Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Yann  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Yann – Pennad 11

An aviel hervez Sant Yann
Pennad 11

Pennad unneg

Klañv eo Lazar

1 Klañv e oa eun den, Lazar e ano, euz Betani, kêriadenn Mari hag he hoar Marta. 2 Ar Mari-ze he-doa olevet an Aotrou gand louzou-c’hwez-vad ha sehet dezañ e dreid gand he bleo : hi eo a oa klañv he breur. 3 Kas a ra an diou hoar kelou dezañ : « Aotrou, sell, klañv eo an hini a garez. » 4 O veza klevet an dra-ze, e lavar Jezuz : « Ar hleñved-se ne gas ket d’ar maro, med da hloar Doue, evid ma vo drezañ savet mab Doue en e hloar. » 5 Hogen, karet e oant gand Jezuz : Marta, he hoar ha Lazar. 6 Koulskoude, pa glev eo hemañ klañv, e chom evid gwir e-pad daou zevez el leh m’edo ennañ. 7 Goude-ze e lavar d’e ziskibien : « Deom en-dro da Vro-Jude. » 8 Hag e ziskibien da lavared dezañ : « Rabbi, klask a ree ar Juzevien da labeza, ha mond a rez en-dro di ? » 9 Jezuz a respont : « Daoust ha n’eus ket daouzeg eur en eun devez ? Ma vale unan bennag diouz an deiz, ne strebot ket, rag gweled a ra sklêrijenn ar bed-mañ. 10 An hini a vale en noz a-vad, hennez a strebot, dre n’ema ket ar sklêrijenn ennañ. »

« Maro eo Lazar »

11 War-lerh ar homzou-ze, e lavar c’hoaz dezo : « O kousked ema Lazar, or mignon, med mond a ran d’e denna euz e gousk. » 12 Ha setu ma respont an diskibien dezañ : « Aotrou, m’ema o kousked, e vo-eñ saveteet. » 13 Hogen, komzet e-neus Jezuz euz ar maro, med soñjal a ra dezo ema o komz euz diskuiz ar housk. 14 Neuze eta, e lavar Jezuz dezo, frêz ha sklêr : « Maro eo Lazar, 15 ha laouen on en abeg deoh ; ma ne oan ket eno eo evid ma kredot. Med deom beteg ennañ. » 16 Ha setu Tomaz, lesanvet Gevell, da lavared d’an diskibien all : « Deom, ni ive, da vervel gantañ ! »

Marta a zeu er-mêz

17 Dond a ra Jezuz eta hag e kav Lazar lakeet er bez abaoe pevar devez dija. 18 Hogen, tost ema Betani da Jeruzalem, war-dro pemzeg stadenn, 19 ha kalz Juzevien a zo deuet da gavoud Marta ha Mari, evid o frealzi diwar-benn o breur. 20 Pa glev Marta ema Jezuz o tond, ez a-hi er-mêz davetañ. Mari a-vad a jom azezet en ti. 21 Ha Marta da lavared da Jezuz : « Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vefe ket bet marvet ma breur. 22 Med gouzoud a ran bremañ c’hoaz : pep tra a houlenni digand Doue a vo roet dit gand Doue. 23 Jezuz a lavar dezi : « Sevel a ray da vreur a varo da veo. » 24 Ha Marta da respont dezañ : « Gouzoud a ran e savo da vare an adsavidigez, d’an deiz diweza. » 25 Hag e lavar Jezuz dezi : « Me eo an adsao hag ar vuhez : kement hini a gred ennon, ha pa ve maro, a vevo. 26 Ha peb den beo hag a gred ennon, biken ne varvo evid atao. Ha kredi a rez kement-se ? » 27 Respont a ra-hi dezañ : « Ya, Aotrou, kredi a ran. Te eo ar Mesi, Mab Doue, an hini o tond er bed. »

Dond a ra Mari

28 Goude beza lavaret an dra-ze, ez a Marta da helver Mari he hoar. Lavared a ra dezi dre guz : « Ar mestr a zo aze ha da helver a ra. » 29 Homañ, o veza klevet kement-se, a zav buan hag a ya davetañ. 30 N’eo ket Jezuz antreet c’hoaz er gêriadenn med bez’ ema atao e-leh m’he-doa Marta kejet gantañ. 31 Ar Juzevien eta, hag a oa ganti en ti evid he frealzi, a wel eo Mari savet hag eet buan er-mêz. Mond a reont d’he heul, o kredi ema-hi o vond d’ar bez evid leñva eno.

