Accueil  -  Triwehved sizunvez war ar bloaz (B)

Triwehved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz ar 1a d’ar 7 a viz Eost 2021

Triwehved sul war ar bloaz

Yn 6, 24-35 (B)

24 P’o-doa gwelet an dud ne oa roud ebed nag euz Jezuz nag euz e ziskibien, e savjont int-i ive er bagou evid mond da Gafarnaom, war glask euz Jezuz.

25 Ha kavet ganto en tu all d’ar mor, e lavarjont dezañ :

— « Mestr, pe da vare out deuet amañ ? »

26 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : war glask ahanon emaoh, n’eo ket abalamour m’ho-peus gwelet sinou burzuduz, med abalamour m’ho-peus debret hervez ho c’hoant.

27 « Grit eta oberou, n’eo ket evid ar vagadurez a ya da goll med evid ar vagadurez a jom beteg ar vuhez peurbaduz : an hini a vo roet deoh gand Mab an Dén. Hemañ e-neus Doue an Tad merket gand e ziell ».

28 Lavared a reas dezañ :

— « Petra on-eus da ober evid kas war-raog oberou Doue ? »

29 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Setu amañ an oberenn a houlenn Doue diganeoh : kredi en hini on bet kaset gantañ er béd ».

30 Hag e lavaras an dud da Jezuz :

— « Med peseurt sîn a rez-te deom evid ma welim ha ma kredim ennout ? Peseurt oberenn a rez ? 31 Debret o-deus on tadou ar mann en dezert, hervez ma lavar ar Skritur : « Bara euz an Neñv e-neus roet dezo da zebri ».

32 Med lavared a reas dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : n’eo ket Moizez eo e-neus roet deoh ar bara euz an Neñv, med va Zad eo a ro deoh ar bara gwirion euz an Neñv. 33 Rag bara Doue eo an hini a ziskenn euz an Neñv hag a ro buhez d’ar béd ».

34 Neuze e lavarjont dezañ :

— « Aotrou, roit deom dahmad euz ar bara-ze ».

35 Hag e lavaras Jezuz dezo :

— « Me eo bara ar vuhez ; n’e-nevo ket naon kén an neb a zeu d’am haoud, ha sur n’enevo mui biken sehed an neb a gred ennon ».

Lun

Mz 14, 13-21

13 Pa oa bet klevet gand Jezuz, e oa maro Yann-Vadezour, ez eas kuit dre vag, evid mond d’eul leh didud ha distro. O veza klevet ano euz kement-se, e kuiteas an dud o hêriou evid mond war e lerh, war o zroad.

14 Pa ziskennas en douar, e welas Jezuz e-leiz a dud. Truez a gemeras outo, hag e pareas o hlañvourien.

15 Deuet an abardaez, e tosteas e ziskibien outañ, o lavared :

— « Distro eo al leh-mañ, ha diwezad eo dija. Lak an dud-se da vond kuit, ma ’z aint er bourhadennou da brena peadra da zebri ».

16 Med lavared a reas Jezuz dezo :

— « N’eo ket réd dezo mond kuit. Roit dezo da zebri, c’hwi hoh-unan ».

17 Neuze, e lavarjont dezañ :

— « N’eus amañ ganeom nemed pemp baraenn ha daou besk ».

18 — « Digasit anezo din amañ », eme Jezuz.

19 Neuze e reas d’an dud azeza war ar yeot ; kemer a reas ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad warzu an neñv, e rentas bennoz. Terri a reas ar baraennou, rei anezo d’an diskibien, hag an diskibien d’an dud.

20 Debri a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet. Dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : peadra da garga daouzeg panerad. 21 Ar re o-doa debret a oa war-dro pemp mil anezo, hep konta ar merhed hag ar vugale.

Meurz

Mz 14, 22-36

22 Raktal goude m’e-noa Jezuz roet da zrebi d’an dud en dezert, e reas d’e ziskibien sevel er vag, ha mond en e-raog en tu all d’ar mor, e-keid ha ma vefe Eñ o lakaad an dud da vond kuit.

23 Kaset kuit an dud gantañ, e savas Jezuz war ar menez, en e bart e-unan, evid pedi. Deuet an abardaez, e oa eno e-unan-penn.

24 Bez’ e oa ar vag eur pennad mad dija euz an aot, gwall-hejet gand an tonnou, rag a-benn e oa an avel.

25 War-dro fin an noz, e teuas Jezuz war-zu e ziskibien en eur vale war ar mor. 26 O weled anezañ o vale war ar mor, e oe strafuillet an diskibien. « Eur spéz eo » emezo. Hag e stagjont da youhal gand ar spont. 27 Med kerkent, e komzas Jezuz outo :

— « Ho-pet fiziañs, me an hini eo ! N’ho-pet ket aon ! »

28 Neuze e lavaras Pèr :

— « Aotrou, mar d-eo te an hini eo, ro urz din da vond beteg ennout war an dour ».

29 — « Deus » eme Jezuz.

Diskenn a reas Pèr euz ar vag, ha bale war an dour da vond beteg Jezuz. 30 Med gand an avel greñv a oa savet, e krogas aon ennañ ; hag o veza ma oa kroget da ziskenn en dour, e youhas :

— « Aotrou, savete ahanon ! »

31 Kerkent eh astennas Jezuz e zorn, e tapas krog ennañ en eur lavared da Bèr :

— « Dén laosk en da feiz, perag az-peus bet douetañs ? »

32 Ha pa oent savet er vag, e torras an avel. 33 Neuze ar re a oa er vag, e stouas dirazañ en eur lavared :

— « E gwirionez, ez out-te Mab Doue ! »

34 Treuzet ganto al lenn, e touarjont e Jenezared.

35 Anavezet e oe Jezuz gand tud an tolead ; kaset e oe kelou ganto tro-war-dro, hag e oe digaset an oll dud klañv dezañ. 36 Aspedi a reent Jezuz da laosker anezo da douch netra nemed ouz bevenn e vantell. Hag e oe pareet kement hini a douchas outi.

