Pennad-Digori

gand Tad Mark, euz Abati Landevenneg

Aviel an Aotrou Krist

Kelou mad Rouantèlèz Doue

Abaoe kantvejou ha kantvejou, en he ’fedennou hag en he ’feiz, Pobl Israel a hortoze gand mall Rouantèlèz an Aotrou Doue.

He gortoz a ree, ével m’ema o hortoz he ’frankiz eur bobl toull-bahet ha gwasket. Ar Brofeted eo o-doa roet da anaoud ar Rouantèlèz-se :

« Setu o tond, war goabrenn an neñv evel eur Mab dén. Roet ez eus bet dezañ impalaeriez, en or ha rouantèlèz : E impalaeriez a zo eun impalaeriez peurbadel ha ne dremeno ket, hag e rouantèlèz ne vo biken distrujet ». (Dan. 7 – 13, 14).

E-kreiz ar gortoz-se a-vad, e veze kavet mesk-ha-mesk c’hoantegeziou speredel hag esperañsou douarel eur bobl izelleet.

AR HELOU MAD

Hogen, setu o sevel a-nevez, war lez ar Jordan, eur Prefet all. Hennez eo Yann. Ar pez a embann, setu just ar pez a hortoz ar bobl : « Rouantèlèz Doue a zo tost. Bezit keuz d’ho pehejou ».

Hag e-keid ha m’ en em lez ar bobl da veza soubet gantan e dour ar Jourdan evid pardon ar pehejou hag an distro da Zoue, Yann a ziskouez dezo gand e viz an hini a zeu war e lerh : « An hini n’eo ket din da zilasa dezan e zandalennou. An hini a vadezo er Spered hag en tan ».

P’e-neus Herodez taolet Yann en toull-bah, ha lakeet troha dezan e benn, neuze, Jezuz en em ziskouez d’e dro. Mond a ra dre Vro-Halilea a-béz en eur embann Kelou Mad ar Rouantèlèz.

Rag ar Rouantèlèz bremañ a zo aze, ar Rouantèlèz Doue-ze gortozet abaoe keid-all : « An dud dall a wél, ar re gamm a gerz, an dud lor a zo purifiet, ar re vouzar a glèv, ar re varo a zav da veo, hag ar Helou Mad a zo roet da anaoud d’ar re baour ».

An dra-mañ, dreist-oll, rag « Eüruz ar re ’zo pao ur a·spered, dezo eo Raouantèlèz Doue ».

ROUANTELEZ A ZANTELEZ

Med Rouantèlèz Doue a zo eur Rouantèlèz a zantèlèz. Goulenn a ra dreist pep tra ma tistroio ar halonou vouz Doue ; ma vo hemañ roue enno, ha neket an arhant, ar blijadur, al lorhentez.

Rouantèlèz Doue eo ar béd nevez a lakaio Doue da ziwan, en eur gas e Spered e kalon an dud, ma teuint da veza e vugale o kaoud lod en e eürusted peurbadel.

E-doug daou vloaz leun, Jezuz a zigaso da bep hini, d’ar re baour koulz ha d’ar re binvidig, d’ar re vihan koulz ha d’ar re vraz, ar Helou Mad.

Dre e gomzou ha dre e oberou, dre e gelennadurez, e barabolennou dreist-oll ha dre e vurzudou, ha n’int nemed skeudennou euz ar wir ’frankiz, Jezuz a zisplego petra eo Rouantèlèz e Dad.

An engroez a zo en-dro dezañ, ar Pennou-Braz, ar Saduseaned, ar Farizianed, ar Bublikaned hag ar beherien, o ’fedi a raio oll da vond e-barz ar Rouantèlèz : « Distrait ouz Doue, ha kredit er Helou Mad ».

Hag en-dro dezañ e vodo e ziskibien ar gwella Kavet : « Deoh-c’hwi eo bet roet ar hras da anaoud Mister Rouantèlèz Doue ».

Siwaz ! Petra ’zo erruet ? Buan, ar pennou-braz a zeuas de veza e enebourien douet. Ar Bobl, he-unan, da genta leun a dan, a zo bet a nebeudou en em dennet kuit, dirag ar haled ma kave ar pez a houlenn Rouantèlèz Doue :

An diskibien, da vihana, daoust hag o-deus komprenet ? : « Da biou ez afem, eme Bèr. Ganit eo ema komzou ar Vuez peurbaduz ».

Koulskoude e vo gwerzet gand unan euz e ziskibien. Pèr, e-unan, a naho anezañ hag ar re all a deho Dioutañ : « Ni a grede deom eo eñ eo e-nefe dieubet Israel, a lavare, gand tristidigez, daou ziskibl war hent Emmaüz.

