An aviel hervez Sant Lukaz – Traduction H. Danielou


Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Lukaz – Troet e brezoneg gand Herve Danielou, 2003

Pennad unan

Rakskrid

1 Peogwir o-deus en em lakeet kalz tud da zevel eun danevell, diwar-benn traou c’hoarvezet en on touez, 2 evel m’int bet kontet deom, abaoe ar penn kenta, gand an testou o-deus o gwelet hag a zo deut da veza servicherien ar Gomz, 3 em-eus kavet mad, me ive, goude beza heuliet piz pep tra gand urz, adaleg an orin, henn skriva evidout, Aotrou Teofil, 4 evid ma helli anaoud eo solud ar pez az-peus resevet dre gomz.

Elizabed ha Zakari

5 Bez’ e oa, e amzer Herodez, roue Judea, eur beleg, Zakari e ano, euz rummad Abia ; hag e wreg, Elizabed heh ano, a oa euz lignez Aaron. 6 Just e oant o-daou dirag Doue. Kerzed a reent direbech, hervez oll hourhemennou ha lezennou an Aotrou. 7 N’o-doa bugel ebed, dre ma oa Elizabed gaonah, hag oajet e oant o-daou.

Kemenn da Zakari

8 Hogen, c’hoarvezoud a ra, p’ema-eñ o seveni e garg a veleg dirag Doue, diouz tro e rummad, 9 evel m’eo kustum gand ar veleien, e kouez ar zort warnañ evid devi an ezañs ; antreal a ra e santual an Aotrou. 10 Ar boblad-tud a zo o pedi en diavêz, d’an eur m’eo kinniget an ezañs. 11 Neuze en em ziskouez dirazañ eun êl d’an Aotrou, en e zao en tu dehou da aoter an ezañs. 12 Strafuillet eo Zakari, o weled kement-se, hag e kouez aon warnañ. 13 Lavared a ra an êl dezañ : « Arabad kaoud aon, Zakari, rag selaouet eo bet da bedenn. Elizabed, da wreg, a hano dit eur mab ha te a roio dezañ e ano : Yann. 14 Bez’ e vo evidout joa ha levenez ha kalz tud a vo laouen gand e hanedigez. 15 Rag braz e vo-eñ dirag an Aotrou ha n’evo biken na gwin na boeson. Ha karget e vo gand ar Spered Santel, adaleg korv e vamm. 16 Lakaad a ray kalz euz mibien Izrael da zistroi d’an Aotrou, o Doue. 17 Ha mond a ray war-raog dirazañ, gand spered ha galloud Eliaz, evid lakaad kalonou an tadou da zistroi war-zu o bugale, hag an dud dizuj da gaoud furnez ar re just, hag evid aoza d’an Aotrou eur bobl prest-mat ».

18 Neuze e lavar Zakari d’an êl : « Penaoz beza sur euz kement-se ? Rag eur hoziad on-me ha ma gwreg a zo eet war an oad ». 19 Respont a ra an êl : « Me eo Gabriel, emezañ, ha chom a ran dirag Doue. Ha kaset on bet da gomz dit ha da gemenn dit ar helou mad-mañ. 20 Ha setu ma vo dao dit tevel ha ne helli ket komz, beteg an devez ma teuio da wir an traou-ze, peogwir n’az-peus ket kredet em homzou hag a vo sevenet en o amzer ».

21 Bez’ ema ar boblad-tud o hortoz Zakari hag o veza souezet e chomfe da zalea. 22 Pa zeu er-mêz, ne hell ket komz outo ha kompren a reont e-neus bet eur weledigez er zantual. Eñ a ree sinou dezo hag e chome mud. 23 Hogen, pa ’z eo echue zeveziou-servich ez a d’ar gêr.

Dond a ra Elizabed da veza dougerez

24 War-lerh an deiziou-ze e teu Elizabed, e wreg, da veza dougerez hag e chom-hi kuzet e-pad pemp miz. 25 Lavared a ra : « Evel-se e-neus greet an Aotrou evidon, en deiziou m’e-neus sellet ouzin, evid lemel kuit diouzin ma mez e-touez an dud ».

Ar hemenn da Vari

26 D’ar c’hwehved miz, eo kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêriadenn euz Bro-Halile anvet Nazared, 27 da gaoud eur werhez, prometet d’eur gwaz, Jozef e ano, hag euz famill David ; ar werhez a zo anvet Mari. 28 Antreal a ra an êl ha lavared : « Salud dit, leun a bras, ganit ema an Aotrou ». 29 Strafuillet eo-hi gand seurt komzou ha goulenn a ra outi heh-unan petra a hell ar zalud-se beza.

30 An êl a lavar dezi : « N’az-pez ket aon, Mari ! Gras az-peus kavet dirag Doue. 31 Ha setu : koñsevi a ri en da gorv ha genel eur bugel, hag e lakai dezañ e ano a Jezuz. 32 Braz e vo-eñ hag anvet e vo mab an Uhel-Meurbed. An Aotrou Doue a roio dezañ tron David e dad. 33 Ren a ray war di Jakob da viken, ha ne vo fm ebed d’e rouantelez. »

34 Ha Mari da lavared d’an êl : « Penaoz e c’hoarvezo kement-se ? Rag n’anavezan gwaz ebed. » 35 Respont a ra an êl : « Ar Spered Santel, emezañ, a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbed da holoio gand e skeud. Evel-se an hini ganet santel a vo anvet Mab Doue. 36 Ha setu bremañ : Elizabed da geniterv, hi ive he-deus koñsevet eur mab en he hozni, hag ar miz-mañ eo ar c’hwehved evid an hini a oa lesanvet “Gaonah”. 37 Ya, n’eus netra dibosubl da Zoue, ger ebed ! » 38 Ha Mari da lavared : « Setu amañ servicherez an Aotrou, ra vo greet din hervez da lavar ». Hag an êl a guita anezi.

Ar weladenn da Elizabed

39 Mari a zav en deiziou-ze, evid mond buan war-zu ar meneziou, beteg eur gêr euz Juda. 40 Antreal a ra e ti Zakari ha saludi Elizabed. 41 Pa glev Elizabed salud Mari, e trid ar bugel en he hreiz, ha karget eo Elizabed gand ar Spered Santel. 42 Sevel a ra-hi he mouez en eun doare kreñv, ha lavared : « Benniget out e-touez ar gwragez ha benniget eo ar frouez euz ho korv. 43 Penaoz ’z eus roet din e teufe mamm ma Aotrou beteg ennon ? 44 Rag, sell, pa ’z eo deut mouez da zalud beteg ma diouskouarn, e-neus ma bugel tridet gand levenez em horv. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vefe sevenet ar pez bet lavaret dezi a-berz an Aotrou ! »

Ar Magnificat

46 Ha Mari da lavared :
47 « Kana a ra ma ene gloar d’an Aotrou. Karget eo ma spered gand levenez, abalamour da Zoue, ma zalver ;
48 Rag taolet e-neus eur zell war uvelder e zervicherez ha setu ma vo lavaret hiviziken ma eürusted gand an oll rummadou,
49 rag greet e-neus an Oll-Halloudeg traou braz evidon : santel eo e ano.
50 Diskenn a ra e vadelez, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.
51 Dre nerz e vreh e kas kuit an dud a zo lorh en o halon.
52 Taoler a ra ar re halloudeg d’an traoñ euz o zronou, ha sevel an dud uvel.
53 Karga a ra a vadou ar re o-deus naon ha kas kuit ar re binvidig, goullo o daouarn.
54 Dond a ra da zikour Izrael e vugel, o kaoud soñj euz e vadelez,
55 evel m’e-neus komzet d’on tadou, evid plijoud da Abraham ha d’e ziskennidi da viken ».

56 Mari a jom gand Elizabed e-pad tri miz bennag hag e teu en-dro d’ar gêr.

Ganedigez Yann Vadezour

57 Deut eo heh amzer evid Elizabed ha genel a ra eur mab. 58 Klevet ganto e-neus an Aotrou diskouezet e vadelez dezi, eo laouen ganti heh amezeien ha he herent. 59 Dond a reont, d’an eizved devez, evid amdroh ar bugelig, ha prest int da lakaad dezañ ano e dad. 60 Med e vamm a respont : « Nann ! emezi, anvet e vo Yann ! » 61 Int da lavared dezi : « N’eus den ebed en da famill gand an ano-ze ». 62 Sin a reont d’e dad : pe ano e-nefe c’hoant da roi dezañ ? 63 Goulenn a ra eun dabletezenn ha skriva kement-mañ : « Yann eo e ano ». Ha souezet int oll.

Kantik Zakari

64 A-daol-trumm eo digoret e henou hag e deod, ha komz a ra en eur venniga Doue. 65 Skoet eo neuze an oll amezeien gand aon ha skignet eo brud an oll draou-ze dre veneziou Bro-Juda penn-da-benn. 66 Miret int e kalonou an oll re o hlev, ha lavared a ra ar re-mañ : « Piou eta e vo ar bugelig-mañ ? » Rag dorn an Aotrou a oa gantañ. 67 Karget eo Zakari, e dad, gand ar Spered Santel ha profedi a ra, en eur lavared :

68 « Benniget eo an Aotrou, Doue Izrael ! Deut eo da weladenni e bobl ha d’he dieubi.
69 Savet e-neus evidom eun nerz a zalvidigez, e ti David e zervicher.
70 Evel m’e-neus komzet dre henou ar zent, e brofeted a-viskoaz,
71 evid savetei ahanom diouz on enebourien, diouz dorn ar re o-deus droug ouzom,
72 ha diskouez e drugarez e-keñver on tadou ha derhel soñj euz e emgleo santel.
73 Le touet da Abraham on tad, evid roi deom
74 heb aon, goude beza bet dieubet diouz dorn on enebourien,
75 d’e adori er zantelez hag er justis, dirazañ a-hed on deveziou.
76 Ha te, bugelig, anvet e vi profet an Uhel-Meurbed, rag kerzed a ri dirag an Aotrou, evid kempenn e heñchou,
77 ha roi da anaoud d’e bobl ar zilvidigez evid pardon ar pehejou,
78 e donder trugarez on Doue. Dre-ze e teuio d’on gweladenni, Heol-Mintin deut euz an neh,
79 evid sklêrijenna an dud azezet en deñvalijenn hag e skeud ar maro, ha kas on treid war hent ar peoh ».

80 Kreski a ree ar bugelig ha kreñvaad a ree e spered. Bez’ edo en dezerz beteg an devez ma ’z eo diskouezet da Izrael.

Pennad daou

Ginivelez Jezuz

1 Hogen en amzer-ze e teu er-mêz eun dekred euz Sezar-Aogust evid niveri oll boblou ar bed. 2 An niveradeg-se eo an hini genta, Kiriniuz o veza gouarnour Bro-Ziria. 3 An oll a ya da veza niveret, pep hini en e gêr-dezañ. 4 Sevel a ra Jozef ive euz Bro-Halile, euz kêr Nazared da Vro-Jude, beteg kêr David anvet Betlehem – rag bez’ eo-eñ euz lignez ha famill David – 5 evid beza niveret gand Mari e bried hag a zo dougerez.

6 E-pad m’emaint eno, e teu heh amzer da Vari 7 ha genel a ra-hi he mab kenta-ganet. Paka a ra maillurou en-dro dezañ hag e lakaad en eul laouer, rag ne oa plas ebed evito en ostalidi.

8 Mesaerien a oa er vro-ze ha chom a reent er parkeier da ziwall o loened e-pad an noz. 9 Eun êl a Zoue en em ziskouez dezo, gloar an Aotrou a splanna dirazo hag aon braz a grog enno. 10 Lavared a ra an êl dezo : « N’ho-pet ket aon ken. Rag setu ma kemennan deoh eur helou mad, eul levenez vraz hag a vo evid ar bobl a-bez. 11 Ganet ez eus bet deoh hirio eur zalver, ar Hrist-Aotrou, e kêr David. 12 Hag ar zin-mañ a zo roet deoh : kavoud a reot eur bugelig, mailluret hag astennet en eul laouer ». 13 Hag a-daol-trumm, ez eus gand an êl eun armead euz an neñv, niveruz-tre, o veuli Doue en eur lavared : 14 « Gloar da Zoue e lein an neñv, ha peoh war an douar d’an dud karet gantañ. »

15 Pa ’z eo eet an êlez pell diouto, e lavar ar vesaerien an eil d’egile : « Deom eta beteg Betleem, ha gwelom ar pez a zo bet c’hoarvezet ha diskuliet deom gand an Aotrou ». 16 Mond a reont buan ha kavoud Mari, Jozef ive, hag ar bugelig lakeet el laouer. 17 O veza gwelet, e tiskuliont an traou a zo bet lavaret dezo diwar-benn ar bugelig-se. 18 O kleved kement-se eo souezet an oll dud gand ar pez a lavar ar vesaerien dezo. 19 Med Mari a zalh eviti an oll draou-ze hag a vir anezo en he halon. 20 Ar vesaerien a zistro d’ar gêr en eur gana gloar ha meuleudi da Zoue, evid pep tra klevet ha gwelet ganto, evel ma oa bet lavaret dezo.

An amdroh

21 Ha pa ’z eo tremenet an eisteiz evid e amdroh, eo lakeet dezañ e ano : Jezuz, evel m’eo bet anvet gand an êl, a-raog dezañ beza koñsevet e korv e vamm.

Jezuz kinniget d’an templ

22 Ha pa ’z eo tremenet deveziou o hlanidigez, hervez lezenn Moizez, e savont gantañ beteg Jeruzalem evid e ginnig d’an Aotrou, – 23 evel m’eo skrivet e lezenn an Aotrou : “pep paotr kenta-ganet a vo anvet santel evid an Aotrou” – 24 hag evid roi, e-giz sakrifis, hervez ar pez a zo skrivet e lezenn an Aotrou, eur houblad a durzunelled ha diou goulm vihan.

Kantik Simeon

25 Ha setu ma oa eun den e Jeruzalem, Simeon e ano. An den-ze, just ha devod, a oa o hortoz frealzidigez Izrael hag ar Spered Santel a oa warnañ. 26 Lavaret e oa bet dezañ gand ar Spered Santel ne welfe ket ar maro a-raog dezañ beza gwelet Krist an Aotrou. 27 Poulzet gand ar Spered, e teu-eñ en templ, dres d’ar mare m’eo degaset ar bugelig Jezuz gand e gerent, evid ober evitañ e-giz m’eo kustum hervez al lezenn. 28 Kemer a ra anezañ e pleg e zivreh ha meuli Doue, en eur lavared :

29 « Bremañ, Aotrou, e lezez da zervicher da vond e peoh, hervez da gomzou.
30 Peogwir o-deus ma daoulagad gwelet da zilvidigez,
31 lakeet ganeoh dirag an oll boblou :
32 eur sklêrijenn da ziskulia d’ar broadou ha da veza gloar da bobl Izrael. »

33 Sebezet eo e vamm hag e dad gand ar pez a zo lavaret diwar e benn. 34 O benniga a ra Simeon ha lavared da Vari e vamm : « Setu m’eo lakeet hemañ evid ma kouezo ha ma savo kalz tud e lzrael : bez’ e vo-eñ eur zin a elbik. 35 Ha te, toullet e vo da ene gand eur hleze, evid ma vo diskuliet, e kalz tud, prederiou o halonou. »

36 Ha bez’ e oa Anna, ar brofetez. Merh da Fanouel, euz rann Azer, eo-hi deut war eun oad braz. Bevet he-doa e-pad seiz vloaz gand he gwaz war-lerh o dimezi, 37 ha goude-ze evel intañvez beteg he fevar bloaz ha pevar-ugent. Chom a ra tost d’an templ, o yuni hag o pedi, noz-deiz e servich Doue. 38 Degouezoud a ra d’an eur-ze ha d’he zro e lavar meuleudi da Zoue hag e komz euz ar bugel d’an oll dud o hortoz silvidigez Izrael.

39 Pa ’z eo bet sevenet pep tra ganto, hervez lezenn Doue, e tistroont da Vro-Halile, da Nazared, o hêr. 40 Kreski ha kreñvaad a ree ar bugelig : leun e oa a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.

Jezuz adkavet en templ

41 Kerent Jezuz a yee beb bloaz da Jeruzalem evid gouel Pask. 42 Pa ’z eo deut d’e zaouzeg vloaz, e savont gantañ, hervez kustum ar gouel. 43 Echu an deiziou, e teuont en-dro ; med Jezuz, ar paotrig, a jom e Jeruzalem heb gouzoud d’e dud. 44 O soñjal e oa-eñ e-touez ar vandennad, e reont eun deveziad-hent a-raog mond d’e gklask e-touez tud o famill hag o anaoudegez. 45 O veza ma n’o-deus ket e gavet, e tistroont da Jeruzalem en eur glask war e lerh. 46 Hogen, goude tri devez, ez eo kavet ganto, azezet en templ, e-touez ar gelennerien, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 An oll re hag e glev a zo sebezet gand e spered hag e respontou. 48 Skoet eo e dud p’e welont, hag e vamm da lavared dezañ : « Mabig, perag az-peus greet an dra-ze ? Setu da dad ha me, nehet-braz, o klask war da lerh. » 49 Respont a ra dezo : « Perag e oah o klask ahanon ? Ha ne ouieh ket eo dao din beza war-dro traou ma zad ? » 50 Int a-vad ne gomprenont ket ar homzou a lavar-eñ dezo.

51 Diskenn a ra ganto ha dond da Nazared. Ha sentuz e oa dezo. E vamm a zalhe an oll draouze en he halon. 52 Ha Jezuz a greske er furnez, e ment hag er hras, dirag Doue hag an dud.

Pennad tri

Eur vouez en dezerz

1 Er bloavez pemzeg euz gouarnamant Tiber Sezar, Pons-Pilat o veza gouarnour Bro-Jude, Herodez tetrark Bro-Halile, Filip e vreur tetrark Bro-Iture ha Trakonid, ha Lizaniaz tetrark Bro-Abilen, 2 e amzer ar beleg-meur Annaz ha Kaifaz, e teu komz Doue da Yann, mab Zakari, er goueleh.

3 Dond a ra tro-dro bro ar Stèr-Jourdan hag embann eur vadeziant a binijenn evid pardon ar pehejou, 4 evel m’eo skrivet e leor komzou Izai, ar profet : « Eur vouez ! Eun den o krial er goueleh : kempennit hent an Aotrou, eünnait e wenojennou ! 5 Pep stankenn a vo leuniet, peb menez ha pep tuchenn a vo izelleet ; eünneet e vo an heñchou kamm ha kompezet ar re rust. 6 Ha pep den a welo silvidigez Doue. »

7 Lavared a ree eta d’ar boblad-tud a zeue da veza badezet gantañ : « Gouenn naered, piou e-neus desket deoh tehed dirag ar gounnar o tond ? 8 Roit frouez hag a ziskouezo eo gwir ho keuz. Ha na grogit ket da lavared en ho kalonou : “Abraham eo on-eus da dad”. Rag lavared a ran deoh e hell Doue, euz ar vein-mañ, sevel mibien da Abraham. 9 Bez’ ema dija ar vouhal e troad ar wezenn ha peb gwezenn na ro ket frouez mad a zo trohet ha taolet en tan. »

10 Ar boblad-tud a houlenne digantañ : « Petra, emezo, a raim-ni ? » 11 Respont a ra en eur lavared dezo : « An hini e-neus diou zae a roio unan d’an hini n’e-neus nikun. An hini e-neus boued a raio kemend-all ». 12 Dond a ra publikaned zoken da veza badezet. Lavared a reont dezañ : « Mestr, petra a raim-ni ? » 13 Eñ a respont dezo : « Na gemerit netra ouspenn ar pez a zo bet gourhemennet deoh ». 14 Tud euz an arme a houlenn digantañ : « Ha ni, emezo, petra a raim ? » Respont a ra dezo : « Na heskinit den ebed. Na laerit netra. Tremenit gand ho pae hepken ».

Yann a gemenn an hini a zo o tond

15 Ar bobl a zo en gortoz ha pep hini a ra prederiadennou en e galon, diwar-benn Yann : « Ha ma vefe hemañ ar Mesi ? » 16 Respont a ra Yann ha lavared d’an oll : « Me a vadez ahanoh en dour. Med dond a ra unan kreñvoh egedon. Ne veritan ket dilasa lerenn e votou. Ho padezi a ray-eñ er Spered Santel hag en tan. 17 Setu m’ema gantañ ar bal-wenta en e zorn, evid nêtaad e leur da vad, ha dastum an ed en e hrignol. Med ar pell a vo devet gantañ en eun tan na varvo ket ». 18 Gand kalz prezegennou all, eh embann eta ar helou mad d’ar bobl.

19 Rebechou a ra da Herodez, an tetrak, en abeg da Herodiadez, gwreg e vreur, hag, ouspenn an oll draou fall e-neus greet, 20 e ra c’hoaz Herodez kement-mañ, dreist pep tra all : lakaad Yann er prizon.

Jezuz a zo badezet

21 Hogen, bet badezet ar bobl a-bez, ema Jezuz o pedi, goude beza bet badezet ive ; ha digoret eo an neñv. 22 Diskenn a ra ar Spered Santel warnañ, dindan eur stumm korveg, evel eur goulm. Ha dond a ra eur vouez euz an neñv : « Te eo ma mab ; me am-eus da hanet hirio ».

Mab Adam, mab Doue

23 Ha Jezuz, pa grog gand e labour-prezeg, e-neus war-dro tregont vloaz. Mab eo, hervez ar pez a greder, da Jozef, mab Heli, 24 mab Matat, mab Levi, mab Melki, mab Yanni, mab Jozef, 25 mab Matatiaz, mab Amoz, mab Nahoum, mab Ezli, mab Nagai, 26 mab Maaz, mab Matatiaz, mab Semei, mab Jozeg, mab Yoda, 27 mab Yoanan, mab Reza, mab Zorobabel, mab Salatiel, mab Neri, 28 mab Melki, mab Addi, mab Kozam, mab Elmadam, mab Êr, 29 mab Jezuz, mab Eliezer ; mab Jorim, mab Matat, mab Levi, 30 mab Simeon, Mab Youda, mab Jozef, mab Jonam, mab Eliakim, 31 mab Melea, mab Menna, mab Mataza, mab Nazam, mab David, 32 mab Jese, mab Yobed, mab Booz, mab Sala, mab Naason, 33 mab Aminadab, mab Admin, mab Ama, mab Ezron, mab Farez, mab Youna, 34 mab Jakob, mab Izaag, mab Abraham, mab Tera, mab Nahor, 35 mab Sarouk, mab Ragan, mab Falek, mab Eber, mab Sala, 36 mab Kainam, mab Arfakaad, mab Sem, mab Noe, mab Lamek, 37 mab Matuzalem, mab Enok, mab Jaret, mab Malaleel, mab Kainam, 38 mab Enoz, mab Set, mab Adam, mab Doue.

