Euz ar 27 a viz Gouere d’an 2 a viz Eost 2025
1 Eun devez, e oa Jezuz o pedi, en eul leh bennag. Pa oe echu gantañ e bedenn, e lavaras dezañ unan euz e ziskibien :
— « Aotrou, desk deom pedi, evel m’e-neus Yann-Vadezour e-unan desket d’e ziskibien ».
2 Lavared a reas Jezuz dezo :
« — Pa vezot o pedi, lavarit :
« Tad, da ano bezet santelleet,
« Da Rouantèlèz deuet deom.
3 « Ro deom ar bara on-eus ezomm bemdez.
4 « Pardon deom or pehejou, rag on-unan e pardonom da gement-hini e-neus greet gaou ouzom.
« Ha mir ouzom da goueza en tentadur ».
5 Lavared a reas Jezuz dezo c’hoaz :
— « Lakom e-nefe unan bennag ahanoh, eur mignon hag a zeufe d’e gaoud e-kreiz an noz da lavared dezañ : « Va mignon, prest din teir varaenn, 6 rag eur mignon din o veaji, a zo digouezet du-mañ, ha n’em-eus netra da ginnig dezañ ». 7 Ha ma respont egile euz diabarz an ti : « Laosk ahanon e peoh. Prennet eo bremañ an nor ; va bugale, koulz ha me, zo eet da gousked. Ne hellan ket sevel da rei eun dra bennag dit ». 8 Mad ! Lavared a ran deoh : goude ma ne zavje ket da rei dezañ e houlenn abalamour ma ’z eo e vignon, e savo koulskoude dre forz beza tregaset gantañ, hag e roio dezañ kement e-neus ezomm.
9 « Lavared a ran deoh : Goulennit, hag e vo roet deoh ; klaskit, hag e kavot ; skoit, hag e vo digoret deoh. 10 Rag an neb a houlenn, a reseo ; an neb a glask, a gav ; d’an neb a sko, e vez digoret dezañ.
11 « Peseurt tad, en ho-touez, ma teu e vab da houlenn eur pésk digantañ, a rofe dezañ eun naer e leh eur pésk ? 12 Ha ma houlenn eur vi, daoust hag e rofe dezañ eur grug ?
13 « Rag-se ’ta, ma ouezit c’hwi, daoust d’ar fall ma ’z oh, rei traou mad d’ho pugale, na pegement muioh ne roio ket an Tad euz an Neñv ar Spered-Santel d’ar re a houlenno digantañ ».
16 Mond a reas an unneg diskib da Vro-Halilea, beteg ar menez merket dezo gand Jezuz.
17 O weled anezañ, e stoujont dirazañ ; med lod anezo a jomas diskrédig. 18 Tostaad a reas Jezuz outo, hag e lavaras dezo :
— « Roet eo bet din pep galloud en neñv ha war an douar. 19 Kit eta ! An oll boblou, grit anezo diskibien din : roit dezo ar vadeziant, en ano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. 20 Deskit dezo mired kement am-eus gourhemennet deoh. Ha setu m’emaon-me ganeoh a-héd an oll zeveziou beteg fin ar béd ».
31 Eur barabolenn all a roas Jezuz da gleved d’an dud :
— « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur hreunenn zezo, e-neus eun dén kemeret hag hadet en e bark. 32 Ar bihanna euz an hajou eo. Med p’he-devez kresket, e vez ar brasa euz al legumachou. Sevel a ra da wezenn, ken ne teu al laboused an neñv da neizia en he skourrou ».
33 Eur barabolenn all a lavaras dezo :
— « Heñvel eo Rouantèlèz an Neñv ouz eun tamm goell, kemeret gand eur vaouez, ha sanket e tri vuzuliad bleud, beteg ma vo savet an toaz en e béz ».
34 Kement-se a lavare Jezuz dre barabolennou d’an dud, ha gwech e-béd ne gomze dezo nemed dre barabolennou.
35 Evel-se, e teue da wir ar gomz lavaret gand ar profet : « Komz a rin dre barabolennou, embann a rin traou kuzet abaoe ar penn kenta ».
38 E-pad ma oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent, e tigouezas dezañ mond en eur gêriadenn, hag e oe digemeret gand eur vaouez, Marta heh ano, en he zi.
39 Bez’ he-doa houmañ eur hoar, Mari heh ano : azezet e oa e-harz treid Jezuz, evid selaou e gomzou, 40 e-keid ha ma oa Marta oh ober war-dro an ti, prés warni e-leiz. Chom a reas a-zav, hag e lavaras :
— « Aotrou, ha n’out ket nehet o weled va hoar o lezel ahanon va-unan da ober ar zervich ? Lavar dezi ’ta, dond da zikour ahanon ».
41 Med, respont a reas an Aotrou dezi :
— « Marta ! Marta ! nehet out ha tregaset gand eur bern traou. Unan hepkén a zo ezomm anezañ. 42 Dibabet he-deus Mari al lodenn wella, ha ne vo ket lamet diganti ».
19 Deuet e oa kalz a Juzevien da weled Marta ha Mari, da ober dezo gourhemennou a gañv evid o breur.
20 Pa glevas Marta e oa Jezuz o tond, ez eas a-benn hent dezañ, e-keit ha ma chome Mari azezet en ti.
21 Lavared a reas Marta da Jezuz :
— « Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur. 22 Med bremañ c’hoaz, gouzoud a ran kement-se, petra bennag a houlenni digand Doue, a vo roet dit gantañ ».
23 Respont a reas Jezuz dezi :
— « Sevel a raio da vreur a varo da veo ».
