Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Feiz ha sevenadur  -  Liziri an Eskibien  -  Evid eun Iliz e mision

Evid eun Iliz e mision

Lizer a Bastor an Aotrou ’n Eskob Lorañs Dognin
Eskob Kemper ha Leon
Meurz 2016



Mignoned ker,

Abaoe m’on bet anvet da eskob Eskopti Kemper ha Leon, em-eus bet tro dija da gomz er mediaou ha dreist-oll, eveljust, e kerz al lidou am-eus renet abaoe m’on bet staliet, d’ar 5 a viz gouere 2015 e iliz-veur Sant-Korantin. Santoud a ran bremañ an ezomm da skriva deoc’h al lizer-mañ a bastor da rei deoc’h da gleved va zantimañchou kenta war buez ha mision on Iliz e kalon on departamant a Benn-ar-Bed. C’hoant ’m-eus kinnig eun heuliad frouezuz d’an heñchou digoret e 2012 ’vid on eskopti gand an eskob a oa em-raog, an Aotrou Jean-Marie Le Vert, evid eur prantad a bevar bloaz.

’Vel em-boa prometet d’an deiz m’on bet staliet, em-eus klasket er bloaz-mañ gweled an oll veleien da ober anaoudegez ganto. C’hoant ’m-eus evel-se lakaad da greski an unaniez etre an eskob hag ar veleien. Eun dra red eo evid ma vefe frouezuz ar mision bet fiziet ennom. Laouen on bet er memez tro da geja gand an diagoned, o-deus resevet gras ar zakramant da veza sin ar C’hrist servicher. Gellet am-eus ive en em gaoud gand izili ar skipaillou pastorel, o-deus ar garg, gand ar personed, da lakaad da dalvezoud al luskou misionel e kalon ar bodadou-parreziou. Ar gweladennou berr-se, eun devez, o-deus roet tro din ive d’en em gaoud gand eun nebeud tud fidel e-kerz eun overenn ha da ranna ganto eur mare tro-dro d’an daol. Kalz levenez ’m-eus bet o veva an emgavou kenta-se gand « al lodenn euz pobl Doue » a zo bet fiziet ennon gand ar pab Frañsez. Eun nebeud deanadou a jom din c’hoaz da weladenni. Echuet am-bo araog an hañv.

Berr oa va gweladennou kenta, med roet o-deus din dija eun hekleo euz ar pez a vez bevet en deanadou. Gellet am-eus ive merzoud labour ar zervichou eskoptiel hag obererez strolladou a laiked. Estlammet on bet gand emroüsted kalz euz an dud-se a gemer eur perz don e buez an Iliz, seul gaerroc’h a-ze pa n’int ket yaouank kén. Soñjal a ran dreist-oll er re a ra war-dro an interamañchou hag a ro testeni euz o feiz en digoueziou-ze. Soñjal a ran ive er re a bourchas al lidereziou, er re a en em garg euz an digemer, er re a ra katekiz, er re a ya da weled ar re glañv hag a rent kalz servichou all c’hoaz.

Santet am-eus ive diêzamañchou, ar personed a gont anezo din eveljust, dreist-oll evid nevezi o skipaillou ; med red eo trugarekaad evid ar pez a vez bevet dija. An Iliz a ro da weled ema aze dija hag e kemer perz e buez ar c’harteriou hag er c’homuniou, hag anavezet eo evid-se, dreist-oll gand ar re a zo dilennet.

Va daremprejou kenta gand Pastorelez ar re Yaouank hag an Deskadurez Katolig a zo ive pozitivel. En Deskadurez Katolig on-eus 65.000 skoliad ha kumunieziou a ziorroerien barreg ha dedennet. Anad eo, ’vel er peurrest euz ar gevredigez, ez-eus en or skoliou eun ezomm braz da nevesaad an avielerez. Taoliou esa a vez greet dija e lod euz ar skoliou. Red eo rei kalon dezo, evid ma teufe levenez an Aviel da c’hounid kalon ar muia posubl a re yaouank hag o c’helennerien.
Kalonekaad a ran ive ar re a zo e karg hag animatourien aluzennerez an Deskadurez Publik. Gand kalz emroüsted e klaskont boda re yaouank ha sikour anezo da greski er feiz. Niveruz eo ar re yaouank a c’houlenn beza badezet, konfirmet. Eur zin kaer eo ema an Aotrou o labourad.