Pennad pevar

Daou-ugent devez er goueleh

1 Leun gand ar Spered-Santel, e teu Jezuz en-dro euz ar Stèr-Jourdan. Kaset eo gand ar Spered 2 d’ar goueleh ha tentet gand an diaoul, e-pad daou-ugent devez. Ne zebr netra en deiziou-ze ha, pa ’z int echu, e-neus naon.

Tentel gand an diaoul

3 An diaoul a lavar dezañ : « Ma ’z out-te mab Doue, lavar d’ar mên-mañ dond da veza bara ». 4 Respont a ra Jezuz : « Skrivet eo : “N’eo ket diwar ar bara hepken e vevo an den” ».

5 Kas a ra anezañ uhelloh ha diskouez dezañ rouanteleziou ar bed-oll, en eur berr amzer. 6 An diaoul a lavar dezañ : « Dit e roin ar galloud war an oll vroiou-ze gand o gloar, rag din eo bet roet hag he roan d’an neb a fell din. 7 Evidout-te eta, ma stouez dirazon, dit e vo, en he fez ». 8 Respont a ra Jezuz dezañ : « Skrivet eo, emezañ : “Stoui a ri dirag an Aotrou da Zoue hag eñ eo an hini nemetañ a adori” ».

9 Kas a ra anezañ da Jeruzalem, e lakaad war lein an templ ha lavared dezañ : « Ma ’z out mab Doue, en em daol ahann d’an traoñ. 10 Rag skrivet eo : “D’e êlez e roio an urz da ziwall ahanout, 11 ha gand o zaouarn e savint ahanout gand aon na stokfes da droad ouz eur mên” ». 12 Respont a ra Jezuz : « Skrivet eo : “Ne denti ket an Aotrou da Zoue” ».

13 Echu gantañ peb amprouenn, e pella an diaoul dioutañ, evid eur mare. 14 Dond a ra Jezuz en-dro da Vro-Halile, dindan galloud ar Spered. E vrud a red dre ar vro tro-dro. 15 Kelenn a ree en o zinagogennou ha meulet e oa gand an oll.

Jezuz o tond en-dro da Nazared

16 Dond a ra da Nazared, al leh m’eo bet savet ennañ. Evel m’eo boazet, ez a d’ar zinagogenn da zeiz ar zabad, ha sevel a ra evid lenn. 17 Roet eo dezañ leor ar profet Izai. Dibuna a ra al leor ha kavoud ar pennad m’eo skrivet ennañ : 18 « Spered an Aotrou a zo warnon, peogwir e-neus ma olevet, evid embann ar helou mad d’ar beorien. Kaset e-neus ahanon evid kemenn d’ar brizonidi ez int dijadennet, d’an dull dall ez int sklêrijennet, 19 evid degas ar re wasket war-zu an dieubidigez, hag evid embann eur bloavez a zegemer a-berz an Aotrou. »

20 Puna a ra al leor, henn roi d’ar zervicher hag azeza. Troet eo war-zu ennañ daoulagad peb unan er zinagogenn. 21 Krogi a ra da lavared dezo : « Hirio, eo deut da wir ar skrid-se, evid ho tiouskouarn ». 22 An oll a ro testeni dezañ. Souezet int gand ar homzou a hras o tond euz e henou.

Den ebed n’eo profet en e vro

23 Lavared a reent : « Bez’ eo-eñ mab Jozef, neketa ? Hennez ! ». Hag eñ a lavar dezo : « Sur e lavarot din ar barabolenn-mañ : “Medisin, en em bare, te da-unan ! Pep tra on-eus klevet hag a zo c’hoarvezet e Kafarnaom, henn gra amañ, en da vro”. »

24 Med lavared a ra : « Amen, bez’ e lavaran deoh : ne vez degemeret profet ebed en e vro. 25 E gwirionez e lavaran deoh : bez’ e oa kalz intañvezed e Bro-Izrael, e amzer Eliaz , pa oa serret an oabl e-pad tri bloaz ha c’hweh miz, ken na oa eur gernez vraz war an douar a-bez. 26 Ha da nikun anezo ne oa kaset Eliaz, med kentoh da Zarepta e-kichenn Sidon, da di eun intañvez. 27 Ha bez’ e oa kalz tud lor e Bro-Izrael e amzer ar profet Elize. He ne oa glanneet nikun anezo, med kentoh Naaman, ar Ziriad ».

28 Leun a gounnar int oll, er zinagogenn, o kleved kement-se. 29 Sevel a reont, e gas er-mêz euz kêr ha e zegas ganto beteg torr ar menez m’eo savet o hêr warnañ, evid e daoler d’an traoñ. 30 Eñ a-vad a dremen en o zouez hag a ya kuit.

E sinagogennn Kafarnaom

31 Diskenn a ra da Gafarnaom, eur gêr euz ar Galile. O helenn a ree d’an deveziou-sabad. 32 Skoet e oant gand e gelennadurez, rag leun a halloud e oa e gomzou. 33 Ha setu, er zinagogenn, eun den hag a zo ennañ spered eun diaoul dihlan. Krial a ra a vouez kreñv : 34 « A ! Petra ’zo etrezom-ni ha te, Jezuz a Nazared ? Deut out da gas ahanom da goll ! Gouzoud a ran piou out-te : sant Doue ! »

35 Jezuz e hourdrouz, en eur lavared : « Ro peoh ! Deus er-mêz ha pella dioutañ ! » An diaoul e daol d’an douar, e-kreiz an dud, hag a ya kuit dioutañ, heb ober droug ebed dezañ. 36 Ha spontet int oll. Komz a reent an eil d’egile, en eur lavared : « Pebez komz, homañ ! Gand pebez beli ha galloud e hourhemenn d’ar sperejou dihlan, hag ar re-mañ a ya er-mêz ». 37 Ha gar brud diwar e benn en em skigne e peb leh tro-war-dro.

Mamm-gaer Simon

38 Kuitaad a ra ar zinagogenn hag antreal e ti Simon. Gwasket e oa mamm-gaer Simon gand eun derzienn vraz. E hedi a reont eviti. 39 Stoui a ra-eñ a-uh dezi ha gourdrouz an derzienn : homañ a ya kuit diouti. Sevel a ra-hi dioustu hag o zervicha a ree.

40 Da vare ar huz-heol, e teue an oll re o-doa klañvourien gand bep seurt poaniou d’o has davetañ. Eñ a lakee e zaouarn war bep hini anezo hag o faree. 41 Euz kalz anezo e teue ive an diaouled er-mêz hag e lavarent en eur huchal : « Te a zo mab Doue ! » O gourdrouz a ra ha ne fell ket dezañ o lezel da gomz, rag gouzoud a reont eo-eñ ar Mesi.

Prezegenn er zinagogenn

42 Deut goulou-deiz, ema-eñ er-mêz hag ez a d’eul leh digenvez. E glask a ra ar boblad-tud ha dond beteg ennañ. Warnañ e talhont, evid na ’z aio ket kuit diouz o bro. 43 Eñ a lavar dezo : « D’ar hêriou all ive e rankan kemenn kelou mad rouantelez Doue : evid-se eo on bet kaset ». 44 Ha prezeg a ree e sinagogennou Bro-Jude.

Pennad pemp

Ar brezegenn e-kichenn al lenn

1 Hogen, stank e oa ar boblad-tud en-dro dezañ, evid kleved komz Doue ha bez’ e oa-eñ en e zao war ribl lenn Jenezared. 2 Gweled a ra diou vag a oa war vord al lenn : dilestret o-deus ar besketêrien hag emaint o walhi o rouejou. 3 Pignad a ra-eñ en unan euz ar bagou hag a oa da Zimon, ha goulenn digantañ mond eun tammig pelloh diouz an douar. Azezet er vag, e kelenne an dud.

Taolit ho rouejou

4 Echu gantañ e brezegenn, e lavar da Zimon : « Sko d’an donvor ha taolit ho rouejou, evid pesketa. » 5 Respont a ra Simon : « Mestr, emezañ, poaniet on-eus e-pad an noz a-bez, hep paka tra ebed. Med, war da houlenn, e taolin ar rouejou. » 6 Henn ober a reont hag e pakont kement a besked ma oa o rouejou war-nez beza roget. 7 Sin a reont d’o heneiled er vag all dond da roi dorn dezo ; dond a reont ha karga an diou vag, ken ma oant prest da vond d’ar strad.

8 O weled kement-se, e kouez Simon war e zaoulin, dirag Jezuz, hag e lavar : « Kerz pell diouzin, Aotrou, rag eun den peher on ». 9 Rag spontet eo hag ar re all gantañ, dirag ar bern pesked o-deus paket.10 Memez tra evid Jakez ha Yann, mibien Zebede, hag a oa keneiled Simon. Jezuz a lavar da Zimon : « Arabad dit kaoud aon : adaleg bremañ, tud eo a besketi beo. » 11 Ha goude beza kaset o bagou beteg an douar, e tilezont pep tra hag ez eont d’e heul.

An den lor glanneet

12 Hogen, pa oa-eñ en unan euz ar hêriou, setu ma teu eno eun den goloet a lorgnez. Pa wel Jezuz, e kouez, e zremm d’an douar, hag e bedi a ra, en eur lavared : « Aotrou, ma fell dit, e hellez ma glannaad. » 13 Astenn a ra Jezuz e zorn ha touch anezañ, en eur lavared : « Me a fell din, bez glanneet. » Kerkent ez a al lorgnez kuit dioutañ. 14 Gourhemenn a ra dezañ : « Chom heb lavared netra da zen ebed. Med kerz d’en em ziskouez d’ar beleg, ha kinnig, evid da hlanidigez, ar pez e-neus Moizez gourhemennet, evel eun testeni evito. » 15 Ar homzou diwar e benn en em skigne muioh mui. Pobladou-tud niveruz en em vode evid e gleved ha beza pareet diouz o hleñvejou. 16 Evitañ, en em denn a ree er gouelehiou, da bedi.

En den seizet, diskennet dre an doenn

17 Hogen, eun deiz m’edo o prezeg, e oa azezet dirazañ farizianed ha doktored war al lezenn, deut euz pep kêriadenn e Bro-Halile ha Bro-Jude, hag euz Jeruzalem. Galloud an Aotrou e lakee d’ober pareañsou.

18 Ha dond a ra tud o tougen eur gwaz seizet, war eur gwele. Klask a reont mond tre gantañ hag e lakaad dirag Jezuz. 19 Ha ne gavont ket dre beleh e gas e-barz, abalamour d’an dud. Pignad a reont war al leurenn-doenn hag e ziskenn gand e gravaz, e-kreiz an dud, dirag Jezuz. 20 Hemañ a wel o feiz hag e lavar : « Paotr ! Pardonet eo dit da behejou ». 21 Ar skriverien hag ar farizianed a grog neuze da gomz kenetrezo, en eur lavared : « Piou eo hemañ hag a zo o tisakreal ? Piou a bell pardoni ar pehejou, nemed Doue e-unan ? »

22 Anaoud a ra Jezuz o homzou hag e respont dezo : « Perag, emezañ, seurt soñjennou en ho kalonou ? » 23 Pehini eo an dra êsa ? Lavared : “Pardonet eo da behejou”, pe lavared : “Sav en da zav ha kerz” ? 24 Ahanta ! evid ma ouezfeh e-neus mab an den ar galloud war an douar da bardoni ar pehejou… », e lavar d’an den seizet : « Dit-te, e lavaran : sav en da zav, kemer da gravaz ha kerz d’ar gêr ! » 25 A-daol-trumm, e sav dirazo, e kemer ar pez ma oa bet astennet warnañ, hag ez a kuit d’ar gêr, en eur renta gloar da Zoue. 26 Souezet int oll : renta a reont gloar da Zoue ha leun e oant a aon, en eur lavared : « Traou digreduz on-eus gwelet hirio. »

Galvidigez Levi

27 War-lerh kement-se, ez a er-mêz hag e wei eur publikan anvet Levi, azezet e bureo ar maltoutèrèz. Lavared a ra dezañ : « Deus d’am heul ». 28 O veza kuiteet pep tra, e sav hag ez a d’e heul. 29 Ha Levi d’ober evitañ eur mell pred en e di : bez’ e oa eur bern tud, publikaned ha reou all, astennet ganto e-kichenn an daol. 30 Grozmolad a ree ar farizianed hag ar skriverien, a-eneb an diskibien, en eur lavared : « Gand publikaned ha peherien e tebrit hag eh evit-c’hwi ! Perag ’ta ? » 31 Jezuz a respont dezo : « N’eo ket, emezañ, an dud yah o-deus ezomm a vedisin, med ar re a zo klañv. 32 N’on ket deut evid gelver ar re just, med ar beherien da jeñch buhez. »

Yun ebed d’an devez eured

33 Lavared a reent dezañ : « Diskibien Yann a ra yun aliez ha pedennou hir ; hag evel-se e ra diskibien ar farizianed. Hogen, da re-dit a zebr hag a ev ». 34 Ha Jezuz da lavared dezo : « Keneiled an den nevez, daoust hag e hellit o lakaad da yuni e-pad m’ema an den nevez ganto ? 35 Med dond a ray an deiziou ma vo tennet an den nevez diganto. Neuze e yunint, en deveziou-ze ».

Morse eun dra nevez war eun dra goz

36 Lavared a ra ive dezo eur barabolenn. « Den ebed ne rog eun tamm diouz eur gwiskamant nevez evid peñseliad eur gwiskamant koz ; anez da ze eo roget an hini nevez, evel-just, hag an hini koz ne gloto ket gand ar peñsel tennet diouz an hini nevez ».

Gwin koz ebed e sehier-lèr koz

37 « Den ebed ne lak gwin nevez e sehier-lèr koz. Anez da ze, e tarzo ar zehier-lèr, evel-just, gand ar gwin nevez : fennet e vo ar gwin ha kollet ar zehier-lèr. 38 Ra vo lakeet gwin nevez e sehier-lèr nevez ! »

Ar gwin koz

39 « Den ebed n’e-neus c’hoant da gaoud gwin nevez, goude beza evet gwin koz. Rag lavared a ra : “Dispar eo an hini koz !” »

Pennad c’hweh

Mestr ar zabad

1 Hogen, bez’ e oa-eñ o treuzi parkou-ed, e-pad ar zabad. E ziskibien a gutuille pennou-ed hag o debre, goude beza o dizillet en o daouarn. 2 Lod euz ar farizianed a lavar : « Perag e rit ar pez a zo divennet d’an devez-sabad ? » 3 Jezuz a respont, en eur lavared dezo : « N’ho-peus ket lennet zoken ar pez e-neus greet David ? Penaoz, p’e-noa naon, eñ hag ar re all gantañ, 4 eo eet e-barz Ti an Aotrou, e-neus kemeret baraennou ar Hinnig, e-neus o debret ha roet d’ar re all gantañ, ar pez ne vez aotreet debri nemed gand ar veleien o-unan ». 5 Lavared a ree dezo : « Mestr war ar zabad eo mab an den ».

An dorn dizehet

6 Hogen, e-pad eur zabad all, ez a d’ar zinagogenn hag ema o kelenn. Bez’ e oa eno eun den gand e zorn dizehet. 7 Hag ema ar skriverien hag ar farizianed o spia Jezuz : daoust hag e rofe ar pare e-pad ar zabad ? Kement-mañ evid kaoud abeg d’e damall.

8 Eñ a-vad a anavez o zoñjennou hag a lavar d’an den gand e zorn dizehet : « Sav ha chom war-zao, er hreiz ! ». Sevel a ra ha chom war-zao. 9 Jezuz a lavar dezo : « Goulenn a ran diganeoh : ha permetet eo, d’ar zabad, ober vad pe ober droug, savetei eur vuhez pe koll anezi ? » 10 Selled a ra outo oll, tro-war-dro, ha lavared d’an den : « Astenn da zorn ». Henn ober a ra : pareet eo e zorn. 11 Leun int gand ar gounnar ha komz a reont etrezo diwar-benn petra ober da Jezuz.

Dibab a ra daouzeg

12 Hogen, en deiziou-ze, ez a er-mêz war ar menez, da bedi. Tremen a ra an nozvez o pedi Doue. 13 Pa ’z eo deut an deiz, e halv e ziskibien hag e tibab daouzeg en o zouez, ar re anvet ive ebestel gantañ : 14 Simon, anvet ive Pèr gantañ, hag Andreo e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez, mab Alfe, Simon, lesanvet an hini gredeg, 16 Judaz, mab Jakez, Judaz Iskariot hag a zeuio da veza trubard.

Pareet int oll gantañ

17 Diskenn a ra ganto ha chom a-zav war eur gompezenn. Ha setu eur bern euz e ziskibien hag eur boblad vraz a dud euz Bro-Jude a-bez, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon, 18 deuet d’e zelaou ha da veza diboaniet euz o oll gleñvejou. Pareet eo ar re a zo heskinet gand ar sperejou dihlan.19 Klask a ra ar boblad-tud a-bez touch outañ, peogwir e teu er-mêz anezañ eur galloud hag a bare an oll anezo.

Eüruz ar re baour

20 Sevel a ra e zaoulagad war e ziskibien ha lavared : « Eüruz ar re baour ! rag deoh eo rouantelez Doue.
21 Eüruz ar re o-deus naon bremañ ! rag ho kwalh ho-po.
Eüruz ar re a ouel bremañ ! rag c’hwi a hoarzo.
22 Eüruz oh-c’hwi ! po-devo an dud kasoni ouzoh, pa viot kaset kuit ha dismegañset ganto, ha pa zistaolint hoh ano evel fall, ablamour da vab an den.
23 Bezit laouen ha tridit en devez-se. Setu m’eo braz ho tigoll en neñvou, rag greet e veze seurt traou d’ar brofeted gand o zadou. »

Maleüruz ar re binvidig

24 « Med siwaz ! maleüruz oh-c’hwi ! tud pinvidig, rag frealzet oh dija.
25 Maleüruz oh-c’hwi ! hag ho-peus ho kwalh bremañ, rag naon ho-po.
Maleüruz oh-c’hwi ! hag a zo o hoarzin bremañ, rag glaharet e viot ha gouela a reot.
26 Maleüruz oh-c’hwi ! pa lavaro an oll dud ar vad diwar ho penn, rag kement-se e ree o zadou d’ar fals-profeted ».

Karit hoh enebourien

27 « Med lavared a ran deoh-c’hwi ha ma hlev : karit hoh enebourien. Grit vad d’ar re o-deus kasoni ouzoh. 28 Bennigit ar re a lavar malloz deoh. Pedit evid ar re a wallgomz diwar ho penn.
29 D’an hini a sko war da jod, kinnig ive an hini all. D’an hini a gemer da vantell, na jom ket heb roi ive da zae dezañ.
30 D’an nep piou bennag a houlenn diganit, ro dezañ. D’an hini a gemer da vadou, chom heb o goulenn digantañ en-dro ».

Al lezenn-aour

31 « Evel ma fell deoh e rafe an dud evidoh, grit memez tra evito.
32 Ma ne garit ar re nemeto hag ho kar, peseurt anaoudegez-vad evidoh ? Rag, gand ar beherien zoken, eo karet ar re o har.
33 Ha ma rit vad d’ar re a ra vad deoh, peseurt anaoudegez-vad a vo evidoh ? Ar beherien zoken a ra kemend-all.
34 Ha ma brestit d’ar re ho-peus spi da gaoud diganto, peseurt anaoudegez-vad a vo evidoh ? Ar beherien zoken a brest da beherien evid reseo kement-ha-kement en-dro.
35 D’ar hontrol, karit hoh enebourien, grit vad ha prestit heb gortoz tra ebed en-dro. Braz e vo ho tigoll ha bez’ e viot mibien an Uhel-Meurbed, an hini hag a ra vad d’ar re dianaoudeg ha d’ar re fall.36 Bezit leun a druez, evel m’eo ho Tad leun a druez. »

Na varnit ket

37 « Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Diliammit et hag e viot diliammet.
38 Roit hag e vo roet deoh. Roet e vo deoh e pleg ho mantell eur muzuliad kaer, chouket, hejet ha leun-dreist. Rag diouz ar muzul a vuzulit gantañ e vo muzuliet deoh en-dro. »

Eun den dall o heñcha eun den dall

39 Lavared a ra dezo eur barabolenn : « Ha bez’ e hell eun den dall heñcha eun den dall ? Daoust ha ne gouezint ket o-daou en eun toull ? »

Diskib ebed a-uh d’e vestr

40 « N’eus diskib ebed a-uh d’e vestr. Med eur wech bet desket, e vo pep hini evel e vestr. »

An treust hag ar blouzenn

41 « Petra ! Selled a rez ouz ar blouzenn e lagad da vreur ? Ha ne daolez ket evez ouz an treust hag a zo en da lagad ? 42 Penaoz e heliez lavared d’az preur : “Breur, lez ahanon da denna kuit ar blouzenn a zo en da lagad”, ha ne zellez ket ouz an treust a zo en da lagad-dit ? Pilpouz ! tenn kuit an treust diouz da lagad, da genta, ha neuze e weli sklêr evid tenna kuit ar blouzenn diouz lagad da vreur. »

Frouez ar galon eo ar gomz

43 « N’eus ket eur wezenn gaer hag a rofe frouez brein. Na kennebeud eur wezenn vrein hag a rofe frouez kaer. 44 Rag anavezet e vez peb gwezenn diouz he frouez-dezi : ne vez ket dastumet fiez war ar spern, ha ne vez ket mendennet rezin war an drez.

