Euz an 3 d’an 9 a viz Eost 2025
13 A-douez ar bobl, e lavaras eun dén da Jezuz :
— « Mestr, lavar d’am breur rei din va lod euz on heritaj ».
14 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Va dén ! Piou e-neus lakeet ahanon da varner warnoh, pe da reñka ho heritaj ? » 15 Hag e lavaras d’an oll : « Diwallit ouz pep c’hoantègèz direiz : talvoudègèz buhez eun dén, ha pa vefe pinvidig, ne zeu ket euz e vadou ».
16 Hag e kontas dezo ar barabolenn-mañ :
17 — « Bez’ e oa eun dén pinvidig. Gounidou braz e-noa greet gand e diègèz, hag e soñje ennañ e-unan : « Petra a rin, pa n’am-eus ket a blas da lakaad va eost ?
18 « Setu, emezañ, petra a rin : diskar va solierou ha sevel re all frankoh, hag e tastumin enno va éd ha kement am-eus.
19 « Neuze e lavarin din-me va-unan : Setu ahanout gand madou braz dit evid kalz a vloaveziou. Dit diskuiza, debri, eva, ebati.
20 « Med lavared a reas Doue dezañ : Diskiant ma ’z out ! En noz-mañ, end-eün, e vo goulennet da ene diganit. Hag ar péz az-peus berniet, da biou e vo ?
21 « Evel-se ema kont gand an hini a zastum madou evitañ e-unan, e-leh sevel da binvidig dirag Doue ».
13 Pa oa bet klevet gand Jezuz, e oa maro Yann-Vadezour, ez eas kuit dre vag, evid mond d’eul leh didud ha distro. O veza klevet ano euz kement-se, e kuiteas an dud o hêriou evid mond war e lerh, war o zroad.
14 Pa ziskennas en douar, e welas Jezuz e-leiz a dud. Truez a gemeras outo, hag e pareas o hlañvourien.
15 Deuet an abardaez, e tosteas e ziskibien outañ, o lavared :
— « Distro eo al leh-mañ, ha diwezad eo dija. Lak an dud-se da vond kuit, ma ’z aint er bourhadennou da brena peadra da zebri ».
16 Med lavared a reas Jezuz dezo :
— « N’eo ket réd dezo mond kuit. Roit dezo da zebri, c’hwi hoh-unan ».
17 Neuze, e lavarjont dezañ :
— « N’eus amañ ganeom nemed pemp baraenn ha daou besk ».
18 — « Digasit anezo din amañ », eme Jezuz.
19 Neuze e reas d’an dud azeza war ar yeot ; kemer a reas ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad warzu an neñv, e rentas bennoz. Terri a reas ar baraennou, rei anezo d’an diskibien, hag an diskibien d’an dud.
20 Debri a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet. Dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : peadra da garga daouzeg panerad. 21 Ar re o-doa debret a oa war-dro pemp mil anezo, hep konta ar merhed hag ar vugale.
22 Raktal goude m’e-noa Jezuz roet da zrebi d’an dud en dezert, e reas d’e ziskibien sevel er vag, ha mond en e-raog en tu all d’ar mor, e-keid ha ma vefe Eñ o lakaad an dud da vond kuit.
23 Kaset kuit an dud gantañ, e savas Jezuz war ar menez, en e bart e-unan, evid pedi. Deuet an abardaez, e oa eno e-unan-penn.
24 Bez’ e oa ar vag eur pennad mad dija euz an aot, gwall-hejet gand an tonnou, rag a-benn e oa an avel.
25 War-dro fin an noz, e teuas Jezuz war-zu e ziskibien en eur vale war ar mor. 26 O weled anezañ o vale war ar mor, e oe strafuillet an diskibien. « Eur spéz eo » emezo. Hag e stagjont da youhal gand ar spont. 27 Med kerkent, e komzas Jezuz outo :
— « Ho-pet fiziañs, me an hini eo ! N’ho-pet ket aon ! »
28 Neuze e lavaras Pèr :
— « Aotrou, mar d-eo te an hini eo, ro urz din da vond beteg ennout war an dour ».
29 — « Deus » eme Jezuz.
Diskenn a reas Pèr euz ar vag, ha bale war an dour da vond beteg Jezuz. 30 Med gand an avel greñv a oa savet, e krogas aon ennañ ; hag o veza ma oa kroget da ziskenn en dour, e youhas :
— « Aotrou, savete ahanon ! »
31 Kerkent eh astennas Jezuz e zorn, e tapas krog ennañ en eur lavared da Bèr :
— « Dén laosk en da feiz, perag az-peus bet douetañs ? »
32 Ha pa oent savet er vag, e torras an avel. 33 Neuze ar re a oa er vag, e stouas dirazañ en eur lavared :
— « E gwirionez, ez out-te Mab Doue ! »
34 Treuzet ganto al lenn, e touarjont e Jenezared.
35 Anavezet e oe Jezuz gand tud an tolead ; kaset e oe kelou ganto tro-war-dro, hag e oe digaset an oll dud klañv dezañ. 36 Aspedi a reent Jezuz da laosker anezo da douch netra nemed ouz bevenn e vantell. Hag e oe pareet kement hini a douchas outi.
