Accueil  -  Naontegved sizunvez war ar bloaz (C)

Naontegved sizunvez war ar bloaz (C)

Euz an 10 d’ar 16 a viz Eost 2025

Naontegved sul war ar bloaz (C)

Lk 12, 32-48

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

32 « N’ho-pet ket aon, tropell bihan, rag plijet eo bet d’ho Tad rei deoh ar Rouantèlèz.

33 « Gwerzit ar péz a zo deoh, ha roit anezañ en aluzenn. Grit evidoh yalhou ha na uzint ket, eun teñzor hag a bado en Neñvou : eno, na dosta laer e-béd, na grign preñv e-béd. 34 Rag el leh m’ema ho teñzor ganeoh, eno ive, ema ho kalon ».

35 « Chomit en ho kwiskamant-servij, ho kouriz en-dro d’ho kroazlez, hag ho lampou war-elum. 36 Bezit heñvel ouz tud o hortoz o mestr pa zistroio euz an eured, evid digeri dezañ kerkent ha ma tigouezo, ha ma skoio war an nor. 37 Eüruz ar zervicherien a vo kavet dihun gand o mestr pa zistroio. E gwirionez, e lavaran deoh : lakaad a raio e houriz, hag ober dezo azeza ouz taol ; hag e vezint servichet gantañ an eil goude egile.

38 « Ma teu dezañ distrei war-dro hanternoz, pe deir eur diouz ar mintin, ha ma kav anezo evel-se : eüruz an dud-se !

39 « Gouzoud a rit er-vad : ma ouezfe mestr an ti da béd eur e teuio al laer, ne laoskfe ket toulla moger e di.

40 « C’hwi ive, bezit prést : d’an eur na gav ket deoh, eo e teuio Mab an Dén ».

41 Neuze e lavaras Pèr :

— « Aotrou, evidom-ni eo e lavarez ar barabolenn-ze, pe evid an oll ?

42 Respont a reas an Aotrou :

— « Pehini eo ar merour féal ha fur a vo lakeet gand e vestr e penn e zervicherien, evid rei da bep hini, er poent, e lod gwiniz ? 43 Eüruz ar zervicher-ze a vo kavet gand e vestr oh ober evel-se, pa zistroio. 44 E gwirionez, e lavaran deoh : lakaad a raio anezañ da vestr war e oll vadou.

45 « Med, ma lavar ar zervicher-ze ennañ e-unan : « Dalea a ra va mestr da zond », ha ma stag da skei gand ar vevelien hag ar mitizien, da zebri, da eva, ha d’en em vezvi, 46 neuze, pa zigouezo ar mestr d’an devez n’ema ket e zervicher o hortoz, ha d’an eur ne oar ket, e kaso anezañ diwar e dro, hag e vo lakeet gantañ e-touez an dud difeiz.

47 « Paka a raio kalz taoliou ar zervicher, hag a anavez bolontez e vestr, ha n’e-neus aozet netra, na greet hervez e volontez.

48 « Med an hini ne anaveze ket e volontez, hag e-neus meritet kaoud taoliou, hennez ne bako nemed nebeud.

Goulennet e vo kalz digand an hini ez eus bet roet kalz dezañ ; goulennet e vo muioh digand an hini ez eus bet fiziet kalz ennañ ».

Lun

Mz 17, 22-27

22 Pa oa Jezuz asamblez gand an diskibien bodet e Bro-Halilea, e lavaras dezo :

— « Bez’ ema Mab an Dén o vond da veza lakeet etre daouarn an dud ; 23 lazet e vo ganto, ha d’an trede deiz e savo a varo da veo ».

Glaharet braz e oent o kleved kement-se.

24 Pa oant o tigouezoud e Kafarnaom, e teuas paotred a zastum an daou drakm evid an Templ da gaoud Pèr, hag e lavarjont dezañ :

— Paeet e vez an daou drakm gand ho mestr, neketa ? »

25 — « Ya ’vad », emezañ.

