Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Aviel an deiz – Évangile du jour en breton  -  C’hwehved sizunvez war ar bloaz ha penn kenta ar Hortaiz

C’hwehved sizunvez war ar bloaz ha penn kenta ar Hortaiz

Euz ar 14 d’an 20 a viz C’hwevrer 2021

C’hwehved sul war ar bloaz

Mk 1, 40-45 (B)

40 Tostaad a reas eun dén lor ouz Jezuz. Aspedi a reas anezañ, ha koueza d’an daoulin, en eur lavared :
— « Ma kerez, e hellez rei din ar pare ».
41 Karget e oa Jezuz a druez outañ ; hag oh astenn e zorn, e touchas outañ en eur lavared dezañ :
— « Felloud a ra din ! bez pareet ».
42 Raktal ez eas al lorgnez kuit dioutañ, hag e oe pareet. 43 Hag o komz rust outañ, e kasas Jezuz anezañ kuit kerkent :
44— « Taol evez ! Na lavar grik da zén, med kee d’en em ziskouez d’ar beleg, ha kinnig, evid da bareañs, ar pez a zo gourhemennet gand Moïzez el Lezenn, ma talvezo kement-se da desteni evid an dud ».
45 Med eur wech eet kuit, e stagas da embann ha da vruda ar helou, e doare ma ne helle mui Jezuz mond a-wél d’an oll, e kêr pe gêr.
Chom a ree er mêz, el lehiou didud. Hag euz a bep tu, e teue tud d’e gaoud.

Lun

Mk 8, 11-13

11 En em gaoud a reas ar Farizianed, hag e krogas an tabut etrezo ha Jezuz. Klask a rejont, evid lakaad anezañ diêz, kaoud digantañ eur zîn euz an neñv.
12 Goude beza tennet e alan e-pad hir amzer, e lavaras Jezuz :
— « Perag ema ar rummad tud-mañ o klask kaoud eur zîn ? Lavared a ran deoh e gwirionez : ne vo roet sîn e-béd d’ar rummad-mañ ».
13 Kuitaad a reas anezo, sevel er vag en-dro, ha treiza da vond en tu all d’ar mor.

Meurz

Mk 8, 14-21

14 Ankounaheet e oa bet gand an diskibien kas bara ganto, ha ne oa nemed eur varaenn hepkén er vag ganto. 15 Rei a reas Jezuz an ali-mañ dezo :
— « Bezit war evez ! Diwallit ouz goell ar Farizianed hag ouz goell Herodez ».
16 Med ar gaoz a oa etrezo diwar-benn an defot a vara. 17 O houzoud kement-se, e lavaras Jezuz dezo :
— « Perag e chomit keid-all da gaozeal etrezoh dre ma n’ho-peus ket a vara ? Ne intentit ket ? N’ema ket o skiant vad ganeoh c’hoaz ? Daoust ha kaledet e vefe ho kalon ? 18 Daoulagad ho-peus, ha ne welit ket ? Diskouarn ho-peus, ha ne glevit ket ? Ha n’ho-peus ket soñj ken ? 19 Pa ’m-eus torret ar pemp baraenn evid pemp mil dén, péd panerad a vara chomet en dilerh ez eus bet dastumet ganeoh ? »
— « Daouzeg, emezo.
20— « Ha pa ’m-eus torret ar zeiz baraenn evid ar pevar mil dén, péd panerad ez eus bet dastumet ganeoh ? »
— « Seiz », emezo.
21 Hag e lavaras dezo :
— « Ha ne intentit ket c’hoaz ? »

Merher al Ludu

Mz 6, 1-6.16-18

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz, war ar menez, e lavare dezo :
1 « Diwallit da ober hoh oberou-mad dirag an dud evid beza gwelet ganto, pe n’ho-po digoll e-béd digand ho Tad hag a zo en neñv.
2 « Neuze eta, pa rez aluzenn, arabad dit seni gand ar hornboud dirazout, evel ma ra ar re a vez er zinagogennou ha war ar ruiou, o klask sellou an dud evid beza meulet ganto. E gwirionez, e lavaran dit : bez’ o-deus dija o digoll.
3 « Te avad, pa rez aluzenn, ra jomo da zorn kleiz hep gouzoud ar péz a ro da zorn dehou, 4 hag evel-se, e chomo da aluzenn e kuz ; ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento anezi dit ».
5 « Pa vezit o pedi, na rit ket evel ar bilpouzed, hag a blij dezo ober o fedennou en o-zav er zinagogennou hag e pep kroazhent, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus dija o digoll.
6 « Te avad, pa vezez o pedi, kee en da gambr, serr an nor warnout, ha péd da Dad hag a zo aze el leh kuz. Da Dad, hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit.
16 « Ha pa vezit o yun, na vezit ket evel ar bilpouzed a ziskouez o fenn teñval, evid ma vo sklêr d’an dud emaint o yun. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus bet dija o digoll.
17 « Te avad, pa vezez o yun, taol louzou-c’hwez-vad war da benn, ha gwalh da fas. 18 Evel-se, ne vo anavezet gand dén e-béd emaout o yun, nemed gand da Dad hag a zo e pep leh kuz, ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit ».

Yaou goude al Ludu

Lk 9, 22-25

22 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « Red eo da Vab an Dén gouzañv kalz poaniou, beza distaolet gand Pennou-Braz ar bobl, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha sevel da veo d’an trede deiz ».
23 Hag e lavare d’an oll :
— « M’e-neus unan bennag c’hoant dond d’am heul, dezañ trei kein dezañ e-unan, dougenn e groaz bemdez ha dond war va lerh.
24 « Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a hollo anezi, med an hini a goll e vuhez abalamour din, a zaveteio anezi.
25 « Da betra e talvez d’an dén gounid ar béd a-béz, ma ’z a e-unan d’ar maro pe da goll.

Gwener goude al Ludu

Mz 9, 14-15

14 Dond a reas diskibien Yann-Vadezour da gaoud Jezuz, hag e lavarjont dezañ :
— « Perag ’ta, en-dra ma yunom, ni hag ar Farizianed, ne yun ket da ziskibien-te ?
15 Hag e respontas Jezuz dezo :
— « Daoust hag e hell an dud pedet d’an eured beza e kañv e-keid ha m’ema an dén-nevez asamblez ganto ? Med dond a raio eur mare ma vo lamet an dén-nevez diganto, ha neuze e raint yun.

Sadorn goude al Ludu

Lk 5, 27-32

27 Gweled a reas Jezuz eur publikan, Levi e ano, azezet e bureo ar maltoutèrèz, hag e lavaras dezañ :
— « Deus d’am heul ».
28 Dilezet pep tra gantañ, e savas hag ez eas d’e heul.
29 Ober a reas Levi eur préd braz evid Jezuz, en e di. Bez’ e oa publikaned e-leiz ha maread a dud all ouz taol ganto.
30 Grozmolad a ree ar Farizianed hag ar Skribed ouz e ziskibien, en eur lavared :
— « Perag emaoh-c’hwi o trebi hag oh eva gand ar bublikaned hag ar beherien ? »
31 Respont a reas Jezuz dezo :
— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 32 N’on ket deuet da hervel an dud just, med ar beherien, ma troint o halon ouz Doue ».