Accueil  -  Trizegved sizunvez war ar bloaz (B)

Trizegved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz ar 27 a viz Mezeven d’ar 7 a viz Gouere 2021

Trizegved sul war ar bloaz

Mk 5, 21-43 (B)

21 Treuzet adarre ar mor er vag gand Jezuz, ha dre ma oa tost ouz an aot, e oa eur bobl tud bodet en-dro dezañ.

22 Neuze, e teu beteg ennañ unan euz renerien ar zinagogenn, Jaïr e ano, hag o weled anezañ, e kouez d’an douar e-harz e dreid, 23 o pédi stard anezañ en eur lavared :

— « Bez’ ema va merhig war he zremeñvan. Deus da astenn da zorn warni, ma vo pareet ha ma chomo beo ».

24 Mond a reas Jezuz gantañ, ha kalz a dud d’e heul, ken ma oa gwasket ganto.

25 Padal, e oa eur vaouez, klañv gand ar holl-gwad abaoe daouzeg vloaz. 26 Kalz he-doa bet da houzañv a-berz e-leiz a vedisined. Dispignet e oa bet ganti kement a oa en he herz, hep kaoud gwellaenn e-béd, med kentoh o vond war wasaad.

27 Klevet ganti ano euz Jezuz, e teuas e-touez an dud, a-dreñv dezañ, hag e touchas ouz e vantell.

28 Lavared a ree dezi heh-unan :

— « Ha pa ne rafen nemed touch ouz e zillad, e vin pareet ».

29 Ha kerkent, e torras ar holl-gwad enni, hag e santas en he horv e oa pareet euz he hleñved.

30 Kerkent, e ouezas Jezuz e oa eet eur vertuz er-mêz anezañ. Distrei a reas war-zu an dud en eur houlenn :

— « Piou e-neus touchet ouz va dillad ? »

31 Lavared a ree e ziskibien dezañ :

— « Gweled a rez ez out gwasket gand e-leiz a dud, hag e houlennez piou e-neus touchet ouzit ? »

32 Med selled a ree Jezuz en-dro dezañ, evid klask gweled an hini he-doa greet kement-se. 33 Neuze, en eur grena gand an aon, rag gouzoud a ouie petra a oa c’hoarvezet ganti, e teuas ar vaouez hag e kouezas e-harz e dreid, hag e lavaras dezañ ar wirionez penn-da-benn.

34 Lavared a reas Jezuz dezi avad :

— « Va merh, da feiz he-deus saveteet ahanout. Kerz e peoh, ha bez pareet euz da gleñved ».

35 E-pad ma oa c’hoaz o komz, e tigouezas tud euz ti ar rener-zinagogenn da lavared dezañ :

— « Maro eo da verh. Perag direnka c’hoaz ar Mestr ? »

36 Med o veza klevet ar homzou-ze, e lavaras Jezuz d’ar rener-zinagogenn :

— « Arabad dit kaoud aon. Bez feiz nemetkén ».

37 Ne roas aotre da zén e-béd da vond asamblez gantañ, nemed da Bèr, da Jakez ha da Yann breur Jakez. 38 En em gaoud a reont e ti ar rener-zinagogenn. Gweled a ra Jezuz tud, o ouela hag o youhal forz, ha trouz braz ganto.

39 Eet en ti, e lavar Jezuz dezo :

— « Perag e rit trouz, ha perag e ouelit ? N’eo ket maro ar plahig. Kousket eo ! »

40 Ha goap a ree an dud anezañ. Med ober a ra dezo oll mond er-mêz ; kemer a ra gantañ tad ha mamm ar plahig, hag an diskibien deuet d’e heul, ha mond el leh ma oa ar plahig. 41 Kregi a ra en he dorn, hag e lavar dezi :

— « Talita koum ! da lavared eo : Plahig, me lavar dit : sao en da zav ! 

42 Kerkent e oa ar plahig en he-zav, hag e stagas da vale, rag daouzeg vloaz e oa. Kerkent ive, setu an dud-se er-mêz anezo o-unan, ken souezet e oant. 43 Difenn stard a reas Jezuz outo na vefe gouezet kement-se gand dén e-béd, hag e lavaras rei dezi da zrebi.

Lun

Mz 8, 18-22

18 Pa welas Jezuz e oa e-leiz a dud en-dro dezañ, e roas urz da vond en tu all d’al lenn. 19 Tostaad a reas eur skrib outañ hag e lavaras dezañ :

— « Mestr, mond a rin d’az heul n’eus forz da beleh ez i ».

20 Med respont a reas Jezuz dezañ :

— « Bez’ o-deus al louarned o zoullou, ha laboused an neñv, o neiziou ; Mab an Dén a-vad n’e-neus leh e-béd da lakaad e benn da ziskuiza ».

21 Lavared a reas dezañ unan all, diskib dezañ :

— « Aotrou, laosk ahanon da vond da zebelia va zad da genta ».

22 Med Jezuz dezañ :

— « Deus d’am heul, ha laosk ar re varo da zebelia o re varo ».