45 An den mad a denn traou mad euz teñzor mad e galon. An hini fall a denn traou fall euz e deñzor fall. Rag komz a ra e henou euz ar pez a ziskarg e galon. 46 Perag e lavarit “Aotrou, Aotrou !” din ha ne rit ket ar pez a lavaran ? »

An daou di

47 « An hini a zeu davedon, a glev ma homzou hag a zent outo, hennez emaon o vond da lavared deoh ouz piou eo-eñ heñvel. 48 Heñvel eo ouz eun den o sevel ti. Kleuza a ra, mond don ha lakaad eun diazez war ar roh. Ha setu dour-beuz o tond, ar froud-dour en em daol ouz an ti, med n’eo ket kreñv a-walh evid e vralla rag savet eo bet en eun doare kaer. 49 Medan hini a glev ha ne ra ket a zo heñvel ouz eun den a zav ti war an douar, heb diazez. Ar froud-dour en em daol outañ ha dioustu e kouez d’an traoñ. Ha braz eo dizah an ti-ze. »

Pennad seiz

Feiz ar hantener

1 P’e-neus Jezuz echuet kas an oll gomzou-ze beteg diouskouarn ar bobl, ez a tre da Gafarnaom. 2 Eur hantener e-noa eur mevel a yee fall hag a oa war-nez mervel : kalz istim e-noa evitañ. 3 Kleved a ra ano euz Jezuz ha kas davetañ eun nebeud pennou-braz a-douez ar Juzevien, da houlenn digantañ dond da zavetei e vevel. 4 Erruet e-kichenn Jezuz, e aspedont stard, en eur lavared : « An den-ze a verit e rafes an dra-ze evitañ ,5 rag kared a ra or broad hag eñ eo e-neus savet ar zinagogenn. »

6 Jezuz a ya ganto ha n’ema ket pell diouz an ti pa gas ar hantener mignoned da lavared dezañ : « Aotrou ! Arabad deoh en em skuiza, rag ne veritan ket e teufes dindan ma zoenn.7 Evel-se n’am-eus ket kavet, me ma-unan, beza din da vond beteg ennout. Med lavar eur ger hepken, evid ma vo pareet ma mevel. 8 Rag me, hag a zo dindan galloud unan all, am-eus soudarded dindannon. Lavared a ran da unan : “Kerz” hag ez a. Da unan all : “Deus” hag e teu. Ha d’am mevel : “Gra an dra-mañ” hag henn ober a ra. ». 9 O kleved ar homzou-ze, e chom Jezuz barnet. Troi a ra war-zu ar boblad-tud : « Me a lavar deoh, emezañ, e Izrael zoken, n’am-eus ket kavet seurt feiz. » 10 O tond en-dro d’ar gêr, e kav ar gannaded ar mevel pareet.

Mab intanvez Naim

11 Hogen, goude-ze ez a d’eur gêr anvet Naim. E ziskibien hag eur bern tud a ra hent gantañ. 12 Tost ema da zor-kêr ha setu ma touged d’an douar eun den maro, mab nemetañ d’e vamm, ha homañ a oa intañvez. Eur boblad-tud euz kêr, niveruz a-walh, a oa ganti. 13 Ouz he gweled, eo an Aotrou glaharet eviti, e don e galon, hag e lavar dezi : « Na ouel ket ken. »

14 Tostaad a ra ha touch ar hravaz : an dougerien a jom a-zav. Lavared a ra-eñ : « Paotr yaouank, me a lavar dit : sav ! » 15 An hini maro a zav, a jom azezet hag a grog da gomz. Roet eo d’e vamm gand Jezuz. 16 An aon a grog enno oll, ha renta a reont gloar da Zoue, en eur lavared : « Eur profet braz a zo savet en on touez. Doue e-neus bizitet e bobl. » 17 Ar homzou-ze, diwar e benn, a red dre Vro-Jude a-bez ha penn-da-benn ar broiou tro-dro.

Goulenn Yann-Vadezour

18 Kelou a zo kaset da Yann, gand e ziskibien, diwar-benn an oll draou-ze. Gelver a ra Yann daou anezo 19 hag o has war-zu an Aotrou da lavared dezañ : « Daoust ha te eo an hini o tond, pe red eo gortoz unan all ? » 20 Dond a ra an daou zen beteg ennañ, en eur lavared : « Yann-Vadezour or has davedout da houlenn : “Daoust ha te eo an hini o tond, pe red eo gortoz unan all ?” » 21 D’an eur-ze e ro-eñ ar pare da galz tud, diouz o hleñvejou, diouz an drougou ouz o heskina, ha diouz ar sperejou fall. Da galz tud dall, e ro ar hras da weled. 22 Respont a ra dezo : « It, emezañ, da gemenn da Yann ar pez ho-peus gwelet ha klevet : tud dall a wel sklêr, re gamm a vale, tud lor a zo glan, ha tud bouzar a glev. Dihuni a ra tud maro, ha da beorien eo kemennet ar helou mad. 23 Eüruz an hini na vo ket gwall-skweriet abalamour din ! » 13

Jezuz o komz diwar-benn Yann

24 Kannaded Yann a ya kuit. Ha krogi a ra Jezuz da gomz d’an dud diwar-benn Yann : « Piou oh-c’hwi eet da weled er goueleh ? Eur raosklenn hejet gand an avel ? 25 Med petra oh-c’hwi eet da weled ? Eun den gwisket gand dillad cheuh ? Setu m’ema e paleziou ar rouaned an dud a zo gwisket gand dillad cheuh hag en eun doare lorhuz. 26 Med petra oh eet da weled ? Eur profet ? Ya, hag e lavaran deoh, katz muioh eged eur profet. 27 Diwar e benn eo ez eus bet skrivet : “Setu ma kasan ma hannad dirag da zremm, kompeza a raio da hent dirazout”. 28 Lavared a ran deoh : e-touez ar re a zo ganet euz ar gwragez, n’eus ket brasoh eged Yann. Med ar bihanna e rouantelez Doue a zo brasoh egetañ. 29 AI bobl a-bez, ar bublikaned zoken, o-deus rentet justis da Zoue, o veza badezet dre vadeziant Yann. 30 Ar farizianed a-vad, hag an dud a lezenn o-deus diarbennet menoz Doue evito, dre jom heb beza badezet gantañ ».

Ar vugale war al leurgêr

31 « Gand piou eta keñveria tud ar rummad-mañ ? Ouz piou int heñvel ? 32 Heñvel int ouz bugale azezet war al leurgêr, o huchal an eil re d’ar re all, en eur lavared : “C’hoariet on-eus fleüt evidoh ha n’ho-peus ket dañset. Kanet on-eus gwerziou ha n’ho-peus ket leñvet !” 33 Rag deuet eo Yann-Vadezour, heb debri bara nag eva gwin, hag e lavarit : “Eun diaoul a zo ennañ” ; 34 ha deuet eo mab an den, o tebri hag oh eva, hag e lavarit : “Setu amañ eun den lonteg hag eun ever gwin, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien”. 35 Med reiz eo bet kavet ar Furnez gand heh oll vugale ».

Ar beherez e ti ar Jarizian

36 « Unan euz ar farizianed e bed da zebri gantañ. Antreal a ra e ti ar farizian ha mond ouz taol. 37 Ha setu eur vaouez a oa e kêr, eur beherez, hag a glev ema-eñ ouz taol, e ti ar farizian. Degaset ganti eul lestr-alabastr, Jeun a louzou c’hwez-vad, 38 e teu a-dreñv Jezuz, e-harz e dreid, hag en em lak da ouela. Gand he daelou e krog da zoura e dreid ha d’o zehi gand he bleo ; ha goude beza poket dezo e-pad pell, e lak louzou c’hwez-vad warno. 39 O weled kement-mañ, e lavar ennañ e-unan ar farizian e-noa e bedet : « Hennez, ma vije bet eur profet, a ouezfe piou hag euz pe seurt eo ar vaouez o touch outañ, rag bez’ eo-hi eur beherez ». 40 Komz a ra Jezuz : « Simon, emezañ, eun dra am-eus da lavared dit ». Respont a ra : « Komz, mestr ! »

41 – « Daou zleour o-doa ar memez kredour ; unan e-noa pemp kant diner a zle, egile hanter-kant. 42 Evel ma n’o-doa ket peadra evid restaol, e tilam o dle digand o daou. Evel-se, pehini anezo e garo ar muia ? » 43 Respont a ra Simon, en eur lavared : « Me ’zoñj din eo an hini a zo bet dilamet ar brasa dle digantañ ». Lavared a ra dezañ : « Mad az-peus barnet ». 44 O troi war-zu ar vaouez, e lavar Jezuz da Zimon : « Sell ouz ar vaouez-mañ : deuet on tre en da di ha n’az-peus ket roet dour din da walhi ma zreid. Hi he-deus douret ma zreid gand he daelou ha o zehet gand he bleo. 45 N’az-peus ket roet din eur pok. Hi n’he-deus ket paouezet, abaoe m’eo deut tre, da hirboka d’am zreid. 46 N’az-peus ket olevet ma fenn gand eoul. Hi he-deus olevet ma zreid gand louzou c’hwez-vad. 47 Evid kement-se, e lavaran dit, dilamet eo diganti he fehejou, ha kalz a zo anezo, peogwir he-deus-hi karet katz. An neb a-vad a vez dilamet nebeud digantañ, hennez a gar nebeud. 48 Ha lavared a ra dezi : « Dilamet eo da fehejou diganit ». 49 Ar gouvidi a-avad a grog da lavared an eil d’egile : « Piou eo hemañ hag a ya zoken beteg dilemel ar pehejou ». 50 Lavared a ra d’ar vaouez : « Gand da feiz out bet saveteet. Kerz e peoh ».

19 Erruoud a ra e vamm hag e vreudeur davetañ. Ne hellent ket dond beteg ennañ, en abeg d’ar boblad-tud. 20 Lavared a reer dezañ : « Da vamm ha da vreudeur a zo aze, er-mêz, ha c’hoant o-deus d’az kweled ». 21 Eñ a respont, en eur lavared : « Ma mamm ha ma breudeur eo ar re a glev komz Doue hag he mir ».

Ar barr-amzer siouleet

22 Hogen, eun deiz e pign-eñ en eur vag gand e ziskibien. Lavared a ra dezo : « Deom d’an tu all d’al lenn ». Hag int-i d’an donvor. 23 E-pad m’emaint o verdei, ema-eñ kousket. Eun aveldro a ziskenn war al lenn, ar vag a gemer dour hag emaint en argoll. 24 Tostaad a reont ouz Jezuz hag e zihuni, en eur lavared : « Mestr ! Mestr ! Kollet om ! » Eur wech dihunet, e hourdrouz an avel hag an tarziou : paouez a reont ha kalm-gwenn a zo. 25 Lavared a ra dezo : « Peleh ema ho feiz ? » Aon o-deus, souezet int hag e lavaront an eil d’egile : « Piou eta eo hemañ ? Gourhemenn a ra ive d’an aveliou ha d’an dour. Ha senti a reont outañ ! »

Diaouled ha moh

26 Dilestra a reont e bro ar Jerazenianed hag a zo d’an tu eneb da Vro-Halile. 27 Jezuz a ziskenn d’an douar hag en em gav gantañ eun den, er-mêz euz kêr, gand diaouled ennañ. Abaoe eun tamm mat a amzer n’eo ket bet gwisket ha ne jom ket en eun ti med er beziou. 28 Pa wel Jezuz, e krog da huchal, e kouez dirazañ hag e lavar, gand eur vouez kreñv : « Petra ’zo ahanout din, mab da Zoue, an Uhel-Meurbed ? Da aspedi a ran, na ra ket droug din ». 29 Rag lavared a ree Jezuz d’ar spered dihlan dond er-mêz euz an den. Meur a wech e oa bet dalhet gantañ, ha, liammet gand ereou ha chadennou evid e zerhel, e torre al liammou, hag e veze kaset gand an diaoul d’al lehiou digenvez. 30 Goulenn a ra Jezuz digantañ : « Da ano-dit ? » Lavared a ra : « Strollad ! » rag kalz diaouled a zo eet ennañ.

31 E aspedi a reont da jom heb o has d’an islonk. 32 Hogen, bez’ ez eus aze eur mell bandennad a voh o peuri war ar menez. E aspedi a reont da veza aotreet da vond enno. Roi a ra dezo an aotre. 33 An diaouled a zeu e-mêz an den hag a ya e-barz ar moh. Ar vandennad en em daol el lenn, euz lein an tornaod, ha beuzet int.

34 O veza gwelet kement-mañ, ez a o mesaerien kuit da gonta an traou e kêr ha war ar mêz. 35 Dond a ra an dud da weled petra a zo c’hoarvezet. Degouezet e-kichenn Jezuz, e kavont an den a zo eet an diaouled kuit dioutañ, azezet e-harz Jezuz, gwisket ha yah e spered. Spontet int. 36 Ar re o-deus gwelet pep tra a zispleg dezo penaoz eo bet saveteet den e zroug-spered. 37 An oll boblad-tud euz bro ar Jenerazianed a bed Jezuz da vond kuit diouto, rag eur spont braz a zo kouezet warno.

Lavar ar pez e-neus greet Doue evidout

Pignad a ra en eur vag da vond en-dro. 38 An den a zo eet kuit an diaouled dioutañ a houlenn digand Jezuz chom gantañ. Med hemañ e gas kuit en eur lavared : 39 « Kerz d’ar gêr. Embann pep tra e-neus greet Doue evidout ». Mond a ra hag embann e kêr a-bez kement tra e-neus greet Jezuz evitañ.

Pedenn Jair

40 Pa zeu Jezuz en-dro, eo-eñ degemeret gand eur boblad-tud, rag bez’ e oant oll ouz e hortoz. 41 Ha setu ma teu eun den, Jair e ano. Bez’ e oa e penn ar zinagogenn. O koueza e-harz treid Jezuz, e aspede anezañ da zond d’e di, 42 rag eur verh nemeti e-noa, war-dro daouzeg vloaz.

Pennad eiz

Merhed o vond gantañ

1 Hogen, goude-ze ez ee dre ar hêriou hag ar hêriadennou, oh embann, o kemenn kelou mad rouantelez Doue. Bez’ e oa gantañ an daouzeg 2 hag eun nebeud merhed, bet pareet diouz o sperejou fall hag diouz o hleñvejou : Mari, anvet ar Vadalen, a oa eet kuit seiz diaoul diouti, 3 Chann, gwreg Chouza, merour da Herodez, Suzanna ha kalz reou all ; o zervicha a ree ar merhed-se diwar o madou.

Parabolenn an hader

4 En em voda a ra eur boblad-tud niveruz : euz kêr a-bez e teuont beteg ennañ. Hag eñ da lavared eur barabolenn :

5 « An hader a ya er-mêz, evid hada e hadennou. P’ema o hada, e kouez eul lodenn war vord an hent. Flastret eo gand an treid ha debret gand laboused an neñv. 6 Eul lodenn all a gouez war ar vein. Diwana ’ra ha dizeha, rag n’eus ket a hlebor.7 Hag eul lodenn all a gouez e-kreiz ar spern. Ar spern a gresk ganti hag he moug. 8 Hag eul lodenn all a gouez en douar mad : kreski a ra ha roi frouez, kant evid unan. » En eur lavared an dra-ze, e huche : « An hini e-neus diouskouarn evid kleved, ra glevo ! »

Petra eo ar barabolenn ?

9 Goulenn a ra e ziskibien digantañ : « Petra eo ar barabolenn-ze ? » 10 Hag eñ da lavared : « Deoh-c’hwi eo roet da anaoud misteriou rouantelez Doue. D’ar re all, eo dre barabolennou, evid ma : “o selied ne welint ket, hag o kleved ne gomprenint ket”. 11 Petra eo ar barabolenn ? An hadennou a zo komz Doue. 12 Ar re a zo hadet war vord an hent eo an dud a glev. Neuze e teu an diaoul hag e tenn kuit ar gomz diouz o halonou, gand aon na gredfent ha na vefent saveteet. 13 Ar re a zo hadet war ar vein, pa glevont e tegemeront ar gomz gand levenez. Med n’o-deus ket a wriziou : kredi a reont e-pad eur mare, med e amzer ar gwall-drubuillou ez eont kuit 14 Ar pez a gouez e-touez ar spern eo ar re a glev, med ar poaniou-spered, ar pinvidigeziou ha plijaduriou ar vuhez o moug war o hent, ha ne zeuont ket da zarevi. 15 Ar pez a gouez en douar mad eo ar re a glev ar gomz, gand eur galon gaer ha mad. He mired a reont ha dougen frouez dre o dalhusted. »

Ar gleuzeur

16 Den ebed ne elum eur gleuzeur evid goloi anezi gand eur pod, nag evid he lakaad dindan ar gwele. Med lakeet e vez war ar hantolor, evid ma vo gwelet ar goulou gand an dud o tond tre. 7 Rag n’eus netra guzet na zeufe ket da veza anad, na netra zekret na zeufe ket da veza anavezet ha da zond war-wel. »

Piou e-neus ha piou n’e-neus ket

18 « Bezit eta war evez ouz an doare ma selaouit. Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ hag an hini n’e-neus netra, e vo tennet digantañ ar pez zoken a gred-eñ kaoud. »

Ma mamm ha ma breudeur

Ha bez’ e oa-hi prest da vervel. E-pad ma yee Jezuz d’e di, e oa war-nez beza mouget gand an dud.

Ar vaouez pareet

43 Eur vaouez he-doa eur holl-gwad, abaoe daouzeg vloaz, ha n’eus den ebed gouest d’he farea. 44 Tostaad a ra-hi dre a-dreñv ha touch ouz pempillenn e wiskamant : dioustu e paouez he holl-gwad. 45 Ha Jezuz da lavared : « Piou e-neus touchet ouzin ? « Nah a reont oll ha Pèr a lavar : « Mestr, ar boblad-tud a voustr hag a wask warnout ! « 46 Med Jezuz a respont : « Unan bennag e-neus touchet ouzin, rag me a oar ez eus sortiet eur galloud diouzin. » 47 Gweled a ra ar vaouez eo bet hi dizoloet. En eur grena, e teu hag e kouez dirazañ. Displega a ra dirag ar bobl a-bez perag he-deus-hi touchet outañ ha penaoz eo bet pareet a-daol-trumm. 48 Lavared a ra-eñ dezi : « Ma merh, saveteet out bet dre da feiz. Kerz e peoh ! »

Sevel a ra ar verh vihan

49 Pa oa c’hoaz o komz, e teu eun den euz ti mestr ar zinagogenn hag e lavar : « Marvet eo da verh. Arabad skuiza ar Mestr pelloh. » 50 O veza klevet kement-se, e lavar Jezuz da Jair : « Bez dizaon, kred hepken hag e vo-hi saveteet. » 51 Dond a ra d’an ti. Ne lez den ebed da antreal gantañ, nemed Pèr, Yann, Jakez, tad ar plahig hag he mamm. 52 Oll emaint o ouela hag o hirvoudi warni. Lavared a ra : « Paouezit da ouela, n’eo ket marvet, kousked a ra. » 53 Goap a reont anezañ, o houzoud e oa-hi marvet. 54 Med krogi a ra-eñ en he dorn hag he gervel, en eur lavared : « Plahig, war-zao ! » 55 Dond a ra dezi he spered en-dro hag a-daol-trumm ema-hi war-zao. Kemenn a ra-eñ roi dezi da zebri. 56 Ha sabatuet he zud. Divenn a ra outo lavared da zen ar pez a zo c’hoarvezet.

Pennad nao

Kas a ra an daouzeg da brezeg

1 O veza bodet an daouzeg en-dro dezañ, e ro dezo galloud ha beli war an oll diaouled hag evid parea kleñvejou. 2 Kas a ra anezo da embann rouantelez Doue ha da ziboania an dud vahagnet.

3 Lavared a ra dezo : « Na gemerit netra evid an hent, na baz, na bisah, na bara, nag arhant, hag arabad deoh kaoud diou zae pep hini. 4 Peleh bennag ma antreit en eun ti, chomit ennañ hag alese it pelloh. 5 Hag evid ar re n’ho tegemerint ket ? En eur vond e-mêz ar gêr-ze, hejit ar boultrenn diouz ho treid, en testeni a-eneb dezo. » 6 Mond a reont ha tremen dre ar hêriadennou, en eur embann ar helou mad ha parea e peb leh.

Ha bez’ eo heman Yann adsavet da veo ?

7 Herodez, an tetrark, a glev ano euz ar pez a hoarvez. Chom a ra en entremar dirag ar pez a vez lavaret. 8 Evid lod : « Adsavet eo Yann a-douez ar re varo ». Evid lod all : « Deuet eo Eliaz ». Hag evid lod all : « Adsavet eo unan euz ar brofeted ». 9 Ha Herodez da lavared : « Yann a zo bet dibennet ganin. Piou eo hemañ a glevan seurt traou diwar e benn ? » Ha klask a ree e weled.

Distro an ebestel

10 Dond a ra an ebestel en-dro ha konta pep tra greet ganto. Hag eñ d’o hemer gantañ hagen em denna a reont en o fart o-unan, war-zu eur gêr anvet Betsaid. 11 Med anavezet eo an dra gand ar boblad-tud ha mond a reont d’e heul. Eñ o degemer hag a gomz dezo diwar-benn rouantelez Doue. Ha pareet eo gantañ ar re o-deus ezomm da veza diboaniet.

Pemp baraenn evid pemp mil den

12 Krogi a ra an devez da veza izel. An daouzeg a zeu da gaoud Jezuz en eur lavared dezañ : « Kas an dud kuit, ra ’z aint d’ar hêriadennou ha d’ar parkeier tro-dro, evid kaoud bod hag aoz, rag en eul leh digenvez emaom amañ ».

13 Respont a ra dezo : « Roit-c’hwi dezo peadra da zebri ». Hag int da lavared : « N’eus ket ganeom muioh eged pemp baraenn ha daou besk. Nemed mond a rafem-ni da brena boued evid ar boblad-se a-bez ? » Rag bez’ e oa war-dro pemp mil gwaz.

14 Lavared a ra neuze d’e ziskibien : « Lakit anezo da azeza, dre daoliadou a hanter-kant bennag ». 15 Evel-se e reont hag o lakont oll da azeza. 16 Kemer a ra-eñ ar pemp baraenn hag an daou besk, sevel e zaoulagad war-zu an neñv, o benniga, o lodenna, hag o roi d’an deskibien, evid beza ingalet e-touez an dud.17 Debri a reont oll, beteg o gwalh. Dastumet eo ar pez a jom war o lerh : daouzeg panerad.

Pèr a lavar : « Te ’zo ar Hrist »

18 Hogen, pa oa Jezuz o pedi en eul leh digenvez, edo e ziskibien en-dro dezañ. Goulenn a ra diganto : « Piou on-me, emezañ, hervez lavar an dud ? » 19 Respont a reont, en eur lavared : « Yann-Vadezour ». Lod all : « Eliaz ». Lod all c’hoaz : « Eur profet, e-touez ar re gosa, hag a zo savet da veo ».

20 Hag eñ da houlenn difanto : « Ha c’hwi ? Piou on-me, hervez ho lavar ? » Pèr a respont hag a lavar : « Krist Doue ! » 21 O gourdrouz a ra ha goulenn diganto chom heb lavared an dra-ze da zen ebed.

Kenta kemenn euz e basion

22 Ha lavared a ra : « Mab an den a dle gouzañv kalz, beza distaolet gand ar gozidi, ar veleien-veur hag ar skriverien, beza lakeet d’ar maro hag adsevel d’an trede deiz ».

« Kemer da groaz »

23 Hag e lavare d’an oll dud : « Ma fell d’unan bennag dond war ma lerh, ra ’n em zinaho e-unan, ra zougo e groaz ha ra zeuio d’am heul. 24 Ya ’vad ! nep piou bennag a fell dezañ savetei e vuhez, he hollo. Med an hini a gollo e vuhez, en abeg din-me, hennez he zaveteio ». 25 Ya ’vad ! da betra e talvez d’eun den gounid ar bed a-bez, ma ya d’en em goll pe da veza daonet ? 26 Rag nep piou bennag e-no bet mez ganin ha gand ma homzou, e-no mab an den mez gantañ, pa zeuio en e hloar, e gloar an Tad hag en hini an êlez santel.

