Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Yann  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Yann – Pennad 13

An aviel hervez Sant Yann
Pennad 13

Pennad trizeg

Gwalhi a ra treid e ziskibien

1 A-raog gouel Pask, Jezuz o houzoud eo deut evitañ an eur da dremen euz ar bed-mañ d’an Tad, hag o veza karet ar re a zo dezañ er bed, o har beteg penn. 2 E-pad ar pred – p’e-neus an diaoul skuillet dija an trubardèrèz e kalon Judaz, mab Simon-Iskariot – 3 o houzoud e-neus an Tad lakeet dezañ pep tra etre e zaouarn, hag e teu euz an Tad hag ez a d’an Tad, 4 e sav Jezuz diouz taol, e tenn e vantell, e kemer eul lienenn hag he lak en-dro dezañ. 5 Goude-ze e taol dour en eur vasin, e krog da walhi treid e ziskibien ha d’o zeha gand al lienenn lakeet en-dro dezañ.

6 Dond a ra beteg Simon-Pèr. Hemañ a lavar dezañ : « Te ! Aotrou, o vond da walhi din ma zreid ! » 7 Jezuz a respont dezañ : « Ar pez a ran-me, emezañ, n’ouzez ket bremañ, med kompren a ri diwezatoh ». 8 Pèr a lavar dezañ : « Nann, ne walhi ket din ma zreid, biken ! » Jezuz a respont dezañ : « Ma ne da walhan ket, n’az-po ket perz ganin ». 9 Ha Simon-Pèr da lavared dezañ : « Aotrou, n’eo ma zreid hepken neuze, med ma daouarn ive ha ma fenn da heul. » 10 Med Jezuz a respont dezañ : « An hini a zo bet en dour n’e-neus ket ezomm d’en em walhi – nemed e vefe e dreid – rag glan eo penn-da-benn, ha glan oh-c’hwi, med n’eo ket gwir evid an oll ahanoh. » 11 Rag gouzoud a ra gand piou e vo gwerzet. Setu perag e-neus lavaret : « N’oh ket oll glan. »

« Eur skwer-vad eo a roan deoh »

12 Goude beza gwalhet o zreid eta ha lakeet e vantell, eh astenn Jezuz ouz taol en-dro, hag e lavar dezo : « Ha kompren a rit ar pez am-eus greet deoh ? 13 Ma envel a rit-c’hwi : “Mestr” hag “Aotrou”, ha gwir e lavarit, rag setu ar pez ez on. 14 M’am-eus eta gwalhet deoh ho treid, me hag a zo mestr hag aotrou, e tleit, c’hwi ive, gwalhi an treid an eil d’egile. 15 Rageur skwer-vad eo am-eus roet deoh, evid ma reot e-giz m’em-eus greet deoh.

16 Amen, amen, e lavaran deoh : n’eo ket brasoh ar zervicher eged e aotrou, na brasoh ar hannad eged an hini e-neus e gaset. 17 Ma ouzoh an traou-ze, eüruz oh-c’hwi, gand ma reot evel-se. 18 Ne gomzan ket evid oll ahanoh rag gouzoud a ran-me piou am-eus dibabet, med evid ma teuio da wir ar Skritur : “An hini a zebr ma bara e-neus savet seul e droad a-eneb din”. 19 Lavared a ran deoh, adaleg bremañ, a-raog ma c’hoarvezo an dra-ze, evid ma kredot ez eo-me a zo, pa zegouezo. 20 Amen, amen, e lavaran deoh : nep piou bennag a zegemer an hini bet kaset ganin, am resev, me ma-unan, ha kement den am resev, a resev an hini m’on bet kaset gantañ. »

Mond a ra Judaz er-mêz

21 O veza komzet evel-se, eo Jezuz strafuillet en e spered. Roi a ra testeni ha lavared : « Amen, amen, e lavaran deoh : gwerzet e vin gand unan ahanoh. » 22 An diskibien a zell an eil ouz egile, en entremar : euz piou eta ema o komz ? 23 Unan euz an diskibien, an hini karet gand Jezuz, a zo ouz taol tre e-kichenn Jezuz. 24 Simon-Pèr eta a ra sin dezañ evid klask gouzoud piou eo an hini ema o komz anezañ. 25 Setu ma soubl hennez neuze war vruched Jezuz hag e lavar dezañ : « Aotrou, piou eo ? » 26 Jezuz a respont eta : « An hini emaon o vond da zouba eun tamm bara evitañ ha d’e roi dezañ. » Souba a ra eun tamm hag e roi da Judaz, mab Simon-Iskariot. 27 Goude an tamm-se, ez a Satan ennañ neuze. Ha Jezuz da lavared dezañ : « Ar pez a rez, henn gra buan ». 28 Med ne gompren nikun euz ar re a zo ouz taol perag e-neus lavaret an dra-ze. 29 Soñjal a ra lod anezo, peogwir ema Judaz ar yalh gantañ, e-neus Jezuz lavaret dezañ prena pep tra o-deus ezomm da gaoud evid ar gouel, pe c’hoaz roi eun dra bennag d’ar beorien. Kemeret eta an tamm gantañ, ez a-eñ er-mêz dioustu ; ha deut e oa an noz.

Eur gourhemenn nevez

31 Pa ’z eo eet Judaz er-mêz, e lavar Jezuz : « Bremañ eo bet lakeet mab an den en e hloar ha drezañ eo bet lakeet Doue en e hloar. 32 Ma ’z eo bet lakeet Doue en e hloar drezañ, e roio Doue ive dezañ gloar ennañ e-unan ha dioustu e roio. 33 Bugale vihan, emaon ganeoh evid eun tammig amzer c’hoaz. Ma hlask a reot, hag evel m’em-eus lavaret d’ar Juzevien : “D’al leh ez an-me, ne hellit ket dond”, deoh-c’hwi ive e lavaran kement-se bremañ.

34 Eur gourhemenn nevez a roan deoh : en em garit an eil egile ; evel m’em-eus ho karet, en em garit an eil egile, c’hwi ive. 35 Dre an dra-mañ e ouezo pep hini ez oh diskibien din : dre ar garantez ho-peus an eil evid egile. »

« A-raog ma kano ar hillog »

36 Simon-Pèr a lavar dezañ : « Aotrou, da beleh emaout o vond ? » Respont a ra Jezuz : « D’al leh m’emaon o vond, ne hellez ket dond d’am heul bremañ ; diwezatoh e teui d’am heul ». 37 Pèr a lavar dezañ : « Aotrou, perag ne hellan ket mond d’az heul bremañ ? Ma buhez a roin evidout. » 38 Ha Jezuz da respont : « Da vuhez a roi evidon ? Amen, amen, e lavaran dit : n’e-no ket ar hillog kanet, a-raog m’az-po ma dinahet teir gwech. »