An aviel hervez Sant Mark – Traduction H. Danielou

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Mark – Troet e brezoneg gand Herve Danielou, 2003

Pennad kenta

1 Penn-digor kelou mad Jezuz, Mesi, Mab Doue.

Eur vouez er goueleh

2 Evel m’eo skrivet en Izai, ar profet : « Setu ma kasan ma hannad dirag da zremm ; kompeza a raio da hent. 3 Mouez an hini o huchal er goueleh : “Prientit hent an Aotrou, lakit eeun e wenojennou !” »

4 Setu Yann : badeza a ra er goueleh, hag embann eur vadiziant a zistro evid pardon ar pehejou. 5 Dond a ra er-mêz davetañ Bro-Jude a-bez hag oll dud Jeruzalem, ha badezet e oant gantañ er Stèr-Jourdan, en eur anzav o fehejou. 6 Gwisket eo Yann gand reun kañval, hag eur gouriz-lèr gantañ en-dro d’e groaz-lez. Debri a ra lammerezed ha mel-gouez.

Yann a gemenn an hini a zo o tond

7 Embann ha lavared a ra : « Bez’ ema o tond war ma lerh unan all, kreñvoh egedon : n’on ket din da stoui dirazañ evid dilasa e zandalennou dezañ. 8 Ho padezet em-eus-me en dour, eñ avad ho padezo er Spered-Santel. »

9 Ha setu ma teu Jezuz, en deveziou-ze, euz Nazared e Bro-Halile, ha badezet eo gand Yann er Jourdan. 10 Dioustu pa bign er-mêz euz an dour, e wel-eñ an neñvou o faouta, hag ar Spered, e-giz eur goulm, o tiskenn warnañ. 11 Hag eur vouez a zeu euz an neñv : « Te eo ma Mab, an hini muia-karet, ennout en em blijan. »

Daou-ugent devez er goueleh

12 Ha dioustu eo taolet gand ar Spered en diavêz, er goueleh. 13 E-pad daou-ugent devez ema er goueleh, tentet gand Satan. Gand al loened gouez edo, hag an êlez e zerviche.

E Bro-Halile

14 Goude m’eo bet Yann roet, e teu Jezuz da Vro-Halile, oh embann kelou mad Doue. 15 Lavared a ra  : «  Klozet eo an amzeriou, ha tost eo deut rouantelez Doue. Cheñchit ho puhez ha kredit er helou mad. »

Pesketêrien-tud

16 O tremen e-kichenn mor Galile, e wel Simon hag Andrea, breur da Zimon, o taoler ar roued er mor, rag pesketêrien int. 17 Hag e lavar Jezuz dezo : « Deuit war ma lerh ! Ho lakaad a rin da veza peskêterien-tud. »18 Dioustu e lezont o rouejou evid mond d’e heul.

19 Pellaad a ra eun tammig ha gweled Jakez, mab da Zebede, ha Yann e vreur ; int ive a zres o rouejou en o bag. 20 O helver a ra dioustu. Lezel a reont o zad Zebede er vag gand e vevelien. Ha kuit d’e heul.

Er zinagogenn, e Kafarnaom

21 Antreal a reont e Kafarnaom. Kerkent, d’ar zabad, ez a e-barz ar zinagogenn, ha kelenn a ra. 22 Skoet e oant gand e gelennadurez, rag kelenn a ree evel eun den galloud gantañ, ha tamm ebed e-giz ar skriverien.

23 Ha setu, en o zinagogenn, eur den gand eur spered dihlan. Youhal a ra, en eur lavared : 24 « Petra ahanom dit, Jezuz ar Nazarenad ? » Ha deut out d’or has da goll ? Me ’oar piou out-te : sant Doue. » 25 E hourdrouz a ra Jezuz, en eur lavared : « Bez minwallet ! Deus er-mêz ! » 26 Ar spered dihlan a lak an den e glizi, a youh a vouez kreñv, hag a zeu er-mêz anezañ.

27 Ha spontet int oll, ken e tabutont etrezo, en eur lavared : « Petra eo an dra-mañ ? Eur gelennadurez nevez, gand galloud ! Ha gourhemenn a ra d’ar sperejou dihlan ! Hag e sentont outañ ! » 28 Dioustu e red e vrud e peb leh, dre Vro-Halile a-bez.

Mamm-gaer Zimon

29 Kerkent e teuont e-mêz ar zigagogenn hag e tegouezont e ti Simon hag Andreo, gand Jakez ha Yann. 30 Bez’ ema mamm-gaer Zimon war he gourvez, gand an derzienn, ha dioustu e komzont dezañ diwar he fenn. 31 Tostaad a ra hag he lakaad da zevel, en eur grogi en he dorn : an derzienn a ya kuit dioustu diouti, hag o zervicha a ree-hi.

32 Pa ’z eo deut an abardaez hag eet an heol da guzad, e tougont dirazañ an oll re o houzañv hag an dud dindan galloud an diaoul. 33 Bodet eo ar gêr a-bez dirag an nor. 34 Parea a ra eun niver braz a dud klañv, euz a bep seurt kleñvejou, ha taoler er-mêz kalz diaouled ; med ne lez ket ar re-mañ da gomz, rag gouzoud a reont piou eo-eñ.

Prezeg a ra er zinagogennou

35 Diouz ar mintin, e-kreiz an deñvalijenn, e sav hag ez a er-mêz d’eul leh digenvez. Hag eno e pede. 36 War e lerh ez a Simon hag ar re all a zo gantañ. 37 E gavoud a reont ha lavared dezañ : « An oll dud a zo ouz da glask. » 38 Eñ a lavar dezo : « Deom d’eul leh all, d’ar bourhou tro-war-dro, evid ma prezegin eno ive. Rag evid se on deut er-mêz. » 39 Mond a ra da brezeg en o zinagogennou, dre Vro-Halile a-bez, ha da gas an diaouled kuit.

An den lor glanneet.

40 Dond a ra eun den lor davetañ, ouz e aspedi, ha kouezet war e zaoulin, o lavared dezañ : « Ma feil dit, e hellez ma glannaad. » 41 Trefuet en e ziabarz, eh astenn e zorn, e touch outañ, hag e lavar dezañ : « Felloud a ra din : bez glanneet. »

42 Kerkent ez a kuit al lorgnez dioutañ : glanneet e oa . 43 Dioustu e hourdrouz an den, e lak er-mêz, 44 hag e lavar dezañ : « Sell ! Na lavar ger ebed da zen, med kerz d’en em ziskouez d’ar beleg, ha degas evid da hlanidigez ar pez e-neus Moizez gourhemennet, e testeni evito. »

45 Med, eet er-mêz, en em lak hemañ da embann kalz a draou, ha da ziskulia ar gomz. Ken na helle mui Jezuz antreal en eur gêr hag en em ziskouez enni. Med chom a ra en diavêz, el lehiou digenvez. Hag a bep tu e teuont davetañ.

Pennad daou

E Kafarnaom

1 Antreal a ra adarre e Kafarnaom. Goude eun nebeud deveziou, e klevont ema en ti. 2 En em voda a reont niveruz, ken na jom ket mui a blas, e-kichenn an nor zoken. Hag e lavare-eñ ar gomz dezo.

Eun den seizet, diskennet dre an doenn

3 Ha dond a reont da zegas davetañ eun den seizet, douget gand pevar den. 4 Pa ne hellont ket dond tost gantañ, ablamour d’an engroez, e tizoloont an doenn e-leh m’edo Jezuz ; ha dre an toull, e lezont da ziskenn ar hravaz m’ema an den seizet warnañ.

5 Jezuz a wel o feiz hag a lavar d’an den seizet : « Paotr, pardonet eo da behejou. » 6 Bez’ ez eus eno lod euz ar skriverien, azezet hag o prederia en o halonou : 7 « Perag e komz hemañ evel-se ? Disakreal a ra. Piou a hell pardoni ar pehejou, nemed Doue e-unan ? »

8 Ha kerkent e oar Jezuz, en e spered, emaint o prederia enno o-unan hag e lavar dezo : « Perag ober seurt prederiadennou en ho kalonou ? 9 Petra eo an êsa da lavared d’an den seizet : “Pardonet eo da behejou” pe : “Sav ! Kemer da gravaz ha kerz !” ? 10 Evid ma ouezot e-neus mab an den ar galloud da bardoni ar pehejou war an douar », e lavar-eñ d’an den seizet : 11 « Dit e lavaran : Sav ! Kemer da gravaz ha kerz d’ar gêr ! »

12 Sevel a ra dioustu, kemer e gravaz ha mond er-mêz dirag an oll, ken e chomont oll souezet, hag e veulont Doue, o lavared : « Kement-se n’on-eus gwelet biskoaz. »

Galvidigez Levi

13 Mond a ra en-dro er-mêz war vord ar mor. Ar boblad-tud a-bez a zeue davetañ, hag o helenn a ree. 14 En eur vond e-biou, e wel-eñ Levi, mab Alfe, azezet e ti ar maltoutèrèz, hag e lavar dezañ : « Deus d’am heul ! » Sevel a ra, ha mond d’e heul.

15 Hogen, pa oa astennet ouz taol, en e di, eo deut kalz maltouterien ha peherien ouz taol, gand Jezuz hag e ziskibien ; rag niveruz e oa ar re-mañ ha mond a reent d’e heul.

16 Skriverien ha farizianed a wel ema-eñ o tebri gand ar beherien hag ar valtouterien, hag e lavaront d’e ziskibien : « Perag e tebr gand ar valtouterien hag ar beherien ? » 17 Kleved a ra Jezuz, ha lavared dezo : « N’eo ket ar re greñv med ar re glañv hag o-deus ezomm a vedisined. N’on ket deut da helver tud just med peherien. »

Ne yuner ket da zevez an eured

18 Bez’ edo diskibien Yann hag ar farizianed o yuni. Dond a reont da lavared dezañ : « Perag ema diskibien Yann ha diskibien ar farizianed o yuni ? Ha da ziskibien, int ne yunont ket ? »

19 Hag eñ da lavared dezo : « Daoust hag e hell ar baotred-a-enor yuni e-pad m’ema ar pried ganto ? E-keid m’ema ar pried ganto ne hellont ket yuni. 20 Dond a raio ar mare ma vo lamet kuit ar pried diganto, ha neuze e yunint, d’an devez-se. »

Ne laker ket eun tamm nevez war unan koz

21 « Den ebed ne wri eun tamm danvez divreset war eun wiskamant koz. Anez da ze, e sach an tamm gwriet warni, an hini nevez war an hini koz, hag e teu ar rogadenn da veza gwasoh. »

Ne laker ket gwin nevez e sehier-lèr koz

22 « Den ebed ne daol gwin nevez e sehier-lèr koz. Anez da ze, e tarzo ar zehier-lèr gand ar gwin : kollet ar gwin hag ar zehier-lèr. Hogen : “Gwin nevez e sehier-lèr nevez !” »

Aotrou ar zabad

23 Hogen, c’hoarvez a ra gantañ mond a-dreuz ar parkeier. En eur dremen, e krog e ziskibien da denna pennou-ed. 24 Hag ar farizianed da lavared dezañ : « Sell ! Perag e reont, d’ar zabad, ar pez n’eo ket permetet. » 25 Respont a ra dezo : « N’ho-peus ket lennet biskoaz ar pez e-neus greet David, pa oa en diouer, o kaoud naon, hag ar re all gantañ ? 26 Penaoz eo antreet e Ti Doue, e amzer Abiathar ar beleg-meur, hag e-neus debret baraennou ar hinnig na vez aotreet nemed ar veleien d’o debri, hag o roet e-neus ive d’ar re a oa gantañ. »

27 Lavared a ra dezo : « Ar zabad eo a zo evid an den, ha n’eo ket an den evid ar zabad. 28 Setu perag eo mab an den an Aotrou war ar zabad ive. »

Pennad tri

An dorn dizehet

1 Antreal a ra adarre er zinagogenn. Bez’ e oa eno eun den gand eun dom dizehet. 2 E spia a reent : daoust hag edo o vond da barea da zevez ar zabad ? Ha kement-se evid e damall.

3 Lavared a ra d’an den dizehet e zorn : « Sav er hreiz ! » 4 ha dezo : « Daoust hag aotreet eo, d’ar zabad, ober ar vad pean droug, savetei eur vuhez pe he laza ? » Tevel a reent.

5 Selled a ra outo tro-war-dro, gand kounnar, mantret gand o halonou kaled. Hag e lavar d’an den : « Astenn da zorn ! » E astenn a ra, ha pareet eo an dorn. 6 Eet er-mêz, e talh ar farizianed kuzul dioustu gand an heriodianed, a-eneb dezañ, evid e gas da goll.

Parea a ra eur bern tud

7 Jezuz en em denn war-zu ar mor, gand e ziskibien. Mond a ra d’e heul eur mell engroez euz Bro-Halile. Hag euz Bro-Jude, 8 euz Jeruzalem, euz an Idume, euz an tu all d’ar Jourdan, euz tro-war-dro Tir ha Sidon, e teu eur bern tud davetañ, goude beza klevet ano euz ar pez a ra.

9 Lavared a ra d’e ziskibien ma vo eur vagig dalhet dezañ, en abeg d’an engroez, evid na vo ket gwasket ganto. 10 Rag parea a ra kalz anezo, ken e kouezont wamañ, evid ma vo touchet outañ gand an oll re o-doa poaniou. 11 Ar sperejou dihlan, p’e welont, a gouez dirazañ hag a youh, en eur lavared : « Mab Doue out-te ! » 12 O skandala groñs a ra, evid na vo ket diskuliet ganto.

