Accueil  -  Sul ar Bleuniou hag ar Basion (C)

Sul ar Bleuniou hag ar Basion (C)

Donedigez Jezuz da Jeruzalem

Lk 19, 28-40 (C)

28 Kerzed a ree Jezuz e penn a-raog e ziskibien en eur vond da Jeruzalem.

29 Pa oe digouezet tost da Vetfaje ha da Vetania, ne-pell diouz Menez an Olived, e kasas daou euz e ziskibien, 30 en eur lavared dezo :

— « It d’ar gêriadenn a zo dirazom. En em gavet enni, e kavot eun azenig ouz ar stag, ha n’eus bet c’hoaz dén e-béd azezet war e gein. Distagit ha digasit anezañ amañ.

31 Ma houlenn unan bennag ouzoh : « Perag e tistagit anezañ ? » respontit evel-henn : « Ezomm e-neus an Aotrou anezañ ».

32 Mond a reas an diskibien, hag e kavjont an traou evel m’e-noa lavaret Jezuz dezo. 33 Pa oant o tistaga an azenig, e houlennas e vistri outo :

— « Perag e tistagit an azenig-se ? »

34 Hag int-i da respont :

— « Ezomm e-neus an Aotrou anezañ ».

35 Digas a rejont an azenig da Jezuz, teurel o mantilli war e gein, ha lakaad Jezuz da azeza warnañ.

36 Dre ma ’z ee war-raog, e lede an dud o mantilli war an hent. 37 Tostaad a ree Jezuz ouz diribin Menez an Olived, pa stagas an oll ziskibien, leun a joa, da veuli Doue a vouez kreñv, evid an oll vurzudou o-doa gwelet, hag e lavarent :

38 « Meuleudi d’an hini a zo o tond,
« Eñ or roue, en ano an Aotrou.
« Peoh en Neñv,
« ha gloar e barr an Neñvou ».

39 Lod euz ar Farizianed, euz a douez an dud, a lavaras da Jezuz :

— « Mestr, gourdrouz ’ta da ziskibien ».

40 Respont a reas dezo :

— « Lavared an ran deoh : ma chom sioul ar re-mañ, e youho ar vein ».

Pasion or Zalver Jezuz-Krist, hervez sant Lukaz

Lk 22, 14 – 23, 56 (C)
(lennadenn verreet : 23,1-49) 

14 Pa oe deuet an eur da zrebi ar Pask, ez eas Jezuz ouz taol, hag an ebestel d’e heul.

15 Lavared a reas dezo :

— « C’hoant braz am-eus bet da zebri ar Pask-mañ ganeoh a-raog din gouzañv ! 16 Rag lavared a ran deoh : biken, ne zebrin mui anezañ, ken na vo kaset da benn ar Pask da zond e Rouantèlèz Doue ».

17 Kemer a reas neuze eur haliriad, ober a reas ar bedenn a drugarez, hag e lavaras :

— « Kemerit, ha lodennit kement-mañ etrezoh. 18 Rag lavared a ran deoh : biken diwar vreman, ne evin euz frouez ar winienn, ken na vo deuet Rouantèlèz Doue ».

19 Neuze, e kemeras bara ; goude beza greet ar bedenn a drugarez, e torras anezañ hag e roas anezañ dezo, en eur lavared :

— « Va horv eo kement-mañ, an hini roet evidoh. Grit kement-se en eur zerhel soñj ahanon-me ».

20 Ober a reas kemend-all evid ar haliriad, goude koan, en eur lavared :

— « Bez’ ez eo ar haliriad-mañ an emgleo nevez em gwad, an hini skuillet evidoh. 21 Padal, ema ganin-me, ouz taol, dorn an hini a zo o vond da werza ahanon. 22 Rag ema Mab an Dén o vond kuit, evel ma ’z eo bet merket. Gwaz-a-ze avad, d’an hini m’eo bet gwerzet gantañ ! »

23 Ha neuze, e klaskas an ebestel etrezo gouzoud piou en o-zouez a oa o vond da ober kement-se.

(Piou eo an hini brasa)

24 Sevel a reas tabud etre an diskibien da houzoud piou anezo a oa da veza kemeret evid an hini brasa.

25 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Ober a ra rouaned ar broadou o mistri warno, hag ar re a lak pouez o galloud warno e vez greet « madoberourien » anezo.

26 « Diwallit-c’hwi, da veza evel-se. Er hontrol : ra vezo an hini brasa ahanoh evel an hini yaouanka, hag an hini a zo e penn, evel an hini a zo o zervicha.

