Accueil  -  Testamant Nevez  -  Eil lizer sant Pèr

Eil lizer sant Pèr

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

 

PER II.
Pennad-kinnig

En ano Simon Pèr, e houlenn ar skrivagner trugarekaad evid ar grasou resevet digand Doue ; goude-ze e houlenn chom fidel da gelennadurez an Ebestel, rag ar re-ze a zo testou hag o-deus gwelet brazder an Aotrou Doue. Evid ar pez a zell ouz ar fals-doktored, e ranker o lezel da vond da goll, int-i hag a ra goap ahanom war zigarez ne zistro ket an Aotrou. Med dond a ray d’e eur da renevezi ar bed. Red eo e hortoz o veva en eun doare santel.

 

Eil lizer sant Pèr

Saludou

I1 Simon Pèr, servicher hag abostol Jezuz Krist, d’ar re o-deus resevet dre justis Jezuz Krist, on Doue hag or Zalver, eur feiz ken talvouduz hag on hini. 2 Ra zeuio a-fonn deoh ar hras hag ar peoh dre an anaoudegez a Zoue hag euz or Zalver Jezuz Krist.

Galvet da veza kristen

3 Rag galloud Doue e-neus roet deom, e donezon, kement a zo red evid ar vuez hag evid an devosion, o rei deom da anaoud an hini e-neus or galvet dre e hloar e-unan ha dre e vertuz. 4 An talvoudusa madou bet prometet deom a zo bet roet deom evid ma helloh, drezo, antreal e kumuniez gand an natur doueel, o veza en em ziframmet euz ar vreinadurez maget er bed gand ar youlou fall. 5 Setu perag eta, lakit hoh oll nerz da unani ar vertuz gand ho feiz, 6 gand ar vertuz an anaoudegez, gand an anaoudegez ar vestroniez warnoh hoh-unan, gand ar vestroniez warnoh hoh-unan ar basianted, gand ar basianted, an devosion, 7 gand an devosion ar vignoniez a vreur, gand ar vignoniez a vreur, ar garantez. 8 Rag ar perziou mad-se, ho-peus anezo puill n’ho lezont ket dilabour na difrouez evid anaoud an Aotrou Krist. 9 Rag an hini a ra diouer anezo dezañ, a zo eun den dall, o tastorna, ankounac’haad a ra ez eo bet glanneet euz e behejou a-wechall.

10 Setu perag, breudeur, bezit aketusoh c’hoaz da boania evid startaad ho kalvadenn hag ho tibabidigez ; oh ober evel-se n’ho-peus riskl ebed da goueza morse. 11 Evel-se e vo digoret frank doriou rouantelez peurbadel on Aotrou ha Salver Jezuz Krist.

Delher da gomzou an ebestel hag ar brofeded

12 Setu perag eo va menoz degas kement-se deoh da zoñj, daoust ma ’h ouzoh an dra-ze ha ma kendalhit stard er wirionez a-vremañ ; 13 just e kavan e keid ha m’emaon er bed-mañ, delher ahanoh war evez dre galz a aliou, 14 oh ouzoud mad ema tost evidoh deiz an disparti, evel m’e-neus an Aotrou Jezuz Krist roet din da houzoud. 15 Med teurel evez mad a rin, ma helloh e peb degouez, pa vezin eet kuit, delher soñj euz ar gelennadurez-se. 16 N’eo ket diwar koñchennou savet brao on-eus roet deoh da anaoud galloud ha donedigez Jezuz Krist, med diwar beza bet test gand on daoulagad e-kreiz e veurded, 17 rag resevet e-neus digand e Dad enor ha gloar, pa zeuas euz splannder e hloar, eur vouez o lavared : « Va Mab muia kared eo hemañ, ennañ e kavan va dudi ». 18 Ar vouez-se, ni ivez on-eus he klevet, dond a ree euz an neñv, p’edom gantañ war ar menez santel. 19 Evel-se eo bet starteet ennom c’hoaz or feiz e komzou ar brofeded, ha mad a rit teurel evez outi evel ouz eul lamp o lugerni en eul lêh teñval. 20 Da genta, red eo deoh gouzoud mad kement-mañ, profesiou ar Skritur n’int ket da veza diskleriet en eun doare prevez, 21 rag n’e-neus ket morse bolontez eun den profedet tra-pe-dra, med poulzet gand ar Spered, tud o-deus komzet a-berz Doue.