Dibaba a ra an daouzeg

13 Pignada ra war ar menez, ha gelver en e gichenn ar re a felle dezañ : mond a reont davetañ. 14 Kemer a ra daouzeg anezo, evid ma vint gantañ ha ma vint kaset da brezeg 15 ha da gaoud galloud evid taoler an diaouled er-mêz.

16 Ober a ra an daouzeg ; da Zimon e lak eun ano : Pèr ; 17 Jakez, mab da Zebede, ha Yann, breur da Jakez, ha lakaad a ra dezo eun ano : Boanergez, da lavared eo : Mibien-ar-Gurun ; 18 Andreo, Filip, Berteleme, Maze, Tomaz, Jakez, mab Alfe, Tade, Simon ar Hananean, 19 ha Judaz Iskariot, dres an hini e-neus e werzet.

Diskianti a ra

20 Ha dond a ra d’an ti. Ar boblad-tud en em vod adarre, ken ne hellont ket mui debri o bara. 21 O veza klevet ano euz an dra-ze, e teu e dud er-mêz evid paka krog ennañ, rag lavared a reent : « Diskianti a ra. »

Eur rouantelez disrannet

22 Ar skriverien, ar re a oa diskennet euz Jeruzalem, a lavare : « Beelzeboul a zo gantañ ! Dre vestr an diaouled eo e taol-eñ an diaouled er-mêz. » 23 O gelver a ra davetañ, ha dre barabolennou e lavare dezo : « Penaoz e hell Satan taoler Satan er-mêz ? 24 Ma vez disrannet eur rouantelez enni heh-unan, ne hell ket ar rouantelez-se padoud. 25 Ha ma vez disrannet eun ti ennañ e-unan, ne hell ket an ti-ze padoud. 26 Ma ’n em zav Satan a-eneb dezañ e-unan, ha ma vez disrannet, ne hell ket padoud, med echu eo gantañ. »

An den krenv skrapet

27 « Med ne hell den ebed antreal e ti eun den kreñv ha skrapa e vadou digantañ, ma ne liamm ket an den kreñv da genta. Ha neuze e skrapo e di.

28 Amen, lavared a ran deoh : pardonet e vo pep tra da vibien an dud, ar pehejou, ar geriou disakr, kement ha ma tisakreint. 29 Med nep piou bennag e-eno disakret a-eneb ar Spered, an hini santel, n’eus pardon ebed evitañ e-doug ar beurbadelez, med kabluz eo gand eur pehed peurbaduz. » 30 En abeg ma lavarent : « Eur spered dihlan a zo gantañ. »

Ma mamm ha ma breudeur

31 Dond a ra e vamm hag e vreudeur. Chom a reont er-mêz ha kas kelou dezañ evid e helver. 32 Bez’ e oa eur boblad-tud azezet en-dro dezañ. Hag int da lavared dezañ : « Setu da vamm, da vreudeur ha da hoarezed, er-mêz, ouz da glask. »

33 Respont a ra dezo en eur lavared : « Piou eo ma mamm ha ma breudeur ? » 34 Hag o selled tro-war-dro ouz ar re a zo azezet e kelh, e lavar : « Setu amañ ma mamm ha ma breudeur. 35 Nep piou bennag a ra bolontez Doue, hennez a zo breur, c’hoar ha mamm din-me. »

Pennad pevar

O kelenn war vord ar mor

1 Hag en em lakaad a ra c’hoaz da gelenn war vord ar mor. En e gichenn en em vod eur boblad-tud niveruz-tre, ken e pign en eur vag, hag ez azez war ar mor. An engroez a-bez a zo war an douar, dirag ar mor. Kelenn a ra dezo eur bern traou dre barabolennou, hag en e gelennadurez e lavar dezo : 3 « Selaouit ! »

Parabolenn an hader

« Setu ma ’z a an hader er-mêz, evid hada. 4 Hogen, e-keid m’ema o hada, e kouez eul lodenn war vord an hent. Dond a ra al laboused d’he zebri. 5 Hag eul lodenn all a gouez war ar veindrail, e-leh n’eus ket kalz a zouar. Kerkent e tiwan, dre n’eo ket don an douar. 6 Med pa zav an heol, eo-hi rostet, ha peogwir n’he-deus ket a wriziou, eo dizehet.

7 Hag eul lodenn all a gouez e-touez ar spern. Sevel a ra ar spern, hag he mouga : ne ro tamm greun ebed. 8 Re all a gouez en douar mad hag a ro greun ; sevel ha kreski a reont, o tougen : unan tregont, unan tri-ugent, hag unan kant. » 9 Ha lavared a ree : « An neb e-neus diouskouarn evid kleved, ra glevo ! »

Perag ar parabolennou

10 P’ema-eñ en eul leh digenvez, e ra an dud en-dro dezañ, hag an daouzeg ive, goulennou outañ, diwar-benn ar parabolennou. 11 Lavared a ra dezo : « Deoh eo bet roet mister rouantelez Doue. D’ar re a zo en diavêz, e tegouez pep tra de barabolennou ; evel-se :

12 “o selled e sellint ha ne welint ket,
o kleved e klevint ha ne gomprenint ket,
gand aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezo !” »

Ne welit ket ar barabolenn-man ?

13 Lavared a ra dezo : « Ne welit ket ar barabolenn-mañ ? Hag an oli barabolennou, penaoz e vint komprenet ganeoh ? 14 Ar gomz eo hag a vez hadet gand an hader. 15 Evel-mañ ema al lodenn war vord an hent, e-leh m’eo hadet ar gomz : pa glevont, e teu dioustu Satan da lemel kuit ar gomz hadet enno.

16 Memez tra evid al lodenn hadet war ar veindraill : int, pa glevont ar gomz, he degemer a reont dioustu gand levenez. 17 Med n’o-deus ket a wriziou enno o-unan, hag hedro int ; neuze, ma teu glahar pe heskinèrèz en abeg d’ar gomz, e strebotont dioustu.

18 Lod all a zo hadet e-touez ar spern ; ar re-ze eo ar re a glev ar gomz, 19 med neh ar bed, touell ar binvidigez, hag ar c’hoantegeziou evid an traou all en em zil enno hag a voug ar gomz : difrouez e teu homañ da veza. 20 Al lodenn bet hadet war an douar mad eo ar re a glev ar gomz hag he degemer ; dougen a reont frouez : unan tregont, unan tri-ugent, hag unan kant. »

Ar gleuzeur

21 Ha lavared a ra dezo : « Daoust hag e vez degaset ar gleuzeur evid beza lakeet dindan ar bouezel pe dindan ar gwele ? Daoust ha n’eo ket evid ma vefe lakeet war ar hantolor ? 22 Rag n’eus netra guzet ha n’eo ket da veza diskouezet : netra ne hoarvez dre guz nemed evid beza diskuliet. 23 M’e-neus unan bennag diouskouarn evid kleved, ra glevo ! »

Ar muzul

24 Ha lavared a ra dezo : « Taolit evez ouz ar pez a glevit. Gand ar muzul a vuzuillit gantañ, e vo muzuliet deoh, ha lakeet deoh eun tamm ouspenn. »

Piou e-neus ha piou n’e-neus ket

25 « Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ. Hag an hini n’e-neus tamm ebed, ar pez e-neus zoken a vo tennet kuit digantañ. »

Darevi a ra an eost

26 Lavared a ree : « Evel-mañ ema rouantelez Doue : e-giz eun den a daolfe an had war an douar. 27 Pa ve kousket ha pa ve dihun, noz ha deiz, e tiwan hag e kresk an had : ne oar ket penaoz. 28 An douar a zoug frouez, drezañ e-unan : geot da genta, pennou-ed goude-ze, ha warleh, leun a hreun er pennou-ed. 29 Pa ’z eo prest ar greun, e kas an den ar falz dioustu rag deut eo an eost. »

Ar greunnen zezo

30 Ha lavared a ree : « Gand petra keñveria rouantelez Doue ? E peseurt parabolenn he lakaad ? 31 Evel eur greunenn zezo : pa vez hadet war an douar, eo-hi an hini vihanna, e-touez an oll hadennou war an douar. 32 Med, pa vez hadet, e sav hag e teu da veza brasoh eged an oll blantennou. Ober a ra skourrou, ken e hell oll laboused an neñv ober o neiz en he skeud. »

Pep tra dre barabolennou

33 Gand parabolennou a zeurt-se, e lavare ar gomz, hervez ma hellent kompren. 34 Ne gomze ket outo hep parabolennou. Hag en diavêz, e tisplege pep tra d’e ziskibien.

Ar barr-amzer sioulleet

35 Lavared a ra dezo, en deiz-se, an abardaez o veza deut : « Deom d’an tu all ! » 36 O lezel ar boblad-tud, eo-eñ kemeret ganto er vag, evel m’edo. Bagou all a yee d’e heul.

37 Sevel a ra eur mell avel-dro, hag e lamm an tarzou war ar vag, ken eo-hi karget dija. 38 Eñ a zo e aroz ar vag, kousket war eur dorchenn. E zihuna a reont, ha lavared dezañ : « Mestr ! Ne rez van ebed, evidom da vond da goll ? »

39 Eur wech dihunet, e hourdrouz an avel hag e lavar d’ar mor : « Tav ! Chom minwasket ! » Mouget eo an avel, ha kalm-gwenn eo ar mor. 40 Lavared a ra dezo : « Perag oh-c’hwi spontet ? N’ho-peus ket feiz c’hoaz ? » 41 Krena a reont gand aon vraz, ha lavared an eil d’egile : « Piou ’ta eo hemañ, evid an avel hag ar mor zoken da zenti outañ ? »

Pennad pemp

Diaouled ha moh

1 Mond a ra beteg an tu all d’ar mor, e bro ar Jerazenianed. 2 Pa oa diskennet Jezuz euz ar vag, en em gav dirazañ dioustu, o tond euz ar beziou, eun den gantañ eur spered dihlan. 3 Ober a ra e annez er beziou. Ha gand eur jadenn zoken, ne hell den ebed ken e liamma. 4 O veza m’o-doa e liammet aliez, gand ereou ha chadennou, e-noa tarzet ar chadennou ha torret an ereou. Ha den n’e-neus an nerz d’e zuja. 5 Heb ehan, noz-deiz, er beziou hag er meneziou, ema o krial hag oh en em vloñsa gand mein.

6 O weled Jezuz euz a-bell, e tired hag e stou dirazañ. Hopal a ra ha lavared gand eur vouez kreñv : « Petra ’zo ahanout din, Jezuz, mab da Zoue, an Uhel-Meurbed ? 7 Da aspedi a ran, dre Zoue, n’am zrubuill ket ! » 8 Rag lavared a ree Jezuz dezañ : « Deus er-mêz, spered dihlan, e-mêz an den-ze ! » 9 Goulenn a ra digantañ : « Da ano-dit ? ». Hag eñ da respont dezañ : « Strollad eo ma ano, rag kalz emaom. »

10 E aspedi a ra da jom heb o has er-mêz euz ar vro. 11 Ha bez’ e oa e-kichenn ar menez eur mell bandennad-voh o peuri. 12 E aspedi a reont, en eur lavared : « Kas ahanom er moh, evid ma ’z afem enno. » 13 O lezel a ra da vond. Hag o tond er-mêz, ez a ar sperejou dihlan e-barz ar moh. Diruilla a ra an tropell euz lein an tornaod d’ar mor, war-dro daou vil anezo : beuzet int er mor.

14 O mesaerien a ya kuit da gas kelou da dud kêr ha da re ar mêziou. 15 Dond a reont da weled petra ’zo c’hoarvezet. Tostaad a reont ouz Jezuz ha selled ouz an den bet gantañ an droug-spered, azezet, gwisket, yah en e spered, eñ hag e-noa bet ar strollad. Hag aon a grog enno. 16 Ar re o-deus gwelet a gont dezo petra ’zo c’hoarvezet gand den e zroug-spered ha gand ar moh. 17 Ha krogi a reont da aspedi Jezuz da vond kuit euz o bro.

« Embann ar pez e-neus Doue greet evidout »

18 Pa bign Jezuz er vag, e houlenn digantañ an den e-noa bet an droug-spered mond d’e heul. 19 Jezuz n’e lez ket da zond med lavared a ra dezañ : « Kerz d’ar gêr, daved da dud, hag embann dezo ar pez e-neus an Aotrou greet evidout ha penaoz e-neus bet truez ouzit. » 20 Mond a ra kuit ha krogi da embann, en Deg-Kêr, kement e-neus Jezuz greet evitañ. Ha souezet eo an oll dud.

Pedenn Jair

21 Goude m’e-neus Jezuz treizet gand ar vag, beteg an tu all, en em vod eur boblad-tud niveruz en e gichenn : bez’ ema war vord ar mor. 22 Ha dond a ra unan euz pennou-braz ar zinagogenn, Jair e ano. Ouz e weled, e kouez e-harz e dreid, 23 hag e aspedi a ra kalz, en eur lavared : « Ma merh vihan a zo war he diwezadou. Deus da lakaad da zaouarn warni, evid ma vo saveteet ha ma vevo. » 24 Mond a ra gantañ, hag eur boblad-tud niveruz a ya d’e heul, oh en em starda endro dezañ.

