Accueil  -  Ugentved sizunvez war ar bloaz (C)

Ugentved sizunvez war ar bloaz (C)

Euz ar 14 d’ar 20 a viz Eost 2022

Ugentved sul war ar bloaz (C)

Lk 12, 49-53

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

49 « Deuet on da zigas tan war an douar, ha pegement e karfen e vefe krog a-benn bremañ !

50 « Bez’ ez eus eur vadeziant hag am-eus da reseo, ha pegen enkrezet on beteg ma vo kaset kement-se da benn.

51 « Ha kavoud a ra deoh ez on deuet da lakaad ar peoh war an douar ? N’eo ket, a lavaran deoh, med kentoh an dizunvaniez. 52 Rag diwar-vremañ, en eun tiad a bemp dén e vo dizunvaniez etrezo : tri a-eneb daou, ha daou a-eneb tri ; 53 disparti a vo : an tad a-eneb e vab, ar mab a-eneb e dad, ar vamm a-eneb he merh, ar verh a-eneb he mamm ; ar vamm-gaer a-eneb he merh-kaer, ar verh-kaer a-eneb he mamm-gaer ».

Lun 15 a viz Eost
Gouel Maria Hanter-Eost

Lk 1, 39-56 (ABC)

39 En amzer-ze, ez eas Mari buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Judea.

40 Mond a reas e-barz ti Zakarïaz, ha saludi Elizabed.

41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz, hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :

— « Benniget out dreist an oll gwragez, ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag, kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».

46 Renta a reas Mari d’he zro gloar d’an Aotrou Doue, en eur lavared :

— « Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 abalamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.

« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on eüruz, 49 ken kaer eo ar burzudou e-neus greet evidon an Oll-Halloudeg, rag santel eo e ano.

50 « Skuilla a ra e vadèlèz, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.

51 « Diskouez a ra nerz e vreh, ha kas kuit an dud, lorh ganto en o halon.

52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn, ha sevel uhel an dud izel.

53 « Rei a ra o gwalh d’ar re o-deus naon, ar re binvidig avad, e kas kuit hep netra.

54 « Rei a ra e skoazell da Izrael e vuia-karet, dre ma dalh soñj euz e vadèlèz ; 55 evel m’e-noa prometet d’on tadou-koz, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».

56 Chom a reas Mari neuze gand Elizabed war-dro tri miz, ha goude-ze e tistroas d’ar gêr.

Meurz

Mz 19, 23-30

23 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : Eun dén pinvidig a vo dïêz braz dezañ mond e Rouantèlèz Doue. 24 Lavared a ran deoh, eur wech c’hoaz : Êsoh eo d’eur hañval tremen dre eun toull-nadoz, eged d’eun dén pinvidig mond e Rouantèlèz Doue.

25 O kleved ar homzou-ze, e oe souezet-maro an diskibien, hag e lavarent :

— « Piou eta a hello beza salvet ? »

26 En eur zelled outo, e lavaras Jezuz :

— « An dud ez eo an dra-ze dreist d’o galloud, med Doue n’eus netra dreist d’e halloud ».

27 Neuze e lavaras Pèr da Jezuz :

— « Ha ni hag on-eus dilezet pep tra evid mond d’az heul, petra a dalvezo kement-se deom ?

28 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : Pa vo renevezet ar béd a-béz, pa azezo Mab an Dén war e drôn a hloar, e vezot, c’hwi ive hag a zo deuet d’am heul, azezet war daouzeg trôn evid barn daouzeg meuriad Izrael.

29 « Ha kement hini e-no dilezet tiez, breudeur, c’hoarezed, tad ha mamm, bugale pe barkeier, abalamour d’am ano, a resevo kant kwech muioh, ha da lod ar vuhez peurbaduz. 30 Kalz re genta a vo da ziweza, kalz re ziweza a vo da genta ».

Merher

Mz 20, 1-16

Lavared a ree Jezuz ar barabolenn-mañ :

1 « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur penn-tiègèz, a yeas er-mêz kerkent ha tarz an deiz, da gemer e koumanant devezourien evid e winïeg.

2 « Marhad a reas ganto evid eun diner an devez (da lavared eo : eur péz arhant), hag e kasas anezo d’e winïeg.

3 « Eet er-mêz war-dro nav eur, e welas reou all aze, war ar blasenn, oh ober netra. 4 Ha da re-ze, e lavaras :

— « Kit, c’hwi ive, d’am gwinïeg, hag e roin deoh ar péz a zo just ».

5 « Hag ez ejont.

« Eet adarre war-dro kreisteiz, ha war-dro teir eur, e reas kemend-all.

6 War-dro pemp eur, ez eas c’hoaz er-mêz, hag e kavas reou all eno, hag e lavaras dezo :

— « Perag oh chomet aze, a-héd an deiz, oh ober netra ?

7 « Respont a rejont dezañ :

— « Peogwir n’eus deuet dén e-béd da glask ahanom ».

« Lavared a reas dezo :

— « Kit c’hwi ive d’am gwinieg ».

8 « Deuet an abardaez, e lavaras mestr ar winieg d’e verour :

— « Galv an devezourien ha ro dezo o fae, en eur vond euz ar re ziweza d’ar re genta ».

9 « Dond a reas ar re a oa staget da labourad da bemp eur, hag e oe roet dezo beb a ziner.