24 — « Gouzoud a ran, a respont Marta, e savo da veo d’an deiz diweza, pa zavo da veo an oll dud varo ».
25 Lavared a reas Jezuz dezi :
— « Me eo an adsav da veo hag ar vuhez ; an neb a gréd ennon – ha pa vefe marvet – a vevo ; 26 ha kement hini a vév hag a gréd ennon, sur ne varvo ket da vikén. Ha kredi a rez kement-se ? »
27 — « Ya, Aotrou, emezi, kredi a ran ez out ar Hrist, Mab Doue, an hini a zo o tond er béd ».
36 Dilezet an dud gantañ, e teuas Jezuz d’ar gêr. Tostaad a reas e ziskibien outañ o lavared dezañ :
— « Displég deom frêz parabolenn an dreog er park ».
37 Respont a reas :
— « An hini a had ar greun mad eo Mab an Dén. 38 Ar park eo ar béd. Ar greun mad eo bugale ar Rouantèlèz. An dreog eo bugale an Droug. 39 An enebour hadet an dreog gantañ eo an diaoul. An eost eo fin ar béd. An eosterien eo an êlez.
40 « Evel ma vez tennet kuit an dreog da veza lakeet an tan, evel-se ive, e vo kont da fin ar béd. 41 Kaset e vo e êlez gand Mab an Dén, hag e vo tennet kuit ganto euz e Rouantèlèz, kement skwer fall ha kement dén a ra an droug ; 42 Taolet e vezint ganto e-kreiz an tan : eno e vo daelou ha skrignadeg dent. 43 Neuze, e skedo an dud santel evel an heol e Rouantèlèz o Zad. An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »
Lavared a ree Jezuz ar parabolennou-mañ d’an dud :
44 — « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eun teñzor bet kuzet en eur park ; kavet eo gand eun dén, hag a guz anezañ en-dro. Leun a levenez, ez a da werza kement a zo dezañ, hag e prén ar park.
45 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur marhadour o klask perlez kaer. 46 Kavet gantañ eur berlezenn a dalvoudegez vraz, ez a da werza kement a zo dezañ, hag e prén ar berlezenn ».
Lavared a ree Jezuz ar parabolennou-mañ d’an dud :
47 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur roued taolet er mor hag a zeu gantañ pesked a bep seurt. 48 Pa vez leun, e vez sachet gand ar besketerien war an aot ; azeza a reont hag e vez dastumet ar re vad e panerou, ha taolet kuit ar re na dalvezont netra.
49 « Evel-se, e c’hoarvezo da fin ar béd : dond a raio an êlez da zibab ar re fall a-douez ar re just, 50 ha stlepel anezo e-kreiz an tan : eno e vo daelou ha skrignadeg dent.
51 Daoust ha komprenet ho-peus kement-se ? ».
— « Ya ’vad, emezo ».
52 Hag e lavaras dezo :
— « Setu perag, kement skrib deuet da veza diskib Rouantèlèz Doue, zo heñvel ouz eur penn-tiègèz hag a denn euz e deñzor traou nevez ha traou koz ».
53 Echu gantañ e barabolennou, ez eas Jezuz kuit ahalese.
54 Mond a reas Jezuz en e vro, hag e kelenne an dud en o zinagogennou, en doare ma choment souezet ha ma lavarent :
— « Euz peleh e teu dezañ ar furnez hag ar burzudou-ze ? 55 Daoust ha n’eo ket mab ar halvez ? Daoust ha n’eo ket Mari ano e vamm ? Ha Jozef, Simon ha Jud, ano e vreudeur ? 56 Hag e hoarezed, daoust ha n’emaint ket oll en on-touez ? Euz a beleh e teu eta, kement-se dezañ ? » 57 Hag e oant feuket gantañ.
Lavared a reas Jezuz dezo avad :
— « Ne vez disprizet eur profet, nemed en e vro hag en e diad ».
58 Ha ne reas ket kalz a vurzudou eno, abalamour ma ne gredent ket.
1 En amzer-ze, e klevas Herodez, hag a oa e penn Bro-Halilea, ano euz ar vrud greet diwar-benn Jezuz, 2 hag e lavaras d’e zervicherien :
— « Yann-Vadezour eo hennez ; adsavet eo a-douez ar re varo ; ha setu perag e ra burzudou ».
3 Rag greet e-noa Herodez tapoud krog e Yann, chadenna anezañ ha taoler er prizon. Bez’ e oa abalamour da Herodiadez, gwrég Filip, e vreur. 4 Ewid gwir, lavaret e oa bet dezañ gand Yann :
— « N’az-peus ket urz da gaoud anezi da wrég. »
5 C’hoant e neveze da gas anezañ d’ar maro, med aon e-noa bet rag an dud, hag a ree eur profet euz Yann.
6 Hogen da geñver deiz-ha-bloaz ganedigez Herodez, e tañsas merh Herodiadez dirag an oll, hag e plijas kement da Herodez, 7 ma touas dre le, rei dezi kement a houlennfe. 8 Atizet gand he mamm, e lavaras ar verh :
— « Ro din amañ, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».
9 Rannet braz e oe kalon ar roue, med abalamour d’e le ha d’an dud a oa gantañ ouz taol, e roas urz da rei dezi he hoant, 10 ha da zibenna Yann er prizon.
11 Digaset e oe ar penn war eur plad, ha roet d’ar plah yaouank. Ha kaset e oe ganti d’he mamm.
12 Dond a reas diskibien Yann da gerhad ar horv, hag e oe lakeet en eur béz ganto. Goude-ze, ez ejont da gas kelou da Jezuz.