An aviel hervez Sant Yann – Traduction H. Danielou


Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand Herve Danielou, 2003

Pennad kenta

Raglavar

1 Er penn kenta edo ar Gomz, hag ar Gomz a oa gand Doue, hag ar Gomz a oa Doue. 2 Bez’ e oa gand Doue er penn kenta. 3 Drezi eo deut pep tra hag hepti n’eus bet netra euz ar pez a oa greet. 4 Enni e oa ar vuhez hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud. 5 Para a ra ar sklêrijenn en deñvalijenn ha n’eo ket bet kemeret gand an deñvalijenn.

6 Bez’ e oe eun den, Yann e ano, kaset gand Doue. 7 Dond a ra da roi testeni, eun testeni d’ar sklêrijenn, evid lakaad pep hini da gredi drezañ. 8 Ne oa ket eñ ar sklêrijenn med eun testeni euz ar sklêrijenn.

9 Ar Gomz eo a oa ar wir sklêrijenn, o houlaoui pep den, en eur zond er bed. 10 Er bed edo-hi ha drezi eo deut ar bed da veza, med n’eo ket bet anavezet gand ar bed. 11 Deut eo-hi en he zi ha n’eo ket bet degemeret gand he zud.

12 Med d’an oll re m’eo bet hi degemeret ganto, he-deus roet ar galloud da zond da veza bugale Doue, hag ar re o-deus fiziañs en heh ano 13 n’int ket bet ganet nag euz ar gwad, nag euz youl ar horv, nag euz youl eur gwaz, med euz Doue. 14 Hag ar Gomz a zo deut da veza den ha savet he-deus he zeltenn en on touez. Gwelet on-eus he gloar, gloar Mab unganet an Tad, leun a hras hag a wirionez.

Testeni Yann

15 Yann a ro testeni dezañ, ha huchal a ra, en eur lavared : « Diwar e benn eo em-eus komzet : dond a ra war ma lerh an hini hag a ya dirazon, rag em raog edo. » 16 Ya, resevet on-neus, ni oll, euz e leunder, ha gras war-lerh gras. 17 Rag roet eo bet al lezenn gand Moizez med deut eo ar hras hag ar wirionez dre Jezuz-Krist. 18 Doue, den ebed n’e-neus biskoaz e welet, med ar Mab unganet, Doue, hag a zo e kalon an Tad, hennez e-neus e ziskouezet.

19 Ha setu amañ an testeni roet gand Yann pa ’z eus bet kaset beleien ha levited gand Juzevien Jeruzalem da houlenn outañ : « Ha piou out-te ? » 20 Anzav a ra heb naha, hag o tisklêria : « Me n’on ket ar Hrist ». 21 Hag int da houlenn : « Piou eta ? Ha te a zo Eliaz ? » – « N’on ket » – « Bez’ out ar Profet ? » Respont a ra : « Nann ! » 22 Lavared a reont dezañ : « Med piou out-te ? Evid ma roim, emezo, eur respont d’ar re o-deus or haset. Petra a lavarez diwar da benn ? » – 23 « Me ? emezañ, eur vouez o huchal en dezerz : “Eeunnit heñchou an Aotrou”, evel ma lavar ar profet Izai. »

24 Lod euz an dud kaset davetañ a oa farizianed. 25 Hag ober a reont eur goulenn outañ, en eur lavared : « Perag eta e vadezez ma n’out nag ar Hrist, nag Eliaz, nag ar Profet ? » 26 Ha Yann da respont dezo : « Me, emezañ, a vadez en dour. En ho touez ema an hini n’anavezit ket. 27 Dond a ra war ma lerh, eñ ha n’on ket din da ziskoulma lasou e votou ». 28 Kement-se a hoarvez e Betani, d’an tu all d’ar Stèr-Jourdan, e-leh ma oa Yann o vadezi.

« Setu oan Doue »

29 D’an devez war-lerh, o weled Jezuz o tond davetañ, e lavar Yann : « Setu oan Doue, an hini a zilam pehed ar bed. 30 Setu an hini am-eus lavaret diwar e benn : “Dond a ra war ma lerh an hini hag a yee dirazon, rag em raog edo”. 31 Ha me, n’e anavezen ket. Med deut on-me da vadezi en dour, evid ma vefe-eñ disklêriet da Izrael. »

32 Hag eun testeni a ro Yann en eur lavared : « Gwelet em-eus ar Spered o tiskenn euz an neñv, e-giz eur goulm. Ha chomet eo warnañ. 33 Ha me, n’e anavezen ket, med an hini m’on bet kaset gantañ da vadezi, hennez e-neus lavaret din : “An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennez eo hag a vadez er Spered Santel”. 34 Ha gwelet em-eus-me ha test on ez eo-eñ Mab Doue. »

An daou diskib kenta

35 D’an devez war-lerh, ema Yann eno adarre gand daou euz e ziskibien. 36 Hag o weled Jezuz o vond e-biou, e lavar : « Setu oan Doue. » 37 Klevet eo e gomzou gand an daou diskib ha mond a reont war-lerh Jezuz. 38 O tistroi hag o selled outo p’emaint o tond, e lavar Jezuz dezo : « Piou emaoh o klask ? » Respont a reont dezañ : « Rabbi ! ar pez a vez troet : “Mestr”, peleh emaout o chom ? » 39 Lavared a ra dezo : « Deuit da weled ». Dond a reont eta ha gweled peleh ema-eñ o chom. Ha chomet int gantañ en deiz-se. Bez’ edo war-dro an degved eur.

Pèr degaset gand Andreo

40 Andreo, breur da Zimon-Pèr, a oa unan euz an daou o-deus klevet komzou Yann hag a zo eet da heul Jezuz. 41 Da genta e kav hennez e vreur Simon hag e lavar dezañ : « Kavet on-eus ar Mesi », da lavared eo ar Hrist. 42 E gas a ra beteg Jezuz. O para e zellou warnañ, e lavar Jezuz dezañ : « Te a zo Simon, mab da Yann. Anvet e vi-te Kêphas », ar pez a vez troet : “Mên”.

Filip

43 Antronoz, e fell da Jezuz mond kuit war-zu Bro-Halile. Kavoud a ra Filip ha lavared dezañ : « Deus d’am heul. » 44 Bez’ e oa Filip euz Betsaid, kêr Andreo ha Pèr.

Natanael

45 Filip a gav Natanael hag a lavar dezañ : « An hini bet skrivet diwar e benn gand Moizez ha gand ar brofeted ive, hennez on-eus kavet : Jezuz, mab da Jozef, euz Nazared. » 46 Ha Natanael da respont dezañ : « Euz Nazared ? Daoust hag e hell dond eun dra vad bennag euz Nazared ? » Lavared a ra Filip dezañ : « Deus da weled ! » 47 O weled Natanael o tond davetañ, e lavar Jezuz dezañ : « Setu amañ eur gwir Izraelad, ha n’eus gwidre ebed ennañ ». 48 Natanael a lavar dezañ : « Euz peleh am anavezez ? » Jezuz a respont dezañ : « A-raog, emezañ, m’out bet galvet gand Filip, p’edos dindan ar wezenn-fiez, em-eus da welet ». 49 Ha Natanael da lavared dezañ : « Rabbi, te eo Mab Doue, te eo roue Izrael ». 50 Respont a ra Jezuz dezañ : « Peogwir, emezañ, em-eus lavaret dit : “Da welet em-eus dindan ar wezenn-fiez”, e kredez ? Gweled a ri traou brasoh c’hoaz. » 51 Ha lavared a ra dezañ : « Amen, amen, e lavaran deoh : gweled a reot an neñv digor hag êlez Doue o pignad hag o tiskenn war vab an den. »

Pennad daou

Eun eured e Kana

1 D’an trede deiz, ez eus eun eured e Kana, e Bro-Halile, hag ema mamm Jezuz eno. 2 Pedet eo bet Jezuz ive d’an eured hag e ziskibien gantañ. 3 Evel ma teu ar gwin da vankoud, e lavar mamm Jezuz dezañ : « N’o-deus ket gwin ken. » 4 Lavared a ra Jezuz dezi : « Maouez, petra ’zo etrezom ? N’eo ket deut ma eur c’hoaz. » 5 E vamm a lavar d’ar zervicherien : « Petra bennag a lavaro deoh, grit. » 6 Bez’ e oa eno c’hweh laouer-vên, lakeet evid ar Juzevien d’en em walhi, gand daou pe dri vuzuliad e pep hini. 7 Lavared a ra Jezuz dezo : « Leugnit al laouerou-mañ a zour ». Hag o leunia a reont beteg ar barr. 8 Lavared a ra dezo : « Tennit bremañ ha kasit da vestr ar pred. » Ha kas a reont. 9 P’e-neus mestr ar pred tanvet an dour deut da veza gwin – ne oar ket euz peleh e teu, ar zervicherien a-vad a oar, int hag o-deus tennet an dour – e halv ar gwaz nevez 10 hag e lavar dezañ : « Pep hini a zervich ar gwin mad da genta, ha, pa zeu an dud da veza badaouet, an hini disterroh. Dalhet az-peus-te ar gwin mad beteg bremañ. »

11 Setu aze penn kenta ar zinou, greet gand Jezuz, e Kana, e Bro-Halile. Diskouez a ra e hloar hag e kred e ziskibien ennañ. 12 Goude-ze e tiskenn-eñ da Gafarnaom, gand e vamm, e vreudeur hag e ziskibien. Med ne jom nemed eun nebeud deveziou eno.

Ar varhadourien taolet er-mêz

13 Tost ema Pask ar Juzevien. Sevel a ra Jezuz da Jeruzalem. 14 E-barz an templ e kav marhadourien ejenned, deñved ha koulmed, hag an drokerien azezet. 15 O veza greet eur skourjez gand kerdin, e stlap an oll dud-se e-mêz an templ, asamblez gand an deñved hag an ejenned. Stlabeza a ra arhant an drokerien ha cheñch penn d’o zaoliou. 16 Ha d’ar werzerien goulmed e lavar : « Kasit kuit an traou-mañ ahann. Arabad deoh ober eur stal-genwerz gand ti ma Zad. » 17 Dond a ra soñj d’e ziskibien eo bet skrivet : « Debret e vin gand ar gred evid da Di. »

Templ e gorv

18 Ar Juzevien a-vad a respont dezañ, en eur lavared : « Peseurt sin a ziskouezez deom evid ober kement-mañ ? » 19 Respont a ra Jezuz dezo : « Distrujit an templ-mañ hag e adsevel a rin dindan tri devez. » 20 Hag ar Juzevien da lavared neuze : « C’hweh vloaz ha daou-ugent evid sevel an templ-mañ ! Ha te e adsavo dindan tri devez ? » 21 Med komz a ra-eñ euz templ e gorv. 22 Pa ’z eo bet savet a-douez ar re varo eta, eo deut soñj d’e ziskibien e-noa lavaret kement-se, ha kredet o-deus er Skritur hag er gomzou bet lavaret gand Jezuz.

23 E-keid m’ema-en e Jeruzalem, evid ar gouel, e krog kalz tud da gredi en e ano, o weled ar zinou greet gantañ. 24 Med Jezuz, eñ, ne gred ket outo, rag anaoud a ree an oll anezo. 25 N’e-neus ket ezomm da gaoud testeni diwar-benn an den, rag anaoud a ra ar pez a zo e-barz an den.

Pennad tri

Nikodem, diouz an noz…

1 Bez’ e oa, e-touez ar farizianed, eun den, Nikodem e ano, unan euz pennou-braz ar Juzevien. 2 Dond a ra hennez, diouz an noz, da weled Jezuz hag e lavar dezañ : « Rabbi, gouzoud a reom ez out deut evel eur mestr-kelenner, a-berz Doue. Rag ne hell den ebed ober ar zinou-ze bet greet ganit, ma n’ema ket Doue gantañ. » 3 Respont a ra Jezuz : « Amen, amen, e lavaran dit : an hini n’eo ket ganet euz an neh ne hell ket antreal e rouantelez Doue. »

4 Ha Nikodem da lavared dezañ : « Penaoz e hell eun den beza ganet, pa ’z eo deut da veza koz ? Daoust hag e hell antreal en-dro e korv e vamm evid beza ganet ? » 5 Respont a ra Jezuz : « Amen, amen, e lavaran dit : an hini n’eo ket ganet euz an dour hag euz ar Spered ne hell ket antreal e rouantelez Doue. 6 Kement hag a zo ganet euz ar horv a zo korv, ha kement hag a zo ganet euz ar Spered a zo spered.. 7 Arabad dit beza souezet ma lavaran dit : red eo deoh beza ganet euz an neh. 8 C’hweza a ra an avel e-leh ma kar ha kleved a rez e vouez, med n’ouzez ket nag euz peleh e teu na da beleh ez a : evel-se ema kont gand peb den ganet euz ar Spered. »

9 Respont a ra Nikodem ha lavared dezañ : « Penaoz e hell kement-se beza ? » 10 Ha Jezuz da respont dezañ : « Mestr-kelenner en Izrael out-te, emezañ, ha n’ouzout ket an traou-ze ? 11 Amen, amen, e lavaran dit : komz a reom euz ar pez a ouzom ha roi testeni euz ar pez on-eus gwelet, med ne resevit ket on testeni. 12 Komzet em-eus deoh euz traou an douar ha ne gredit ket. Penaoz e kredot pa gomzin deoh euz traou an neñv ? 13 N’eo savet den ebed d’an neñv, nemed an hini a zo diskennet euz an neñv, mab an den. 14 Hag evel m’e-neus Moizez savet an naer en dezerz, evel-se e rank mab an den beza uhelleet, 15 evid ma vo ar vuhez peurbaduz gand kement den a gred ennañ. »

Doue e-neus karet ar bed kement-se

16 « Rag, kement e-neus Doue karet ar bed m’e-neus roet ar Mab unranet, evid ma ne vo ket kollet an hini a gred ennañ, med ma vo ar vuhez peurbaduz gantañ. 17 Rag, kaset e-neus Doue ar Mab unganet er bed, n’eo ket evid barn ar bed, med evid ma vo ar bed salvet drezañ. 18 An neb a gred ennañ ne vo ket barnet, med an neb ne gred ket a zo barnet dija, peogwir n’e-neus ket kredet e ano Mab unganet Doue. 19 Ha setu amañ ar varnidigez : deut eo ar sklêrijenn er bed hag an dud o-deus kavet gwelloh an deñvalijenn eged ar sklêrijenn, peogwir e oa fall o oberou. 20 Rag an hini a ra ar pez a zo droug, hennez e-neus kas ouz ar sklêrijenn : ne zeu ket d’ar sklêrijenn evid ma ne vo ket diskuliet e oberou. 21 Med an hini a ra ar wirionez, hennez a zeu d’ar sklêrijenn evid ma vo diskuliet ez eo e oberou greet e Doue. »

Mignon ar pried

22 Goude-ze e teu Jezuz hag e ziskibien da zouar Bro-Jude. Eno e chom ganto ha badezi a ra. 23 Yann ive a oa o vadezi, e Ainon, e-kichenn Salim : kalz doureier a oa eno. Dond a ree an dud ha badezet e vezent, 24 rag ne oa ket bet Yann taolet en toullbah c’hoaz.

25 Hogen, sevel a ra tabut etre diskibien Yann hag eur Juzeo, diwar-benn ar hlanidigez. 26 Dond a reont da gavoud Yann ha da lavared dezañ : « Rabbi, an hini a oa ganit, en tu all d’ar Stèr-Jourdan, hag az-peus roet testeni dezañ, setu m’ema o vadezi, ha mond a reont oll davetañ. » 27 Respont a ra Yann, en eur lavared : « Ne hell den ebed kemer tra pe dra ma n’eo ket bet roet dezañ euz an neñv. 28 C’hwi hoh-unan a ro testeni din em-eus lavaret : “Me n’on ket ar Hrist, med kaset on bet dirazañ”. 29 D’ar pried eo ar wreg, med da vignon ar pried al levenez vraz da veza aze ha da gleved mouez ar pried. Din eta eo al levenez leun-barr-ze. 30 Dezañ da greski, ha din da zigreski. »

31 An hini a zeu euz an neh a zo a-uh d’an oll. An hini a zeu euz an douar a zo douarel hag euz an douar e komz. An hini a zeu euz an neñv a ro testeni 32 euz ar pez e-neus gwelet ha klevet, hogen n’eo resevet e desteni gand den ebed. 33 Nep piou bennag e-neus resevet e desteni a anzav ema ar wirionez gand Doue, 34 hag an hini bet kaset gand Doue a lavar komzou Doue, rag hemañ a ro e Spered en eun doare divuzul. 35 An Tad a gar ar Mab hag e-neus lakeet pep tra en e zorn. 36 Nep piou bennag a gred er Mab e-neus ar vuhez peurbaduz, hag an hini a nah kredi er Mab ne welo buhez ebed, med warnañ e chom kounnar Doue.

Pennad pevar

E-kichenn puñs Jakob

1 Gouzoud a ra Jezuz o-deus ar farizianed klevet e ra-eñ muioh a ziskibien hag e vadez muioh eged Yann – 2 e gwirionez, n’edo ket Jezuz e-unan o vadezi mede ziskibien – 3 setu ma kuita Bro-Jude evid mond en-dro da Vro-Halile. 4 Ha red eo dezañ tremen dre Vro-Zamari.

5 Dond a ra eta d’eur gêr euz Bro-Zamari, anvet Sikar, e-kichenn an douar bet roet gand Jakob da Jozef, e vab. 6 Eno ema puñs Jakob. Eet skuiz goude beza baleet, e chom Jezuz azezet evelse, tost d’ar puñs ; war-dro ar c’hwehved eur e oa.

