Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 85

Salm 85

(Heb. 86)

Doue madelezuz, Doue a bardon,
bez truez ouzom, saveta ahanom !

1 Tro da skouarn, Aotrou, respont din,
Rag paour ha reuzeudig ez on-me ;
2 Diwall va buhez, va Doue, rag da vignon ez on,
Saveta da zervicher, pa fizian ennout.

3 Truez ouzin, Aotrou,
War-zu ennout e krian a-hed an deiz.
4 Laouenna kalon da zervicher,
Rag war-zu ennout Aotrou e savan va ene.

5 Te, va Aotrou, a zo mad hag a bardon,
Ha leun a vadelez e-keñver ar re a c’halv ahanout.
6 Selaou va fedenn, Aotrou,
Taol evez ouz va mouez oc’h aspedi.

7 D’an deiz a anken e c’halvan ahanout,
Ha Te a respont din.
8 N’eus ket eveldout e-touez an doueou,
Aotrou, N’eus ket a oberou evel da re.

9 An oll vroiou az-peus greet a zeuio da stoui dirazout,
Hag a rento gloar d’az Ano, Aotrou.
10 Rag Te zo braz, ha Te ra burzudou,
Te Doue, ha Te hepken.

11 Kelenn din Aotrou da hent,
Ma kerzin en da wirionez ;
Peurunvan va c’halon,
Ma toujin da Ano.

12 Da drugarekaad a ran, Aotrou va Doue, a-greiz va c’halon,
Hag e rentin gloar d’az Ano da viken.
13 Rag braz eo da garantez em c’heñver,
Tennet ’peus ahanon diouz puñs don ar maro.

14 Va Doue, pennou lorhuz a zo savet a-eneb din,
Eur bagad tud kriz a glask va buhez heb beza chalet ganit ;
15 Med Te Aotrou, Doue madelezuz ha trugarezuz,
Gouestad da gounnari, leun a garantez hag a wirionez,

16 Tro war-zu ennon, ha bez truez ouzin,
Ro da nerz d’az servicher, saveta mab da vatez.
17 Gra eun dra skeduz evidon,
           ma welo gand mez va enebourien
Ez eo Te Aotrou va skoazell ha va frealzidigez.

Laouenna kalon da zervicher, o va Doue,
pa zavan war-zu ennout va ene !