Ar vaouez pareet

25 Eur vaouez he-doa eur holl-gwad, abaoe daouzeg vloaz. 26 Ha kalz he-deus gouzañvet gand meur a vedisin ; dispignet he-deus heh oll beadra, hep tamm mad ebed : gwasoh ez a kentoh.

27 O veza klevet ano euz Jezuz, e teu-hi e-touez an dud dre a-dreñv, hag e touch ouz e zillad. 28 Rag lavared a ra-hi enni heh-unan : « Ma touchan ouz e wiskamant d’an nebeuta, e vin saveteet. » 29 Dioustu eo dizehet he mammenn-wad hag anaoud a ra en he horv ema-hi pareet euz he droug.

30 Kerkent e oar Jezuz, ennañ e-unan, ez eus sortiet eur galloud dioutañ. Distroi a ra daved an dud ha lavared : « Piou e-neus touchet ouzin ? » 31 Hag e ziskibien da respont dezañ : « Sell ! Ema an dud oh en em starda en-dro dit hag e lavarez : “Piou e-neus touchet ouzin ?” »

32 Med selled a ra tro-dro dezañ evid gweled an hini he-doa henn greet. 33 Spontet hag o krena, dre ma oar-hi ar pez a oa c’hoarvezet ganti, e teu hag e kouez ar vaouez dirazañ, en eur lavared dezañ ar wirionez a-bez. 34 Eñ a lavar dezi : « Merh, da feiz he-deus da zaveteet. Kerz e peoh ha bez pareet euz da zroug ! »

Adsevel a ra ar verh

35 E-pad m’edo c’hoaz o komz, e teu tud euz ti penn ar zinagogenn da lavared : « Maro eo da verh. Perag skuiza c’hoaz ar mestr ? » 36 Med Jezuz, o veza tapet o homzou, a lavar da vestr ar zinagogenn : « N’az-pet ket aon ! Kred, tra ken ! »

37 Ne lez den ebed da zond gantañ, nemed Pèr, Jakez ha Yann, breur da Jakez. 38 Dond a reont da di mestr ar zinagogenn, ha selled ouz ar cholori : gouela a reont ha krial forz hirvoudou. 39 Antreal a ra ha lavared dezo : « Perag ober seurt cholori ha gouela ? Ar plahig n’eo ket maro, med kousket eo. » 40 Ha goap a reont anezañ. Med eñ, o lakaad an oll er-mêz, a gemer gantañ tad ar plahig, he mamm hag ar re a oa gantañ, hag ez a d’al leh m’ema ar plahig ennañ. 41 Kemer a ra he dorn ha lavared dezi : « Talitha koum ! » ar pez a vez troet : « Plahig, me a lavar dit, war-zao ! « 42 Sevel a ra ar plahig dioustu ha bale, rag daouzeg vloaz e oa. Kerkent e chomont sabatuet gand eur spont braz. 43 Kemenn a ra kalz dezo na ouezfe den ebed kement-se, ha lavared roi dezi da zebri.

Pennad c’hweh

N’eus den ebed hag a ve profet en e vro

1 Mond a ra kuit alese ha dond d’e vro, gand e ziskibien d’e heul. 2 Erru eo ar zabad ha krogi a ra da gelenn er zinagogenn. Kalz selaouerien a zo souezet gantañ hag e lavaront : « Euz peleh ? Dezañ, kement-se ? Pebez furnez dezañ ! Hag ar burzudou brudet-se a zegouez dre e zaouarn ! 3 Ha n’eo ket hennez ar halvez, mab da Vari, eur breur da Jakez, Jozed, Simon ha Jud ? Hag e hoarezed, daoust ha n’emaint ket amañ en or hichenn ? « Bez’ e oa eur gwall-skoill evito.

4 Jezuz a lavar dezo : « Ne vez eur profet heb enor nemed en e vro, e-touez e dud hag en e di. » 5 Ha ne bell ober burzud ebed eno, nemed evid eun nebeud tud vahagnet : lakaad a ra e zaouarn warno hag o farea. 6 Souezet e oa gand o diouer a feiz. Mond a ree dre ar hêriadennou tro-war-dro, en eur gelenn.

Kas a ra an daouzeg

7 Gelver a ra an daouzeg dirazañ, ha krogi d’o has, daou-ha-daou : galloud a ro dezo war ar sperejou dihlan. 8 Kemenn a ra dezo chom heb kemer tra ebed evid an hent, nemed eur penn-baz : na bara, na bisah, nag arhant er gouriz, 9 med gand o zreid er zandalennou. Ha : « Na zougit ket diou dunikenn. »

10 Lavared a ra dezo : « Peleh bennag ma antreit en eun ti, chomit ennañ beteg ma ’z eoh kuit alese. 11 Ma n’ho tegemerfent ket, e leh pe leh, ha ma n’ho selaoufent ket, it kuit alese, hejit ar boultrenn a-zindan ho treid, evel eun testeni dezo. »

12 Mond a reont kuit ha prezeg evid ma cheñcho an dud o buhez. 13 Kalz diaouled a daolont er-mêz. Olevi a reont gand eoul kalz tud nammet, ha pareet int.

« Ha bez’eo heman Yann bet adsavet ? »

14 Ha kleved kelou a ra ar roue Herodez, rag brudet eo deut Jezuz da veza. Lavared a ra an dud : « Yann, ar badezour, a zo adsavet a-douez ar re varo : setu ma vez greet burzudou gantañ. »

15 Re all a-vad a lavare : « Eliaz eo ! » Ha lod all : « Eur profet, evel unan euz ar brofeted. » 16 O kleved kement-se, e lavare Herodez : « An hini am-eus-me dibennet, Yann, eñ eo a zo adsavet. »

Yann en toullbah

17 Rag eñ, Herodez, e-noa lakeet paka krog e Yann, hag e liammet e-noa, en toullbah, en abeg da Herodiadez, gwreg e vreur Filip : dimezet e oa ganti. 18 Ha Yann a lavare da Herodez : « N’az-peus ket aotre da gemer gwreg da vreur ! »

19 Herodiadez he-doa kas outañ : c’hoant he-doa d’e lakaad d’ar maro, med ne belle ket henn ober. 20 Rag Herodez a zouje Yann, hag o houzoud e oa-eñ eun den just ha santel, e warezi a ree. P’e gleve, e chome nehet, hag e zelaou a ree a-hrad-vad.

Penn Yann

21 Degouezoud a ra eun devez a-zoare : aoza a ra Herodez, d’e zeiz-ha-bloaz, eur pred evid e dud-veur, e ofiserien ha pennou-braz Bro-Halile. 22 Antreal a ra merh an Herodiadez-se, ha, goude beza dañset, he-deus plijet da Herodez ha d’e gouvidi. Lavared a ra ar roue d’ar plah yaouank : « Goulenn diganin ar pez az-peus c’hoant hag her roin dit. » 23 Ha toui a ra dezi : « Forz petra a houlenni diganin a roin dit, beteg eun hanter euz ma rouantelez. »

24 Mond a ra-hi er-mêz ha lavared d’he mamm : « Petra a houlennin ? » Homañ a respont : « Penn Y ann, ar badezour. » 25 Dond a ra raktal, mall warni, daved ar roue, ha goulenn : « Me a fell din, emezi, e rofez din dioustu, war eur plad, penn Yann, ar badezour. »

26 Glaharet-braz eo ar roue, med en abeg d’al leou ha d’e gouvidi, ne fell ket dezañ he diarbenn. 27 Kerkent e kas ar roue eur gward, o kemenn dezañ degas penn Yann. Mond a ra ha troha e benn, en toullbah. 28 Dougen a ra ar penn war eur plad hag e roi d’ar plah yaouank, hag ar plah yaouank e ro d’he mamm. 29 O veza klevet kelou, e teu e ziskibien da gemer e gorv ha d’e lakaad en eur bez.

En em voda a ra an ebestel

30 An ebestel en em vod e-kichenn Jezuz. Diskulia a reont kement o-deus greet, hag ar pez o-deus kelennet. 31 Hag eñ da lavared dezo : « Deuit, c’hwi, en ho part hoh-unan, en eul leh digenvez, ha diskuizit eun tammig. » Rag niveruz eo an dud o vond hag o tond, heb dezo amzer da zebri zoken.

32 Gand ar vag ez eont war-zu eul leh digenvez, en o fart o-unan. 33 Med gwelet int o vond kuit, ha kalz a zivin : war o zroad, euz an oll gêriou, e teredont di hag e tegouezont en o raog.

34 O tilestra, e wel Jezuz eur boblad-tud niveruz. Fromet eo evito, beteg don e galon, dre m’emaint evel deñved heb mesaer. Krogi a ra d’o helenn, diwar-benn kalz traou.

Pemp baraenn evid pemp mil den

35 Ha dija ez a an eur e-biou. E ziskibien a zeu d’e gichenn hag a lavar : Digenvez eo al leh-mañ, ha dija e kresk an eur. 36 Kas-i kuit, evid ma ’z aint dre ar barkeier hag ar hêriadennou tro-war-dro da brena peadra da zebri. » 37 O respont dezo, e lavar-eñ : « Roit, c’hwi, peadra dezo da zebri. » Lavared a reont dezañ : « Ha mond a rafem da brena daou-hant dinerad bara ha roi dezo da zebri ? »

38 Lavared a ra dezo : « Ped baraenn ho-peus ? It da weled ! » Hag o veza gouezet, e lavaront : « Pemp ! Ha daou besk ! » 39 Kemenn a ra dezo lakaad an oll dud da astenn, dre strolladou, war ar yeot glaz. 40 Astenn a reont, renkennad ha renkennad, dre gant ha dre hanter-kant.

41 Hag o kemer ar pemp baraenn hag an daou besk, e save zellou war-zu an neñv. Benniga ha ranna a ra ar baraennou hag o roi d’e ziskibien, evid m’o zelvichint dezo. Hag an daou besk, o ingala a ra kenetrezo oll.

42 Oll anezo a zebr beteg o gwalh. 43 Dastum a reont an tammou : daouzeg panerad leun ! Ha pesked ouspenn ! 44 Ar re o-doa debret ar baraennou a oa pemp mil gwaz anezo.

War ar menez : pedi a ra

45 Ha kerkent eo rediet e ziskibien gantañ da bignad er vag ha da vond en e raog d’an tu all, e-kichenn Betsaid, e-pad ma kas-eñ an dud kuit. 46 Goude beza kimiadet diouto, ez a pelloh war ar menez da bedi.

Bale a ra war ar mor

47 Deut an abardaez, ema ar vag e-kreiz ar mor, hag eñ e-unan-penn war an douar. 48 Gwelet int gantañ o poania da roeñvad, rag a-eneb dezo e oa an avel.

War-dro ar pevare beill euz an noz, e teu-eñ daveto, en eur vale war ar mor : c’hoant e-neus da dremen e-biou dezo. 49 Ouz e weled o vale war ar mor, e kredont ez eo eur spes hag e youhont : 50 rag e weled a reont oll, ha strafuillet int. Dioustu e komz-eñ ganto, en eur lavared dezo : « Fiziañs ! Me eo a zo. Bezit dizaon ! »

51 Pignad a ra er vag en o hichenn ha tavet eo an avel. Sabatuet-braz int, enno o-unan. 52 Rag n’o-deus ket komprenet evid ar baraennou : kaledet a-vad eo o halonou.

E Jennezaret

53 Echuet ganto an treiz, e touaront e Jennezaret : eno e aochont. 54 Pa zilestront, eo Jezuz anavezet dioustu gand an dud. 55 Bale a ra ar re-man dre ar vro penn-da-benn, ha krogi da zegas war o hravaziou ar re a ya fall ganto, d’al leh ma klevont ema-eñ ennañ. 56 Hag e peb leh ma tegouez ennañ : kêriadennou, kêriou pe barkeier, e lakont ar re nammet war ar plasennou. E aspedi a reont : netra nemed touch ouz pempill e zillad ! Hag an oll re a douche outañ a oa pareet.

Pennad seiz

Hengoun ar gozidi

1 En em voda a ra en-dro dezañ ar farizianed hag eun nebeud skriverien, deut euz Jeruzalem. 2 Gweled a reont lod euz e ziskibien o tebri baraennou gand daouarn saotret, da lavared eo heb beza o gwalhet. 3 Rag ar farizianed hag an oll Juzevien ne zebront ket anez beza gwalhet o daouarn beteg an ilinou ; delher a reont an hengoun-ze euz ar gozidi. 4 Ha pa zistroont euz al leurgêr, ne zebront ket heb beza strinket dour warno o-unan. Bez’ ez eus kalz traou all o-deus degemeret, hag e talhont dezo : gwalhi hanafiou, podou ha listri arem.