32 Pa zeu Mari eta d’al leh m’ema Jezuz ennañ, ouz e weled e kouez-hi e-harz e dreid hag e lavar dezañ : « Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vefe ket bet marvet ma breur. » 33 Ouz he gweled eta o ouela hag ar Juzevien deuet ganti o ouela ive, 34 e skrij Jezuz en e spered, e chom strafuillet hag e lavar : « Peleh ho-peus e lakeet ? » Respont a reont dezañ : « Aotrou, deus ha sell ! »

E-kichenn ar bez

35 Dirolla a ra Jezuz da ouela. 36 Setu ma lavare ar Juzevien : « Gwelit pegement e oa an den-ze karet gantañ ». 37 Med lod anezo a lavare : « Daoust ha ne helle ket, eñ hag e-neus digoret e zaoulagad d’an den dall, mired ouz hemañ da vervel ? » 38 Jezuz eta, o skrija adarre ennañ e-unan, a zeu e-kichenn ar bez : eur heo e oa hag eur mên a oa bet lakeet warnañ. 39 Ha Jezuz da lavared : « Tennit ar mên kuit. » Marta, c’hoar d’an hini maro, a lavar dezañ : « Aotrou, c’hwez ’zo gantañ dija, rag abaoe pevar devez ema aze. » 40 Ha Jezuz da respont dezi : « Daoust ha n’em-eus ket lavaret dit e weli gloar Doue ma kredez ? » 41 Tenna a reont ar mên kuit eta. Jezuz a zav e zaoulagad d’an neh hag e lavar : « Tad, da drugarekaad a ran : ma zelaouet az-peus. 42 Gouzoud a reen-me e vezan bep red selaouet ganit, med komzet em-eus en abeg d’ar boblad-tud-mañ, evid ma kredint ez on bet kaset ganit-te. »

« Lazar, deus er-mêz ! »

43 O veza lavaret kement-se, e huch-eñ a vouez uhel : « Lazar, deus er-mêz ! ». 44 Dond a ra er-mêz an den bet maro, e dreid hag e zakouarn liammet gand lurennou hag e zremm goloet gand eul lienenn. Jezuz a lavar dezo : « Diliammit-eñ ha lezit-eñ da vond ». 45 E-touez ar Juzevien deut da gaoud Mari hag o-deus gwelet ar pez e-neus greet, kalz eta a gred ennañ. 46 Med lod all a ya da gavoud ar farizianed ha da lavared dezo petra e-neus greet Jezuz.

Red eo da Jezuz mervel

47 Ar veleien-veur hag ar farizianed a vod eur huzul eta hag a lavar : « Petra a reom ? An den-ze a ra eur bern sinou. 48 Ma lezom da vond evel-se, e kredo an oll dud ennañ hag e teuio ar Romaned d’on distruja, ni hag al Leh hag ar vroad ». 49 Unan anezo, Kaifaz, ha beleg-meur er bloavez-se, a lavar dezo : 50 « C’hwi n’ouzoh netra. Daoust ha ne zoñjit ket eo gwelloh evidoh ma varfe eun den evid ar bobl, kentoh eged ma vefe distrujet ar vroad a-bez ? » 51 Kement-se n’e-neus ket lavaret euz e berz e-unan, med, o veza beleg-meur er bloavez-se, e tiougan-eñ e tle Jezuz mervel evid ar vroad, 52 ha n’eo ket hepken evid ar vroad, med c’hoaz evid boda en unaniez bugale Doue bet strewet a bep tu. 53 Adaleg an deiz-se eta, eo greet o zoñj ganto d’e lakaad d’ar maro.

Tost ema gouel Pask

54 Setu ma ne gerz ket Jezuz ken a-wel d’an oll e-touez ar Juzevien ; med mond a ra kuit alese d’an dezerz, en eur gêr anvet Efraim. Chom a ra eno gand e ziskibien.

55 Tost edo Pask ar Juzevien. Kalz tud a bign euz ar vro beteg Jeruzalem, a-raog gouel Pask, evid ar glanadur lidel. 56 Klask a reont Jezuz eta ha lavared an eil d’egile : « Petra a zoñjit ? Ha chom a ray heb dond tamm ebed d’ar gouel ? » 57 Ar veleien-veur hag ar farizianed o-doa roet eun urz : ma ouezfe unan bennag e peleh e vefe-eñ, ra gomzo evid ma vo harzet ganto.