daoulagad ; dond a reas e zremm da veza lugernuz evel an heol, hag e zillad, gwenn-kann evel ar sklêrijenn.
3 Setu ma paras Moizez hag Eliaz dirazo, o komz gantañ. 4 Neuze e lavaras Pèr da Jezuz :
— « Aotrou, kaer eo deom beza amañ. Ma kerez, emaon o vond da zevel amañ teir deltenn, unan evidout, unan all evid Moizez hag e-bén evid Eliaz ».
5 O komz e oa c’hoaz pa zeuas eur goabrenn lugernuz da zispaka e skeud warno, hag euz kreiz ar goabrenn e teu eur vouez o lavared : « Hemañ eo va Mab muia-karet, ennañ e kavan va dudi : selaouit anezañ ! »
6 O kleved kement-se, e kouezas an diskibien, o zal ganto d’an douar, hag e krogas enno eun aon spontuz.
7 Tostaad a reas Jezuz, hag e touchas outo en eur lavared :
— « Savit en ho-sav ! N’it ket da gaoud aon ! »
8 O sevel o daoulagad, ne weljont mui dén e-béd, nemed Jezuz e-unan-penn. 9 En eur ziskenn diwar ar menez, e lavaras frêz Jezuz dezo :
— « Na gomzit da zén euz ar péz ho-peus gwelet, ken na vo savet Mab an dén a-douez ar re varo ».
24 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « M’e-neus c’hoant unan bennag dond war va lerh, dezañ trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz, ha dond d’am heul. 25 Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a gollo anezi ; med an neb a gollo e vuhez abalamour din, a viro anezi.
26 « Petra a dalvezo d’an dén gounid ar béd oll, ma teu dezañ koll e vuhez ? Ha petra a hello an dén rei evid kavoud e vuhez en-dro ? 27 Rag ema Mab an Dén o tond gand e êlez e gloar e Dad ; neuze e roio da bep hini diouz e oberou.
28 « E gwirionez, e lavaran deoh : e-touez an dud a zo amañ, bez’ ez eus lod ha ne varvint ket, a-raog beza gwelet Mab an Dén o tond en e Rouantèlèz ».
14 Pa zigouezas Jezuz, Pèr, Jakez ha Yann tost d’an dud, goude ma oa bet treuzfurmet war ar menez, e teuas eun dén d’e gaoud, hag en eur zaoulina dirazañ, e lavaras :
15 — « Aotrou, bez truez ouz va mab, loarieg eo ha gouzañv kalz a ra. Koueza a ra alïez en tan, hag aliez ive en dour. 16 Digaset eo bet ganin d’az tiskibien, med n’o-deus ket gellet parea anezañ ».
17 Lavared a reas Jezuz :
— « Rummad tud diskredig ha troet da fall, pegeid e rañkin chom ganeoh ? Pegeid e rañkin gouzañv ahanoh ? Digasit ar paotr din amañ ».
18 Gourdrouz a reas Jezuz an droug-spered, hag ez eas hemañ kuit euz ar paotr : d’an ampoent e oe pareet.
19 Neuze e tosteas an diskibien ouz Jezuz, hag e lavarjont dezañ, en o fart o-unan :
— « Ha ni, perag n’om ket deuet da benn da gas anezañ er-mêz ? »
20 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Abalamour ma’z oh laosk en ho feiz. E gwirionez, e lavaran deoh : Ma vez ho feiz ken braz hag eur hreunenn zezo, e lavarot d’ar menez-se : « Tremen euz amañ beteg aze », hag e tremeno. Ne vo netra ouspenn deoh ».