Euz ar 14 d’an 20 a viz Kerzu 2025
2 Klevet e-noa Yann-Vadezour, en e brizon, ano euz ar péz a ree ar Hrist. Kas a reas daou euz e ziskibien da houlenn outañ :
–– 3 « Daoust ha te eo an hini a zo da zond, pe unan all a rañkom gortoz ? »
4 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Kit da lavared da Yann kement a glevit hag a welit : 5 ar re zall a wél sklêr, ar re gamm a gerz, an dud lor a gav ar pare, ar re vouzar a glèv, ar re varo a adsao da veo, ar re baour a vez dezo prezeget ar Helou-Mad. 6 Eüruz an neb na vezin ket me evitañ eur skoill. »
7 Pa oa diskibien Yann o vond kuit, e stagas Jezuz da lavared d’an dud diwar-benn Yann :
— « Petra oh eet da zelled outañ en dezert ? Ouz eur raosklenn hejet gand an avel ? 8 Neuze, petra oh eet da weled eta ? Eun dén gwisket gand dillad kaer ? Med bez’ ema ar re a vez dillad kaer warno o chom e paleziou ar rouaned.
9 « Neuze, da weled petra oh eet ? Da weled eur profet ? Ya, me a lavar deoh, hag ouspenn muioh eged eur profet. 10 Hennez eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn : « Setu ma kasan va hannad en da-raog, evid ma vo kempennet gantañ an hent dirazout ».
11 « E gwirionez, e lavaran deoh : e-touez bugale ar gwragez, n’eus savet hini e-béd hag a vefe brasoh eged Yann-Vadezour. Ha koulskoude, brasoh egetañ eo an hini disterra e Rouantèlèz Doue ».
23 Pa oe eet Jezuz e-barz an templ, ez eas beteg ennañ Priñsed ar Veleien ha Pennou-Braz ar bobl, e-pad m’edo o kelenn, hag e lavarjont dezañ : « A-berz peseurt galloud e rez-te kement-se ? Ha piou e-neus roet dit ar galloud-se ? »
24 Respont a reas Jezuz :
— « Mond a ran me ive da ober ouzoh eur goulenn, unan hepkén ; ma roit respont din, e lavarin deoh d’am zro a-berz peseurt galloud e ran an dra-ze.
25 « Badeziant Yann, euz peleh e teue ? Pe a-berz an dud, pe euz an neñv ? »
Soñjal a reent enno o-unan : ma lavarom euz an neñv, e lavaro deom : perag eta n’ho-peus ket kredet ennañ ? 26 Ha ma lavarom a-berz an dud, on-eus da ziwall ouz ar bobl, rag an oll a gemer Yann evid eur profet.
27 Neuze, e respontjont da Jezuz :
— « N’ouzom ket ».
— « Na me, eme Jezuz, ne lavarin ket deoh kennebeud, a-berz peseurt galloud e ran an dra-ze ».
Lavared a ree Jezuz d’ar Briñsed ar Veleien ha da Bennou-Braz ar bobl :
28 — « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? : Eun dén e-noa daou vab. Mond a reas da gaoud ar henta hag e lavaras dezañ : Va mab, kee da labourad hirio d’am gwinïeg ».
29 Respont a reas :
— « Ne fell ket din ».
Med goudeze, savet keuz gantañ, ez eas.
30 Mond a reas an tad da gaoud egile, hag e lavaras ar memez tra dezañ.
Respont a reas hemañ :
— « Mond a ran, Aotrou ! » Med n’ez eas ket.
31 — « Pehini anezo e-neus greet bolontez e dad ? »
Respont a rejont :
— « An hini kenta ! »
Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Mond a ra ar bublikaned hag ar merhed a vuhez skañv, en ho-raog e Rouantèlèz Doue. 32 Rag deuet eo Yann d’ho kaoud o veva hervez ar Justis, ha n’ho-peus ket kredet ennañ. Med, kredet o-deus ennañ ar bublikaned hag ar merhed a vuhez skañv. Ha c’hwi, goude beza gwelet ar pez ho-peus gwelet, n’oh ket deuet da jeñch buhez evid kredi ennañ ».
