Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Mark – Pennad 14

An aviel hervez Sant Mark
Pennad 14

Pennad pevarzeg

Tost ema gouel Pask

1 Bez’ e vo ar Pask ha gouel ar Bara-Dihoell, dindan daou zevez. Klask a ra ar veleien-veur hag ar skriverien penaoz e baka dre widre, evid e laza. 2 Rag lavared a reont : « Arabad henn ober e-pad ar gouel, gand aon na zavfe trouz e-touez ar bobl. »

An olevadenn e Betani

3 E Betani ema-eñ, astennet ouz taol e ti Simon, an den lor. Dond a ra eur vaouez, ganti eur pod alabastr, leun a frond-nard gwir, ker-ruz. Torri a ra-hi ar pod alabastr hag e skuilla war e benn. 4 Lod anezo a ya droug enno : « Da betra seurt koll a hwez-vad ? 5 Rag ar frond-se a helle beza gwerzet ouspenn tri hant diner, da roi d’ar beorien. » Hag e taeront outi.

6 Med Jezuz a lavar : « Lezit-hi ! Perag he hegasi ? Eun oberenn gaer eo he-deus greet evidon. 7 Rag atao ho-pez peorien en ho touez, ha, p’ho-peus c’hoant, e hellit ober vad dezo. Me a-vad, ne vin ket atao ganeoh. 8 Gand ar pez he-doa, he-deus greet : en a-raog he-deus frondet ma horv evid ma zebeliadur. 9 Amen, lavared a ran deoh : e kement leh ma vo embannet ar helou mad ennañ, dre ar bed a-bez, eno ive e vo komzet euz ar pez he-deus-hi greet, evid delher soñj anezi. »

Judaz o klask an dro

10 Ha mond a ra Judaz Iskariot, unan euz an daouzeg, da gavoud ar veleien-veur evid e roi dezo. 11 Laouen int ouz e gleved. Prometi a reont roi arhant dezañ. Ha klask a ree penaoz kaoud an tu d’e roi.

Pourchas a reont ar Pask

12 Da zeiz kenta ar Bara-Dihoell, pa veze lazet ar Pask, e lavar e ziskibien dezañ : « Peleh az-peus c’hoant ez afem da bourchas pep tra, evid ma tebri ar Pask ? » 13 Kas a ra daou euz e ziskibien ha lavared dezo : « Kerzit e kêr : dond a raio davedoh eun den o tougen eur podad dour. It d’e heul. 14 El leh ma antreo ennañ, lavarit da vestr an ti : “Ar mestr a lavar : peleh ema ma zal, ma tebrin ar Pask enni, gand ma diskibien ?” 15 Diskouez a raio deoh, war-laez, eur gambr vraz, meublet ha kempenn. Eno, pourchasit pep tra evidom. » 16 E ziskibien a ya kuit hag a erru e kêr. Kavoud a reont an traou evel m’e-neus lavaret dezo, hag aoza ar Pask.

Unan ahanoh am roio

17 Erru an abardaez, e teu-eñ gand an daouzeg, hag en em lakont ouz taol. 18 P’emaint o tebri, Jezuz a lavar : « Amen, lavared a ran deoh : unan ahanoh am roio, unan hag a zo o tebri ganin. » 19 Krogi a reont da veza glaharet ha da lavared dezañ, unan hag unan : « Daoust ha me eo ? »

20 Respont a ra dezo : « Unan euz an daouzeg, unan hag a zoub ganin er memez plad. 21 Rag mond a ra mab an den evel m’eo bet skrivet diwar e benn. Med gwaz-a-ze evid an den-ze m’eo roet mab an den gantañ. Gwelloh e vefe evid an den-ze ma ne vije ket bet ganet ! »

Kement-man eo ma horv

22 P’emaint o tebri, e kemer bara, e vennig, e dorr, hag e ro dezo, en eur lavared : « Kemerit ! Kement-mañ eo ma horv. »

