Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Mark – Pennad 8

An aviel hervez Sant Mark
Pennad 8

Pennad eiz

Seiz baraenn evid pevar mil den

1 En deiziou-ze ez eus adarre eur boblad-tud niveruz ha n’o-deus ket peadra da zebri. Gelver a ra e ziskibien davetañ ha lavared dezo : 2 « Fromet on beteg ma diabarz gand ar bobl : tri devez ’zo dija emaint em hichenn ha n’o-deus ket peadra da zebri. 3 Ha m’o hasan d’ar gêr war yun, e semplint war an hent, rag lod anezo a zo deut euz pell. » 4 Respont a ra e ziskibien dezañ : « Penaoz e hello unan bennag roi dezo o gwalh a vara, en eun dezerz ? » 5 Hag eñ da houlenn diganto : « Ped baraenn a zo ganeoh ? » Lavared a reont : « Seiz ! »

6 Roi a ra urz d’ar boblad-tud da astenn war an douar. Hag o veza kemeret ar zeiz baraenn ha lavaret bennoz, o lodenn hag o ro d’e ziskibien da zervicha : servicha a reont ar boblad-tud. 7 Ha bez’ o-deus eun nebeud peskedigou : o benniga a ra ha lakaad o zervicha ive. 8 Debri a reont, ha beteg o gwalh. An tammou ouspenn a zastumont : seiz panerad ! 9 War-dro pevar mil emaint hag o has kuit a ra-eñ. 10 Dioustu e pign er vag gand e ziskibien hag ez a war-zu Dalmanouta.

Eur zin euz an nenv

11 Dond a ra ar farizianed ha krogi a reont da dabutal gantañ, o klask kaoud digantañ eur zin euz an neñv, evid e amproui. 12 Huanadi a ra-eñ en e spered, ha lavared : « Perag ema ar rummad-mañ o klask eur zin ? Amen, lavared a ran deoh, ne vo roet sin ebed evid ar rummad-mañ.  » 13 Ouz o lezel, e pign adarre war vourz hag ez a kuit d’an tu all.

Goell ar farizianed

14 Dizoñjet o-deus kemer baraennou, ha n’eus ganto er vag nemed eur varaenn hepken. 15 O erbedi a ra en eur lavared : « Sellit ! Diwallit diouz goell ar farizianed, ha diouz goell Herodez ! »

16 Hag int da lavared an eil d’egile n’o-deus ket kemeret baraennou. 17 Henn gouzoud a ra hag e lavar : « Perag en em lavared n’ho-peus ket baraennou ? Ne gomprenit ket c’hoaz ? Ne welit ket, ha kaledet eo ho kalonou ? 18 Daoulagad ho-peus ha ne welit ket, ha diouskouarn ho-peus ha ne glevit ket ? N’ho-peus ket soñj ? 19 Pa’m-eus lodennet ar zeiz baraenn etre pemp mil den, ped panerad leun a dammou ho-peus dastumet ? » Respont a reont dezañ : « Daouzeg ! » – 20 « Ha gand ar zeiz evid pevar mil den, ped panerad a dammou ouspenn ho-peus dastumet ? » Respont a reont : « Seiz ! » 21 Hag e lavar dezo : « Daoust ha ne gomprenit ket c’hoaz ? »

An den dall euz Betsaid

22 Mond a reont beteg Betsaid. Eun den dall a zegasont dezañ, o houlenn digantañ touch outañ. 23 Kemer a ra dorn an hini dall hag e gas er-mêz euz ar gêriadenn. Tufa a ra war e valvennou, lakaad e zaouarn warnañ ha goulenn digantañ : « Daoust hag e welez eun dra bennag ? » 24 Sevel a ra e zellou ha lavared : « Gweled a ran tud evel gwez, o vale . »

25 Neuze e lak e zaouarn adarre war daoulagad an den ha hemañ a wel sklêr : pareet eo ha merzoud a ra mad pep tra 26 E gas a ra Jezuz d’ar gêr, en eur lavared : « N’a ket e-barz ar gêriadenn zoken ! »

Pèr a lavar : « Te eo ar Hrist »

27 Jezuz a ya er-mêz gand e ziskibien, war-zu kêriadennou Sezare-Filip. War an hent e ree-eñ goulennou ouz e ziskibien, o lavared dezo : « Piou on-me, hervez lavar an dud ? » 28 Int a respont : « Yann-Vadezour. Re all : Eliaz. Lod all : unan euz ar brofeted. »

29 Ha goulenn a ra outo : « Ha c’hwi ? Piou on-me, hervez ho lavar ? » Pèr a respont dezañ : « Te eo ar Hrist ! « 30 O hourdrouz a ra, evid na gomzint da zen diwar e benn.

Kenta kemenn euz e basion

31 Ha krogi a ra da gelenn dezo : « Mab an den a zle gouzañv kalz, beza distaolet gand ar veleien-veur, ar gozidi hag ar skriverien, beza lazet, ha goude tri devez, adsevel. » Komz a ree en eun doare sklêr.

Pèr a zav e vouez

32 E gemer a ra Pèr, en diavêz, ha krogi d’ober rebechou dezañ. 33 Med o troi kein hag o weled e ziskibien, e hourdrouz-eñ Pèr hag e lavar : « Kerz kuit a-dreñv din, Satan ! Rag da venoziou n’int ket re Doue, med re an dud ! »

Kemer ar groaz

34 Jezuz a halvar boblad-tud davetañ, hag e lavar dezo : « Ma fell d’unan bennag dond war ma lerh, ra en em naho e-unan, ra zougo e groaz, ha ra zeuio d’am heul !

35 Rag, nep piou bennag e-no c’hoant da zavetei e vuhez, he hollo. Med an hini a gollo e vuhez, en abeg din ha d’ar helou mad, he zaveteio.

36 Ya vad ! Da betra e talvez d’eun den gounid ar bed a-bez, ma koll-eñ e vuhez ? 37 Ha petra a roio eun den en eskemm d’e vuhez ?

38 Nep piou bennag e-no bet mez ganin ha gand ma homzou, er rummad-mañ a avoultriez hag a behed, e-no mab an den mez gantañ ive, pa zeuio e gloar e Dad, gand an êlez santel. »