Trei ouz Doue da embann an Aviel

Ar pez am-eus gwelet da genta, o redeg dre an eskopti, eo e teu mennad 2012, « Aviela dre gomz ha dre ober e kalon ar bed », da antreal en troiou-spered ha da gemer korv e danvez an Iliz. Ar parreziou hag ar zervichou eskoptiel a vuzul mad an difi o-deus da dala outañ en eun endro likeet. Soñjal a ran ive e servij ar c’hemenn, hag a ra eul labour a-zoare, dre ar mediaou, evid gounid kalon tud hag a zo pell diouz an Iliz.
Cheñchet on-eus doare da weled. Muioc’h mui ez eom war-zu tud ha ne zeuont ket d’an Iliz. Kredi a reom ema an Aotrou en or raog en o c’halon. Hag e kredom ive on-eus da gas dezo an elfenn a zistigno ar c’hammed kenta. Soñjal a ran ive er c’hinnigou a vez greet d’an danvez-priejou ha da gerent ar vugale katekizet evid rei tro dezo da zizolei pe da anaoud gwelloc’h ar feiz kristen.

Ar volontez-se da embann an Aviel a zo da veza harpet ha kresket, dreist-oll dre ar stummaduriou kinniget d’an dud-deuet pe dre kinnigou ar zervij speredel. Ar pal eo lakaad da greski e kalon an dud fidel hag ar veleien, ar feiz hag ar startijenn da embann ar C’helou Mad. Lizer abostol ar pab Frañsez, « Evangelii Gaudium – Levenez an Aviel », a zo bet digemeret mad. Bez’ e ro deom lañs hag heñchou frêz.

Red eo deom kredi ma n’eo ket ken niveruz kén ar gristenien er Frañs, ez int koulskoude an ene er c’horv, hervez menoz al Lizer da Z/Diognete (eil kantved). Evid-se on-eus da skedi on levenez da gredi ha da embann heb aon ar C’helou Mad, en eur rei da dud on amzer merkou kreñv evid dibab an Hini a zo « an Hent, ar Wirionez hag ar Vuez1 ». En or bro, hag a zeblant beza likeet tost penn-da-benn, kalz tud o-deus enno eur zehed speredel. Lod a zizolo ar feiz kristen, ha morse n’or-befe kredet e vefe bet posubl evito. Soñjal a ran e tud gounezet d’ar feiz, hag a zo euz famillou dizoue penn-da-benn, ’vel m’on bet test anezo dre al liziri digaset din gand kastekizidi-gour evid o badeziant pe o c’honfirmasion. An dud-se a ro deom da weled, pa gredom rei testeni euz or feiz, e lak an Aotrou da ziwan frouez kaer. Gweled a reom mad ema an Aotrou aze, e labour e Spered e kalon ar bed, ha ne zilez ket ahanom en on diêzamañchou. Med gwir eo, dirag ar mell diêzamañchou a zo dirazom, on-eus c’hoant youhal ’vel tad bugel loarieg an Aviel : « Aotrou, deus war zikour va nebeud a feiz2  » Ablamour da ze e tleom kenderhel da veva an distro-se, pep hini ahanom hag oll asamblez, a ra deom lavared ’vel Sant Paol : « Ma embannan an Aviel, n’eus din lorc’h ebed, rag eur garg eo hag a bouez warnon! Rag siwaz din, ma ne embannan ket an Aviel !3  »

1 Yn 14,6 – 2 Mk 9,24 – 3 1 Kor 9, 16

Vokasionou da lakaad da zevel

« O weled kement-se a dud, eo rannet e galon, rag bez’ ez int mantret hag enkrezet evel deñved n’eus dezo pastor ebed. Neuze e lavar d’e ziskibien :  An eost a zo stank, rouez avad al labourerien. Pedit eta Aotrou an eost ma kaso labourerien d’e eost 4 »
Oll on-eus da embann an Aviel. An dud fidel lik a gemer mad o c’harg e buez an Iliz, hag eun dra gaer eo, da lakaad da greski c’hoaz, med ar veleien a zo dieil (n’heller ket ober hepto), red-mad int evid an Iliz, rag evid an eskibien int « skoazellerien ha kuzulerien red-mad en o ministrerez hag en o c’harg a zoktored, santellaerien ha pastored Pobl Doue5  ».

Bez’ e c’hellom trugarekaad evid ar re o-deus dija respontet da c’halvadenn an Aotrou hag evid ar re yaouank a zo stummet er c’hloerdiou. Eiz int bremañ evid on eskopti, unan anezo o veza evid Kevredigez Beleien Sant-Jakez. Daou yaouank a zo da veza beleget er bloaz-mañ. Kement-se a ziskouez ema ar Spered-Santel o labourad hag e ro kalon deom da ober muioc’h c’hoaz evid lakaad da zevel vokasionou a veleien.