23 Kemer a ra ar haliriad, lavared grasou, ha roi dezo. Oll ev dioutañ. 24 Hag e lavar dezo : « Kement-mañ eo ma gwad, gwad an emgleo, skuillet evid kalz a dud. 25 Amen, lavared a ran deoh : n’evin ket mui euz frouez ar winienn beteg an devez-se pa e evin, nevez, e rouantelez Doue. »

A-raog ma kano ar hillog

26 Goude beza kanet ar meuleudiou, ez eont er-mêz, war-zu Menez-an-Olivez. 27 Ha Jezuz a lavar dezo : « Streboti a reot, oll ahanoh, rag evel m’eo bet skrivet : “Skoi a rin war ar mesaer hag e vo skignet an deñved”. 28 Med goude beza bet adsavet, e vin-me en ho raog e Bro-Halile.  »

29 Pèr a-vad a lavar : « Petra bennag ma stebotfe an oll, me ne rin ket, sur. » 30 Ha Jezuz da respont dezañ : « Amen, lavared a ran dit : hirio, en nozvez-mañ, a-raog ma kano ar hillog diou wech, am nahi-te teir gwech. » 31 Koulskoude e komze hemañ gand muioh a nerz : « Pa vefe red din mervel ganit, da nah ne rin ket, sur. » Hag oll anezo a lavare memez tra.

Jetsemani

32 Dond a reont d’eun domani anvet Jetsemani, hag e lavar-eñ d’e ziskibien : « Azezit amañ e-pad ma pedin. » 33 Kemer a ra gantañ Pèr, Jakez ha Yann, ha krogi da veza leun a spont hag a anken. 34 Hag e lavar dezo : « Trist-meurbed eo ma ene, da vervel. Chomit amañ ha beillit. »

35 O vond eun tammig pelloh, e kouez war an douar, hag e ped, evid ma tremeno an eur-ze pell dioutañ, ma ve posubl. 36 Lavared a ra : « Abba, Tad ! Posubl eo pep tra evidout. Kas ar haliriad-mañ pell diouzin. Med nann hervez ma bolontez-din, med hervez da hini-dit ! »

37 Dond a ra daveto hag o havoud kousket. Hag e lavar da Bèr : « Simon, kousket out ? N’out ket bet gouest da veilla e-pad eur eurvez zoken ganin ? 38 Beillit ha pedit, evid chom heb beza tentet. Birvidig eo ar spered, dinerz a-vad an den. »

39 Pellaad a ra adarre ha pedi, o lavared ar memez komzou. 40 Deut en-dro, o hav kousket c’hoaz, rag ponnerreet e oa o daoulagad ha ne ouient ket petra respont dezañ. 41 Dond a ra evid an trede gwech ha lavared dezo : « Kouskit bremañ ha diskuizit !… A-walh ! Deut eo an eur ! Setu m’eo roet mab an den etre daouarn ar beherien. 42 Dihunit ! Deom ! Setu m’ema tost an hini o vond d’am gwerza. »

Pok Judaz

43 Kerkent – hag eñ o komz c’hoaz – e tegouez Judaz, unan euz an daouzeg. Ha d’e heul eur 26 boblad-tud, ganto klezier ha bizier, a-berz ar veleien-veur, ar skriverien hag ar gozidi.

44 An hini o vond d’e werza e-neus roet dezo eur zin divizet, o lavared : « An hini a roin eur pok dezañ, hennez eo. Krogit ennañ ha kasit-eñ ganeoh, en eun doare sur ! »

45 Pa zeu, e tosta outañ dioustu, en eur lavared : « Rabbi ! » hag e ro dezañ eun pok hir. 46 Lakaad a reont neuze o daouarn warnañ ha tapoud krog ennañ.

An taol kleze

47 Unan euz an arvesterien a zihouin e gleze : tizoud a ra mevel ar beleg-meur ha lemel kuit e skouarn digantañ. 48 Hag o komz, e lavar Jezuz dezo : « E-giz evid eun torfetour oh deut, gand klezier ha bizier, da dapoud krog ennon. 49 Bemdez e vezen en ho kichenn, o kelenn en templ, ha n’ho-peus ket kroget ennon ; med evid ma vo sevenet ar Skridou. » 50 Tehed a reont oll, ouz e zilezel.

