Accueil  -  Toute l'actualité FEIZ  -  Leor « Santig Du » – gand an Aotrou Visant Fave – adembannet

Leor « Santig Du » – gand an Aotrou Visant Fave – adembannet

Emañ parrez Gemper o paouez adembann leor berr an Aotrou Visant Fave diwar-benn « Santig Du. Saint Jean Discalcéat (1279-1349) », embannet 34 bloaz ‘zo gand parrez Sant-Nouga. Eur ragskrid nevez-skrivet gand an Tad Herve Queinnec a zo bet ouzpennet. Diouyezeg e chom al leor (brezoneg-galleg). N’ema ket mui an droidigez c’halleg e fin al leor a-vad, med tal-ha-tal gand an destenn vrezoneg. Evel en embannadur kenta e vo kavet en hini nevez an daouzeg skeudenn dourlivet kaer gand Jean-Pierre Guiriec.

Ema al leorig e gwerz en iliz-veur Gemper.

Ne chom skouerenn e-bed e gwerz diouz an embannadur kenta (1991) ; hogen kavet e vez enlinenn war levraoueg niverel Eskopti Kemper ha Leon.