27 « Pehini eo ar brasa evid gwir : an hini a zo ouz taol, pe an hini a zo o servicha ? Daoust ha n’eo ket an hini a zo ouz taol ? Ha me koulskoude, a zo en ho-touez evel an hini a zervich.

(An digoll prometet)

28 C’hwi eo ar re o-deus dalhet mad ganin e-kreiz va zrubuillou ; 29 Ha me a lak ar Rouantèlèz en ho kerz, evel m’eo bet lakeet em herz gand va Zad, 30 evid ma vezot ganin ouz va zaol o tebri hag oh eva em Rouantèlèz, ha m’ho-po troniou da azeza warno evid barn daouzeg rummad Izrael ».

(Kan ar hillog)

31 « Simon, Simon, selaou : klasket e-neus Satan ahanoh evid kroueria ahanoh, evel ma vez greet gand ar gwiniz. 32 Med pedet em-eus evidout, evid ma chomo da feiz hep fallaenn. Te eta, pa vezi distroet, kennerz da vreudeur ».

Lavared a reas Pèr dezañ :

— « Aotrou, prést on da vond ganit d’ar prizon ha d’ar maro ! »

34 Med respont a reas Jezuz dezañ :

— « Lavared a ran dit, Pèr : ne gano ket ar hillog hirio, ken n’az-po, dre deir gwech, nahet anavezoud ahanon».

(Eur an emgann diweza)

35 Hag e lavaras dezo :

— « Pa ’m-eus kaset ahanoh hep yalh, na sah, na sandalennou, daoust ha diouer ho-peus bet a dra-pe-dra ?

— « Seurt e-béd », emezo.

36 Neuze e lavaras dezo :

— « Med, bremañ, an hini e-neus eur yalh, dezañ kemer anezi, ha kemend-all evid ar zah ; hag an hini n’e-neus kleze e-béd, dezañ gwerza e vantell da brena unan.

37 « Rag, lavared a ran deoh : bez’ e rañk dond da wir ennon-me, ar gomz-mañ euz ar Skritur : « Lakeet eo bet e reñk an dorfetourien ».

« Gand ze, ema o vond da veza kaset da benn ar péz a zo skrivet diwar va fenn ».

38 Lavared a rejont dezañ :

— « Aotrou, setu amañ daou gleze ».

Respont a reas dezo :

— « Tra-walh eo ».

(War Menez an Olived)

39 Neuze, ez eas Jezuz er-mêz evid mond, evel kustum, da Venez an Olived. D’e heul ez eas ive e ziskibien. 40 Emgavet eno, e lavaras dezo :

— « Pedit, evid na gouezot ket e tentadur ».

41 Pellaad a reas diouto war héd bann eur mên. Eet war e zaoulin, e pede evel-henn :

42 — « Va Zad, mar plij ganit, pella diouzin ar haliriad-mañ. Koulskoude, ra vo greet, n’eo ket va bolontez din-me, med da hini-te ».

43 Neuze, en em ziskouezas dirazañ eun Êl euz an Neñv o kennerza anezañ.

44 Gwasket gand an anken, e pede startoh ; hag e teuas e hwéz da veza evel beradou gwad o koueza war an douar.

45 Savet diwar e bedenn, hag eet da gaoud e ziskibien, e kavas anezo kousket gand samm o glahar.

46 Lavared a reas dezo :

— « Perag oh kousket ? Savit ha pedit, evid miroud da vond en tentadur ».

(Jezuz ereet)

47 O komz e oa c’hoaz, pa zigouezas eur vandennad tud. En o fenn, e kerze an hini anvet Judaz, unan euz an Daouzeg. Tostaad a reas ouz Jezuz da bokad dezañ. 48 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Judaz, gand eur pok eo e werzez Mab an Dén ? »

49 O weled petra a oa o vond da hoarvezoud, e houlennas ouz Jezuz ar re a oa en-dro dezañ :

— « Aotrou, ha ma skofem a daoliou kleze ? »

50 Skei a reas unan anezo eun taol gand mevel ar Beleg-Braz, hag e tistagas dezañ e skouarn zehou.

51 Med lavared a reas Jezuz :

— « Lezit ! Tra-walh evel-se ! »

Hag o veza touchet ouz skouarn an dén, e roas ar pare dezañ.

