Accueil  -  Pevare sizunvez an Azvent (A)

Pevare sizunvez an Azvent (A)

Euz an 21 d’ar 24 a viz Kerzu 2025

Pevare sul an Azvent (A)

Mz 1, 18-24

18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.

19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ dizenori anezi, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.

20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :

— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.

21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».

22 C’hoarvezoud a reas kement-se, evid ma teufe da wir ar péz e-noa lavaret an Aotrou dre vouez ar Profet : 23 « Setu ar Werhez o tond da veza dougéréz ; ha genel a raio eur mab a vo anvet Emmanuel, da lavared eo : « Doue ganeom ».

24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret êl an Aotrou dezañ : kemer a reas e bried en e di.

Lun (overenn an 22 a viz kerzu)

Lk 1, 46-56

46 Renta a reas Mari d’he zro gloar d’an Aotrou Doue, en eur lavared :

— « Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 ablamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.

« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on eüruz, 49 ken kaer eo ar burzudou e-neus greet evidon an Oll-Halloudeg, rag santel eo e ano.

50 « Skuilla a ra e vadèlèz, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.

51 « Diskouez a ra nerz e vreh, ha kas kuit an dud, lorh ganto en o halon.

52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn, ha sevel uhel an dud izel.

53 « Rei a ra o gwalh d’ar re o-deus naon, ar re binvidig avad, e kas kuit hep netra.

54 « Rei a ra e skoazell da Izrael e vuia-karet, dre ma dalh soñj euz e vadèlèz ; 55 evel m’e-noa prometet d’on tadou-koz, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».

56 Chom a reas Mari neuze gand Elizabed war-dro tri miz, ha goude-ze e tistroas d’ar gêr.

Meurz (overenn an 23 viz kerzu)

Lk 1, 57-66

57 Deuet d’heh amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Klevet gand heh amezeien hag he herent e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez e keñver Elizabed, e rojont da houzoud e oant laouen ganti.

59 D’an eizved devez, e teujont da amdroha ar hrouadur, hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakarïaz.

60 Lavared a reas e vamm, avad :

— « Nann, ne vo ket ; Yann a vo e ano ».

61 Med, lavared a reas ar re all dezi :

— « N’eus den e-béd en da gerentiez, o tougenn an ano-ze ».

62 Neuze, e houlennjont ouz e dad, dre jestrou, pe ano e felle dezañ rei d’e vab. 63 Goulennet gantañ eun daolennig, e skrivas warni : « Yann eo e ano ». Hag e oe souezet an oll.

64 D’an ampoent, e tigoras e henou, hag e teuas e deod da veza distagellet : komz a ree ha meuli Doue.

65 Skoet e oe neuze, gand an doujañs, an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea, e rede ar vrud euz ar pez a oa c’hoarvezet. 66 Ha kement hini a gleve ano euz kement-se, o dalhe en o halon, hag a lavare :

— « Petra a zeuio ar bugelig-ze da veza ? »

Hag e gwirionez, e oa dorn Doue gantañ.

Merher (overenn an 24 a viz kerzu)

Lk 1, 67-79

67 Ganet Yann-Vadezour, e oe karget Zakarïaz, e dad, euz ar Spered-Santel, hag e tiouganas en eur lavared :

68 — « Ra vo benniget an Aotrou, Doue Izrael, rag m’eo deuet da ober war dro e bobl ha da zigas dezi ar zilvidigez.

69 « Lakeet e-neus da zevel evidom eur zalver leun a nerz, e rummad David e zervicher,

70 « kement-se e-noa lavaret dre henou e brofeted santel, a zo anezo a viskoaz :

71 « evid salvi ahanom diouz on enebourien, ha diouz ar re oll om gwasket ganto.

72 « Diskouezet e-neus e vadèlèz e-keñver on tadou-koz, dalhet e-neus soñj euz an emgleo santel e-noa greet ganto,

73 « Al le e-noa greet da Abraham on tad, da lakaad ahanom da veza dispont, goude beza diframmet ahanom diouz daouarn on enebourien, ha da zervicha anezañ, 75 santel ha just dirazañ a-hed or buhez penn-da-benn.

76 « Hag te, bugelig, anvet e vi profet an Uhel-Meurbéd, rag kerzed a ri en a-raog, dindan lagad Doue, evid kempenn e heñchou,

77 « evid rei da anaoud d’e bobl ar zilvidigez, dre ar pardon euz he fehejou.

78 « Dond a ra kement-se diwar madèlèz dreist-muzul on Doue, a-drugarez dezi eo deuet beteg ennom, euz an uhel, sklerjenn an heol o sevel,

79 « evid sklerijenna ar re a oa en deñvalijenn hag e skeud ar maro, da lakaad on treid da gerzed war hent ar peoh ».