Ar Zamaritanez

7 Dond a ra eur vaouez euz Bro-Zamari da denna dour. Ha Jezuz da lavared dezi : « Ro din da eva ». 8 Rag eet e oa e ziskibien e kêr da brena boued. 9 Med ar vaouez, ar Zamaritanez, a lavar : « Penaoz ? Te hag a zo eur Juzeo a houlenn da eva diganin, eur Zamaritanez ? » Rag ar Juzevien n’o-deus ket a zarempred gand ar Zamaritaned. 10 Respont a ra Jezuz, en eur lavared dezi : « Ma anavezfes donezon Doue ha piou eo an hini a lavar dit : “Ro din da eva”, te eo az-pefe goulennet digantañ hag e-nefe-eñ roet dour beo dit. » 11 Lavared a ra-hi dezañ : « Aotrou, n’eus saill ebed ganit ha don eo ar puñs ; euz peleh az-peus an dour beo ? 12 Ha brasoh out-te eged on tad Jakob e-neus roet deom ar puñs-mañ hag e-neus evet dioutañ, eñ e-unan, e vibien hag e loened ? »

13 Ha Jezuz da respont, en eur lavared dezi : « Nep piou bennag a ev euz an dour-mañ e-no sehed c’hoaz ; 14 med an neb a evo euz an dour a roin dezañ n’e-no ket sehed biken ken, hag an dour a roin dezañ a zeuio da veza ennañ eur stivell o strinka e buhez peurbaduz. » 15 Ar vaouez a lavar dezañ : « Aotrou, ro din euz an dour-ze, evid ma n’am-bo ket sehed ken ha ma ne zeuin ket mui amañ da denna dour. » 16 Lavared a ra-eñ dezi : « Kerz da gerhad da bried ha deus amañ. » 17 Respont a ra ar vaouez dezañ : « N’em-eus, emezi, pried ebed. » Jezuz a lavar dezi : « Gwir az-peus lavaret : “N’em-eus pried ebed”, 18 rag pemp pried az-peus bet hag an hini a zo bremañ ganit n’eo ket pried dit ; ar wirionez eo az-peus lavaret. »

19 Lavared a ra ar vaouez dezañ : « Aotrou, gweled a ran ez out-te eur profet. 20 On tadou o-deus adoret war ar menez-mañ ha c’hwi a lavar : “E Jeruzalem ema al leh evid adori !” 21 Ha Jezuz da respont : « Kred din, maouez, dond a ra an eur ma ne vo ket adoret an Tad ganeoh, na war ar menez-mañ, nag e Jeruzalem. 22 Adori a rit-c’hwi an hini n’anavezit ket. Ni a ador an hini a anavezom rag euz ar Juzevien e teu ar zilvidigez. 23 Med dond a ra an eur, ha bremañ ema, ma vo adoret an Tad er spered hag e gwirionez gand an azeulerien wirion. Rag ar re-ze ema an Tad o klask evid beza adoret ganto. 24 Doue a zo spered hag ar re a ador a dle adori er spered hag e gwirionez. 25 Hag ar vaouez da lavared dezañ : « Gouzoud a ran ema ar Mesi o tond, an hini anvet Krist. Pa zeuio hennez e vo desket pep tra deom gantañ. » 26 Jezuz a lavar dezi : « Me eo hennez, me hag a zo o komz ganit. »

Ma bevañs

27 Ha setu ma teu e ziskibien. Souezet int dre m’ema-eñ o komz gand eur vaouez. Koulskoude ne lavar nikun anezo : « Petra emaout o klask ? » pe : « Perag emaout o komz ganti ? » 28 Lezel a ra ar vaouez he fod ha monde kêr da lavared d’an dud : 29 « Deuit da weled eun den hag e-neus lavaret din kement tra bet greet ganin. Daoust ha n’eo ket eñ ar Hrist ? » 30 Mond a reont er-mêz euz kêr da zond davetañ. 31 E-pad an amzer-ze e talh e ziskibien warnañ, en eur lavared : « Rabbi, debr ! » 32 Med lavared a ra dezo : « Eur boued am-eus-me da zebri ha n’anavezit ket ». 33 An diskibien en em lavar an eil d’egile : « Daoust hag e-nefe eun den bennag degaset dezañ tra pe dra da zebri ? » 34 Med Jezuz a respont dezo : « Ma bevañs eo ober bolontez an hini e-neus ma haset ha seveni e oberenn. »

35 « Daoust ha ne lavarit ket : “A-benn pevar miz ahann ema mare an eost” ? Setu ma lavaran deoh : savit ho taoulagad ha gwelit ar mêziou ; gwennaad a reont dre m’ema tost an eost. 36 Ema dija ar meder o reseo e hopr hag o tastum frouez evid ar vuhez peurbaduz, ken m’eo laouen an hader kenkoulz hag ar meder. 37 Hag e kement-mañ eo gwir ar homzou : “Unan a zo an hader, unan all ar meder”. 38 Ho kaset em-eus-me da vedi ar pez n’ho-peus ket bet poan gantañ ; tud all o-deus bet poan ha kemeret ho-peus-c’hwi perz en o labour. »

Salver ar bed

39 Kalz tud euz ar gêr-ze, e-touez ar Zamaritaned, a gred ennañ, ablamour da gomzou ar vaouez he-doa roet an testeni-mañ : « Lavaret e-neus din kement tra bet greet ganin. » 40 Pa zeu ar Zamaritaned beteg ennañ eta, e houlennont digantañ chom ganto : chom a ra e-pad daou zevez. 41 Hag eun niver brasoh a gred, ablamour d’e gomzou. 42 Lavared a reent d’ar vaouez : « Hiviziken, n’eo ket mui ablamour d’az komzou e kredom, rag klevet on-eus, ni on-unan, ha gouzoud a reom eo hemañ salver ar bed, e gwirionez ».

E Bro-Halile

43 Goude daou zevez, ez a Jezuz kuit alese evid mond da Vro-Halile. 44 Roet e-noa, eñ e-unan, testeni n’e-nez eur profet brud ebed en e vro-dezañ. » 45 Koulskoude, pa erru e Bro-Halile, eo degemeret gand ar Halileaned, rag gwelet o-deus pep tra bet greet gantañ e Jeruzalem e-pad ar gouel : deut e oant d’ar gouel int ive. 46 Dond a ra Jezuz eta da Gana en-dro, d’al leh m’e-noa greet ennañ gwin gand dour.

« Beo eo da vab »

Bez’ e oa eun ofiser d’ar roue, ha klañv e oa e vab, e Kafarnaom. 47 P’e-neus klevet eo deut Jezuz euz Bro-Jude da Vro-Halile, ez a d’e gavoud ha da houlenn digantañ diskenn evid parea e vab, rag prest e oa hemañ da vervel. 48 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Ma ne welit ket sinou ha burzudou, ne gredot ket. » 49 Respont a ra dezañ ofiser ar roue : « Aotrou ! Diskenn a-raog ma varvo ma mabig. » 50 Ha Jezuz a lavar dezañ : « Kerz ! Beo eo da vab ». Kredi a ra er gomz lavaret dezañ gand Jezuz ha mond a ra kuit. 51 Dija, p’ema o tiskenn, e sav servicherien beteg ennañ da lavared dezañ eo beo e vab. 52 Goulenn a ra-eñ outo da bed eur eo eet gwelloh an traou gantañ. Lavared a reont dezañ eta : « Deh, d’ar zeizved eur, eo eet an derzienn kuit dioutañ. » 53 Anaoud a ra an tad neuze e oa dres d’an eur-se m’e-noa Jezuz lavaret dezañ : « Beo eo da vab ». Ha kredi a ra, eñ hag e diegez a-bez gantañ. 54 Setu aze c’hoaz an eil sin greet gand Jezuz p’ema o tond euz Bro-Jude da Vro-Halile.

Pennad pemp

An den seizet e Bethzatha

1 Goude-ze ez eus eur gouel gand ar Juzevien ha sevel a ra Jezuz da Jeruzalem. 2 Hogen bez’ ez eus e Jeruzalem, tost da Dor-an-Deñved, eul lenn, anvet Bethzatha en hebreeg, gand pemp porched enni. 3 Dindanno e oa astennet kalz tud nammet, tud dall, tud kamm, tud dizehet, o hortoz bouill an dour. 4 Rag eun êl d’an Aotrou a ziskenne a-wechou el lenn hag a lakee an dour da vourbouillad ; an den kenta a ziskenne enni, goude bouill an dour, en em gave pareet euz forz peseurt kleñved e-noa bet.

5 Bez’ e oa eno eun den o veza klañv abaoe eiz vloaz ha tregont. 6 Ouz e weled war e hourvez hag o houzoud ema aze abaoe pell ’zo, e lavar Jezuz dezañ : « C’hoant az-peus dond da veza yah ? ». 7 Respont a ra an den klañv dezañ : « Aotrou, n’em-eus den ebed d’am zaoler el lenn, pa vourbouill an dour. Amzer din da dostaad ma tiskenn unan all em raog ». 8 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Sav ! Kemer da wele ha bale ! » 9 Dioustu e teu an den da veza yah. Kemer a ra e wele ha bale a ree.

Ar zabad hag oberenn Doue

Hogen, bez’ e oa ar zabad d’an deiz-se ; 10 hag ar Juzevien a lavare eta d’an den pareet : « Ar zabad eo ; n’eo ket permetet dit dougen da wele. » 11 Respont a ra dezo : « An hini e-neus ma fareet, hennez e-neus lavaret din : “Kemer da wele ha bale !” » 12 Hag int da houlenn digantañ : « Piou eo an den-ze e-neus lavaret dit : “Kemer ha bale” ? » 13 Med ne oar ket an den pareet piou eo. Rag eet eo Jezuz diwar-wel : eur bern tud a oa eno. 14 Goude-ze e kav Jezuz an den en templ hag e lavar dezañ : « Setu m’out deut da veza yah. Arabad dit pehi c’hoaz gand aon na hoarvezfe gwasoh ganit. » 15 Mond a ra an den kuit ha kemenn d’ar Juzevien eo Jezuz e-neus e lakeet da veza yah. 16 Setu m’eo Jezuz heskinet gand ar Juzevien, peogwir e ree-eñ an traou-ze da zevez ar zabad. 17 Med respont a ra Jezuz dezo : « Ma Zad a labour beteg-henn ha me ive a labour. » 18 Setu ma klaske seul vui ar Juzevien e laza : n’eo ket hepken dre m’e-noa torret ar zabad, med dre ma lavare ouspenn eo Doue e dad-dezañ, oh en em lakaad, eñ e-unan, par da Zoue. « 

« Ne hellan ober netra euz ma ferz »

19 Jezuz a-vad a respont dezo, en eur lavared : « Amen, amen, ne hell ar Mab ober netra euz e berz, nemed e welfe an dra-ze beza greet gand an Tad : ar pez a ra hemañ, ar Mab ive a ra memez tra. 20 Rag an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezañ pep tra greet gantañ e-unan. Diskouez a ra dezañ oberou brasoh eged ar re-ze, ken na viot souezet. 21 Rag, evel ma tihun an Tad ar re varo hag o lak da veva, evel-se ive e lak ar Mab da veva ar re a blij dezañ.

22 Hag an Tad ne varn den ebed, med roet e-neus peb barnidigez d’ar Mab, 23 evid ma vo ar Mab doujet gand an oll, evel m’eo doujet an Tad ganto. An hini na zouj ket ar Mab, ne zouj ket an Tad e-neus e gaset. 24 Amen, amen, e lavaran deoh : kement den a glev ma homzou hag a gred en hini m’on bet kaset gantañ, hennez e-neus ar vuhez peurbaduz. Ne gouez ket dindan ar varnidigez med tremenet eo euz ar maro d’ar vuhez. 25 Amen, amen, e lavaran deoh : dond a ra an eur, ha bremañ ema, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue hag ar re o-do klevet a vevo. 26 Rag, evel m’e-neus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, evel-se e-neus roet d’ar Mab kaoud ar vuhez ennañ e-unan. 27 Roet e-neus dezañ ar galloud d’ober ar varnidigez, peogwir eo mab an den.

28 Arabad deoh beza souezet : dond a ra an eur ma vo klevet e vouez gand an oll dud hag a zo er beziou, 29 hag er-mêz e teuint, ar re o-deus greet vad evid eun adsao a vuhez, ar re o-deus greet droug evid eun adsao a varnidigez. 30 Me ne hellan ober netra euz ma ferz-din. Barn a ran hervez ar pez a glevan ha reiz eo ma barnidigez, peogwir ne glaskan ket ma bolontez med bolontez an hini m’on bet kaset gantañ. »

« An Tad a ro testeni din »

31 « Ma roan-me testeni din ma-unan, n’eo ket gwir ma zesteni. 32 Unan all eo a ro testeni din, ha gouzoud a ran eo gwir an testeni roet din gantañ. 33 Kaset ho-peus kannaded da gavoud Yann ha roet e-neus testeni d’ar wirionez. 34 Me ne resevan ket testeni a-berz eun den, med lavared a ran kement-mañ evid ma viot salvet.

35 Hennez a oa al lamp o tevi hag o sklêrijenna. Ha c’hwi hoh-unan ho-peus bet c’hoant da veza laouen gand e sklêrijenn, evid eur pennadig. 36 Me am-eus eun testeni brasoh eged hini Yann ; rag an oberou roet din da zeveni gand an Tad, an oberou-ze greet ganin a ro din testeni ez on bet kaset gand an Tad. 37 An Tad hag e-neus ma haset, hennez eo a ro testeni din. N’ho-peus biskoaz klevet e vouez na gwelet e neuz ; 38 e gomz zoken n’ema ket o chom ennoh peogwir ne gredit ket en hini bet kaset gantañ. 39 Furchal a rit ar Skrituriou, peogwir e soñj deoh kaoud ar vuhez peurbaduz enno. Hogen, int eo a ro testeni din. 40 Ha ne fell ket deoh dond davedon evid kaoud ar vuhez. »

« Skrivet e-neus Moizez diwar ma fenn »

41 « N’eo ket euz an dud e teu gloar din. 42 Med hoh anaoud a ran : n’ema ket karantez Doue ennoh. 43 Deut on, me ma-unan, en ano an Tad ha ne rit ket degemer din. Dond a rafe unan all, en e ano-dezañ, hennez e rafeh degemer dezañ. 44 Penaoz e hellfeh kredi, en eur zegemer gloar an eil digand egile, hag hep klask ar hloar o tond euz Doue nemetañ ?

45 Arabad deoh kredi e viot tamallet ganin-me, dirag an Tad. Ho tamaller a vo Moizez e-unan, an hini ho-peus lakeet ho fiziañs ennañ. 46 Rag ma kredfeh e Moizez, e kredfeh ennon ive : diwar ma fenn eo e-neus-eñ skrivet. 47 Med ma ne gredit ket en e skridou, penaoz e hellit kredi em homzou-din ? »

Pennad c’hweh

Tost ema gouel Pask

1 Goude-ze ez a Jezuz pelloh, d’an tu all da Vor-Galile pe Vor-Tiberiad. 2 Mond a ree eur mell poblad-tud d’e heul, peogwir e welent ar zinou greet gantañ war an dud klañv. 3 Pignad a ra Jezuz war ar menez hag azeza eno gand e ziskibien. 4 Tost a-vad edo Pask, gouel ar Juzevien.

Pemp baraenn heiz evid pemp mil den

5. Sevel a ra Jezuz e zellou ha gweled kalz tud o tond davetañ. Hag eñ da lavared da Filip : « E peleh e prenim-ni baraennou evid ma tebro an dud-mañ ? » 6 Lavared a ree kement-se evid e amproui, rag eñ a ouie mad petra edo o vond d’ober. 7 Ha Filip da respont dezañ : « Ne vefe ket tra-walh gand daou hant dinerad bara evid roi eun tammig bihan da bep hini. » 8 Unan euz an diskibien – Andreo eo, breur da Zimon-Pèr – a lavar dezañ : 9 « Bez’ ez eus amañ eur paotrig a zo gantañ pemp baraenn heiz ha daou beskig, med petra eo an dra-ze evid kement a dud ? »

10 Lavared a ra Jezuz : « Lakit an dud da veza war o hourvez ». Bez’ e oa eno kalz geot : setu m’en em lak ar wazed war o hourvez, war-dro pemp mil anezo. 11 Kemer a ra Jezuz ar baraennou eta, lavared bennoz hag o lodenna etre ar gouvidi. Kemend-all gand ar peskedigou, kement ha m’o-deus c’hoant. 12 P’o-deus bet o gwalh, e lavar d’e ziskibien : « Dastumit an tammou o chom, evid ma ne vo kollet netra ». 13 Dastum a reont eta ha leunia daouzeg paner gand an tammou ouspenn euz ar pemp baraenn heiz, goude m’o-deus bet o gwalh.

Klask a reont e lakaad da roue

14 Goude beza gweled ar zin e-noa greet, e lavare an dud : « E gwirionez eo hemañ ar profet o tond er bed. » 15 O houzoud emaint da zond d’e gemer evid e lakaad da roue, en em denn Jezuz eta war ar menez en-dro, e-unan-penn.

Bale war ar mor

16 Evel m’edo an noz o tond, e tiskenn e ziskibien war-zu ar mor 17 hag e pignont en eur vag, evid mond d’an tu all d’ar mor, da Gafarnaom. Nozi a ree dija ha ne oa ket deut Jezuz c’hoaz beteg enno. 18 Ha gand an avel vraz a hweze, edo ar mor o tihuni. 19 Roeñvet o-deus a-hed war-dro pemp stadenn warn-ugent pe dregont, pa welont Jezuz o vale war ar mor : tost ema d’ar vag hag aon a grog enno. 20 Med lavared a ra dezo : « Arabad kaoud aon c’hoaz. » 21 Klask a reont eta e gemer ganto war ar vag. Med setu ar vag dioustu war an aot, e-leh m’edont o vond.

