Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Ar pevar Aviel – Les 4 Evangiles en breton  -  war ar rouedad ar Bibl e brezoneg 2

war ar rouedad ar Bibl e brezoneg 2

  • Aviel Jezuz-Krist

troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, dindan renerez an Aotrou ’n Eskob Visant Fave, eskob skoazeller Kemper ha Leon († 1997), ha skrivagner brezoneg. Eun droidigez evid al liderez hag ar bastorelez, gand eur yez aez ha nêt, hag o talc’her kont euz blaz hor yez ; embannet gand « Ar Skol dre Lizer » (1982). Diviet, med da lenn war al lehienn
–    Aviel hervez sant Vaze
–    Aviel hervez sant Mark
–    Aviel hervez sant Lukaz
–    Aviel hervez sant Yann

  • An Testamant Nevez (eil lodenn)

troet e brezoneg hag embannet gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon (1988). Eun droidigez ive evid al liderez hag ar bastorelez. Bez e c’hellit goulenn al leor digand Eskopti Kemper, 3 rue de Rosmadec, 29018 Quimper cédex, 10 euro. Da lenn ive war al lehienn.

  • An Testamant Nevez

Kelou Mad Jezuz, or Zalver (Lakeet e brezoneg gand Pierre Guichou, diwar ar c’hresianeg. Embannet gand Minihi-Levenez en miz mae 2002).
Eun droidigez skianteloc’h, mod « Bibl Jeruzalem », a c’hell beza kavet, embannet gand Minihi Levenez. Da lenn ive war al lechienn (pdf).

  • Ar Zalmou

tennet euz al leor “Pedenn an deiz”, embannet e 1988 gand Minihi Levenez, ha da lenn war al lehienn.

  • Testamant Nevez

2 levrenn, troet e brezoneg dindan renerez Maodez Glanndour. Embannadurioù Al Liamm, Lannuon (1969-1971). Diviet.

  • Testamant Koz

Bibl santel pe levr ar skritur sakr, troet e brezoneg gand Jean-François Le Gonidec diwar “Biblia sacra vulgatæ”, San-Briek, 1866, 3 levrenn. Da veza sellet enno enlinenn :
Leor kenta levrenn genta 
Leor kenta eil levrenn
Eil leor

savet e 1979 diwar aviel Sant Lukaz dreist oll. Admoueziet eo bet e brezoneg gand studio Dizale en Oriant, e 2015. Kinniget eo enlinenn gand evanjelisted euz ar Stadou-Unanet Jesus Film Media