Euz an 29 a viz Mezeven d’ar 5 a viz Gouere 2025
13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :
— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »
14 Respont a rejont :
— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».
15Lavared a reas Jezuz dezo :
– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »
16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :
— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »
17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :
— « Eüruz out, Simon, mab Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».
18 Pa welas Jezuz e oa e-leiz a dud en-dro dezañ, e roas urz da vond en tu all d’al lenn. 19 Tostaad a reas eur skrib outañ hag e lavaras dezañ :
— « Mestr, mond a rin d’az heul n’eus forz da beleh ez i ».
20 Med respont a reas Jezuz dezañ :
— « Bez’ o-deus al louarned o zoullou, ha laboused an neñv, o neiziou ; Mab an Dén a-vad n’e-neus leh e-béd da lakaad e benn da ziskuiza ».
21 Lavared a reas dezañ unan all, diskib dezañ :
— « Aotrou, laosk ahanon da vond da zebelia va zad da genta ».
22 Med Jezuz dezañ :
— « Deus d’am heul, ha laosk ar re varo da zebelia o re varo ».
23 Sevel a reas Jezuz er vag, an diskibien o tond d’e heul. 24 Ha setu ma tirollas eur gwall daol-amzer war ar mor, ken ma oa goloet ar vag gand an tarziou. Kousket e oa Jezuz avad. 25 Tostaad a reas an diskibien outañ, ha dihuna anezañ en eur lavared :
— « Mestr, deus da zavetei ahanom ! Emaom o vond da goll ».
26 Lavared a reas dezo :
— « Perag ho-peus aon, tud laosk en ho feiz ? »
Savet neuze en e zav, e hourdrouzas an aveliou hag ar mor, hag e renas eur peoh kaer.
27 Chom a reas an diskibien estlammet, hag e lavarent :
— « Peseurt dén eo hemañ ’ta, pa zent outañ an aveliou hag ar mor zokén? »
28 Pa oe en em gavet Jezuz en tu all d’al lenn, e bro ar Hadarenianed, e teuas en arbenn dezañ daou zén dalhet gand an droug-sperejou, o tond er-mêz a-greiz ar beziou. Ken kriz e oant ma ne helle dén tremen dre an hent-se. 29 Setu int-i o staga da youhal :
— « Petra emaout o klask ouzom, Mab da Zoue ? Daoust ha deuet out amañ evid merzeria ahanom a-raog ar poent ? »
30 Hogen, tost awalh ahano e oa eur vandennad moh o klask o boued. 31 Aspedi a ree an droug-sperejou Jezuz en eur lavared :
— « Ma teuez da gas ahanom kuit, gra deom mond e-barz ar vandennad moh-mañ ».
32— « Kit ’ta », emezañ dezo.
Hag int-i er-mêz, hag o vond e-barz ar moh. Ha setu ma ’z eas ar vandennad moh a-béz a-lamm diwar an tornaod er mor, hag e varvjont beuzet.
33 Tehed kuit a reas ar vesaerien ha mond e kêr da rei da anaoud pep tra, ha dreist-oll kement a oa c’hoarvezet gand an daou zén a oa e dalh an droug-sperejou.
34 Ha setu ma teuas an oll dud euz Kêr en arbenn da Jezuz. Ha kerkent ha beza gwelet anezañ, e lavarjont dezañ mond kuit diwar o douarou.
24 Tomaz, unan euz an Daouzeg, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), ne oa ket ganto, pa oa deuet Jezuz.
25 Lavared a reas an diskibien all dezañ :
— « Gwelet on-eus an Aotrou ! »
Med respont a reas Tomaz dezo :
— « Ma ne welan ket merk an tachou en e zaouarn, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou, ma ne lakan ket va dorn en e gostez, nann, ne gredin ket ! ».
26 Eizteiz goude-ze, e oa adarre an diskibien en ti, hag e oa Tomaz asamblez ganto. Degouezoud a reas Jezuz, daoust d’an doriou beza prennet, hag e oa aze en o-zouez. Lavared a reas :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».
27 Da houde e lavaras da Domaz :
— « Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn ; tosta da zorn, ha lak anezañ em hostez : paouez da veza diskredig, bez dén a feiz ».
28 — « Va Aotrou ha va Doue ! » eme Tomaz dezañ.
29 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Abalamour m’az-peus gwelet ahanon, e kredez. Eüruz ar re a gred, hep beza gwelet ».
9 En eur vond kuit euz Kafarnaom, e welas Jezuz eun dén, Maze e ano, azezet ouz e vureo a daillanter, hag e lavaras dezañ :
— « Deus d’am heul ».
Sevel a reas an dén, ha mond d’e heul.
10 E-pad ma oa Jezuz ouz taol, en ti, e teuas kalz a bublikaned hag a beherien da gemered plas asamblez gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavare ar Farizianed d’e ziskibien :
— « Perag ema ho Mestr o tebri asamblez gand ar bublikaned hag ar beherien ? »
12 Klevet e-noa Jezuz, hag e lavaras :
— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski petra a dalv ar homzou-mañ : « Trugarez eo a glaskan, ha n’eo ket provou ». Rag n’on ket deuet da helver tud just med peherien ».
14 Dond a reas diskibien Yann-Vadezour da gaoud Jezuz, hag e lavarjont dezañ :
— « Perag ’ta, en-dra ma reom yun, ni hag ar Farizianed, ne ra ket da ziskibien-te yun ?
15 Hag e respontas Jezuz dezo :
— « Daoust hag e hell an dud pedet d’an eured beza e kañv e-keid ha m’ema an dén-nevez asamblez ganto ? Med dond a raio eur mare ma vo lamet an dén-nevez diganto, ha neuze e raint yun.
16 « Dén e-béd ne gemer eur peñsel nevez da lakaad war eur péz dillad koz ; rag sacha a ra an tamm nevez war an tamm dillad koz, ha ne vo nemed brasoh a ze ar rogadenn.
17 « Ha ne vez ket lakeet gwin nevez e sehier-lèr koz ; a-hend-all e tarz ar zehier-lèr hag e vez skuillet ar gwin, ha kollet ar zehier-lèr. Er hontrol, lakeet e vez ar gwin nevez e sehier-lèr nevez, hag e vez mired evel-se an eil hag egile ».