Ar bobl o klask war-lerh Jezuz

22 D’an devez war-lerh, e wel an dud chomet en tu all d’ar mor ne oa bet nemed eur vag eno ha ne oa ket pignet Jezuz enni, med e oa eet e ziskibien kuit, int o-unan. 23 Bigi all a oa deut euz Tiberiad da gichenn al leh m’o-deus debret ennañ, goude m’e-neus an Aotrou lavaret bennoz. 24 Pa wel an dud n’ema ket Jezuz eno nag e ziskibien kennebeud, e pignont er bigi hag e teuont en-dro da Gafamaom da glask Jezuz. 25 E gavoud a reont en tu all d’ar mor hag int da lavared dezañ : « Rabbi, pevare out erruet amañ ? » 26 Ha Jezuz da respont dezo, en eur lavared : « Amen, amen, e lavaran deoh : ma hlask a rit, n’eo ket ablamour m’ho-peus gwelet sinou, med ablamour m’ho-peus debret baraennou ha bet ho kwalh.

27 Labourit, n’eo ket evid ar boued hag a ya da goll med evid ar boued hag a jom beteg ar vuhez peurbaduz, an hini a vo roet deoh gand mab an den, rag hemañ eo hag a zo bet merket eur ziell warnañ gand Doue an Tad. » 28 Setu ma lavaront dezañ : « Petra a raim-ni evid seveni oberenn Doue ? » 29 Respont a ra Jezuz dezo, en eur lavared : « Setu amañ oberenn Doue : kredi en hini bet kaset gantañ. »

Ar bara deut euz an neñv

30 Lavared a reont neuze dezañ : « Peseurt sin a rez-te eta, evid ma welim ha kredim ennout ? Pehini eo da oberenn ? 31 On tadou o-deus debret ar mann en dezerz, evel m’eo skrivet : “Roet e-neus dezo bara deut euz an neñv”. » 32 Ha Jezuz da lavared dezo : « Amen, amen, e lavaran deoh : n’eo ket Moizez e-neus roet deoh ar bara deut euz an neñv, med ma Zad eo a ro deoh ar gwir vara euz an neñv. 33 Rag bara Doue eo an hini a ziskenn euz an neñv hag a ro buhez d’ar bed. » 34 Setu ma lavaront dezañ : « Aotrou, roit deom atao euz ar bara-ze. »

35 Ha Jezuz da respont dezo : « Me eo bara ar vuhez. Kement hini a zeu davedon n’e-no ket mui naon, ha kement hini a gred ennon n’e-no ket sehed, biken ken. 36 Med henn lavaret em-eus deoh : gwelet ho-peus ha ne gredit ket. 37 Kement hini hag a zo roet din gand an Tad a zeuio beteg ennon hag an hini a zeu davedon ne vo ket stlapet er-mêz ganin. 38 Rag diskennet on euz an neñv, n’eo ket evid ober ma bolontez med bolontez an hini e-neus ma haset. 39 Hogen, setu amañ bolontez an hini e-neus ma haset : ma ne gollin nikun euz ar re e-neus roet din, med ma vint savet da veo ganin d’an deiz diweza. 40 Rag homañ eo bolontez ma Zad : ma vo ar vuhez peurbaduz gand kement den a wel ar Mab hag a gred ennañ. Ha hennez a zavin-me da veo, d’an deiz diweza. »

41 Grozmolad a ree ar Juzevien eta diwar e benn, peogwir e-enoa lavaret : « Me eo ar bara diskennet euz an neñv. » Lavared a reent : 42 « Daoust ha n’eo ket hennez Jezuz, mab Jozef ? Anaoud a reom-ni e dad hag e vamm. Penaoz e lavar-eñ bremañ : “Euz an neñv on diskennet” ? » 43 Respont a ra Jezuz dezo : « Arabad deoh, emezañ, grozmolad etrezoh. 44 Ne hell den ebed dond davedon ma n’eo ket bet sachet gand an Tad e-neus ma haset. Ha hennez a zavin-me da veo d’an deiz diweza. 45 Skrivet eo bet gand ar brofeted : “Kelennet e vint oll gand Doue”. Kement den e-neus klevet ar pez a zeu euz an Tad ha desket an dra-ze, hennez a zeu davedon.

46 Koulskoude n’eo ket bet gwelet an Tad gand den ebed, nemed gand an hini hag a zo e-kichenn an Tad : hennez e-neus gwelet an Tad. 47 Amen, amen, e lavaran deoh : an hini a gred, hennez ema ar vuhez peurbaduz gantañ. 48 Me eo ar bara a vuhez. 49 Ho tadou o-deus debret ar mann en dezerz ha marvet int. 50 Evel-mañ eo ar bara o tiskenn euz an neñv : kement hini e zebr ne varv ket. 51 Me eo ar bara diskennet euz an neñv : nep piou bennag a zebro euz ar bara-ze a vevo da viken, hag ar bara a roin-me eo ma horv evid buhez ar bed. »

Ma horv ha ma gwad

52 Setu ma tabute ar Juzevien etrezo, en eur lavared : « Penaoz e hell hennez roi deom e gorv da zebri ? » 53 Jezuz a lavar dezo eta : « Amen, amen, e lavaran deoh : ma ne zebrit ket korv mab an den ha n’evit ket e wad, n’ho-peus ket a vuhez ennoh. 54 Kement hini a zebr ma horv hag a ev ma gwad e-neus ar vuhez peurbaduz. Ha savet e vo da veo ganin-me d’an deiz diweza. 55 Rag eur gwir vagadur eo ma horv hag eur gwir evel eo ma gwad. 56 Kement hini a zebr ma horv hag a ev ma gwad a jom ennon, ha me ennañ. 57 Evel m’e-neus an Tad, an hini beo, ma haset, ha ma vevan-me dre an Tad, evel-se e vevo ive drezon kement hini am debr. 58 Setu penaoz ema gand ar bara diskennet euz an neñv : n’eo ket e-giz an hini bet debret gand an tadou, ha marvet int. Kement hini a zebr ar bara-mañ a vevo da viken. » 59 Lavared a ra an traou-ze en eur zinagogenn, o kelenn e Kafamaom.

« Tenn eo ar homzou-mañ »

60 Kalz euz ar re o-deus e glevet, e-touez e ziskibien, a lavar eta : « Tenn eo ar homzou-mañ. Piou a hell o hleved ? » 61 Med o houzoud, ennañ e-unan, ema e ziskibien o hrozmolad diwar e benn, e lavar Jezuz dezo : « Eur skoill eo kement-se evidoh ? 62 Ha ma welfeh mab an den o sevel d’al leh m’edo ennañ a-ziaraog ? 63 Ar spered eo a ro buhez, ar horv ne dalv da netra. Spered ha buhez eo ar homzou bet lavaret deoh ganin. 64 Med bez’ ez eus lod, en ho touez, ha ne gredont ket. » Rag gouzoud a ree Jezuz, abaoe ar penn kenta, piou e oa ar re na gredent ket ha piou e oa an hini e werzfe. 65 Hag e lavare-eñ : « Setu perag em-eus lavaret deoh : ne hell den ebed dond davedon ma n’eo ket bet roet an dra-ze dezañ gand an Tad. » 66 Abaoe ar mare-ze ez a kalz diskibien war o hiz : ne gerzont ket ken gantañ. »

« Ganit ema komzou ar vuhez peurbaduz »

67 Lavaret a ra Jezuz neuze d’an daouzeg : « Ha c’hwi, c’hoant ho-peus ive da vond kuit ? » 68 Simon-Pèr eo a respont dezañ : « Aotrou, daved piou ez afem ? Ganit ema komzou ar vuhez peurbaduz ! 69 Ha ni a gred hag a oar ez out-te sant Doue. » 70 Ha Jezuz da lavared dezo : « Daoust ha n’oh ket bet dibabet ganin-me, c’hwi ho taouzeg ? Hag unan ahan oh a zo eun diaoul ». 71 Lavared a ra kement-se diwar-benn Judaz, mab Simon-Iskariot, unan euz an daouzeg, rag eñ eo a oa o vond d’e werza.

Pennad seiz

E vreudeur ne gredont ket ennan

1 Goude-ze e kerze Jezuz dre Vro-Halile, rag ne felle ket dezañ tremen dre Vro-Jude, peogwir e klaske ar Juzevien e lakaad d’ar maro. 2 Hogen, tost edo gouel ar Juzevien, hini an Teltennou. 3 Setu ma lavar e vreudeur dezañ : « Kerz kuit ahann, da vond da Vro-Jude, evid ma welo da ziskibien ive an oberennou greet ganit. 4 Rag ne ra den ebed an traou dre guz, ma klask beza anavezet gand an dud. Ma rez an oberou-ze, en em ziskouez d’ar bed. » Rag e vreudeur zoken ne gredent ket ennañ. 6 Jezuz a lavar dezo eta : « N’eo ket deut ma amzer-din c’hoaz. Med evidoh-c’hwi, ema atao an amzer. 7 Ne hell ket ar bed kaoud kas ouzoh ; ouzin avad e-neus kas, ablamour ma roan testeni ez eo fall e oberou. 8 Pignit-c’hwi d’ar gouel. Me ne bignan ket d’ar gouel-ze : n’eo ket deut ma amzer c’hoaz. » 9 O veza lavaret kement-se, e chom-eñ e Bro-Halile.

Jezuz e gouel an Teltennou

10 Med pa ’z eo pignet e vreudeur d’ar gouel, neuze e pign-eñ ive, n’eo ket a-wel d’an oll, med dre guz. 11 Setu eta ma oa klasket e-pad ar gouel gand ar Juzevien hag ar re-mañ a lavare : « Peleh ema hennez ? » 12 Ha bez’ e oa kalz tabutou e-touez an dud diwar e benn. Lod a lavare : « Eun den mad eo » ha padal e lavare lod all : « Nann ! Rag touella a ra ar bobl. » 13 Koulskoude ne gomze den ebed diwar e benn a-wel d’an oll, gand aon rag ar Juzevien.

« Ma helennadurez ne zeu ket ahanon »

14 Bez’ ema dija kreiz ar gouel ; pignad a ra Jezuz d’an templ ha kelenn a ree. 15 Souezet e oa ar Juzevien eta hag e lavarent : « Penaoz e oar hemañ ar Skrituriou heb beza biskoaz o desket ? » 16 Respont a ra Jezuz, en eur lavared dezo : « Ma helennadurez ne zeu ket ahanon med euz an hini m’on bet kaset gantañ. 17 Ma fell da unan bennag ober bolontez Doue, e ouezo hag-eñ e teu ma helennadurez a-berz Doue, pe hag-eñ e komzan euz ma ferz-din ma-unan. 18 Nep piou bennag a gomz euz e berz e-unan, a glask e hloar dezañ, medan den a glask gloar an hini m’eo bet kaset gantañ, hennez a zo gwirion ha n’eus netra disleal ennañ. »

Na varnit ket hervez an diavêz

19 « Daoust ha n’eo ket gand Moizez ez eo bet roet deoh al lezenn ? Ha nikun en ho touez ne ra hervez al lezenn-ze. Perag e klaskit ma laza ? » 20 Respont a ra an dud : « Eun diaoul a zo ganit. Piou a zoo klask da laza ? » 21 Ha Jezuz da respont, en eur lavared dezo : « Eun oberenn nemeti am-eus greet ha souezet oh oll. 22 Roet e-neus Moizez an amdroh deoh – koulskoude ne zeu ket euz Moizez med euz an tadou – hag e rit an amdroh-se da zeiz ar zabad. 23 Ma resev eun den an amdroh da zeiz ar zabad, evid ma vo miret lezenn Voizez, penaoz ho-peus kounnar a-eneb din pa lakan eun den da veza yah penn-da-benn d’eun deiz sabad ? 24 Na varnit ket hervez an diavêz med gand eur varn reiz. »

Orin ar Mesi

25 Lod eta euz tud Jeruzalem a lavare : « Daoust ha n’eo ket hemañ emaint o klask laza ? 26 Ha setu m’ema o komz a-wel d’an oll dud ha ne lavaront netra dezañ. Daoust hag o-deus ar pennou-braz anavezet eo-eñ ar Mesi ? 27 Med hemañ e ouzom euz peleh e teu, ha padal pa zeuio ar Mesi, ne ouezo den ebed euz peleh e teu ». 28 Hag e-pad m’ema o kelenn en templ, e huch Jezuz, en eur lavared : « Gouzoud a rit piou on ? Gouzoud a rit euz peleh e teuan ? Hogen, n’on ket deut euz ma ferz-din ma-unan, med an hini e-neus ma haset, hennez a zo gwirion ha n’ouzit ket piou eo. 29 Me a-vad a oar piou eo-eñ, ablamour ma ’z on deut euz e gichenn ha gantañ eo ez on bet kaset. » 30 Klask a reent eta e baka med ne lak den ebed e zaouarn warnañ : ne oa ket deut e eur c’hoaz.

« El leh m’emaon-me ennan ne hellit ket dond »

31 Med e-touez an dud e kred kalz anezo ennañ. Lavared a reent : « Ar Mesi, pa zeuio, daoust hag e raio muioh a zinou eged e-neus greet hemañ ? 32 Ar farizianed a glev an dud o vouskomz evel-se diwar e benn, hag e kas ar veleien-veur hag ar farizianed gwarded da lakaad o daouarn warnañ. 33 Neuze e lavar Jezuz : « Evid eun tammig amzer c’hoaz emaon ganeoh, ha mond a ran daved an hini m’on bet kaset gantañ. 34 C’hwi a glasko war ma lerh ha n’am havot ket : eleh m’emaon-me, c’hwi ne hellit ket dond. »

35 Setu ma lavare ar Juzevien etrezo : « Da beleh ema hennez o vond, evid ma n’e gavim ket ? Daoust hag ema o vond war-zu ar Juzevien skignet e-touez ar Hresianed, ha da gelenn ar Hresianed ? 36 Petra eo ar gomz-se, bet lavaret gantañ : “C’hwi a glasko war ma lerh ha n’am havot ket”, ha : “E-leh m’emaon-me, c’hwi ne hellit ket dond” ? »

Stèriou a zour beo

37 D’an deiz diweza euz ar gouel, an hini brasa, e huche Jezuz, en e zao, en eur lavared : « Nep piou bennag e-neus sehed, ra zeuio davedon ha ra evo ! 38 Kement hini a gred ennon, evel ma lavar ar Skritur : “Euz e greiz e redo stèriou a zour beo”. » 39 Lavared a ra kement-se diwar-benn ar Spered a oa da veza resevet gand ar re a gred ennañ ; rag ne oa ket a Spered c’hoaz, peogwir ne oa ket bet lakeet Jezuz c’hoaz en e hloar.

« Den ebed n’e-neus komzet evel heman »

40 E-touez ar bobl eta e lavare ar re o-doa klevet e gomzou : « Evid gwir, eo hennez eur profet. » 41 Lod all a lavare : « Hennez eo ar Mesi ». Lod all a-vad a responte : « Euz Bro-Halile e teufe ar Mesi ? 42 Daoust ha ne lavar ket ar Skritur : “E gouenn David hag euz Betlehem – ar gêriadenn m’eo bet ganet David enni – eo e teu ar Mesi” ? » 43 Setu ma sav disparti e-touez an dud en abeg dezañ.

44 Ha lod anezo o-doa c’hoant d’e harza med den ebed ne daol e zaouarn warnañ. 45 Dond a ra eta ar warded daved ar veleien-veur hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavar dezo : « Perag n’ho-peus ket e degaset amañ ? » 46 Respont a ra ar warded : « Biskoaz n’e-neus den ebed komzet evel hennez ! » 47 Ar farizianed a lavar dezo eta : 48 « Daoust hag oh bet, c’hwi ive, strobinellet ? Ha bez’ ez eus unan euz ar pennou-braz hag e-nefe kredet ennañ, pe unan euz ar farizianed ? 49 Med ar boblad-se ha n’anavez ket al lezenn, tud villiget int. »

50 Nikodem – an hini a oa eet d’e gaoud gwechall hag a oa unan anezo – a lavar dezo : 51 « Hervez on lezenn, daoust hag e vez barnet eun den heb beza klevet hemañ da genta, hag heb anaoud ar pez e-neus greet ? » 52 Respont a reont, en eur lavared dezañ : « Ha te a zo euz Bro-Halile ? Furch ha gwel : euz Bro-Halile ne zav profet ebed. » 53 Ha mond a reont, peb unan d’e di.

Pennad eiz

Ar vaouez avoultrerez

1 Jezuz, eñ, a ya da Venez-an-Olived. 2 Da houlou deiz, e tistro d’an templ hag e teu davetañ ar bobl a-bez. Azeza a ra-eñ hag e krog d’o helenn. 3 Hogen, degas a ra dezañ ar skriverien hag ar farizianed eur vaouez bet tapet oh ober avoultriez. He lakaad a reont er hreiz 4 ha lavared dezañ : « Mestr, tapet eo bet ar vaouez-mañ e-kreiz ober avoultriez. 5 En e lezenn, e-neus Moizez gourhemennet deom meinata seurt merhed. Ha te, petra a lavarez ? » 6 Kement-se a lavaront evid e amproui ha kaoud abeg d’e damall. Hogen, stoui d’an traoñ a ra Jezuz, ha skriva gand e viz war an douar. 7 Pa gendalhont d’ober goulennou outañ, e sav-eñ e gein ha e lavar dezo : « An hini ahanoh a zo hep pehed, ra daolo outi ar mên kenta ! » 8 Hag eñ da stoui en-dro ha da skriva war an douar. 9 O veza klevet e gomzou, ez eont kuit, an eil war-lerh egile, hag ar re gosa da genta. Chom a ra e-unan, hag ar vaouez er hreiz. 10 Jezuz a zav hag a lavar dezi : « Maouez, peleh emaint ? Nikun anezo e-neus da gondaonet ? » – 11 « Nikun, Aotrou ! » emezi. Ha neuze e lavar Jezuz dezi : « Ganin-me, kennebeud, ne vi ket kondaonet. Kerz, hag adaleg bremañ, na beh ket mui. »

Gwir eo ma zesteni

12 Adarre eta e komz Jezuz dezo : « Me eo sklêrijenn ar bed, emezañ. Kement hini a zeuio war ma lerh, ne gerzo ket en deñvalijenn med bez’ e vo gantañ sklêrijenn ar vuhez. » 13 Neuze e lavar ar farizianed dezañ : « Te eo hag a ro testeni dit da-unan. N’eo ket gwirion da desteni. » 14 Respont a ra Jezuz, en eur lavared dezo : « Zoken ma roan testeni din ma-unan, eo gwirion ma zesteni ; rag gouzoud a ran euz peleh on deut ha da beleh emaon o vond. Med c’hwi n’ouzoh ket nag euz peleh e teuan ha na beleh ez an. 15 Barn a rit-c’hwi hervez ar horv. Me ne varnan den ebed, 16 pe ma varnan eo gwirion ma barnidigez, peogwir n’emaon ket ma-unan : bez’ ema ganin an hini m’on bet kaset gantañ, an Tad. 17 Rag skrivet eo en ho lezenn-deoh : “Gwirieg eo testeni daou zen”. 18 Test on-din ma-unan, hag an Tad m’on bet kaset gantañ a ro testeni din. » 19 Lavared a reont dezañ : « Peleh ema da Dad ? » Ha Jezuz da respont : « N’anavezit na me na ma Zad. M’am anavezfeh, eh anazvefeh ma Zad ive. » 20 Lavaret eo ar homzou-ze gantañ e Sal-an-Teñzor, en eur gelenn en templ. Ha den ebed ne grog ennañ, ablamour ne oa ket deut e eur c’hoaz.

