Accueil  -  Testamant Nevez  -  Lizer d’an Hebreed

Lizer d’an Hebreed

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

 

Pennad-kinnig

Stumm skriva al lizer-mañ n’eo ket diouz doare hini Sant Paol. Lod a lavar eo diwar bluenn Apolloz, deñ desket ha gouizieg war ar Skritur-Zakr. Skrivet eo bet evid ar veleien Juzeo deuet d’ar feiz kristen, med deuet an heskinèrèz warno, int deuet da gredi dezo a-deus greet fall ha da gaoud keuz da lidou kaer ar Juzevien. Oberour al lizer-mañ a zeu da startaad o feiz, o tisplega sklêr hag hir ar gelennadurez.

Jezuz a zo eun hanterour uhelloh eged an êlez ha Moizez.

Beleg braz eo da viken. E garg a veleg a ra e santual an nerñv dirag Doue. Kinnig a ra d’e Dad ar sakrifis euz e wad e-unan, ar gwad-se hag e-neus siellet da vad an emgleo etre Doue hag an dud hag e-neus dilamet pehejou ar bed.

Setu eta m’eo red chom stard er feiz e-kreiz an heskinèrèz zoken, evel m’a-deus greet tud brudet e-touez on tadou, ha Jezuz e-unan.

 

Al lizer d’an Hebreed

Doue e neus komzet deom dre e Vab

I1 Meur a wech, hag e meur a hiz, e-noa Doue, gwechall, komzet d’on tadou dre ar brofeded. 2 En amzer ziweza, e-neus komzet deom dre e Vab. Lakeet e-neus hemañ da heritour euz a beb tra, ha drezañ ivez e-neus krouet ar bed. 3 Ar mab-se, sked euz e hloar, louh euz e natur, a zoug peb tra grouet dre nerz e gomz. Goude beza glanneet ar pehejou, eo azezet en neñv a-zehou d’an Doue uhel-meurbed ; 4 seul uhelloh eo savet dreist an êlez, m’e-neus bet digand e Dad eun ano disheñvel diouz o hini.

Mab Doue uheloh eged an elez

5 Rag, pehini euz an êlez, e-neus Doue lavaret dezañ biskoaz : « Te a zo mab din, hirio ez out ganet ganin », « Me a vo eun tad evitañ hag eñ a vo eur mab evidon ». 6 Ha pa zegas adarre e vab unganet er bed e lavar : « Ra stouo d’e adori oll êlez Doue ». 7 Hag evid an êlez e lavar evel-henn : « Ober a ra sperejou euz e êlez ha flammou-tan euz e gannaded ». 8 Med evid ar mab e lavar : « Da dron, o Doue, a zo evid atao. Eur walenn a justis eo da walenn a roue. 9 Karet az-peus ar justis ha kaseet an droug, setu perag, Doue, da Zoue, a olevo ahanout-te, kentoh eged da gompagnuned, gand eun eoul a levenez », 10 hag ouzpenn : « Te eo az-peus, er pennkenta fontet an douar, hag an neñvou a zo bet greet gand da zaouarn. 11 Da netra ez ay an oll draou-ze, te avad a gendalho ; oll e teuint da goza evel eur vantell, 12 hag evel eur pez-dillad, e rolli anezo, cheñchet e vezint evel ma vez cheñchet an dillad, te avad a jom henvel atao ha da vloaveziou ne vo fin ebed dezo ». 13 Pehini euz an êlez, e-neus Doue biskoaz lavaret dezañ : « Azez a-zehou din beteg ma rin euz da enebourien eur skaoñ dindan da dreid. 14 Daoust ha n’int ket oll sperejou, da beb hini e vinistrérez, kaset ma ’z int da zervicha ar re a zo o vond da gaoud ar zilvidigez da herez.

Talvoudegez ar zilvidigez

II1 Setu perag eo red deom teurel muioh a evez ouz ar gelennadurez on-eus klevet, gand aon na ’z afem gand red an dour. 2 Rag m’he-deus ar gomz embannet dre an êlez, kemeret pouez, ha m’e-neus peb fazi ha peb disentidigez resevet eur gopr deread, 3 penaoz e tehim-ni on-unan, ma tilezom eun heveleb silvidigez, e-noa an Aotrou staget da genta da embann, ha goudeze bet diskleriet deom gand nerz, gand ar re o-doa he hlevet, ha starteet c’hoaz gand testeni Doue 4 dre zinou ha burzudou ha miraklou a beb seurt ha gand donezonou ar Spered Santel ingalet gantañ hervez e volontez.

Breur d’an dud

5 Rag n’eo ket da êlez eo e-neus Doue sujet ar bed da zond a gomzom anezañ, 6 test eo a gement-se an hini e-neus lavaret kement-mañ : Petra eo an den ma talhez soñj anezañ, pe mab an den ma taolez da zellou warnañ ? 7 Lakeet az-peus anezañ eun tammig izelloh eged an êlez hag e gurunet a hloar hag a enor. 8 Dindañ e dreid az-peus Iakeet peb tra. O suja dezañ peb tra, n’e-neus lezet netra ha na ve ket sujet dezañ. Gwir eo avad ne welom ket c’hoaz e vefe bet sujet an oll draou dezañ. 9 Med gweled a reom, an hini a zo bet izelleet eun nebeudig e-kenver an êlez, Jezuz, en abeg d’ar maro e-neus gouzañvet, a zo bet kurunet a hloar hag a enor, evel-se dre hras Doue eo e-neus tanveet ar maro evid kement den. 10 Rag an hini a zo bet greet peb tra gantañ ha peb tra evitañ, karget ma ’z oa da heñcha d’ar hloar eun niver braz a vibien, a oa deread dezañ peurreiza, dre e boaniou, an hini a ren anezo d’ar zilvidigez. 11 Rag an hini a ro santelez hag ar re zo santeleet,o-deus oll ar memez tad ; setu perag ne zeu ket da ruzia o lavared dezo : breudeur, na pa lavar : 12 Embann a rin da ano d’am breudeur, e-kreiz an Iliz, me da veulo, ha c’hoaz : « Setu me amañ hag ar vugale roet din gand Doue ». 14 Peogwir eta eo kig ha gwad natur ar vugale, Jezuz ivez en heveleb doare a gemeras an natur-se evid diskar dre e varo an hini a oa mestr war ar maro, da lavared eo an diaoul, 15 ha terri liammou ar re a oa, dre aon rag ar maro, dalhet er sklavelez hed o buhez. 16 Rag n’eo ket euz êlez eo bet karget, med euz gouenn Abraham eo e-neus karg. 17 Ablamour da-ze e ranke beza par d’e vreudeur e peb tra, evid beza beleg-meur trugarezuz ha feal e keñver Doue evid lemel pehejou ar bobl. 18 Rag ablamour m’e-neus gouzañvet ha m’eo bet e-unan gwasket, eo e hell dond war zikour an dud gwasket.

