Accueil  -  Testamant Nevez  -  Lizer da Dit

Lizer da Dit

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

 

TIT.
Pennad-kinnig

Paol a garg Timote da renka peb tra e Iliz Efez ha Tit da ober kement all en Iliz savet e enez Kreta. Lavared a ra dezañ teurel evez mad pa vezo o tibaba presbiterien, beza kaloneg o stourm ouz ar fals-doktored. Degas a ra da zoñj e berr-gomzou er menoziou penna a dle ren ar gristenien en o buez.

Lizer da Dit

Saludou

I1 Paol servicher Doue, abostol Jezuz Krist, evid degas an dud dibabet gand Doue d’ar feiz ha da anaoudegez ar wirionez, a zo hervez an devosion evid Doue, 2 en esperañs da reseo ar vuez peurbaduz, prometet araog an oll gantvejou gand Doue, na lavar ket a hevier, 3 hag e-neus, d’an amzeriou merket, diskleriet e Gomz en eur gemennadurez bet fiziet ennon, hervez bolontez Doue or Zalver, 4 da Dit, gwir vab er feiz on-eus on daou, gras ha peoh a-berz Doue an Tad ha Jezuz or Zalver.

Urziadur an Iliz e enez Kreta

5 M’am-eus da lezet e enez Kreta, eo evid peur-reizia kement a jom da urzia, ha lakaad kozidi e peb leh evel m’am-eus gourhemennet dit. 6 Red eo, da beb hini anezo beza direbech, beza dimezet nemed eur wech hebken, kaoud bugale fidel, ha n’heller ket rebech dezo kaoud eur vuez diroll pe disent. 7 An episkob a dle beza direbech o veza m’eo merour da Zoue, ne dle ket beza dicheg na feulz, nag ever, nag emganner, na troet da glask gounidou mezuz. 8 Red eo dezañ beza mad da zegemered an dud, beza troet ouz ar mad, evezieg, just, santel, mestr warnañ e-unan, 9 stag mad ouz ar Gomz, din da veza kredet, hag a zo hervez ar gelennadurez. Evel-se e vo gouest da guzulia en eun doare reiz ha da ziarbenn ar re a vefe a-eneb.

Ar fals-doktored

10 Niveruz int, dreist-oll e kostezenn an dud amdrohet, ar re a zo disent glabouser ha toueller ; 11 red eo stanka dezo o genou ; freuz a lakont e famillou a-bez, o kelenn ar pez ne dleer ket evid eur gounid mezuz. 12 Unan anezo, o frofed dezo o-unan, e-neus lavaret : « Kretiz, n’eus nemed gevier anezo, loened droug, kovou teo ha dieguz ».

13 Gwir eo an testeni-se ; setu perag eo dit repren anezo rust ma vezo dibistig o feiz. 14 Arabad eo dezo heulia mojennou ar Juzevien, na reolennou tud hag a dro kein d’ar wirionez. 15 Glan eo peb tra evid an dud glan. Ar re a zo saotret a-vad ha difeiz, n’eus netra hlan evito, er hontrol eo, o spered hag o houstiañs a zo saotret. 16 Diskleria a reont eh anavezont Doue, med dre o oberou e tianavezont anezañ, 17 tud euzuz ha disuj ma ’z int ha dihalloud evid kement oberenn vad.

An dud en oad

II1 Te a-vad, komz hervez ar gelennadurez reiz. 2 An dud en oad, dezo beza fur et keñver an eva, tud a zoare, evezieg, stard er feiz, er garantez, er basiañted. 3 Ar merhed en oad, int-i, ivez dezo beva en eun doare hag a zere ouz tud santel : na troet da zroug-prezeg na da eva re, med dezo kelenn ar mad, 4 o teski evel-se d’ar gwragez yaouank kared o fried hag o bugale, 5 beza modest, glan, prederiet gand o ziegez, madelezuz, doujuz d’o fried, evid ma ne vo ket mallozet komz Doue.

Ar yaouankizou

6 Ar yaouankizou, ro ali dezo da veza fur e peb doare. 7 Te, da-unan, ra vo da vuez eur skouer a oberou mad, digemmesk da gelennadurez, reiz ha didamall da gomzou, 8 evid m’e-no mez, pa ne gavo an enebour netra da lavared diwar or penn.

Ar sklaved

9 Ar sklaved, dezo beza sentuz ouz o mistri e peb tra, plijoud dezo o chom heb o dislavared, 10 hag heb laerez netra diwarno dre guz. Ra vezint bepred feal meurbed, evid ma raint enor e peb tra da lezenn Doue Or Zalver.