Merher

Mz 15, 21-28

21 En em dennet e oa Jezuz e kostez Tir ha Sidon. 22 Ha setu eur Gananeanez deuet diouz an tolead-se a stagas da youhal :

— « Bez truez ouzin, Aotrou, Mab da Zavid ! gwall-gaset ema va merh gand eun droug-spered ».

23 Med ne respontas Jezuz seurt e-béd dezi. Tostaad a reas e ziskibien da lavared dezañ :

— « Kas anezi diwar da dro, rag ema o youhal war on lerh ».

24 Respont a reas Jezuz :

— « N’on bet kaset nemed evid deñved kollet euz tiad Izrael ».

25 Med dond a reas houmañ da stoui dirazañ en eur lavared :

— « Aotrou, deus war va zikour ! »

26 Respont a reas Jezuz :

— « N’eo ket mad kemer bara ar vugale ha taoler anezañ d’ar chas bihan ».

27 — « Gwir eo, emezi, med just-awalh, drebi a ra ar chas bihan ar bruzunou a gouez diwar daol o mistri ».

28 Respont a reas Jezuz :

— « O ! maouez ! Braz eo da feiz. Ra c’hoarvezo ganit hervez da hoant ».

Hag e oe pareet he merh, d’ar mare-ze end-eün.

Yaou

Mz 16, 13-23

13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :

— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »

14 Respont a rejont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15Lavared a reas Jezuz dezo :

– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »

16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :

— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »

17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :

— « Eüruz out, Simon, mab da Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po ereet war an douar, a vo ereet en neñv, ha kement az-po diereet war an douar, a vo diereet en neñv ».

20 Neuze e roas urz d’e ziskibien da jom hep lavared da zén e oa Eñ ar Hrist.

21 Adaleg ar mare-ze, e stagas Jezuz da ziskouez d’e ziskibien e rañke dezañ mond da Jeruzalem, gouzañv kalz a-berz Pennou-braz ar bobl, Priñsed ar Veleien hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha d’an trede deiz, adsevel da veo.

22 Tenna a reas Pèr anezañ gantañ a-gostez, hag e stagas da hrozmolad anezañ :

— « Doue ra viro, Aotrou ! Ne c’hoarvezo ket kement-se ganit ! »

23 Med en eur zistrei, e lavaras Jezuz da Bèr :

— « Kerz a-dreñv din Satan ! Eur skoill out dirazon : n’ema ket skiant Doue ganit, med skiant an dud. »

Gwener 6 a viz Eost
Gouel an Tabor : Or Zalver treuzfurmet

Mk 9, 2-10 (B)

2 Kemer a reas Jezuz gantañ Pèr, Jakez ha Yann, hag e kasas anezo, int-i nemetkén, a-gostez war eur menez uhel. Hag e oe treuzfurmet dirazo.

3 Dond a reas e zillad da veza gwenn-kann, ken gwenn ma ne hell kanner e-béd war an douar kanna evel-se.

4 Dirazo e weljont Eliaz ha Moizez o komz gand Jezuz. Neuze, e lavaras Pèr da Jezuz :

–- 5 « Mestr, eun dra gaer eo deom beza amañ ! Savom eta teir deltenn : unan evidout, unan evid Moizez hag unan evid Eliaz ».

6 Evid gwir, ne ouie ket Pèr petra a lavare, ken spontet ma oant. 7 Dond a reas eur goabrenn da ober skeud warno, hag euz ar goabrenn e teuas eur vouez o lavared :

— « Hemañ eo va Mab muia-karet, selaouit anezañ ».

8 Kerkent, en eur zelled en-dro dezo, ne weljont dén all e-béd, nemed Jezuz e-unan penn ganto.

9 En eur ziskenn diwar ar menez, e tifennas Jezuz outo ranna gér da zén euz ar péz o-doa gwelet, nemed pa vefe bet savet Mab an Dén a-douez ar re varo.

10 Senti a rejont ouz an urz-se, en eur houlenn kenetrezo petra e-noa c’hoant da lavared gand : « Sevel a-douez ar re varo ».

Sadorn

Mz 17, 14-20

14 Pa zigouezas Jezuz, Pèr, Jakez ha Yann tost d’an dud, goude ma oa bet treuzfurmet war ar menez, e teuas eun dén d’e gaoud, hag en eur zaoulina dirazañ, e lavaras :

15 — « Aotrou, bez truez ouz va mab, loarieg eo ha gouzañv kalz a ra. Koueza a ra alïez en tan, hag aliez ive en dour. 16 Digaset eo bet ganin d’az tiskibien, med n’o-deus ket gellet parea anezañ ».

17 Lavared a reas Jezuz :

— « Rummad tud diskredig ha troet da fall, pegeid e rañkin chom ganeoh ? Pegeid e rañkin gouzañv ahanoh ? Digasit ar paotr din amañ ».

18 Gourdrouz a reas Jezuz an droug-spered, hag ez eas hemañ kuit euz ar paotr : d’an ampoent e oe pareet.

19 Neuze e tosteas an diskibien ouz Jezuz, hag e lavarjont dezañ, en o fart o-unan :

— « Ha ni, perag n’om ket deuet da benn da gas anezañ er-mêz ? »

20 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Abalamour ma’z oh laosk en ho feiz. E gwirionez, e lavaran deoh : Ma vez ho feiz ken braz hag eur hreunenn zezo, e lavarot d’ar menez-se : « Tremen euz amañ beteg aze », hag e tremeno. Ne vo netra ouspenn deoh ».