Jezuz ha Moizez

III1 Rag-se eta, breudeur santel, c’hwi hag a zo kenlodeg en eur halvadenn deuet euz an neñv, sellit mad ouz an abostol hag ar beleg-meur euz ar feiz a embannom : Jezuz. 2 Feal eo e keñver an hini e-neus e lakeet e karg evel ma oe Moizez en e diegez a-bez. 3 Evid gwir, kavet eo bet hemañ din euz brasoh gloar eged hini Moizez, kement ha m’eo dleet brasoh enor d’an hini a zav an ti eged d’an ti e-unan. 4 Kement ti, gwir eo, e-neus e vañsoner, ha mañsoner peb tra eo Doue. 5 Moizez a zo bet feal en e diegez a-bez, e-giz servicher, evid beza test euz ar pez edod o vond da lavared, med ar Hrist eo e-giz Mab ha war e diegez, 6 ni eo e diegez dezañ, gand ma chomim hardiz ha leun a lorh en on esperañs.

Antreal dre ar feiz e diskuiz Doue

7 Setu perag, evel a lavar ar Spered Santel : « Hirio ma klevit e vouez, na galedit ket ho kalon, evel da vare an dabutèrèz, da zeiz an amprouenn er goueleh, 9 pa deuas ho tadou da amproui ahanon ha d’am hlask, daoust m’o-doa gwelet va oberou epad daou ugent vloaz. 10 Setu perag on bet kounnaret a-eneb ar rummad tud-se, hag am-eus lavaret : « Dalhmad e fazi ho halon, n’o-deus ket anavezet va heñchou : 11 Evel-se, droug ennon am-eus touet : nann, ne antreint ket em diskuiz ». 12 Taolit evez, va breudeur, na ve hini pe hini ahanoh troet fall e galon, ha diskredig awalh evid he distaga diouz an Doue leun a vuhez. 13 Roit bemdez frealzidigez an eil d’egile, e-pad ma vo ano euz « Hirio », ma ne zeuio hini ebed ahanoh da galedi dre douellerez ar pehed, 14 deuet om da veza kenlodeg er Hrist, gand ma talhim stard beteg penn d’ar feiz or-boa er penn-kenta, 15 d’ar mare ma veze lavaret : « hirio, ma klevit e vouez, na galedit ket ho kalonou, evel da vare an dabutèrèz ».

16 Rag, piou eo ar re a glevas hag a lakeas tabut ? Daoust ha n’eo ket ar re oll a oa deuet er mêz euz an Ejipt dre zorn Moizez ? 17 A-eneb piou ez eas e kounnar e-pad an daou ugent vloaz ? Daoust ha n’eo ket a-eneb ar re o-doa pehet hag a lezas o relegou er goueleh ? 18 Ha da biou e touas ne antrenfent ket en e ziskuiz ? Nemed d’ar re a oa bet disent ! 19 Ha sklêr eo deom n’o deus ket gellet antreal ablamour d’o diskred.

IV1 Da gaoud aon on-eus na zeufe hini pe hini ahanoh da zoñjal beza degouezet re ziwezad ha koulskoude e kendalh evitañ ar bromesa da antreal en e ziskuiz, 2 rag ni ivez on-eus bet ar helou mad eveldo, med dezo ne dalvezas da netra ar gomz o-doa klevet, rag n’oant ket chomet unanet dre ar feiz gand ar re o-doa selaouet. 3 Ni avad, tud a feiz, a antre en diskuiz evel m’e-neus lavaret : « Em hounnar am-eus touet : n’antreint ket em diskuiz ! » Gwir eo, e oa echu e oberou kerkent ha krouidigez ar bed. 4 Rag euz ar seizved devez ez eus bet lavaret : « Ha Doue a ziskuizas d’ar seizved devez euz e oll labouriou » 5 hag adarre, er skrid-mañ : « Ne antreint ket em diskuiz ».

6 Peogwir eta eo galvet lod da antreal ennañ, ha peogwir ne antreas ket ar re a oa bet da genta o kaoud ar helou mad, ablamour d’o diskred, 7 anevez Doue a verk eun devez « Hirio » o lavared dre Zavid, med kalz diwezatoh « hirio, ma klevit e vouez na galedit ket ho kalonou », 8 rag m’e-nije bet Jozue lakeet e dud da vond en diskuiz-se, n’e-nefe ket Doue komzet diwezatoh euz eun devez all. 9 Diskuiz ar seizved devez, eta, a zo miret da bobl Doue, 10 rag an hini a antre en e ziskuiz, hennez ivez a ziskuiz euz e labouriou, evel ma reas Doue euz e re e-unan. 11 Klaskom eta mond en diskuiz-se, ma ne zeuio den da goueza, o kemered skouer diwar an diskred-se. 12 Rag beo, nerzuz eo komz Doue, ha lemmoh eged n’eus forz peseurt kleze a zaou droh, mond a ra don, beteg dispartia an ene hag ar spered, ar mellou hag ar meleskern, barn a ra menoziou ha soñjou ar galon. 13 N’eus netra grouet hag a vefe kuzet evitañ ; noaz ha dizolo eo peb tra ouz daoulagad an hini on-eus da gomz diwar e benn.