Niver an diagoned a gresk, hag on-eus da drugarekaad evid kement-se. Seiz a zo da veza greet diagon er bloaz-mañ. Bez’ o-deus o flas ’giz kenlabourerien an eskob hag e servichont mision an Iliz e lehiou disheñvel. Kendalhom da c’hervel gwazed, dimezet pe get, da zond da veza diagoned evid « servij Pobl Doue e servij al liderez, ar Gomz hag ar garantez 6 ».

Ar vuez relijiel pe kensakret a zo ive red-mad evid buez an Iliz hag he mision. Ezomm on-eus euz tud fidel a asant rei o buez penn-da-benn evid an Aotrou ha servij ar re all. Soñjal a ran e bezañs prisiuz leanezed abostolel en tro-war-droiou (al lehiou ma vez ententet ouz an dud, ar c’harteriou, ar c’humuniou bian, an inizi…), el leaned ha leanezed engouestlet e pastorelez ar parreziou pe an eskopti, med ive er c’humunieziou arvestal hag a zo ’vel skevent speredel Iliz on eskopti.

4 Mz 9, 36-38 – 5 Sened-meur Vatican II : Presbyterorum ordinis n°7 – Benead XVI : Motu Proprio Omnium in Mentem d’ar 26 a vizhere 2009.

C’hoant ’m-eus e kreskfe doug ar bloaz en on eskopti eur bedenn birvidig evid ar vokasionou, rag an dra-ze eo a c’houlenn diganeom an Aotrou : « Pedit eta Aotrou an eost ma kaso labourerien d’e eost 7  ». Arabad deom soñjal e teufe a-benn ar bedenn da lakaad an Aotrou da gredi on-eus ezomm vokasionou, rag her gouzoud mad a ra ! Ni eo on-eus ezomm da bedi evid trei ouz Doue ha lakaad da greski ennom ar c’hoant da gaoud beleien, diagoned, leaned ha leanezed, zokén e-touez or bugale ha bugale vian ! Or pedenn a dalvez ive da desteni evid re yaouank a ’n em c’houlenn ha ne dlefent ket gouestla o buez da heul ar C’hrist.

7 Mz 9,38

Urziadur an Iliz da lakaad da glota gand ar mision

Em gweladennou, em-eus dizoloet ive pegen bresk eo Iliz on eskopti. E-kerz va emgavou berr gand ar veleien, on bet skoet gand an niver braz a veleien koz a gendalc’h da renta servichou er parreziou, ha n’o-deus ket a zamant d’o nerz evid lida badeziantou, eureujou, overenn ar zul. A-wechou int ouspenn 80 vloaz ha zokén 90 ! Kaer eo hag e kavan talvouduz e c’hellfe evel-se ar veleien kenderhel gand o ministrerez ar pella posubl. Kalz a gendalc’h goude-ze da veva o ministrerez en tiez retred. D’ar mare-mañ ez-eus e Penn-ar-Bed 229 beleg (’n eur gonta al leaned hag ar veleien deuet euz broiou all) medkalz anezo a zo dija e retred, 87 hepkén dindan 75 vloaz. Ez eo gweled penaoz er pemp bloaz da zond e tigresko kalz niver ar veleien o labourad. An digresk kreñv-se a vo diouz red an traou hirio, ha ne bado nemed eun nebeud bloaveziou. Ar pez ’zo kaoz eo an niver braz a veleien bet beleget goude ar brezel er bloaveziou 1950 ha 1960, hag a zo bremañ oc’h en em denna ablamour d’o oad braz. Niver ar veleien e karg a zeuio da veza stabil etre 50 ha 60 hag a gresko zokén pa zeuio or strivou da zevel vokasionou da zougen frouez.

Red eo anzao evid c’hoaz e lak dija ar gudenn-ze lod euz ar bodadou-parreziou hag an deanadou en eur stad arvaruz, hag eo rediet ar personed da gemer divizou ha n’int ket atao digemeret mad. Soñjal a ran dreist-oll e digresk an niver a overennou, zokén ma ’z-eo reiz dre ziskar niver an dud fidel a zeu d’an overenn !
En eun amzer da zond a zo tost, hag a ragwelom dija, e vevim gand nebeutoc’h a veleien ha nebeutoc’h a dud fidel… med an Iliz ne vezo ket dre red nebeutoc’h a-reiz er gevredigez, rag ne gollo netra euz he lañs misioner.