10 Pa zeuas tro ar re genta, e soñje dezo kaoud muioh, med reseo a rejont, int ive, beb a ziner.

11 En eur reseo o fae, e hrosmolent a-eneb ar penn-tiegez en eur lavared :

12 « Ar re-mañ, digouezet da ziweza, n’o-deus greet nemed eun eurvez labour, hag ho-peus roet dezo kement ha deom-ni, hag on-eus bet da houzañv beh an deiz hag an dommder ».

13 « Respont a reas ar mestr da unan anezo :

— « Va mignon, ne ran tamm gaou e-béd ouzit. Daoust ha n’eo ket evid eun diner eo ez-poa greet marhad ganin ? 14 Kemer ar péz a zo dit, ha kerz en da hent. Felloud a ra din rei d’an diweza-mañ kement ha dit. 15 Daoust ha n’em-eus ket aotre da ober ar péz a garan gand ar péz a zo din ? Pe gwarizi a vefe en da galon abalamour ma ’z on mad ? »

16 « Evel-se e vo ar re ziweza da genta, hag ar re genta da ziweza ».

Yaou

Mz 22, 1-14

1 Staga a reas Jezuz da gomz dre barabolennou :

2 — « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur roue oh ober lein-eured e vab. 3 Kas a reas e zervicherien da helver d’al lein ar re a oa bet pedet, med n’o-doa ket c’hoant ar re-mañ dond. 4 Kas a reas c’hoaz servicherien all en eur lavared dezo :

-– « Lavarit d’ar re a zo pedet : « Setu, pourchaset eo ar préd, lazet eo an tirvi hag al loened lard ; prést eo pep tra : deuit d’al lein-eured ».

5 « Med ne rejont ket a van, hag ez ejont, unan d’e bark, egile d’e genwerz. 6 Tapoud krog a reas ar re all er zervicherien, gwallgas anezo hag e oent lazet ganto.

7 « Eet droug ennañ, e kasas ar roue e zoudarded, hag e oe lazet ar vuntrerien ha lakeet an tan en o hêr.

8.« Lavared a reas neuze d’e zervicherien :

— « Prést eo al lein-eured, med an dud a oa bet pedet ne oant ket dîn da zond. 9 Kit eta dre ar hroaz-heñchou : pedit da zond d’al lein-eured an oll dud a gavot ».

10 « Mond a reas ar zervicherien dre an heñchou, boda an oll re a zigouezas ganto, fall ha mad, hag e oe leun a dud ar zal-eured.

11 « Dond a reas ar roue da zelled ouz an dud a oa ouz taol, hag eno, e welas eun dén ne oa tamm dillad-eured.e-béd gantañ. 12 Lavared a reas dezañ :

— « Va dén mad, penaoz out deuet amañ hep kaoud eun dillad-eured en dro dit ? »

« Ne lavaras grig. 13 Neuze e lavaras ar roue d’ar zervicherien :

— « Liammit dezañ e dreid hag e zaouarn, ha taolit anezañ er-mêz en deñvalijenn. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent. 14 Rag kalz a zo galvet, nebeud a-vad a zo dibabet ».

Gwener

Mz 22, 34-40

34 Klevet ganto e-noa Jezuz stanket o genou d’ar Saduseaned, en em vodas ar Farizianed, 35 hag unan anezo, doktor war al Lezenn, o klask lakaad Jezuz da veza nehet, a reas eur goulenn outañ :

36 — « Mestr, pehini eo ar brasa euz ar gourhemennou el Lezenn ? »

37 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Kared a ri an Aotroù da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene ha da oll spered ». 38 Hennez eo ar brasa hag ar henta euz ar gourhemennou. 39 Hag an eil a zo par dezañ : « Kared a ri da nesa eveldout da-unan ». 40 D’an daou hourhemenn-ze e tenn kement a zo el Lezenn penn-da-benn, hag er Brofeted ».

Sadorn

Mz 23, 1-12

En amzer-ze, e tisplegas Jezuz kement-mañ d’ar bobl ha d’e ziskibien :

2 — « Kelenn a ra ar Skribed hag ar Farizianed diwar gador Voizez. 3 Grit eta, ha mirit kement a lavaront deoh. N’it ket a-vad, da gemer skwer diwar o oberou, rag lavared a reont, ha ne reont ket.

4 « Eren a reont sammou pounner, ha karga anezo war ziouskoaz an dud, med ne fell ket dezo o-unan o diblas gand penn o biz.

5 « Kement a reont a-vad, eo evid beza gwelet gand an dud. Dougenn a reont warno o-unan rubanou ledan-kenañ, warno c’hoaz pennadou-skrid al Lezenn, hag ez eo hir-kenañ ar fleñch euz o mantilli. 6 Plijoud a ra dezo ar plasou a enor er prejou, ar plasou kenta er zinagogennou, 7 beza saludet war ar plasennou, ha beza anvet « rabbi » gand an dud.

8 « C’hwi a-vad, n’it ket da rei deoh an ano a « rabbi », rag n’ho-peus nemed eur mestr evid kelenn ahanoh, hag ez oh breudeur oll.

9 « Na roit da zén war an douar an ano a dad, rag n’ho-peus nemed eun Tad : an hini a zo en neñvou.

10 Na rit ket kennebeud rei deoh an ano a zoktor, rag n’ho-peus nemed eun doktor : ar Hrist.

11 « An hini brasa en ho-touez, ra vo servicher deoh. 12 Piou bennag en em lakaio uhel, a vo izelleet, ha piou bennag en em lakaio izel, a vo uhelleet.