Rag, pep tra ’zo chomet a-dreuz war eur groaz : « Or Beleien-Vraz, emezo, hag or pennadureziou, o-deus e werzet hag e gondaonet d’ar maro, hag o-deus staget anezañ ouz ar groaz ».

Kredi a ree dezo e oa bremañ echu evid mad gand Rouantèlèz Doue, dre varo Jezuz e-unan : « Setu tri devez dija m’eo erruet an traou-ze ».

Eun aviel hepken

Hogen, da vintin Pask, e strinkas a-nevez ar Helou Mad : « Savet eo a varo da veo ! »

Ya, Jezuz a zo beo hag ar béz a zo goullo. Da Vari a Vagdala, d’ar merhed, d’an diskibien bodet diouz an noz, Jezuz a zo en em ziskouezet.

An daou ziskibl, o-unan, oh ober hent war-zu Emmaüz, ne ouient ket edo aze o vale ganto en o-hichenn, d’en em rei dezo da anaoud dizale, o terri ar bara ganto ouz taol. Neuze, hepkén, e teu dezo ar sklerijenn.

E SKLERIJENN AR ZUL FASK

Evel-se ive eo bet Pask al luhedenn a bar e-kreiz an noz du. Bez’ ez eo bet, en eun taol, ar goulou a sklerijennas kalon an diskibien.

E-doug daou vloaz leun o-doa baleet da heul Jezuz, o-doa e zelaouet, e zoujet gand dudi, e garet.

N’o-doa ket komprenet mad da genta. Bremañ avad, an oll eñvorennou-ze a zistro d’o spered hag e komprenont oll tamm-ha-tamm.

« Pa oe savet a varo da veo, e ziskibien a zeuas dezo da zoñj e-noa lavaret an oll draou-ze, hag e kredjont ennañ ».

Bremañ eo eh adkavont Kelou Mad Rouantèlèz Doue, med eet diouti oll gaillar an douar ha leun a skéd e sklerijenn dibar an Aotrou Doue : Rouantèlèz Doue, Rouantèlèz a garantez hag a beoh, ha n’ez eer enni nemed dre ar baourentez a galon ha poaniou ar groaz.

Gwelloh e komprenint c’hoaz, pa ziskenno warno, deiz ar Pantekost, evel eun taol avel, ar Spered-Santel hag a jeñcho o halonou.

Ober a raio ive, anezo oll, bodet stard er feiz, e Iliz kenta.

KIT DRE AR BED

Ha kerkent, setu i o vond dre ar béd da embann Kelou Mad ar Rouantèlèz : « Ar Jezuz-se hag ho-peus krusifiet, eme Sant Pèr, Doue e-neus e zavet a varo da veo. Doue e-neus greet anezañ Aotrou ha Krist. Grit pinijenn ha resevit ar Vadeziant en ano Jezuz Krist. Reseo a reoh ive donezon ar Spered-Santel ».

Hag e ziskibien a ya, niverusoh atao, da brezeg dre oll Rouantèlèz Doue : Pèr, Yann ha Jakez hag ar re all ; e Jeruzalem, e Sezarea, dre ar Palestin, ha Bro-Zamaria. Pelloh c’hoaz, e Bro ar Bayaned.

Ilizou a zav dre oll. Med ive, diroll a ra warno ar reveulzi, an heskinèrèz. Jezuz e-noa henn lavaret dezo en a-raog. Med n’euz forz !

Dirag doriou Damaz, Saul a zo strinket d’an douar diwar e varh. Ha setu eñ, d’e dro, o kas pell Kelou Mad an Aotrou Krist. Ar Helou Mad n’eus nemetañ ; « Int-i, koulz ha me, setu petra ’ brezegom ».

Rag n’eus nemed eur Helou Mad. Kelou Mad, e gregach, eo : « Eu angelion », e-neus roet deom « Aviel » e brezoneg hag « Evangile » e galleg.

N’eus nemed eun Aviel. Ar pez ema Pèr o prezeg eo an Aviel. Ar pez ema Yann o prezeg eo an Aviel. Ar pez ema Paol o prezeg eo an Aviel.

AR PEZ ON-EUS KLEVET

Ha petra ’zo en Aviel-se ? Petra eo ar Helou Mad-se ? Ar pez m’eo bet test an diskibien anezañ, « int-i hag a-deus bet debret hag evet gantañ ».

« Prezeg a reom deoh ar pez on-eus klevet, ar pez o-deus gwelet on daoulagad, ar pez o-deus touchet on daouarn ».

Kement-se oll, sklerijennet hiviziken gand Rezureksion Jezuz ha gras ar Spered-Santel.

An oll envoriou-ze, ar sklerijenn-se a-béz, an Iliz he-deus bet ezomm anezo dioustu, da brezeg d’ar Juzevien ha d’ar Bayaned, da gelenn ar gristenien genta, da respont da abegou he enebourien, da zispenn an tamallou-e-gaou. Evid pedi ive, hag evid lida mad Sakramant an Aoter, dreist-oll. Evid beza gouest atao da rei gwelloh da anaoud or Zalver Jezuz-Krist.

