Euz an 28 a viz Gwengolo d’ar 4 a viz Here 2025
En amzer-ze e lavare Jezuz d’ar Farizianed :
19 « Bez’ e oa eun dén pinvidig, gwisket gand mezer moug ha lin fin, hag a veze chervad gantañ bemdez.
20 « Bez’ e oa ive eur paour-kêz, Lazar e ano, a veze e toull an nor, war e hourvez, e gorv goloet a houliou. 21 C’hoant e-nefe bet da gavoud e damm boued diwar ar péz a goueze diouz taol an dén pinvidig, med ar chas eo kentoh a zeue da lipad e houliou.
22 « Hogen, mervel a reas ar paour-kêz, hag e oe douget gand an Êlez war gerhenn Abraham.
Mervel a reas ive an dén pinvidig, hag e oe laket er béz.
23 « O veza e bro an anaon, gwasket gand an tourmanchou, e savas e zaoulagad, hag e welas euz a bell Abraham ha Lazar tostig-tost outañ.
24 Hag eñ da youhal :
— « Abraham, va zad, béz truez ouzin ! Kas Lazar da zouba bég e viz en dour, evid distana din va zeod, rag poaniou kriz a ziwaskan e kreiz an tan-flamm-mañ ».
25 « Respont a reas Abraham :
— « Va mab, béz soñj : resevet ’peus da lod eürusted e-pad da vuhez, ha Lazar e lod a boaniou. Bremañ, ez eo-eñ frealzet amañ, ha te, gwasket.
26 « Ouspenn-ze, etre c’hwi ha ni, ez eus bet lakeet eun toull-don, kén na hell ket ar re a garfe na tremen a-hann evid mond d’ho kaoud, na tremen alese evid dont d’or haoud ».
27 — « Neuze, va zad, eme an dén pinvidig, goulenn a ran diganit, kas Lazar da di va zad din-me ; 28 pemp breur am-eus, evid rei dezo da houzoud penaoz ema kont amañ, evid ma ne zeuint ket, int-i ive, el leh-mañ a dourmanchou.
29 « Respont a reas Abraham :
— « Bez’ o-deus Moïzez hag ar Brofeted, n’o-deus nemed selaou anezo ».
30 — « N’eo ket, Abraham va zad, eme adarre an dén pinvidig, med, ma teu unan bennag euz a douez ar re varo, e troint ouz Doue ».
31 Respont a reas Abraham dezañ :
— « Ma ne zelaouont na Moïzez, nag ar Brofeted, ha goude ma savfe unan bennag a-douez ar re varo, ne gredfent ket ennañ ».
47 Pa wél Jezuz Natanael o tond war-zu ennañ, e lavar diwar e benn :
— « Setu evid gwir eun Izraelad : n’eus netra faoz ennañ ».
48 Goulenn a ra Natanael outañ :
— « A-beleh eh anavezez-te ahanon ? »
Respont a ra Jezuz dezañ :
— « Araog ma ’z out bet galvet gand Filip, pa oas dindan ar wezenn-fïez, em-eus gwelet ahanout ».
49 Ha Natanael dezañ :
— « Rabbi, bez’ ez out Mab Doue ! Bez’ ez out Roue Izrael ! »
50 Respont a ra Jezuz dezañ :
–-« Abalamour m’em-eus lavaret dit : « Gwelet em-eus ahanout dindan ar wezenn- fiez », e kredez ! Brasoh eged-se e weli. »
51 Hag e lavar c’hoaz :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Gweled a reot an Neñv digor, hag Êlez Doue o sevel hag o tiskenn a-uz da Vab an Dén ».
51 O veza ma oa o tostaad an amzer evid Jezuz da veza douget d’an Neñv, ez eas en hent, youl ennañ, war-zu Jeruzalem.
52 Kas a reas kannaded en e-raog. Mond a reas ar re-mañ en hent ha digouezoud en eur vourhadenn Samaritaned, evid reñka kement a oa réd. 53 Med ne fellas ket da re-mañ digemer anezañ, abalamour ma oa o vond war-zu Jeruzalem.
54 O kleved kement-se, e lavaras Jakez ha Yann, diskibien dezañ :
— « Aotrou, ma kerez, e roim urz d’an tan da ziskenn euz an neñv evid distruja anezo ».
55 Trei a reas Jezuz war-zu enno, ha gourdrouz anezo. 56 Hag ez ejont d’eur vourhadenn all.
1 Tostaad a reas an diskibien ouz Jezuz, hag e lavarjont dezañ :
— « Piou ’ta eo ar brasa e Rouantèlèz Doue ? »
2 Neuze, e halvas Jezuz eur bugelig ; lakaad a reas anezañ dirazo, 3 hag e tiskêrias :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : ma ne jeñchit ket evid dond da veza heñvel ouz ar vugale, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue. 4 Med an hini en em lakaio izel evel ar bugel-mañ, hennez eo ar brasa e Rouantèlèz Doue.
57 Dre ma oa Jezuz oh ober hent, e lavaras eun dén dezañ :
— « Mond a rin en da heul, e kement leh ma ’z i.
58 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Bez’ o-deus al louarned o zoullou, laboused an neñv, o neiziou. Mab an Dén a-vad, n’e-neus leh e-béd da lakaad e benn da ziskuiza ».
