Accueil  -  Triwehved sizunvez war ar bloaz (C)

Triwehved sizunvez war ar bloaz (C)

Euz ar 31 a vis Gouere d’ar 6 a viz Eost 2022

Triwehved sul war ar bloaz (C)

Lk 12, 13-21

13 A-douez ar bobl, e lavaras eun dén da Jezuz :

— « Mestr, lavar d’am breur rei din va lod euz on heritaj ».

14 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Va dén ! Piou e-neus lakeet ahanon da varner warnoh, pe da reñka ho heritaj ? » 15 Hag e lavaras d’an oll : « Diwallit ouz pep c’hoantègèz direiz : talvoudègèz buhez eun dén, ha pa vefe pinvidig, ne zeu ket euz e vadou ».

16 Hag e kontas dezo ar barabolenn-mañ :

17 — « Bez’ e oa eun dén pinvidig. Gounidou braz e-noa greet gand e diègèz, hag e soñje ennañ e-unan : « Petra a rin, pa n’am-eus ket a blas da lakaad va eost ?

18 « Setu, emezañ, petra a rin : diskar va solierou ha sevel re all frankoh, hag e tastumin enno va éd ha kement am-eus.

19 « Neuze e lavarin din-me va-unan : Setu ahanout gand madou braz dit evid kalz a vloaveziou. Dit diskuiza, debri, eva, ebati.

20 « Med lavared a reas Doue dezañ : Diskiant ma ’z out ! En noz-mañ, end-eün, e vo goulennet da ene diganit. Hag ar péz az-peus berniet, da biou e vo ?

21 « Evel-se ema kont gand an hini a zastum madou evitañ e-unan, e-leh sevel da binvidig dirag Doue ».

Lun

Mz 14, 13-21

13 Pa oa bet klevet gand Jezuz, e oa maro Yann-Vadezour, ez eas kuit dre vag, evid mond d’eul leh didud ha distro. O veza klevet ano euz kement-se, e kuiteas an dud o hêriou evid mond war e lerh, war o zroad.

14 Pa ziskennas en douar, e welas Jezuz e-leiz a dud. Truez a gemeras outo, hag e pareas o hlañvourien.

15 Deuet an abardaez, e tosteas e ziskibien outañ, o lavared :

— « Distro eo al leh-mañ, ha diwezad eo dija. Lak an dud-se da vond kuit, ma ’z aint er bourhadennou da brena peadra da zebri ».

16 Med lavared a reas Jezuz dezo :

— « N’eo ket réd dezo mond kuit. Roit dezo da zebri, c’hwi hoh-unan ».

17 Neuze, e lavarjont dezañ :

— « N’eus amañ ganeom nemed pemp baraenn ha daou besk ».

18 — « Digasit anezo din amañ », eme Jezuz.

19 Neuze e reas d’an dud azeza war ar yeot ; kemer a reas ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad warzu an neñv, e rentas bennoz. Terri a reas ar baraennou, rei anezo d’an diskibien, hag an diskibien d’an dud.

20 Debri a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet. Dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : peadra da garga daouzeg panerad. 21 Ar re o-doa debret a oa war-dro pemp mil anezo, hep konta ar merhed hag ar vugale.

Meurz

Mz 14, 22-36

22 Raktal goude m’e-noa Jezuz roet da zrebi d’an dud en dezert, e reas d’e ziskibien sevel er vag, ha mond en e-raog en tu all d’ar mor, e-keid ha ma vefe Eñ o lakaad an dud da vond kuit.

23 Kaset kuit an dud gantañ, e savas Jezuz war ar menez, en e bart e-unan, evid pedi. Deuet an abardaez, e oa eno e-unan-penn.

24 Bez’ e oa ar vag eur pennad mad dija euz an aot, gwall-hejet gand an tonnou, rag a-benn e oa an avel.

25 War-dro fin an noz, e teuas Jezuz war-zu e ziskibien en eur vale war ar mor. 26 O weled anezañ o vale war ar mor, e oe strafuillet an diskibien. « Eur spéz eo » emezo. Hag e stagjont da youhal gand ar spont. 27 Med kerkent, e komzas Jezuz outo :

— « Ho-pet fiziañs, me an hini eo ! N’ho-pet ket aon ! »

28 Neuze e lavaras Pèr :

— « Aotrou, mar d-eo te an hini eo, ro urz din da vond beteg ennout war an dour ».

29 — « Deus » eme Jezuz.

Diskenn a reas Pèr euz ar vag, ha bale war an dour da vond beteg Jezuz. 30 Med gand an avel greñv a oa savet, e krogas aon ennañ ; hag o veza ma oa kroget da ziskenn en dour, e youhas :

— « Aotrou, savete ahanon ! »

31 Kerkent eh astennas Jezuz e zorn, e tapas krog ennañ en eur lavared da Bèr :

— « Dén laosk en da feiz, perag az-peus bet douetañs ? »

32 Ha pa oent savet er vag, e torras an avel. 33 Neuze ar re a oa er vag, e stouas dirazañ en eur lavared :

— « E gwirionez, ez out-te Mab Doue ! »

34 Treuzet ganto al lenn, e touarjont e Jenezared.

35 Anavezet e oe Jezuz gand tud an tolead ; kaset e oe kelou ganto tro-war-dro, hag e oe digaset an oll dud klañv dezañ. 36 Aspedi a reent Jezuz da laosker anezo da douch netra nemed ouz bevenn e vantell. Hag e oe pareet kement hini a douchas outi.

