Euz an 18 d’ar 24 a viz Mae 2025
E-pad ar préd diweza, 31 pa oe eet Judaz er-mêz, e lavaras Jezuz :
– « Bremañ, ez eo en em zikouezet gloar Mab an Dén, hag Ennañ en em ziskouez gloar Doue. 32 Ha ma en em ziskouez gloar Doue e Mab an Dén, e tisklerio Doue ive ennañ e-unan gloar ar Mab ; hag e raio kement-se dizale.
33 « Va bugaligou, n’emaon mui ganeoh nemed evid eur berr amzer c’hoaz. Deoh-c’hwi ive, e lavaran bremañ kemend-all.
34 « Eur gourhemenn nevez a roan deoh : En em garit an eil egile. Evel m’am-eus-me karet ahanoh, c’hwi ive, en em garit an eil egile. 35 « M’ho-peus karantez an eil evid egile, e ouezo an oll ez oh diskibien din ».
Lavared a ra Jezuz d’e ziskibien :
32 « N’ho-pet ket aon, tropell bihan, rag plijet eo bet d’ho Tad rei deoh ar Rouantèlèz.
33 « Gwerzit ar péz a zo deoh, ha roit anezañ en aluzenn. Grit evidoh yalhou ha na uzint ket, eun teñzor hag a bado en Neñvou, el leh na dosta laer e-béd, na grign preñv e-béd. 34 Rag el leh m’ema ho teñzor, eno ive, e vo ho kalon ».
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
27 « Ar peoh a laoskan ganeoh, va feoh a roan deoh ; n’eo ket evel ma ro ar béd eo e roan anezañ deoh. Na strafuill, na spont eta en ho kalon.
28 « Klevet ho-peus diganin : « Mond a ran kuit hag e teuan en-dro d’ho kaoud ». Ma karfeh ahanon, e vefeh laouen abalamour ma ’z an da gaoud an Tad, rag brasoh egedon eo an Tad. 29 Kement-se am-eus lavaret deoh bremañ, a-raog ma tigouezo, evid ma kredot pa zigouezo. 30 Diwar vremañ, ne gomzin nemeur ganeoh, rag ema Priñs ar béd o tond. E gwirionez, n’e-neus galloud e-béd warnon. 31 Med red eo d’ar béd gouzoud e karan an Tad, hag e ran evel m’eo bet gourhemennet din gand an Tad ».
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
1 Me eo ar winienn wirion, ha va Zad eo ar gwiniennour. 2 Lamet e vo kuit kement skourr ennon ha na zougo ket a frouez ; ha glaneet e vo gantañ kement hini a zougo frouez evid ma tougo muioh a frouez. 3 Glan oh-c’hwi diwar-vremañ, abalamour d’ar homzou am-eus lavaret deoh. Chomit ennon, ha me ennoh.
4 « Evel ma ne hell ket eur skourr distag diouz ar winienn dougenn frouez drezañ e-unan, c’hwi kennebeud, ma ne jomit ket ennon.
5 « Me eo ar winienn, c’hwi ar skourrou. Dougen a ra kalz a frouez an hini a jom ennon ha me ennañ, rag distag diouzin ne hellit ober netra.
6 « Stlapet e vo kuit an hini ne jom ket ennon evel ma vez greet d’eur skourr, hag e tizeho ; dastumet e vo, ha taolet en tan da zevi.
7 « Ma chomit ennon, ha ma chom va homzou ennoh, e houlennot ar péz ho-po c’hoant kaoud, hag e vo roet deoh.
8 « Kement-mañ eo a roio gloar d’an Tad : ma tougit frouez e-leiz, ha ma vezit diskibien din ».
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
9 « Evel m’e-neus va Zad karet ahanon, em-eus, me ive, karet ahanoh. Chomit em harantez. 10 Ma virit va gourhemennou, e chomot em harantez, evel ma choman-me e karantez va Zad en eur vired e hourhemennou. 11 Kement-se am-eus lavaret deoh, evid ma vo va levenez ennoh, ha ma vo leun-barr ho levenez.
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
12 « Hemañ eo va gourhemenn din-me : En em garit an eil egile, evel m’em-eus karet ahanoh. 13 N’eus ket brasoh karantez eged rei ar vuhez evid ar re a garer.
14 « Mignoned din e vezot, ma rit ar péz a hourhemennan deoh.
15 « N’eo ket an ano a zervicher a roan deoh hiviziken, rag ar zervicher ne oar ket petra a ra e vestr. Bremañ e roan deoh an ano a vignon, rag kement am-eus klevet gand va Zad am-eus roet deoh da anaoud.
16 « N’eo ket c’hwi eo ho-peus dibabet ahanon ; med me eo em-eus dibabet ahanoh, ha roet karg deoh da vond ha da zougenn frouez, ha frouez paduz. Neuze, kement a houlennot digand va Zad, em ano, a vo roet deoh.
17 « Ar péz a hourhemennañ deoh eo en em gared an eil egile ».
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
18 « M’e-neus ar béd kasoni ouzoh, e ouezot-c’hwi e-neus bet kasoni ouzin da genta.
19 « Ma vijeh euz ar béd, e-nije bet ar béd karantez ouz ar péz a vije dezañ. Med n’oh ket euz ar béd ; me eo am-eus dispartiet ahanoh diouz ar béd, ha setu perag e-neus ar béd kasoni ouzoh.
20 « Dalhit soñj euz ar gomz am-eus lavaret deoh : n’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr. M’o-deus gwall-gaset ahanon, e vezot-c’hwi ive gwall-gaset ganto.
21 « Kement-se a raint deoh abalamour d’am ano, rag n’anavezont ket an hini e-neus kaset ahanon ».