5 Ar farizianed hag ar skriverien a houlenn digantañ : « Perag ne gerz ket da ziskibien hervez hengoun ar gozidi, hag e tebront bara gand daouarn saotred ? » 6 Lavared a ra dezo : « Brao e-neus diouganet Izai diwar ho penn, pilpouserien ! Evel m’e-neus skrivet : “Ar bobl-mañ am enor gand o diweuz, med pell e tro o halon diouzin. 7 Goullo eo al lidou a rentont din, hag ar henteliou a gelennont n’int nemed gourhemennou an dud !” 8 Lezel a rit-c’hwi gourhemennou Doue, ha delher da hiziou-koz an dud ! » 9 Hag e lavare-en c’hoaz : « Brao eh argasit gourhemennou Doue, evid delher da hiziou-koz an dud. 10 Rag lavaret e-neus Moizez : “Da dad ha da vamm a enori, hag an hini a valloz tad pe vamm a varvo”. 11 C’hwi a-vad a ziskleir : “Ma lavar eun den d’e dad pe d’e vamm : ‘Qorban – da lavared eo : prof da Zoue – eo ar pez e-nefe gellet, e-touez ma danvez, beza talvouduz dit”, 12 ne lezit ket an den-ze d’ober tra ken evid e dad pe evid e vamm. 13 Torri a rit komz Doue gand ho hengoun-deoh a zalhit a rummad da rummad. Hag ober a rit kalz traou all heñvel ! »

Ar pez a zaotr an den

14 Hag o veza galvet an dud dirazañ adarre, e lavar dezo : « Ma zelaouit oll ! Ha komprenit ! 15 N’eus netra euz diavêz an den hag a hell e zaotra, en eur vond ennañ. 16 Med ar pez a zeu er-mêz euz e ziabarz eo hag a zaotr an den. »

17 Pa ’z a d’an ti, pell diouz an dud, e ra e ziskibien eur goulenn outañ, diwar-benn ar barabolenn. 18 Lavared a ra dezo : « Setu ma chomit, c’hwi ive, hep kompren ! Ne welit ket ne hell ket eun den beza saotret gand ar pez a ya ennañ euz an diavêz ? 19 Rag an dra-ze ne ’z a ket en e galon med en e gov, hag er-mêz d’ar foz. » Diskleria a ree glan kement boued a zo. 20 Med lavared a ra : « Ar pez a zeu er-mêz euz eun den, an dra-ze eo a zaotr an den. 21 Rag, euz an diabarz, euz kalon an den, e teu komzou droug, gastaouèrèz, laeroñsi, muntrèrèz, 22 avoultriez, c’hoantegez evid ar madou, fallagriez, gwidre, hudurnez, lagad fall, le-douet, brasoni, diskiantegez. 23 An oll draou fall-se, o tond euz an diabarz, eo hag a zaotr an den. »

Feiz ar bayanez

24 Alese e sav evid mond kuit war-zu douarou Tir. Antreal a ra en eun ti, ha n’e-neus ket c’hoant e vefe gouezet an dra gand den ebed, med ne hell ket en em guzad. 25 Rag dioustu e tegouez hag e stou dirazañ eur vaouez bet klevet ganti komz diwar e benn ; he merh vihan a zo enni eur spered dihlan. 26 Ar vaouez-se a zo gresianez, euz Bro-Ziri, ha fenisianez a ouenn. Goulenn a ra-hi digantañ kas an diaoul kuit euz he merh. 27 Lavared a ra-eñ dezi : « Lez da genta roi o gwalh d’ar vugale. Rag n’eo ket brao kemer bara ar vugale hag e stlepel d’ar chas bihan. » 28 Hi a respont hag a lavar dezañ : « Aotrou ! Med ar chas bihan zoken, dindan an daol, a zebr bruzunou ar vugale vihan. » 29 Hag eñ da lavared dezi : « En abeg d’ar homzou-ze, kerz : eet eo an diaoul kuit er-mêz euz da verh. » 30 Mond a ra-hi ha kavoud ar bugel taolet war ar gwele, hag an diaoul eet kuit.

Parea a ra eun den mud ha besteod

31 Adarre e teu er-mêz euz douarou Tir. Tremen a ra dre Zidon, war-zu Mor-ar-Galile, hag e-kreiz bro an Deg-Kêr. 32 Hag e tegasont dezañ eun den bouzar ha besteod. E aspedi a reont, evid ma lakaio e zorn warnañ.

33 E gemer a ra, pell diouz ar boblad-tud, en diavêz, lakaad e vizied war e ziouskouarn, tufa ha touch ouz e deod. 34 En eur zevel e zellou war-zu an neñv, e huanad hag e lavar dezañ : « Effata ! », da lavared eo : « Digor braz ! » 35 Kerkent eo digoret e gleved, en em zistag liamm e deod, hag e komz en eun doare reiz.

36 Gourhemenn a ra dezo chom hep komz da zen ebed. Med int, seul vui e hourhemenne dezo ha seul vui eh embannent hep paouez. 37 Skoet-braz int hag e lavaront : « Brao e-neus greet pep tra ! Ar re vouzar a lak da gleved, hag ar re vud da gomz ! »

Pennad eiz

Seiz baraenn evid pevar mil den

1 En deiziou-ze ez eus adarre eur boblad-tud niveruz ha n’o-deus ket peadra da zebri. Gelver a ra e ziskibien davetañ ha lavared dezo : 2 « Fromet on beteg ma diabarz gand ar bobl : tri devez ’zo dija emaint em hichenn ha n’o-deus ket peadra da zebri. 3 Ha m’o hasan d’ar gêr war yun, e semplint war an hent, rag lod anezo a zo deut euz pell. » 4 Respont a ra e ziskibien dezañ : « Penaoz e hello unan bennag roi dezo o gwalh a vara, en eun dezerz ? » 5 Hag eñ da houlenn diganto : « Ped baraenn a zo ganeoh ? » Lavared a reont : « Seiz ! »

6 Roi a ra urz d’ar boblad-tud da astenn war an douar. Hag o veza kemeret ar zeiz baraenn ha lavaret bennoz, o lodenn hag o ro d’e ziskibien da zervicha : servicha a reont ar boblad-tud. 7 Ha bez’ o-deus eun nebeud peskedigou : o benniga a ra ha lakaad o zervicha ive. 8 Debri a reont, ha beteg o gwalh. An tammou ouspenn a zastumont : seiz panerad ! 9 War-dro pevar mil emaint hag o has kuit a ra-eñ. 10 Dioustu e pign er vag gand e ziskibien hag ez a war-zu Dalmanouta.

Eur zin euz an nenv

11 Dond a ra ar farizianed ha krogi a reont da dabutal gantañ, o klask kaoud digantañ eur zin euz an neñv, evid e amproui. 12 Huanadi a ra-eñ en e spered, ha lavared : « Perag ema ar rummad-mañ o klask eur zin ? Amen, lavared a ran deoh, ne vo roet sin ebed evid ar rummad-mañ.  » 13 Ouz o lezel, e pign adarre war vourz hag ez a kuit d’an tu all.

Goell ar farizianed

14 Dizoñjet o-deus kemer baraennou, ha n’eus ganto er vag nemed eur varaenn hepken. 15 O erbedi a ra en eur lavared : « Sellit ! Diwallit diouz goell ar farizianed, ha diouz goell Herodez ! »

16 Hag int da lavared an eil d’egile n’o-deus ket kemeret baraennou. 17 Henn gouzoud a ra hag e lavar : « Perag en em lavared n’ho-peus ket baraennou ? Ne gomprenit ket c’hoaz ? Ne welit ket, ha kaledet eo ho kalonou ? 18 Daoulagad ho-peus ha ne welit ket, ha diouskouarn ho-peus ha ne glevit ket ? N’ho-peus ket soñj ? 19 Pa’m-eus lodennet ar zeiz baraenn etre pemp mil den, ped panerad leun a dammou ho-peus dastumet ? » Respont a reont dezañ : « Daouzeg ! » – 20 « Ha gand ar zeiz evid pevar mil den, ped panerad a dammou ouspenn ho-peus dastumet ? » Respont a reont : « Seiz ! » 21 Hag e lavar dezo : « Daoust ha ne gomprenit ket c’hoaz ? »

An den dall euz Betsaid

22 Mond a reont beteg Betsaid. Eun den dall a zegasont dezañ, o houlenn digantañ touch outañ. 23 Kemer a ra dorn an hini dall hag e gas er-mêz euz ar gêriadenn. Tufa a ra war e valvennou, lakaad e zaouarn warnañ ha goulenn digantañ : « Daoust hag e welez eun dra bennag ? » 24 Sevel a ra e zellou ha lavared : « Gweled a ran tud evel gwez, o vale . »

25 Neuze e lak e zaouarn adarre war daoulagad an den ha hemañ a wel sklêr : pareet eo ha merzoud a ra mad pep tra 26 E gas a ra Jezuz d’ar gêr, en eur lavared : « N’a ket e-barz ar gêriadenn zoken ! »

Pèr a lavar : « Te eo ar Hrist »

27 Jezuz a ya er-mêz gand e ziskibien, war-zu kêriadennou Sezare-Filip. War an hent e ree-eñ goulennou ouz e ziskibien, o lavared dezo : « Piou on-me, hervez lavar an dud ? » 28 Int a respont : « Yann-Vadezour. Re all : Eliaz. Lod all : unan euz ar brofeted. »

29 Ha goulenn a ra outo : « Ha c’hwi ? Piou on-me, hervez ho lavar ? » Pèr a respont dezañ : « Te eo ar Hrist ! « 30 O hourdrouz a ra, evid na gomzint da zen diwar e benn.

Kenta kemenn euz e basion

31 Ha krogi a ra da gelenn dezo : « Mab an den a zle gouzañv kalz, beza distaolet gand ar veleien-veur, ar gozidi hag ar skriverien, beza lazet, ha goude tri devez, adsevel. » Komz a ree en eun doare sklêr.

Pèr a zav e vouez

32 E gemer a ra Pèr, en diavêz, ha krogi d’ober rebechou dezañ. 33 Med o troi kein hag o weled e ziskibien, e hourdrouz-eñ Pèr hag e lavar : « Kerz kuit a-dreñv din, Satan ! Rag da venoziou n’int ket re Doue, med re an dud ! »

Kemer ar groaz

34 Jezuz a halvar boblad-tud davetañ, hag e lavar dezo : « Ma fell d’unan bennag dond war ma lerh, ra en em naho e-unan, ra zougo e groaz, ha ra zeuio d’am heul !

35 Rag, nep piou bennag e-no c’hoant da zavetei e vuhez, he hollo. Med an hini a gollo e vuhez, en abeg din ha d’ar helou mad, he zaveteio.

36 Ya vad ! Da betra e talvez d’eun den gounid ar bed a-bez, ma koll-eñ e vuhez ? 37 Ha petra a roio eun den en eskemm d’e vuhez ?

38 Nep piou bennag e-no bet mez ganin ha gand ma homzou, er rummad-mañ a avoultriez hag a behed, e-no mab an den mez gantañ ive, pa zeuio e gloar e Dad, gand an êlez santel. »

Pennad nao

1 Hag e lavare-en dezo : « Amen, lavared a ran deoh : bez’ ez eus lod euz ar re a zo amañ ha ne dañvint ket ar maro a-raog beza gwelet rouantelez Doue o tond gand galloud. »

An treuzneuziadur

2 C’hweh devez goude, e kemer gantañ Pèr, Jakez ha Yann. O lakaad a ra da bignad war eur menez uhel, en o fart o-unan. Treuzneuziet e teu da veza dirazo. 3 Dond a ra e zillad da veza skeduz ha gwenn-kann, kement ha ne hell kanner ebed war an douar o gwennaad evel-se.

4 Dirazo e tifluk Eliaz ha Moizez, hag e stagont da gomz gand Jezuz. 5 Ha Pèr da lavared da Jezuz : « Rabbi ! Mad eo deom beza amañ ! Savom teir deltenn : unan evidout, unan evid Moizez, unan evid Eliaz. » 6 Rag ne ouie ket petra respont : aon a oa kroget enno.

7 Dond a ra eur goumoulenn d’o holoi hag e teu eur vouez euz ar goumoulenn : « Hemañ eo ma Mab, an hini muia-karet : selaouit-eñ ! » 8 Hag a-daol-trumm, pa zellont tro-war-dro, ne welont den ebed, nemed Jezuz e-unan-penn ganto. 9 Pa ziskennont euz ar menez, e kemenn dezo chom heb konta da zen ebed ar pez o-deus gwelet, nemed pa vo bet mab an den adsavet a-douez ar re varo. 10 Delher a reont mad d’o ger, med breutadeg a zo kenetrezo diwar-benn petra eo : « Adsevel a-douez ar re varo. »

« Deut eo Eliaz dija »

11 Goulenn a reont neuze digantañ, o lavared : « Perag e lavar ar skriverien e tle Eliaz dond da genta ? » 12 Respont a ra dezo : « Gwir eo e teu Eliaz da genta, hag e vo pep tra adsavet gantañ. Ha penaoz eo bet skrivet diwar-benn mab an den e houzañvo kalz hag e vo kontet evel netra. 13 Med lavared a ran deoh ive : deut eo Eliaz dija, ha greet o-deus gantañ e-giz m’ o-doa c’hoant, hervez ar pez a zo bet skrivet diwar e benn. »

An den gand an droug-uhel hag e dalh an diaoul

14 Hag o vond daved an diskibien, e welont kalz tud en-dro dezo, ha skriverien o tivizoud ganto. 15 Dioustu eo-eñ gwelet gand ar boblad-tud. Sebezet int hag e redont davetañ d’e zaludi.