Pa oe digouezet Pèr en ti, e stagas Jezuz da gomz da genta, o lavared :

— « Petra eo da zoñj, Simon ? Rouaned an douar, diwar goust piou e savont gwiriou pe taillou ? Diwar goust o bugale pe diwar goust an dud all ? »

26 — « Diwar goust an dud all », emezañ.

— « Neuze ’ta, eme Jezuz, o-deus ar vugale diskarg anezo ? 27 Koulskoude evid ma ne vo ket gwall-skweriet an dud-se, kerz d’ar mor, taol an higenn, kemer ar pesk kenta a grogo, ha digor e henou. Kavoud a ri ennañ eur péz a bevar drakm. Kemer anezañ ha ro anezañ evidon hag evidout-te ».

Meurz

Mz 18, 1-5.10.12-14

1 Tostaad a reas an diskibien ouz Jezuz, hag e lavarjont dezañ :

— « Piou ’ta eo ar brasa e Rouantèlèz Doue ? »

2 Neuze, e halvas Jezuz eur bugelig ; lakaad a reas anezañ dirazo, 3 hag e tiskêrias :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : ma ne jeñchit ket evid dond da veza heñvel ouz ar vugale, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue. 4 Med an hini en em lakaio izel evel ar bugel-mañ, hennez eo ar brasa e Rouantèlèz Doue. 5 Hag an hini a zigemer, em ano, eur bugel evel hemañ, a zigemer ahanon me va-unan.

10 « Diwallit da zisprizoud hini e-béd euz ar re vihan-mañ, rag, lavared a ran deoh : ema o êlez en Neñvou o daoulagad o para dalhmad war va Zad hag a zo en Neñvou ».

12 « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? M’e-neus eun dén kant dañvadez, ha ma teu unan anezo da zianka, daoust ha ne laosko ket an naonteg-ha-pevar-ugent all war ar menez, evid mond war glask an hini a zo dianket ?

13 « Ha ma teu a-benn da gaoud anezi en-dro, e gwirionez, e lavaran deoh : muioh a joa e-neus diwar-benn honnez, eged diwar-benn an naonteg-ha-pevar-ugent ha n’int ket bet dianket.

14 « Evel-se, ne fell ket d’ho Tad a zo en Neñv e vefe kollet hini e-béd euz ar re vihan-mañ.

Merher

Mz 18, 15-20

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

15 « Ma teu da vreur dit da vankoud en da geñver, kee da rebech dezañ, etrezoh ho taou, te hag eñ hepkén. Ma selaou ahanout, ez-po gounezet da vreur. 16 Ma ne zelaou ket ahanout, kemer c’hoaz ganit eun dén all pe zaou, evid ma vo reñket an afer, war lavar daou pe dri dést.

17 « Ma ne fell ket dezañ selaou anezo, lavar ze d’an Iliz, ha ma ne fell ket dezañ selaou an Iliz kennebeud, ra vo evidout evel eur payan hag eur publikan.

18 « E gwirionez, e lavaran deoh : kement ho-po liammet war an douar, a vo liammet en Neñv, ha kement ho-po diliammet war an douar, a vo diliammet en Neñv.

19 « E gwirionez, e lavaran deoh adarre : ma teu da zaou ahanoh war an douar en em gleved evid goulenn eun dra bennag, e vezo roet dezo gand va Zad a zo en Neñvou. 20 Rag pa vez daou pe dri bodet em ano, e vezan eno ganto ».

Yaou

Mz 18, 21-19, 1

21 Tostaad a reas Pèr ouz Jezuz evid goulenn outañ :

— « Aotrou, péd kwech, ma teu d’am breur mankoud ouzin, e rañkan pardoni dezañ ? Beteg seiz kwech ? »

22 Respont a reas Jezuz :

— « Ne lavaran ket dit beteg seiz kwech, med beteg deg-ha-tri-ugent kwech seiz kwech.

23 « Rag e gwirionez, heñvel eo Rouantèlèz an Neñvou ouz eur roue hag a fellas dezañ urzia e gonchou gand e zervicherien.

24 « Kroget e oa da urzia e gonchou, pa oe digaset dirazañ eun dén hag a oa dleour dezañ a zég mil talant.