Neuze a-vad, e-mesk an eñvoriou dispar-ze, eo bet réd ober eun dibab hervez ezommou an ilizou kenta.

Darn euz komzou Jezuz, euz e oberou, a zo bet ankounac’heet, a-dra-zur. Darn all a-vad, dre ma oa ezomm anezo, a zo bet miret da viken, da genta dre gomz ha goudeze dre skrid.

An dibab, e-touez an eñvoriou chomet er sperejou, a zo bet greet e-doug an daou-ugent vloaz kenta euz buez an Iliz. Gweled a reer mad kement-se e liziri Sant Paol, bet skrivet etre ar bloaveziou 50 ha 65.

Evel-se o-deus kemeret buez danevellou ar Basion hag ar Rezureksion, hini préd ar Gambr-lid ha kalz a re all. Dastumet eo bet ive komzou Jezuz war ar vuez kristen, war fin ar béd, e barabolennou, e vurzudou…

Hag ar skridou kenta-ze, en eur vond a iliz da iliz, a zo deuet da veza, tamm-ha-tamm, madou an oll.

Unan euz e ziskibien, eun deiz, a zo deuet dezañ ar zoñj vad da zastumm eun nebeud anezo, ha d’ober ganto eur skrid-danevell, ennañ ar pez a zell ouz Jezuz, azaleg e vadeziant beteg e varo hag e adsao da veo.

Hag al levrig kenta-ze, a zo bet anvet, evel-just, eun « aviel ».

Med, diwallom ! N’ema ket aze an Aviel en e béz, ar Helou Mad a-béz euz Rouantèlèz Doue.

An Aviel a zo ive Liziri Sant Paol. An Aviel a zo ive liziri Sant Pèr, Sant Yann ha Sant Jakez.

An Aviel, erfin, eo oll gemennadurez Jezuz a embann an Iliz a-béz abaoe ugent kantved hep diskrog, beteg an deiziou a-vremañ.

Ar pevar aviel

Ken founnuz eo danvez an Aviel-ze, ma ne zeuer ket a-benn, abaoe daou vil bloaz, da zuna anezañ an oll dalvoudègèz a zo ennañ.

Evel-se edo dija an traou e penn kenta an Iliz. Kement hini a glaske e brezeg a ree euz e wella.

Paol, Pèr, Yann ha re all moarvad, o-deus skrivet liziri. Mark a-vad e-neus kavet gwelloh skriva al leorig-se, a zo ennañ eun nebeud traou ha komzou euz buez Jezuz, evel ma vezent embannet, e pep leh d’ar mare-ze.

Greet e-neus kement-se, evel-just, en eur zoñjal er re hel lennfe, da lavared eo ar Gresianed.

Skriva e-neus greet ive, hervez e hiz dezañ, gand e galon hag e spered hag ive e garakter. Setu perag eo anvet al levrig-mañ : « An Aviel hervez Sant Mark ».

Re all a zeuio war e lerh hag a raio eveldañ : Maze, eur hristen hag a oa Juzeo. Lukaz, eur Gresianad desket. Ar re-mañ ive a skrivo en eur zoñjal en o lennerien, ar Juzevien deuet da veza kristenien evid ar henta, ar Gresianed evid an eil. Ha pep hini, ouspenn, a raio hervez e zoare gand e galon hag e spered ha gand e garakter. Hag o levriou a vo anvet : « An Aviel hervez Sant Vaze » hag « An Aviel hervez Sant Lukaz ».

Diwezatoh e teuio eur pevare Aviel. Hemañ a denn muioh c’hoaz d’an dén e-neus e skrivet.

E eñvoriou da hemañ a zeu euz mammennou all, digand tud all. Ha ne vo ano gantañ euz oberou ha kelennadurez Jezuz, nemed goude beza hir-brederiet warno.

Dre e zisplègaduriou diwar-benn Jezuz, eñ a-vad eo a ziskouezo ar gwella mister Mab Doue : E levr a vo anvet : « An Aviel hervez Sant Yann ».

Pevar Aviel a zo eta. Med e gwirionez ne reont nemed unan. Ha koulskoude ma ’z eo fellet da Zoue e vije Pevar Aviel, n’eo ket heb abeg.

Dremm Jezuz a zo enni kement a zoareou disheñvel, ma rank beza greet ouspenn eur zell warni, evid ma ve dizoloet mad he haerder a-béz. Ha Doue a zo bet fellet gantañ or-bije ar pevar daol-lagad-se, disheñvel an eil diouz egile.

Ablamour da ze n’eo ket mad meska ar Pevar Aviel de ober unan hepkén. Réd eo lenn pep hi ni anezo en e bart-e-unan, kompren kemennadurez disheñvel pep hini anezo.