A-eneb ar fals-doktored

II1 Fals-profeded a zo bet ive e-touez an dud ; evel-se e vo ivez en ho touez fals-profeded a zegaso, dre zindan, kelennadureziou noazuz kenañ, o vond beteg nah ar Mestr e-neus o dasprenet, o sacha warno eun dismantr hag a zeuio prim, 2 ha kalz a yelo d’o heul en o buhez diroll. Ablamour dezo e vo mallozet hent ar wirionez, 3 ha stag ouz an arhant evel ma ’z int, e waskint ahanoh gand komzou faoz. Evito, pell a zo dija ne ehan ket ar varnedigez ha n’ema ket o hollidigez o kousked : 4 Rag Doue n’eo ket bet damantuz e keñver an êlez fall, med plujet e-neus anezo hag o lakeet e dalh an islonk teñval, o terhel anezo evid ar varnedigez. 5 N’e-neus ket bet damant kennebeud evid ar bed koz, med da vare an dour-beuz e vougas an dud difeiz, e viras Noe, an eizved euz ar re a oa chomet beo, eñ hag a embanne ar justis.

6 Goudeze e oe kondaonet Sodom ha Gomor da veza pulluhet ha distrujet, da veza eur skouer evid an dud difeiz da zond. 7 Frankiza a reas Lot, an den just, feuket gand doareou beva an dorfedourien gadal. 8 Rag an den just, o veva en o-zouez, a wele hag a gleve euz an eil devez d’egile o oberou a skouer fall a oa eur rann-galon evid e ene a zen just. 9 Gwir eo e hell an Aotrou tenna a boan an dud just ha lakaad a-gostez an dud fallagr evid o hastiza da zeiz ar varn, 10 da genta ar re a red warlerh youlou fall ar horv gand o hoantegeziou louz ha n’o-deus nemed dispriz evid ar Mestr-Meur, re sur anezo o-unan, dicheg, n’o-deus ket aon da zismegañsi ar Hloariou ; 11 ha koulskoude an êlez, daoust dezo beza nerzusoh ha galloudusoh egeto, a jom heb dougen a-eneb dezo, dirag an Aotrou, eur varnedigez dismegañsuz. 12 Med an dud-se, evel leoned diskiant, tonket dre natur da veza paket ha da zond da vreina a wall-gomz a-eneb ar pez ne anavezont ket hag a vreino evel ma vrein al loened.

13 Dastum a raint evel-se gopr an dislealded, o flijadur a gavont o ren eur vuez fall ouz sklerijenn an deiz, bez ez int saotr ha loustoni, o flijadur ta gavont er gevier pa vezont oh ober chervad. 14 O daoulagad karget a avoultriez ne gavont ket o gwalh a behejou, o teseo an dud sempl a bakont en o fejou, troet gand ar gwall c’hoantegeziou ne glaskont nemed gounid arhant, bugale a valloz int, 15 dilezet ganto an hent mad ez int eet diwar o hent, o. vond warlerh Balaam, ·mab da Vosor, e-noa lezet beza tentet gand eur gopr disleal ; 16 med eur gentel a oe roet dezañ evid beza eet eneb al lezenn, eul loen-samm mud, kemeret gantañ eur vouez-den a lakeaz harz da follentez ar profed.

17 Ar re-ze a zo feunteuniou eet d’an hesk, koumoulennou poulzet gand ar wall-amzer, evito eo dalhet an deñvalijenn a vo o lod. 18 En o genou komzou groz ha goullo, e sachont ganto dre youlou-fall ar horv, ar re o-deus a veh en em dennet a-douez an dud a vev e gaou. 19 Frankiz a brometont dezo, daoust ma ’z int o-unan sklav d’ar vreinadurez ; rag sklav e vezer da gement e-nevez an treh warnor. 20 Rag ar re a zo en em dennet euz loustoni ar bed, en-abeg m’o-deus greet anaoudegez gand Or Zalver, an Aotrou Krist, ma teu dezo lezel anezo d’o faka a-nevez ha da ober o mestr warno, o stad a zeu da veza a-benn ar fin kalz falloh eged ar henta. 21 Gwelloh e vefe bet dezo beza chomet heb anaoud hent ar justis, eged trei kein d’ar gourhemenn santel a oa bet roet dezo, goude beza henn anavezet. 22 Degouezet eo ganto ar pez a lavar ken brao ar hrenn-lavar : distroet eo ar hi d’ar pez e-neus dislonket, hag ar wiz, a-veh gwalhet, da ruill er vouillenn.