1 Lignez Jezuz-Krist, mab da Zavid, mab da Abraham.
2 Tad eo bet Abraham da Izaag, Izaag, da Jakob, Jakob, da Juda ha d’e vreudeur.
3 Juda tad da Farez ha da Zara, dre ar vaouez Tamar. Farez tad da Esron, Esron, da Aram,
4 Aram tad da Aminadab, Aminadab, da Naason, Naason, da Zalmon.
5 Salmon tad da Vooz, dre ar vaouez Rahab, Booz tad da Obed, dre ar vaouez Ruth, hag Obed, da Jesse,
6 Jesse tad d’ar roue David, ha David, tad da Zalomon, dre an hini a oa bet gwrég Uri.
7 Salomon, tad da Roboam, Roboam, da Abiaz, Abiaz, da Asaf.
8 Asaf, tad da Jozafad, Jozafad, da Joram, Joram, da Oziaz,
9 Oziaz, da Joatam, Joatam, da Akaz, Akaz, da Ezekiaz,
10 Ezekiaz, da Vanase, Manase, da Amon, Amon, da Josiaz.
11 Joziaz, da Jekoniaz ha d’e vreudeur, da vare an harlu e Babilon.
12 Ha goude an harlu e Babilon, eo bet Jekoniaz, tad da Zalatiel, Salatiel, tad da Zorobabel.
13 Zorobabel, tad da Abiud, Abiud, da Eliakim, Eliakim, da Azor.
14 Azor, tad da Zadok, Sadok, da Akim, Akim, da Eliud,
15 Eliud da Eleazar, Eleazar, da Vatan, Matan, da Jakob,
16 Jakob tad da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz, anvet ar Hrist.
17 Bez’ ez eus eta pevarzeg rummad adaleg Abraham beteg David, pevarzeg adaleg David beteg an harlu e Babilon, ha pevarzeg adaleg an harlu e Babilon beteg ar Hrist.
18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.
19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.
20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :
— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.
21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».
22 C’hoarvezoud a reas kement-se, evid ma teufe da wir ar pez e-noa lavaret an Aotrou dre vouez ar Profet :
23 « Setu ar Werhez o tond da veza dougéréz ; ha genel a raio eur mab a vo anvet Emmanuel, da lavared eo : « Doue ganeom ».
24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret El an Aotrou dezañ : kemer a reas e bried en e di.
5 En amzer Herodez, roue Bro-Judea, e oa eur beleg anvet Zakarïaz, euz rummad Abia ; e wrég euz lignez Aaron a oa Elizabed heh ano.
6 O-daou, e oant just dirag Doue. Heulia a reent direbech oll lezennou ha gourhemennou an Aotrou.
7 N’o-doa ket a vugale, difrouez ma oa Elizabed, hag eet e oant o-daou war an oad.
8 Ha setu eun deiz e oa Zakarïaz oh ober war dro e garg a veleg dirag Doue, rag deuet e oa tro beleien e rummad d’hen ober. Hervez ar hiz miret gand ar veleien, e oe tennet ar zort ganto, hag evel-se, galvet eñ evid mond e santual an Aotrou, da lakaad ezañs da zevi.
10 Bez’ e oa ar bobl en he féz o pedi en diavêz, d’an eur ma oad o tevi an ezañs.
11 Dond a reas eun êl d’an Aotrou da bara dirag Zakarïaz, en e-zav en tu dehou da aoter an ezañs. 12 Strafuillet e oe Zakariaz ouz e weled, hag e oe spontet.
13 Med, lavared a reas an êl dezañ :
— « Arabad dit kaoud aon, Zakarïaz, rag selaouet eo bet da bedenn gand an Aotrou Doue. Rei a roio dit da wrég Elizabed eur mab, ha te a roio dezañ an ano a Yann. 14 Bez’ e vo evidout leh da gaoud joa ha levenez, hag e vo laouen kalz tud gand e hanedigez . 15 Rag braz e vo-eñ dirag an Aotrou. Ne evo ket a win, nag a voeson, rag azaleg korv e vamm, e vo karget gand ar Spered-Santel. 16 Lakaad a raio da zistrei ouz Doue kalz euz bugale Izrael. Kerzed a raio e-unan dirag an Aotrou, gantañ spered ha galloud Elïaz, evid distrei kalonou an tadou war-zu o bugale, ha lakaad an dud dizent war hent furnez an dud just, evid sevel d’an Aotrou eur bobl prest evitañ ».
18 Lavared a reas Zakariaz d’an êl :
— « Penaoz e ouezin eo gwir kement-se ? rag eun dén koz on, ha war an oad eo eet va gwrég ive ».
19 Respont a reas an êl :
— « Me eo Gabriel ; dalhmad e vezan dirag Doue. Kaset on bet da gomz ouzit, ha da gemenn dit ar helou mad-se. 20 Ha setu ma vezi dilavar, hep gelloud mui komz, beteg ar mare ma c’hoarvezo kement-se oll, ablamour n’az-peus ket kredet em homzou, hag a zeuio da wir d’o amzer ».
21 O hortoz Zakarïaz edo an dud, hag e oant souezet o weled e talee e diabarz ar zantual. 22 Pa zeuas er-mêz, ne oa ket evid komz outo. Intent a rejont, e-noa bet eur weledigez er zantual : Ober a ree sinou dezo, med mud e chome.
23 Echu gantañ e zeveziou-servich, ez eas d’ar gêr. 24 Eur pennad amzer goude-ze, e oa dougéréz e wrég.
E-pad pemp miz, e kuzas Elizabed he stad. Hag e lavare outi heh-unan : 25 « Setu ar péz e-neus greet an Aotrou em heñver ; plijet eo bet gantañ bremañ, teuler eur zell warnon, evid lakaad fin d’ar péz a oa eur véz evidon, dirag an oll dud ».
26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.
28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :
— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».
29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.
30 Lavared a reas an êl dezi :
— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».
34 Lavared a reas Mari d’an êl :
— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz e-béd ? »
35 Respont a reas an êl dezi :
— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »
38 Lavared a reas Mari neuze :
— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».
Hag ez eas an êl kuit diouti.