Merher

Mz 15, 21-28

21 En em dennet e oa Jezuz e kostez Tir ha Sidon. 22 Ha setu eur Gananeanez deuet diouz an tolead-se a stagas da youhal :

— « Bez truez ouzin, Aotrou, Mab da Zavid ! gwall-gaset ema va merh gand eun droug-spered ».

23 Med ne respontas Jezuz seurt e-béd dezi. Tostaad a reas e ziskibien da lavared dezañ :

— « Kas anezi diwar da dro, rag ema o youhal war on lerh ».

24 Respont a reas Jezuz :

— « N’on bet kaset nemed evid deñved kollet euz tiad Izrael ».

25 Med dond a reas houmañ da stoui dirazañ en eur lavared :

— « Aotrou, deus war va zikour ! »

26 Respont a reas Jezuz :

— « N’eo ket mad kemer bara ar vugale ha taoler anezañ d’ar chas bihan ».

27 — « Gwir eo, emezi, med just-awalh, drebi a ra ar chas bihan ar bruzunou a gouez diwar daol o mistri ».

28 Respont a reas Jezuz :

— « O ! maouez ! Braz eo da feiz. Ra c’hoarvezo ganit hervez da hoant ».

Hag e oe pareet he merh, d’ar mare-ze end-eün.

Yaou

Mz 16, 13-23

13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :

— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »

14 Respont a rejont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15Lavared a reas Jezuz dezo :

– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »

16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :

— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »

17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :

— « Eüruz out, Simon, mab da Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po ereet war an douar, a vo ereet en neñv, ha kement az-po diereet war an douar, a vo diereet en neñv ».

20 Neuze e roas urz d’e ziskibien da jom hep lavared da zén e oa Eñ ar Hrist.

21 Adaleg ar mare-ze, e stagas Jezuz da ziskouez d’e ziskibien e rañke dezañ mond da Jeruzalem, gouzañv kalz a-berz Pennou-braz ar bobl, Priñsed ar Veleien hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha d’an trede deiz, adsevel da veo.

22 Tenna a reas Pèr anezañ gantañ a-gostez, hag e stagas da hrozmolad anezañ :

— « Doue ra viro, Aotrou ! Ne c’hoarvezo ket kement-se ganit ! »

23 Med en eur zistrei, e lavaras Jezuz da Bèr :

— « Kerz a-dreñv din Satan ! Eur skoill out dirazon : n’ema ket skiant Doue ganit, med skiant an dud. »

Gwener

Mz 16, 24-28

24 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag dond war va lerh, dezañ trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz, ha dond d’am heul. 25 Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a gollo anezi ; med an neb a gollo e vuhez abalamour din, a viro anezi.

26 « Petra a dalvezo d’an dén gounid ar béd oll, ma teu dezañ koll e vuhez ? Ha petra a hello an dén rei evid kavoud e vuhez en-dro ? 27 Rag ema Mab an Dén o tond gand e êlez e gloar e Dad ; neuze e roio da bep hini diouz e oberou.

28 « E gwirionez, e lavaran deoh : e-touez an dud a zo amañ, bez’ ez eus lod ha ne varvint ket, a-raog beza gwelet Mab an Dén o tond en e Rouantèlèz ».

Sadorn 6 a viz Eost
Gouel an Tabor : Or Zalver treuzfurmet

Lk 9, 28b-36 (C)

28 Kemer a reas Jezuz gantañ Pèr, Yann ha Jakez, hag e savas war ar menez evid pedi. 29 A-greiz pedi, e teuas e zremm da jeñch, hag e zillad da veza gwenn-kann ha skeduz. 30 Ha setu ma oa daou zén o komz gantañ : Moïzez hag Elïaz, 31 en em ziskouez er hloar. Komz a reent diwar-benn ar péz a oa d’en em gaoud gantañ e Jeruzalem : eñ o vond kuit euz ar béd-man.

32 Deuet e oa ar c’hoant-kousket war Pèr hag ar re a oa gantañ. Chomet dihun evelkent, e weljont Jezuz er hloar, hag an daou zén en e-gichenn.

33 Pa oa ar re-mañ o kuitaad Jezuz, e lavaras Pèr dezañ :

— « Mestr, brao eo deom beza amañ, savom teir deltenn : unan evidout, unan all evid Moïzez hag e-bén evid Elïaz ».

Ne ouie ket petra a lavare.

34 Endra ma oa o komz evel-se, e teuas eur goabrenn da zispaka he skeud warno, hag e krogas aon enno o weled ar goabrenn o tond warno.

35 O tond euz ar goabrenn, e oe klevet eur vouez o lavared :

— « Hemañ eo va Mab, an hini dibabet ganin, selaouit anezañ ».

36 Pa davas ar vouez, en em gavas Jezuz e-unan-penn. Chom a reas sioul an diskibien, ha ne lavarjont netra euz ar péz o-doa gwelet da zén e-béd, d’ar mare-ze.