52 Neuze, e komzas Jezuz ouz ar re a oa deuet da dapoud krog ennañ : Pennou-Braz ar Veleien, ofiserien an Templ ha Reou-Goz :

— « Deuet oh din, evel d’eul laer, gand klezeier ha bizier. 53 Bemdez, e vezen ganeoh en Templ, n’ho-peus ket taolet ho taouarn warnon. Med bremañ ema hoh eur, ha galloud an deñvalijenn ».

(Nah a ra Pèr e vestr)

54 Tapoud a rejont krog e Jezuz da gas anezañ ganto, hag ez ejont da di ar Beleg-Braz.

Dond a ree Pèr da heul, a-ziabell. 55 Tan o-devoa greet e-kreiz ar porz, hag azezet e oant tro-dro aze ; hag ez eas Pèr da ober kemend-all en o-zouez.

56 Hogen, gweled a reas eur vatez anezañ, azezet e-kichen an tan ; ha goude beza sellet mad ouz Pèr, e lavaras :

— « Hennez ive a oa gantañ ».

57 Med nah a reas Pèr, o lavared :

— « Maouez, n’anavezan ket anezañ ».

58 Nebeud goude-ze, en eur zelled outañ, e lavaras unan all :

— « Te zo ive unan anezo ».

Respont a reas Pèr :

— « Nann, n’on ket ».

59 War-dro eun eur diwezatoh, e pouezas unan all o lavared :

— « Evid gwir : hemañ ive a oa gantañ, rag Galilead eo ».

60 Respont a reas Pèr :

— « N’ouzon ket petra emaout o lavared ».

Kerkent, pa oa c’hoaz Pèr o komz, e kanas ar hillog.

61 En eur zistrei, e paras an Aotrou e zellou war Pèr ; hag e teuas soñj da Bèr euz komz Jezuz pa lavaras : « A-raog m’e-no ar hillog kanet hirio, ez-po nahet ahanon teir gwech ».

62 Mond a reas Pèr er-mêz, hag e ouelas c’hwero.

63 Hogen, ar re a oa o tiwall Jezuz a ree goap anezañ, hag e skoent gantañ. Mouchet e oa bet ganto hag e houlennent outañ :

— « Gra da brofet ! Piou e-neus skoet ganit ? »

65 Hag e-leiz a wall-gomzou all a zistagent outañ.

(Jezuz dirag ar Huzul-Meur)

66 Pa oe deuet sklêrijenn an deiz, en em vodas Pennou-Braz ar bobl, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, hag e kasjont Jezuz dirag o Huzul-Meur.

67 Lavared a rejont dezañ :

— « Ma ’z out ar Hrist, lavar deom ».

Respont a reas dezo :

— « Ma lavaran deoh, ne gredot ket ; 68 ha ma ran goulennou ouzoh, ne respontot ket. 69 Med diwar vremañ, e vo Mab an Dén azezet en tu dehou d’an Oll-Halloudeg ».

70 Lavared a rejont oll neuze :

— « Te eo eta mab Doue ? »

Respont a reas dezo :

— « C’hwi eo a lavar ez on ».

71 Neuze e lavarjont :

— « Perag on-eus ezomm euz eun testeni c’hoaz ? Ni on-unan on-eus klevet kement-se diwar e vuzellou ».

(Penn-kenta al lennadenn verreet 🙂

(Jezuz dirag Pilat)

23 1 Sevel a reas asamblez an oll dud-se ha kas Jezuz dirag Pilat. 2 Kregi a rejont neuze, da damall anezañ, o lavared :

— « Kavet on-eus an dén-mañ o lakaad tud or broad da zispenn pep tra : divenn a ra paea an taillou d’an impalaer, hag e lavar anezan e-unan ez eo-eñ ar Hrist-Roue ».

3 Goulenn a reas Pilat a-vad ouz Jezuz :

— « Ha bez’ ez out roue ar Juzevien ? »

Respont a reas Jezuz :

— « Te eo a lavar kement-se. »

4 Lavared a reas neuze Pilat d’ar Veleien-Vraz ha d’ar bobl :

— « Ne gavan netra da damall d’an dén-mañ ».

5 Med lavared a reent, gasoh-gwasa :

— « Lakaad a ra birvill etre an dud, o prezeg dre vro ar Juzevien a-béz, war-lerh Bro-Halilea ha beteg amañ ».

6 Pa glevas Pilat ano euz Bro-Halilea, e houlennas ha Galilead e oa an dén. 7 O veza klevet e oa dindan galloud Herodez, e kasas Pilat Jezuz da Herodez, hag a oa ive e Jeruzalem en deveziou-ze.