Entent an amzer da zond en eun doare all

E 1997, e-noa an Aotrou ’n Eskob Guillon staliet ar bodadou-parreziou evid fizioud dija meur a barrez er memez person. E 2012, e-noa an Aotrou ’n eskob Le Vert embannet Heñtennou evid ar Mision, hag e 2013 evid « eun urziadur nevez e servij mision an Iliz ». Ragweled a reent e kreskfe ar c’henlabour en deanadou etre ar bodadou-parreziou hag e vije staliet bodadou-lehel evid eun avielerez neveseet ha ma vefe an Iliz tost ouz ar vuez lehel.

An adstumma-ze e-neus dija roet frouez hag a bourchas mad an amzer da zond. Koulskoude e seblant sklêr hirio ne c’heller ket derhel d’an oll frammaduriou-ze e peb lec’h ablamour d’an niver a veleien, a ziagoned hag a laiked engouestlet. Poent eo eta eeunnaad or frammadur en eur greñvaad al lañs misioner. E gwirionez, hag hen lavared a ran en-dro gand nerz, e tle on urziadur beza troet penn-da-benn war-zu embann an Aviel da dud on amzer, ’vel m’edo dija disklêriet e Hentennou 2012.

Goude beza goulennet o ali ouz an deaned ha Kuzul ar veleien, e soñj din e rankom koaza or « gwastell milwisk » a-vremañ gand e arhdeanadou, an deanadou (a-wechou gand eur person hepkén !), ar bodadou-parreziou (a vod meur a barrez), ar bodadou-lehel…
Kement-se a ra kalz liveou, kuzuliou, bodadegou, raktresou… Kemer a ra amzer, hag a-benn ar fin, ne glot ket kén gand on nerziou. Eun deanad n’eo ket eur barrez, ar pez ema o tond da veza e gwirionez pa n’eus nemed eur person.
Poent eo bremañ ober eur c’hammed all en eur zevel parreziou ledannoc’h, ’n eur genderhel koulskoude da rei kresk da gumunieziou lehel muioc’h misioner ha tostoc’h ouz an dud.

War-zu parreziou nevez

Red eo deom hirio sevel parreziou nevez (moarvad eun ugent bennag evid an eskopti a-bez). Sklêrroc’h e vezo evid an oll ha plas ar veleien, hini ar person dreist-oll, a vezo anavezetoc’h. An urziadur a vezo eeunneet hag hervez gwir an Iliz ha ne aotre ket meur a barrez evid ar memez person. Kement-se a ziwallo diouz bernia kuzuliou ha skipaillou pastorel.

E kalon ar parreziou nevez-se, eul lec’h kreiz gand eur person, pastor an ollad-se, marteze beleien all yaouank pe goz, diagoned, laiked e karg, eur skipaill a virvill pastorel, eur c’huzul ekonomikel, eur sekretourva. An oll oberiantizou ne vezint ket kouslkoude kreizennet ; lehiou digemer ha bodadegou a c’hello beza dalhet, gand skiant, e lehiou disheñvel euz ar barrez.

Seulvui ez an war-raog gand va gweladennou ha seulvui e soñjan o-deus Heñchou 2012 pourchaset mad ar cheñchamant-se. Lod euz an deanadou o-deus dija staliet eur bastorelez boutin (katekizadur, aozidigez ar vadeziant hag an eured, hag all) a ro dija d’an deanded stumm eur barrez !
Re abred eo evid lavared hirio e teuio an oll zeanadou da veza parreziou nevez. E lehiou ’zo e vezo red marteze adgweled an diskolperez a-vremañ, ha derhel kont euz al lehiou nevez a boblañs, med e kalz deanadou ha gand skiant-prenet koz dija ar bodadou-parreziou, e c’heller lavared o-deus Hentennou 2012 lakeet diazezou a-zoare.
Dreg kement-se, ema difi an avielerez, ’vel am-eus lavaret e penn-kenta al lizer-mañ… Alese talvoudegez ar c’humunieziou kristen lehel.

 …gand kumunieziou lehel misioner

Ar parreziou braz-se a laka e vefe diorroet kumunieziou kristen lehel, o dezo da gas da benn tostig tost ouz an dud, er c’humuniou pe er c’harteriou, teir garg an Iliz :
Embann an Aviel (Katekiza ar re yaouank hag an dud-deuet, ranna Komz Doue, mareou a avielerez ’vel sizunveziou misioner, hag all) ;
Lida ar Zilvidigez (mareou a bedenn publik : ar rozera, adorasion ar Zakramant, meuleudiou, liderez an interamañchou, digeri ha netaad an ilizou da zigeri hent d’ar bedenn personel, hag all) ;
Servicha buez an dud (servij ar re baourra, mond da weled ar re glañv, beza tost ouz buez an dud : famill, labour, breudeuriaj, laouenekaad, hag all.)