« Me a zo euz an neh »

21 Lavared a ra c’hoaz dezo : « Mond a ran-me kuit, ha klask a reot war ma lerh, hag e varvot en ho pehed. D’al leh m’emaon o vond, ne hellit ket dond ». 22 Setu ma lavare ar Juzevien : « Daoust hag ema o vond d’en em laza, evitañ da lavared : “D’al leh m’emaon o vond, ne hellit ket dond” ? » 23 Hag eñ da respont dezo : « C’hwi a zo euz an traoñ, ha me euz an neh. C’hwi a zo euz ar bed-mañ, ha me n’on ket euz ar bed-mañ. 24 Lavaret em-eus deoh eta : en ho pehejou e varvot. Rag, ma ne gredit ket ez eo-me a zo, e varvot en ho pehejou. »

« Ober a ran atao ar pez a blij din »

25 Lavared a reont dezañ eta : « Te, piou out-te ? » Jezuz a respont dezo : « Ar pez a zisklêrian deoh abaoe ar penn kenta. 26 Diwarnoh em-eus kalz traou da zisklêria ha da varn. Med an hini m’on bet kaset gantañ a zo gwirion ha disklêria a ran d’ar bed ar pez am-eus klevet digantañ, an dra-ze a lavaran d’ar bed ». 27 Ne gomprenont ket ema o komz dezo euz e Dad. 28 Setu ma lavar Jezuz : « P’ho-po uhelleet mab an den, e ouezot neuze ez eo-me a zo. Ha ne roan netra euz ma ferz ma-unan, med ar pez e-neus an Tad kelennet din, an dra-ze a zisklêrian. 29 Hag an hini m’on bet kaset gantañ a zo ganin. N’e-neus ket ma lezet ma-unan, abalamour ma ran-me atao ar pez a blij dezañ. » 30 Pa ziskleir-eñ an oll draou-ze, e teu kalz anezo da gredi ennañ.

« Ar wirionez a roio deoh ar frankiz »

31 Neuze e lavar Jezuz d’ar Juzevien o-deus kredet ennañ : « Ma talhit d’am homzou, ma re-din, ez oh ma gwir ziskibien. 32 Anaoud a reot ar wirionez hag ar wirionez a roio deoh ar frankiz. » 33 Hag int da respont dezañ : « Diskennidi da Abraham om-ni ha da zen ebed n’om bet biskoaz sklaved. Penaoz e lavarez : “Libr e teuot da veza” ? » 34 Ha Jezuz da respont dezo : « Amen, amen, e lavaran deoh : kement hini a ra ar pehed a zo sklav d’ar pehed. 35 Hogen, ne jom ket ar sklav en ti evid atao, ar mab a-vad a jom eno evid atao. 36 Ma ’z oh dieubet gand ar Mab, neuze e viot libr e gwirionez.

37 Gouzoud a ran ez oh diskennidi da Abraham. Med klask a rit ma laza, peogwir ne ziskenn ket ma homzou ennoh. 38 Disklêria a ran ar pez am-eus bet gwelet e-kichenn an Tad. Ha c’hwi a ra ar pez ho-peus klevet gand ho tad. » 39 Hag int da respont : « Abraham, emezo, eo on tad. » Jezuz a lavar dezo : « Ma ’z oh mibien da Abraham, grit oberou Abraham ! 40 Hogen, emaoh bremañ o klask ma laza, me, an hini e-neus disklêriet deoh ar wirionez bet klevet ganin e-kichenn Doue. An dra-ze n’e-neus ket Abraham greet. 41 Ober a rit-c’hwi oberou ho tad. » Lavared a reont dezañ : « Ni n’om ket ganet diwar avoultriez, n’on-eus nemed eun tad : Doue ». 42 Jezuz a respont dezo : « Ma vije Doue ho tad, e karfeh ahanon, rag euz Doue on bet ganet hag on deut : n’eo ket euz ma ferz ma-unan e teuan, med gantañ eo on bet kaset. 43 Ne gomprenit ket ar pez a lavaran, perag ? Peogwir ne hellit ket kleved ma homzou. 44 C’hwi, an tad m’oh bet ganet anezañ eo an diaoul, hag e fell deoh heulia c’hoantidigeziou ho tad : lazer tud e oa hennez adaleg ar penn kenta, ha ne zalhe ket d’ar wirionez rag n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar eur gaou, e komz euz ar pez a zo ennañ, peogwir eo gaouiad ha tad ar gaou. 45 Med ablamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ennon.

46 Piou en ho touez a hell proui ez on peher ? Ma lavaran ar wirionez, perag n’am hredit ket ? 47 Nep piou bennag a zo euz Doue a glev komzou Doue. Ma ne zelaouit ket, eo ablamour n’oh ket euz Doue. »

« A-raog Abraham ez on-me »

48 Respont a ra ar Juzevien dezañ, en eur lavared : « Daoust ha n’eo ket ar pez a lavarom ? Eur Zamaritan out-te hag eun diaoul a zo ganeoh. » 49 Ha Jezuz da respont : « Me, n’eus diaoul ebed ganin, med enori a ran ma Zad ha ma dismegañsi a rit-c’ hwi. 50 Me ne glaskan ket ma gloar : bez’ ez eus unan ouz he hlask ha barn a ra. 51 Amen, amen, e lavaran deoh : ma talh eun den d’am homzou, ne welo ket ar maro da viken. » 52 Lavared a ra ar Juzevien dezañ : « Bremañ e ouzom ez eus eun diaoul ganit : marvet eo bet Abraham hag ar brofeted ive, hag e lavarez-te : “Ma talh eun den d’am homzou, ne dañvo ket ar maro da viken”. 53 Daoust hag ez out-te brasoh eged on tad Abraham hag a zo bet marvet ? Hag ar brofeted ive a zo bet marvet ! Evid piou en em gemerez-te ? » 54 Respont a ra Jezuz : « Ma kanan-me gloar din ma-unan, n’eo ma gloar netra. Ma Zad eo a gan gloar din, hennez hag a lavarit diwar e benn : “On Doue eo”. 55 Ha n’e anavezit ket, med gouzoud a ran-me piou eo-eñ. Ma lavarfen deoh n’ouzon ket piou eo-eñ, e vefen eur gaouiad eveldoh, med gouzoud a ran piou eo ha derhel a ran d’e gomz.

56 Tridet e-neus Abraham, ho tad, o weled ma deiz-din ; e welet e-neus ha laouen-braz eo bet. » 57 Hag ar Juzevien da lavared dezañ eta : « N’out ket hanter-kant vloaz c’hoaz ha gwelet az-peus Abraham ? » 58 Jezuz a respont dezo : « Amen, amen, e lavaran deoh : a-raog ma vefe deut Abraham, eo-me a zo. » 59 Neuze e tastumont mein da vanna outañ. Jezuz a-vad a ya da guzad hag a guita an templ.

Pennad nao

Den dall Siloe

1 En eur vond e-biou, e wel Jezuz eun den, bet ganet dall. 2 Hag e ziskibien da houlenn outañ : « Rabbi, emezo, piou e-neus pehet, eñ pe e dud, evid ma vefe bet ganet dall ? » 3 Jezuz a respont : « N’e-neus ket pehet, nag e dud kennebeud : med evid ma vefe diskouezet ennañ oberou Doue eo an dra-ze. 4 Red eo din seveni oberou an hini m’on bet kaset gantañ, e-pad m’ema sklêr an deiz. Dond a ra an noz ha ne hell den ober tra ebed. 5 E-pad m’emaon er bed, ez on sklêrijenn ar bed. »

6 Goude beza lavaret kement-se, e tuf war an douar hag e ra pri gand e halo. Goloi a ra daoulagad an den dall gand ar pri-ze, 7 ha lavared dezañ : « Kerz d’en em walhi e lenn Siloe, a dalvez : “Kannad”. Mond a ra eta, en em walhi, ha kuitaad o weled sklêr.

« Gwelet em-eus »

8 An amezeien hag ar re o-doa e welet a-raog, pa oa o houlenn an aluzenn, a lavare : « Daoust ha n’eo ket hennez hag a oa azezet o houlenn an aluzenn ? 9 Lod a lavare : « Hennez eo ! » ha lod all : « Nann ! Med unan o tenna dezañ. » Eñ a-vad a lavare : « Me eo ! » 10 Setu ma lavarent dezañ : « Penaoz eta eo bet digoret da zaoulagad ? » 11 Respont a ra : « An den anvet Jezuz e-neus greet eun tamm pri, goloet ma daoulagad gantañ, ha lavaret din : “Kerz da Ziloe d’en em walhi”. Eet on eta d’en em walhi, ha gwelet em-eus. » 12 Hag int da lavared dezañ : « Peleh ema hennez ? » – « N’ouzon ket » a respont-eñ.

« Te, petra a lavarez diwar e benn ? »

13 Degas a reont d’ar farizianed an den bet dall. 14 Hogen, bez’ e oa d’eun deiz sabad p’e-noa Jezuz greet pri ha digoret e zaoulagad. 15 Eur wech c’hoaz, e houlenn ar farizianed digantañ penaoz eo deut da weled sklêr. Lavared a ra dezo : « Lakeet e-neus pri war ma daoulagad, en em walhet em-eus, hag e welan sklêr. » 16 Lod eta euz ar farizianed a lavar : « N’eo ket an den-ze a-berz Doue, peogwir ne vir ket ar zabad. » Med lavared a ra lod all : « Penaoz e hellfe eun den peher ober seurt sinou ? » Ha dizemgleo a zo etrezo. 17 D’an den dall e komzont adarre eta : « Te, petra a zoñjez diwar e benn, peogwir e-neus digoret dit da zaoulagad ? » Hag eñ da respont : « Eur profet eo. »

E dud o-deus aon rag ar Juzevien

18 Med ne gred ket ar Juzevien eo bet dall an den peogwir e wel sklêr, a-raog beza galvet e gerent. 19 Goulenn a reont outo : « Hennez, emezo, ho mab eo ? Lavared a rit ez eo bet ganet dall ? Penaoz e wel-eñ sklêr breman ? » 20 Respont a ra e dud eta ha lavared : « Gouzoud a reom ez eo or mab hag eo bet ganet dall. 21 Penaoz e wel-en sklêr bremañ ? N’ouzom ket. Pe piou e-neus digoret e zaoulagad ? Evidom, n’ouzom ket. Goulennit outañ, deut eo d’an oad : eñ a responto evitañ e-unan. » 22 Kement-se a lavare e dud, peogwir o-doa aon rag ar Juzevien : eun emgleo a oa dija etre ar Juzevien evid taoler e-mêz ar zinagogenn kement hini a anzavfe Jezuz evel ar Mesi. 23 Setu perag e lavare e dud : « Deut eo d’an oad. Goulennit outañ. »

Stlapet eo ganto er-mêz

24 Gervel a reont eta, evid an eil gwech, an den bet dall, hag e lavaront dezañ : « Ro gloar da Zoue : gouzoud a reom-ni eo an den-ze eur peher. » 25 Respont a ra-eñ eta : « N’ouzon ket hag-eñ eo hennez eur peher ; an dra-mañ hepken a ouzon : bez’ e oan dall ha bremañ e welan. » 26 Hag int da lavared dezan : « Petra e-neus greet dit ? Penaoz e-neus digoret da zaoulagad ? » 27 Respont a ra dezo : « Lavaret em-eus deoh dija ha n’ho-peus ket salouet. Petra a fell deoh kleved ouspenn ? Daoust hag e fell deoh, c’hwi ive, dond da veza e ziskibien ? » 28 E gunujenni a reont : « Te eo, emezo, hag a zo diskib da hennez. Ni a-vad a zo diskibien da Voizez. 29 Gouzoud a reom ez eo da Voizez e-neus Doue komzet, med hennez n’ouzom ket euz peleh eo. » 30 Respont a ra an den, en eur lavared dezo : « Setu ar pez a zo souezuz justamant : n’ouzoh ket euz peleh eo-eñ, ha digoret e-neus din ma daoulagad ! 31 Gouzoud a reom ne vez ket selaouet ar beherien gand Doue, med eun den devod hag a ra e volontez, hennez a vez selaouet gantañ. 32 Biskoaz n’on-eus klevet e-nefe unan bennag digoret daoulagad eun den bet ganet dall. 33 Ma ne vefe ket heman euz Doue, ne hellfe beza greet netra ». 34 Respont a reont ha lavared dezan : « Ganet out bet penn-da-benn en da behejou, hag emaout o kelenn deom-ni ? » Ha stlapet eo ganto er-mêz.

« Kredi a ran, Aotrou »

35 Kleved a ra Jezuz eo bet an den stlapet ganto er-mêz. E gavoud a ra ha lavared dezañ : « Te, daoust hag e kredez e mab an den ? » 36 Hag en da respont ha da lavared : « Ha piou eo-en, Aotrou, ma kredin ennañ. » 37 Jezuz a lavar dezañ : « E welet az-peus hag eñ eo hag a zo o komz ganit. » 38 Hag an den da lavared : « Kredi a ran, Aotrou ! » hag e stou dirazañ. 39 Ha Jezuz neuze : « Evid eur varnidigez, emezañ, ez on deut er bed-mañ : evid ma welo ar re na welont ket ha ma teuio da veza dall ar re a wel sklêr. » 40 E-touez ar farizianed a zo gantañ, e klev lod anezo ar homzou-ze, hag e lavaront dezañ : « Daoust hag om dall, ni ive ? » 41 Jezuz a respont dezo : « Ma vijeh dall, n’ho-pefe ket a behed. Breman e lavarit : “Gweled a reom”, ha chom a ra ho pehed. »

Pennad deg

Mesaer an deñved

1 « Amen, amen, e lavaran deoh : kement hini ne ’z a ket e kraou an deñved dre an nor, med dre eul leh all, hennez a zo eul laer hag eun torfetour. 2 An hini a ya e-barz dre an nor a zo mesaer an deñved. 3 Ar porzier a zigor dezañ hag an deñved a glev e vouez. Gelver a ra e zeñved-dezañ dre o ano, hag o has er-mêz. 4 P’e-neus lakeet er-mêz an oll re a zo dezañ, e kerz en o raog ha mond a ra an deñved d’e heul, peogwir e anavezont e vouez. 5 Ne ’z aint biken da heul eun estrañjour med tehed a raint kuit dioutañ, peogwir n’anavezont ket mouez an estrañjourien. » 6 Setu ar barabolenn lavaret dezo gand Jezuz, med ne gomprenont ket euz petra ema o komz dezo.

« Me eo an nor »

7 Ha Jezuz da lavared c’hoaz : « Amen, amen, e lavaran deoh : me eo dor an deñved. 8 An oll re hag a zo deut em raog a zo laeron ha torfetourien. Med n’int ket bet selaouet gand an deñved. 9 Me eo hag a zo an nor : kement hini hag a ya e-barz drezon a vo salvet : mond a ray e-barz, dond er-mêz ha kaoud ar peuri. 10 Ne zeu al laer nemed evid laerez, taga ha lakaad d’ar maro. Med dond a ran-me evid ma vo ar vuhez ganto, ha ma vo-hi ganto diouz an druill. »

« Me eo ar mesaer mad »

11 Me eo ar mesaer mad : ar mesaer mad a ro e vuhez evid e zeñved. 12 An den diwar-hopr – an hini n’eo ket-eñ ar mesaer ha n’eo ket an deñved dezañ – hennez, pa wel ar bleiz o tond, a zilez an deñved hag a deh kuit : skrapet ha strewet int gand ar bleiz. 13 Rag n’eo nemed eun den diwar-hopr ha n’eo ket chalet gand an deñved. 14 Me eo ar mesaer mad : anaoud a ran ma re-din hag anavezet on ganto, 15 evel m’on anavezet gand an Tad hag eo-eñ anavezet ganin. Ha ma buhez a roan evid an deñved.