16 Goulenn a ra diganto : « Diwar-benn petra emaoh o tivizoud ganto ? » 17 Unan euz an dud a respont dezañ : « Mestr, degaset em-eus ma mab davedout : eur spered mud a zo gantañ. 18 Ha forz peleh ma krog ennañ, e daol war an douar : glaourenni a ra, skrignal ha dond da veza seh. Lavaret em-eus d’az tiskibien e gas er-mêz, med n’o-deus ket bet nerz a-walh. »

19 Respont a ra dezo, en eur lavared : « O rummad difeiz ! Beteg peur e vin en ho kichenn ? Beteg peur ho kouzañvin ? Degasit-eñ d’am hichenn ! »

20 E zegas a reont dezañ. O weled Jezuz, e krog ar spered dioustu da heja ar bugel gand glizi : koueza a ra war an douar ha ruilla, o hlaourenni. 21 Goulenn a ra digand an tad : « Pegeid ’zo e c’hoarvez kement-se gantañ ? » Lavared a ra : « Abaoe e vugaleach. 22 Hag aliez ive e-neus e daolet en tan hag en dour, evid e zistruja. Med ma hellez, sikour-me ! Lez da galon da veza rannet evidom ! »

23 Jezuz a lavar dezañ : « Ar “ma heliez”-se !… Posubl e vez pep tra evid an hini a gred. » 24 Kerkent e youh tad ar bugel, en eur lavared : « Kredi a ran. Ro skoazell d’am diouer a feiz ! » 25 O weled ema an dud o tostaad, e hourdrouz Jezuz ar spered dihlan hag e lavar dezañ : « Spered mud ha bouzar ! Me a hourhemenn dit : kerz er-mêz anezañ, ha n’a ket ken ennañ ! » 26 Garmi a ra, ober kalz glizi dezañ da dond er-mêz. Deut eo da veza evel maro, ken e lavar kalz anezo : « Maro eo ! » 27 Med Jezuz e zihun, en eur grogi en e zorn ; sevel a ra.

28 Pa zegouez en ti, e houlenn e ziskibien digantañ, en o fart o-unan : « Perag n’om ket bet gouest d’e gas er-mêz ? » 29 Lavared a ra dezo : « Ar ouenn-se ne hell beza kaset kuit gand netra nemed ar bedenn. »

Eil kemenn euz e basion

30 O vond kuit alese, e foetont bro a-dreuz ar Galile, ha ne feil ket dezañ e oufe den an dra-ze, 31 rag kelenn a ree e ziskibien. Lavared a ree dezo : « Mab an den a vo roet etre daouarn an dud. E laza a raint, hag eur wech bet lazet, eh adsavo-eñ, goude tri devez. » 32 Int ne gomprenont ket e gomzou hag aon o-deus da houlenn outañ.

Piou an hini brasa ?

33 Dond a reont beteg Kafarnaom. Erruet en ti, e houlenn-eñ diganto : « War an hent, peseurt divizou a oa kenetrezoh ? » 34 Tevel a reont, rag tabutal o-doa greet etrezo en hent, evid gouzoud piou eo an hini brasa. 35 Azeza a ra, gelver an daouzeg ha lavared dezo : « An neb e-neus c’hoant da veza da genta, ra vo an hini diweza e-touez an oll, ha servicher d’an oll ! »

36 Hag o kemer eur bugelig, e lak en o hreiz. E vriata a ra ha lavared dezo : 37 « An hini a zegemer unan euz ar re vihan-mañ em ano, me eo hag a zo degemeret gantañ. Hag an hini am degemer, n’eo ket me a zo degemeret gantañ med an hini e-neus ma haset. »

« An hini n’ema ket a-eneb deom a zo ganeom »

38 Yann a lavar dezañ : « Mestr, gwelet on-eus eun den o kas diaouled er-mêz, en da ano, ha miret on-eus outañ, rag ne zeue ket d’on heul. » 39 Med Jezuz a respont : « Na virit ket outañ. Rag n’eus den ebed a rafe eur burzud em ano hag a hellfe dioustu komz fall diwar ma fenn. 40 An hini n’ema ket a-eneb deom a zo ganeom. »

Eur werennad dour

41 « Ya ! An hini a ro deoh eur werennad dour, en abeg m’emaoh d’ar Hrist, amen, lavared a ran deoh : ne gollo ket e hopr. »

« An neb a vo eur skoill… »

42 « An neb a vo eur skoill evid unan euz ar re vihan-man a gred ennon, e vefe gwelloh evitañ beza staget dezañ eur mên-milin-azen en-dro d’e houzoug ha beza stlapet er mor !

43 Ma ’z eo da zorn eur skoill evidout, troh-eñ ! Rag mad eo dit antreal mogn er vuhez, kentoh eged beza stlapet, gand da zaou zorn, d’ar jehenn, d’an tan na varv ket. 45 Ha ma ’z eo da droad eur skoill evidout, troh-eñ ! Rag mad eo dit antreal kamm er vuhez, kentoh eged beza stlapet, gand da zaou droad, er jehenn. »

47 « Ha ma ’z eo da lagad eur skoill evidout, stlap-eñ kuit ! Rag mad eo dit antreal e rouantelez Doue gand eul lagad hepken, kentoh eged beza stlapet er jehenn, 48 e-leh ma ne varv ket o freñv, ha ma ne ehan ket an tan. »

Tan ha holen

49 « Rag pep hini a vo sallet gand an tan. 50 Mad an holen ! Med ma teu an holen da veza dizall, gand petra e vo temzet ? Ho-pet holen ennoh hoh-unan, ha bezit e peoh kenetrezoh ! »

Pennad deg

Eur horv hepken

1 O vond kuit alese, e teu war vevennou Bro-Jude, en tu all d’ar Jourdan. Pobladou-tud en em vod adarre en e gichenn, hag evel kustum, o helenn a ra adarre. 2 Tostaad a ra ar farizianed, o houlenn digantañ : « Daoust hag e-neus eur gwaz aotre da gas e wreg kuit ? » Kement-se evid e amproui. 3 Hag eñ da respont dezo : « Petra e-neus Moizez gourhemennet deoh ? » 4 Lavared a reont : « Roet e-neus Moizez aotre da skriva eul lizer-torr ha da gas kuit. »

5 Ha Jezuz a lavar dezo : « En abeg d’ho kalon galed, eo bet skrivet ar gourhemenn-ze. 6 Med e penn kenta ar grouadelez : “Gwaz ha maouez e-neus o greet . 7 Abalamour da ze, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, en em stago ouz e wreg, 8 hag e vint, o daou, eur horv hepken”. Evel-se n’emaint ket daou ken, med eur horv hepken. 9 Ar pez e-neus Doue eta liammet asamblez, arabad da zen henn diforha. »

10 En ti, e ra adarre an diskibien goulennou outañ war ar poent-se. 11 Respont a ra dezo : « An neb a gas e wreg kuit hag a zimez gand unan all, a ra avoultriez en he heñver. 12 Hag hi, ma kas he gwaz kuit ha ma timez gand unan all, a zo eun avoultrerez. »

Lezit ar vugale vihan

13 An dud a zegas bugale vihan dezañ, evid ma toucho outo, ha gourdrouzet int gand an diskibien. 14 O weled an dra-ze, e krog Jezuz da daeri hag e lavar dezo : « Lezit ar vugale vihan da zond beteg ennon, ha na harzit ket outo. Rag d’ar re heñvel outo eo rouantelez Doue.

15 Amen, lavared a ran deoh, nep piou bennag na zegemer ket rouantelez Doue evel ma ra eur bugel bihan, ne ’z aio ket e-barz, sur. » 16 Ha goude beza o briatet, e ro dezo e vennoz en eur lakaad e zaouarn warno.

« Gwerz haro d’ar re baour ! »

17 Pa ’z a war an hent, e tired eun den, e kouez war e zaoulin dirazañ, hag e houlenn digantañ : « Mestr mad, petra a rin evid kaoud ar vuhez peurbaduz da herez ? »

18 Jezuz a respont dezañ : « Perag e lavarez ez on mad ? N’eus hini mad ebed nemed Doue. 19 Anaoud a rez ar gourhemennou : “Ne lazi ket ; ne ri ket avoultriez ; ne laeri ket ; ne ri ket gaou ouz den ; enor da dad ha da vamm”. » 20 Hag hemañ da lavared dezañ : « Mestr, miret em-eus an oll draou-ze abaoe ma yaouankiz. »

21 E zellou o para warnañ, e gared a ra Jezuz, ha lavared dezañ : « Eun dra hepken a ra diouer dit : kerz, gwerz da beadra hag henn ro d’ar re baour : eun teñzor az-po en neñv ; ha deus d’am heul ! » 22 Hemañ, deut e benn da veza teñval gand seurt komzou, a ya kuit glaharet, rag kalz madou e-noa.

« Êsoh eo d’eur hañval… »

23 Selled a ra Jezuz tro-dro dezañ ha lavared d’e ziskibien : « Pegen diêz e vo d’an dud o-deus madou antreal e rouantelez Doue ! » 24 Trubuillet eo an diskibien gand e gomzou. Adarre e respont Jezuz dezo, en eur lavared : « Paotred, pegen diêz eo antreal e rouantelez Doue ! 25 Êsoh eo d’eur hañval tremen dre doull eun nadoz eged d’eun den pinvidig antreal e rouantelez Doue. »

26 Skoet-braz eo ar re-mañ hag e lavaront kenetrezo : « Ha piou a hell beza salvet ? » 27 E zellou o para warno, e lavar Jezuz : « Dibosul eo evid an dud ; med da Zoue n’eo ket, rag da Zoue eo posubl pep tra. »

28 Hag e krog Pèr da lavared dezañ : « Setu m’on-eus-ni lezet pep tra, ha m’om eet war da lerh. » 29 Jezuz a lavar : « Amen, lavared a ran deoh : n’eus den hag a lez ti, breudeur pe hoarezed, tad pe vamm, pe vugale, pe barkeier, en abeg din-me ha d’ar helou mad, 30 heb reseo kant gwech muioh, bremañ, d’an amzer-mañ : tier, breudeur ha c’hoarezed, mammou ha bugale, parkeier, gand heskinou, hag ar vuhez peurbaduz en oadvez da zond. 31 Kalz euz ar re ziweza a vo da genta ha kalz euz ar re genta da ziweza. » 18

An trede kemenn euz e basion

32 Bez’ emaint war an hent, o pignad da Jeruzalem, ha Jezuz en o raog. Trubuillet int hag aon o-deus ar re a ya d’e heul. Hag o kemer adarre gantañ an daouzeg, e krog-eñ da lavared dezo ar pez a zo da hoarvezoud gantañ : 33 « Setu ma pignom da Jeruzalem hag e vo roet mab an den d’ar veleien-veur ha d’ar skriverien ; barnet e vo ganto d’ar maro ha roet d’ar bayaned ; 34 gand ar re-mañ e vo-eñ mezekeet, tufet warnañ, skourjezet ha lazet. Ha goude tri devez, eh adsavo. »

Mibien Zebede

35 Tostaad a ra outañ Jakez ha Yann, mibien da Zebede, o lavared dezañ : « Mestr, c’hoant on-eus e rafes evidom ar pez a houlennim diganit. » 36 Hag e lavar-eñ : « Petra ho-peus c’hoant e rafen evidoh ? » 37 Respont a reont : « Ro deom da veza azezet en da hloar, unan d’an tu dehou dit hag unan d’an tu kleiz. »

38 Ha Jezuz da lavared dezo : « N’ouzoh ket petra a houlennit ; ha bez’ e hellit eva ar haliriad a evan-me, pe beza badezet dre ar vadiziant e vin-me badezet drezi ? » 39 Respont a reont dezañ : « Bez’ e hellom ! » Jezuz a lavar dezo : « Eva a reot ar haliriad a evan-me. Dre ar vadiziant e vin-me badezet drezi, e viot badezet. 40 Evid pez a zell ouz azeza em zu dehou pe em zu kleiz, n’eo ket din-me d’her roi : roet e vo d’ar re m’eo bet aozet evito. »

41 O hleved a ra an deg, ha krogi d’en em zevel a-eneb Jakez ha Yann. 42 Goude beza o galvet, e lavar Jezuz dezo : « Gouzoud a rit, ar re hag a zo sañset e penn ar broiou a ra o aotrouien warno, ha warno e lak ar pennou-braz o galloud da goueza. 43 Ne vo ket an traou evel-se en ho touez ! Med an neb e-no c’hoant da zond da veza braz kenetrezoh a vo ho servicher, 44 hag an neb e-no c’hoant da veza da genta a vo sklav da bep hini. 45 Rag mab an den n’eo ket deut evid beza servichet, med evid servicha ha roi e vuhez da zasprena kalz tud. »

An den dall e Jeriko

46 Mond a reont da Jeriko. Pa oa-eñ o tond er-mêz euz Jeriko gand e ziskibien ha gand eur mell poblad-tud, e-kichenn an hent edo azezet Bartime, mab Time, eun den dall ha klasker-bara. 47 O kleved ema Jezuz an Nazarenian aze, e krog da grial ha da lavared : « Mab da Zavid, Jezuz, az-pez truez ouzin ! » 48 Gourdrouzet eo gand kalz tud, evid ma chomo peoh ; med seul vui e youhe : « Mab da Zavid, az-pez truez ouzin ! »

49 O chom a-zav, e lavar Jezuz  : « Galvit-eñ ! » Gelver a reont an den dall, o lavared dezañ : « Az-pez fiziañs ! Sav ! Da helver a ra. » 50 Stlepel a ra e vantell kuit, lammad ha dond beteg Jezuz. 51 Jezuz a houlenn outañ, en eur lavared : « Petra az-peus c’hoant e rafen evidout ? »An den dall a respont : « Rabbouni, ra welin adarre ! » 52 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Kerz ! Saveteet out bet dre da feiz. » Gweled a ra adarre dioustu, ha mond d’e heul war an hent.