Dond a rey deiz an Aotrou

III1 Mignoned, hemañ eo dija an eil lizer a skrivan deoh ; en daou lizer-mañ eh houlennan ma teufeh da zoñjal en amzer dremenet, ma teuio ennoh an doare reiz da zoñjal. 2 Ho pet soñj euz ar homzou bet lavaret en araog gand ar brofeded santel hag euz gourhemenn hoh ebestel, hini an Aotrou ha Salver. 3 Ha da genta, gouezit mad : en deveziou diweza e teuio tud diskredig, goapauz, poulzet gand o youlou fall, hag a lavaro : 4 « Peleh ema ar bromesa euz e zonedigez ? Rag abaoe m’eo maro on tadou, an oll draou a jom e stad m’edont er penn-kenta euz ar grouidigez ». 5 O lavared groñs kement-se e tizoñjont ez oa pell a oa neñvou ha douar deuet diwar an dour ha dalhet en eur pez gand an dour dre hras komz Doue ; 6 hag evel-se ivez e oe ar bed beuzet en dour.

7 An neñvou avad hag an douar a-vremañ, an heveleb komz a vir anezo evid an tan, evid deiz ar varn, an deiz ma vo kaset da goll an dud difeiz. 8 Eun dra a zo da vianna, va mignoned, ha na dleit ket dizoñjal : evid an Aotrou, eun devez hebken a zo evel mil bloavez, ha mil bloavez evel eun devez hebken. 9 An Aotrou ne vez dale ebed gantañ evid delher d’e bromesa, daoust ma lavar lod e-neus dale, med pasiañted eo e-neus en ho keñver, ne fell ket dezan ez afe neb-hini da goll, med ma teufe an oll da ober pinijenn. 10 Deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer, en devez-se an neñvou a strako, o vond da get, teuzi a ray an elfennou entanet hag e vo barnet an douar ha kement e-neus greet. 11 Evel-se, peogwir an oll draou-ze a dle mond da get, petra dlefem-ni beza ? Pebez santelez a vuez ! Pebez doujañs a Zoue !

12 C’hwi a zo o hortoz donedigez Doue hag a ra dezañ dond buannoh, an deiz ma ’z ay da get an neñvou entanet, ma teuzo an elfennou en tan. 13 O hortoz emaom, hervez e bromesa, neñvou nevez, douar nevez, a zo enno ar justis oh ober he annez.

Beza war evez

14 Setu perag, va mignoned, e-pad m’emaoh o hortoz, lakit ho poan daveza gantañ e peoh, nêt ha direbech. 15 Bezit sur eo pasianted hir an Aotrou, ho silvidigez. Evel-se e-neus skrivet deoh Paol, or breur karet, hervez ar furnez a zo bet roet dezañ. 16 ha kement -se eo a lavar en e oll liziri pa gomz euz an traou-se. Pennadou diêz a zo enno hag an dud dizesk ha laosk en o feiz a gompren anezo a-dreuz, evel ma reont ivez evid ar skrituriou, ar pez o has da goll. 17 Mad, va mignoned, setu c’hwi prevenet ; bezit war evez, na lezit ket an dud difeiz d’ho kas d’o heul na da denna hoh esperañs diganeoh. 18 Ra gresko a-vad ho kras hag hoh anaoudegez euz or Zalver Jezuz Krist. Dezañ gloar azaleg bremañ ha da virviken. Amen !

Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.

Réglages des cookies

Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.

Cookies de fonctionnement (obligatoire)Ces cookies sont nécessaires et garantissent le bon fonctionnement ainsi que l'optimisation de notre site internet.

Cookies analytiquesCes cookies permettent d’obtenir des statistiques de fréquentation de notre site internet afin d’optimiser son ergonomie, sa navigation et ses contenus.

Cookies sociauxNotre site internet peut utiliser des cookies liés aux réseaux sociaux pour vous montrer du contenu tiers comme YouTube et Facebook. Ces cookies permettent d’interagir depuis notre site internet et de partager les contenus du site, lorsque vous cliquez sur les modules "Partager" de Facebook, par exemple. En désactivant ces cookies, vous ne pourrez plus partager les articles de notre site sur les réseaux sociaux.

Cookies de ciblage publicitaireCes cookies peuvent permettre à notre site internet de vous présenter des publicités plus pertinentes et adaptées à vos centres d’intérêt en fonction de votre navigation sur le web. En désactivant ces cookies, des publicités sans lien avec vos centres d’intérêt supposés vous seront proposées sur notre site.

AutresNotre site internet peut utiliser des cookies tiers provenant d'autres services qui ne sont pas de type analytique, social ou publicitaire.