16 Deñved all am-eus ha n’int ket euz ar hraou-deñved-mañ. Ar re-ze ive a rankan ren. Kleved a raint ma mouez, ha bez’ e vo eun dropell hepken, eur mesaer nemetañ. »

« Ma vuhez a roan »

17 « Evid an dra-mañ on karet gand an Tad : peogwir e roan ma buhez evid he hemer en-dro. 18 Den ebed n’he zenn kuit diganin, med he roi a ran-me euz ma ferz ma-unan. Ar galloud am-eus d’he roi hag ar galloud d’he hemer en-dro : setu aze ar gourhemenn am-eus resevet digand ma Zad. »

19 Abalamour d’ar homzou-ze e sav dizemgleo e-touez ar Juzevien. 20 Kalz anezo a lavar : « Eun diaoul a zo gantañ, ha koll a ra e skiant-vad. Perag chom d’e zelaou ? » 21 Lod all a lavar : « Ar homzou-ze ne zeuont ket euz an den hag a zo eun diaoul gantañ ; daoust hag e hell eun diaoul digori daoulagad eun den dall ? »

« Ma deñved-din »

22 Erruoud a ra gouel an Dedi, e Jeruzalem. Bez’ edo ar goañv. 23 Jezuz a oa o vond-dond en templ, dindan porched Salomon. 24 Setu ma teu ar Juzevien en-dro dezañ hag e lavaront : « Beteg pevare e talhi or spered en entremar ? Ma ’z out ar Mesi, henn lavar deom en eun doare sklêr ». 25 Ha Jezuz da respont dezo : « Henn lavaret em-eus deoh ha ne gredit ket. An oberou a ran, en ano ma Zad, a ro, int o-unan, testeni din. 26 Med c’hwi ne gredit ket, peogwir n’oh ket euz ma deñved. 27 Ma deñved-din a glev ma mouez, o ananoud a ran-me, dond a reont d’am heul, 28 hag e roan dezo ar vuhez peurbaduz. Biken ne vint kollet, evid atao, ha den ebed n’o skrapo diouz ma daouarn. 29 Ma Zad hag e-neus o roet din a zo brasoh eged an oll ; ha den ebed ne hell skrapa diouz dorn an Tad. 30 Me hag an Tad a zo unan. »

« Kredit em oberou »

31 Ar Juzevien a zegas mein adarre evid e labeza. 32 Respont a ra Jezuz dezo : « Diskouezet em-eus deoh kalz oberou kaer, a-berz ma Zad : evid pehini euz an oberou-ze ez on labezet ganeoh ? » 33 Hag ar Juzevien da respont : « Evid eun oberenn gaer, nann ! Da labeza a reom evid eur blasfem : te, eun den, en em lak Doue da-unan. » 34 Respont a ra Jezuz dezo : « Daoust ha n’eo ket skrivet en ho lezenn : “Lavaret em-eus : doueou oh” ? 35 Ma ro-hi an ano a zoueou d’ar re a zeu komz Doue beteg enno – ha ne hell ket ar Skritur beza distrujet – 36 penaoz e lavarit-c’hwi d’an hini bet santelleet ha kaset gand an Tad er bed : “Blasfemi a rez”, dre m’em-eus lavaret : “Mab Doue on” ? 37 Ma ne ran ket oberou ma Zad, na gredit ket ennon. 38 Med ma ran an oberou-ze, zoken ma ne gredit ket ennon, kredit em oberou, evid ma ouezot hag anavezot ema an Tad ennon ha me en Tad. » 39 Neuze e klaskont, eur wech c’hoaz, e harza, med tehed a ra kuit a-dre o daouarn.

40 Mond a ra en-dro d’an tu all d’ar Stèr-Jourdan, d’al leh m’e-noa Yann bedezet ennañ da genta ; ha chom a ra eno. 41 Kalz tud a zeu davetañ hag e lavaront : « Yann n’e-neus greet sin ebed, med deut eo da wir pep tra bet lavaret gantañ diwar-benn hemañ. » 42 Hag eno e kred kalz tud ennañ.

Pennad unneg

Klañv eo Lazar

1 Klañv e oa eun den, Lazar e ano, euz Betani, kêriadenn Mari hag he hoar Marta. 2 Ar Mari-ze he-doa olevet an Aotrou gand louzou-c’hwez-vad ha sehet dezañ e dreid gand he bleo : hi eo a oa klañv he breur. 3 Kas a ra an diou hoar kelou dezañ : « Aotrou, sell, klañv eo an hini a garez. » 4 O veza klevet an dra-ze, e lavar Jezuz : « Ar hleñved-se ne gas ket d’ar maro, med da hloar Doue, evid ma vo drezañ savet mab Doue en e hloar. » 5 Hogen, karet e oant gand Jezuz : Marta, he hoar ha Lazar. 6 Koulskoude, pa glev eo hemañ klañv, e chom evid gwir e-pad daou zevez el leh m’edo ennañ. 7 Goude-ze e lavar d’e ziskibien : « Deom en-dro da Vro-Jude. » 8 Hag e ziskibien da lavared dezañ : « Rabbi, klask a ree ar Juzevien da labeza, ha mond a rez en-dro di ? » 9 Jezuz a respont : « Daoust ha n’eus ket daouzeg eur en eun devez ? Ma vale unan bennag diouz an deiz, ne strebot ket, rag gweled a ra sklêrijenn ar bed-mañ. 10 An hini a vale en noz a-vad, hennez a strebot, dre n’ema ket ar sklêrijenn ennañ. »

« Maro eo Lazar »

11 War-lerh ar homzou-ze, e lavar c’hoaz dezo : « O kousked ema Lazar, or mignon, med mond a ran d’e denna euz e gousk. » 12 Ha setu ma respont an diskibien dezañ : « Aotrou, m’ema o kousked, e vo-eñ saveteet. » 13 Hogen, komzet e-neus Jezuz euz ar maro, med soñjal a ra dezo ema o komz euz diskuiz ar housk. 14 Neuze eta, e lavar Jezuz dezo, frêz ha sklêr : « Maro eo Lazar, 15 ha laouen on en abeg deoh ; ma ne oan ket eno eo evid ma kredot. Med deom beteg ennañ. » 16 Ha setu Tomaz, lesanvet Gevell, da lavared d’an diskibien all : « Deom, ni ive, da vervel gantañ ! »

Marta a zeu er-mêz

17 Dond a ra Jezuz eta hag e kav Lazar lakeet er bez abaoe pevar devez dija. 18 Hogen, tost ema Betani da Jeruzalem, war-dro pemzeg stadenn, 19 ha kalz Juzevien a zo deuet da gavoud Marta ha Mari, evid o frealzi diwar-benn o breur. 20 Pa glev Marta ema Jezuz o tond, ez a-hi er-mêz davetañ. Mari a-vad a jom azezet en ti. 21 Ha Marta da lavared da Jezuz : « Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vefe ket bet marvet ma breur. 22 Med gouzoud a ran bremañ c’hoaz : pep tra a houlenni digand Doue a vo roet dit gand Doue. 23 Jezuz a lavar dezi : « Sevel a ray da vreur a varo da veo. » 24 Ha Marta da respont dezañ : « Gouzoud a ran e savo da vare an adsavidigez, d’an deiz diweza. » 25 Hag e lavar Jezuz dezi : « Me eo an adsao hag ar vuhez : kement hini a gred ennon, ha pa ve maro, a vevo. 26 Ha peb den beo hag a gred ennon, biken ne varvo evid atao. Ha kredi a rez kement-se ? » 27 Respont a ra-hi dezañ : « Ya, Aotrou, kredi a ran. Te eo ar Mesi, Mab Doue, an hini o tond er bed. »

Dond a ra Mari

28 Goude beza lavaret an dra-ze, ez a Marta da helver Mari he hoar. Lavared a ra dezi dre guz : « Ar mestr a zo aze ha da helver a ra. » 29 Homañ, o veza klevet kement-se, a zav buan hag a ya davetañ. 30 N’eo ket Jezuz antreet c’hoaz er gêriadenn med bez’ ema atao e-leh m’he-doa Marta kejet gantañ. 31 Ar Juzevien eta, hag a oa ganti en ti evid he frealzi, a wel eo Mari savet hag eet buan er-mêz. Mond a reont d’he heul, o kredi ema-hi o vond d’ar bez evid leñva eno.

32 Pa zeu Mari eta d’al leh m’ema Jezuz ennañ, ouz e weled e kouez-hi e-harz e dreid hag e lavar dezañ : « Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vefe ket bet marvet ma breur. » 33 Ouz he gweled eta o ouela hag ar Juzevien deuet ganti o ouela ive, 34 e skrij Jezuz en e spered, e chom strafuillet hag e lavar : « Peleh ho-peus e lakeet ? » Respont a reont dezañ : « Aotrou, deus ha sell ! »

E-kichenn ar bez

35 Dirolla a ra Jezuz da ouela. 36 Setu ma lavare ar Juzevien : « Gwelit pegement e oa an den-ze karet gantañ ». 37 Med lod anezo a lavare : « Daoust ha ne helle ket, eñ hag e-neus digoret e zaoulagad d’an den dall, mired ouz hemañ da vervel ? » 38 Jezuz eta, o skrija adarre ennañ e-unan, a zeu e-kichenn ar bez : eur heo e oa hag eur mên a oa bet lakeet warnañ. 39 Ha Jezuz da lavared : « Tennit ar mên kuit. » Marta, c’hoar d’an hini maro, a lavar dezañ : « Aotrou, c’hwez ’zo gantañ dija, rag abaoe pevar devez ema aze. » 40 Ha Jezuz da respont dezi : « Daoust ha n’em-eus ket lavaret dit e weli gloar Doue ma kredez ? » 41 Tenna a reont ar mên kuit eta. Jezuz a zav e zaoulagad d’an neh hag e lavar : « Tad, da drugarekaad a ran : ma zelaouet az-peus. 42 Gouzoud a reen-me e vezan bep red selaouet ganit, med komzet em-eus en abeg d’ar boblad-tud-mañ, evid ma kredint ez on bet kaset ganit-te. »

« Lazar, deus er-mêz ! »

43 O veza lavaret kement-se, e huch-eñ a vouez uhel : « Lazar, deus er-mêz ! ». 44 Dond a ra er-mêz an den bet maro, e dreid hag e zakouarn liammet gand lurennou hag e zremm goloet gand eul lienenn. Jezuz a lavar dezo : « Diliammit-eñ ha lezit-eñ da vond ». 45 E-touez ar Juzevien deut da gaoud Mari hag o-deus gwelet ar pez e-neus greet, kalz eta a gred ennañ. 46 Med lod all a ya da gavoud ar farizianed ha da lavared dezo petra e-neus greet Jezuz.

Red eo da Jezuz mervel

47 Ar veleien-veur hag ar farizianed a vod eur huzul eta hag a lavar : « Petra a reom ? An den-ze a ra eur bern sinou. 48 Ma lezom da vond evel-se, e kredo an oll dud ennañ hag e teuio ar Romaned d’on distruja, ni hag al Leh hag ar vroad ». 49 Unan anezo, Kaifaz, ha beleg-meur er bloavez-se, a lavar dezo : 50 « C’hwi n’ouzoh netra. Daoust ha ne zoñjit ket eo gwelloh evidoh ma varfe eun den evid ar bobl, kentoh eged ma vefe distrujet ar vroad a-bez ? » 51 Kement-se n’e-neus ket lavaret euz e berz e-unan, med, o veza beleg-meur er bloavez-se, e tiougan-eñ e tle Jezuz mervel evid ar vroad, 52 ha n’eo ket hepken evid ar vroad, med c’hoaz evid boda en unaniez bugale Doue bet strewet a bep tu. 53 Adaleg an deiz-se eta, eo greet o zoñj ganto d’e lakaad d’ar maro.

Tost ema gouel Pask

54 Setu ma ne gerz ket Jezuz ken a-wel d’an oll e-touez ar Juzevien ; med mond a ra kuit alese d’an dezerz, en eur gêr anvet Efraim. Chom a ra eno gand e ziskibien.

55 Tost edo Pask ar Juzevien. Kalz tud a bign euz ar vro beteg Jeruzalem, a-raog gouel Pask, evid ar glanadur lidel. 56 Klask a reont Jezuz eta ha lavared an eil d’egile : « Petra a zoñjit ? Ha chom a ray heb dond tamm ebed d’ar gouel ? » 57 Ar veleien-veur hag ar farizianed o-doa roet eun urz : ma ouezfe unan bennag e peleh e vefe-eñ, ra gomzo evid ma vo harzet ganto.

Pennad daouzeg

An olevadenn e Betani

1 C’hweh devez eta a-raog Pask, e teu Jezuz da Vetani, el leh m’ema Lazar, bet savet a varo da veo gand Jezuz. 2 Aoza a reont eta eur pred evitañ ha bez’ ema Marta o servicha. Lazar a zo unan euz ar re astennet ouz taol gantañ. 3 Ha setu ma kemer Mari eul lur a louzou-c’hwez-vad, eur gwir nard a briz braz. Olevi a ra-hi gantañ treid Jezuz hag o zeha gand he bleo. Leun e oa an ti a-bez gand ar frond.

4 Judaz Iskariot, unan euz e ziskibien, an hini a zo o vond d’e werza, a lavar : 5 « Al louzou-c’hwez-vad-se, perag n’eo ket bet gwerzet evid tri hant diner da roi d’ar beorien ? » 6 Lavared a ra an dra-ze n’eo ket dre m’eo chalet gand ar beorien, med peogwir ez eo eul laer : ar yalh a zo gantañ ha laerez a ra ar pez a vez lakeet enni. 7 Jezuz a lavar eta : « Lez-hi : evid deiz ma zebeliadur eo he-do miret an dra-mañ. 8 Rag bez’ ho-po peorien atao en ho touez. Me a-vad ne vin ket atao ganeoh. »

Lakaad Lazar ive d’ar maro

9 Eun niver braz a Juzevien a oar eta ema Jezuz eno. Dond a reont n’eo ket hepken en abeg da Jezuz, med ive evid Lazar bet dihunet gantañ a-douez ar re varo. 10 Divizoud a ra ar veleien-veur lakaad Lazar ive d’ar maro, 11 rag en abeg dezañ ez a kalz Juzevien kuit diouto evid kredi e Jezuz.

Antreal a ra Jezuz e Jeruzalem

12 D’an deiz war-lerh, peogwir eo deut eun niver braz a dud d’ar gouel, e klevont ema Jezuz o tond da Jeruzalem. 13 Kemer a reont bodou palmez, mond er-mêz en arbenn dezañ, ha youhal : « Hozanna ! Benniget an hini a zeu en ano an Aotrou, roue Izrael ! » 14 O veza kavet eun azenig, e pign Jezuz warnañ, evel m’eo skrivet : 15 « Arabad dit kaoud aon, merh Sion ! Setu m’ema da Roue o tond, azezet war azenig eun azenez ! » 16 Kement-se n’eo ket bet komprenet gand an diskibien, da genta. Med eur wech lakeet Jezuz en e hloar, e teu soñj dezo e oa bet skrivet kement-se diwar e benn, hag o-doa greet an dra-ze end-eeun evitañ.

17 An dud a ro testeni eta, ar re a oa gantañ p’e-noa galvet Lazar e-mêz ar bez hag e zihunet a-douez ar re varo. 18 Ha setu perag e teu ive en arbenn dezañ eur boblad-tud, peogwir o-deus int klevet penaoz e-neus greet ar zin-ze. 19 Ar farizianed a-vad a lavar an eil d’egile : « Gweled a rit ? N’eus gounid ebed evidoh : sellit, eet eo ar bed d’e heul. »

Ar Hresianed

20 Bez’ e oa Gresianed e-touez ar re a oa savet evid adori e-pad ar gouel. 21 Tostaad a reont eta ouz Filip, an hini euz Betsaid, e Bro-Halile, ha goulenn outañ : « Aotrou, emezo, c’hoant on-eus da weled Jezuz ». 22 Dond a ra Filip beteg Andreo ha komz gantañ. Andreo ha Filip a ya da gavoud Jezuz ha da lavared dezañ. 23 Jezuz a respont dezo : « Deut eo an eur, emezañ, pa vo lakeet mab an den en e hloar. 24 Amen, amen, e lavaran deoh : ma ne varv ket ar hreunenn winiz kouezet en douar, e chom-hi heh-unan. Med ma varv, e toug kalz frouez. 25 Kement hini a gar e vuhez, he hollo, ha kement hini e-neus kas ouz e vuhez er bed-mañ, he miro evid ar vuhez peurbaduz. 26 Ma ve unan bennag servicher din, ra zeuio d’am heul. Hag el leh m’emaon-me ennañ, eno e vo ive ma zervicher. An neb a zo servicher din a vo enoret gand an Tad. »

Dond a ra eur vouez euz an neñv

27 « Ha bremañ eo strafuillet ma ene, ha petra a lavarin ? Tad, ma zalv euz an eur-mañ ? Med evid an dra-ze eo ez on deut, evid an eur-mañ. 28 Tad, ro gloar d’az ano. »

Dond a ra neuze eur vouez euz an neñv : « Roet em-eus gloar hag adarre e roin gloar. » 29 Ar boblad-tud eta, hag a zo aze o kleved, a lavar : « Ar gurun eo ! » Lod all a lavar : « Eun êl eo e-neus komzet dezañ. » 30 Respont a ra Jezuz : « N’eo ket evidon, emezañ, e oa ar vouez-se, med evidoh. 31 Bremañ ema barnidigez ar bed-mañ, bremañ e vo taolet er-mêz priñs ar bed-mañ. 32 Ha me, pa vin savet a-uh d’an douar, o zachin oll d’am hichenn. » 33 Lavared a ra an dra-ze evid merka gand peseurt maro e tle mervel. 34 Ar boblad-tud a respont dezañ eta : « Klevet on-eus, a-berz al Lezenn, e chomo ar Mesi da viken. Penaoz e hellez lavared e tle mab an den beza uhelleet ? Piou eo mab an den-se ? » 35 Ha Jezuz eta da lavared dezo : « E-pad eun tammig amzer c’hoaz ema ar sklêrijenn ganeoh, evid ma ne viot ket sammet gand an deñvalijenn. An neb a gerz en deñvalijenn ne oar ket da beleh ez a. 36 E-pad m’ema ar sklêrijenn ganeoh, kredit er sklêrijenn evid dond da veza mibien ar sklêrijenn. » O veza lavaret an traou-ze, ez a Jezuz kuit da guzad outo.

Dond a ra da wir komzou Izai

37 Goude kement a zinou greet dirazo, ne gredent ket ennañ. 38 Evel-se eo deut da wir komzou ar profet Izai, pa lavar : « Aotrou, piou e-neus kredet er pez am-eus lavaret ? Ha breh an Aotrou, da biou eo bet diskuliet ? » 39 Setu ma ne hellent ket kredi, rag lavared a ra Izai c’hoaz : 40 « Dallet e-neus o daoulagad ha kaledet o halonou, evid na welfent ket gand o daoulagad, na gomprenfent ket gand o halonou, na zistrofent ket ouzin, ha na vefent ket pareet ganin. » 41 Kement-se a lavar Izai, peogwir e-neus gwelet e hloar ha komzet diwar e benn.