Pennad unneg

Oh antreal e Jeruzalem

1 Pa ’z int deut tost da Jeruzalem, war-dro Betfaje ha Betani, e-kichenn Menez-an-Olivez, e kas-eñ daou euz e ziskibien, 2 hag e lavar dezo : « It beteg ar gêriadenn dirazoh ? Dioustu en eur vond-tre, e kavot eun azenig staget ha n’eus bet den ebed c’hoaz azezet warnañ. Distagit ha degasit-eñ. 3 Ma lavar unan bennag deoh : “Perag emaoh oh ober an dra-ze ?” respontit : “An Aotrou e-neus ezomm anezañ, hag e zegaso en-dro bremaig”. »

4 Mond a reont ha kavoud eun azenig, staget e-kichenn an nor, en diavêz war ar strêd. 5 E zistaga a reont. Ha lod euz ar re a zo aze a lavar dezo : « Petra emaoh oh ober, o tistaga an azenig-se ? » 6 Respont a reont evel m’e-neus Jezuz lavaret, ha lezet int da vond. 7 An azenig a zegasont da Jezuz hag e lakont o mantilli warnañ. Azeza a ra-eñ warnañ.

8 Kalz tud a led o mantilli war an hent, ha lod all bodou glaz, trohet ganto er parkeier. 9 Ar re a zo en e raog hag ar re o tond a-dreñv a youh :

« Hozanna ! Benniget an hini a zeu en ano Doue !
10 Benniget ar rouantelez o tond, hini on tad David !
Hozanna e barr an neñvou ! »

11 Antreal a ra e Jeruzalem, hag e-barz an templ, en eur zelled ouz pep tra tro-war-dro. Diwezad eo dija an eur ha mond a ra er-mêz, war-zu Betani, gand an daouzeg.

Ar wezenn-fiez villiget

12 D’an devez war-lerh, p’emaint o kuitaad Betani, e teu naon dezañ. 13 Gweled a ra eur wezenn-fiez, deliou dezi. Tostaad a ra : daoust ha ma kavfe eun dra bennag warni ? O tond e-kichenn, ne gav netra, rag n’eo ket mare ar fiez. 14 Ha komz a ra, o lavared : « Biken ken, ne zebro den ebed euz da frouez ! » Klevet eo ar homzou-ze gand an diskibien.

Kas a ra ar varhadourien e-mêz an templ

15 Dond a reont da Jeruzalem. O vond en templ, e krog-eñ da daoler er-mêz ar re a zo o werza hag o prena e-barz. Cheñch a ra penn da daoliou an drokerien ha da gadoriou ar werzerien-goulmed. 16 Ha ne lez den ebed da zougen tra-pe-dra dre an templ.

17 Kelenn a ra an dud ha lavared : « Daoust ha n’eo ket skrivet : “Anvet e vo ma Zi eun Ti a bedenn evid an oll vroadou” ? Ha c’hwi ho-peus greet toull al laeron anezañ ». 18 Ar veleien-veur hag ar skriverien a glev an dra-ze hag e klaskont penaoz e gas da goll. Med aon o-deus, rag skoet eo ar boblad-tud a-bez gand e gelennadurez. 19 Pa dostee an noz ez eent er-mêz euz kêr.

Ar wezenn-fiez dizehet

20 D’ar mintin, en eur dremen dre eno, e welont ar wezenn-fiez, dizehet adaleg he gwriziou. 21 Dond a ra soñj da Bèr hag eñ da lavared : « Rabbi, sell ! Dizehet eo ar wezenn-fiez az-peus milliget. »

22 Respont a ra Jezuz, o lavared dezo : « Ho-pet feiz e Doue ! 23 Amen, lavared a ran deoh, an neb a lavarfe d’ar menez-mañ : “Bez dibradet ha taolet er mor !”, heb douetañs en e galon med o kredi e c’hoarvezo ar pez a lavar, e vo greet an dra-ze evitañ. 24 Ha setu ma laran deoh : kement tra a houlennit en eur bedi, kredit ho-peus e resevet. Ha deoh e vo! »

Pedenn ha pardon

25 « Ha pa vezit war-zav o pedi, m’ho-peus eun dra bennag a-eneb eun den, pardonit, evid ma vo pardonet deoh ive ho pehejou gand ho Tad a zo en neñv. 26 Med, ma ne bardonit ket, c’hwi, ho Tad euz an neñv kennebeud ne bardono ket deoh ho pehejou. »

« Piou e-neus roet dit ar galloud-se ? »

27 Dond a reont en-dro da Jeruzalem. P’ema o vale en templ, e teu davetañ ar veleien-veur, ar skriverien hag ar gozidi. 28 Hag int da lavared dezañ : « Dre beseurt galloud e rez kement-mañ ? Pe c’hoaz, piou e-neus roet dit ar galloud d’ober kement-mañ ? »

29 Jezuz a lavar dezo : « Ober a rin-me eur goulenn diganeoh, unan hepken, hag e lavarin deoh dre beseurt galloud e ran kement-mañ : 30 badiziant Yann, ha bez’ e oa a-berz an neñv pe aberz an dud ? Respontit din. » 31 Prederia a reont kenetrezo, o soñjal : « Ma lavarom : “A-berz an neñv”, e lavaro : “Perag n’ho-peus ket kredet enni ?” 32 Med ma lavarom : “A-berz an dud” » … o-deus aon rag ar bobl, peogwir eo Yann kemeret evid eur profet gand an oll. 33 Hag o respont da Jezuz, e lavaront : « N’ouzom ket. » Jezuz a lavar dezo : « Me kennebeud, ne lavarin ket deoh dre beseurt galloud e ran kement-mañ. »

Pennad daouzeg

Lazet ar mab gand ar winierien

1 Ha krogi a ra da gomz dezo dre barabolennou : « Eun den a blant eur winieg, a lak eur gael tro-dro dezi, a gleuz eur waskell hag a zav eun tour ? He feurmi a ra da winierien, ha mond kuit da bell.

2 D’ar mare mad, e kas eur zervicher d’ar winierien evid kaoud lod euz frouez ar winieg diganto. 3 E baka a reont, skoi gantañ hag e gas kuit heb netra. 4 Adarre e kas dezo eur zervicher all. Hemañ ive a skoont war e benn, hag a reont vil dezañ. 5 Kas a ra unan all : hennez a lazont ; ha kalz re all : lod a wallgasont, lod a lazont.

6 N’eus dezañ nemed eur mab, karet gantañ. E gas a ra daveto, o lavared : « Doujañs o-do ouz ma mab. » 7 Med ar winierien-ze a lavar an eil d’egile : « Hemañ eo ar pennher ! Deom ! Lazom-eñ ! Hag an herez a vo deom ! » 8 E gemer a reont, e laza hag e daoler e-mêz ar winieg. 9 Petra a raio aotrou ar winieg ? Dond a raio da lakaad ar winierien d’ar maro, ha roi e winieg da dud all. »

Ar mên-korn

10 « Ha n’ho-peus ket lennet an dra-mañ er Skritur ? : “Ar mên bet stlapet kuit gand ar zaverien, hennez a zo deut da veza ar mên-korn. 11 Euz Doue eo deut hemañ ha souezuz eo d’on daoulagad”. »

12 Klask a reent lakaad o daouarn warnañ, med aon o-deus rag ar bobl. Rag goud a ouzont eo evito e-neus-eñ lavaret ar barabolenn-ze. Hag ouz e lezel, ez eont kuit.

Rentit da Zezar

13 Kas a reont davetañ eun nebeud farizianed hag heriodianed, evid e baka en e gomzou. 14 Hag eet beteg ennañ, e lavaront dezañ : « Mestr, gouzoud a reom ez out eun den gwirieg, ha ne zamantez da zen ebed ; rag ne zellez ket ouz penn an dud, med kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez. Daoust hag eo permetet roi taillou da Zezar, ya pe get ? Daoust hag e room pe ne room ket ? »

15 Anaoud a rao filpousèrèz, ha lavared dezo : « Perag emaoh ouz ma zenti ? Degasit din eun diner, ma welin. » 16 E degas a reont. Hag eñ da lavared dezo : « Euz piou eo ar skeudenn-mañ, hag an enskrivadur-mañ ? » Respont a reont  : « Euz Sezar. » 17 Ha neuze e lavar Jezuz dezo : « Ar pez a zo da Zezar, rentit da Zezar ! Ha da Zoue ar pez a zo da Zoue ! » Hag e oant souezet-braz gantañ.

Ar zaduseaned hag adsao ar re varo

18 Dond a ra beteg ennañ ar zaduseaned, ar re a lavar n’eus adsao ebed evid ar re varo, hag e reont goulennou outañ : 19 « Mestr, emezo, skrivet e-neus Moizez kement-mañ evidom : “Ma varv breur unan bennag, o lezel war e lerh eur wreg heb bugel ebed, ra gemero e vreur gwreg hennez ha ra grouo diskennidi d’e vreur !”

20 Bez’ e oa seiz breur : an hini kenta a gemer gwreg, hag a varv heb lezel diskennad ebed. 21 An eil he hemer hag a varv heb lezel diskennad ebed ; hag evel-se evid an trede 22 hag ar zeiz : ne lezont diskennad ebed. War-lerh peb unan, e varv ar vaouez ive. 23 D’an adsao, pa adsavint, da behini e vo-hi gwreg ? Rag o zeiz o-deus he bet da wreg. »

24 Jezuz a lavar dezo : « Fazia a rit, hagen abeg da betra ? Dre n’anavezit nag ar Skrituriou na galloud Doue. 25 Rag, pa adsavo ar re varo, ne zimezint ket ha ne vint ket dimezet, med evel êlez an neñvou e vint. 26 Ha diwar-benn ar re varo hag o adsao, n’ho-peus ket lennet e leor Moizez, penaoz e komz Doue dezañ, e-kichenn ar Vodenn, o lavared : “Me, Doue Abraham ha Doue Izaak ha Doue Jakob” ? 27 N’eo ket Doue ar re varo med hini ar re veo : fazia a rit kalz. »

« Kared a ri »

28 Unan euz ar skriverien a dosta outañ. O hlevet e-neus o tabutal ha gweled a ra e-neus-eñ respontet mad. Goulenn a ra digantañ : « Pehini e-touez ar gourhemennou eo an hini kenta ? »

29 Ha Jezuz da respont : « An hini kenta eo : “Selaou, Izrael ! An Aotrou, on Doue eo an Aotrou nemetañ, 30 hag an Aotrou, da Zoue, a gari gand da oll galon, gand da oll ene, gand da oll spered, ha gand da oll nerz !” 31 An eil eo hemañ : “Da nesa a gari eveldout da-unan !” Brasoh gourhemenn eged ar re-mañ, n’eus nikun all ebed. »

32 Ar skriver a lavar dezañ : « Mad ! Mestr, gand gwirionez eo az-peus lavaret : n’eus nemed eun Doue ha n’eus hini all ebed nemetañ. 33 Hag e gared gand an oll galon, gand an oll halloud, gand an oll nerz, ha kared an nesa eveldor an-unan, a zo dreist an oll loskadou ha sakrifisou. » 34 O weled e-neus respontet gand skiant, e lavar Jezuz dezañ : « N’emaout ket pell diouz rouantelez Doue. » Ha ne grede den ebed ken ober goulennou outañ.

Mab hag Aotrou da Zavid

35 E-pad m’ema-en o kelenn en templ, e komz Jezuz dezo, o lavared : « Penaoz e lavar ar skriverien eo ar Mesi mab da Zavid ? 36 Lavaret e-neus David e-unan, dre ar Spered Santel : “Lavaret e-neus an Aotrou d’am Aotrou : azez en tu dehou din, beteg ma lakain da enebourien dindan da dreid”. 37 David e-unan a ra “Aotrou” dezañ : a-beleh ez eo e vab ? » An engroez niveruz e zelaou gand plijadur.

Diwallit diouz ar skriverien

38 En e gelennadurez e lavare : « Diwallit diouz ar skriverien : bez’ e fell dezo bale gand saeou hir, ha kaoud saludou war al leurgêriou, 39 kadoriou kenta er zinagogennou, ha gweleou a enor er prejou. 40 Ar re-ze, debrerien tier an intañvezed, a ra van ive da bedi e-pad pell. Seul wasoh e vo o barn. »

An intanvez paour

41 Azeza a ra dirag an teñzor, ha selled penaoz e taol an dud moneiz e-barz. Kalz tud pinvidig a daol eur bern. 42 Dond a ra eun intañvez paour, ha taoler daou bezig, da lavared eo eur hard gwenneg.