27 E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ ez eus lod euz ar re a zo amañ ha ne dañvint ket ar maro a-raog beza gwelet rouantelez Doue ».

An treuzneuziadur

28 Hogen, war-dro eisteiz goude ar homzou-ze, e kemer Jezuz gantañ Pèr, Jakez ha Yann, hag e sav war ar menez evid pedi. 29 Hogen, e-pad m’ema o pedi, e teu e zremm da jeñch doare hag e zillad da veza gwenn-skeduz.

30 Ha setu ma oa daou zen o komz gantañ : bez’ e oant Moizez hag Eliaz, 31 o para leun a hloar : komz a reent diwar-benn an disparti ma oa-eñ o vond d’ober e Jeruzalem. 3 Pèr hag ar re all gantañ a oa leun a hoant-kousked med chom a reont dihun ha gweled e hloar hag an daou zen o chom gantañ. 33 Hogen, pa ’z a kuit ar re-mañ, e lavar Pèr da Jezuz : « Mestr, brao eo deom beza amañ. Savom teir deltenn eta : unan evidout, unan evid Moizez, unan evid Eliaz », heb gouzoud petra a lavare. 34E-pad m’ema o komz evel-se, e teu eur goumoulenn d’o goloi. Aon a grog enno pa antreont er goumoulenn. 35 Eur vouez a zeu euz ar goumoulenn hag a lavar : « Hemañ eo ma mab, an hini bet dibabet ganin. Selaouit anezañ ! » 36 Pa zav ar vouez-se, en em gav Jezuz e-unan. Chom a reont sioul ha ne lavaront netra da zen ebed, en amzer-ze, euz ar pez o-deus gwelet.

An den gand an droug-uhel hag e dalh an diaoul

37 D’an deiz war-lerh, pa ziskennont euz ar menez, e teu d’o hichenn eun boblad-tud niveruz. 38 Ha setu, e-touez an dud, eun den o huchal : « Mestr, emezañ, da aspedi a ran, taol da zellou war ma mab, rag n’am-eus bugel ebed nemetañ. 39 Ha setu : eur spered a grog ennañ, hag adaol-trumm, en em lak da grial, da gaoud glizi ha da hlaourenni. Ha ne ’z a ket kuit dioutañ nemed gand kalz poan hag en eur lezel e gorv brevet. 40 Pedet em-eus da ziskibien d’e daoler er-mêz med n’int ket bet gouest d’henn ober ».

41 Jezuz a respont : « O rummad difeiz ha kollet, emezañ, beteg pevare evin en ho kichenn, ouz ho kouzañv ? Degas da vab amañ ». 42 A-veh ma teu tost, m’eo taolet war an douar gand an diaoul ha hejet gand glizi. Jezuz a hourdrouz ar spered dihlan. Parea a ra ar bugel hag e roi d’e dad en-dro. 43 Skoet eo an oll dud gand braster Doue.

Eil kemenn euz e basion

Evel m’int oll souezet gand ar pez e-neus Jezuz greet, e lavar-eñ d’e ziskibien : 44 « Lakit-c’hwi ar homzou-mañ en ho tiouskouarn : ema mab an den da veza roet etre daouarn an dud ». 45 Ne gomprenont ket ar ger-ze : kuzet e oa dezo, evid na zeufent ket da gompren. Hag aon o-doa d’ober goulennou outañ diwar-benn ar ger-ze.

Pehini eo ar brasa

46 Eun diviz a zav etrezo : pehini eo ar brasa en o zouez ? 47 Gouzoud a ra Jezuz peseurt soñjennou a zo en o halonou. Kemer a ra eur bugelig hag e lakaad en e gichenn. 48 Ha da lavared dezo : « An hini a zegemer ar bugelig-mañ em ano, me eo a zo degemeret gantañ. Hag an hini am degemer, a zegemer an hini on bet kaset gantañ. Hag an hini a zo ar bihanna en ho touez, hennez a zo braz.

An hini n’ema ket a-eneb deoh a zo a-du ganeoh

49 Komz a ra Yann : « Mestr, emezañ, gwelet on-neus eun den o kas an diaouled er-mêz, en da ano. Ha miret on-eus outañ d’ober an dra-ze, peogwir ne zeue ket d’ho heul ganeom ». 50 Jezuz a lavar dezañ : « Arabad mired outañ, rag an neb n’ema ket a-eneb deoh, hennez a zo a-du ganeoh. »

Pignad da Jeruzalem

51 Hogen, pa oa deiziou e zisparti o tostaad, e tro e zremm war-zu Jeruzalem. 52 Kas a ra kannaded dirazañ. Mond a reont hag antreal en eur gêriadenn a Zamaritaned, evid aoza pep tra evitañ. 53 Ar re-mañ ne zegemeront ket anezañ, dre ma oa troet e zremm war-zu Jeruzalem. 54 O weled kement-se, e lavare ziskibien Yakez ha Yann : « Aotrou, ne fell ket dit e lavarfem d’an tan diskenn euz an neñv d’o feurzevi ? » 55 Eñ a dro warzu-enno evid o gourdrouz. 56 Ha mond a reont d’eur gêriadenn all.

Embann ar rouantelez

57 Mond a reont gand o hent. Unan a lavar dezañ : « Mond a rin war da lerh, forz peleh ez afes ». 58 Jezuz a respont dezañ : « Al lern o-deus o zoullou, laboused an neñv o neiziou. Med mab an den n’e-neus leh ebed evid diskuiza e benn. »

59 Lavared a ra d’unan all : « Deus d’am heul ! » Hemañ a respont : « Aotrou, lez ahanon da vond da zouara ma zad, da genta ». 60 Lavared a ra dezañ : « Lez ar re varo da zouara o zud varo. Evidout-te, kerz da embann rouantelez Doue. »

61 Unan all c’hoaz a lavar dezañ : « Mond a rin war da lerh, Aotrou, med lez ahanon da vond da gimiadi diouz tud ma zi, da genta. 62 Med Jezuz da respont dezañ : « An neb e-neus lakeet e zorn war an alar hag a zell a-dreñv goude-ze, n’eo ket mad evid rouantelez Doue. »

Pennad deg

An deg diskib ha tri-ugent

1 Goude-ze, e tibab c’hoaz an Aotrou deg den ha tri-ugent all. O has a ra dirazañ, daou-ha-daou, e pep kêr hag e peb leh ma tle-eñ e-unan mond di. 2 Lavared a ra dezo : « Braz eo an eost, med nebeud al labourerien. Goulennit eta, digand Aotrou an eost, kas labourerien d’e eost. 3 It ! Setu m’ho kasan evel oaned e-touez bleizi. 4 Na zougit na yalh, na bisah, na botou. Na jomit ket en hent da zaludi hemañ-hen. 5 Kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : “Peoh d’an ti-mañ !”, 6 ha ma ’zeus eno eur mab a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Anez da ze e teuio deoh en-dro. 7 Chomit er memez ti-ze, debrit hag evit ar pez a zo ganto : rag al labourer a verit e hopr. N’it ket euz eun ti d’egile. 8 Kement kêr ma antreit enni, hag el leh ma viot degemeret ganto, debrit ar pez a vo kinniget deoh. 9 Roit ar pare d’an dud vahagnet a zo eno ; lavarit dezo : “Tost ouzoh ema rouantelez Doue”. »

Ma ne zegemerint ket ahanoh

10 Kement kêr ma antreit enni hag el leh ma ne viot ket degemeret ganto, it er-mêz war al leurgêriou ha lavarit : 11 “Poultrenn ho kêr zoken, staget ouzon treid, a hejom warnoh. Deskit kement-mañ koulskoude : tost ema rouantelez Doue”. 12 Lavared a ran deoh : en devez-se ne vo ket ken kriz evid Sodom hag evid ar gêr-ze. 13 Siwaz dit, Korozain ! Siwaz dit, Betsaid ! Ma vije bet greet e Tir ha Sidon ar burzudou greet ennoh, o-defe cheñchet buhez, abaoe pell’zo, gwisket gand sehier hag azezet e-touez al ludu. 14 Setu ma ne vo ket ar varn ken kriz evid Tir 20 ha Sidon hag e vo evidoh. 15 Ha te, Kafarnaom, daoust hag e vi savet beteg an neñv ? Beteg an ivern e tiskenni. 16 An neb ho selaou, me eo a zo selouet gantañ. An neb ho tiarbenn, me eo a zo diarbennet gantañ. Hag an neb am diarbenn, a ziarbenn an hini e-neus ma haset ».

Distro an diskibien

17 Dond a ra en-dro an deg ha tri-ugent, leun a levenez : « Aotrou, emezo, an diaouled zoken a zent ouzom, en da ano ». Lavared a ra dezo : « Bez’ e oan o selled ouz ar zatan o koueza euz an neñv, evel eul luhedenn. 19 Setu m’em-eus roet deoh galloud da vaha dindan ho treid an naered hag ar hruged, ha war peb nerz an enebour, ha netra ne hello noazoud deoh. 20 Koulskoude, n’eo ket abalamour m’eo sujet ar sperejou deoh e hellit beza laouen. Bezit laouen a-vad dre m’eo skrivet hoh anoiou en neñvou ».

En em ziskulia a rez d’ar re vihan

21 D’an eur-ze e trid Jezuz er Spered-Santel, hag e lavar : « Da veuli a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, da veza kuzet mad an traou-ze ouz tud fur ha desket, ha da veza o diskuliet da vugaligou. Ya, Tad, plijet eo bet dit ober evel-se. 22 Pep tra a zo bet roet din gand ma Zad : n’eus den ebed hag anavez ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab hag an hini a blij d’ar Mab e ziskulia dezañ ».

Eüruz an daoulagad

23 Troi a ra war-zu e ziskibien, ha lavared dezo, en o fart o-unan : « Eüruz an daoulagad hag a wel ar pez a welit. 24 E gwirionez, e lavaran deoh : kalz profeted, kalz rouaned o-deus bet c’hoant gweled an traou a zellit-c’hwi outo, ha n’o-deus ket gwelet, ha kleved ar pez a glevit ha n’o-deus ket klevet ».

Kared a ri

25 Ha setu eun den a lezenn o sevel en e zav. Evid amproui Jezuz, e lavar : « Mestr, petra am-eus d’ober evid reseo ar vuhez peurbaduz ? » 26 Respont a ra : « Petra a zo skrivet el lezenn ? Petra a lennit enni ? » 27 Hag eñ da respont, en eur lavared : « Kared a ri an Aotrou, da Zoue, gand da oll falon, gand da oll ene, gand da oll nerz, gand da oll spered, ha da nesa eveldout da-unan ». 28 Jezuz a lavar : « Mad az-peus respontet. Gra kement-se hag e vevi ».

Ar Zamaritan mad

29 Med c’hoant ennañ d’en em zidamall, e lavar an den da Jezuz : « Ha piou eo ma nesa ? » 30 Respont a ra Jezuz dezañ : « Eun den a oa o tiskenn euz Jeruzalem da Jeriko. Koueza a ra etre daouarn ar forbanned. Ar re-mañ a denn pep tra digantañ, a sko warnañ hag a ya kuit, ouz e lezel hanter-varo. 31 Dre zegouez, e tiskenne eur beleg gand an hent-se. Gweled a ra an den ha mond e-biou. 32 Memez tra evid eul leviad o tond eno : gweled a ra ha mond e-biou.

33 Med eur Zamaritan, oh ober hent, a zegouez en e gichenn : gweled a ra ha skoet eo en e galon. 34 Tostaad a ra, liena e houliou, skuilla eoul ha gwin warno. E lakaad a ra da bignad war e loen, kas anezañ beteg an ostalidi hag ober war e dro. 35 D’an devez war-lerh, e kemer daou ziner hag o ro d’an tavarnour, en eur lavared : “Gra war e dro. Ar pez a zispigni ouspenn, a roin-me dit pa vin en-dro”.

36 Pehini euz an tri-ze, a zo deut, hervezout, da veza nesa an den kouezet etre daouarn ar forbanned ? » 37 Respont a ra : « An hini a zo bet truezuz en e geñver ». Jezuz a lavar dezañ : « Kerz, te ive, ha gra memez tra ».

Marta ha Mari

38 E-pad m’emaint oh ober hent, ez a Jezuz en eur gêriadenn, ha degemeret eo, en he zi, gand eur vaouez, Marta heh ano. 39 Eur hoar he-doa, Mari heh ano, hag a oa azezet e-harz treid an Aotrou, o selaou e gomzou. 40 Ha nehet e oa Marta gand kement a draou da zervicha. Dond a ra davetañ, en eur lavared : « Aotrou ! Ha ne ra netra dit ma ’z on lezet, gand ma c’hoar, ma-unan da zervicha ? Lavar dezi dond d’am zikour ». 41 An Aotrou a respont : « Marta ! Marta ! emezañ, nehet ha trubuillet out gand eur bern traou ! 42 Hogen, eun dra hepken a zo red. Dibabet he-deus Mari al lodenn wella ha ne vo ket tennet kuit diganti ».

Pennad unneg

Pa bedit, lavarit…

1 Hogen, en em gavet en eul leh bennag, edo Jezuz o pedi. P’e-neus echuet, e lavar dezañ unan euz e ziskibien : « Aotrou, desk deom penaoz pedi, evel m’e-neus Yann desket d’e ziskibien ».

2 Lavared a ra dezo : « Pa bedit, lavarit : “Tad, da ano bezet santelleet. Da rouantelez deuet deom. 3 Ro deom bemdez or bara pemdezieg. 4 Pardon deom or pehejou, rag pardoni a reom-ni ive da beb den hag a zo dleour deom. Na lak ket ahanom da goueza en tentadur” ».

Ar mignon tregaser

5 Lavared a ra dezo : « Piou ahanoh o kaoud eur mignon a zeu d’e di, e-kreiz an noz, da lavared dezañ : “Mignon, prest din teir baraenn, 6 rag eur migon-din o veaji a zo degouezet duman ha n’am-eus netra da zervicha dezañ”. 7 Hag egile a respont euz an diabarz : “N’am hegas ket , emezañ, prennet eo an nor dija hag emaom en or gwele, ma bugale ha me ; ne hellan ket sevel evid roi dit”. 8 Me a lavar deoh : zoken ma ne zav ket dre m’eo hennez e vignon, ahanta ! dre m’eo eun hegaser, e savo evid roi dezañ ar pez e-neus ezomm ».

Goulennit

9 « Ha me a lavar deoh : goulennit ha roet e vo deoh ; klaskit hag e kavot ; skoit ha digoret e vo deoh. 10 Rag, nep piou bennag a houlenn e vo roet dezañ, an hini a glask a gav ; an hini a sko e vo digoret dezañ. »

11 « Peseurt taden ho touez, ma houlenn e vab eur pesk digantañ, a roio dezañ eun naer, e leh eur pesk ? 12 Pe c’hoaz ma houlenn eur vi, daoust hag e roio dezañ eur grug ? 13 Ma ouezit c’hwi eta, daoust da veza fall, roi provou mad d’ho pugale, pegement muioh e roio an Tad euz an neñv e Spered Santel d’an neb a houlenn digantañ ».

An diaoul mud

14 Kas a ree Jezuz eun diaoul kuit, ha mud e oa hennez. Hogen, eur wech deut an diaoul er-mêz, e krog an den mud da gomz. Ha souezet an dud.

Peb rouantelez disrannet

15 Med lod anezo a lavar : « Dre Veelzeboul, roue an diaouled, eo e kas an diaouled kuit ». 16 Reou all a glaske kaoud digantañ eur zin en oabl, evid e denti. 17 Anaoud a ra-en o zoñjennou ha lavared dezo : « Peb rouantelez disrannet enni heh-unan a zeu da veza eur goueleh, hag enni e kouez ti war di. 18 Evel-se, ma vez ar zatan disrannet ennan e-unan, penaoz e talho e rouantelez ? 19 Ma kasan-me an diaouled kuit dre Veelzeboul, dre biou e vezont kaset kuit gand ho mibien ? Evel-se, e vo ar re-mañ ho parnerien. 20 Med, ma kasan-me an diaouled kuit dre nerz Doue, neuze eo deuet rouantelez Doue beteg ennoh. »

An den kreñv trehet

21 « Pa vez an den kreñv hag armet-mat o tiwall e lez, ema e vadou e surentez. 22 Med ma teu unan all kreñvoh egetan da drehi warnañ, e tenno digantañ e harnez-brezel e-noa lakeet e fiziañs ennañ hag ingala a ray e breiz. »

An neb n’ema ket ganin

23 « An neb n’ema ket ganin a zo a-eneb din. An neb na zastum ket ganin a strew. »

Seiz diaoul gwasoh

24 « Pa ’z eo eet ar spered dihlan e-mêz eun den, e kildro el lehiou dizour, evid klask an diskuiz. 25 Dre ma ne gav ket, e lavar : “Mond a rin en-dro d’am zi m’on deut er-mêz anezan”. Dond a ra hag e gavoud skubet ha fichet. 26 Neuze ez a da gemer gantañ seiz spered falloh egetañ. Dond a reont tre da jom eno. Ha stad diweza an den-ze a zeu da veza gwasoh eged an hini genta. »

Eur vaouez o sevel he mouez

27 Hogen, e-pad m’ema-en o komz evel-se, e sav eur vaouez he mouez, e-touez an dud. Lavared a ra-hi dezañ : « Eüruz ar hov e-neus da zouget hag ar bronnou az-peus denet. » 28 Med en da respont : « Eüruz kentoh ar re a glev komz Doue hag he mir. »

Sin Jonaz

29 Evel ma teu an dud d’en em voda, e krog-en da lavared : « Ar rummad-mañ a zo eur rummad fall. Klask a ra eur zin, ha sin ebed ne vo roet dezañ nemed sin Jonaz : 30 evel m’eo deut Jonaz da veza eur zin evid tud Niniv, evel-se e vo mab an den evid ar rummad-man. 31 Rouanez ar Hreisteiz a zavo, da zeiz ar varn, gand tud ar rummad-mañ hag o hondaono, rag deut eo-hi euz penn all ar bed da zelaou furnez Salomon, ha setu ma ’z eus aman muioh eged Salomon. 32 Sevel a ray tud Nin iv, da zeiz ar varn, gand ar rummad-man hag e gondaoni, rag cheñchet o-deus buhez diwar brezegennou Jonaz, ha setu ma ’z eus aman muioh eged Jonaz. »

Al lamp

33 « Den ebed ne elum eul lamp evid he lakaad en eun toull kuz pe dindan ar boezell, med war ar hantolor, evid ma vo gwelet ar sklêrijenn gand an dud o tond tre. » 23

Ma vez sklêr da lagad

34 « Lamp da gorv eo da lagad. Pa vez sklêr da lafad, eo sklêrijennet da gorv a-bez. Ma vez fall a-avad, e vo da gorv ive en deñvalijenn. 3 Gwel ’ta hag-eñ n’eo ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout. 36 Ma vez eta da gorv sklêrijennet a-bez, heb lodenn ebed anezañ en deñvalijenn, neuze e vo sklêrijennet penn-da-benn, evel pa vez eul lamp o skedi warnoh ».

Maleüruz oh-c’hwi, farizianed

37 E-pad m’edo o komz, eo pedet gand eur farizian da zond da zebri en e di. Mond a ra tre hag astenn ouz taol. 38 Med souezet eo ar farizian o weled n’e-neus ket en em walhet, a-raog debri. 39 An Aotrou a-vad a lavar dezañ : « Evel-se emaoh-c’hwi, farizianed. Nêtaad a rit diavêz an hanaf hag ar plad, med ho tiabarz-deoh a zo le un a laeroñsi hag a zroug. 40 Tud diskiant ! An hini e-neus greet an diavêz, n’e-nefe ket greet an diabarz ive ? 41 Roit kentoh e-giz aluzenn ar pez a zo e-barz ha setu m’eo glan pep tra evidoh.

42 Maleüruz oh-c’hwi, farizianed : paea a rit an deog diwar ar vent, ar ruz ha pep plantenn, ha lezel a gostezjustis ha karantez Doue ; an dra-mañ eo e tleer ober hep tremen e-biou d’an traou all.

43 Maleüruz oh-c’hwi, farizianed : kared a rit ar hadoriou kenta er zinagogennou hag ar gourhemennou war al leurgêriou. 44 Maleüruz oh-c’hwi hag a zo evel beziou gwenneet na weler ket mad hag e vale an dud warno, heb gouzoud dezo ».

Maleüruz oh-c’hwi, tud a lezenn

45 Lavared a ra dezañ eun den a lezenn : « Mestr, emezañ, gand seurt komzou e rez gaou ouzom ive ». 46 Jezuz a respont : « Maleüruz oh-c’hwi ive, tud a lezenn : karga a rit an dud gand sammou na hellont ket dougen ha c’hwi hoh-unan ne douchit ket ouz ar zammou-ze gand unan zoken euz ho pizied.

47 Maleüruz oh-c’hwi hag a zav beziou d’ar brofeted hag ho tadou eo o-deus o lazet. 48 Evel-se ez oh testou euz oberou ho tadou hag emaoh a-du ganto : int o-deus lazet ha c’hwi eo ar zaverien beziou. 49 Ha setu perag he-deus Furnez Doue lavaret : “Kas a rin dezo profeted hag ebesteL Lod a vo lazet hag heskinet ganto, 50 evid ma vo goulennet, digand ar rummad-mañ, gwad an oll brofeted, skuillet abaoe penn kenta ar bed, 51 adaleg gwad Abel beteg gwad Zakari, drouglazet etre an aoter hag an Ti. Ya ! lavared a ran deoh : kement-se a vo goulennet digand ar rummad-mañ”.

52 Maleüruz oh-c’hwi, tuda lezenn : kemeret ho-peus alhwez an anaoudegez. C’hwi ne ’z it ket e-barz hag ar re a zo o vond e-barz n’o lezit ket d’henn ober ».

53 Pa zeu er-mêz ahalese, e krog ar skriverien hag ar farizianed da gaoud kalz kasoni outañ ha ha da ober eur bern goulennou digantañ. 54 Stigna a reont lasou dezañ, evid paka ar pez a zeu er-mêz euz e henou.

Pennad daouzeg

Goell ar farizianed

1 Neuze en em vod ar boblad-tud, dre vilierou, beteg pignad war an treid, an eil d’egile. Krogi a ra Jezuz da lavared, ha d’e ziskibien da genta : « Diwallit diouz goell ar farizianed hag a zo ar pilpousèrèz. 2 N’eus netra holoet hag a jomo heb beza dizoloet. N’eus netra guzet hag a jomo heb beza anavezet. 3 Evel-se eta, pep tra ho-po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn. Hag ar pez ho-po lavaret e pleg ar skouam, er haoiou, a vo embannet war al leurennou-toenn »

Bezit dizaon

4 « Lavared a ran deoh, ma mignoned, n’ho-pet ket aon rag ar re a laz ar horv : ne hellont ober tra all ebed goude-ze. 5 Med emaon o vond da ziskouez deoh piou ho-peus da gaoud aon razañ : ho-pet aon rag an neb e-neus ar galloud da stlepel er jehenn, goude m’e-neus lazet. Ya, lavared a ran deoh : hennez ho-pet aon razañ.