42 Koulskoude, e-touez ar pennou-braz zoken, e kred kalz anezo ennañ. Med en abeg d’ar farizianed, n’en em zisklêriont ket, gand aon da veza taolet e-mêz ar zinagogenn. 43 Rag kared a reont ar hloar o tond euz an dud muioh eged ar hloar o tond euz Doue.

« An hini a gred ennon a gred en Tad »

44 En eur youhal, e lavar Jezuz : « Nep piou bennag a gred ennon, ne gred ket ennon med en hini m’on bet kaset gantañ. 45 Ha nep piou bennag am gwel, a wel an hini m’on bet kaset gantañ. 46 Me, ar sklêrijenn, a zo deut er bed evid ma ne jomo ket en deñvalijenn kement hini a gred ennon. 47 Ma vez klevet ma homzou gand unan bennag ha n’int ket miret gantañ, n’eo ket ganin-me e vo barn et, rag n’on ket deut evid barn ar bed, med evid salvi ar bed. 48 An hini am distaol ha ne zegemer ket ma homzou, e-neus eur barner : gand ar gomz bet lavaret ganin e vo-eñ barnet d’an deiz diweza. 49 Rag ne gomzan ket, me, drezon ma-unan, med an Tad m’on bet kaset gantañ, hennez eo e-neus gourhemennet din petra lavared ha penaoz komz. 50 Ha gouzoud a ran ez eo e hourhemenn buhez peurbaduz. An traou a lavaran eta, hervez ar gourhemenn roet din gand an Tad, eo o lavaran. »

Pennad trizeg

Gwalhi a ra treid e ziskibien

1 A-raog gouel Pask, Jezuz o houzoud eo deut evitañ an eur da dremen euz ar bed-mañ d’an Tad, hag o veza karet ar re a zo dezañ er bed, o har beteg penn. 2 E-pad ar pred – p’e-neus an diaoul skuillet dija an trubardèrèz e kalon Judaz, mab Simon-Iskariot – 3 o houzoud e-neus an Tad lakeet dezañ pep tra etre e zaouarn, hag e teu euz an Tad hag ez a d’an Tad, 4 e sav Jezuz diouz taol, e tenn e vantell, e kemer eul lienenn hag he lak en-dro dezañ. 5 Goude-ze e taol dour en eur vasin, e krog da walhi treid e ziskibien ha d’o zeha gand al lienenn lakeet en-dro dezañ.

6 Dond a ra beteg Simon-Pèr. Hemañ a lavar dezañ : « Te ! Aotrou, o vond da walhi din ma zreid ! » 7 Jezuz a respont dezañ : « Ar pez a ran-me, emezañ, n’ouzez ket bremañ, med kompren a ri diwezatoh ». 8 Pèr a lavar dezañ : « Nann, ne walhi ket din ma zreid, biken ! » Jezuz a respont dezañ : « Ma ne da walhan ket, n’az-po ket perz ganin ». 9 Ha Simon-Pèr da lavared dezañ : « Aotrou, n’eo ma zreid hepken neuze, med ma daouarn ive ha ma fenn da heul. » 10 Med Jezuz a respont dezañ : « An hini a zo bet en dour n’e-neus ket ezomm d’en em walhi – nemed e vefe e dreid – rag glan eo penn-da-benn, ha glan oh-c’hwi, med n’eo ket gwir evid an oll ahanoh. » 11 Rag gouzoud a ra gand piou e vo gwerzet. Setu perag e-neus lavaret : « N’oh ket oll glan. »

« Eur skwer-vad eo a roan deoh »

12 Goude beza gwalhet o zreid eta ha lakeet e vantell, eh astenn Jezuz ouz taol en-dro, hag e lavar dezo : « Ha kompren a rit ar pez am-eus greet deoh ? 13 Ma envel a rit-c’hwi : “Mestr” hag “Aotrou”, ha gwir e lavarit, rag setu ar pez ez on. 14 M’am-eus eta gwalhet deoh ho treid, me hag a zo mestr hag aotrou, e tleit, c’hwi ive, gwalhi an treid an eil d’egile. 15 Rageur skwer-vad eo am-eus roet deoh, evid ma reot e-giz m’em-eus greet deoh.

16 Amen, amen, e lavaran deoh : n’eo ket brasoh ar zervicher eged e aotrou, na brasoh ar hannad eged an hini e-neus e gaset. 17 Ma ouzoh an traou-ze, eüruz oh-c’hwi, gand ma reot evel-se. 18 Ne gomzan ket evid oll ahanoh rag gouzoud a ran-me piou am-eus dibabet, med evid ma teuio da wir ar Skritur : “An hini a zebr ma bara e-neus savet seul e droad a-eneb din”. 19 Lavared a ran deoh, adaleg bremañ, a-raog ma c’hoarvezo an dra-ze, evid ma kredot ez eo-me a zo, pa zegouezo. 20 Amen, amen, e lavaran deoh : nep piou bennag a zegemer an hini bet kaset ganin, am resev, me ma-unan, ha kement den am resev, a resev an hini m’on bet kaset gantañ. »

Mond a ra Judaz er-mêz

21 O veza komzet evel-se, eo Jezuz strafuillet en e spered. Roi a ra testeni ha lavared : « Amen, amen, e lavaran deoh : gwerzet e vin gand unan ahanoh. » 22 An diskibien a zell an eil ouz egile, en entremar : euz piou eta ema o komz ? 23 Unan euz an diskibien, an hini karet gand Jezuz, a zo ouz taol tre e-kichenn Jezuz. 24 Simon-Pèr eta a ra sin dezañ evid klask gouzoud piou eo an hini ema o komz anezañ. 25 Setu ma soubl hennez neuze war vruched Jezuz hag e lavar dezañ : « Aotrou, piou eo ? » 26 Jezuz a respont eta : « An hini emaon o vond da zouba eun tamm bara evitañ ha d’e roi dezañ. » Souba a ra eun tamm hag e roi da Judaz, mab Simon-Iskariot. 27 Goude an tamm-se, ez a Satan ennañ neuze. Ha Jezuz da lavared dezañ : « Ar pez a rez, henn gra buan ». 28 Med ne gompren nikun euz ar re a zo ouz taol perag e-neus lavaret an dra-ze. 29 Soñjal a ra lod anezo, peogwir ema Judaz ar yalh gantañ, e-neus Jezuz lavaret dezañ prena pep tra o-deus ezomm da gaoud evid ar gouel, pe c’hoaz roi eun dra bennag d’ar beorien. Kemeret eta an tamm gantañ, ez a-eñ er-mêz dioustu ; ha deut e oa an noz.

Eur gourhemenn nevez

31 Pa ’z eo eet Judaz er-mêz, e lavar Jezuz : « Bremañ eo bet lakeet mab an den en e hloar ha drezañ eo bet lakeet Doue en e hloar. 32 Ma ’z eo bet lakeet Doue en e hloar drezañ, e roio Doue ive dezañ gloar ennañ e-unan ha dioustu e roio. 33 Bugale vihan, emaon ganeoh evid eun tammig amzer c’hoaz. Ma hlask a reot, hag evel m’em-eus lavaret d’ar Juzevien : “D’al leh ez an-me, ne hellit ket dond”, deoh-c’hwi ive e lavaran kement-se bremañ.

34 Eur gourhemenn nevez a roan deoh : en em garit an eil egile ; evel m’em-eus ho karet, en em garit an eil egile, c’hwi ive. 35 Dre an dra-mañ e ouezo pep hini ez oh diskibien din : dre ar garantez ho-peus an eil evid egile. »

« A-raog ma kano ar hillog »

36 Simon-Pèr a lavar dezañ : « Aotrou, da beleh emaout o vond ? » Respont a ra Jezuz : « D’al leh m’emaon o vond, ne hellez ket dond d’am heul bremañ ; diwezatoh e teui d’am heul ». 37 Pèr a lavar dezañ : « Aotrou, perag ne hellan ket mond d’az heul bremañ ? Ma buhez a roin evidout. » 38 Ha Jezuz da respont : « Da vuhez a roi evidon ? Amen, amen, e lavaran dit : n’e-no ket ar hillog kanet, a-raog m’az-po ma dinahet teir gwech. »

Pennad pevarzeg

« Me eo an hent »

1 « Ra jomo ho kalon heb beza strafuillet : kredi a rit e Doue, kredit ennon-me ive. 2 E ti ma Zad ez eus kalz plasou. A-nez da-ze daoust hag am-befe lavaret deoh : “Mond a ran da brienti deoh eur plas” ? Ha ma ’z an da brienti eur plas deoh, e teuin en-dro d’ho kas ganin, evid ma viot ive el leh m’emaon-me ennañ. 4 Ha d’al leh ez an e ouzit an hent. » 5 Ha Tomaz da lavared dezañ : « Aotrou, n’ouzom ket da beleh emaout o vond : penaoz eh anavezfem-ni an hent ? » 6 Jezuz a respont dezañ : « Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Ne zeu den ebed d’an Tad nemed drezon. 7 M’am anavezit e anavezot an Tad. Adaleg bremañ, e anaoud a rit hag e welet ho-peus. »

« En Tad emaon-me »

8 Filip a lavar dezañ : « Aotrou, diskouez an Tad deom eta, hag a-walh eo an dra-ze evidom. » 9 Lavared a ra Jezuz dezañ : « Keid-all ’zo emaon ganeoh ha n’am anavezit ket, Filip ! An hini e-neus ma gwelet e-neus gwelet an Tad. Penaoz e lavarez : “Diskouez deom an Tad” ? 10 Ha ne gredez ket emaon-me en Tad hag an Tad ennon ? Ar homzou a lavaran deoh, n’o lavaran ket euz ma ferz ma-unan ; d’ar hontrol, eo an Tad o chom ennon hag a ra e oberou.

11 Ma hredit ’ta : en Tad emaon-me hag ennon ema an Tad. Pa ne ve ken, kredit en abeg d’am oberou. 12 Amen, amen, e lavaran deoh : nep piou bennag a gred ennon, a raio, eñ ive, an oberou a ran, ha traou brasoh a raio zoken, ablamour ma ’z an-me war-zu an Tad. 13 Hag ar pez a houlennot em ano, henn obera rin, evid ma vo lakeet an Taden e hloar dre ar Mab. 14 Ma houlennit eun dra bennag em ano, henn ober a rin. 15 M’am harit, e virot ma gourhemennou. »

Ar Frealzour, ar Spered a wirionez

16 « Pedi a rin an Tad hag e roio-eñ deoh eur Frealzour all hag a vo ganeoh da viken, 17 ar Spered a wirionez na hell ket ar bed e zegemer, peogwir n’e wel ket ha n’e anavez ket. C’hwi a-vad e anavez, rag chom a ra en ho touez ha bez’ e vo ennoh.

18 N’ho lezin ket evel emzivaded, dond a ran beteg ennoh. 19 Eun tammig amzer c’hoaz ha ne vin ket gwelet ken gand ar bed, med c’hwi am gwelo, rag beo on ha beo e viot ive. 20 En deiz-se eh anavezot ez on em Zad, ha c’hwi ennon, ha me ennoh. 21 An hini ema ma gourhemennou gantañ hag o mir, hennez eo ez on-me karet gantañ. An hini am har a vo karet gand an Tad, ha me e garo hag en em ziskouezo dezañ.

22 Judaz, n’eo ket an Iskariot, a lavar dezañ : « Aotrou, petra ’zo c’hoarvezet evid m’en em ziskouezi deom ha n’eo ket d’ar bed ? » 23 Jezuz a respont hag a lavar dezañ : « An hini am har a viro ma homzou, ha karet e vo gand ma Zad, hag e teuim davetañ hag e raim on annez ennañ. 24 An hini n’am har ket, ne vir ket ma homzou. Ar homzou a glevit n’int ket euz ma ferz, med a-berz ma Zad hag e-neus ma haset.

25 E-pad ma oan o chom ganeoh, em-eus lavaret deoh an oll draou-ze. 26 Med ar Frealzour, ar Spered Santel hag a zo kaset gand an Tad em ano, hennez a zesko deoh pep tra : degas a ray soñj deoh euz pep tra bet lavaret deoh ganin. »

« Ma feoh a roan deoh »

27 « Ar peoh a lezan ganeoh, ma feoh a roan deoh. N’e roan ket deoh e-giz ma ro ar bed. Ra jomo ho kalonou eta heb beza strafuillet hag heb kaoud aon. 28 Klevet ho-peus, lavaret em-eus deoh : mond a ran kuit ha dond a ran davedoh. M’am harfeh e vefeh leun a levenez, peogwir ez an daved an Tad, rag brasoh egedon eo an Tad. 29 Bremañ em-eus lavaret deoh a-raog ma c’hoarvezo an dra-ze, evid ma kredot pa hoarvezo. 30 Ne gomzin ket kalz ganeoh ken. Rag dond a ra priñs ar bed, hag ennon n’eus netra dezañ. 31 Med, evid ma ouezo ar bed e karan an Tad, e ran pep tra e-giz m’e-neus an Tad gourhemennet din. War zao ! Deom kuit ahann. »

Pennad pemzeg

« Me eo ar winienn »

1 « Me eo ar gwir winienn ha ma Zad eo ar gwiniennour. 2 Lemel a ra kuit kement draill ennon ha ne zoug ket frouez ; ha kement hini o tougen frouez a zo krennet gantañ, evid ma tougo muioh a frouez. 3 C’hwi a zo bet krennet dija, ablamour d’ar gomz am-eus lavaret deoh. 4 Chomit ennon, ha me ennoh. Evel ma ne hell ket an draill dougen frouez drezan e-unan, ma ne jom ket war ar winienn, evel-se c’hwi kennebeud, ma ne jomit ket ennon. 5 Me eo ar winienn ha c’hwi an draillou. Kement hini a jom ennon ha me ennañ a zougo kalz frouez : distaget diouzin ne hellit ober tra ebed. 6 Nep piou bennag a-vad na jom ket ennon a zo taolet er-mêz, evel an draill, hag a yelo da zeh. Dastumet e vezont, taolet en tan ha devet.

7 Mar chomit ennon ha mar chom ma homzou ennoh, goulennit ar pez ho-po c’hoant ha kement-se a hoarvezo ganeoh. 8 Gand an dra-mañ e vez roet gloar d’an Tad : ra zougot kalz frouez hag e viot ma diskibien. »

« Ra vo ma levenez ennoh »

9 « Evel m’on bet karet gand an Tad, ho karet em-eus-me ive. Chomit em harantez. 10 Mar mirit ma gourhemennou, e chomot em harantez, evel m’em-eus-me miret gourhemennou ma Zad ha ma choman en e garantez.

11 Lavaret em-eus deoh an traou-ze evid ma vo ma levenez ennoh ha ma vo leun-barr ho levenez. 12 Setu aman ma gourhemennou din : en em garit an eil egile, evel m’em-eus-me ho karet. 13 N’eus ket brasoh karantez gand den ebed eged gand an hini a ro e vuhez evid e vignoned. 14 Ma mignoned oh-c’hwi ma rit ar pez a hourhemennan-me deoh. »

« Lavared a ran deoh : “mignoned” »

15 « Ne lavaran ket ken deoh : “servicherien”, rag ne oar ket ar zervicher ar pez a ra e vestr, med lavared a ran deoh : “mignoned”, peogwir em-eus ho lakeet da anaoud pep tra am-eus klevet digand ma Zad. 16 N’eo ket c’hwi ho-peus ma dibabet, med me eo am-eus ho tibabet, hag am-eus ho lakeet e karg evid ma ’z eot da zougen frouez, ha ma pado ho frouez. Neuze, pep tra a houlennot digand ma Zad em ano, kement-se a vo roet deoh gantañ. 17 Ar gourhemenn a roan deoh eo en em gared an eil egile. »

« Kasoni o-deus bet ouzin, heb abeg ebed »

18 « M’e-neus ar bed kasoni ouzoh, gouezit e-neus bet kasoni ouzin en ho raog. 19 Ma vijeh euz ar bed, e karfe ar bed ar pez a zo dezañ ; med peogwir n’oh ket euz ar bed hag em-eus-me ho tibabet, dre ho tenna kuit diouz ar bed, setu perag e-neus ar bed kasoni ouzoh. 20 Ho-pet soñj euz ar gomz am-eus lavaret deoh : “N’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr”. M’o-deus ma heskinet, e viot-c’hwi ive heskinet ganto. M’o-deus miret ma homzou, e virint ho re ive. 21 Ober a raint kement-se en abeg d’am ano, peogwir n’anavezont ket an hini m’on bet kaset gantañ. 22 Ma ne vijen ket deut ha ma n’am-bije ket komzet dezo, n’o-defe pehed ebed. Med breman, n’o-deus digarez ebed evid o fehed.