Eur bobl hag a zo dezan

11 En em ziskouezet eo gras Doue er sklerijenn, evid silvidigez an oll dud. 12 Deski a ra deom trei kein d’ar vuez difeiz ha da c’hoantegeziou ar bed, evid beva, en amzer a-vremañ hervez ar furnez, ar justis hag an doujañs a Zoue, 13 o hortoz an eürusted a esperom ha donedigez leun a hloar on Doue braz ha Salver, Jezuz Krist. 14 E-unan e-neus en em roet evidom d’on dasprena a beb fallentez ha da hlannaad eur bobl dibabet da veza dezañ, eur bobl douget d’an oberou mad. 15 Evel-se eo dit komz, repren, gand oll-halloud. Arabad e vefe da zen disprijoud ahanout.

Deveriou an dud fidel

III1 Degas da Zoñj d’an oll e tleont suja da bennou-kêr, d’ar pennadureziou ; e tleont senti, beza prest evid peb oberenn vad. 2 Na lavar komz dismegansuz ebed da zen. Diwall ouz ar rendaelou, bez hegarad ha diskouez heb ehan douster e-keñver an oll. 3 Rag ni ivez a oa gwechall diskiant, disuj, diankad, sklav da beb seurt youlou ha plijaduriou, o veva er fallagriez, en avi, o tenna warnom kasoni, o vaga kasoni an eil ouz egile. 4 Hogen p’eo en em ziskouezet madelez Doue or Zalver, hag e garantez evid an dud, 5 e-neus or zaveteet n’eo ket en abeg da oberou mad on-nefe greet-ni, med hervez an drugarez, o walhi ahanom, evid genel a-nevez ha beza renevezet dre ar Spered Santel. 6 Ar Spered-se eo e-neus skuillet puill warnom dre Jezuz Krist Or Zalver, 7 evid ma teuim da veza, eur wech santelleet dre e hras, heritourien, hervez an Esperañs, d’ar vuez peurbaduz. 8 Din a fiziañz eo ar gomz-se, ha me a fell din e vefe frêz da desteni war ar poent-se, evid ma poanio ar re oll o-deus lakeet o feiz e Doue da veza gand ar re genta war dachenn an oberou mad. Setu aze hag a zo kaer ha talvouduz evid an dud. 9 Med an enklaskou diboell, an taolennou lignez, an tabutou, an daeladuriou diwar-benn al Lezenn, diwall outo rag ma ’z int didalvez ha goullo.

10 An hini a ra an dibab e-touez ar gwirioneziou, kas anezañ diwar da dro goude beza e genteliet eur wech pe ziou. 11 Goûd a rez, eur seurt den a zo war an hent fall, eur peher eo, oh en em gondaoni e-unan. 12 P’am-bo kaset dit Artemas pe Tichik, klask an tu da zond davedon, da Nikopolis, rag greet am-eus va zoñj da dremen ar goañv eno. 13 Evesa mad ouz beaj Zenas, an den a lezenn, hag Apollos, ma ne ray netra diouer dezo. 14 On tud-ni ivez a dle deski beza gand ar re wella gand an oberou mad, evid sikour ar re o defe kalz ezomm ! Evel-se ne vezint ket difrouez. 15 Da zaludi a ra ar re oll a zo ganin. Salud ivez ar re a gar ahanom er feiz. Ra vo ar hras ganeoh oll.

Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.

Réglages des cookies

Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.

Cookies de fonctionnement (obligatoire)Ces cookies sont nécessaires et garantissent le bon fonctionnement ainsi que l'optimisation de notre site internet.

Cookies analytiquesCes cookies permettent d’obtenir des statistiques de fréquentation de notre site internet afin d’optimiser son ergonomie, sa navigation et ses contenus.

Cookies sociauxNotre site internet peut utiliser des cookies liés aux réseaux sociaux pour vous montrer du contenu tiers comme YouTube et Facebook. Ces cookies permettent d’interagir depuis notre site internet et de partager les contenus du site, lorsque vous cliquez sur les modules "Partager" de Facebook, par exemple. En désactivant ces cookies, vous ne pourrez plus partager les articles de notre site sur les réseaux sociaux.

Cookies de ciblage publicitaireCes cookies peuvent permettre à notre site internet de vous présenter des publicités plus pertinentes et adaptées à vos centres d’intérêt en fonction de votre navigation sur le web. En désactivant ces cookies, des publicités sans lien avec vos centres d’intérêt supposés vous seront proposées sur notre site.

AutresNotre site internet peut utiliser des cookies tiers provenant d'autres services qui ne sont pas de type analytique, social ou publicitaire.