Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  An aviel hervez Sant Mark – Pennad 6

An aviel hervez Sant Mark
Pennad 6

Pennad c’hweh

N’eus den ebed hag a ve profet en e vro

1 Mond a ra kuit alese ha dond d’e vro, gand e ziskibien d’e heul. 2 Erru eo ar zabad ha krogi a ra da gelenn er zinagogenn. Kalz selaouerien a zo souezet gantañ hag e lavaront : « Euz peleh ? Dezañ, kement-se ? Pebez furnez dezañ ! Hag ar burzudou brudet-se a zegouez dre e zaouarn ! 3 Ha n’eo ket hennez ar halvez, mab da Vari, eur breur da Jakez, Jozed, Simon ha Jud ? Hag e hoarezed, daoust ha n’emaint ket amañ en or hichenn ? « Bez’ e oa eur gwall-skoill evito.

4 Jezuz a lavar dezo : « Ne vez eur profet heb enor nemed en e vro, e-touez e dud hag en e di. » 5 Ha ne bell ober burzud ebed eno, nemed evid eun nebeud tud vahagnet : lakaad a ra e zaouarn warno hag o farea. 6 Souezet e oa gand o diouer a feiz. Mond a ree dre ar hêriadennou tro-war-dro, en eur gelenn.

Kas a ra an daouzeg

7 Gelver a ra an daouzeg dirazañ, ha krogi d’o has, daou-ha-daou : galloud a ro dezo war ar sperejou dihlan. 8 Kemenn a ra dezo chom heb kemer tra ebed evid an hent, nemed eur penn-baz : na bara, na bisah, nag arhant er gouriz, 9 med gand o zreid er zandalennou. Ha : « Na zougit ket diou dunikenn. »

10 Lavared a ra dezo : « Peleh bennag ma antreit en eun ti, chomit ennañ beteg ma ’z eoh kuit alese. 11 Ma n’ho tegemerfent ket, e leh pe leh, ha ma n’ho selaoufent ket, it kuit alese, hejit ar boultrenn a-zindan ho treid, evel eun testeni dezo. »

12 Mond a reont kuit ha prezeg evid ma cheñcho an dud o buhez. 13 Kalz diaouled a daolont er-mêz. Olevi a reont gand eoul kalz tud nammet, ha pareet int.

« Ha bez’eo heman Yann bet adsavet ? »

14 Ha kleved kelou a ra ar roue Herodez, rag brudet eo deut Jezuz da veza. Lavared a ra an dud : « Yann, ar badezour, a zo adsavet a-douez ar re varo : setu ma vez greet burzudou gantañ. »

15 Re all a-vad a lavare : « Eliaz eo ! » Ha lod all : « Eur profet, evel unan euz ar brofeted. » 16 O kleved kement-se, e lavare Herodez : « An hini am-eus-me dibennet, Yann, eñ eo a zo adsavet. »

Yann en toullbah

17 Rag eñ, Herodez, e-noa lakeet paka krog e Yann, hag e liammet e-noa, en toullbah, en abeg da Herodiadez, gwreg e vreur Filip : dimezet e oa ganti. 18 Ha Yann a lavare da Herodez : « N’az-peus ket aotre da gemer gwreg da vreur ! »

19 Herodiadez he-doa kas outañ : c’hoant he-doa d’e lakaad d’ar maro, med ne belle ket henn ober. 20 Rag Herodez a zouje Yann, hag o houzoud e oa-eñ eun den just ha santel, e warezi a ree. P’e gleve, e chome nehet, hag e zelaou a ree a-hrad-vad.

Penn Yann

21 Degouezoud a ra eun devez a-zoare : aoza a ra Herodez, d’e zeiz-ha-bloaz, eur pred evid e dud-veur, e ofiserien ha pennou-braz Bro-Halile. 22 Antreal a ra merh an Herodiadez-se, ha, goude beza dañset, he-deus plijet da Herodez ha d’e gouvidi. Lavared a ra ar roue d’ar plah yaouank : « Goulenn diganin ar pez az-peus c’hoant hag her roin dit. » 23 Ha toui a ra dezi : « Forz petra a houlenni diganin a roin dit, beteg eun hanter euz ma rouantelez. »

24 Mond a ra-hi er-mêz ha lavared d’he mamm : « Petra a houlennin ? » Homañ a respont : « Penn Y ann, ar badezour. » 25 Dond a ra raktal, mall warni, daved ar roue, ha goulenn : « Me a fell din, emezi, e rofez din dioustu, war eur plad, penn Yann, ar badezour. »

26 Glaharet-braz eo ar roue, med en abeg d’al leou ha d’e gouvidi, ne fell ket dezañ he diarbenn. 27 Kerkent e kas ar roue eur gward, o kemenn dezañ degas penn Yann. Mond a ra ha troha e benn, en toullbah. 28 Dougen a ra ar penn war eur plad hag e roi d’ar plah yaouank, hag ar plah yaouank e ro d’he mamm. 29 O veza klevet kelou, e teu e ziskibien da gemer e gorv ha d’e lakaad en eur bez.