23 An hini e-neus kasoni ouzin, e-neus kasoni ouz ma Zad. 24 Ma n’am-bije ket greet en o zouez an oberou bet greet gand nikun ali ebed, n’o-defe ket a behed. Med breman, goude beza gwelet, o-deus kasoni ouzom, me ha ma Zad. 25 Ha kement-se a zo evid ma teufe da wir ar gomz skrivet en o Lezenn : “Kasoni o-deus bet ouzin, heb abeg ebed”. »

Donedigez ar Frealzour

26 « Pa zeuio ar Frealzour a gasin-me deoh, a-berz ma Zad, ar Spered a wirionez a zeu euz kichenn an Tad, hennez a roio testeni din. 27 Ha c’hwi ive a roio testeni, peogwir emaoh ganin abaoe ar penn kenta. »

Pennad c’hwezeg

« Leun eo ho kalonou a dristidigez »

1 « Evel-se em-eus komzet ouzoh, evid ma ne strebotot ket : 2 lakeet e viot ganto e-mêz ar zinagogenn, ha dond a ra an eur zoken pa gredo an hini hag ho lazo renta gloar da Zoue. 3 Ober a raint seurt traou peogwir n’o-deus anavezet nag an Tad na me. 4 Med komzet em-eus evel-se, evid m’ho-po soñj, pa zeuio an eur, em-eus-me henn lavaret deoh. N’em-eus ket lavaret deoh ar traou-ze abaoe ar penn kenta, ablamour m’edon ganeoh. 5 Hogen, mond a ran bremañ daved an hini m’on bet kaset gantañ, ha nikun ahanoh ne houlenn diganin : “Da beleh emaout o vond ?” 6 Med dre m’em-eus komzet ouzoh evel-se, eo leun ho kalonou a dristidigez. »

« Ar Spered ho heñcho »

7 « Med lavared a ran deoh ar wirionez : eun dra vad eo evidoh ma ’z an-me kuit. Rag ma n’ez an ket kuit, ne zeuio ket ar Frealzour davedoh. Med ma ’z an kuit, e vo-eñ kaset deoh ganin. 8 Hag en eur zond e lako ar bed da anzav diwar-benn ar pehed, ar justis hag ar varn. 9 Diwar-benn ar pehed, rag ne gredont ket ennon. 10 Diwar-benn ar justis, rag mond a ran daved an Tad ha n’am gwelit ket ken. 11 Diwar-benn ar varn, rag barnet eo bet dija priñs ar bed-mañ.

12 Kalz traou am-eus c’hoaz da lavared deoh, med ne hellit o dougen bremañ. 13 Hagen, pa zeuio-eñ, ar Spered a wirionez, ho heñcha a ray er wirionez penn-da-benn, rag ne gomzo ket euz e berz e-unan, med ar pez e-no klevet eo a lavaro, hag e kemenno deoh an amzer da zond. 14 Hennez a roio gloar din : kemer a ray euz ar pez a zo din evid her hemenn deoh. 15 Pep tra e-neus an Tad a zo din. Setu perag e lavaran deoh : kemer a ray ar pez a zo din evid her hemenn deoh. »

« Eur pennadig ha n’am gwelot ket ken »

16 « Eur pennadig ha n’am gwelot ket ken ; eur pennadig c’hoaz hag e vin gwelet ganeoh. » 17 Lod euz e ziskibien a lavar eta an eil d’egile : « Petra eo ar pez a lavar deom : “Eur pennadig ha n’am gwelot ket ken ; eur pennadig c’hoaz hag e vin gwelet ganeoh” ? Hag ar homzou-mañ : “Mond a ran d’an Tad ?” » 18 Lavared a reont eta : « Petra a lavar : “Eur pennadig ?” N’ouzom ket euz petra ema o komz. » 19 Gouzoud a ra Jezuz o-deus-int c’hoant d’aber goulennou outañ, hag eñ da lavared dezo : « Klask a rit, an eil re hag ar re all, diwar-benn ar pez am-eus lavaret : “Eur pennadig ha n’am gwelot ket ken, eur pennadig c’hoaz e vin gwelet ganeoh”. 20 Amen, amen, e lavaran deoh : leñva a reot hag hirvoudi, endra ma vo ar bed leun a levenez. Trist e viot med dond a ray ho tristidigez da veza levenez. 21 P’eo deut, evid ar vaouez, ar mare da wilioudi, eo-hi en dristidigez, rag deut eo an eur eviti. Med pa ’z eo bet ganet ar bugelig, n’he-deus ket soñj mui euz he foan, ablamour d’al levenez da veza ganet eun den er bed. 22 Ha c’hwi eta ho-peus tristidigez bremañ. Med goude-ze ho kwelin adarre hag e vo ho kalonou leun a levenez ; hag ho levenez ne hell den ebed he lemel diganeoh.

23 Hag en deiz-se, ne reot goulenn ebed ken ouzin-me. Amen, amen, e lavaran deoh : pep tra a houlennot digand an Tad a vo roet deoh gantañ, em ano. 24 Beteg-henn n’ho-peus goulennet netra em ano. Goulennit hag e resevot, evid ma vo leun-barr ho levenez. »

« Ennon ho-po ar peoh »

25 « Dre barabolennou eo em-eus komzet deoh euz an traou-ze. Dond a ra an eur pa ne gomzin ket mui dre barabolennou, med kemenn a rin deoh an Tad en eun doare sklêr. 26 En deiz-se, e reot goulennou em ano. Ne lavaran ket deoh e pedin an Tad evidoh, 27 rag ho kared a ra an Tad e-unan, peogwir am harit hag e kredit ez on-me deut euz an Tad : 28 deut on er-mêz ha deut on er bed. Ha kuitaad a ran ar bed bremañ, ha mond en-dro d’an Tad. »

29 Lavared a ra e ziskibien : « Setu bremañ e komzez en eun doare sklêr, ha n’eo ket dre barabolennou. 30 Bremañ e ouzom eh anavezez pep tra ha n’az-peus ket ezomm da gaoud goulennou diganeom ; dre-ze e kredom ez out deut er-mêz euz an Tad. » 31 Respont a ra Jezuz dezo : « Ha bremañ e kredit ? 32 Setu ma teu an eur, ha deut eo dija : mond a reot da bep tu, pep unan en e di, ha ma lezel ma-unan-penn. Nann, n’on ket ma-unan-penn, peogwir ema an Tad ganin. 33 Evel-se em-eus komzet deoh evid m’ho-po ar peoh ennon. Er bed ho-peus da houzañv. Med fizians ! treh on-me d’ar bed. »

Pennad seiteg

« Lak da Vab en e hloar »

1 Evel-se e-neus komzet Jezuz. Sevel a ra e zaoulagad d’an neñv goude-ze ha lavared : « Tad, Deut eo an eur, lak da Vab en e hloar, evid ma vi-te lakeet en da hloar gand ar Mab. 2 Evel-se az-peus roet dezañ galloud war beb den, evid ma roio ar vuhez peurbaduz da gement hini bet roet dezañ ganit. 3 Ha kement-mañ eo ar vuhez peurbaduz : da anaoud, te, ar gwir Doue nemetañ, hag an hini bet kaset ganit, Jezuz ar Mesi. 4 Evidon-me, rentet em-eus gloar dit war an douar ha sevenet an oberenn az-poa roet din d’ober. 5 Ha bremañ, ro gloar din, Tad, en da gichenn, ar hloar a oa din en da gichenn, a-raog ma oa ar bed anezañ. »

« Lak-i da veza santel er wirionez »

6 « Diskuliet em-eus da ano d’ar re az-peus tennet euz ar bed evid o roi din. Dit e oant hag o roet az-peus din, ha miret o-deus-int da gomz. 7 Bremañ e ouzont e teu euz da gichenn pep tra bet roet din ganit : 8 roet em-eus dezo ar geriou bet roet din ganit. Degemeret int bet ganto : evid gwir, gouezet o-deus ez on deut euz da gichenn ha kredet o-deus ez on bet kaset ganit-te.

9 Pedi a ran evito. Ne bedan ket evid ar bed, med evid ar re a zo bet roet din ganit, rag dit int : 10 pep tra hag a zo din a zo dit, pep tra hag a zo dit a zo din, hag enno e kavan gloar. 11 N’emaon ket mui er bed med int a zo er bed, ha dond a ran-me beteg ennout. Tad santel, mir-i en da ano bet roet din ganit, evid ma vint unan, eveldom.

12 P’edon ganto, o miren-me en da ano bet roet din ganit ; o diwallet em-eus ha n’eus bet kollet nikun anezo, nemed mab ar gollidigez, evid ma teuio ar Skritur da wir. 13 Med bremañ e teuan davedout hag evel-se e komzan er bed, evid ma vo leun-barr ma levenez enno. 14 Roet em-eus-me da gomz dezo hag ar bed e-neus bet kasoni outo, peogwir n’int ket euz ar bed, evel ma n’on ket euz ar bed. 15 Ne bedan ket evid m’o zenni euz ar bed, med evid m’o diwalli diouz an droug. 16 N’int ket euz ar bed, evel ma n’on ket euz ar bed. 17 Ra vint santelleet ganit er wirionez : da gomz-te a zo gwirionez. »

« Ra vint oll unan »

18 « Evel m’az-peus-te ma haset er bed, em-eus-me ive o haset er bed. 19 Hag evito en em zantellaan, evid ma vint-i ive santelleet e gwirionez. 20 N’eo ket evito hepken e pedan, med ive evid ar re a gred ennon en abeg d’o homz-dezo. 21 Ra vint oll unan, evel m’emaout ennon, Tad, ha me ennout ! Ra vint-i ive ennom ha ra gredo ar bed ez on bet kaset ganit ! »

« Roet em-eus dezo ma gloar »

22 « Roet em-eus dezo ar hloar bet roet din ganit, evid ma vint unan, evel m’om-ni unan : 23 me enno ha te ennon, evid ma vint unan en eun doare disi ha ma ouezo ar bed ez on bet kaset ganit-te, te hag az-peus o haret evel m’az-peus ma haret. 24 Tad, ar re az-peus roet din, e fell din o haoud ganin-me ive, e-leh m’emaon ; evid ma welint ma gloar, ar hloar bet roet din ganit, rag ma haret az-peus a-raog krouidigez ar bed. 25 Tad just ! Ma n’out ket bet anavezet gand ar bed, ganin-me out bet anavezet, hag ar re-mañ a anavez eo te az-peus ma haset. 26 O lakeet em-eus da anaoud da ano, ha hemañ e lakin da veza anavezet, evid ma vo enno ar garantez az-peus ma haret drezi, ha ma vin-me enno ive. »

Pennad triweh

El liorz

1 Goude beza kavaret an traou-ze, ez a Jezuz er-mêz gand e ziskibien d’an tu all d’ar Froud-Sedron, d’al leh ma oa eul liorz ennañ ; mond a ra tre e-ebarz, eñ hag e ziskibien. 2 Judaz, an hini a zo o vond d’e werza, a anavez al leh-se ive, rag deut e oa Jezuz aliez di gand e ziskibien. 3 O kemer gantañ eta ar gohortenn ha gwarded d’ar veleien-veur ha d’ar farizianed, e teu Judaz di gand leterniou, torchadou-goulou hag armou. 4 O houzoud eta ar pez a zo o tond warnañ, ez a Jezuz er-mêz hag e lavar dezo : « Piou emaoh o klask ? » 5 Respont a reont dezañ : « Jezuz an Nazôrean ». Hag eñ da lavared dezo : « Me eo ! » Ganto ive ema Judaz hag a zo ouz e werza. 6 Pa lavar-eñ dezo eta : « Me eo ! » ez eont war o hiz hag e kouezont d’an douar. 7 Adarre e houlenn-eñ diganto : « Piou emaoh o klask ? » Lavared a reont : « Jezuz an Nazôrean. » 8 Ha Jezuz da respont : « Lavared em-eus deoh : “Me eo !” Ma ’z eo me emaoh o klask eta, lezit ar re-mañ da vond kuit. » 9 Evid ma teufe da wir ar gomz e-noa-eñ lavaret : « Ar re az-peus roet din, n’em-eus kollet nikun anezo. »

An taol kleze

10 Simon-Pèr eta a denn ar hleze a zo gantañ hag a sko gand servicher ar beleg-meur ; troha a ra dezañ beg e skouarn dehou. Malkuz eo ano ar zervicher-ze. 11 Ha Jezuz da lavared da Bèr : « Lak da gleze en e feur. Ar haliriad roet din gand ma Zad, daoust ha n’e evin ket ? » 12 Neuze ar gohortenn, an ofiser ha gwarded ar Juzevien a lak o daouarn war Jezuz ha liammet eo ganto.

E ti Annaz

13 Da genta eo kaset ganto da di Annaz, rag tad-kaer e oa da Gaifaz hag a oa beleg-meur er bloavez-se. 14 Kaifaz eo an hini e-noa roet d’ar Juzevien an ali-mañ : « Gwelloh eo deom e varfe eun den hepken evid ar bobl. »

15 Simon-Pèr a ya war-lerh Jezuz hag eun diskib all ive. An diskib-se a zo anavezet gand ar beleg-meur hag antreal a ra gand Jezuz e porz ar beleg-meur. 16 Pèr a jom er-mêz, e toull an nor. An diskib all, anavezet gand ar beleg-meur, a zeu er-mêz eta, a gomz d’ar borzierez hag a lak Pèr da zond e-barz. 17 Med lavared a ra ar vatez, ar borzierez, da Bèr : « Daoust ha n’out ket, te ive, euz diskibien an den-mañ ? » Hag eñ da respont : « N’on ket. » 18 Ar zervicherien hag ar warded bodet eno o-deus greet eun tan glaou-beo en a beg d’ar yenienn, hag o tomma emaint. Pèr ive a zo ganto o tomma.

19 Setu ma ra ar beleg-meur goulennou ouz Jezuz, diwar-benn e ziskibien hag e gelennadurez. 20 Respont a ra Jezuz : « A-wel d’an oll eo em-eus komzet d’an dud ; atao em-eus kelennet en eur zinagogenn hag en templ, e-leh m’en em vod an oll Juzevien ; n’em-eus lavaret tra ebed dre guz. 21 Perag e rez goulennou ouzin-me ? Goulenn eta ouz ma zelaouerien ar pez am-eus lavaret dezo. Gouzoud a reont-i ar pez am-eus-me lavaret. » 22 P’e-neus komzet evel-se, e ro unan euz ar warded hag a zo eno eur flahad da Jezuz, en eur lavared : « Evel-se eo e respontez d’ar beleg-meur ? » 23 Respont a ra Jezuz dezañ : « Ma ’m-eus komzet fall, displeg peleh ema an droug ; ha ma’m-eus komzet mad, perag e skoez ganin ? » 24 Neuze eo kaset, liammet, da di Gaifaz, ar beleg-meur.

Kana a ra ar hillog

25 Bez’ edo Pèr eno o tomma. Lavared a reont dezañ : « Ha te, ne vefes ket euz e ziskibien ? » Nah a ra ha lavared : « N’on ket euz o zouez » 26 Unan euz servicherien ar beleg-meur – kar eo d’an hini bet trohet e skouarn dezañ gand Pèr – a lavar : « Daoust ha n’am-eus ket, me, da welet el liorz gantañ ? » 27 Nah a ra Pèr adarre ha dioustu e kan eur hillog.

Kaset da Bilad

28 Kas a reont Jezuz eta euz ti Gaifaz d’ar pretordi. Diouz ar mintin e oa. Int o-unan ne ’z eont er pretordi, evid chom glan hag evid gelloud debri ar Pask. 29 Setu ma teu Pilad er-mêz daveto hag e lavar : « Petra a damallit d’an den-mañ ? » 30 Respont a reont, en eur lavared : « Ma ne vije ket bet eun torfetour, ne vefe ket lakeet ganeom etre ho taouarn. » 31 Pilad a lavar dezo eta : « Kemerit-eñ, c’hwi, ha barnit-eñ hervez ho lezenn. » Hag ar Juzevien da respont dezañ : « N’om ket aotreet, ni, da lakaad eun den d’ar maro. » 32 Kement-mañ evid seveni komz Jezuz, bet lavaret da ziskouez gand peseurt maro e tlee-eñ mervel.

« Ha te eo roue ar Juzevien ? »

33 Pilad eta a ya en-dro d’ar pretordi. Gervel a ra Jezuz ha lavared dezañ : « Ha te eo roue ar Juzevien ? » 34 Jezuz a respont : « Daoust hag e lavarez kement-se euz da berz da-unan, pe o-deus tud all henn lavaret dit diwar ma fenn ? » 35 Respont a ra Pilad : « Daoust hag ez on-me eur Juzeo ? Kaset out bet dirazon gand da vroad hag ar veleien-veur. Petra az-peus greet ? » 36 Ha Jezuz da respont : « Ma rouantelez-din n’eo ket euz ar bed-mañ. Ma vije bet ma rouantelez euz ar bed-mañ, o-defe ma gwarded stounnet evid mired ouzin da veza roet d’ar Juzevien. Med, evid gwir, n’eo ket ma rouantelez ahann. » 37 Setu ma lavar Pilad dezañ : « Neuze eta, ha roue out-te ? » Respont a ra Jezuz : « Te eo hag a lavar ez on roue. Evid an dra-mañ eo ez on deut er bed : evid roi testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo mab d’ar wirionez a glev ma mouez. » 38 Pilad a lavar dezañ : « Petra eo ar wironez ? » 

Barabbaz

O veza lavaret an dra-ze, e teu er-mêz en-dro da gavoud ar Juzevien hag e lavar dezo : « Me ne gavan netra da damall dezañ. 39 Med bez’ ez eus eur hiz ganeoh e kasfen kuit eur prizoniad bennag evid ar Pask. C’hoant ho-peus eta e rofen deoh roue ar Juzevien ? » 40 Hag int da huchal adarre, en eur lavared : « N’eo ket hennez, med Barabbaz ! » Hogen, eun torfetour e oa Barabbaz.

Pennad naonteg

« Salud dit, roue ar Juzevien ! »

1 Pilad a gemer neuze Jezuz gantañ hag e lak da veza skourjezet. 2 Hag ar zoudarded a blezenn eur gurunenn gand spern, hag he lak war e benn. E holoi a reont gand eur vantell ruz-moug, 3 dond davetañ ha lavared dezañ : « Salud dit, roue ar Juzevien ! » Hag e tistagont skouarnadou gantañ.