Beza d’ar Hrist beleg meur

14 Eur beleg-meur dispar on-eus : Jezuz mab Doue, treuzet gantañ an neñvou, dalhom eta stard d’ar feiz, 15 rag n’on-eus ket eur beleg-meur dihalloud da druezi ouz or zempladureziou, rag amprouet eo bet eveldom-ni e kement tra, nemed ar pehed. 16 Gand hardisegez, kerzom eta war-zu tron ar hras, ma kavim trugarez ha gras evid or skoazella, bewech ma vo ezomm.

Ar Hrist beleg meur truezuz

V1 Kement beleg-meur, dibabet a-douez an dud, a vez lakeet e karg evid mad an dud en o darempredou gand Doue hag evid kinnig provou ha sakrifisou evid ar pehejou. 2 Truezi a hell ouz an dud dizesk hag an dud dianket, peogwir e kav sempladurez en-dro dezañ e-unan, 3 hag ablamour da-ze e rank kinnig sakrifisou evid ar pehejou, koulz evitañ e-unan hag evid ar bobl. 4 – Ne gemer den an enor-se drezañ e-unan ; galvet e vezer gand Doue evel ma oe Aaron. 5 Evel-se ivez, evid dond da veza beleg-meur, n’e-neus ket an Aotrou Krist kemeret an enor-se anezañ e-unan, roet eo bet dezañ gand an hini a lavaras dezañ : « Va mab out, diwarnon out ganet hirio », 6 hag e lavar c’hoaz en eul leh all : « Beleg out da viken hervez urz Melkisedeg ». 7 Eñ a ginnigas e-pad e vuhez war an douar, pedennou hag aspedennou gand eur youhadenn greñv ha daerou, d’an Hini a helle e zavetei euz ar maro. Selaouet eo bet en abeg d’e zoujañs a Zoue. 8 Goude dezañ beza mab, e teskas diwar e boaniou petra oa senti. 9 Ha, deuet da veza parfed, eo ivez pennkaoz euz ar zilvidigez peurbaduz evid ar re oll a zent outañ, 10 peogwir eo bet embannet gand Doue beleg-meur hervez urz Melkisedeg.

11 War ar poent-se, on-eus kalz traou da lavared, ha kalz traou diêz da zisplega, rag pounner-gleo oh deuet da veza. 12 Abaoe keid-all ma tlefeh beza deuet da veza kelennerien, ha padal eo red adarre e vefe desket deoh ar henteliou kenta euz komzou Doue ; deuet oh da gaoud ezomm a lêz ha n’eo ket a voued kreñv, 13 rag an hini a zo c’hoaz gand lêz ne danv ket kelennadurez ar justis, rag eur bugelig eo. 14 An dud deuet, er hontrol, a gemer boued kreñv, int-i hag a oar mad, dre o skiant-prena ober an disparti etre ar mad hag an droug.

VI1 Neuze eta, dilezom ar henteliou kenta diwar-benn ar Hrist evid sevel d’eur gelennadurez parfed, o chom fidel d’ar gwirioneziou-diazez, ar heuz d’an oberou maro, ar feiz e Doue, 2 ar gelennadurez diwarbenn ar Vadeziant, an daouarn astennet, adsao ar re varo da veo, ar varnedigez peurbaduz, 3 hag evel-se eo e raim, da vianna ma plij gand Doue. 4 N’eo ket posubl d’ar re a zo bet sklerijennet eur wech hag o-deus bet an tañva euz donezon an neñv, ha deuet da gaoud perz er Spered Santel, 5 hag a-deus kavet saour gand komz ken mad Doue ha burzudou ar bed da zond, 6 hag a zo kouezet koulskoude, n’eo ket posubl o renevezi evid o degas da jeñch buhez, pa stagont Mab Doue ouz ar groaz, euz o ferz o-unan ha pa zismegansont anezan. 7 Eun tamm douar, p’en-devez evet ar glao kouezet puill warnañ ha lakeet da zevel an drevajou talvouduz evid ar re a labour anezañ, a reseo digand Doue e lod a vennoz, 8 med an hini na zav diwarnañ nemed spern ha drez a vez disprijet, e vez tost da veza mallozet, ha da veza a-benn ar fin lakeet an tan ennañ.

9 Evidoh-c’hwi tud karet, o komz evel-se, ni a gred deom emaoh en tu mad, hini ar zilvidigez, 10 rag Doue n’eo ket disleal, ne da ket da ankounac’haad nag ar pez ho-peus greet, nag ar garantez ho-peus diskouezet evid e ano, c’hwi hag a zo bet hag a zo atao e servich ar zent. 11 C’hoant on-eus e teufe peb hini ahanoh da gaoud ar memez gred, ma vleunio en he haerra an esperañs beteg penn, 12 ha ma na zeufeh ket da veza lezireg, med da gemered skouer diwar an dud o-deus resevet dre o feiz hag o habaskded ar bromesaou da hêrez.

Promesaou Doue hag esperañs

13 Pa reas Doue e bromesa da Abraham, peogwir n’helle ket toui dre uhelloh egetañ, e touas drezañ e-unan. 14 Lavared a reas : « Puill e skuillin warnout va bennoz hag e lakin da lignez da greski ». 15 Eñ, stard en e venoz a welas ar bromesa o tond da vad. 16 Toui a ra an dud dre unan uhelloh egeto, kred ha ledouet a laka eun termen da beb rendael. 17 Evel-se eta, Doue, evid diskouez kalz gwelloh da heritourien ar bromesa, e talhe stard d’e venoz, a roas e her dre le. 18 Evel-se, daou dra, ha n’hellont na beza torret na beza gevier a-berz Doue, a zegas deom eur frealzidigez nerzuz, deom-ni hag on-eus dilezet peb tra evid kregi en esperañs kinniget deom ; 19 evel eun eor evid on ene eo hemañ evidom, sanket eo stard, treuzi a ra d’an tu-all d’ar ouel, 20 el leh m’eo, en on raog, antreet Jezuz evidom evel kannad, eñ deuet da veza beleg-meur da viken hervez urz Melkisedeg.