28 Kemer a reas Jezuz gantañ Pèr, Yann ha Jakez, hag e savas war ar menez evid pedi. 29 A-greiz pedi, e teuas e zremm da jeñch, hag e zillad da veza gwenn-kann ha skeduz. 30 Ha setu ma oa daou zén o komz gantañ : Moïzez hag Elïaz, 31 en em ziskouez er hloar. Komz a reent diwar-benn ar péz a oa d’en em gaoud gantañ e Jeruzalem : eñ o vond kuit euz ar béd-man.
32 Deuet e oa ar c’hoant-kousket war Pèr hag ar re a oa gantañ. Chomet dihun evelkent, e weljont Jezuz er hloar, hag an daou zén en e-gichenn.
33 Pa oa ar re-mañ o kuitaad Jezuz, e lavaras Pèr dezañ :
— « Mestr, brao eo deom beza amañ, savom teir deltenn : unan evidout, unan all evid Moïzez hag e-bén evid Elïaz ».
Ne ouie ket petra a lavare.
34 Endra ma oa o komz evel-se, e teuas eur goabrenn da zispaka he skeud warno, hag e krogas aon enno o weled ar goabrenn o tond warno.
35 O tond euz ar goabrenn, e oe klevet eur vouez o lavared :
— « Hemañ eo va Mab, an hini dibabet ganin, selaouit anezañ ».
36 Pa davas ar vouez, en em gavas Jezuz e-unan-penn. Chom a reas sioul an diskibien, ha ne lavarjont netra euz ar péz o-doa gwelet da zén e-béd, d’ar mare-ze.
13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :
— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »
14 Respont a rejont :
— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».
15Lavared a reas Jezuz dezo :
– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »
16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :
— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »
17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :
— « Eüruz out, Simon, mab da Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po ereet war an douar, a vo ereet en neñv, ha kement az-po diereet war an douar, a vo diereet en neñv ».
20 Neuze e roas urz d’e ziskibien da jom hep lavared da zén e oa Eñ ar Hrist.
21 Adaleg ar mare-ze, e stagas Jezuz da ziskouez d’e ziskibien e rañke dezañ mond da Jeruzalem, gouzañv kalz a-berz Pennou-braz ar bobl, Priñsed ar Veleien hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha d’an trede deiz, adsevel da veo.
22 Tenna a reas Pèr anezañ gantañ a-gostez, hag e stagas da hrozmolad anezañ :
— « Doue ra viro, Aotrou ! Ne c’hoarvezo ket kement-se ganit ! »
23 Med en eur zistrei, e lavaras Jezuz da Bèr :
— « Kerz a-dreñv din Satan ! Eur skoill out dirazon : n’ema ket skiant Doue ganit, med skiant an dud. »
24 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « M’e-neus c’hoant unan bennag dond war va lerh, dezañ trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz, ha dond d’am heul. 25 Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a gollo anezi ; med an neb a gollo e vuhez abalamour din, a viro anezi.
26 « Petra a dalvezo d’an dén gounid ar béd oll, ma teu dezañ koll e vuhez ? Ha petra a hello an dén rei evid kavoud e vuhez en-dro ? 27 Rag ema Mab an Dén o tond gand e êlez e gloar e Dad ; neuze e roio da bep hini diouz e oberou.
28 « E gwirionez, e lavaran deoh : e-touez an dud a zo amañ, bez’ ez eus lod ha ne varvint ket, a-raog beza gwelet Mab an Dén o tond en e Rouantèlèz ».
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :
1 « Heñvel e vo Rouantèlèz Doue ouz dég plah yaouank pedet d’eur préd-eured, ha kemeret ganto lampeier evid mond da ziambroug an dén-nevez.
2 « Pemp anezo a oa dizoursi, ha pemp a oa fur. 3 Gand ar pemp dizoursi e oa eet o lampeier, med n’o-doa ket kaset eoul ganto. 4 Gand ar re fur avad e oa eet eoul e-barz podouigou, war eun dro gand o lampeier.
5 « O veza ma oa dale gand an dén-nevez, e teujont oll da voredi ha da gousked.
6 E-kreiz an noz, e savas eur hopadenn :
— « Setu an dén-nevez ! Kit er-mêz da ziambroug anezañ ! »
7 « Neuze, e tihunas an oll blahed yaouank, hag e krogjont da gempenn o lampeier. 8 Goulenn a reas ar re zizoursi digant ar re fur :
— « Roit deom ’ta euz hoh eoul, rag ema on lampeier-ni o vervel ».
9 « Respont a reas ar re fur dezo :
— « Ne raim ket, rag ne vefe biken tra-walh evidom hag evidoh. Kit kentoh da brena evidoh da di ar varhadourien ».
10 « En-dra ma oant o vond da brena, e tigouezas an dén-nevez. Ar re a oa prést a yeas tre gantañ er zal-eured, hag e oe serret an nor. 11 Diwezatoh, e teuas ive ar plahed all, hag e lavarjont :
— « Aotrou ! Aotrou ! digor deom ! »
12 « Med respont a reas dezo :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : ne anavezan ket ahanoh ».
13 « Bezit war evéz eta, rag ne ouezit nag an deiz nag an eur ».