25 « O veza ma n’e-noa ket hemañ peadra da baea e zle, e roas ar mestr urz da werza anezañ, e wrég hag e vugale ha kement e-noa, evid kaoud evel-se an diskarg euz e zle.

26 « Neuze, en em daolet ar zervicher e-harz e dreid, eh aspede e vestr en eur lavared :

— « Bez pasianted ganin, hag e paein kement a zlean dit ».

27 « Kroget an druez er mestr, e lezas e zervicher da vond kuit en eur rei dezañ an diskarg euz e zle.

28 « Med, a-boan eet er-mêz, e kavas hemañ unan euz e gompagnuned-labour, hag a oa dleour dezañ euz a gant diner. Tapoud a reas krog ennañ, ha gwaska war e houzoug beteg beza prést da vouga anezañ, en eur lavared :

— « Paee da zle ! »

29 « Neuze, en em daolas ar zervicher e-harz e dreid en eur aspedi anezañ :

— « Bez pasianted ganin, hag e paein dit va dle en e-béz ».

30 « Egile a-vad, ne fellas ket dezañ. Mond a reas da lakaad taoler anezañ er prizon, beteg m’e-nefe paeet e zle.

31 « O weled kement-se, e oe glaharet braz ar zervicherien all, hag e teujont da gonta d’o mestr kement a oa bet c’hoarvezet.

32 « Neuze, e lakeas e vestr gervel anezañ, hag e lavaras dezañ :

— « Servicher fallagr, kement ha ma oas dleour din, am-eus roet-me an diskarg anezañ dit, o veza m’az-poa aspedet ahanon. 33 Daoust ha ne oa ket réd dit d’az-tro kaoud truez ouz da gompagnun, evel m’am-eus bet-me truez ouzit ? »

34 « Ha fuloret braz, e lakeas ar mestr anezañ etre daouarn ar vourrevien, beteg m’e-nefe paeet e zle penn-da-benn.

35 « Evel-se, e raio en ho-keñver va Zad hag a zo en Neñv, ma ne bardonit ket pep hini ahanoh d’e vreur, a-greiz ho kalon ».

19 1 P’e-noa Jezuz echu ar prezegennou-ze, e kuiteas Bro-Halilea hag ez eas da Vro-Judea, en tu all d’ar Jordan.

Gwener 15 a viz Eost
Gouel Maria Hanter-Eost

Lk 1, 39-56 (ABC)

39 En amzer-ze, ez eas Mari buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Judea.

40 Mond a reas e-barz ti Zakarïaz, ha saludi Elizabed.

41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz, hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :

— « Benniget out dreist an oll gwragez, ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag, kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».

46 Renta a reas Mari d’he zro gloar d’an Aotrou Doue, en eur lavared :

— « Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 abalamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.

« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on eüruz, 49 ken kaer eo ar burzudou e-neus greet evidon an Oll-Halloudeg, rag santel eo e ano.

50 « Skuilla a ra e vadèlèz, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.

51 « Diskouez a ra nerz e vreh, ha kas kuit an dud, lorh ganto en o halon.

52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn, ha sevel uhel an dud izel.

53 « Rei a ra o gwalh d’ar re o-deus naon, ar re binvidig avad, e kas kuit hep netra.

54 « Rei a ra e skoazell da Izrael e vuia-karet, dre ma dalh soñj euz e vadèlèz ; 55 evel m’e-noa prometet d’on tadou-koz, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».

56 Chom a reas Mari neuze gand Elizabed war-dro tri miz, ha goude-ze e tistroas d’ar gêr.

Sadorn

Mz 19, 13-15

13 Digaset e oe bugale da Jezuz, dezañ da astenn e zaouarn warno gand eur bedenn. Med kaset e oent buan diwar e dro gand an diskibien.

14 Lavared a reas Jezuz :

— « Laoskit ’ta ar vugale, na virit ket outo da zond d’am haoud, rag d’ar re a zo heñvel outo eo Rouantèlèz Doue ».

15 Ha goude beza astennet warno e zaouarn, ez eas kuit ahano.