Melkisedeg

VII1 Melkisedeg, eñ, roue Salem, beleg euz an Doue uhel-meurbed, a yeas en arbenn da Abraham, pa edo hemañ o tistrei euz ar stourmad a-eneb ar rouaned, hag a vennigas anezañ. 2 Dezañ e roas Abraham an deog euz peb tra. E ano a dalvez da genta : « Roue a justis », ha goudeze « Roue Salem », da lavared eo « Roue a beoh ». 3 Heñvel eo ouz Mab Doue, beleg e chom da viken, heb tad na mamm, na lignez, na deiz kenta evid e vuhez, na deiz diweza, med heñveleet ouz Mab Doue, e chom beleg da viken. 4 Gwelit pegen braz eo an hini e-neus Abraham roet dezañ an deog euz ar pe wella euz e breiz, eñ an tad-meur. 5 Hogen ar re euz bugale Levi hag a vez beleget, a dle hervez al lezenn deoga ar bobl, da lavared eo o breudeur, a zeu koulskoude euz lignez Abraham. 6 Med, eñ, an hini n’oa ket euz o lignez, e-neus deoget Abraham ha benniget an hini a oa dezañ ar bromesaou. 7 Hogen, heb mar ebed, an hini izella a vez benniget gand an hini uhella. 8 Hag amañ ar re a reseo an deog, a zo tud marvel, med aze avad, eo an hini a zo testeniet da veza beo da vad. 9 Erfin, koulz lavared eo Levi e-unan, eñ hag a reseo an deog ; e-neus paeet anezi dre Abraham, 10 rag e kerhen an tad-meur edo Levi, pa ’z eas Melkisedeg en arbenn da Abraham.

Beleg-meur hervez urz Melkisedeg

11 Ma vije bet deuet eta santelez dre velegiez Levi – rag warnañ oa diazezet al lezenn roet d’ar bobl – peseurt ezomm a vefe bet c’hoaz euz eur beleg all a zeufe eur urz Melkisedeg, e-leh euz urz Aaron ? 12 Rag cheñchet ar velegiez, e rank ivez al lezenn beza cheñchet. 13 Rag an hini a zo ano anezañ amañ, a zo euz eur meuriad ha n’oa bet den ebed anezañ e servich an aoter. 14 Anad mad tre eo : an Aotrou a zo deuet euz Juda, eur meuriad ha n’e neus Moizez lavaret netra anezañ pa gomz diwar benn ar veleien. 15 Ha sklêrroh eo c’hoaz ma tegouez eur beleg all heñvel ouz Melkisedeg, 16 ha n’eo ket savet da veza beleg, euz eur famill beleien, med dre halloud eur vuhez divarvel. 17 Setu an testeni roet dezañ : « Beleg out da viken, hervez urz Melkisedeg ». 18 Evel-se eo torret ar gourhemenn kenta, rag ma ’z oa dinerz ha didalvez.

19 Rag al lezenn n’he-deus kaset netra da benn – med digoret eo evidom eun esperañs welloh, drezi e tostaom ouz Doue, 20 ha surroh a-ze, pa n’eo ket bet greet kement-se heb le. 21 Evid hemañ eo ez eus bet eul ledouet greet gand an hini e-neus lavaret : « Touet e-neus an Aotrou, ha ne zistroio ket war e her : beleg out da viken », 22 ha seulvui gwelloh ivez eo an Emgleo diazezet gand Jezuz. 23 Hag ouspenn, ar re-ze a zo deuet niveruz da veza beleg, rag ar maro a vire outo da badoud. 24 Med eñ, o veza ma pado beo da viken, e-neus eur velegiez beurbaduz. 25 Setu perag e hell ivez savetei evid atao ar re a zeu drezañ da dostaad ouz Doue rag m’eo beo bepred evid erbedi evito. 26 Setu aze ar beleg-meur on-oa ezomm anezañ, santel, direbech, dinamm, dispartiet diouz ar beherien, savet uhelloh eged an neñvou. 27 N’eo ket red dezañ, evel d’ar veleien-veur all, kinnig bemdez sakrifisou evid e behejou e-unan, ha goudeze evid re ar bobl. Kement-se e-neus greet eur wech evid mad, oh en em ginnig e-unan. 28 Al lezenn a ra beleien-meur euz tud leun a zempladurez, med al ledouet deuet warlerh al lezenn a reas beleg-meur ar Mab santelleet da viken.

Ar beleg-meur hag al liderez douarel

VIII1 Setu, talbenn ar pez a lavarom eo : eur beleg-meur evel-se on-eus, eet eo da azeza en neñvou a-zehou da dron on Doue braz meurbed, 2 eñ, ministr ar zantual hag an deltenn wirion, savet n’eo ket gand eun den med gand an Aotrou. 3 Rag, peb beleg-meur a zo karget da ginnig provou ha sakrifisou, red e oa dezañ eta kaoud eun dra bennag da ginnig. 4 E gwirionez, ma vije bet Jezuz war an douar, ne vije ket bet beleg zoken, peogwir ez eus re all da ginnig ar provou hervez al lezenn. 5 Ar re-ze a zo e servich eun dra ha n’eo nemed eur skouer, eur skeudenn euz traou an neñv, evel ma oe bet lavaret da Voizez pa oe karget da ober an deltenn : « Evesa, emezañ, da ober peb tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez ». 6 Bremañ avad, e-neus ar Hrist resevet eur ministrèrèz kalz uhelloh, seul ma ’z eo hanterour eun Emgleo kalz gwelloh diazezet war bromesaou kaerroh.