En em voda a ra an ebestel

30 An ebestel en em vod e-kichenn Jezuz. Diskulia a reont kement o-deus greet, hag ar pez o-deus kelennet. 31 Hag eñ da lavared dezo : « Deuit, c’hwi, en ho part hoh-unan, en eul leh digenvez, ha diskuizit eun tammig. » Rag niveruz eo an dud o vond hag o tond, heb dezo amzer da zebri zoken.

32 Gand ar vag ez eont war-zu eul leh digenvez, en o fart o-unan. 33 Med gwelet int o vond kuit, ha kalz a zivin : war o zroad, euz an oll gêriou, e teredont di hag e tegouezont en o raog.

34 O tilestra, e wel Jezuz eur boblad-tud niveruz. Fromet eo evito, beteg don e galon, dre m’emaint evel deñved heb mesaer. Krogi a ra d’o helenn, diwar-benn kalz traou.

Pemp baraenn evid pemp mil den

35 Ha dija ez a an eur e-biou. E ziskibien a zeu d’e gichenn hag a lavar : Digenvez eo al leh-mañ, ha dija e kresk an eur. 36 Kas-i kuit, evid ma ’z aint dre ar barkeier hag ar hêriadennou tro-war-dro da brena peadra da zebri. » 37 O respont dezo, e lavar-eñ : « Roit, c’hwi, peadra dezo da zebri. » Lavared a reont dezañ : « Ha mond a rafem da brena daou-hant dinerad bara ha roi dezo da zebri ? »

38 Lavared a ra dezo : « Ped baraenn ho-peus ? It da weled ! » Hag o veza gouezet, e lavaront : « Pemp ! Ha daou besk ! » 39 Kemenn a ra dezo lakaad an oll dud da astenn, dre strolladou, war ar yeot glaz. 40 Astenn a reont, renkennad ha renkennad, dre gant ha dre hanter-kant.

41 Hag o kemer ar pemp baraenn hag an daou besk, e save zellou war-zu an neñv. Benniga ha ranna a ra ar baraennou hag o roi d’e ziskibien, evid m’o zelvichint dezo. Hag an daou besk, o ingala a ra kenetrezo oll.

42 Oll anezo a zebr beteg o gwalh. 43 Dastum a reont an tammou : daouzeg panerad leun ! Ha pesked ouspenn ! 44 Ar re o-doa debret ar baraennou a oa pemp mil gwaz anezo.

War ar menez : pedi a ra

45 Ha kerkent eo rediet e ziskibien gantañ da bignad er vag ha da vond en e raog d’an tu all, e-kichenn Betsaid, e-pad ma kas-eñ an dud kuit. 46 Goude beza kimiadet diouto, ez a pelloh war ar menez da bedi.

Bale a ra war ar mor

47 Deut an abardaez, ema ar vag e-kreiz ar mor, hag eñ e-unan-penn war an douar. 48 Gwelet int gantañ o poania da roeñvad, rag a-eneb dezo e oa an avel.

War-dro ar pevare beill euz an noz, e teu-eñ daveto, en eur vale war ar mor : c’hoant e-neus da dremen e-biou dezo. 49 Ouz e weled o vale war ar mor, e kredont ez eo eur spes hag e youhont : 50 rag e weled a reont oll, ha strafuillet int. Dioustu e komz-eñ ganto, en eur lavared dezo : « Fiziañs ! Me eo a zo. Bezit dizaon ! »

51 Pignad a ra er vag en o hichenn ha tavet eo an avel. Sabatuet-braz int, enno o-unan. 52 Rag n’o-deus ket komprenet evid ar baraennou : kaledet a-vad eo o halonou.

E Jennezaret

53 Echuet ganto an treiz, e touaront e Jennezaret : eno e aochont. 54 Pa zilestront, eo Jezuz anavezet dioustu gand an dud. 55 Bale a ra ar re-man dre ar vro penn-da-benn, ha krogi da zegas war o hravaziou ar re a ya fall ganto, d’al leh ma klevont ema-eñ ennañ. 56 Hag e peb leh ma tegouez ennañ : kêriadennou, kêriou pe barkeier, e lakont ar re nammet war ar plasennou. E aspedi a reont : netra nemed touch ouz pempill e zillad ! Hag an oll re a douche outañ a oa pareet.