(Jezuz dirag Herodez)

8 O weled Jezuz, e oe Herodez laouen braz : abaoe pell-amzer e-noa c’hoant gweled anezañ, abalamour d’ar péz a gleve diwar e benn ; ha fiziañs e-noa da weled anezañ oh ober eur burzud bennag. 9 Ober a reas kalz goulennou outañ, med ne respontas Jezuz gér e-béd dezañ.

10 Padal, e poanie ar Veleien-Vraz hag ar Skribed a oa eno, da zevel, aketuz meurbed, tamallou a-eneb dezañ.

11 Dismegañs wraz a daolas Herodez warnañ, hag e zoudarded kemend-all, oh ober goap anezañ : lakaad a reas en-dro dezañ eur vantell gwenn-kann, hag e kasas anezañ en-dro da Bilat. 12 Adaleg an deiz-se, e teuas Herodez ha Pilat da veza mignoned, pa oant enebourien etrezo beteg-henn.

(Jezuz a-nevez dirag Pilat)

13 Galvet neuze gand Pilat dirazañ ar Veleien-Vraz, ar renerien hag ar bobl, 14 e lavaras dezo :

— « Digaset ho-peus din an dén-mañ, evel eun dén o vounta ar bobl d’an dizurz. Med, goude beza greet enklask warnañ dirazoh, n’am-eus kavet digarez e-béd ennañ da gondaoni anezañ diwar ho tamallou-c’hwi. 15 Nag Herodez kennebeud, peogwir e-neus digaset anezañ deom en-dro. N’eus eta netra, en e oberou, a lakfe kas anezañ d’ar maro. 16 Mond a ran war-ze da lakaad skourjeza anezañ, hag e roin dezañ e frankiz ».

17 E kement gouel Pask a veze, e rañke Pilat rei e frankiz d’eur prizionad bennag. 18 Med en em lakaad a rejont da youhal oll asamblez :

— « Kas hemañ d’ar maro, ha ro deom en-dro Barabbaz ! »

19 Bez’ e oa bet taolet hemañ er prizon, abalamour d’eun taol-dispah savet e kêr, hag abalamour d’eun dén lazet.

20 C’hoant da Bilat rei e frankiz da Jezuz, e komzaz outo adarre. 21 Med int-i da youhal war-zu ennañ :

— « Stag anezañ ouz ar groaz ! Stag anezañ ouz ar groaz ! »

22 Evid an trede gwech, e lavaras Pilat dezo :

— « Peseurt droug eta e-neus greet an dén-mañ ? N’em-eus kavet ennañ netra o kas d’ar maro. Mond a ran eta da lakaad skourjeza anezañ, hag e roin dezañ e frankiz ».

23 Med derhel a rejont da youhal a-bouez-penn e vefe staget ouz ar groaz ; ha kreñvoh-kreñva e savent o moueziou.

24 Neuze, eh asantas Pilat rei dezo o c’hoant. 25 Lezel a reas da vond an hini a oa bet taolet er prizon abalamour d’eun taol-dispah hag abalamour d’eun dén lazet gantañ : hennez eo a felle dezo kaoud ; evid Jezuz a-vad, e oe laosket gand Pilat etre o daouarn evid ober anezañ ar péz a garfent.

(War hent ar halvar)

26 E-keid ma oant o kas Jezuz ganto, e lakjont eun dén da jom a-zav, Simon e ano, euz Bro-Siren, a oa o tond en-dro euz ar parkeier ; hag e oe lakeet ganto da zougen ar groaz a-dreñv Jezuz. 27 O tond war e lerh, e kerze e-leiz a dud euz ar bobl, hag ive maouezed, hag a skoe war boull o halon, o hirvoudi war Jezuz. 28 O trei war-zu enno, e lavaras Jezuz dezo :

— « Merhed Jeruzalem, na ouelit ket warnon-me ! Gouelit kentoh warnoh hoh-unan ha war ho pugale ! 29 Rag setu deveziou o tond, ma vo lavaret : « Eüruz ar gwragez difrouez, ar re n’o-deus ket ganet bugale, nag ar re n’o-deus ket maget bugale diwar lêz o bronnou ». 30 Neuze, e krogo an dud da lavared d’ar meneziou : « Kouezit warnom ! », ha d’an torgennou : « Goloit ahanom ! ». 31 Rag ma vez greet kement-se d’ar hoad glaz, petra en em gavo gand ar hoad seh ? »

32 Kaset e veze ive asamblez gand Jezuz daou zén all, torfetourien anezo, evid beza lakeet d’ar maro.

(Jezuz ouz ar groaz)

33 En em gavet el leh anvet Kalvar, e oe staget Jezuz ouz ar groaz, hag an dorfetourien ive, unan en tu dehou, egile en tu kleiz dezañ.