6 Daoust ha ne vez ket gwerzet pemp filip evid daou wenneg ? Ha ne vez dizoñjet nikun anezo dirag Doue. 7 Kontet eo blevennou ho penn zoken, oll anezo. Bezit dizaon : talvoud a rit-c’hwi dreist eun nijad filiped.

8 Lavared a ran deoh : neb piou bennag en em zisklêrio a-du ganin, dirag an dud, en em zisklêrio mab an den a-du gantañ ive, dirag êlez Doue. 9 Ha neb piou bennag e-no ma nahet, dirag an dud, a vo nahet dirag êlez Doue ».

Ar ger dizakr a-eneb ar spered

10 « Neb piou bennag a lavaro eur gomz a-eneb mab an den, e vo pardonet kement-se dezañ. Med an hini e-no lavaret eur ger dizakr a-eneb ar Spered Santel, ne vo ket pardonet an dra-ze dezañ ».

Ar Spered a zesko deoh

11 « Pa viot kaset dirag ar zinagogennou, dirag an dud halloudeg, ha dirag ar pennou-braz, arabad deoh beza nehet evid gouzoud penaoz ha gand peseurt komzou en em zivenn, ha petra lavared. 12 Rag ar Spered Santel eo a zesko deoh, d’an eur-ze justamant, petra ho-po da lavared ».

Diwallit diouz peb gwall hoantegez

13 Eun den bennag, a-douez an dud, a lavar da Jezuz : « Mestr, lavar d’am breur lodenna an hêrez ganin ». 14 Respont a ra dezañ : « Paotr, piou e-neus laket ahanon da vamer pe lodenner warnoh ? » 15 Lavared a ra dezo : « Gwelit ! Diwallit diouz peb gwall hoantegez, rag, daoust m’e-neus eun den bennag pinvidigeziou, ne zeu ket talvoudegez e vuhez euz e vadou ».

An den pinvidig diskiant

16 Lavared a ra dezo eur barabolenn : « Puill eo bet an eost war douarou eun den pinvidig. 17 Soñjal a ra ennañ e-unan : “Petra ’rin ? emezañ, N’em-eus ket plas a-walh da horren ma eost. 18 Setu , emezañ, ar pez a rin : distruja ma hrignoliou ha sevel reou all brasoh. Enno e tastumin ma ed a-bez ha ma madou. 19 Hag e lavarin d’am ene : Ma ene ! kalz madou az-peus berniet, evid hir bloaveziou ; diskuiz, debr, ev ha gra chervad”. 20 Doue a lavar dezañ : “Den diskiant ! En noz-mañ e vo goulennet da ene en-dro diganit. Da biou e vo ar pez az-peus-te dastumet ?” 21 Evel-se e vo kont gand an hini a zastum evitañ e-unan, e-leh dond da veza pinvidig dirag Doue ».

Bezit dineh

22 Lavared a ra Jezuz d’e ziskibien : « Bez’ e lavaran deoh : bezit dineh evid ho puhez : petra debri ? hag evid ho korv : gand petra e wiska ? 23 Rag talvoud a ra ar vuhez muioh eged ar boued hag ar horv muioh eged ar wiskamant. 24 Sellit ouz ar brini : ne hadont ket ha ne vedont ket ; n’o-deus na kel na krignol, ha Doue a vag anezo. Pegement e talvezit-c’hwi muioh eged al laboused. 25 Piou en ho-touez a hell, dre forz tregas, lakaad eun ilinad ouspenn da hirder e vent ? 26 Ma jomit dihouest, evid kennebeud zoken, perag beza nehet gand an traou all ? 27 Sellit ouz al lili : ne nezont ket ha ne wiadont ket. Me a lavar deoh a-vad penaoz n’eo ket bet Salomon zoken, e-kreiz e hloar, gwisket evel unan anezo. 28 Ma vez gwisket evel-se gand Doue geot ar parkeier hag a zo beo hirio hag a vo taolet warhoaz en tan, pegement muioh e raio evidoh, tud dister o feiz ! 29 Ha c’hwi, arabad klask : petra debri ? petra eva ? Bezit dineh, 30 rag setu aze an oll draou ez eus klask warno gand ar bayaned. Med ho Tad a oar mad ho-peus ezomm anezo. 31 Klaskit kentoh e rouantelez hag kement-se a vo roet deoh ouspenn. 32 Bezit dizaon, tropell vihan, plijet eo bet d’ho Tad roi deoh ar rouantelez. »

El leh m’ema ho tenzor, ema ho kalon

33 « Gwerzit ho maclou hag o roit en aluzenn. Grit evidoh yilhier ha ne gosaont ket, eun teñzor en neñvou ha n’a ket da goll, elleh na zeu ket al laer tost ha na grign ket an tartouz. 34 Rag, el leh m’ema ho teñzor, aze ema ive ho kalon ».

O havoud a ray war evez

35 « Chomit gand eur gouriz en-dro d’ho kroaz-lez ha gand ho lampou war-elum. 36 Ha bezit-c’hwi heñvel ouz tud o hortoz o mestr pa zeuio d’ar gêr, war-lerh an eured, evid digori dezañ, dioustu pa zegouezo hag e skoio. 37 Eüruz ar zervicherien-ze a vo kavet dihun pa zeuio o mestr. Amen, e lavaran deoh : lakaad a ray e houriz, ober dezo azeza ouz taol hag o zervicha, en eur dremen euz an eil d’egile. 38 Ma teu d’an eil pe d’an trede beilladenn, ha m’o hav evelse, eüruz an dud-se ».

Beillet e-nefe

39 « Komprenit mad : m’ e-nije mestr an ti gouezet da bed eure teufe al laer, e-nefe beillet ha n’e-nefe ket lezet e di da veza toullet. 40 C’hwi ive, bezit war evez : dond a ray mab an den d’an eur na gredit ket. »

Merour feal pe droug

41 Pèr a lavar : « Aotrou, daoust hag e lavarit ar barabolenn-ze evidom-ni, pe evid an oll dud ? » 42 Respont a ra an Aotrou : « Piou eta eo ar merour feal ha fur hag a vo lakeet gand ar mestr e penn e zervicherien, evid roi dezo ar muzul ed d’ar mare mad. 43 Eüruz ar zervicher-ze a vo kavet oh ober kemend-all pa zeuio e vestr en-dro. 44 E gwirionez, e lavaran deoh : lakeet e vo e penn e oll vadou.

45 Med ma lavar ar zervicher-ze, edon e galon : ‘Dalea a ra ma mestr’, ha ma krog da skoi war ar vevelien hag ar mitizien, da zebri, da eva ha da veza mezo, 46 e teuio mestr ar zervicher-ze d’an devez n’ema ket o hortoz ha d’an eur na anavez ket. E gas a ray a-gostez hag e lakaad e-touez ar vevelien droug ».

Kiriegez ar zervicher

47 « Ar zervicher-ze hag a anavez bolontez e vestr ha n’e-neus aozet netra na greet e volontez, hennez a vo skoet kalz warnañ. 48 Med an hini na oar ket hag a ra ar pez a verit kastiz, ne vo ket skoet kement warnañ. Kalz e vo goulennet digand an hini a zo bet roet kalz dezañ, ha nep piou bennag a zo bet fiziet kalz ennañ, e vo goulennet kalz digantañ ».

An tan war an douar

49 « An tan on deut da daoler war an douar. Ha pebez c’hoant am-eus e vefe elumet dija ! 50 Eur vadeziant am-eus da veza badezet drezañ. Ha pebez mall am-eus e vefe kaset da benn ! »

N’eo ket ar peoh medan disparti

51 « Kredi a ra deoh on deut da zegas ar peoh war an douar ? N’on ket, a lavaran deoh, med kentoh an disparti. 52 Rag adaleg bremañ, e vo disparti etre pemp den er memez ti : tri a-eneb daou ha daou a-eneb tri. 53 Dispartiet e vo tad a-eneb mab ha mab a-eneb tad, mamm a-neb merh ha merh a-eneb mamm, mamm-gaer a-eneb gwreg ha gwreg a-neb mamm-gaer ».

Anaoud sinou an amzer

54 Lavared a ra d’an dud : « Pa welit koumoul o tond euz tu ar hornog, e lavarit dioustu : “Glao a vo” hag evel-se e c’hoarvez. 55 Ha pa hwez avel ar hreisteiz, e lavarit : “Tomm e vo” hag evel-se e c’hoarvez. 56 Pilpouzed ! Gouzoud a rit anaoud neuz an douar hag an oabl ha penaoz n’ouzit ket anaoud sin ou an amzer-mañ ? »

En em renka a-hed an hent

57 « Perag eta chom, c’hwi hoh-unan, heb merzoud ar pez a zo reiz ? 58 Evel-se, p’emaout o vond gand da enebour da di eur penn-rener, klask en em reñka gantañ a-hed an hent, evid na gaso ket ahanout dirag ar barner ; hemañ. a lakaio ahanout etre daouarn ar gward, ha gand ar gward e vi taolet en toullbah. 59 Lavared a ran dit : ne ’z i ket er-mêz ahano ken n’az-po ket paeet beteg al liard diweza ».

Pennad trizeg

Ma ne jeñchit ket buhez

1 D’an amzer-ze e teu tud da gemenn da Jezuz ar pez a zo c’hoarvezet gand ar Halileaned e-neus Pilat mesket o gwad gand hini o zakrifisou. 2 Respont a ra dezo : « Ha c’hwi a zoñj deoh e oa ar Halileaned-se gwasoh peherien eged an oll Halileaned all, evid beza gouzañvet evel-se ? 3 Tamm ebed, a lavaran deoh. Med ma ne jeñchit ket buhez, ez eoh da goll, er memez doare, oll ahanoh. 4 Pe c’hoaz, an daouzeg den-ze m’eo kouezet tour Siloe warno, hag a zo bet lazet 27 gantañ, ha c’hwi a zoñj deoh e oant kablusoh eged an oll dud all o chome Jeruzalem ? 5 Tamm ebed, a lavaran deoh. Med ma ne jeñchit ket buhez, ez eoh da goll evel-se, oll ahanoh ».

Ar wezenn-fiez difrouez

6 Lavared a ree ar barabolenn-mañ : « Eun den e-noa eur wezenn-fiez, plantet en e winieg. Do nd a ra da gerhad frouez diwarni ha ne gav netra. 7 Da baotr ar winieg e lavar-eñ : “Setu ma teuan, abaoe tri bloaz, da gerhad frouez diwar ar wezenn-fiez-mañ ha ne gavan netra. Troh anezi, rag perag he lezel da zuna an douar ?” 8 Med respont a ra : “Mestr, emezañ, he lez e-pad ar bloavez-mañ c’hoaz, amzer din da balad en-dro dezi ha da lakaad teil. 9 Ha ma rofe frouez en amzer da zond ? Anez da ze, ma ! he zrohi a ri” ».

Ar vaouez daoubleget

10 Bez’ edo o kelenn en eur zinagogenn, da zeiz ar zabad. 11 Ha setu eur vaouez, enni eur spered hag he lakee da veza nammet abaoe triweh vloaz. Daoubleget e oa-hi ha ne helle ket sevel he hein, tamm ebed. 12 He gweled hag he helver a ra Jezuz, en eur lavared dezi : « Maouez, dizammet out diouz da namm ». 13 Lakaad a ra e zaouarn warni : dioustu e sav-hi he hein, hag e krog da renta gloar da Zoue. 14 Mestr ar zinagogenn a zo droug ennañ, peogwir eo d’eun deiz-sabad e-neus Jezuz roet ar pare. Lavared a ree d’an dud : « C’hweh devez a zo evid labourad. Deuit e-pad an deveziou-ze evid beza pareet ha n’eo ket da zeiz ar zabad ». 15 An Aotrou a respont dezañ : « Pilpouzed ! emezañ, daoust ha pep hini ahanoh ne zistag ket e ejenn pe e azen diouz al laouer, da zeiz ar zabad, evid e gas da eva ? 16 Ha homañ, merh da Abraham, liammet gand Satan abaoe triweh vloaz, daoust ha ne oa ket dleet troha he liamm da zeiz ar zabad ? » 17 O kleved e gomzou, eo karget a vez e oll enebourien ha leun a levenez ar boblad-tud a-bez, gand an oll vurzudou greet drezañ.

Ar hreunenn zezo

18 Lavared a ree eta : « Ouz petra eo heñvel rouantelez Doue ? Ouz petra he heñveria ? 19 Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo, kemeret gand eun den ha lakeet gantañ en e liorz. Kreski a ra ha dond da veza eur wezenn, ken na zav laboused an neñv o neiziou war he brankou ».

Ar goell

20 Lavared a ra c’hoaz : « Ouz petra keñveria rouantelez an neñv ? 21 Heñvel eo ouz ar goell, kemeret gand eur vaouez ha kuzet ganti e-touez tri banerad bleud, beteg m’eo goet an toaz abez ».

Diêz eo antreal

22 Tremen a ree dre ar hêriou hag ar hêriadennou, o kelenn hag oh ober hent war-zu Jeruzalem. 23 Eun den a lavar dezañ : « Aotrou, daoust hag e vo salvet nebeud a dud ? » Respont a ra dezo :24 « Poagnit da vond e-barz, dre an nor striz. Rag kalz, e lavaran deoh, a glasko mond tre ha ne vint ket gouest ».

25 Eur wech ma vo bet dihunet mestr an ti ha prennet an nor gantañ, e krogot da jom er-mêz ha da skoi war an nor, en eur lavared : « Aotrou, digor deom ! » Respont ha lavared a ray deoh : « C’hwi, n’ouzon ket euz peleh oh ». 26 Neuze e krogot da lavared : « Debret hag evet on-eus ganit ha kelennet az-peus war on leurgêriou ». 27 Med eñ a responto : « Lavared a ran deoh, n’ouzon ket euz peleh oh-c’hwi. Pellait diouzin, an oll ahanoh, labourerien an droug. »

28 Bez’ e vo leñvadeg ha skrignadeg dent, pa welot Abraham, Izaak, Jakob hag an oll brofeted e rouantelez Doue, ha c’ hwi, padal, stlapet er-mêz. 29 Dond a ray tud euz ar reter hag ar hornog, euz an hanternoz hag ar hreisteiz, da astenn ouz taol, e rouantelez Doue. 30 Ha setu ma ’zeus tud diweza hag a vo da genta ha tud kenta hag a vo e-touez ar re ziweza. »

Herodez a fell dezan da laza

31 Just d’an eur-ze, e tosta farizianed ouz Jezuz, en eur lavared : « Kerz er-mêz, kuit ahann ! rag Herodez a fell dezañ da laza ». 32 Respont a ra dezo : « It ha lavarit d’al louarn-ze : Setu ma stlapan an diaouled er-mêz, ma parean an dud, hirio, warhoaz, ha d’an trede deiz, eo echu ganin. 33 Koulskoude e rankan mond hirio, warhoaz ha d’an devez war-lerh, rag n’eo ket posubl e varfe eur profet er-mêz euz Jeruzalem. »

Jeruzalem ! Jeruzalem !

34 « Jeruzalem ! Jeruzalem ! te hag a laz ar brofeted hag a veinat ar re bet kaset davedout. Ped gwech em-eus-me klasket dastum da vu~ale, evel ma ra eur yar gand he foñsined, dindan he diouaskell, he n’eus ket bet fellet deoh ! 5 Ha setu m’eo lezet ho Ti ganeoh. Henn lavared a ran deoh : n’am welot ket ken, beteg ma teuio ar mare ma lavarot : “Benniget an hini a zeu en ano an Aotrou” ».

Pennad pevarzeg

An den gand an dour-goenv

1 Hogen, d’eun deiz-sabad, e teu Jezuz da zebri bara, e ti unan euz pennou-braz ar farizianed. Ar re-mañ a oa o zellou paret warnañ. 2 Ha setu ma ’z eus dirazañ eun den klañv gand an dour-goeñv. 3 Jezuz a grog da gomz, en eur lavared d’an dud a lezenn ha d’ar farizianed : « Daoust hag eo permetet, emezañ, parea d’eun deiz-sabad, pe get ? » 4 Chom a reont sioul. Eñ a gemer an den gantañ, e bare hag e gas kuit. 5 Ha dezo e lavar : « Piou ahanoh, ma kouez e vab pe e ejenn en eur puñs, n’e denno ket er-mêz dioustu, d’eun deiz-sabad ? » 6 N’int ket gouest da respont da gement-se.

Dibab ar plasou

7 Konta a ree eur barabolenn d’ar gouvidi. O veza gwelet penaoz e tibabent ar gweleou kenta, e lavar dezo : 8 « Pa vezez pedet gand unan bennag d’eur pred-eured, na astenn ket war ar gwele kenta, gand aon na vefe bet kouviet gantañ eun den uhelloh egedout, 9 ha na zeufe an hini e-neus ho kouviet ho-taou da lavared dit : “ro dezañ ar plas-se !” Ha neuze e krogfes, gand mez, da gemer ar plas diweza. 10 Med, pa ’z out bet pedet, kerz da astenn er plas diweza, ha setu ma teuio da ostiz da lavared dit : “Mignon, kerz uhelloh !” Neuze e vo roet enor dit dirag da oll genbrederien. 11 Nep piou bennag en em lak uhelloh a vo izelleet, hag an hini en em izella a vo lakeet uhelloh. »

Ped ar re baour

12 Lavared a ra ive d’an den e-neus e bedet : « Pa aozez merenn pe goan, arabad pedi na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidig, gand aon da veza pedet ganto d’az tro, ha kement-mañ a vefe eun digoll evidout. 13 Med pa aozez eur pred, ped ar beorien, ar re vahagnet, ar re gamm, ar re dall. 14 Eüruz e vi dre n’o-deus ket peadra da renta dit. Rag an dra-ze a vo rentet dit pa zavo ar re just a varo da veo ». O kleved kement-se, e lavar unan euz ar gouvidi dezañ : « Eüruz an hini a zebro bara e rouantelez Doue ».

An dud kouviet d’ar pred

16 Respont a ra Jezuz dezañ : « Eun den a ree eur goan vraz ha kouviet e-noa kalz tud. 17 Da eur ar pred, e kas e zervicher da lavared d’ar gouvidi : “Deuit ! Prest eo an traou bremañ”.18 Ha krogi a reont, oll anezo, pep hini war-lerh egile, da glask digareziou. An hini kenta a lavar dezañ : “Prenet em-eus eur park, dao eo din mond d’e weled. Da hedi a ran d’am digarezi”. 19 Unan all a lavar : “Prenet em-eus pemp koublad a ejenned hag ez an d’o êsea. Da hedi a ran d’am digarezi”. 20 Unan all a lavar : “Nevez-dimezet on, ha se tu ma ne hellan ket mond”.

21 Eur wech deut en-dro, e kont ar zervicher pep tra d’e aotrou. Neuze eo kounnaret mestr an ti hag e lavar d’e zervicher : “Kerz buan er-mêz, beteg al leuriou hag ar ruiou e kêr ; hag ar beorien, an dud vahagnet, ar re dall, ar re gamm, o lakit da zond amañ”. 22 Dond a ra ar zervicher da lavared : “Aotrou, greet em-eus ar pez az-peus gourhemennet, ha chom a ra plas c’hoaz”. 23 Respont a ra ar mestr d’e zervicher : “Kerz war-zu an heñchou hag ar girzier ; poursu war an dud da zond tre evid ma vo leun ma zi. 24 Rag, lavared a ran deoh : nikun euz ar re a oa bet kouviet ne dañvo ma hoan” ».

An hini na zoug ket e groaz…

25 Pobladou-tud niveruz a ree hent gand Jezuz. Distroi a ra ha lavared dezo : 26 « Ma teu unan bennag davedon heb kaoud kas ouz e vamm hag e dad, ouz e wreg hag e vu : Bale, ouz e vreudeur hag e hoarezed, ouz e vuhez-dezañ zoken, ne hell ket beza diskib din. Nep piou bennag na zoug ket e groaz en eur zond war ma lerh, ne hell ket beza diskib din ».

Evid sevel eun tour

28 « Rag, pehini en ho-touez, ma ’neus c’hoant da zevel eun tour, ne grog ket dre eun azez evid muzulia an dispignou : hag-eñ e-neus peadra evid echui ? 29 A-hend-all, ma lak an diazez ha ma n’eo ket gouest da gas an traou da benn, 30 en em lako an dud o selled outañ d’ober goap, en eur lavared : “An den-ze e-neus kroget da zevel tour ha n’eo ket bet gouest da gas an traou da benn” ».

Evid mond d’ar brezel

31 « Ha c’hoaz : peseurt roue, ma ’z a d’ober brezel d’eur roue all, ne azez ket da genta, evid prederia : hag-eñ eo gouest, gand deg mil den, da ziarbenn an hini o tond a-eneb dezañ gand ugent mil ? 32 A-hend-all, e-pad m’ema egile pell c’hoaz, e kaso kannaded beteg ennañ, evid goulenn penaoz ober ar peoh.

33 Evel-se eta, nep piou bennag ahanoh na lavar ket kenavo d’e oll vadou, ne hell ket beza diskib din ».

Diwar-benn an holen

34 « Mad eo an holen eta : med ma teu an holen zoken da veza fall, gand petra e vo salet ? 35 Ne dalvez netra, nag evid an douar nag evel temz : stlapet e vo er-mêz. Ra glevo an neb e-neus diouskouarn evid kleved. »

Pennad pemzeg

Degemer a ra ar beherien

1 Tostaad a ree an oll bublikaned hag ar beherien ouz Jezuz, evid e gleved. 2 Ar farizianed avad, kenkoulz hag ar skriverien, a hrozmole en eur lavared : « Hennez a zegemer ar beherien hag a zebr ganto. »

An dañvad kollet

3 Neuze e lavar dezo ar barabolenn-mañ : 4 « Pehini en ho touez, o kaoud kant dañvad, m’e-neus kollet unan hepken anezo, ne guita ket an naonteg ha pevar-ugent all er goueleh, evid mond da glask an hini kollet, beteg ma vo kavet ? 5 P’e-neus e gavet, e laka gand levenez war e ziouskoaz. 6 Dond a ra d’ar gêr, boda e vignoned hag e amezeien, ha lavared dezo : “Bezit laouen ganin, rag kavet em-eus ma dañvad, an hini kollet”. 7 Lavared a ran deoh : bez’ e vo evel-se levenez en neñv evid eur peher nemetañ o cheñch buhez, muioh eged evid naonteg den just ha pevar-ugent ha n’o-deus ket ezomm da jeñch buhez. »

An drakm gollet

8 « Ha c’hoaz ; pese urt maouez, o kaoud deg drakm, m ‘he-deus kollet unan anezo, ne elum ket eullamp, ne skub ket an ti ha ne glask ket gand evez, beteg ma vo bet kavet ganti ? 9 P’he-deus kavet, e vod-hi he mignonezed hag heh amezegezed, hag e lavar dezo : “Bezit laouen ganin, rag kavet em-eus an drakm am-oa kollet”. Evel-se e lavaran deoh : levenez a zo e-touez êlez Doue evid eur peher nemetañ o cheñch buhez ».

