Accueil  -  Testamant Nevez  -  Trede lizer Sant Yann

Trede lizer Sant Yann

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

 

YANN II ha III. Pennad-kinnig

Al liziri-mañ a zo bet kaset d’eun Iliz hag a oa war-nez trei gand eur fals-kredenn, an hini a nah eo Jezuz Doue. Evid mired ouz ar gristenien da fazia war ar poent-se, oberour al liziri a lavar beza war evez ouz ar fals-doktored, ar re a embann menosiou nevez. Ra jomint stag ouz kelennadurez an Ebestel.

Trede lizer Sant Yann

1 Ar Hoziad, da Gaius muia-karet a garan e sklerijenn ar wirionez : 2 Mignon kêr, heti a ran e vefe mad ar bed ganit e peb keñver ha mad da yehed kenkoulz ha da ene, a zo hi e stad vad. 3 Kalz levenez am-eus bet, rag breudeur degouezet amañ a ro testeni d’ar wirionez a weler sklêr en da vuez, te hag a gerz ouz sklerijenn ar wirionez. 4 Va brasa levenez eo kleved e kerz va bugale e sklerijenn ar wirionez. 5 Mignon ker, hervez ar feiz e prederiez gand da vreudeur, ha kement-se evid tud estren.

6 Roet o-deus dirag an Iliz testeni euz da garantez. Mad a ri o pourvezi da ezommou o beaj en eun doare din euz a Zoue. 7 Rag evid an Ano eo ez int eet en hent heb reseo netra digand ar bayaned. 8 Ni eta a dle dond war zikour an dud-se, o kenlabourad ganto evid ar wirionez. 9 Skrivet am-eus eur ger d’an Iliz ; med Diotrefez hag a blij dezañ ober e vestr war beb tra, ne fell ket dezañ on degemer. 10 Setu perag, pa zegouezin e tiskuillin e droiou hag ar homzou droug a lavar a-eneb deom. Ha n’eo ket awalh an dra-ze dezañ ; ne fell ket dezañ rei degemer d’ar vreudeur hag ar re o-defe c’hoant d’o degemer e vir outo d’henn ober hag e kas anezo er mêz euz an Iliz.

11 Mignon ker, na gemer ket skouer diwar an droug, med diwar ar mad ; an hini a ra ar mad a zo euz a Zoue ; an hini a ra an droug ne wel ket Doue. 12 Demetriuz a-vad, an oll a ra e veuleudi dezañ, hag ar wirionez heh-unan med ni ivez a ro testeni dezañ, ha te a oar eo gwirion on testeni. 13 Kalz traou all am-befe da skriva dit, med ne felle ket din henn ober gand pluenn ha liou. 14 Rag fiziañs am-eus da weled ahanout dizale, hag e hellim komz an eil gand egile. 15 Ar peoh ra vezo ganit. Salud dit a-berz da vignoned. Salud ar vignoned peb hini anezo.

Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.

Réglages des cookies

Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.

Cookies de fonctionnement (obligatoire)Ces cookies sont nécessaires et garantissent le bon fonctionnement ainsi que l'optimisation de notre site internet.

Cookies analytiquesCes cookies permettent d’obtenir des statistiques de fréquentation de notre site internet afin d’optimiser son ergonomie, sa navigation et ses contenus.

Cookies sociauxNotre site internet peut utiliser des cookies liés aux réseaux sociaux pour vous montrer du contenu tiers comme YouTube et Facebook. Ces cookies permettent d’interagir depuis notre site internet et de partager les contenus du site, lorsque vous cliquez sur les modules "Partager" de Facebook, par exemple. En désactivant ces cookies, vous ne pourrez plus partager les articles de notre site sur les réseaux sociaux.

Cookies de ciblage publicitaireCes cookies peuvent permettre à notre site internet de vous présenter des publicités plus pertinentes et adaptées à vos centres d’intérêt en fonction de votre navigation sur le web. En désactivant ces cookies, des publicités sans lien avec vos centres d’intérêt supposés vous seront proposées sur notre site.

AutresNotre site internet peut utiliser des cookies tiers provenant d'autres services qui ne sont pas de type analytique, social ou publicitaire.