Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Yann  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Yann – Pennad 20

An aviel hervez Sant Yann
Pennad 20

Pennad ugent

Mari-Madalen

1 Da zevez kenta ar zizun, e teu Mari-Madalen d’ar bez, diouz ar mintin, pa ’z eo teñval c’hoaz. Selled a ra : ar mên-bez a zo bet lamet kuit. 2 Setu ma red-hi ha ma teu da gavoud Simon-Pèr hag an diskib all karet gand Jezuz. Hag hi da lavared dezo : « Lamet eo bet kuit korv an Aotrou ganto, ha n’ouzon ket peleh o-deus e lakeet. »

Pèr hag an diskib all

3 Pèr eta hag an diskib all a ya er-mêz, 4 ha redeg a reont asamblez. Med an diskib all a red er penn a-raog, buannoh eged Pèr, hag e teu ar henta d’ar bez. 5 Soubla a ra ha selled : al lienachou a zo aze, reñket. N’ez a ket e-barz koulskoude. 6 Setu ma tegouez Pèr ive, d’e heul, hag ez a er bez. Selled a ra ouz al lienachou reñket aze. 7 Hag al lienenn bet laket war e benn n’ema ket reñket gand al lienachou, med rollet eo bet en eul leh a-gostez. 8 Neuze e teu e-barz an diskib all ive, degouezet da genta e-kichenn ar bez. Gweled ha kredi a ra. 9 Rag n’o-doa ket komprenet c’hoaz ar Skritur hag a lavare e tlee-eñ sevel a-douez ar re varo. 10 Mond a ra an daou ziskib kuit goude-ze, o tond en-dro d’ar gêr.

« Mariam »

11 Hogen, edo Mari e-kichenn ar bez, er-mêz, o ouela. Ha p’ema-hi o ouela, e soubl war-zu ar bez 12 hag e wel daou êl gwisket e gwenn, azezet, unan e tu ar penn hag unan e tu an treid, el leh ma oa bet lakeet korv Jezuz ennañ. 13 Ar re-mañ a lavar dezi : « Maouez, perag emaout o ouela ? » Respont a ra-hi dezo : « Lamet o-deus kuit korv ma Aotrou ha n’ouzon ket peleh o-deus e lakeet. » 14 En eur lavared an dra-ze, e tro kein hag e wel Jezuz hag a zo eno. Med ne oar ket ez eo Jezuz.

15 Ha Jezuz da lavared dezi : « Maouez, perag emaout o ouela ? Piou a glaskez ? » Kredi a ra-hi eo-eñ al liorzour, ha lavared dezañ : « Aotrou, m’az-peus e lamet kuit, lavardin peleh az-peus e lakeet, hag ez in-me d’e gerhad. » 16 Jezuz a lavar dezi : « Mariam ! » O tistroi, e lavar-hi dezañ en hebreeg : « Rabbouni ! », ar pez a dalvez : « Mestr ! » 17 Ha Jezuz da lavared dezi : « Na douch ket ouzin, rag n’on ket pignet c’hoaz beteg an Tad. Kerz da di ma breudeur ha lavar dezo : “Pignad a ran beteg ma Zad hag ho Tad, beteg ma Doue hag ho Toue”. » 18 Dond a ra Mari-Madalen da gemenn d’an diskibien : « Gwelet em-eus an Aotrou, ha setu ar pez e-neus-eñ lavaret din. »

« Resevit ar Spered Santel »

19 Pa oa deut abardaez an devez-se, an hini kenta euz ar zizun, prennet an doriou el leh m’edo an diskibien ennañ, gand aon rag ar Juzevien, e teu Jezuz, en e zav en o hreiz, hag e lavar dezo : « Ar peoh ganeoh ! » 20 Hag o veza lavaret kement-se, e tiskouez dezo e zakouarn hag e gostez. Laouen-braz eta eo an diskibien o weled an Aotrou. 21 Lavared a ra dezo c’hoaz : « Ar peoh ganeoh ! Evel m’e-neus an Tad ma haset, ho kasan-me ive ». 22 Hag o veza lavaret an dra-ze, e c’hwez warno hag e lavar dezo : « Resevit ar Spered Santel. 23 Ar re a bardonot o fehejou dezo, e vint pardonet dezo. Ar re o dalhot outo, e vint dalhet outo ».

« Ma Aotrou ha ma Doue »

24 Hogen, pa oa deut Jezuz, n’edo ket ganto Tomaz, unan euz an daouzeg, lesanvet Gevell. 25 Hag ar re all da lavared dezañ : « Gwelet on-eus an Aotrou. » Respont a ra dezo : « Ma ne welan ket merk an tachou en e zakouarn, ma ne lakan ket ma biz e mark an tachou-ze, ha ma ne lakan ket ma dorn en e gostez, ne gredin ket. »

26 Eisteiz war-lerh, ema adarre an diskibien en ti ha Tomaz ganto. An doriou o veza prennet, e teu Jezuz en o hreiz hag e lavar : « Ar peoh ganeoh ! ». 27 Goude-ze e lavar da Domaz : « Lak da viz amañ ha gwel ma daouarn. Lak da dorn em hostez, hag arabad dit beza diskredig med bez eun den a feiz. » 28 Respont a ra Tomaz, en eur lavared : « Ma Aotrou ha ma Doue ! » 29 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Peogwir az-peus gwelet, az-peus kredet. Eüruz ar re n’o-deus ket gwelet hag o-deus kredet. »

Skrivet evid ma kredot

30 Greet e-neus Jezuz kalz sinou all c’hoaz, dirag e ziskibien. N’int ket bet skrivet el leor-mañ. 31 Med skrivet eo bet ar re-mañ evid ma kredot eo Jezuz ar Mesi, mab Doue, hag evid m’ho-po, dre gredi, buhez en e ano.