E 1827 eo, en Angoulem, ez eo bet embannet e brezoneg kenta troidigez an Testamant Nevez, an troer o veza eur c’hatolik Yann-Frañsez AR GONIDEG ; ne oa imprimatur ebed avad, goulennet gand an Iliz, dre ma oa ket, en droidigez-se, notennou-displega, evel ma c’houlenne neuze ar reoliou kanoneg.
Dond a ra ar bloaziad ken diwezad-se diwar kement-mañ : kentoh e oa a-du an Iliz katolik gand skridou evel ar re-mañ
– embann leoriou a istor santel, pe a brederia war an aviel, evel m’e-noa greet :
F. RICHARD, An Aviel ha meditacionou, Montroulez, 1819,
NICOLAS, persoun Ploudiern, Histor zantel da zeski ar burzoudou en deuz great Doeu var ann douar, Kemper, 1900,
– pe c’hoaz ar pevar aviel en unan hebken, evel ar re-mañ :
J.-F. CAËR, kure e Guiclan, Ar pevar Aviel lakeat en unan, Brest, 1904,
L.-M. BILER-AZENOR, person Evias, Aviel Katolik (4 aviel en unan), Sant-Brieg, 1907,
J.-B. OLIÉRO (Oliéreu), person Kistinid, En Aviél, Gwened, 1913,
J.-M. UGUEN, Buhez H.S. Jezuz-Krist, hervez ar pevar aviel laket en unan, An Oriant, 1930.
Warleh troidigez Yann-Frañsez AR GONIDEG (1827), e teuas eil troidigez an Testamant Nevez e brezoneg, e 1847, hini a pastor kembread John JENKINS, Testamant nevez hon aotrou hag or salver Jesus Christ, e Brest.
Eun nebeud bloaveziou diwetatoh, e teuio eun Testamant Nevez, katolik, gand an aotrou Joseph JOUBIN, beleg [nemed a vefe LEMÉHAUSSÉ ?], Testamant neve eus hon Otro hac hon Salver Jesus-Christ, Goengamp, en ty B. Jollivet, 1853. Kalz êsoh da lenn gand an dud fidel e oa an droidigez-mañ eged hini AR GONIDEG, enni e-leiz a c’heriou nevez brezoneg, a c’heriou gwall-goz, pe a stummou amprestet digand ar hembraeg.
Er memez amzer, e oe troet hag embannet gand ar gatoliked an Testamant Koz :
Yann-Willou HERRY, Genes, pe levr ar c’heneliez, Kemperle, 1849,
gand ar memez hini : Levr ann Exod ha meur a bennad euz al levriou all, bete maro Josue, Kemperle, 1861,
Goude-ze, eur bibl en he fez :
Yann-Frañsez LE GONIDEC, Bibl santel pe levr ar skritur sakr, troet diwar ar Vulgatenn latin etre 1829 ha 1834 pe 1835, embannet hebken avad e 1866 e Sant-Brieg, e stumm teir levrenn (levr kenta levrenn genta, levr kenta eil levrenn, eil levr), en ti-embann Prud’homme, mouller eskopti Sant-Brieg.
Tregont vloaz war-lerh troidigeziou ar pastor Jenkins ha da Joubin, e vo embannet gand ar pastor Guillaume LE COAT / Gwilh ar C’hoad (1893-97) d’e dro, eun Testament Nevez, e 1883.
Diwezatoc’h e stagas eun droidigez euz an Testamant Koz ouz hini an Testamant Nevez, en eur embann e 1897 Ar Bibl santel, c’hwez warni (diouz ma lavarer) euz bibl AR GONIDEG (1866). Eur bibl protestant eo : n’ema ket enni al leoriou deuterokanoneg.
En XXed kantved e oe kroget gand troidigeziou nevez katolik euz an Testamant nevez, da skwer :
– An testamant nevez, dindan ren Maodez GLANNDOUR (an Aotrou Loeiz ar Floc’h), en ti-embann Al Liamm, 1969-1971,
– troidigez Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, dindan ren an Aotrou ’n Eskob Visant FAVE (eskob skoazeller a Gemper) : embannet e oe eun droidigez euz ar Pevar Aviel e 1982, hag e 1988, al leoriou all euz an Testamant nevez (bez’ ez eus, er mare-mañ, eun embannadur nevez euz an droidigez-se euz ar pevar aviel war ar stern, e karg Fañch Morvannou hag Alan Le Verge ; bez’ e c’heller selled a-dost amañ),
– troidigez an Aotrou Pêr GUICHOU, An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz, or Zalver, en ti-embann Minihi Levenez, 2002,
– Ar pevar aviel, eun droidigez nevez, e brezoneg Kerne, gand breur Herve DANIELOU, 2003.
A-hend-all, da heul Sened-Meur Vatikan II, e lakeas Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon da zond er-maez meur a “gaier” roneotet ma oa enno troidigez vrezoneg lennadennou overennou ar zul, kement-mañ dindan ren an Aotrou ’n Eskob Visant FAVE. Adkroget e vo e-barz al labour-ze, hag adembannet e-barz Leor overenn (misal) lakeet da zond er-maez a-drugarez da Vinihi Levenez e 1997.
Lakaad a reas ive Maodez GLANNDOUR da zond er-maez, en ti-embann Al Liamm, eun droidigez euz ar salmou (1974), hag euz leor Izaias (1981), ober a reas kemend-all e gompagnun Marsel KLERG (an Aotrou Marcel Le Clerc), en eur drei hiniennou euz leoriou ar Bibl (Habakouk, Hobdia, Yoel, Yona, e 1953, Aviel Santel hervez Lukaz, Lizher da Filemon, e 1964).
Kroget e oa ive an Aotrou Pêr Guichou gand eun droidigez euz an Testamant Koz ; maro diwar eul lamm trumm e miz meurz 2008, e lezas war e lerh al labour-ze diechu.
Evid echui, e roer da anaoud troidigez an Testamant Koz gand an Aotrounez Pêr ar Gall ha Job Lec’hvien, en ti-embann an Tour-Tan, etre ar bloaveziou 1980 ha 1982, hag eun danvez-embann eur Bibl Santel en ti-embann Imbourc’h, en eur gemer en-dro troidigeziou Maodez Glanndour, Marsel Klerg, Pêr ar Gall ha Job Lec’hvien.
Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.
Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.
Ce contenu est bloqué car il nécessite que vous acceptiez les cookies. Veuillez consulter notre politique de confidentialité.