Embann eun Emgleo nevez

7 Rag ma vije bet direbech an Emgleo kenta, ne vije ket bet red sevel unan all en e blas. 8 Rag eur rebech a ra Doue dezo pa lavar : « Deiziou a zo o tond, eme an Aotrou, ma rin gand tud Israel ha tud Juda eun Emgleo nevez, 9 ne vo ket heñvel ouz an Emgleo am-boa greet gand o zadou,da’n deiz m’am boa kroget en o dorn evid o zenna er mêz euz an Ejipt ; peogwir n ’int ket chomet em Emgleo, me d’am zro, am-eus o dilezet, eme an Aotrou, -rag setu amañ dre beseurt Emgleo eh en em glevin gand tutach Israel goude an deiziou-se, eme an Aotrou, va lezennou a lakin en o spered hag en o halon, me a vezo o Doue, int-i a vezo va fobl. 11 N’o dezo hini ebed anezo da rei kenteliou d’o henvroiz na d’o breudeur o lavared : « Desk piou eo Doue, rag oll eh anavezint ahanon azaleg ar bianna beteg ar brasa » ; 12 rag truezuz e vezin e-keñver o faziou ha ne zalhin koun ebed euz o fehejou. 13 O lavared eun « Emgleo nevez » e-neus greet euz ar henta eun Emgleo koz. Hogen, ar pez a zo koseet hag uzet a zo tost da vond da netra.

Al liderez koz

IX1 An Emgleo ken ta e-noa eta lidou sakr, hag ivez eur zantual war an douar. 2 Eun deltenn a zo bet savet ha renket, an deltenn a ziaraog a gaved enni ar hantolor, an daol baraennou, hounnez a vez greet anezi ar « Santual ». 3 Pelloh, ha goude an eil ouel, ez oa eun deltenn greet anezi : « Santual ar zantualiou », 4 enni eun aoter aour evid al louzou c’hwez-vad, hag arh an Emgleo, goloet tro-dro a aour, enni eur jarl aour hag er jarl e kaved ar mann, ha baz Aaron, an hini e-noa bleuniet, ha taolennou an Emgleo. 5 A-us dezi ar heroubined a hloar a skeudenne an tron a drugarez, med n’ema ket ar poent da gomz tra-ha-tra euz an traou-se. 6 Renket an traou evel-se, ar veleien a antre, da beb mare en deltenn genta evid ober o zervich sakr. 7 En eil avad ne antre nemed ar beleg-meur, ha c’hoaz eur wech ar bloaz nemedken, ha n’eo ket heb kaoud gantañ gwad da ginnig evid e faziou e-unan ha re ar bobl. 8 Diskouez a ra evel-se ar Spered Santel, n’eo ket digor hent ar Zantual, endra ma ’z eus euz an deltenn genta. 9 Eur skeudenn eo kement-se, evid an amzer a vremañ, kinniget e vez c’hoaz eno provou ha sakrifisou a zo dihalloud evid justiza en e goustiañs an hini a ra al lid, 10 reolennou int evid ar horv ha ne zellont nemed ouz boued hag evach, an emwalhou a beb seurt, ordrenet beteg poent an nevezadur.

Sakrifis ar Hrist

11 Ar Hrist avad, degouezet e-giz beleg-meur euz ar madou da zond, o treuzi an deltenn welloh ha brasoh, ha n’eo ket bet savet gand an den, da lavared eo, n’eo ket euz ar bed-mañ, 12 a antreas eur wech evid mad er zantual, n’eo ket gand gwad loened ha tirvi, med gand e wad e-unan, o veza evel-se or frankizet evid atao, 13 rag ma teu gwad loened pe dirvi pe ludu onneri ledet war dud saotret, d’o zantellaad en eur rei dezo glanded ar horv, 14 na pegen muioh e hell gwad ar Hrist, e-neus dre e Spered peurbadel greet ar hinnig anezañ e-unan da Zoue, e-giz eur brovadenn dinamm, gwalhi or houstiañs euz an oberou maro evid servicha an Doue beo.

An testamant siellet er gwad

15 Setu perag eo eñ, an hini e-neus savet an testamant nevez, e-neus dre e varo dasprenet ar pehejou greet e-pad an testamant kenta, hag ar re a zo galvet da reseo an hérez peurbaduz bet dija prometet ; 16 rag pa vez eun testamant, eo red e vefe gouezet sklêr ha maro eo an testamanter, 17 rag eun testamant n’e-neus talvoudegez nemed goude ar maro, ne dalv da netra e-keid ha m’eo beo an testamanter. 18 Setu perag an testamant kenta zoken n’eo ket bet savet heb gwad. 19 Pa embannas Moizez d’ar bobl a-bez hervez al lezenn, peb gourhemenn, e kemeras gwad tirvi yaouank ha loened, gand dour, gloan ruz-tan ha sikadez hag e sparfas al levr e-unan hag ar bobl a-bez en eur lavared : « An dra-mañ eo gwad an testamant e-neus Doue gourhemennet evidoh. 21 Evel-se ivez e sparfas gand gwad an deltenn ha kement a zervijfe evid al lidou. 22 Hervez al lezenn e vez gand gwad glanneet koulz lavared peb tra, hag heb skuill gwad n’eus pardon ebed. 23 Red eo eta e vefe glanneet evel-se ar skeudennou euz traou an neñvou, red eo ivez e vefe glanneet d’o zro traou an neñvou, med dre zakrifisou kalz gwelloh eged ar re-ze.

Ar Hrist oh antreal en neñv

24 Antreet eo ar Hrist, n’eo ket en eur zantual savet diwar dorn an den, skeudenn eo euz ar zantual gwirion, med e-barz an neñv zoken, d’en em ziskouez evidom bremañ dirag fas Doue. 25 N’eo ket evid en em ginnig meur a wech evel ma ra ar beleg braz, a antre en templ beb bloaz da ginnig eur gwad ha n’eo ket e hini, 26 rag neuze e nije ranket gouzañv e basion meur a wech abaoe penn-kenta ar bed ; padal, bremañ e termen ar hantvejou, eo deuet d’en em ziskouez eur wech hebken evid distruja ar pehed dre e zakrifis, 27 hag, evel m’eo merket da beb den mervel eur wech hebken, ha goudeze ema ar varn, 28 evel-se ivez ar Hrist, goude beza en em ginniget eur wech evid dilemel pehejou an oll, a en em ziskouezo evid eun eilved gwech, n’eo ket mui ablamour d’ar pehed, d’ar re a hortoz anezañ evid ar zilvidigez.