Eun den yaouank a deh en e noaz

51 Eun den yaouank a zeu war e lerh, gand eul liñser war e gorv noaz. Tapoud a reont krog ennañ. 52 Med dilezel a ra-eñ e liñser ha tehed kuit en e noaz.

E ti ar beleg-meur

53 Kas a reont Jezuz da di ar beleg-meur. Hagen em vodont oll : ar veleien-veur, ar gozidi hag ar skriverien. 54 Pèr a ya d’e heul a-bell, beteg diabarz porz ar beleg-meur. Azezet ema gand ar vevelien, ha tomma a ra e-kichenn an tan.

Tevel a ra Jezuz

55 Klask a ree ar veleien-veur hag ar zanedrin a-bez eun testeni a-eneb dezañ, evid e lakaad d’ar maro, med ne gavent tra ebed. 56 Rag kalz a lavare falstesteniou a-eneb dezañ, med ne glote ket o zesteniou.

57 Lod a zave hag e testenient e gaou a-eneb dezañ, o lavared : 58 « E glevet on-eus o lavared : Me a zistrujo an templ-mañ, greet gand an dorn, ha tri devez war-lerh, e savin unan all na vo ket greet gand an dorn. » 59 Med war an dra-ze zoken, ne glote ket o zesteniou.

60 Sevel a ra ar beleg-meur, er hreiz, hag ober goulennou outañ, o lavared dezañ : « Ne respontez netra d’ar pez emaint o testenia a-eneb dit ? » 61 Tevel a ree-eñ ha chom heb respont tamm ebed.

« Ha bez’ out ar mab da Zoue ? »

Adarre e ree ar beleg-meur goulennou outañ, o lavared dezañ : « Te, ha bez’ out ar Hrist, mab an hini benniget ? » 62 Jezuz a lavar : « Bez’ on, ha gweled a ri mab an den, azezet en tu dehou d’an Hini Oll-Halloudeg, o tond war goabrennou an neñv. »

63 Rogi a ra ar beleg-meur e zaeou, en eur lavared : « Peseurt ezomm on-eus c’hoaz da gaoud testou ? 64 Ha klevet ho-peus ar blasfem ? Petra a zoñj deoh ? » An oll anezo e gondaon : meritoud a ra ar maro.

« Gra da brofet »

65 Ha krogi a ra lod da dufa warnañ. O voucha e benn, e roont skouarnadou dezañ, hag e lavaront dezañ : « Gra da brofet ! » Hag ar vevelien e zegemer gand javedou.

Kana a ra eur hillog

66 En traoñ, ema Pèr er porz. Dond a ra unan euz mitizien ar beleg-meur. 67 O weled Pèr o tomma, e sell-hi piz outañ hag e lavar : « Te ive a oa gand an Nazarean, gand ar Jezuz-se ! » 68 Nah a ra-eñ, o lavared : « N’ouzon ket ha ne gomprenan ket ar pez emaout o lavared. » Mond a ra er-mêz war-zu ar porz kenta. Hag e kan eur hillog.

69 Ar vatez, o veza e welet, a grog a-nevez da lavared d’an dud tro-war-dro : « Hemañ a zo unan anezo ! » 70 Nah a ra-eñ adarre. Eun tammig war-lerh, e lavar an dud e-kichenn Pèr : « Evid gwir, bez’ out unan anezo. Galilean out, forz penaoz ! » 71 Krogi a ra-eñ da doui ha da vallozi, en eur lavared : « N’anavezan ket an den-ze a gomzit anezañ. »

72 Ha kerkent e kan eur hillog, evid an eil gwech. Ha dond a ra soñj da Bèr euz ar pez e-neus Jezuz lavaret dezañ : « A-raog m’e-no eur hillog kanet diou wech, az-po ma nahet teir gwech. » Ha diroll a ra da ouela.