Ar mab foraner

11 Lavared a ra dezo : « Eun den e-noa daou vab. 12 An hini yaouanka anezo a lavar d’e dad : “Tad, ro din al lodenn eun an hêrez hag a zo dleet din kaoud”. Ingala a ra e vadou etrezo. 13 Eun nebeud deveziou diwezatoh, e tastum an hini yaouanka e beadra hag ez a kuit d’eur vro bell. Hag eno e foran e hêrez en eur veva en dizurz. 14 P’e-neus dispignet pep tra, e kouez eur gemez vraz war ar vro-ze, ha berr e teu an traou da veza gantañ. 15 Mond a ra da labourad evid unan euz tud ar vro-ze ha kaset eo gantañ d’ar parkeier da ziwall ar moh. 16 C’hoant e-noa da leunia e gov gand ar hlosou debret gand ar moh, med den ebed ne roe dezañ.

17 Soñjal a ra ennañ e-unan ha lavared : “Nag a gopridi e ti ma zad o-deus bara forz pegement ha kollet on-me amañ gand an naon. 18 Sevel a rin, mond daved ma zad ha lavared dezañ : ‘Tad, pehet em-eus a-eneb an neñv ha dirazout. 19 N’on ket din ken da veza anvet da vab. Ma lake reñk unan euz da hopridi”. 20 Sevel a ra ha mond daved e dad. Pell ema c’hoaz, pell-tre, pa ’z eo gwelet gand e dad : trefuet eo hemañ beteg don e galon. Redeg a ra, lammad a-dro-vriad ouz e vab ha hirbokad dezañ. 21 Hemañ da lavared : “Tad, pehet em-eus a-eneb an neñv ha dirazout. N’on ket din da veza anvet da vab”. 22 An tad a lavar d’e vevelien : “Degasit buan eur zae hir, an hini gaerra ha gwiskit-eñ ganti. Lakit eur walenn war e viz ha botou d’e dreid. 23 Degasit al leue lard hag e lazit, debrom ha greom chervad : 24 ma mab hag a zo amañ a oa maro ha deut eo en-dro da veo, kollet e oa hag adkavet eo”. Ha krogi a reont d’ober chervad.

Ar mab hena

25 E vab hena a oa er parkeier ; hag evel ma oa tond d’ar gêr, e tosta ouz an ti hag e klev ar muzik hag ar hanaouennou. 26 Gervel a ra unan euz ar vevelien ha goulenn outañ : “Petra a hell an dra-mañ beza ?” 27 Respont a ra dezañ : “Deut eo da vreur en-dro. Da dad e-neus lazet al leue lard, rag adkavet e-neus e vab e stad vad”. 28 Kounnaret eo ha ne fell ket dezañ mond tre. E dad a zeu er-mêz hag e asped. 29 Respont a ra-eñ, en eur lavared d’e dad : “Setu kement a vloaveziou ma da zervichan ; biskoaz n’em-eus dizentet ouz unan euz da hourhemennou, ha morse n’az-peus roet din eur gavrig evid ober chervad gand ma mignoned.30 Med pa zeu da vab en-dro, an hini e-neus foranet da vadou gand ar gisti, e lazit al leue lard evitañ”. 31 Respont a ra : “Mab, te a zo atao ganin ha dit eo pep tra hag a zo din. 32 Med red e oa ober chervad ha beza laouen, peogwir da vreur a oa maro ha beo eo, kollet e oa ha kavet eo en-dro”. »

Pennad c’hwezeg

Ar merer poelleg

1 Lavared a ree ive d’e ziskibien : « Bez’ e oa eun den pinvidig hag e-noa eur merer. Tamallet eo hemañ, dirag e vestr, da veza dispignet e vadou. 2 E gelver a ra ha lavared dezañ : “Petra a glevan diwar da benn ? Rent kont din euz da verèrèz rag ne hellez ket ken beza ma merer”. 3 Hemañ a lavar ennañ e-unan : “Petra ’rin, peogwir e lam kuit ma mestr ar merèrèz diouzin ? Pigellad ? Non ket kreñv a-walh. Goulenn an aluzenn ? Mez am-eus. 4 Gouzoud a ran petra ober evid ma vin degemeret ganto en o zier, pa vo bet lamet kuit ar merèrèz diouzin”.

5 Ha gervel a ra dirazañ peb unan euz dleourien e vestr. D’an hini kenta e lavar : “Pegement a vankez d’am mestr ?” 6 Respont a ra : “Kant barrikennad eoul”. Lavared a ra dezañ : “Kemer da lizer, azez buan ha skriv kanter-kant”. 7 Goude-ze e lavar d’unan all : “Ha te, pegement a vankez ?” Respont a ra : “Kant sahad gwiniz”. Lavared a ra dezañ : “Kemer da lizer ha skriv pevar-ugent”. Hag ar mestr da veuli ar merer dizonest, evid beza bet poelleg en e zoare-ober. Rag poellekoh eo mibien ar rummad-mañ eged mibien ar sklêrijenn e-keñver o fared. »

An arhant

9 « Ha me a lavar deoh : grit mignoned deoh gand arhant an dizonestiz. Evel-se, pa ’z aio hemañ da get, e viot degemeret ganto en teltennou peurbaduz. 10 An hini feal evid ken nebeud, a vo feal ive evid kalz. An hini dizonest evid ken nebeud, a vo dizonest ive evid kalz.11 Setu ma n’hoh ket feal evid arhant an dizonestiz, piou a fizio ennoh ar madou gwirion ? 12 Ma n’oh ket feal evid traou an dud all, piou a roio deoh ar pez a zo deoh ?

13 Mevel ebed ne hell servicha daou vestr. Rag, pe e kasaio unan anezo hag e karo egile, pe e talho da unan hag e raio fae war egile : ne hellit ket servicha Doue hag an arhant ».

14 Ar farizianed, hag a zo mignoned d’an arhant, a glev an oll draou-ze hag a ra goap anezañ. 15 Lavared a ra dezo : « C’hwi eo ar re hag en em ziskouez beza just dirag an dud, med Doue a anavez ho kalonou : an dra uhella e-touez an dud a zo kasauz dirag Doue. » 32

Teir gomz

16 « Al lezenn hag ar brofeted a bad beteg Yann. Adaleg neuze eo embannet kelou mad rouantelez Doue ha peb unan a ya e-barz gand e oll nerz.

17 Esoh eo e tremenfe an neñv hag an douar eged ne kouezfe d’an traoñ eur ger hepken euz al lezenn.

18 Nep piou bennag a gas kuit e wreg hag a zimez gand unan all, a zo eun avoultrer. Hag eun avoultrer eo ive an hini a zimez gand eur vaouez kaset kuit gand he gwaz. »

Lazar hag an den pinvidig

19 « Bez’ e oa eun den pinvidig. Gwisket e veze gand danvez moug ha gand lin, ha bemdez e ree festou braz. 20 Eur paour-kêz den, anvet Lazar, a veze astennet dirag an nor-dal, gand eur bern gouliou-beo war e gorv. 21 C’hoant e-noa d’en em vaga gand ar pez a goueze euz taol an den pinvidig. Hag ouspenn-ze e teue ar chas da lipad e houliou.

22 Hogen, mervel a ra an den paour ha douget eo gand an êlez war galon Abraham. Mervel a ra ive an den pinvidig ha lakeet eo er bez. 23 E bro an anaon, e sav-eñ e zaoulagad, e-kreiz e boaniou kalet : gweled a ra Abraham, pell alese, ha Lazar war e galon. 24 Hag eñ da grial ha da lavared : “Tad Abraham, az-pez truez ouzin ! Kas Lazar da zouba penn e viz en dour, evid distana ma zeod, rag tourmantet on en tan-mañ”. 25 Med respont a ra Abraham : “Mab, dalh soñj : resevet az-peus da vadou e-pad da vuhez, ha Lazar e-neus bet drougou. Bremañ eo-eñ frealzet amañ, ha te tourmantet. 26 Hag ouspenn-ze, laket ez eus bet eur mell islonk etrezom, Evel-se, ar re o-deus c’hoant mond ahann beteg ennoh, ne hellont ket, na treuzi alese beteg ennom-ni”.

27 Lavared a ra-eñ : “Goulenn a ran eta diganit, tad, e gas beteg ti ma zad, 28 rag pemp breur am-eus, da roi dezo testeni hag evid na zeufent ket, int ive, d’al leh-mañ, le un a dourmantou”. 29 Respont a ra Abraham : “Bez’ o-deus Moizez hag ar brofeted : ra vint selaouet ganto !” – 30 “Nann, tad Abraham, emezañ, ma yafe unan euz ar re varo beteg enno, e cheñchfent buhez”. 31 Lavared a ra dezañ : “Ma ne zelaouont ket Moizez hag ar brofeted, gaude ma zavfe zoken unan a-douez ar re varo, ne vint ket lakeet da gredi”. »

Pennad seiteg

Ar skweriou fall

1 Lavared a ra Jezuz d’e ziskibien : « Dibosubl eo ne vefe ket skweriou fall. Med malloz d’an den a zeufe d’o degas. 2 Gwelloh eo evitañ e vefe staget eur mên-milin en-dro d’e houzoug ha taolet er mor, eged beza eur skwer fall evid unan hepken euz ar re vihan-mañ. 3 Bezit en disfiz diouzoh hoh-unan. »

Rebechi ha pardoni

3 « Ma teu da vreur da behi, gra rebechou dezañ. Ma teu keuz dezañ, pardon dezañ. 4 Ma peh seiz gwech bemdez a-eneb dit, hag e teu seiz gwech beteg ennout en eur lavared : “Keuz am-eus” , e pardoni dezañ ».

Lakaad ar feiz da greski

5 Lavared a ra an ebestel d’an Aotrou : « Lak ar feiz da greski ennom ! » 6 Hag an Aotrou da respont : « Ma vefe ho feiz evel eur greunenn zezo, e lavarfeh d’ar wezenn-vouar-mañ : “Displant da wriziou hag o flant er mor”. Hag e sentfe ouzoh ».

Servicherien dired

7 « Piou bennag ahanoh, m’e-neus eur zervicher, labourer-douar pe vesaer, o tond d’ar gêr euz ar park, a lavaro dezañ : “Deus dioustu hag astenn ouz taol” ? 8 Nann, med lavared a raio dezañ : “Aoz koan din. Kemer da houriz d’am zervicha, ken n’am-bo debret hag evet. Goude-ze, e tebri-te hag eh evi”. 9 Daoust hag e-no anaoudegez-vad evid ar zervicher hag e-neus greet ar pez a oa goulennet digantañ ? 10 Evel-se evidoh : p’ho-po greet pep tra gourhemennet deoh, lavarit : “Servicherien dired, setu ar pez ez om-ni ; greet on-eus kement hag on-oa d’ober” ».

Ar Zamaritan pareet

11 Hogen en eur ober hent war-zu Jeruzalem, e tremen e-kichenn harzou Bro-Zamari ha Bro-Halile. 12 Pa oa oh antreal en eur gêriadenn, en em gav deg den lor dirazañ. Chom a reont a-bell 13 ha sevel o mouez, en eur lavared : « Jezuz-Aotrou, az-pez truez ouzom ». 14 O gweled a ra ha lavared dezo : « It d’en em ziskouez d’ar veleien ». Hogen, e-pad m’emaint o vond, ez int glanneet. 15 O weled m’eo bet pareet, e teu unan anezo en-dro, en eur renta gloar da Zoue, a vouez uhel. 16 Koueza a ra e-harz treid Jezuz, ha lavared trugarez dezañ. Hag eur Zamaritan eo hennez. 17 Ha Jezuz da lavared : « Daoust hag-eñ, emezañ, n’eo ket bet glanneet an deg den ? Ha peleh ema an nao all ? 18 N’eus bet nemed an den-mañ, eun estrañjour, evid dond en-dro da renta gloar da Zoue ! » 19 Lavared a ra dezañ : « Sao ! Kerz ! Gand da feiz out bet saveteet ».

Deiz mab an den

20 Ar farizianed a ree goulennou outañ : « Pevare e teu rouantelez Doue ? » Respont a ra dezo : « Rouantelez Doue, emezañ, ne zeu ket evel eun dra da veza merzet. 21 Ne vo ket lavaret : “Setu m’ema amañ !”, pe c’hoaz : “Aze !” Rag bez’ ema rouantelez Doue en ho touez ». 22 Lavared a ra d’an diskibien : « Dond a raio deiziou m’ho-po c’hoant da weled unan hepken euz deiziou mab den, ha ne welot ket. 23 Lavared a raint deoh : “Setu : aze ! Setu-amañ !” N’it ket di. Na redit ket. 24 Rag, evel ma sked al luhedenn lugernuz, adaleg eur penn euz an oabl beteg ar penn all, evel-se e vo mab an den d’e zeiz. 25 Med red eo dezañ gouzañv kalz da genta, ha beza distaolet gand ar rummad-mañ.

26 Evel m’eo bet c’hoarvezet e deiziou Noe, evel-se e vo e deiziou mab an den : 27 debri a reent hag eva, ha dimezi, gwazed evel merhed, beteg an devez ma oa eet Noe e-barz an arh. Hag e teuas an dour-beuz hag e oent oll kollet ennañ. 28 Memez tra a zo bet c’hoarvezet e deiziou Lot : debri a reent, eva, prena, gwerza, planta, sevel tier. 29 Med d’an deiz m’eo eet Lot er-mêz euz Sodom, ez eus deut eur glao a dan ha a zoufr euz an neñv, ha kollet int bet oll gantañ. 30 Evel-se e vo an traou d’an deiz ma vo diskuliet mab an den.

31 En deiz-se, an hini a vo war al leurenn-doenn, arabad dezañ diskenn da zastum e draou ebarz an ti. Hag an hini a vo er park, arabad dezañ dond en-dro kennebeud. 32 Ho-pet soñj euz gwreg Lot.

33 Nep piou bennag a glasko savetei e vuhez, he hollo. Med an hini he hollfe, he lakaio da veva. 34 Lavared a ran deoh : en noz-se, e vint daou war ar memez gwele : unan a vo kemeret hag egile lezet. 35 Bez’ e vint diou vaouez o mala asamblez : unan a vo kemeret hag eben lezet. » 37 Respont a reont ha lavared dezañ : « Peleh, Aotrou ? » Hag eñ da lavared dezo : « Al leh m’ema ar horv ennañ, eno en em vod ar guped ».

Pennad triweh

An intanvez tregasuz

1 Lavared a ra Jezuz eur barabolenn dezo, da ziskouez ez eo red pedi atao, ha chom heb fallgaloni : 2 « Bez’ e oa, emezañ, en eur gêriadenn, eur barner, dizaon dirag Doue, hag heb doujañs ebed evid an dud. 3 Bez’ e oa, er gêr-ze, eun intañvez a zeue da lavared dezañ : “Gra ar justis din dirag ma enebour”. 4 E-pad eun amzer, ne fell ket dezañ. Med goude-ze, e lavar dezañ e-unan : “Daoust ma ’z on dizaon dirag Doue hag heb doujañs evid an dud, 5 dre ma teu an intañvez-se d’am zregasi, e rin ar justis dezi, gand aon na zeufe, heb fin, da dorri din ma fenn”. 6 Lavared a ra an Aotrou : ‘Selaouit ar pez a lavar ar barn er direiz. 7 Ha ne rafe ket Doue ar justis d’e zibabidi o krial war-zu ennañ noz-deiz ? 8 Me a lavar deoh e raio ar justis dezo buan-tre. Koulskoude, pa zeuio mab an den en-dro, daoust ha kavoud a raio feiz war an douar ? »

Ar farizian hag ar publikan

9 Ha c’hoaz, evid an dud a gred dezo, int o-unan, beza just, hag a zell ouz ar re all evel ouz netra, e lavar Jezuz ar barabolenn-mañ :

10 « Daou zen a zav beteg an templ evid pedi, unan anezo o veza eur farizian hag egile eur publikan. 11 Ar farizian a jom en e zao hag a bed evel-mañ : “Doue ! Lavared a ran dit trugarez pa ’z on disheñvel diouz an oll dud all hag a zo laeron, tud direiz, avoultrerien, pe c’hoaz diouz ar publikan-ze. 12 Yuni a ran diou wech ar zizun, ha pêa an deog war gement tra a hounezan”.

13 Ar publikan a-vad a jom pell : ne fell ket dezañ sevel e zaoulagad war-zu an neñv, med skoi a ra war e beultrin ha lavared : “Doue ! Az-pez truez ouzin, eur peher”. 14 Lavared a ran deoh : hemañ a ziskenn d’e di, o veza bet justiset, med egile nann. Rag nep piou bennag en em zav a vo izelleet, hag an hini en em izella a vo uhelleet ».

Lezit ar vugale vihan

15 Kas a reent beteg ennañ bugale vihan zoken, evid ma lakaio e zaouarn warno. O weled kement-se, e ra an diskibien trouz dezo. 16 Med Jezuz o halv beteg ennañ hag a lavar : « Lezit ar vugale vihan da zond beteg ennon ha na virit ket outo d’henn ober. Rag d’ar re a zo par dezo eo rouantelez Doue. 17 Amen, e lavaran deoh : an hini na zegemer ket rouantelez Doue e-giz eur bugel bihan, ne ’z aio ket e-barz ». 35

Gwerz pep tra hag henn ro d’ar beorien

18 Eur penn-rener a houlenn digantañ : « Mestr mad, emezañ, petra am-eus d’ober evid kaoud ar vuhez peubarduz da hêrez ? » 19 Respont a ra Jezuz dezañ : « Perag e lavarez ez on mad ? N’eus den mad ebed nemed Doue. 20 Anaoud a rez ar gourhemennou : “ne ri ket a avoultriez ; ne lazi ket ; ne laeri ket, ne ri ket fals-testeniou, da dad ha da vamm a enori” ».

21 Respont a ra : « An oll draou-ze am-eus miret, abaoe ma yaouankiz ». 22 O kleved kement-se, e lavar Jezuz dezañ : « Eun dra hepken a ra diouer dit c’hoaz : gwerz da oll beadra, her ro d’ar beorien hag az-po eun teñzor en neñv. Ha deus war ma lerh ». 23 O kleved an dra-ze avad, e teu hemañ da veza trist, rag pinvidig-braz e oa. »

Esoh eo evid eur hañval

24 Ouz e weled deut da veza trist, e lavar Jezuz : « Pegen diêz eo d’an dud o-deus pinvidigeziou antreal e rouantelez Doue. 25 Rag êsoh eo d’eur hañval tremen dre doull eun nadoz eged d’eun den pinvidig antreal e rouantelez Doue ». 26 Lavared a ra neuze ar zelaouerien : « Ha piou a hell beza saveteet ? » 27 Hag eñ da respont : « Ar pez a zo dibosubl evid an dud a zo posubl evid Doue ».

Dilezet on-eus pep tra

28 Ha Pèr da lavared : « Setu m’on-eus-ni dilezet ar pez a zo deom hag eet war da lerh ». 29 Respont a ra dezo : « Amen, e lavaran deoh : n’eus den ebed hag a zilezfe ti, gwreg pe breudeur, kerent pe bugale, en abeg da rouantelez Doue, 30 heb reseo meur a wech kemend-all er bed-mañ, hag buhez peurbaduz en oadvez da zond ».

Ar pasion kemennet evid an trede gwech

31 O kemer gantañ an daouzeg, e lavar dezo : « Setu ma savom beteg Jeruzalem, ha ma vo sevenet pep tra bet skrivet gand ar brofeted diwar-benn mab an den : 32 bez’ e vo-eñ roet d’ar baianed, dismegañset, kunujennet, ha tufet e vo warnañ ; 33 goude beza bet skourjezet, e vo lakeet d’ar maro ganto, ha d’an trede deiz eh adsavo ». 34 Int a-vad ne gomprenent netra en traou-ze ; kuzet e oa ar homzou-ze outo ha ne ouient ket petra e-noa lavaret.

Den dall Jeriko

35 Hogen, p’ema tost da Jeriko, e oa eun den dall azezet war vord an hent, o houlenn an aluzenn. 36 O kleved eur boblad-tud o vond e-biou, e klask gouzoud petra e vefe. 37 Respont a reont dezañ : « Jezuz an Nazôrean eo a zo o tremen ». 38 Ha krogi a ra da grial, en eur lavared : « Jezuz, mab da Zavid, az-pez truez ouzin ». 39 Gourdrouzet eo gand an dud o vale er penn kenta, evid ma chomfe peoh. Med krial a ra muioh-mui : « Mab da Zavid, az-pez truez ouzin ». 40 O chom a-zav, e kemenn Jezuz ma vefe degaset beteg ennañ. 41 Pa ’z eo deut tost, e houlenn digantañ : « Petra az-peus c’hoant e rafen evidout ? » Lavared a ra : « Aotrou ! Ra welin adarre ! » 42 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Gwel adarre. Gand da feiz out bet saveteet ». 43 A-daol-trumm e wel adarre, ha mond a ra d’e heul en eur renta gloar da Zoue. O veza gwelet kement-se, e kan ar bobl a-bez meuleudi da Zoue.

Pennad naonteg

Zache

1 Degouezet Jezuz tre e kêr – bez’ e oa war-nez treuzi Jeriko – 2 setu eun den oh erruoud, Zache e ano. Edo e penn ar bublikaned ha pinvidig e oa. 3 Klask a ree gweled Jezuz ha gouzoud piou eo. Med ne helle ket, en abeg d’ar boblad-tud, rag bez’ e oa bihan a vent. 4 Redeg a ra en a-raog ha pignad war eur wezenn zikomor evid e weled, rag dre aze e tlefe tremen. 5 Ha pa zegouez war al leh-se, e sav Jezuz e zaoulagad hag e lavar dezañ : « Zache, diskenn buan, rag hirio eo red din chom en da di ». 6 Buan e tiskenn hag e degemer a ra gand levenez. 7 O weled kement-mañ, e hrozmol an oll dud : « Deut eo, emezo, da jom e ti eun den peher ».

