Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 120

Salm 120

(Heb. 121) Kanenn pirhirinaj.

Va zikour a zeuio diouz an Aotrou,
e-neus greet an neñv hag an douar !

1 Sevel a ran va daoulagad warzu ar meneziou,
A blec’h e teuio sikour din ?
2 Va zikour a zeuio diouz an Aotrou
E-neus greet an neñv hag an douar.

3 Ne Iezo ket da droad da rikla,
Ne gousk ket an hini a ziwall ahanout.
4 Nann, morse ne vored na ne gousk
Diwaller lzrael.

5 An Aotrou eo da ziwaller, an Aotrou da skoazeller ;
En tu dehou dit emañ.
6 War an deiz, an heol ne skoio ket ahanout,
Nag al loar e-pad an noz.

7 An Aotrou a ziwallo ahanout a beb droug ;
Diwall a ray da vuhez.
8 An Aotrou a ziwallo ahanout o vond hag o tond,
A-vremañ ha da viken !

An Aotrou a ziwallo ahanout a beb droug,
evid ar vuhez beurbaduz.

« N’o-devo mui naon, n’o-devo mui sehed, ne vezint ket mui skoet gand an heol hag an dommder. » (Disk. 7,16)