Rei a reom amañ, a-raog pep aviel, eun nebeud eveziadennou, evid ma vezint komprenet gwelloh.

PENAOS LENN AR PEVAR AVIEL

N’eo ket hirio nemetkén, a-dra-zur, eo ez eur bet kroget da lenn ar Pevar Aviel. Ha kennebeud all, n’eo ket hirio eo ez eur bet kroget da zigemer Kelou Mad ar Pevar Aviel, ha da heulia o helennadurez.

Réd eo anzav, koulskoude, ez eus bet kavet henchou nevez abaoe tregont pe zaou-ugent vloaz, hag a ro sklêrijenn d’o hompren gwelloh.

Ar pez on-eus lavaret a-raog a dle dija rei sikour da gompren petra int. Setu amañ ouspenn eun nebeud eveziadennou hag a hellfe mired da gemer gwenojennou fall.

Ar Pevar Aviel n’int ket skrivet da veza levriou lstor. Ne hellfed ket lavared anezo ez int « Buez or Zalver Jezuz-Krist ».

A-dra-zur, ar pez a gontont a zo gwir, diazezet ma ’z eo war lavariou tud hag a zo bet test. Med an Avielou n’ema ket o ’fal konta deom dre ar munud ar pez e-neus bet greet ha lavaret or Zalver Jezuz-Krist.

N’o-deus kén pal, nemed embann Kelou Mad Rouantèlèz Doue, digaset gand Jezuz, a-dreuz e vuez, e varo hag e Rezureksion.

Arabad klask enno piz pep darvoud ha pep komz euz buez Jezuz. Hag, evid gwir, ar pez a gont unan, ne glot ket atao penn-da-benn gand ar pez a gont egile, ha kennebeud all, nag er memez doare, nag er memez urz.

M’on-eus komprenet mad penaoz eo bet savet ar Pevar Aviel, on-eus komprenet ive penaoz ne roont ket da weled na da gleved Jezuz war-eün. Hag eo gwelloh an traou evel-se.

An ebestel, an diskibien o-deus gwelet ha klevet anezañ. Ha ni her gwél e daoulagad estlammet an esbestel hag an diskibien. Ni her hlèv a-dreuz komzou an ebestel hag an diskibien.

Evel-se eo. Ne heller mond daved ar Hrist nemed a-dreuz an Iliz. Eur wirionez eo honnez hag a zo pouezuz braz. Rag, a-dreñv Mark, Maze, Lukaz ha Yann, ema an Iliz. Hi eo he-deus resevet Kelou Mad an Aotrou Krist. Hi eo a zo karget da brezeg anezañ d’ar béd. Ha diganti eo e tleom-ni reseo, d’on tro, ar Helou Mad.

Pa lennom an Aviel hervez Sant Mark, eo gand daoulagad Mark eo e sellom ouz Jezuz, gand kalon ha feiz Sant Mark.

Pa lennom an Aviel hervez Sant Yann, eo gand daoulagad Yann eo e sellom, gand e galon ha gand e feiz.

Ar memez tra evid ar pez a zell ouz liziri Sant Paol ; drezo ez eom daved ar Hrist, a-dreuz feiz ha kalon Paol.

Arabad lenn an Aviel gand ar memez c’hoant hag an hini ne glask nemed kleved eun istor gaer.

Réd eo lenn ar Pevar Aviel evid kleved enno kelou Mad an Aotrou Doue, Kelou Mad e Rouantèlèz.

An Aotrou Krist eo Mestr peb amzer ha pep dén. Dirag ar Hrist e tleer atao respont « ya » pe « nann ». Ne heller ket chom hepkén war ar hoant-gouzoud.

Ouz kement dén a zigouez gantañ abaoe daou vil bloaz e ra atao ar memez goulenn e-neus bet greet ouz Pèr : « Ha te, piou a lavarez ez on ? »

Just a-vad, evid ma teufem da rei eur respont a zoare d’ar goulenn-se, eo ez eo bet skrivet ar Pevar Aviel, hag embannet ar Helou Mad, rag enno eo roet deom da houzoud eo ar Hrist evidom « an Hent, ar Wirionez hag ar Vuez ».

Hemañ eo ar gér diweza a gaver en diweza euz ar Pevar Aviel :

« Jezuz e-n eus greet c’hoaz dirag daoulagad e ziskibien, e-leiz a vurzudou ha n’emaint ket skrivet el leor-mañ. Ar re-mañ a zo bet laket dre skrid evid ma teufeh da gredi eo Jezuz ar Hrist, Mab Doue, hag en eur gredi, da gaoud ennoh ar Vuez en e Ano ». (Yann, 20, 20).

Tad Mark SIMON,
Abati Landevenneg, 1982.