8 En e zav, e lavar Zache d’an Aotrou : « Setu amañ an hanter euz ma madou, Aotrou ; her ro a ran d’ar beorien ; ha m’am-eus tennet eun dra bennag dre heg digand eun den, her roan dezañ en-dro peder gwech ». 9 Ha Jezuz neuze da lavared dezañ : « Hirio eo degouezet ar zilvidigez evid an ti-mañ, peogwir eo hemañ ive mab da Abraham. 10 Rag deut eo mab an den da glask ha da zavetei ar pez a oa kollet ».

An deg minenn

11 P’emaint o selaou an traou-ze, e lavar-eñ eur barabolenn all ; kredi a reont, dre ma tostaont ouz Jeruzalem, ema rouantelez Doue o tond heb dale.

12 Setu ma lavar : « Eun den a reñk uhel a ya kuit d’eur vro estren da reseo ar roueelez evitañ ha dond en-dro goude-ze. 13 Gelver a ra deg euz e zervicherien ha roi dezo deg minenn. Lavared a ra dezo : “Grit aferiou beteg ma distro”. 14 E genvroidi o-doa kasoni outañ. Kas a reont kannaded war e lerh da lavared : “Ne fell ket deom beza gouarnet gand hennez”.

15 Hogen, p’ema deut en-dro, goude beza resevet ar roueelez, e lak da veza galvet dirazañ ar zervicherien a oa bet roet arhant dezo, evid anaoud ar pez e-noa peb unan gounezet en e aferiou. 16 Dond a ra an hini kenta ha lavared : “Aotrou, da vinenn : deg minenn eo am-eus gounezet ganti”. 17 Lavared a ra : “Brao ! Servicher mad. Peogwir out bet feal evid kennebeud, kemer galloud war zeg kêr”.

18 Dond a ra an eil servicher : “Aotrou, emezañ, greet he-deus da vinenn pemp minenn all”. 19 Lavared a ra ive da hennez : “Te, ive, kemer galloud war bemp kêr”. 20 Ha dond a ra an trede : “Aotrou, emezañ, setu amañ da vinenn. He lakeet am-oa a-gostez, en eun tamm lien. 21 Rag aon am-oa razout, peogwir out eun den kaled : kemer a rez ar pez n’az-peus ket lakeet ha medi ar pez n’az-peus ket hadet”. 22 Lavared a ra dezañ : “Diouz da gomzou eo e vi barnet ganin, servicher fall. Gouzoud a rees ez on-me eun den kaled, o kemer ar pez n’am-eus ket lakeet hag o medi ar pez n’am-eus ket hadet. 23 Perag neuze n’az-peus roet ma arhant d’eun ti-bank ? Hag am-mefe-me, o tond en-dro, e adkavet gand an interest”. 24 Ha lavared a ra d’ar re a zo e-kichenn : “Tennit e vinenn digantañ evid he roi d’an hini e-neus deg”. 25 Respont a reont dezañ : “Aotrou, bez’ e-neus hennez deg minenn dija”– 26 “Lavared a ran deoh : roet e vo d’an neb e-neus, med d’an neb n’e-neus ket e vo tennet digantañ ar pez e-neus zoken. 27 A-hend-all, ma enebourien, ar re ne felle ket dezo beza gouarnet ganin, o degasit amañ ha trahit dezo o houzoug dirazon” ».

E Jeruzalem

28 Goude beza lavared an traou-ze, ez a er penn a-raog, en eur zevel war-zu Jeruzalem. 29 Hogen, p’ema o tostaad ouz Betfaje ha Betani, e-kichenn ar menez anvet Menez-an-Olivez, 30 e kas daou ziskib en e raog, en eur lavared : « It beteg ar gêriadenn a zo dirazoh. En eur vond tre, e kavot eun azenig staget ha n’eus bet den ebed c’hoaz azezet warnañ. Distagit-eñ hag e degasit. 31 Ha ma houlenn unan bennag diganeoh : “Perag e zistagit ?” c’hwi a responto an dra-mañ : “An Aotrou e-neus ezomm anezañ” ».

32 Mond a ra an daou gannad ha kavoud an traou evel m’e-neus lavaret dezo. 33 Pa zistagont an azenig, e lavare vistri dezo : « Perag e tistagit an azenig ? » 34 Respont a reont : « An Aotrou e-neus ezomm anezañ. » 35 E zegas a reont da Jezuz, taoler o mantili war an azenig ha lakaad Jezuz da bignad warnañ.

36 Dre ma ’z a war-raog, e ledont o mantili war an hent. 37 P’ema o tostaad ha dija o tiskenn Menez-an-Olivez, e krog pobl niveruz e ziskibien da veuli Doue a vouez uhel, evid an oll vurzudou bet gwelet ganto : « Benniget an hini, ar roue, a zeu en ano Doue. Peoh en neñv ! Ha gloar war al lehiou uhel ! » 39 Lod euz ar farizianed, a-douez ar boblad-tud, a lavar dezañ : « Mestr, gourdrouz da ziskibien ». 40 Respont a ra dezo : « Lavared a ran deoh, emezañ, ma tav ar re-mañ, e krio ar vein ».

Leñva a ra Jezuz war Jeruzalem

41 Pa ’z eo deut tost, o weled ar gêr, e leñv warni 42 hag e lavar : « M’az-pefe anavezet, en deiz-mañ, te ive, ar peoh o tostaad ! Med kuzet eo bremañ an dra-ze ouz da zaoulagad. 43 Rag dond a raio warnout deveziou ma zavo da enebourien peulgaeou a-eneb dit ; lakaad a raint eur helh en-dro dit, taga ahanout a bep tu, 44 ha skuba ahanout beteg an douar, te ha da vugale. Ne lezint ket mên war vên ennout, peogwir n’az-peus ket anavezet mare ar weladenn greet dit ».

Kas a ra ar werzerien e-mêz an templ

45 Mond a ra e-barz an templ ha krogi da gas ar werzerien er-mêz. 46 Lavared a ra dezo : « Skrivet eo : “Ma Zi a zo eun Ti a bedenn” hag eun toull-laeron ho-peus greet anezañ ». 47 Bemdez edo o kelenn en templ. Klask a ra ar veleien-veur hag ar skriverien e gas da vond da goll, ha pennou-braz ar bobl ive. 48 Med ne gavont ket petra e hellfent ober, rag, ouz e gleved, eo dedennet ar bobl a-bez gantañ.

Pennad ugent

Piou e-neus roet dit ar galloud-se ?

1 Hogen, e-pad unan euz an deveziou-ze, p’ema o kelenn an dud en templ, hag oh embann ar helou mad, e teu dirazañ ar veleien-veur hag ar skriverien, gand ar pennou-braz. 2 Komz a reont outañ : « Lavar deom, emezo, dre beseurt galloud e rez an dra-mañ ? Pe c’hoaz, piou e-neus roet dit ar galloud-se ? »

3 Respont a ra dezo : « Eun dra, emezañ, am-eus da houlenn diganeoh ive. Lavarit din : 4 badeziant Yann, bez’ e oa a-berz an neñv pe a-berz an dud ? ». 5 Divizoud a reont etrezo : « Ma lavarom : “A-berz an neñv”, e responto : “Perag n’ho-peus ket kredet ennañ ?” 6 Ha ma lavarom : « A-berz an dud, e vim meinatet gand ar bobl a-bez, rag kredi a reont e oa Yann eur profet ». 7 Respont a reont : « N’ouzom ket a-berz piou ». 8 Ha Jezuz da lavared dezo : « Me kennebeud ne lavarin ket deoh dre beseurt galloud e ran an dra-mañ ».

Lazet eo ar mab gand ar winierien

9 Krogi a ra da lavared ar barabolenn-mañ d’ar boblad-tud : « Eun den a blant eur winieg. He feurmi a ra da winierien ha mond kuit pell evid hir amzer. 10 Pa ’z eo deut ar mare, e kas eur zervicher d’ar winierien evid ma raint dezañ frouez euz ar winieg. Med skoi a ra ar winierien gantañ ha kaset eo kuit heb netra. 11 Ober a ra kemend-all ha kas dezo eur zervicher all. Hemañ ive a zo skoet warnañ, dismegañset ganto ha kaset kuit heb netra. 12 Ober a ra memez tra c’hoaz ha kas dezo eun trede servicher. Hennez ive a zo gloazet ha taolet ganto er-mêz.

13 Lavared a ra mestr ar winieg : “Petra ’rin ? Kas a rin dezo ma mab, an hini karet. Marteze o-do doujañs evid hennez ?” 14 Ouz e weled, e tiviz ar winierien etrezo, o lavared : “Hemañ eo ar pennhêr ! Lazom anezañ ha deom-ni e vo an hêrez” ! 15 E daoler a reont e-mêz ar winieg, hag e laza. Ahanta ! petra a raio mestr ar winieg dezo ? 16 Dond a raio, lakaad ar winierien-ze d’ar maro ha roi e winieg da dud all ». O veza klevet kement-se, e lavaront : « Nann ! Arabad e c’hoarvezfe an dra-ze ».

Ar mên-korn

17 Para a ra e zellou warno ha lavared dezo : « Petra ’ta ’zo skrivet : “Ar mên taolet kuit gand ar zaverien, hennez eo a zo deut da veza ar mên-kom. 18 An neb a gouez war ar mên-se a vo brevet gantañ hag an hini a gouezfe ar mên warnañ a vo frigaset” ».

19 Klask a ra ar skriverien hag ar veleien-veur lakaad o daouarn warnañ d’ar poent-se. Med aon o-deus rag ar bobl. Rag anaoud a reont eo evito e-neus-eñ lavaret ar barabolenn-ze ».

Rentit da Zezar

20 O telher o evez war Jezuz, e kasont dezañ spierien hag a ra van da veza just, evid ma vefe-eñ paket en e gomzou ha roet da veza lakeet dindan galloud ha beli ar gouarnour. 21 Goulenn a reont digantañ : « Mestr, emezo, gouzoud a reom e komzez hag e kelennez en eun doare eeun. Ne vamez ket hervez diavêz an dud med kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez. 22 Daoust hag eo permetet deom roi an taillou da Zezar pe n’eo ket ? »

23 O weled o gwidre, e lavar Jezuz dezo : « Diskouezit din eun diner. Euz piou eo an enskrivadur hag ar skeudenn warnañ ? » 24 Respont a reont : « Euz Sezar ». 25 Hag eñ da respont dezo : « Neuze rentit da Zezar ar pez a zo da Zezar. Ha da Zoue ar pez a zo da Zoue ». 26 Ne hellont ket e baka en e gomzou, dirag ar bobl. Souezet int gand e respont ha chom a reont mud.

Ar zaduseaned hag adsao ar re varo

27 Tostaad a ra lod euz ar zaduseaned, ar re a lavar n’eus adsao ebed evid ar re varo. 28 Goulenn a reont digantañ : 28 « Mestr, emezo, skrivet e-neus Moizez evidom : “Ma varv breur unan bennag, o kaoud gwreg med heb bugel ebed, ra gemero e vreur ar wreg evid roi diskennidi d’e vreur”. 29 Bez’ e oa seiz breur eta. An hini kenta a gemer eur wreg hag a varv heb bugel ebed. 30 Hag an eil hag an trede he hemer ; hag evel-se evid ar zeiz anezo : mervel a reont heb lezel bugel ebed war o lerh. 32 Goude-ze, e varv ar vaouez ive. 33 Da biou eta e vo-hi gwreg, da zevez adsao ar re varo ? Rag gwreg eo bet hi d’o zeiz ».

34 Respont a ra Jezuz dezo : « Dimezi a ra mibien ar bed-mañ hag ar merhed ive. 35 Med ar re a zo bet kavet din da antreal er bed all, goude adsao ar re varo, ne zimezont ket, nag ar merhed kennebeud. 36 Ne hellont ket mervel ken, rag par int d’an êlez. Bez’ int mibien da Zoue, o veza mibien an adsao. 37 Hag e-keñver adsao ar re varo, henn diskouezet e-neus Moizez er Bod-Tan, dre m’eo bet anvet an Aotrou gantañ : “Doue Abraham ha Doue Izaak ha Doue Jakob”. 38 N’eo ket Doue ar re varo, med Doue ar re veo. Rag evitañ e vevont oll ». 39 Lod euz ar skriverien a respont : « Mestr, emezo, komzet ho-peus mad ». 40 Rag ne gredent ket ken ober goulennou outañ, war dra pe dra.

Mab da Zavid hag e Aotrou

41 Med lavared a ra deze : « Penaoz e lavaront ez eo ar Hrist mab da Zavid ? 42 Rag David, eñ e-unan, a lavare leor ar Zalmou : “Lavaret e-neus an Aotrou d’am Aotrou : azez en tu dehou din, 43 beteg ma lakin da enebourien e-giz eur skabell dindan da dreid”. 44 Gand David eta ez eo bet anvet “Aotrou”. Neuze penaoz eo-eñ e vab ? »

Kaoud disfiziañs ouz ar skriverien

45 P’ema ar bobl a-bez ouz e zelaou, e lavar Jezuz d’e ziskibien : 46 « Ho-pet disfiziañs ouz ar skriverien : c’hoant o-deus da vale gand saeou hir ; kared a reont kaoud saludou war al leurgêriou, ar hadoriou kenta er zinagogennou, hag ar gwella plasou evid ar prejou. 47 Debri a reont tier an intañvezed hag ober van da bedi e-pad pell. Seul wasoh e vint kondaonet ».

Pennad unan warn-ugent

An intañvez paour

1 Sevel a ra Jezuz e zellou ha gweled ar re a daol o frovou en teñzor : tud pinvidig. 2 Gweled a ra ive eun intañvez paour o taoler daou bezig. 3 Lavared a ra-eñ : « E gwirionez, e lavaran deoh, taolet he-deus an intañvez-mañ, hag a zo paour, muioh eged an oll re all. 4 Rag taolet o-deus an oll re-ze diwar ar pez o-doa ouspenn. Med taolet he-deus-hi diwar he dienez, kement m’he-doa evid beva ».

Sinou ar fin

5 Lavared a ra lod, diwar-benn an templ, penaoz eo kinklet gand mein kaer ha donezonou. 6 Hag eñ da lavared : « Ar pez a welit ? Dond a raio deveziou ma ne jomo ket mên war vên, heb beza distrujet.

7 Goulenn a reont digantañ : « Mestr, pevare eta e c’hoarvezo an traou-ze ? Ha pehini e vo ar zin pa vo kement-se o tond ? » 8 Respont a ra : « Bezit war evez gand aon da veza diheñchet. Rag kalz tud a zeuio em ano hag a lavaro : “Me eo !” ha : “Tost eo ar mare !” N’it ket d’o heul. 9 Pa glevot trouz brezeliou ha dispahou, arabad beza spontet : rag red eo e c’hoarvezfe seurt traou da genta. Med n’ema ket ar fin dioustu ». 10 Neuze e lavar-eñ dezo : « En em zevel a raio eur vroad a-neb eur vroad, eur rouantelez a-eneb eur rouantelez. 11 Bez’ e vo krenadennou-douar hag, e meur a leh, kernez ha gwalennou. Bez’ e vo ive taoliou-spont ha sinou braz o tond euz an neñv ».

Bez’ e viot gwerzet

12 « Med a-raog an oll draou-ze, e lakint o daouarn warnoh, e viot heskinet, sachet ganto d’ar zinagogennou ha d’ar prizoniou, ha kaset dirag ar rouaned hag ar houarnourien, abalamour d’am ano : 13 kement-mañ a lako ahanoh da roi testeni. 14 Arabad eta beza chalet en a-raog en ho kalonou, diwar-benn penaoz en em zifenn, 15 rag me eo a roio deoh eur genou hag eur furnez na hellint ket beza enebet nag abeget outo gand nikun euz hoh enebourien. 16 Gwerzet e viot zoken gand kerent, breudeur, amezeien, mignoned, ha ganto e vo lakeet lod ahanoh d’ar maro. 17 Kasoni o-do an oll ouzoh, en abeg d’am ano. 18 Med ne vo kollet blevenn ebed euz ho penn. 19 Dre ho talhusted e viot mistri war hoh eneou ».

Distrujadeg Jeruzalem

20 Pa welot kampou-brezel tro-dro da Jeruzalem, gouezit neuze ema tost he distrujadeg. 21 Neuze, ra redo tud Bro-Jude kuit, war-zu ar meneziou ! Ra yelo pell ar re o chom e kêr ! Ra jomo tud ar mêziou heb dond enni ! 22 Rag bez’ e vo neuze an deiziou a gastiz, evid seveni pep tra a zo bet skrivet. 23 Reuzeudig ar merhed a vo dougerez pe o roi bronn en deiziou-ze ! Rag bez’ e vo eun dienez vraz war an douar ha kounnar war ar bobl-mañ. 24 Lazet e vint gand beg ar hleze hag harluet e-touez an oll bobladou. Breset e vo Jeruzalem gand ar broadou, beteg ma vo sevenet amzeriou ar broadou ».

Gweled a raint mab an den

25 « Bez’ e vo sinou en heol, el loar hag er stered ; ha, war an douar, e vo ar broadou ankeniet ha spontet gand trouz ar mor hag an tarziou. Sempla a raio an dud gand an aon, o hortoz ar pez a hoarvezo evid mabden, rag distardet e vo galloudou an neñv. 27 Neuze e welint mab an den o tond war eur goabrenn, leun a halloud hag a hloar. 28 Pa grogo an traou-ze da erruoud, savit ho kein hag ho penn, rag ema tost ho silvidigez ».

Ar wezenn-fiez o kemenn an hañv

29 Lavared a ra dezo eur barabolenn : « Gwelit ar wezenn-fiez hag ar gwez all : 30 pa zeu broñsou enno, dija en eur zelled outo e ouzoh-c’hwi ema an hañv o tostaad. 31 Evel-se, c’hwi ive, pa welit an traou-ze oh erruoud, gouezit ema tost rouantelez Doue. 32 Amen, e lavaran deoh : ne dremeno ket ar rummad-mañ ken na vo degouezet kement-se. 33 Tremen a raio an neñv hag an douar, ma homzou a-vad ne dremenint ket ».

Pedit atao

34 Bezit war evez, gand aon na vefe ho kalon pounnerreet gand gadaliez, mezventi ha trubuillou ar vuhez, ha na kouezfe an deiz-se warnoh dre laer, 35 evel eur roued. Rag dond a raio evid pep hini euz an dud azezet war an douar a-bez. 36 Med bezit dihun ha pedit atao, evid kaoud muioh a nerz d’en em denna diouz an oll draou-ze a zle dond, ha da jom en ho sav dirag mab an den ».

Deiziou diweza Jezuz

37 E-pad an deiz, e chome Jezuz en templ, o kelenn. Med mond a ree er-mêz, dra dremen an nozveziou war ar menez anvet Menez an Olivez. 38 Hag adaleg goulou deiz, e teue ar bobl a-bez davetañ, d’an templ, evid e zelaou.

Pennad daou warn-ugent

Tost ema gouel Pask

1 Tost edo gouel ar bara dihoell, anvet Pask. 2 Bez’ edo ar veleien veur hag ar skriverien o klask penaoz lakaad Jezuz d’ar maro, med aon o-doa rag ar bobl. 3 Antreal a ra Satan e Judaz, lesanvet Iskariotad, hag a zo unan euz an daouzeg. 4 Hemañ a ya da gomz gand ar veleien veur hag ar gargidi vraz, evid gweled penaoz gwerza Jezuz dezo. 5 Laouen-braz int ha prometi a reont roi arhant dezañ. 6 Asanti a ra-eñ ha klask an tu d’e werza dezo, en diavêz euz ar boblad-tud.

Ragaoza a reont gouel Pask

7 Deuet eo devez ar bara dihoell ma vez red kinnig sakrifis Pask. 8 Kas a ra Jezuz Pèr ha Yann, en eur lavared dezo : « It d’aoza deom pred Pask, evid ma tebrim anezañ ». 9 Respont a reont : « Peleh e fell dit e vefe aozet ganeom ? » 10 Hag eñ da lavared dezo : « Setu : pa viot oh antreal e kêr, e teuio davedoh eun den o tougen eur podad dour. It d’e heul d’an ti ma yelo ennañ. 11 Ha c’hwi a lavaro da vestr an ti : « An Aotrou a lavar dit : “Peleh ema ar zal ma hellin debri pred Pask enni, gand ma diskibien ?” 12 Diskouez a raio deoh eur zal war-laez, braz ha meublet : aozit pep tra eno ». 13 Mond a reont ha kavoud an traou evel m’e-neus lavaret ; hag e aozont pred Pask.

Pred Pask

14 Pa ’z eo deut an eur, ez a Jezuz da astenn ouz taol, hag e ebestel gantañ. 15 Lavared a ra dezo : « C’hoant braz am-eus bet da zebri ar pred Pask-mañ ganeoh, a-raog din gouzañv. 16 Rag lavared a ran deoh : biken ken n’henn debrin, beteg ma vo sevenet hemañ da vad e rouantelez Doue. 17 Degemer a ra eur haliriad, trugarekaad ha lavared : « Kemerit euz hemañ hag henn lodennit etrezoh. 18 Rag lavared a ran deoh : adaleg bremañ n’evin ket mui euz frouez ar winienn, ken na vo deut rouantelez Doue ».

Kement-mañ eo ma horv

19 Kemer a ra eur varaenn, lavared trugarez, he ranna hag he roi dezo, en eur lavared : « Kement-mañ eo ma horv, roet evidoh : grit kement-se gand ar zoñj ahanom » 20 Hag evel-se c’hoaz, goude koan, gand ar haliriad, en eur lavared : « Ar haliriad-mañ eo an emgleo nevez em gwad, skuillet evidoh »

An hini a werz ahanon

21 « Koulskoude, ema dorn an hini a werz ahanon, ganin war an daol. 22 Rag mond a ra mab an den evel m’eo bet divizet. Med gwaz-a-ze d’an den-ze m’eo gwerzet gantañ ». 23 Krogi a reont da zivizoud etrezo : piou eta en o zouez a vefe an hini o vond d’ober an dra-ze ?

An hini brasa

24 Dond a ra ive eun tabut en o zouez : pehini anezo a zeblant beza an hini brasa ? 25 Jezuz a lavar dezo : « Rouaned ar broadou a hoari o aotrou warno, hag ar re m’ema ar galloud ganto a houlenn beza anvet “Madoberourien”. 26 Ganeoh-c’hwi ne vo ket an traou evel-se, med ra vo an hini brasa en ho touez evel an hini yaouanka, hag ar mestr evel an hini o servicha. 27 Rag, piou eo an hini brasa ? An hini a zo ouz taol pe an hini a zervich ? Daoust ha n’eo ket an hini ouz taol ? Ha me a zo en ho touez evel an hini a zervich.