Eur sakrifis efeduz, unan hebken

X1 Al lezenn, peogwir n’eo nemed an damskeud euz ar madou da zond, ha n’eo ket ar madou-se, a vezo dihalloud gand ar sakrifisou-se, a vez kinniget, a tao ar memez re, a vloaz da vloaz heb ehan, da justiza ar re a dosta ouz Doue. 2 A-hend-all, daoust ha ne vefed ket ehanet d’o hinnig, peogwir al liderien, glanneet eur wech evid mad, ne zoñjfe ket dezo beza c’hoaz e dalh pehed ebed ? 3 Er hontrol eo, dre ar zakrifisou-se, e vez degaset da zoñj beb bloaz er pehejou ; 4 rag gwad tirvi ha loened a zo dihalloud evid dilemel ar pehejou. 5 Ha setu perag o tond er bed e lavar ar Hrist : « N’eo ket fellet dit na sakrifisou, na provou, med eur horv az-peus stummet din. 6 N’eo ket plijet dit sakrifisou peurlosket, na provadennou evid ar pehed ; 7 neuze am-eus lavaret : « Emaon o tond, rag diwar va fenn eo skrivet e talbenn al levr : deuet on, va Doue, evid ober da volontez ». 8 Lavaret e-noa kentoh : « Sakrifisou, provadennou, re peurlosket ha re evid ar pehejou, n’az-peus ket bet ezomm anezo, n’o-deus ket plijet dit, ha koulskoude red eo lavared int bet kinniget hervez al lezenn.

9 Ha neuze e lavaras : « Setu ma teuan evid ober da volontez », terri a ra al lezenn genta ha diazeza an eil, 10 hag hervez ar volontez-se eo ez om bet santelleet dre brovadenn korv Jezuz Krist kinniget eur wech evid mad. 11 Bemdez e stage peb beleg d’ober e lidou, o kinnig meur a wech ar memez sakrifisou dihalloud evid dilemel ar pehejou. 12 Hemañ avad, goude beza kinniget evid ar pehejou eur zakrifis hebken, a zo eet da azeza evid atao en tu dehou da Zoue, 13 o hortoz hiviziken ma vo greet euz e enebourien eur skabell evid e dreid, 14 rag dre eur brovadenn hebken, e-neus peurreizet evid atao ar re e-neus santelleet. 15 Da dest on-eus ivez ar Spered Santel rag goude beza diskleriet : 16 « Setu aze an Emgleo a rin ganto goude an deiziou-ze », e lavaras an Aotrou : en eur rei va lezennou, e lakin anezo en o halon, o engrava a rin en o spered, 17 soñj ebed ne zallùn mui, nag euz o fehejou nag euz o faziou ». 18 Hogen e leh ma vez bet pardonet kement-se, ne vez greet provadenn ebed mui evid ar pehed.

Beza eur gwir gristen

19 Peogwir on-eus fiziañs da gaoud antre er zantual dre wad Jezuz, 20 aze on-eus eun hent nevez, eun hent a vuez, digoret deom a-dreuz ar ouel, da lavared eo, e gorv, 21 ha peogwir on-eus eur beleg-meur e penn tiegez Doue, 22 tostaom eta gand eur galon nêteet, leun a feiz, nêt a galon a beb saotr, hag or horv gwalhet en dour glan. 23 Kendalhom divrall da anzav on esperañs, rag fidel eo an hini e-neus greet ar promesaou. 24 Taolom evez an eil ouz egile, evid on entana a garantez hag a oberou mad. 25 Na zilezom ket or bodadegou evel m’eo kustumm da lod, med en em frealzom an eil egile, seulvuioh ma welom an Deiz o tostaad ; 26 rag ma teu deom asanti d’ar pehed goude beza anavezet ar wirionez, n’eus mui sakrifis ebed evid ar pehejou, 27 med spontuz e vo gortoz ar varnedigez ha gwrez an tan a bulluho e enebourien. 28. Ma teu unan bennag da derri Lezenn Voizez, testeni daou pe dri a gaso anezañ didruez d’ar maro. 29 Na pegen gwasoh kastiz e-no an hini a zeu da vresa Mab Doue, da ober eun dra disakr euz gwad an testament, e-neus santelleet anezañ, da deurel dismegañs war Spered ar Hras, 30 rag anaoud a reom an hini e-neus lavaret : « Din-me eo kastiza ha din-me eo digoll » ha c’hoaz : « Barn a ray an Aotrou e Bobl ». 31 Spontuz eo koueza etre daouarn an Doue beo.

32 Med dalhit soñj en hoh amzer genta ; a-veh m’ho-poa resevet ar sklerijenn, m’ho-poa bet da houzañv eur stourmad poaniuz. 33 Gwech, dismegañset hag heskinet a well d’an oll, ha gwech all a galon gand ar re o-doa da houzañv, 34 kemeret ho-peus perz e poaniou ar brizonidi, asantet ho-peus gand levenez e vefe greet skrapèrèz war ho madou, sur ma ’z oah da gaoud madou gwelloh ha paduz. 35 Na gollit ket ho hardisegez, eun digoll kaer a zeu da heul. 36 Red eo deoh kenderhel da ober bolontez Doue, evid ma teuio da vad evidoh ar bromesa. 37 Rag c’hoaz eur pennadig, eun nebeudig amzer, hag e teuio aze an hini a zo da zond, ne zaleo ket. 38 Dre ar feiz e vevo an den just, med ma teu dezañ kiza, ennañ va ene ne gavo mui he dudi. 39 Ni avad, n’om ket tud da giza evid mond da goll, med tud a feiz evid silvidigez on eneou.