Ma n’eo ket niveruz awalc’h kristenien eur gomun evid kas da benn an teir garg-se, zokén en eur mod dister, e rankint en em unani gand komuniou all. Kement-se a vefe moarvad ar pez a vevom hirio dija gand ar bodadou-parreziou. Ha kement-se e diabarz eur memez parrez vraz.

Hentennou 2012 a yee dija war an tu-ze, dreist-oll gand ar bodadou-lehel, med red e vo ledannaad o c’harg. Ar c’humunieziou lehel-se a ranko beza sturiet gand eun den e karg, anvet gand an eskob hag anavezet gand an oll evid ar zervij-se euz an Iliz.

Overenn ar zul, penn-uhella hag eienenn ar vuez kristen en he fez, a zle gelloud boda an oll gumunieziou lehel-se. Ar person a labouro a-dost gand ar re e penn ar c’humunieziou-ze. Dougen a raio e garg gand ar veleien all, an diagoned hag ar skipaill a virvill pastorel.

Ne c’heller ket ober parreziou braz heb diorren er memez amzer kumunieziou kristen lehel a vefe misioner e gwirionez.

Penaoz mond war-raog bremañ,

Goulennet am-eus digand Kuzul ar Veleien, nevez dilennet8 , staga gand al labour evid kinnig eur raktres araog an hañv. Kinniget e vezo ar raktres-se d’an oll dud fidel kerkent ha diskar-amzer 2016, e sell da zevel ar parreziou nevez-se da Bask 2017. Dalhet e vo kont a gement-se evid envel ar veleien goude an hañv e 2017.

Pinvidig eo on eskopti gand e zantualiou hag e hengouniou. Lehiou kaer a avielerez eo or pardoniou, m’on-eus ar zoursi da vevaad o ster donna. Eun dro vad eo bloavez an Drugarez evid nevezi or feiz. Ra roio tro deom ive or pelerinachou ha pardoniou da bedi evid Iliz on eskopti, evid ma vefe skuillet warnom oll Trugarez an Aotrou.
Ar venec’h hag al leanezed d’on harpa ive gand o fedennou.

Pal nemetañ an adreñka pastorel eo embann Kelou Mad ar Zilvidigez da dud on amzer. Evid-se, on-eus ezomm da endonia en or feiz, rag o tond da veza diskib eo e c’heller beza misioner, rag « m’e-neus unan bennag digemeret ar garantez-se a ro dezañ en-dro ster ar vuez, penaoz e c’hellfe moustra war ar c’hoant d’her rei da c’houzoud da re all9 ?  »

8 Can. 495 § 1, E peb eskopti e vezo savet kuzul ar veleien, da lavared eo bodad ar veleien dileuridi ar Presbyterium da veza ’vel sened an Eskob, hag e-neus d’e zikour, hervez ar gwir, da c’houarn an eskopti, evid kas war raog gwella mad pastorel al lodenn-ze euz pobl Doue fiziet en Eskob. Gweled listenn an 23 beleg euz ar c’huzul-se e « Église en Finistère » n°243 – janvier 2016. – 9 Pab Frañsez, Evangelii Gaudium n°8.

Fiziom on eskopti en Aotrou gand sikour ar Werhez Vari, santez Anna, sant Kaourantin ha sant Paol a Leon, sant Gwenole hag an oll zent ha santezed o-deus avielet Penn-ar-Bed abaoe kantvejou :

Er bloavez santel-mañ an Drugarez, e fiziom ennoc’h, Aotrou Doue, on departamant Penn-ar-Bed hag an oll re a vev hag a labour ennañ.

Ho Spered Santel da rei deom startijenn misioner da embann dezo gand levenez hag hardiz nevez Kelou Mad ar Zilvidigez.

Roit deom ar c’hras da c’houzoud digemer ar vokasionou a veleien, diagoned ha leaned a lakit da ziwan e kalonou ho tud fidel. Grit ma vezint digor d’ho karantez trugarezuz evid mad an oll.

Fizioud a reom ennoc’h or raktres a barreziou nevez evid ma vezo e gwirionez e servij ar garg a fiziit ennom. Dre Jezuz-Krist or Zalver.
AMEN

D’ar 27 a viz meurz 2016, deiz Pask Bloavez Santel an Drugarez.
« Adsavet eo ar C’hrist. Adsavet eo e gwirionez. Allelouia ! »


+ Lorañz DOGNIN
Eskob Kemper ha Leon