Accueil  -  Trizegved sizunvez war ar bloaz (C)

Trizegved sizunvez war ar bloaz (C)

Euz ar 26 a viz Mezeven d’an 2 a viz Gouere 2022

Trizegved sul war ar bloaz (C)

Lk 9, 51-62

51 O veza ma oa o tostaad an amzer evid Jezuz da veza douget d’an Neñv, ez eas en hent, youl ennañ, war-zu Jeruzalem.

52 Kas a reas kannaded en e-raog. Mond a reas ar re-mañ en hent ha digouezoud en eur vourhadenn Samaritaned, evid reñka kement a oa réd. 53 Med ne fellas ket da re-mañ digemer anezañ, abalamour ma oa o vond war-zu Jeruzalem.

54 O kleved kement-se, e lavaras Jakez ha Yann, diskibien dezañ :

— « Aotrou, ma kerez, e roim urz d’an tan da ziskenn euz an neñv evid distruja anezo ».

55 Trei a reas Jezuz war-zu enno, ha gourdrouz anezo. 56 Hag ez ejont d’eur vourhadenn all.

57 Dre ma oa Jezuz oh ober hent, e lavaras eun dén dezañ :

— « Mond a rin en da heul, e kement leh ma ’z i.

58 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Bez’ o-deus al louarned o zoullou, laboused an neñv, o neiziou. Mab an Dén a-vad, n’e-neus leh e-béd da lakaad e benn da ziskuiza ».

59 Da unan all, e lavaras :

— « Deus d’am heul ».

Respont a reas an dén :

— « Laosk ahanon da vond da zebelia va zad da genta.

60 Ha Jezuz dezañ d’e dro :

— « Laosk ar re varo da zebelia o zud varo. Evidout-te, kerz da embann Rouantèlèz Doue ».

61 Lavared a reas unan all dezañ c’hoaz :

— « Aotrou, mond a rin d’az heul, med a-raog, ro aotre din da lavared kenavo da dud va ziad ».

62 Ha Jezuz dezañ :

— « N’eo ket greet evid Rouantèlèz Doue, an hini a zell a-dreñv, goude beza kroget en alar ».

Lun

Mz 8, 18-22

18 Pa welas Jezuz e oa e-leiz a dud en-dro dezañ, e roas urz da vond en tu all d’al lenn. 19 Tostaad a reas eur skrib outañ hag e lavaras dezañ :

— « Mestr, mond a rin d’az heul n’eus forz da beleh ez i ».

20 Med respont a reas Jezuz dezañ :

— « Bez’ o-deus al louarned o zoullou, ha laboused an neñv, o neiziou ; Mab an Dén a-vad n’e-neus leh e-béd da lakaad e benn da ziskuiza ».

21 Lavared a reas dezañ unan all, diskib dezañ :

— « Aotrou, laosk ahanon da vond da zebelia va zad da genta ».

22 Med Jezuz dezañ :

— « Deus d’am heul, ha laosk ar re varo da zebelia o re varo ».

Meurz

Mz 8, 23-27

23 Sevel a reas Jezuz er vag, an diskibien o tond d’e heul. 24 Ha setu ma tirollas eur gwall daol-amzer war ar mor, ken ma oa goloet ar vag gand an tarziou. Kousket e oa Jezuz avad. 25 Tostaad a reas an diskibien outañ, ha dihuna anezañ en eur lavared :

— « Mestr, deus da zavetei ahanom ! Emaom o vond da goll ».

26 Lavared a reas dezo :

— « Perag ho-peus aon, tud laosk en ho feiz ? »

Savet neuze en e zav, e hourdrouzas an aveliou hag ar mor, hag e renas eur peoh kaer.

27 Chom a reas an diskibien estlammet, hag e lavarent :

— « Peseurt dén eo hemañ ’ta, pa zent outañ an aveliou hag ar mor zokén? »

Merher 29 a viz Mezeven
Sant Pèr ha sant Paol, ebestel

Mz 16, 13-19

13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :

— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »

14 Respont a rejont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15Lavared a reas Jezuz dezo :

– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »

16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :

— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »

17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :

— « Eüruz out, Simon, mab Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».

Yaou

Mz 9, 1-8

1 Sevel a reas Jezuz en eur vag, treuzi al lenn, ha mond en e gêr, Karfanaom. 2 Ha setu ma oe digaset dezañ eun dén seizet, astennet war eur gwele. O weled o feiz, e lavaras Jezuz d’an dén seizet :

— « Bez fiziañs, va mab, pardonet eo dit da behejou ».

3 Ha setu ma lavaras lod euz ar Skribed enno o-unan :

— « Blasfemi a ra an dén-ze ! »

4 — « O houzoud ar péz a oant o soñjal, e lavaras Jezuz dezo :

— « Perag maga soñjou fall en ho kalon ? 5 Petra eo an êsa : Lavared : Pardonet eo dit da behejou, pe lavared : Sav ha kerz ! Ahanta ! evid ma ouezot e-neus Mab an Dén, war an douar, galloud da bardoni ar pehejou : 6 « Sav ! emezañ neuze d’an dén seizet, kemer da wele, ha kee d’ar gêr ».

7 Sevel a reas an dén, ha mond d’ar gêr. 8 O weled kement-se, e krogas an dud aon enno, hag e rentjont gloar da Zoue, evid beza roet eur seurt galloud d’an dud.

Gwener

Mz 9, 9-13

9 En eur vond kuit euz Kafarnaom, e welas Jezuz eun dén, Maze e ano, azezet ouz e vureo a daillanter, hag e lavaras dezañ :

— « Deus d’am heul ».

Sevel a reas an dén, ha mond d’e heul.

10 E-pad ma oa Jezuz ouz taol, en ti, e teuas kalz a bublikaned hag a beherien da gemered plas asamblez gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavare ar Farizianed d’e ziskibien :

— « Perag ema ho Mestr o tebri asamblez gand ar bublikaned hag ar beherien ? »

12 Klevet e-noa Jezuz, hag e lavaras :

— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski petra a dalv ar homzou-mañ : « Trugarez eo a glaskan, ha n’eo ket provou ». Rag n’on ket deuet da helver tud just med peherien ».

Sadorn

Mz 9, 14-17

14 Dond a reas diskibien Yann-Vadezour da gaoud Jezuz, hag e lavarjont dezañ :

— « Perag ’ta, en-dra ma reom yun, ni hag ar Farizianed, ne ra ket da ziskibien-te yun ?

15 Hag e respontas Jezuz dezo :

— « Daoust hag e hell an dud pedet d’an eured beza e kañv e-keid ha m’ema an dén-nevez asamblez ganto ? Med dond a raio eur mare ma vo lamet an dén-nevez diganto, ha neuze e raint yun.

16 « Dén e-béd ne gemer eur peñsel nevez da lakaad war eur péz dillad koz ; rag sacha a ra an tamm nevez war an tamm dillad koz, ha ne vo nemed brasoh a ze ar rogadenn.

17 « Ha ne vez ket lakeet gwin nevez e sehier-lèr koz ; a-hend-all e tarz ar zehier-lèr hag e vez skuillet ar gwin, ha kollet ar zehier-lèr. Er hontrol, lakeet e vez ar gwin nevez e sehier-lèr nevez, hag e vez mired evel-se an eil hag egile ».