43 O hervel e ziskibien en e gichenn, e lavar-eñ : « Amen, lavared a ran deoh : an intañvez paour-ze he-deus taolet muioh eged an oll re all hag o-deus taolet en teñzor. 44 Rag int o-deus taolet euz ar pez o-doa ouspenn. Med hi euz ar pez a vanke dezi, pep tra, kement he-doa ; tao let he-deus kement a jome ganti evid beva. »

Pennad trizeg

Sinou fin ar bed

1 P’ema o tond er-mêz euz an templ, e lavar unan euz e ziskibien dezañ : « Mestr ! Sell ! Pebez mein ! Pebez savaduriou ! » 2 Ha Jezuz da respont dezañ : « Selled a rez ouz ar zavaduriou braz-se ? Ne vo ket lezet amañ mên war vên heb beza distrujet ! »

3 Azezet e oa war Menez-an-Olivez, a-wel d’an templ. Pèr, Jakez, Yann hag Andreo a ree goulennou outañ, en o fart o-unan : 4 « Lavar deom pevare e c’hoarvezo an dra-ze ? Ha pe zin a vo pa zeuio kement-se da veza sevenet ? »

5 Krogi a ra Jezuz da lavared dezo : « Diwallit da veza touellet gand den ebed. 6 Rag dond a raio kalz em ano, o lavared : “Me eo !”. Ha kalz a vo touellet ganto. 7 Pa glevot ano euz brezeliou ha trouziou brezel, n’en em jalit ket : red eo da gement-se erruoud. Med n’eo ket c’hoaz ar fin. 8 Rag en em zevel a raio broad a-eneb broad, rouantelez a-eneb rouantelez. Bez’ e vo meur a gren-douar, e leh pe leh, ha meur a gernez. Penn kenta poaniou ar gwilioud e vo kement-se. »

« Roet e viot ganto »

9 « C’hwi, taolit evez ouzoh hoh-unan ! Roet e viot ganto d’ar zanedrin. Skoet e vo ganeoh er zinagogennou. Kaset e viot dirag gouarnourien ha rouaned, en abeg din, evel eun testeni evito. 10 Med red eo da genta embann ar helou mad d’an oll vroadou.

11 Pa viot kaset ha roet ganto, n’en em jalit ket en a-raog, diwar-benn ar pez a lavarot. Med ar pez a vo roet deoh d’ar mare-ze, lavarit-eñ, rag n’eo ket c’hwi a gomzo, med ar Spered Santel. 12 Eur breur a roio e vreur d’ar maro, eun tad e vugel. Bugale en em zavo a-eneb o herent hag o haso d’ar maro. 13 Kasaet e viot gand an oll dud, en abeg d’am ano. Medan hini a zalho mad beteg ar fin, hennez a vo salvet. »

Ar wallzismegañs spontuz

14 « Pa welot ar wallzismegañs spontuz o ren el leh na zle ket beza ennañ, ra gompreno an hini a lenn !… Neuze, ra deho war-zu ar meneziou ar re a zo e Bro-Jude ! 15 An neb a zo war al leurenn-doenn, arabad dezañ diskenn ha dond tre en ti da gemer tra-pe-dra e-barz. 16 Hag an neb a zo er park, arabad dezañ dond war e giz da gemer e vantell.

17 Gwaz-a-ze evid ar gwragez a vo o tougen pe o vaga en deiziou-ze ! 18 Pedit evid na hoarvezo ket kement-se e-pad ar goañv. 19 Rag bez’ e vo en deiziou-ze eur glahar euz ar seurt n’eus ket bet e bar dezañ, abaoe penn kenta ar grouidigez bet krouet gand Doue beteg bremañ, hag e-giz na vo ket mui. 20 Ha ma ne vije ket bet an deiziou-ze berreet gand Doue, ne vefe saveteet den ebed. Med o berreet e-neus, ablamour d’ar re bet dibabet gantañ. »

Falskristou ha profeted faoz

21 « Neuze, ma lavar unan bennag deoh : “Sell, aman, ar Hrist ! Sell, aze ema !” na gredit ket. 22 Rag sevel a raio falskristou ha profeted faoz. Ober a raint sinou ha burzudou evid lakaad, ma ve posubl, an dibabidi da ziheñcha. 23 Evidoh, taolit evez ! Raglavaret em-eus pep tra deoh. »

Donedigez mab an den

24 « Med en deiziou-ze, goude seurt trubuill, e teuio an heol da deñvallaad. Al loar ne roio ket he sklerijenn ken. 25 Ar stered en em lakaio da goueza euz an neñv, ha distardet e vo galloudou an neñvou.

26 Neuze, e welint mab an den o tond er houmoul, gand kalz a halloud hag a hloar. 27 Goude-ze, e kaso e êlez, e tastumo e zibabidi euz ar pevar avel, euz penn all an douar beteg penn all an neñv. »

Ar wezenn-fiez o tiglora he broñsou

28 « Diwar ar wezenn-fiez deskit ar barabolenn-mañ : kerkent ha ma teu he skourrou da veza tener, ha ma kresk he deliou, e ouzoh ema tost an hañv. 29 Evel-se, c’hwi ive, pa welot kement-se o c’hoarvezoud, gouezit ema-eñ tost, e toull an nor.

30 Amen, lavared a ran deoh, ne dremeno ket ar rummad-mañ a-raog ma c’hoarvezo kement-se. 31 Tremen a raio an douar gand an neñv : ma homzou, nann, ne dremenint ket. 32 Evid an deiz-se, pe an eur ? Den ne oar, nag êlez an neñv nag ar Mab, n’eus nemed an Tad. »

Beillit

33 « Bezit war evez ! Chomit dihun ! Rag n’ouzoh ket pegoulz e vo ar mare. 34 Evel ma ’z eo evid eun den eet kuit da bell, lezet gantañ e di ha roet ar galloud d’e zervicherien, da bep hini e labour, ha d’ar porzier e-neus gourhemennet beilla.

35 Beillit eta ! N’ ouzoh ket pevare e teuio mestr an ti : diwezad, pe e-kreiz an noz, pe pa gan ar hillog, pe diouz ar mintin. 36 Gand aon na zeufe a-daol-trumm, ha n’ho kavfe kousket. 37 Ar pez a lavaran deoh, henn lavared a ran d’an oll : « Beillit ! »

Pennad pevarzeg

Tost ema gouel Pask

1 Bez’ e vo ar Pask ha gouel ar Bara-Dihoell, dindan daou zevez. Klask a ra ar veleien-veur hag ar skriverien penaoz e baka dre widre, evid e laza. 2 Rag lavared a reont : « Arabad henn ober e-pad ar gouel, gand aon na zavfe trouz e-touez ar bobl. »

An olevadenn e Betani

3 E Betani ema-eñ, astennet ouz taol e ti Simon, an den lor. Dond a ra eur vaouez, ganti eur pod alabastr, leun a frond-nard gwir, ker-ruz. Torri a ra-hi ar pod alabastr hag e skuilla war e benn. 4 Lod anezo a ya droug enno : « Da betra seurt koll a hwez-vad ? 5 Rag ar frond-se a helle beza gwerzet ouspenn tri hant diner, da roi d’ar beorien. » Hag e taeront outi.

6 Med Jezuz a lavar : « Lezit-hi ! Perag he hegasi ? Eun oberenn gaer eo he-deus greet evidon. 7 Rag atao ho-pez peorien en ho touez, ha, p’ho-peus c’hoant, e hellit ober vad dezo. Me a-vad, ne vin ket atao ganeoh. 8 Gand ar pez he-doa, he-deus greet : en a-raog he-deus frondet ma horv evid ma zebeliadur. 9 Amen, lavared a ran deoh : e kement leh ma vo embannet ar helou mad ennañ, dre ar bed a-bez, eno ive e vo komzet euz ar pez he-deus-hi greet, evid delher soñj anezi. »

Judaz o klask an dro

10 Ha mond a ra Judaz Iskariot, unan euz an daouzeg, da gavoud ar veleien-veur evid e roi dezo. 11 Laouen int ouz e gleved. Prometi a reont roi arhant dezañ. Ha klask a ree penaoz kaoud an tu d’e roi.

Pourchas a reont ar Pask

12 Da zeiz kenta ar Bara-Dihoell, pa veze lazet ar Pask, e lavar e ziskibien dezañ : « Peleh az-peus c’hoant ez afem da bourchas pep tra, evid ma tebri ar Pask ? » 13 Kas a ra daou euz e ziskibien ha lavared dezo : « Kerzit e kêr : dond a raio davedoh eun den o tougen eur podad dour. It d’e heul. 14 El leh ma antreo ennañ, lavarit da vestr an ti : “Ar mestr a lavar : peleh ema ma zal, ma tebrin ar Pask enni, gand ma diskibien ?” 15 Diskouez a raio deoh, war-laez, eur gambr vraz, meublet ha kempenn. Eno, pourchasit pep tra evidom. » 16 E ziskibien a ya kuit hag a erru e kêr. Kavoud a reont an traou evel m’e-neus lavaret dezo, hag aoza ar Pask.

Unan ahanoh am roio

17 Erru an abardaez, e teu-eñ gand an daouzeg, hag en em lakont ouz taol. 18 P’emaint o tebri, Jezuz a lavar : « Amen, lavared a ran deoh : unan ahanoh am roio, unan hag a zo o tebri ganin. » 19 Krogi a reont da veza glaharet ha da lavared dezañ, unan hag unan : « Daoust ha me eo ? »

20 Respont a ra dezo : « Unan euz an daouzeg, unan hag a zoub ganin er memez plad. 21 Rag mond a ra mab an den evel m’eo bet skrivet diwar e benn. Med gwaz-a-ze evid an den-ze m’eo roet mab an den gantañ. Gwelloh e vefe evid an den-ze ma ne vije ket bet ganet ! »

Kement-man eo ma horv

22 P’emaint o tebri, e kemer bara, e vennig, e dorr, hag e ro dezo, en eur lavared : « Kemerit ! Kement-mañ eo ma horv. »

23 Kemer a ra ar haliriad, lavared grasou, ha roi dezo. Oll ev dioutañ. 24 Hag e lavar dezo : « Kement-mañ eo ma gwad, gwad an emgleo, skuillet evid kalz a dud. 25 Amen, lavared a ran deoh : n’evin ket mui euz frouez ar winienn beteg an devez-se pa e evin, nevez, e rouantelez Doue. »

A-raog ma kano ar hillog

26 Goude beza kanet ar meuleudiou, ez eont er-mêz, war-zu Menez-an-Olivez. 27 Ha Jezuz a lavar dezo : « Streboti a reot, oll ahanoh, rag evel m’eo bet skrivet : “Skoi a rin war ar mesaer hag e vo skignet an deñved”. 28 Med goude beza bet adsavet, e vin-me en ho raog e Bro-Halile.  »

29 Pèr a-vad a lavar : « Petra bennag ma stebotfe an oll, me ne rin ket, sur. » 30 Ha Jezuz da respont dezañ : « Amen, lavared a ran dit : hirio, en nozvez-mañ, a-raog ma kano ar hillog diou wech, am nahi-te teir gwech. » 31 Koulskoude e komze hemañ gand muioh a nerz : « Pa vefe red din mervel ganit, da nah ne rin ket, sur. » Hag oll anezo a lavare memez tra.

Jetsemani

32 Dond a reont d’eun domani anvet Jetsemani, hag e lavar-eñ d’e ziskibien : « Azezit amañ e-pad ma pedin. » 33 Kemer a ra gantañ Pèr, Jakez ha Yann, ha krogi da veza leun a spont hag a anken. 34 Hag e lavar dezo : « Trist-meurbed eo ma ene, da vervel. Chomit amañ ha beillit. »

35 O vond eun tammig pelloh, e kouez war an douar, hag e ped, evid ma tremeno an eur-ze pell dioutañ, ma ve posubl. 36 Lavared a ra : « Abba, Tad ! Posubl eo pep tra evidout. Kas ar haliriad-mañ pell diouzin. Med nann hervez ma bolontez-din, med hervez da hini-dit ! »

37 Dond a ra daveto hag o havoud kousket. Hag e lavar da Bèr : « Simon, kousket out ? N’out ket bet gouest da veilla e-pad eur eurvez zoken ganin ? 38 Beillit ha pedit, evid chom heb beza tentet. Birvidig eo ar spered, dinerz a-vad an den. »

39 Pellaad a ra adarre ha pedi, o lavared ar memez komzou. 40 Deut en-dro, o hav kousket c’hoaz, rag ponnerreet e oa o daoulagad ha ne ouient ket petra respont dezañ. 41 Dond a ra evid an trede gwech ha lavared dezo : « Kouskit bremañ ha diskuizit !… A-walh ! Deut eo an eur ! Setu m’eo roet mab an den etre daouarn ar beherien. 42 Dihunit ! Deom ! Setu m’ema tost an hini o vond d’am gwerza. »

Pok Judaz

43 Kerkent – hag eñ o komz c’hoaz – e tegouez Judaz, unan euz an daouzeg. Ha d’e heul eur 26 boblad-tud, ganto klezier ha bizier, a-berz ar veleien-veur, ar skriverien hag ar gozidi.

44 An hini o vond d’e werza e-neus roet dezo eur zin divizet, o lavared : « An hini a roin eur pok dezañ, hennez eo. Krogit ennañ ha kasit-eñ ganeoh, en eun doare sur ! »

45 Pa zeu, e tosta outañ dioustu, en eur lavared : « Rabbi ! » hag e ro dezañ eun pok hir. 46 Lakaad a reont neuze o daouarn warnañ ha tapoud krog ennañ.

An taol kleze

47 Unan euz an arvesterien a zihouin e gleze : tizoud a ra mevel ar beleg-meur ha lemel kuit e skouarn digantañ. 48 Hag o komz, e lavar Jezuz dezo : « E-giz evid eun torfetour oh deut, gand klezier ha bizier, da dapoud krog ennon. 49 Bemdez e vezen en ho kichenn, o kelenn en templ, ha n’ho-peus ket kroget ennon ; med evid ma vo sevenet ar Skridou. » 50 Tehed a reont oll, ouz e zilezel.

Eun den yaouank a deh en e noaz

51 Eun den yaouank a zeu war e lerh, gand eul liñser war e gorv noaz. Tapoud a reont krog ennañ. 52 Med dilezel a ra-eñ e liñser ha tehed kuit en e noaz.