28 C’hwi eo ar re hag a zo chomet ganin e-kreiz ma zrubuillou, daoust da bep tra. 29 Ha sevel a ran-me eur rouantelez evidoh, evel m’e-neus ma Zad savet eur rouantelez evidon, 30 evid ma tebrot hag evot diouz ma zaol, em rouantelez, ha m’ho-po troniou da azeza warno ha da varn an daouzeg meuriad euz Izrael. »

A-raog ma kano ar hillog

31 « Simon, Simon ! Setu m’e-neus Satan ho koulennet evid beza kroueriet, e-giz ar gwiniz. 32 Med pedet em-eus evidout, evid na vo ket kollet da feiz ; ha te, eur wech deut en-dro, kennerz da vreudeur ». 33 Lavared a ra hemañ dezañ : « Aotrou, prest on da vond ganit d’ar prizon ha d’ar maro. » 34 Ha Jezuz da respont : « Lavared a ran dit, Pèr : ne gano ket eur hillog hirio, ken n’az-po nahet, teir gwech, eh anavezez ahanon. »

Eur an emgann

35 Hag e lavar Jezuz dezo : « Pa ’m-eus ho kaset, heb yalh, na bisah, na botou, petra a vanke deoh ? » – « Netra » emezo. 36 Lavared a ra dezo : « Med bremañ, an neb e-neus eur yalh, ra he hemero, ha memez tra evid ar bisah. Hag an neb n’e-neus ket a gleze, ra werzo e vantell evid prena unan. 37 Rag lavared a ran deoh, red eo e vefe sevenet ennon ar pez a zo bet skrivet : “Lakeet eo bet e-touez an dud dilezenn”. Ha gwir eo ema tost an traou bet lavaret diwar ma fenn ». 38 Hag int da lavared : « Aotrou, setu amañ daou gleze ». Respont a ra : « Tra-walh eo ! »

An dremenvan war Menez-an-Olivez

39 Mond a ra Jezuz er-mêz hag e kerz, evel kustum, beteg Menez-an-Olivez. E ziskibien a ya d’e heul ive. 40 Eur wech degouezet eno, e lavar-eñ dezo : « Pedit evid na gouezot ket en tentadur ». 41 Ha pellaad a ra diouto, a-hed war-dro bann eur mên, 42daoulina ha pedi en eur lavared : « Tad, mar plij ganit, kas ar haliriad-mañ pell diouzin. Koulskoude, ra vo greet n’eo ket ma bolontez med da hini-te ». 43 Eun êl euz an neñv en em ziskouez dirazañ d’e gennerza. 44 Ha kouezet en e dremenvan, e ped startoh c’hoaz. Dond a ra e hwezenn da veza evel beradou gwad o koueza war an douar. 45 Eur wech savet diwar e bedenn, e teu beteg e ziskibien hag o hav kousket, diwar ar glahar. 46 Lavared a ra dezo : « Petra ! Kousket oh ? War-zao ! Pedit evid na gouezot ket en tentadur. »

Pok Judaz

47 Bez’ ema c’hoaz o komz pa zegouez eur strollad tud. En o fenn e kerz Judaz, unan euz an daouzeg. Tostaad a ra ouz Jezuz da bokad dezañ. 48 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Judaz, dre eur pok e werzez mab an den ? »

An taol kleze

49 Gweled a ra ar re en-dro dezañ ar pez a zo o vond da hoarvezoud hag e lavarent : « Aotrou, ha ma skofem a daoliou-kleze ? » Unan anezo a sko gand mevel ar beleg meur hag a lam kuit e skouarn dehou digantañ. 51 Med komz a ra Jezuz, o lavared : « Lezit, tra-walh evel-se. » Touch a ra ouz beg ar skouarn ha pareet eo. 52 Hag eñ da lavared d’an dud deut en arbenn dezañ : 43 « Deut oh er-mêz, gand klezeier ha bizier, evel evid eun torfetour. 53 Bemdez edon ganeoh en templ ha n’ho-peus ket lakeet ho taouarn warnon. Med deut eo hoh eur ha galloud an deñvalijenn. »

E ti ar beleg meur

54 Lakaad a reont o daouarn warnañ, e gas ganto hag e lakaad da vond da di ar beleg meur. Pèr a zeue war-lerh, eun tammig pelloh. 55 Eun tan a zo bet greet ganto hag azezet emaint asamblez. Azeza a ra Pèr en o zouez.

Kana a ra ar hillog

56 Gwelet eo gand eur vatez, p’emañ azezet e-kichenn an tan. Selled a ra-hi outañ ha lavared : « Bez’ edo hemañ gantañ ive. » 57 Naha ra-eñ, en eur lavared : « Maouez, n’e anavezan ket. » 58 Eun tammig goude, eo gwelet gand unan all hag a lavar : « Te ive, a zo en o zouez. « Ha Pèr da lavared : « Paotr, n’emaon ket. » 59 Eun eur diwezatoh marteze, unan all c’hoaz da boueza ha da lavared : « Gwir eo, bez’ edo hemañ gantañ ive. Galilead eo, forz penaoz. » 60 Ha Pèr da respont : « Paotr, n’ouzon ket petra a lavarez. » Hag a-daol-trumm, e-pad m’ema c’hoaz o komz, e kan eur hillog. 61 O troi war-zu Pèr, e par an Aotrou e zellou warnañ. Ha dond a ra soñj da Bèr euz komzou an Aotrou ha penaoz e-noa lavaret dezañ : « A-raog ma kano eur hillog hirio, az-po ma nahet, teir gwech. » 62 Mond a ra er-mêz ha skuilla daelou c’hwero.

Gra da brofet

63 Dismegañset eo Jezuz gand an dud ouz e ziwall, ha skoi a reont gantañ. 64 Mouchet eo ganto hag e houlennont digantañ : « Gra da brofet, emezo. Piou e-neus skoet ganit ? » 65 Hag e lavaront kalz gwallgomzou a-eneb dezañ.

Ha bez’ out mab Doue ?

66 Pa ’z eo deut goulou-deiz, en em vod kuzul pennou braz ar bobl, beleien veur ha skriverien. Degas a reont Jezuz dirag o zanhedrin, 67 hag e lavaront dezañ : « Mar dout-te ar mesi, henn lavar deom ! » Respont a ra dezo : « Ma lavaran deoh, ne gredot ket, 68 ha ma ran goulennou ouzoh, ne respontot ket. 69 Med adaleg bremañ, e vo azezet mab an den en tu dehou da Zoue oll-halloudeg. » Hag e lavaront oll : « Te eta a zo mab Doue ? » Respont a ra dezo : « C’hwi eo hag henn lavar : bez’ on ». 71 Hag e lavaront : « Peseurt ezomm on-eus c’hoaz da gaoud eun testeni ? Rag klevet on-eus, ni on-unan, diwar e vuzellou. »

Pennad tri warn-ugent

Dirag Pilat

1 Sevel a ra ar boblad-tud ha kas Jezuz dirag Pilat. 2 Krogi a reont d’ober tamallou dezañ, en eur lavared : « Hennez on-eus kavet o lakaad an dizurz en or broad, o tivenn pêa an taillou da Zezar, hag oh embann eo-eñ ar roue mesi. »

Bez’ out roue ar Juzevien ?

3 Pilat a ra goulennou outañ, o lavared : « Te a zo roue ar Juzevien ? » Respont a ra Jezuz, en eur lavared : « Te eo hag henn lavar. » 4 Lavared a ra Pilat d’ar veleien veur ha d’ar boblad-tud : « Ne gavan netra da rebechi d’an den-ze. » 5 Med poueza a reont, en eur lavared : « Atiza a ra ar bobl, o kelenn dre Vro-Jude a-bez ha beteg amañ, gaude beza kroget gand Bro-Halile ». 6 O veza klevet kement-mañ, e houlenn Pilat diganto hag-eñ eo an den eur Galilead. 7 Pa oar ema Jezuz dindan galloud Herodez, e gas a ra da Herodez hag a oa ive e Jeruzalem en deiziou-ze.

Jezuz dirag Herodez

8 Laouen-braz eo Herodez o weled Jezuz : abaoe pell’zo e-noa c’hoant d’e weled, ablamour d’ar pez a gleved diwar e benn ; fiziañs e-noa da weled eur zin bennag greet gantañ. 9 Ober a ra goulennou outañ, gand forz komzou. Eñ a-vad ne respont tra ebed. 10 Ha bez’ ema aze ar veleien-veur hag ar skriverien oh ober tamallou dezañ, en eun doare taer. 11 Gand e zoudarded, e sell Herodez outañ evel ouz netra, e dismegañsi a ra en eur lakaad warnañ eur gwiskamant splann, hag e gas en-dra da Bilat. 12 Ha dond a ra Herodez ha Pilat da veza mignoned, adaleg an deiz-se, rag bez’ e oa enebiez etrezo beteg neuze.

En-dro dirag Pilat

13 Boda a ra Pilat ar veleien veur ha pennou braz ar bobl, ha lavared dezo : « Degaset ho-peus dirazon an den-mañ, evel unan o poulza d’an dizurz. Ha setu me ma-unan, gaude beza greet eun enklask dirazoh, n’am-eus kavet netra da rebechi dezañ, diwar-benn an tamallou a rit en e eneb. 15 Na Herodez kennebeud, rag e gaset e-neus en-dro dirazom. Ha setu : n’e-neus greet netra hag a verit ar maro. 16 Goude beza e gastizet eta, e lezin da vond kuit. » 17 Da geñver peb gouel Pask, e tlee Pilat roi dezo ar frankiz evid eur prizoniad.

Barabbaz

18 Med oll asamblez e kriont, en eur lavared : « Ar maro evid an den-mañ ha lez Barabbaz ganeom. » 19 Hemañ a oa bet lakeet er prizon, en abeg d’eun taol-dispah e kêr ha d’eur muntr.

Stag anezañ ouz ar groaz

20 Eur wech c’hoaz, e komz Pilat outo, rag c’hoant e-neus da roi frankiz da Jezuz. 21 Int a-vad a youhe : « Stag-eñ ouz ar groaz ! ouz ar groaz ! ». 22 Evid an trede gwech, e lavar dezo : « Med erfin, peseurt droug e-neus greet hemañ ? Ne gavan netra hag a verit ar maro. Goude beza e gastizet eta, e lezin da vond kuit. »

23 Med a-bouez-penn e talhont da houlenn ma vefe staget ouz ar groaz, hag o moueziou o tond da veza kreñvoh kreñva. 24 Neuze e varn Pilat ma vefe sevenet d’o goulenn. 25 Lezel a ra da vond an hini a oa bet lakeet er prizon evid eun taol-dispah hag eur muntr, ha roi Jezuz dezo, hervez o youl.

Simon a Ziren

26 P’emaint ouz e gas ganto, e pakont eun den, anvet Simon, euz Bro-Ziren, o tond d’ar gêr euz eur park, ha lakeet eo ganto da zougen ar groaz a-dreñv Jezuz.

Merhed Jeruzalem

27 Dond a ra war e lerh eur mell boblad-tud, ha merhed o skoi war boull o halon hag oh hirvoudi warnañ. 28 Jeuz a zistro war o zu hag a lavar dezo : « Merhed Jeruzalem, arabad deoh leñva warnon, leñvit kentoh warnoh hoh-unan ha war ho pugale. 29 Rag dond a ra deveziou ma lavaror : “Eüruz ar gwragez gaonah, ar hosteziou n’o-deus ket ganet bugale, ar bronnou n’o-deus ket maget”. 30 Neuze e krogo an dud da lavared d’ar meneziou : “Kouezit warnom !”, ha d’an torgennou : “Goloit ahanom !”. 31 Rag ma vez greet kement-mañ d’ar hoad glaz, penaoz e hoarvezo gand ar hoad seh ? » 32 Kas a reont ive daou dorfetour all da veza lakeet d’ar maro asamblez gantañ.

Jezuz ouz ar groaz

33 Pa erruont el leh anvet Klopenn, eno eo-eñ staget ganto ouz ar groaz, hag evel-se evid an dorfetourien, unan war an tu dehou hag egile war an tu kleiz. 34 Ha Jezuz da lavared neuze : « Tad, pardon dezo, rag n’ouzont ket petra emaint oh ober ». Lodenna a reont e zillad etrezo, en eur denna d’ar zort. 35 Chom a ra an dud aze da zelled. Hag ar penn ou braz a ra goap anezañ, en eur lavared : « Saveteet e-neus ar re all. Ra en em zaveteio, eñ e-unan, ma ’z eo mesi Doue, an hini bet dibabet ». 36 Dismegañset eo gand ar zoudarded ive : dond a reont tost da ginnig gwinegr dezañ 37 ha da lavared : « Mar dout-te roue ar Juzevien, en em zavete da unan ». 3 Ha bez’ e oa eur skritell a-uh d’e benn : « Roue ar Juzevien eo hemañ ».

Al laer mad

39 Gwallgomz a ra outañ unan euz an dorfetourien staget ouz ar groaz, en eur lavared : « Bez’ out ar mesi, neketa ? En em zavete da-unan, ha ni ganit ». 40 Med respont a ra an hini all, o rebechi dezañ : « N’az-peus aon ebed rag Doue, te hag a zo kondaonet d’ar memez kastiz ? 41 Evidom eo eun dra just : gand ar pez on-eus greet e veritom ar pez a houzañvom. Eñ a-vad n’e-neus greet droug ebed ». 42 Ha lavared a ra : « Jezuz az-pez soñj ahanon pa zeui en da rouantelez ». 43 Ha respont a ra : « Amen, e lavaran dit : hirio e vi ganin er baradoz ».

Jezuz a varv war ar groaz

44 Tost eo d’ar c’hwehved eur. Dond a ra eun deñvalijenn war an douar a-bez, beteg an naved eur, 45 rag kuzet eo an heol. Roget eo gouel an templ dre an hanter. 46 Ha Jezuz da grial a vouez uhel, en eur lavared : « Tad, etre da zaouarn e lakan va spered ». En eur lavared kement-se, e laosk e huanad diweza.

47 O weled ar pez a oa c’hoarvezet, e rent ar hantener gloar da Zoue, en eur lavared : « E gwirionez, e oa hemañ eun den just ».

Ar bobl hag ar merhed

48 Goude beza gwelet ar pez a oa c’hoarvezet, e tistroe, en eur skoi war boull o halon, an oll dud deut asamblez da zelled. 49 Chom a ree en diabell an oll re e anaveze, ha gwelet e oa an traou-ze gand ar merhed a oa bet gantañ, adaleg Bro-Halile.

Jezuz lakeet er bez

50 Ha setu eun den, Jozef e ano ; ezel e oa euz ar huzul, hag eun den mad ha just : 51 n’e-noa asantet na d’o menoz na d’o oberou. Ganet e oa bet e Arimati, e Bro-Jude, ha bez’ e oa o hortoz rouantelez Doue. 52 Dond a ra da gaoud Pilat ha da houlenn digantañ korv Jezuz. 53 E ziskenn a ra, e baka en eul liñser hag e lakaad en eur bez kleuzet en eur roh, e-leh ma ne oa bet beziet den ebed c’hoaz. 54 Edo devez ar Ragaoza ha lugerni a ree dija gouleier ar zabad.

55 Heulia a-dost a ra ar merhed, ar re a oa deut war e lerh, adaleg Bro-Halile, ha selled piz ouz ar bez, o weled penaoz eo bet lakeet e gorv. 56 Deut en-dro e kêr, e pourchasont frondou ha louzeier c’hwez vad. Chom a reont sioul e-pad ar zabad, hervez al lezenn.

Pennad pevar warn-ugent

Savet eo da veo

1 Abred diouz ar mintin, da zeiz kenta ar zizun, e teu ar merhed d’ar bez ; o tougen al louzeier c’hwez vad bet pourchaset ganto. 2 Kavoud a reont ar mên ruillet a-zirag ar bez. 3 Pa ’z eont e-barz, ne gavont ket korv an Aotrou Krist. 4 E-pad m’emaint en entremar abalamour da gement-se, setu o tond dirazo daou waz, gwisket gand dillad skeduz. 5 Spontet eo ar merhed ha stoui a reont o fenn war-zu an douar. Neuze e lavar an daou waz dezo : « Perag emaoh o klask an hini beo e-touez ar re varo. 6 N’ema ket amañ : savet eo da veo. Ho-pet soñj penaoz e-neus komzet deoh, 7 p’edo c’hoaz e Bro-Halile. Lavared a ree : “Rred eo da vab an den beza roet etre daouarn ar beherien, beza staget ouz ar groaz, ha sevel d’an trede deiz” ». 8 Ha dond a ra soñj dezo euz e gomzou. 9 Deut en-dro euz ar bez, e kemennont an oll draou-ze d’an unneg ha d’an oll re all.

Ne gredont ket

10 Bez’ e oa Mari Madalen, Chann, Mari, mamm da Jakez. Hag ar re all ganto a lavare ar memez tra d’an ebestel. 11 Med evid ar re-mañ, ne oa an dra-ze nemed sorhennou ha ne gredent ket ket enno.

12 Sevel a ra Pèr koulskoude, redeg beteg ar bez, stoui e-barz, ha gweled al lurennou hepken. Distroi a ra, souezet gand ar pez a zo c’hoarvezet.

War hent Emmauz

13 Ha setu, d’ar memez devez, daou anezo oh ober hent war-zu eur gêriadenn anvet Emmauz, ha war-hed tri-ugent stadenn diouz Jeruzalem. 14 Komz a reent etrezo euz an oll draou bet c’hoarvezet. 15 Hogen, e-pad m’edont o komz hag o tivizoud etrezo, e teu Jezuz en o hichenn hag e ra hent ganto. 16 Med dalhet e oa o daoulagad hag e chomont heb e anaoud. 17 Lavared a ra dezo : « Peseurt komzou a zo etrezoh en eur vale ? » Chom a reont a-zav, teñvel o fenn. 18 Unan anezo, Kleopas e ano, a respont dezañ : « N’eus nemedout, emezañ, e-touez ar birhirined e Jeruzalem, o chom heb gouzoud ar pez a zo c’hoarvezet en deiziou-mañ. » 19 Lavared a ra dezo : « Petra ’ta ? » Hag int da respont dezañ : « Diwar-benn Jezuz a Nazared, hag a zo bet eur profet braz, dre e gomzou ha dre e oberou, dirag Doue ha dirag ar bobl a-bez. 20 Penaoz eo bet roet, gand ar veleien veur hag ar pennou braz, da veza barnet d’ar maro ha staget ouz ar groaz. 21 Fiziañs on-oa-ni e oa-eñ an hini o vond da zavetei Izrael. Med gand kement-se, setu an trede deiz abaoe m’eo c’hoarvezet an traou-ze. 22 Koulskoude, om bet souezet gand merhed euz on touez : eet int da houlou-deiz beteg ar bez, ha n’o-deus ket kavet e gorv. De ut int en-dro da lavared o-deus gwelet êlez zoken ha klevet diganto eo-eñ beo. 24 Lod euz ar re a oa ganeom a zo eet d’ar bez : kavet o-deus an traou evel ma oant bet lavaret gand ar merhed, med n’o-deus ket e welet. »

25 Lavared a ra dezo : « O tud heb spered, gand eur galon lezireg da gredi e pep tra bet lavaret gand ar brofeted. 26 Daoust ha ne ranke ket ar mesi gouzañv kement-se evid dond da gaoud e hloar ? » 27 Hag, o krogi gand Moizez hag an oll brofeted, e tispleg dezo an traou diwar e benn, en oll Skrituriou. 28 Tostaad a reont ouz ar gêriadenn ma oant oh ober hent war-zu enni, hag eñ da ober van da vond pelloh. 29 Med poueza a reont warnañ, en eur lavared : « Chom ganeom, rag dond a ra ar zerr-noz hag ema izel an deiz dija ». Mond a ra tre da jom ganto. 30 Hogen, p’ema ouz taol en o hichenn, o veza kemeret bara, e vennig, e rann hag e ro dezo. 31 Digoret eo neuze o daoulagad : e anaoud a reont. Med en em guzad a ra-eñ diouto.

Konta a reont

32 Lavared a reont an eil d’egile : « Daoust ha ne oa ket tan en or halon p’edo-eñ o komz deom war an hent, hag o tigori ar Skrituriou deom ? » 33 Hag o sevel dioustu, ez eont en-dro da Jeruzalem. Kavoud a reont an daouzeg, bodet asamblez gand ar re all ; 34 hag ar re-mañ da lavared : « E gwirionez, savet eo an Aotrou da veo : gwelet eo bet gand Simon ». 35 Hag int neuze da gonta ar pez a oa bet c’hoarvezet war an hent ha penaoz e oa-eñ bet anavezet ganto dre rannidigez ar bara.

Testou oh-c’hwi a gement-se

36 Bez’ emaint c’hoaz o komz pa zeu-eñ e-unan en o zouez, hag e lavar dezo : « Ar peoh ganeoh ! » 37 Spontet int ha leun a aon, rag kredi a ra dezo gweled eur spered. 38 Hag eñ da lavared dezo : « Perag oh strafuillet ha perag e sav an disfiz en ho kalonou ? 39 Sellit ouz ma daouarn ha ouz ma zreid. Me eo, ma-unan. Touchit ha gwelit : gand eur spered n’eus na kig nag eskern, e-giz ma ’z eus ganin, evel ma welit ». 40 Hag en eur lavared an dra-ze, e tiskouez dezo e zaouarn hag e dreid. 41 Pa jomont diskredig c’hoaz, en abeg d’o levenez, ha souezet ma ’z int, e lavar dezo : « Daoust hag ho-peus eun dra bennag da zebri dre amañ ? » 42 Eun tamm pesk grillet a roont dezañ. 43 O veza kemeret, e tebr dirazo.

44 Lavared a ra dezo : « Setu amañ ma homzou, ar pez am-oa lavaret deoh, p’edon c’hoaz en ho touez : red eo e vefe sevenet pep tra bet skrivet diwar ma fenn, e lezenn Moizez, er brofeted hag er zalmou ». 45 Neuze e tigor dezo o spered, evid ma komprenint ar Skrituriou, 46 en eur lavared dezo : « Evid-se eo bet skrivet e oa red d’ar mesi gouzañv ha, d’an trede deiz, sevel a-douez ar re varo. 47 Evid ma vefe, en e ano, embannet eur cheñchamant a vuhez evid pardon ar pehejou, d’an oll vroadou, en eur grogi gand Jeruzalem. 48 Testou oh-c’hwi a gement-se. 49 Ha setu ma kasan warnoh promesa ma Zad. Chomit er gêr-mañ beteg ma viot bet gwisket gand ar galloud euz an neñv ».

Pignet d’an neñv

50 Kas a ra anezo er-mêz, beteg Betani. O sevel e zaouarn, e vennig anezo. 51 Hogen, p’ema ouz o benniga, e pella diouto ha douget eo d’an neñv. 52 Stoui a reont dirazañ ha distroi da Jeruzalem, leun a levenez. 53 Hag edont ingal en templ o roi meuleudi da Zoue.