59 Da unan all, e lavaras :
— « Deus d’am heul ».
Respont a reas an dén :
— « Laosk ahanon da vond da zebelia va zad da genta.
60 Ha Jezuz dezañ d’e dro :
— « Laosk ar re varo da zebelia o zud varo. Evidout-te, kerz da embann Rouantèlèz Doue ».
61 Lavared a reas unan all dezañ c’hoaz :
— « Aotrou, mond a rin d’az heul, med a-raog, ro aotre din da lavared kenavo da dud va ziad ».
62 Ha Jezuz dezañ :
— « N’eo ket greet evid Rouantèlèz Doue, an hini a zell a-dreñv, goude beza kroget en alar ».
1 Tostaad a reas an diskibien ouz Jezuz, hag e lavarjont dezañ :
— « Piou ’ta eo ar brasa e Rouantèlèz Doue ? »
2 Neuze, e halvas Jezuz eur bugelig ; lakaad a reas anezañ dirazo, 3 hag e tiskêrias :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : ma ne jeñchit ket evid dond da veza heñvel ouz ar vugale, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue. 4 Med an hini en em lakaio izel evel ar bugel-mañ, hennez eo ar brasa e Rouantèlèz Doue. 5 Hag an hini a zigemer, em ano, eur bugel evel hemañ, a zigemer ahanon me va-unan.
10 « Diwallit da zisprizoud hini e-béd euz ar re vihan-mañ, rag, lavared a ran deoh : ema o êlez en Neñv o daoulagad o para dalhmad war va Zad hag a zo en Neñvou ».
1 E touez e ziskibien, e tibabas Jezuz daouzeg ha tri-ugent all, hag e kasas anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr ha kement leh m’ e-noa e-unan da vond enno. 2 Lavared a reas dezo :
— « Braz eo an eost, med micherourien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso micherourien da ober an eost.
— 3 « It en hent ; setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na sandalennou.
Arabad chom en hent da zaludi dén e-béd. 5 E kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : Peoh d’an ti-mañ. 6 Ma ’z eus eno eun dén a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket, e teuio deoh en-dro.
7 « Chomit er memez ti. Debrit hag evit euz ar péz a vo roet deoh, rag gounid a ra ar micherour e voneiz. Arabad deoh mond euz eun ti d’egile.
8 « E kement kêr ma ’z eot, hag ho-po enni digemer vad, debrit ar péz a vo kinniget deoh. 9 Roit ar pare d’ar re glañv a vo er gêr-ze, ha lavarit dezo : Deuet eo beteg ennoh Rouantèlèz Doue.
10 « Med e kement kêr ma ’z eot, ha ne vo ket greet digemer deoh, it war ar plasennou, ha lavarit d’an dud : 11 « Ho poultrenn zokén, staget ouz on treid, a dennom kuit hag a laoskom ganeoh. Med intentit koulskoude : deuet eo tost ouzoh Rouantèlèz Doue ». 12 Lavared a ran deoh : D’an deiz diweza, ne vo ket barnet ken kriz Sodom hag ar gêr-ze.
Lavared a ree Jezuz en eur gomz d’an daouzeg diskib ha tri-ugent :
13 « Gwaz-a-ze dit Korazaïn ! Gwaz-a-ze dit Betsaida ! Rag ma vije bet en em gavet e Tir hag e Sidon ar burzudou en em gavet en o touez, o-defe troet o halon ouz Doue abaoe pell ’zo, gwisket gand sehier hag azezet war al ludu.
14 « Ya, da Zeiz ar Varn, e vo skañfoh ar zetañs evid Tir ha Sidon, ha ma vo evidoh-c’hwi.
15 « Ha te, Kafarnaom, daoust ha savet e vezi beteg an Neñv ? Ne vezi ket, diskenn a ri beteg bro ar maro.
16 « An hini a zelaou ahanoh, me eo a zelaou ; an hini a ya a-eneb deoh, a-eneb din eo ez a ; hag an hini a ya a-eneb din, a-eneb d’an hini on bet kaset gantañ, eo ez a ».
25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :
— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.
27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».
28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.
29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».
17 Laouen braz e teuas en-dro an daouzeg diskib ha tri-ugent, hag e lavarent :
— « Aotrou, plega deom a ra an diaouled o-unan en da ano ».
18 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Gweled a reen Satan o koueza euz an neñv evel eur flamm-tan. 19 Roet am-eus deoh galloud da vale war an naered hag ar hruged, ha da drehi oll nerz an enebour, heb na hellfe noazoud deoh.
20 « Koulskoude, n’eo ket abalamour ma sent ouzoh ar sperejou eo ho-peus da veza laouen, med abalamour m’eo sknvet hoh ano en Neñvou ».
21 D’an ampoent, e tridas kalon Jezuz gand al levenez er Spered-Santel, hag e lavaras :
— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, a zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.
22 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».
23 O trei neuze war-zu e ziskibien, e lavaras dezo en o fart-o-unan :
— « Eüruz an daoulagad a wél ar péz a welit. 24 Rag lavared a ran deoh : Stank eo bet ar brofeted hag ar rouaned o-deus bet c’hoant gweled kement a welit-c’hwi, ha n’o-deus ket gwelet, kleved kement a glevit, ha n’o-deus ket klevet ».