Oberou ar feiz

XI1 Ar feiz a zo eun doare da gaoud dija er herz an-unan ar pez a esperer, eun doare da anaoud ar pez na weler ket. 2 Ablamour dezi eo bet meulet tud an anzer goz. 3 Dre ar feiz eh intentom eo bet stummet ar bed a-bez gand eur gomz a-berz Doue hag ahano e teu ar pez a weler euz ar pez na weler ket. 4 Dre ar feiz eo e kinnigas Abel eur zakrifis kalz talvoudusoh eged hini Kain, ha dre-ze e oa roet da anaoud ez oa just. Doue e-noa greet degemer vad d’e zonezonou, ha drezi, daoust m’eo maro, e kendalh da gomz. 5 Dre ar feiz, Enok a oe skrapet e doare ma ne varvas ket, ha ne oe ket kavet mui, rag Doue e-noa e skrapet. Araog beza skrapet, e oe lavaret diwar e benn, e-noa plijet da Zoue. 6 Hogen heb feiz, n’heller ket plijoud da Zoue, rag an hini a dosta ouz Doue a dle kredi ez eus anezañ hag e tigoll ar re a zo ouz e glask. 7 Dre ar feiz, Noe, roet dezañ da anaoud ar pez na weled ket c’hoaz, leun a zoujañs santel, a reas eun arh evid savetei e famill. Drezi e kondaonas ar bed, hag e teuas dezañ da herez ar justis a zeu dre ar feiz. 8 Dre ar feiz, sentuz ouz ar halvadenn, ez eas Abraham warzu eur vro a dlee beza dezañ da herez, hag ez eas en hent heb gouzoud da beleh ez ee. 9 Dre ar feiz e chomas evel diavêziad en douar prometet, o veva dindan teltenn gand Izaag ha Jakob, kenhêred gantañ er memez promesa, 10 rag o hortoz edo ar gêr fontet mad da veza ijinet ha mañsonet gand Doue e-unan. 11 Dre ar feiz, Sara, hi ivez, daoust d’he oad, a resevas ar halloud da veza dougèrèz, rag d’he zoñj dezi, e talhfe d’e her an hini e-noa greet ar bromesa. 12 Ha setu perag, diwar eun den hebken, warnañ dija tres ar maro, e teuas er bed eur bobl tud ken niveruz ha stered an nenv, diniver evel an trêz war ribl ar mor.

13 Er feiz-ze int marvet oll, heb beza gwelet ar promesaou sevenet, med goude beza o gwelet ha saludet euz a bell ha beza diskleriet ez oant tud estrenn ha tremenidi war an douar. 14 Ar re a gomz evel-se, a ziskouez sklêr beza war glask euz eur vamm-vro. 15 Ha ma vije bet en o zoñj ar vro o-doa kuiteet, o-defe kavet an tu da zistrei di. 16 Med warzu eur vro welloh oa troet o halon, hini an neñv. Setu perag, Doue n’e-neus ket a vez da veza anvet o Doue, rag kempennet e-neus eur gêr evito. 17 Dre ar feiz, Abraham en e amprou, a ginnigas Izaag, kinnig a ree ar mab unganet goude m’e-noa resevet ar promesaou, 18 ha m’oa bet lavaret dezan : « Diwar Izaag e savo dit eul lignez ». 19 Gouest eo Doue, a zoñje dezañ, da adsevel da veo eun den maro. Setu penaoz eh adkavas e vab, eur skeudenn e oa euz an amzer da zond. 20 Dre ar feiz c’hoaz, Izaag a vennigas Jakob hag Ezaü evid an amzer da zond. 21 Dre ar feiz, Jakob war e dremenvan a vennigas peb hini euz mibien Josef, hag e stouas harpet war benn e vaz. 22 Dre ar feiz, Josef, tost d’ar maro, a lakeas soñjal e distro pobl Israel hag e roas gourhemennou diwar-benn e relegou. 23 Dre ar feiz, Moizez, a-veh ganet, a oe kuzet gand e dud e-pad tri miz, rag gwelet o-doa ez oa koant ar hrouadur ha ne zentjont ket ouz gourhemenn ar roue. 24 Dre ar feiz, Moizez, deuet braz, a nahas beza kemeret evid eur mab da verh ar Faraon. 25 Gwelloh e kavas beza gwallgaset a-unan gand pobl Doue, eged beva evid eur mare e plijadureziou ar pehed. 26 Hervez e zoñj oa dismegañs ar Hrist talvoudusoh eged teñzoriou an Ejipt, rag war an digoll da zond e pare e zaoulagad. 27 Dre ar feiz e kuiteas bro Ejipt heb kaoud aon rag kounnar ar roue, hag evel m’e-nije gwelet ar pez n ’helled ket gweled e talhas mad. 28 Dre ar feiz e lidas ar Pask, hag e vennigas gand gwad evid mired na zeufe an distrujer da skei bugale kenta-ganet pobl Israel. 29 Dre ar feiz e treuzjont ar Mor-Ruz evel eun douar seh, an ejipsianed o klask ober kemend-all a oe lonket. 30 Dre ar feiz e kouezas mogeriou Jeriko, goude m’oa bet greet an dro dezo e-pad seiz devez. 31 Dre ar feiz, Rahab, ar vaouez a vuez fall a oe espernet er hontrol d’an dud difeiz, rag m’he-doa roet degemer d’ar spierien. 32 Ha petra a lavarin c’hoaz ? Rag n’am-befe ket amzer awalh evid komz euz Jedeon, Barak, Samson, Jefte, David, Samuel hag ar profeded. 33 Int-i o-doa dre ar feiz aloubet rouanteleziou, lakeet da ren ar justis, gwelet ar promesaou o tond da vad, klozet o geol da leoned. 34 Mouget o-doa herrder an tan, tehet diouz dremm ar hleze, greet e oe anezo tud kreñv, int-i hag a oa bet klañv, kaloneg e oent er brezel, bounta rejont er mêz ar strolladou estren. 35 Merhed a adkavas beo a-nevez o zud maro. Lod a zo bet boureviet, o tinah beza espernet ha tennet a boan evid kaoud gwelloh adsao da veo. 36 Lod all c’hoaz o-deus bet da houzañv goapèrèz, skourjerez, chedenn zoken ha prizoniou ; 37 labezet int bet, eskennet, lazet a daoliou kleze, mond a reent da veva euz eun tu d’egile, gwisket gand krohenn denved, pe greon givri, diouer dezo a beb tra, gwasket, gwallgaset, 38 int-i ha n’oa ket ar bed din anezo, redeg ha diredeg a reent dre al lehiou gouez, ar meneziou, ar heviou, ha toullou an douar. 39 Ar re-ze oll, daoust m’o-deus bet eun testeni mad dre o feiz, n’o-deus ket resevet ar promesaou, 40 rag Doue a wele en araog, gwelloh c ’hoaz egedom, hag int-i ne dleent ket hebdom-ni dond da veza parfed.