E ti ar beleg-meur

53 Kas a reont Jezuz da di ar beleg-meur. Hagen em vodont oll : ar veleien-veur, ar gozidi hag ar skriverien. 54 Pèr a ya d’e heul a-bell, beteg diabarz porz ar beleg-meur. Azezet ema gand ar vevelien, ha tomma a ra e-kichenn an tan.

Tevel a ra Jezuz

55 Klask a ree ar veleien-veur hag ar zanedrin a-bez eun testeni a-eneb dezañ, evid e lakaad d’ar maro, med ne gavent tra ebed. 56 Rag kalz a lavare falstesteniou a-eneb dezañ, med ne glote ket o zesteniou.

57 Lod a zave hag e testenient e gaou a-eneb dezañ, o lavared : 58 « E glevet on-eus o lavared : Me a zistrujo an templ-mañ, greet gand an dorn, ha tri devez war-lerh, e savin unan all na vo ket greet gand an dorn. » 59 Med war an dra-ze zoken, ne glote ket o zesteniou.

60 Sevel a ra ar beleg-meur, er hreiz, hag ober goulennou outañ, o lavared dezañ : « Ne respontez netra d’ar pez emaint o testenia a-eneb dit ? » 61 Tevel a ree-eñ ha chom heb respont tamm ebed.

« Ha bez’ out ar mab da Zoue ? »

Adarre e ree ar beleg-meur goulennou outañ, o lavared dezañ : « Te, ha bez’ out ar Hrist, mab an hini benniget ? » 62 Jezuz a lavar : « Bez’ on, ha gweled a ri mab an den, azezet en tu dehou d’an Hini Oll-Halloudeg, o tond war goabrennou an neñv. »

63 Rogi a ra ar beleg-meur e zaeou, en eur lavared : « Peseurt ezomm on-eus c’hoaz da gaoud testou ? 64 Ha klevet ho-peus ar blasfem ? Petra a zoñj deoh ? » An oll anezo e gondaon : meritoud a ra ar maro.

« Gra da brofet »

65 Ha krogi a ra lod da dufa warnañ. O voucha e benn, e roont skouarnadou dezañ, hag e lavaront dezañ : « Gra da brofet ! » Hag ar vevelien e zegemer gand javedou.

Kana a ra eur hillog

66 En traoñ, ema Pèr er porz. Dond a ra unan euz mitizien ar beleg-meur. 67 O weled Pèr o tomma, e sell-hi piz outañ hag e lavar : « Te ive a oa gand an Nazarean, gand ar Jezuz-se ! » 68 Nah a ra-eñ, o lavared : « N’ouzon ket ha ne gomprenan ket ar pez emaout o lavared. » Mond a ra er-mêz war-zu ar porz kenta. Hag e kan eur hillog.

69 Ar vatez, o veza e welet, a grog a-nevez da lavared d’an dud tro-war-dro : « Hemañ a zo unan anezo ! » 70 Nah a ra-eñ adarre. Eun tammig war-lerh, e lavar an dud e-kichenn Pèr : « Evid gwir, bez’ out unan anezo. Galilean out, forz penaoz ! » 71 Krogi a ra-eñ da doui ha da vallozi, en eur lavared : « N’anavezan ket an den-ze a gomzit anezañ. »

72 Ha kerkent e kan eur hillog, evid an eil gwech. Ha dond a ra soñj da Bèr euz ar pez e-neus Jezuz lavaret dezañ : « A-raog m’e-no eur hillog kanet diou wech, az-po ma nahet teir gwech. » Ha diroll a ra da ouela.

Pennad pemzeg

1 Dioustu, d’ar mintin, e vod ar veleien-veur eur huzul, gand ar gozidi, ar skriverien hag ar zanedrin a-bez, ha chadenna a reont Jezuz, evid e gas hag e roi da Bilat.

« Ha bez’ out roue ar Juzevien ? »

2 Ober a ra Pilat goulennou outañ : « Ha bez’ out roue ar Juzevien ? » Respont a ra-eñ, o lavared : « Te eo hag henn lavar. » 3 Hag ar veleien-veur a damall eur hem traou dezañ. 4 Anevez e ra Pilat goulennou outañ : « Ne respontez netra ? Sell ! Nag a draou a damallont dit ! » 5 Jezuz ne respont mui netra, ken eo souezet Pilat.

Barabaz

6 Da beb gouel, e tieube dezo eur prizoniad, an hini a houlennent. 7 Bez’ e oa unan, anvet Barabaz, bet chadennet asamblez gand an dispaherien o-doa greet eur muntr e-pad eun emzavadeg. 8 O veza deut d’al laez, e krog ar boblad-tud da houlenn ma rafe evito e-giz kustum. 9 Respont a ra Pilat, o lavared dezo : « Ha c’hoant ho-peus e tieubin deoh roue ar Juzevien ? » 10 Rag gouzoud a ree e oa dre warizi o-doa ar veleien-veur e roet dezañ.

« Stag-eñ ouz ar groaz ! »

28 11 Ar veleien-veur a atiz an dud evid ma vo kentoh dieubet Barabaz dezo. 12 Ha komz a ra Pilat adarre, o lavared dezo : « Petra a rin gand an hini a rit roue ar Juzevien anezañ ? » 13 Anevez e youhont : « Stag-eñ ouz ar groaz ! »

14 Pilat a lavar dezo : « Petra ’ta ? Peseurt droug e-neus-eñ greet ? » Youhal a reont muioh c’hoaz : « Stag-eñ ouz ar groaz ! » 15 Evid roi e hoant d’ar bobl eta, e tieub Pilat Barabaz dezo. Ha, goude beza e skourjezet, e ro Jezuz dezo evid ma vo staget ouz ar groaz.

Ar gurunenn-spern

16 E ze~as a reont ganto e-barz ar porz, e-leh m’ema ar pretordi, hag e vodont ar gompagnunez a-bez. 7 E wiska a reont gand eur vantell liou moug, ha lakaad war e benn eur gurunenn spern, plezet ganto.

18 Hag e krogont d’ober saludou dezañ : « Salud dit, roue ar Juzevien ! » 19 Skoi a reont war e benn gand eur gorzenn, tufa warnañ, ha stoui dirazañ, en eur blega o daoulin. 20 Ha p’ho-deus greet goap outañ, e tiwiskont e vantellliou moug hag e lakont e zillad warnañ.

Simon a Ziren

E gas a reont er-mêz, evid ma vo staget ouz ar groaz. 21 Kemer a reont eun tremeniad, Simon a Ziren, o tond en-dro euz ar park – tad da Aleksandr ha da Rufuz – evid ma tougo ar groaz. 22 Stlejet eo Jezuz ganto beteg al leh anvet Golgotha, da lavared eo ar Glopenn. 23 Gwin gand mir a roont dezañ ; med en ne gemer ket.

Jezuz war ar groaz

24 E staga a reont ouz ar groaz, hag ingala e zillad etrezo, o taoler an diñsou, evid gouzoud piou a gemerfe petra. 25 An trede eur e oa, p’o-doa e staget ouz ar groaz, 26 hag enskrivadur e gaoz a oa skrivet : « Roue ar Juzevien ».

27 Gantañ e stagont daou forban ouz eur groaz, unan war e du dehou, egile war e du kleiz. 29 Mallozet eo gand an dreminidi hag hej o fenn, en eur lavared : « Ahanta ! Te hag a zistruj an templ hag e zav dindan tri devez, 30 en em zavete, te da-unan, en eur ziskenn euz ar groaz ! »

31 Evel-se ive eo-eñ mezekeet gand ar veleien-veur, o lavared kenetrezo gand ar skriverien : « Saveteet e-neus re all, ha ne hell ket en em zavetei, eñ e-unan ! 32 Ar Hrist ! Roue Izrael ! Ra ziskenno bremañ euz ar groaz, evid ma welim ha ma kredim ! » Ha kunujennet e oa gand ar re zoken bet staget ouz eur groaz gantañ.

Mervel a ra Jezuz war ar groaz

33 Deut eo ar c’hwehved eur, ha koueza a ra an deñvalijenn war an douar a-bez, beteg an naved eur. 34 Ha d’an naved eur, e laosk Jezuz eur griadenn vraz : « Eloi ! Eloi ! Lama sabakhtani ? », da lavared eo : « Ma Doue, ma Doue, perag az-peus ma dilezet ? »

35 Lod euz an dud tro-dro dezañ a glev hag a lavar : « Sell ! Ema o helver Eliaz ! » 36 Unan anezo a red, a zoub eur spoueenn er gwinegr, he lake beg eur gorzenn, hag a ro dezañ da eva, en eur lavared : « Lezit ! Gwelom hag-eñ e teuio Eliaz d’e lakaad da ziskenn. » 37 Med Jezuz a laosk eur griadenn vraz hag a rent e spered. 38 Ha roget eo gouel an templ e daou, euz al laez d’an traoñ.

39 O veza gwelet penaoz e-neus-eñ rentet e spered, e lavar ar hantener, en e zav dirazañ : « E gwirionez, e oa an den-mañ mab da Zoue. » 40 Bez’ e oa merhed ive, o selled a-bell. En o zouez : Mari Madalen, Mari, mamm da Jakez-Vihan ha da Jozed, ha Salome. 41 Pa oa-eñ e Bro-Halile, ez eent d’e heul evid e zervicha. Ha kalz re all ive, pignet gantañ beteg Jeruzalem.

Ar beziadur

42 Deut dija an abardaez, evel ma oa an Aozidigez, da lavared eo ar raksabad, 43 e tegouez Jozef a Arimati, eur huzulier brudet. Eñ ive a oa o hortoz rouantelez Doue. Kredi a ra mond da di Pilat, ha goulenn korv Jezuz. 44 Souezet eo Pilat e vefe-eñ dija maro. Gelver a ra ar hantener ha goulenn digantañ hag-eñ e oa marvet abaoe pell ’zo. 45 Kelaouet gand ar hantener, e ro ar horv da Jozef. 46 Hemañ a bren eul liñser. Diskenn a ra ar horv, lakaad al liñser en-dro dezañ hag e zougen en eur bez bet kleuzet er roh. Goude-ze, e ruill eur mên ouz toull-dor ar bez. 47 Mari Madalen ha Mari, mamm Jozed, a zelle e peleh e oa bet lakeet.

Pennad c’hwezeg

1 Eur wech echu ar zabad, ez a Mari Madalen, Mari, mamm Jakez, ha Salome da brena louzeier-c’hwez-vad, evid mond d’e olevi. 2 A-bred diouz ar mintin, da zeiz kenta ar zizun, e teuont d’ar bez, p’ema an heol o sevel. 3 Lavared a reont an eil d’eben : « Piou a hello ruilla deom ar mên diouz toull-dor ar bez ? » 4 Med pa zavont o zellou, e welont eo bet ruillet ar mên a-gostez. Ha koulskoude e oa braz-tre.

5 Mond a reont e-barz ar bez, ha gweled eun den yaouank azezet war an tu dehou, ha gwisket gand eur zae wenn. 6 Spontet-braz int. Hag eñ da lavaret dezo : « Arabad deoh sponta ! Klask a rit Jezuz an Nazarean, an hini bet staget ouz ar groaz ? Adsavet eo ! N’ema ket amañ ; ha setu al leh ma oa bet lakeet ennañ. 7 Med it da lavared d’e ziskibien ha da Bèr : en ho raog ez a da Vro-Halile ; e weled a reot eno, evel m’e-neus lavaret deoh. » 8 0 veza deut er-mêz, e tehont pell diouz ar bez, rag leun e oant a grenerez hag a strafuill. Ne lavaront netra da zen, rag spontet e oant.

N’o-deus ket kredet

9 Adsavet eo diouz ar mintin, da zeiz kenta ar zizun. En em ziskouez a ra da genta da Vari Madalen e-noa-eñ kaset seiz diaoul diouti. 10 Homañ a ya de gemenn an dra-ze d’ar re a oa bet gantañ : en em jala ha gouela a reent. 11 Hag ar re-ze, goude beza klevet ez eo-eñ beo ha bet gwelet ganti, ne gredont ket.

12 War-lerh kement-se, en em ziskouez-eñ da zaou anezo hag a oa o vale hag o vond war ar mêz. 13 Hag ar re-mañ a ya da gemenn an dra-ze d’ar re all, med n’int ket kredet kennebeud.

14 Diwezatoh, en em ziskouez-eñ d’an unneg, p’emaint ouz taol. Rebechi a ra dezo o diouer a feiz ha kaleted o halon, rag n’o-deus ket kredet er re o-doa e welet adsavet.

Embann an Aviel

15 Lavared a ra dezo :

« It dre ar bed a-bez ! Embannit ar helou mad d’an oll grouadurien !
16 An oll a gredo hag a vo bet badezet, a vo salvet.
An neb na gredo ket, a vo kondaonet.
17 Ar zinou-mañ a yelo da heul ar re a gredo :
em ano-din e kasint an diaouled er-mêz ;
komz a raint yezou nevez ;
18 krogi a raint en naered ;
ma e vont eun dra bennag marvuz, ne raio kement-se droug ebed dezo ;
astenn a raint o daouarn war an dud vahagnet, hag e vo gwelleet d’ar re-mañ. »

19 Neuze, goude beza komzet dezo, eo douget an Aotrou Jezuz d’an neñv : azeza a ra en tu dehou da Zoue. 20 Int a-vad a ya er-mêz hag a brezeg e peb leh. An Aotrou a genlabour ganto : kreñvaad a ra ar gomz dre ar zinou a ya d’o heul.