34 Lavared a reas Jezuz neuze :

— « Va Zad, pardon dezo : n’ouzont ket petra emaint oh ober ».

Neuze, e oe greet lodennou gand e zillad, ha tennet plouz berr ganto.

35 Chom a ree tud ar bobl eno, hag e sellent. Goap a ree anezañ ar renerien, en eur lavared :

— « Tud all e-neus saveteet : dezañ d’en em zavetei e-unan, ma ’z eo Mesïaz Doue, an hini bet dibabet gantañ ! »

36 Goap a ree ive ar zoudarded anezañ. O tostaad outañ, e kinnigent dezañ gwinegr, en eur lavared :

37 « Ma ’z out-te roue ar Juzevien, en em zavete da unan ! ».

38 A-zioh e benn e oa eur skritell, gand ar geriou-mañ e gresianeg, latin hag hebreeg : « Hemañ eo roue ar Juzevien ».

39 Gwall-gomzou a lavare outañ unan euz an dorfetourien staget ouz ar groaz :

— « Daoust ha n’out ket-te ar Hrist ? En em zavete da-unan, ha ni da heul ».

40 Rebechou taer a-vad, a reas dezañ an torfetour all :

— « N’az-peus tamm aon e-béd ouz Doue eta ! Kondaonet out, te ive, koulskoude ! 41 Hag evidom-ni ez eo just, rag diouz ar péz a zo bet greet ganeom, on-eus ar péz a veritom. Med hemañ, n’e-neus greet droug e-béd ».

42 Hag e lavare :

— « Jezuz, bez soñj ahanon, pa zeui en da Rouantèlèz ».

43 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « E gwirionez, e lavaran dit, hirio e vezi ganin er Baradoz ».

(Maro Jezuz)

44 War-dro ar c’hwehved eur e oa dija (da lavared eo : kreisteiz) ; dond a reas teñvalijenn war an douar a-béz beteg an naved eur (teir eur), rag eet e oa an heol da guz. 45 Ha e oe freuzet pallenn-meur an Templ dre an hanter.

46 Neuze, e lavaras Jezuz, a vouez kreñv :

— « Va Zad, etre da zouarn, e lakan va spered ».

Ha goude ar homzou-ze, e tennas e huanad diweza.

(Amañ, e stouer d’an daoulin, hag eh ehaner eur pennadig)

47 O weled ar péz a oa c’hoarvezet, e rentas an ofiser gloar da Zoue, en eur lavared :

— « Bez’ e oa hemañ eun dén just, e gwirionez ».

48 Eno e oa bodet e-leiz a dud o selled : goude beza gwelet ar péz a oa c’hoarvezet, ez ejont oll kuit en eur skei war boull o halon.

49 Chom a ree a-bell oll vignoned Jezuz da zelled ouz kement-se, hag ive ar merhed bet o heulia anezañ adaleg Bro-Halilea.

(Fin al lennadenn verreet)

(Jezuz lakeet er béz)

50 Neuze, e tigouezas eun dén euz ar Huzul-Meur, Jozef e ano ; eun dén mad ha just e oa. 51 Ne n’oa ket asantet d’ar péz a oa e penn ar re all, na d’ar péz o-doa kaset da benn. Euz Arimati e oa, eur gêr euz Bro-Judea, hag e oa eun dén o hortoz Rouantèlèz Doue.

52 Mond a reas da gaoud Pilat da houlenn digantañ korv Jezuz. 53 Goude-ze, e tiskennas or Zalver euz ar groaz ; paka a reas anezañ en eul liñsel, ha lakaad anezañ en eur béz kleuzet er roh, eur béz ne oa bet lakeet dén e-béd ennañ c’hoaz.

54 Bez’ e oa deiz Pourchas Gouel Pask, hag e lugerne dija gouleier ar zabat.

55 Mond a reas da heul Jozef ar merhed a oa bet asamblez gand Jezuz adaleg Bro-Halilea. Selled a rejont ouz ar béz evid gweled penaoz e oa bet lakeet ar horv.

56 Goude-ze, ez ejont war o hiz, d’ober war-dro louzeier-c’hwéz-vad ha balzamou. Hag e-pad ar zabat, e chomas pep hini sioul, hervez al Lezenn.