Meurz 29 a viz Mezeven
Sant Pèr ha sant Paol, ebestel

Mz 16, 13-19

13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :

— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »

14 Respont a rejont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15Lavared a reas Jezuz dezo :

– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »

16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :

— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »

17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :

— « Eüruz out, Simon, mab Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».

Merher

Mz 8, 28-34

28 Pa oe en em gavet Jezuz en tu all d’al lenn, e bro ar Hadarenianed, e teuas en arbenn dezañ daou zén dalhet gand an droug-sperejou, o tond er-mêz a-greiz ar beziou. Ken kriz e oant ma ne helle dén tremen dre an hent-se. 29 Setu int-i o staga da youhal :

— « Petra emaout o klask ouzom, Mab da Zoue ? Daoust ha deuet out amañ evid merzeria ahanom a-raog ar poent ? »

30 Hogen, tost awalh ahano e oa eur vandennad moh o klask o boued. 31 Aspedi a ree an droug-sperejou Jezuz en eur lavared :

— « Ma teuez da gas ahanom kuit, gra deom mond e-barz ar vandennad moh-mañ ».

32— « Kit ’ta », emezañ dezo.

Hag int-i er-mêz, hag o vond e-barz ar moh. Ha setu ma ’z eas ar vandennad moh a-béz a-lamm diwar an tornaod er mor, hag e varvjont beuzet.

33 Tehed kuit a reas ar vesaerien ha mond e kêr da rei da anaoud pep tra, ha dreist-oll kement a oa c’hoarvezet gand an daou zén a oa e dalh an droug-sperejou.

34 Ha setu ma teuas an oll dud euz Kêr en arbenn da Jezuz. Ha kerkent ha beza gwelet anezañ, e lavarjont dezañ mond kuit diwar o douarou.

Yaou

Mz 9, 1-8

1 Sevel a reas Jezuz en eur vag, treuzi al lenn, ha mond en e gêr, Karfanaom. 2 Ha setu ma oe digaset dezañ eun dén seizet, astennet war eur gwele. O weled o feiz, e lavaras Jezuz d’an dén seizet :

— « Bez fiziañs, va mab, pardonet eo dit da behejou ».

3 Ha setu ma lavaras lod euz ar Skribed enno o-unan :

— « Blasfemi a ra an dén-ze ! »

4 — « O houzoud ar péz a oant o soñjal, e lavaras Jezuz dezo :

— « Perag maga soñjou fall en ho kalon ? 5 Petra eo an êsa : Lavared : Pardonet eo dit da behejou, pe lavared : Sav ha kerz ! Ahanta ! evid ma ouezot e-neus Mab an Dén, war an douar, galloud da bardoni ar pehejou : 6 « Sav ! emezañ neuze d’an dén seizet, kemer da wele, ha kee d’ar gêr ».

7 Sevel a reas an dén, ha mond d’ar gêr. 8 O weled kement-se, e krogas an dud aon enno, hag e rentjont gloar da Zoue, evid beza roet eur seurt galloud d’an dud.

Gwener

Mz 9, 9-13

9 En eur vond kuit euz Kafarnaom, e welas Jezuz eun dén, Maze e ano, azezet ouz e vureo a daillanter, hag e lavaras dezañ :

— « Deus d’am heul ».

Sevel a reas an dén, ha mond d’e heul.

10 E-pad ma oa Jezuz ouz taol, en ti, e teuas kalz a bublikaned hag a beherien da gemered plas asamblez gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavare ar Farizianed d’e ziskibien :

— « Perag ema ho Mestr o tebri asamblez gand ar bublikaned hag ar beherien ? »

12 Klevet e-noa Jezuz, hag e lavaras :

— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski petra a dalv ar homzou-mañ : « Trugarez eo a glaskan, ha n’eo ket provou ». Rag n’on ket deuet da helver tud just med peherien ».

Sadorn 3 a viz Gouere, Sant Tomaz, abostol

Yn 20, 24-29

24 Tomaz, unan euz an Daouzeg, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), ne oa ket ganto, pa oa deuet Jezuz.

25 Lavared a reas an diskibien all dezañ :

— « Gwelet on-eus an Aotrou ! »

Med respont a reas Tomaz dezo :

— « Ma ne welan ket merk an tachou en e zaouarn, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou, ma ne lakan ket va dorn en e gostez, nann, ne gredin ket ! ».

26 Eizteiz goude-ze, e oa adarre an diskibien en ti, hag e oa Tomaz asamblez ganto. Degouezoud a reas Jezuz, daoust d’an doriou beza prennet, hag e oa aze en o-zouez. Lavared a reas :

— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».

27 Da houde e lavaras da Domaz :

— « Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn ; tosta da zorn, ha lak anezañ em hostez : paouez da veza diskredig, bez dén a feiz ».

28 — « Va Aotrou ha va Doue ! » eme Tomaz dezañ.

29 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Abalamour m’az-peus gwelet ahanon, e kredez. Eüruz ar re a gred, hep beza gwelet ».