« Setu aman an den »

4 Dond a ra Pilad er-mêz c’hoaz, ha lavared dezo : « Setu emaon d’e zegas er-mêz dirazoh, evid ma ouezot ne gavan netra da damall dezañ. » 5 Dond a ra Jezuz er-mêz eta, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell ruz-moug. Hag e lavar Pilad dezo : « Setu aman an den ! » 6 P’e welont eta, e huch ar veleien-veur hag ar warded, en eur lavared : « Ouz ar groaz ! Ouz ar groaz ! » Ha Pilad da lavared dezo : « Kemerit-eñ, c’hwi hoh-unan, ha stagit-eñ ouz ar groaz, rag ne gavan-me netra da damall dezañ. » 7 Respont a ra ar Juzevien dezañ : « Eul lezenn o-neus-ni, ha hervez al lezenn-ze e tle-eñ mervel, rag en em lakeet e-neus, eñ e-unan, da Vab Doue. »

« An hini en em lak da roue a ya a-eneb Sezar »

8 Pa glev Pilad eta ar homzou-ze, e teu muioh aon dezañ ; 9 mond a ra en-dro er pretordi hag e lavar da Jezuz : « Euz peleh out-te ? » Med Jezuz ne respont netra dezañ : 10 Setu ma lavar Pilad dezañ : « Ne gomzez ket ouzin ? Daoust ha n’ouzez ket em-eus ar galloud d’az lezel da vond hag em-eus ar galloud d’az staga ouz ar groaz ? » 11 Ha Jezuz da respont : « N’az-pefe galloud ebed warnon, ma ne vefe ket bet roet dit euz an uhel. Setu perag ez eus eur pehed brasoh gand an hini e-neus ma roet dit. » 12 Adaleg neuze e klaske Pilad e lezel da vond. Med huchal a ra ar Juzevien en eur lavared : « Ma lezez hemañ da vond, n’out ket mignon da Zezar : an hini hag en em lak da roue a ya a-eneb Sezar. »

E roi a ra

13 Pa glev eta Pilad ar homzou-ze, e tegas Jezuz er-mêz hag ez azez war ar gador-varn, el leh anvet Pavezadur, en hebreeg Gabbatha. 14 Bez’ e oa d’an devez a-raog Pask ha war-dro ar c’hwehved eur. Lavared a ra d’ar Juzevien : « Setu amañ ho roue ». 15 Hag int da huchal : « Tenn-eñ kuit ! Tenn-eñ kuit ! Stag-eñ ouz ar groaz ! » Ha Pilad da lavared dezo : « Daoust hag e stagin ho roue ouz ar groaz ? » Respont a ra ar veleien-veur : « N’on-eus roue ebed nemed Sezar. » 16 Neuze eta e ro Jezuz dezo evid ma vo staget ouz ar groaz.

War ar Golgotha

Kemer a reont Jezuz ganto eta. 17 Hag o tougen ar groaz, eñ e-unan, ez a er-mêz war-zu al leh anvet Klopenn, ar pez a vez lavaret Golgotha en hebreeg. 18 Eno eo staget ganto ouz ar groaz, ha daou all gantañ, unan a bep tu, Jezuz o veza en o hreiz.

Ar skritell

19 Skriva a ra ive Pilad eur skritell hag he lakaad ouz ar groaz. Skrivet e oa warni : « Jezuz an Nazôrean, roue ar Juzevien. » 20 Ha niveruz eo e-touez ar Juzevien an dud hag a lenn ar skritell-ze, rag tost ouz kêr edo al leh ma oa Jezuz staget ouz ar groaz ennañ, ha skrivet e oa en hebreeg, e latin hag e gresianeg. 21 Lavared a ra eta beleien-veur ar Juzevien da Bilad : « Na skriv ket : “Roue ar Juzevien”, med : “An den-mañ e-neus lavaret : roue ar Juzevien on-me”. » 22 Med Pilad da respont : « Ar pez am-eus skrivet, am-eus skrivet. »

An dillad lodennet

23 P’o-deus staget Jezuz ouz ar groaz, e kemer ar zoudarded eta e zillad hag e reont ganto peder lodenn, unan evid pep soudard, hag e zae. Hogen, bez’ e oa eur zae heb gwri, gwiadet en eun tamm hepken, euz al laez d’an traoñ. 24 Setu m’en em lavaront an eil d’egile : « Arabad deom he rogi med tennom d’ar zort, da houzoud da biou e vo. » Evid ma teuio ar Skritur da wir : « Lodenna a reont ma dillad etrezo, ha taoler an diñsou war ma zae. » Evel-se eta e ra ar zoudarded.

E vamm

25 En o zav, e-kichenn kroaz Jezuz, ema e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari gwreg Kleofaz, ha Mari-Madalen. 26 O weled e vamm, ha tost-tre an diskib karet gantañ, e lavar Jezuz eta d’e vamm : « Maouez, setu aman da vab. » 27 Ha goude-ze e lavar d’an diskib : « Setu amañ da vamm. » Adaleg ar mare-ze, eo-hi kemeret gand an diskib en e di.

Sevenet eo pep tra

28 Goude-ze, o houzoud eo bremañ sevenet pep tra, e lavar Jezuz, evid ma teuio ar Skritur da wir : « Sehed am-eus ». 29 Eur pod leun a winegr a zo eno. Lakaad a reont eur spoueenn leun a winegr en-dro d’eur bod hizop, hag he hinnig d’e veg. 30 P’e-neus Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavar : « Sevenet eo pep tra ». Hag o soubla e benn, e rent ar Spered.

An taol goaf

31 Evel ma oa devez an Aozidigez, evid ma ne jomo ket ar horvou war ar groaz d’ar zabad – rag eun devez braz e oa ar zabad-se – e teu ar Juzevien eta da houlenn digand Pilad ma vefe torret dezo o diwesker ha ma vefent lamet kuit. 32 Dond a ra ar zoudarded eta, ha torri e ziwesker d’an hini kenta ha goude-ze d’an eil, staget ouz ar groaz gantañ. 33 O tond beteg Jezuz, peogwir e welont ez eo-eñ maro dija, ne dorront ket e ziwesker. 34 Med unan euz ar zoudarded a doull dezañ e gostez gand eun taol goaf ; dioustu e teu dour ha gwad er-mêz. 35 Hag an hini e-neus gwelet a ro testeni, ha gwir eo e desteni. Hennez a oar e lavar-eñ ar wirionez evid ma kredot, c’hwi ive. 36 Rag c’hoarvezet eo an traou-ze evid ma vo sevenet ar Skritur : « Nikun euz e eskern ne vo torret. » 37 Hag eur Skrid all a lavar c’hoaz : « Gweled a raint an hini bet treustoullet ganto. »

Ar beziadur

38 Goude-ze e teu Jozef euz Arimati – bez’ e oa an den diskib da Jezuz, dre guz a-vad, gand aon rag ar Juzevien – da houlenn digand Pilad an aotre da gemer korv Jezuz. Ha Pilad a ro an aotre. Dond a ra Jozef eta da gemer e gorv. 39 Hag e teu Nikodem ive– an hini a oa deut da gavoud Jezuz diouz an noz, er penn kenta – o tougen gantañ eur hemmesk a vir hag a aloez, war-dro kant lur-pouez. 40 Setu ma kemeront korv Jezuz hag e lakont en-dro dezañ lienachou gand louzou c’hwez-vad, hervez m’eo ar hiz gand ar Juzevien evid sebelia. 41 E-leh ma oa bet staget ouz ar groaz edo eul liorz, hag el liorz-se eur bez nevez ma ne oa bet biskoaz lakeet den ebed ennañ. 42 Eno eta, evel m’ema tost ar bez, e lakont Jezuz, en abeg d’an Aozidigez evid ar Juzevien.

Pennad ugent

Mari-Madalen

1 Da zevez kenta ar zizun, e teu Mari-Madalen d’ar bez, diouz ar mintin, pa ’z eo teñval c’hoaz. Selled a ra : ar mên-bez a zo bet lamet kuit. 2 Setu ma red-hi ha ma teu da gavoud Simon-Pèr hag an diskib all karet gand Jezuz. Hag hi da lavared dezo : « Lamet eo bet kuit korv an Aotrou ganto, ha n’ouzon ket peleh o-deus e lakeet. »

Pèr hag an diskib all

3 Pèr eta hag an diskib all a ya er-mêz, 4 ha redeg a reont asamblez. Med an diskib all a red er penn a-raog, buannoh eged Pèr, hag e teu ar henta d’ar bez. 5 Soubla a ra ha selled : al lienachou a zo aze, reñket. N’ez a ket e-barz koulskoude. 6 Setu ma tegouez Pèr ive, d’e heul, hag ez a er bez. Selled a ra ouz al lienachou reñket aze. 7 Hag al lienenn bet laket war e benn n’ema ket reñket gand al lienachou, med rollet eo bet en eul leh a-gostez. 8 Neuze e teu e-barz an diskib all ive, degouezet da genta e-kichenn ar bez. Gweled ha kredi a ra. 9 Rag n’o-doa ket komprenet c’hoaz ar Skritur hag a lavare e tlee-eñ sevel a-douez ar re varo. 10 Mond a ra an daou ziskib kuit goude-ze, o tond en-dro d’ar gêr.

« Mariam »

11 Hogen, edo Mari e-kichenn ar bez, er-mêz, o ouela. Ha p’ema-hi o ouela, e soubl war-zu ar bez 12 hag e wel daou êl gwisket e gwenn, azezet, unan e tu ar penn hag unan e tu an treid, el leh ma oa bet lakeet korv Jezuz ennañ. 13 Ar re-mañ a lavar dezi : « Maouez, perag emaout o ouela ? » Respont a ra-hi dezo : « Lamet o-deus kuit korv ma Aotrou ha n’ouzon ket peleh o-deus e lakeet. » 14 En eur lavared an dra-ze, e tro kein hag e wel Jezuz hag a zo eno. Med ne oar ket ez eo Jezuz.

15 Ha Jezuz da lavared dezi : « Maouez, perag emaout o ouela ? Piou a glaskez ? » Kredi a ra-hi eo-eñ al liorzour, ha lavared dezañ : « Aotrou, m’az-peus e lamet kuit, lavardin peleh az-peus e lakeet, hag ez in-me d’e gerhad. » 16 Jezuz a lavar dezi : « Mariam ! » O tistroi, e lavar-hi dezañ en hebreeg : « Rabbouni ! », ar pez a dalvez : « Mestr ! » 17 Ha Jezuz da lavared dezi : « Na douch ket ouzin, rag n’on ket pignet c’hoaz beteg an Tad. Kerz da di ma breudeur ha lavar dezo : “Pignad a ran beteg ma Zad hag ho Tad, beteg ma Doue hag ho Toue”. » 18 Dond a ra Mari-Madalen da gemenn d’an diskibien : « Gwelet em-eus an Aotrou, ha setu ar pez e-neus-eñ lavaret din. »

« Resevit ar Spered Santel »

19 Pa oa deut abardaez an devez-se, an hini kenta euz ar zizun, prennet an doriou el leh m’edo an diskibien ennañ, gand aon rag ar Juzevien, e teu Jezuz, en e zav en o hreiz, hag e lavar dezo : « Ar peoh ganeoh ! » 20 Hag o veza lavaret kement-se, e tiskouez dezo e zakouarn hag e gostez. Laouen-braz eta eo an diskibien o weled an Aotrou. 21 Lavared a ra dezo c’hoaz : « Ar peoh ganeoh ! Evel m’e-neus an Tad ma haset, ho kasan-me ive ». 22 Hag o veza lavaret an dra-ze, e c’hwez warno hag e lavar dezo : « Resevit ar Spered Santel. 23 Ar re a bardonot o fehejou dezo, e vint pardonet dezo. Ar re o dalhot outo, e vint dalhet outo ».

« Ma Aotrou ha ma Doue »

24 Hogen, pa oa deut Jezuz, n’edo ket ganto Tomaz, unan euz an daouzeg, lesanvet Gevell. 25 Hag ar re all da lavared dezañ : « Gwelet on-eus an Aotrou. » Respont a ra dezo : « Ma ne welan ket merk an tachou en e zakouarn, ma ne lakan ket ma biz e mark an tachou-ze, ha ma ne lakan ket ma dorn en e gostez, ne gredin ket. »

26 Eisteiz war-lerh, ema adarre an diskibien en ti ha Tomaz ganto. An doriou o veza prennet, e teu Jezuz en o hreiz hag e lavar : « Ar peoh ganeoh ! ». 27 Goude-ze e lavar da Domaz : « Lak da viz amañ ha gwel ma daouarn. Lak da dorn em hostez, hag arabad dit beza diskredig med bez eun den a feiz. » 28 Respont a ra Tomaz, en eur lavared : « Ma Aotrou ha ma Doue ! » 29 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Peogwir az-peus gwelet, az-peus kredet. Eüruz ar re n’o-deus ket gwelet hag o-deus kredet. »

Skrivet evid ma kredot

30 Greet e-neus Jezuz kalz sinou all c’hoaz, dirag e ziskibien. N’int ket bet skrivet el leor-mañ. 31 Med skrivet eo bet ar re-mañ evid ma kredot eo Jezuz ar Mesi, mab Doue, hag evid m’ho-po, dre gredi, buhez en e ano.

Pennad unan warn-ugent

War ribl ar mor

1 War-lerh an traou-ze, en em ziskouez Jezuz adarre d’an diskibien war ribl mor Tiberiad. Hag en em ziskouez a ra evel-mañ. 2 Bez’ e oant asamblez : Simon-Pèr, Tomaz, lesanvet Gevell, Natanael euz Kana e Bro-Halile, mibien Zebede ha daou all euz e ziskibien. 3 Simon-Pèr a lavar dezo : « Mond a ran da besketa ». Hag int da respont dezañ : « Mond a reom ganit, ni ive. » Er-mêz ez eont hag e pignont en eur vag ; med en noz-se ne bakont netra.

Kant tri besk ha hanterkant

4 Deut ar mintin dija, ema Jezuz war an aot. Koulskoude ne oar ket an diskibien ez eo Jezuz. 5 Jezuz eta a lavar dezo : « Paotred ! N’ho-peus ket eun dra bennag da zebri ? » Hag int da respont dezañ : « Nann ! » 6 Lavared a ra dezo : « Taolit ar roued d’an tu dehou d’ar vag hag e kavot ». Taoler a reont eta ha n’o-deus ket nerz a-awalh d’e zacha, ablamour da bouez ar pesked. 7 Hag an diskib karet gand Jezuz a lavar da Bèr : « An Aotrou eo ». Pa glev Simon-Pèr eta ez eo an Aotrou, e lak e zae – rag noaz e oa – hag e lamm er mor. 8 Dond a ra an diskibien all gand ar vag ha sacha war ar roued, leun a besked, rag n’emaint ket pell diouz an douar, med war-dro daou hant ilinad.

9 Pa zilestront war an douar eta, e welont eun tan glaou-beo laket eno, gand peskedigou warnañ, ha bara. 10 Jezuz a lavar dezo : « Degasit euz ar peskedigou ho-peus paket bremaig. » 11 Pignad a ra Pèr eta ha sacha beteg an douar ar roued leun a besked braz : kant tri ha hanterkant anezo. Ha daoust ma ’z eus kemend-all, n’eo ket roget ar roued.

12 Jezuz a lavar dezo : « Deuit da zebri ». Nikun euz an diskibien ne gred goulenn outañ : « Piou out-te ? » rag gouzoud a reont ez eo an Aotrou. 13 Jezuz a zav, a gemer ar bara, a ro dezo hag evel-se c’hoaz evid ar peskedigou. 14 Setu dija an trede gwech m’en em ziskouez Jezuz d’e ziskibien, goude beza savet a-douez ar re varo.

« Ha ma hared a rez ? »

15 P’o-deus debret, e lavar Jezuz da Zimon-Pèr : « Simon, mab Yann, ha ma hared a rez, muioh eged ar re-mañ ? » Hag eñ da respont dezañ : « Ya, Aotrou, anaoud a rez ma harantez evidout. » Lavared a ra dezañ : « Kas ma oaned da beuri ». 16 Evid an eil gwech, e lavar dezañ : « Simon, mab Yann, ha ma hared a rez ? » Hag eñ da respont dezañ : « Ya, Aotrou, anaoud a rez ma harantez evidout. » Jezuz a lavar dezañ : « Kas ma deñved da beuri ». 17 Evid an trede gwech, e lavar dezañ : « Simon, mab Yann, daoust hag az-peus karantez evidon ? » Glaharet eo Pèr peogwir e-neus goulennet outañ, evid an trede gwech : « Daoust hag az-peus karantez evidon ? » Respont a ra dezañ : « Te, Aotrou, a oar pep tra : anaoud a rez ma harantez evidout. » Jezuz a lavar dezañ : « Kas ma deñved da beuri. »

« Deus d’am heul »

18 « Amen, amen, e lavaran dit : pa oas yaouank, e lakees da houriz hag e kerzes d’al leh a blije dit. Pa vi deut da veza koz, eh astenni da zaouarn, unan all a lako dit da houriz ha da gaso d’al leh na fell ket dit. » 19 Lavared a ra an dra-ze evid diskouez dre beseurt maro e rentfe gloar da Zoue. War-lerh ar homzou-ze, e lavar dezañ : « Deus d’am heul ! »

An diskib karet gand Jezuz

20 O troi kein, e wel Pèr, o tond d’e heul, an diskib karet gand Jezuz, an hini e-neus soublet war e vruched e-pad ar goan, hag e-neus lavaret : « Aotrou, piou eo an den hag a zo o vond d’az kwerza ? » 21 Ouz e weled, e lavar Pèr eta da Jezuz : « Aotrou ! Evid hemañ ? Petra ? » 22 Jezuz a respont dezañ : « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe-eñ beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? Te, deus d’am heul ! »

23 En em skigna a ra eta ar gomzou-mañ e-touez ar vreudeur : ne varfe ket an diskib-se. Med n’e-noa ket Jezuz lavaret dezañ ne varfe ket, med : « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe-eñ beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? » 24 An diskib-se eo a ro testeni euz an traou-ze ha gantañ int bet skrivet, ha gouzoud a reom ez eo gwirion e desteni.

N’eo ket bet skrivet pep tra

25 Bez’ ez eus kalz kalz traou all c’hoaz bet greet gand Jezuz. Ma vijent skrivet, unan hag unan, ne hellfe ket ar bed zoken, d’am zoñj, enderhel al leoriou bet skrivet.