Gouzanv er poaniou

XII1 Setu eta, ni ivez hag on-eus endro deom kement a destou, taolom kuit diwarnom peb samm hagar pehed a oar, ken brao, or gronna, ha redom dalhmad d’ar stourmad kinniget deom, 2 on daoulagad o para war an hini e-neus diazezet ar feiz ha kaset anezi d’he zermen. Eñ, Jezuz, e leh al levenez kinniget dezañ, a houzañvas ar groaz, en desped d’ar vez staget outi hag a zo eet da azeza en tu dehou da dron Doue. 3 Taolit pled ouz an hini e-neus gouzañvet seurt enebiez a-berz ar beherien evid na zeufeh ket da fallgaloni. 4 N’ho-peus ket enebet c’hoaz beteg ar gwad en ho stourmad a-eneb ar pehed. 5 Ankounac’heet ho-pefe an ali roet deoh evel da vugale dezañ : « Va mab, arabad eo dit disprizoud reizadurez an Aotrou Doue, na fallgalon ket pa ra rebechou dit, 6 rag Doue a gastiz an neb a zo karet gantañ, ha fusta kement mab a zo d’e c’hoant. 7 Evid beza heñchet eo ho-peus da houzañv, ober a ra Doue deoh evel da vibien : pe vab ne vez ket reizet gand e dad ? Ma n’ho-peus ket bet ho lod a reizded evel m’o-devez an oll, n’eo ket mibien oh, med bastarded.

9 Evid or reiza eo on-eus bet tadou an douar ha ni a zouje anezo, ha n’e zafem ket da zouja kalz muioh c’hoaz Tad ar sperejou evid kaoud ar vuez ? 10 Int-i or reize evid berr-amzer hervez o zoñj, med eñ evid or mad, evid rei deom perz en e zantelez. 11 Peb reizadur war an taol ne zegas ket gantañ tro da veza laouen, med da veza doaniet. Diwezatoh avad e teu diwar ar hastiz eur frouezenn a beoh hag a justis. 12 Savit eta ho taouarn dinerzet hag o taoulin o krena. 13 Digorit heñchou eeun da gerzed ganto, hag evel-se an den kamm ne vo ket distreset e droad, med kentoh pareet.

Beza gwir gristenien

14 Klaskit ar peoh gand an oll, ha renit eur vuez santel, rag hebti ne welo den an Aotrou. 15 Grit ma ne vo den ebed o lezel gras Doue da dremen, ma ne zeuio gwrizienn c’houero ebed da vouillasi, da lakaad dizurz hag evel-se da gontammi an oll er gumuniez, 16 ha ma ne vo den orgeduz, na den disakr ebed. Ezaü a werzas e wir a vab hena evid eur pladad boued ; 17 rag c’hwi a oar, pa glaskas diwezatoh kaoud ar bennoz da herez, e oe dilezet, ha ne hellas cheñch daoust d’e bedennou ha d’e zaerou. 18 Tosteet oh, n’eo ket ouz eur menez a hellfed touch outañ, nag ouz tan beo, nag ouz eur goabrenn zu, nag ouz teñvalijenn na korventenn, 19 nag ouz son an drompill, nag ouz eur vouez a dregerne kement, ma houlennas ar re he hlevas ma vefe roet peoh dezo hiviziken. 20 N’oant ket evid gouzañv ar pez a oa kemennet dezo : « An neb a stoko ouz ar menez, ha goude ma vefe eun aneval, a vo labezet ». 21 Ken spontuz oa ar gwel a gement-se, ma lavaras Moizez : « Spontet on, ken na grenan ».

22 Deuet avad oh da dostaad ouz Menez Sion, ouz kêr an Doue beo Jeruzalem an neñv, ouz miliadou a êlez, oh ober gouel, 23 ouz bodadenn ar re genta-ganet a zo skrivet o ano en neñvou, ouz Doue barner an oll, ouz sperejou an dud justizet da vad, 24 hag ouz Jezuz hanterour eun testamant nevez, ouz gwad sparfet, a gomz gwelloh c’hoaz eged hini Abel.

25 Taolit evez na stouvfeh ho tiskouarn ouz an hini a gomz deoh, rag ma n’o-deus ket ar re-ze tehet diouz ar hastiz pa vontjont o diskouarn ouz an hini a gomze war an douar, ni, surroh c’hoaz, n’hellim ket henn ober, ma troom kein d’an hini a gomz ouzom euz lein an neñvou. 26 Eñ, an hini a lakeas neuze an douar da grena gand e vouez, a embann deom bremañ kement-mañ « Eur wech c’hoaz e lakin da grena n’eo ket hebken an douar, med ivez an neñv ». 27 Ar gèriou-se : « Eur wech c’hoaz » a ziskouez e vo cheñchet kement ha n’eo ket divrall, evel ar bed krouet, ma ne jomo nemed an traou divralluz. 28 Peogwir e resevom eur rouantelez divralluz, dalhom stard d’ar hras-se, drezi bezom e servich Doue en eur doare da blijoud dezañ, santel ha doujuz. 29 Rag on Doue a zo eun tan hag a bulluh.

Ar gumuniez wirion

XIII1 Kendalhit d’en em gared etre breudeur. 2 N’ankounac’hait ket beza mad da zegemer, rag evel-se, lod o-deus, heb her gouzoud, degemeret êlez. 3 Dalhit soñj er brizonidi, evel ma vefeh c’hwi ivez er prizon asamblez ganto, hag er re a zo gwallgaset, rag c’hwi ivez ho-peus eur horv. 4 Ra vo ar briedelez enoret gand an oll, ha distlabez gwele ar priejou, rag Doue a varn an dud lubrig hag an dud avoultrer. 5 Dalhit ho kalon distag diouz an arhant, awalh eo deoh ar pez ho-peus bremañ, rag an Aotrou e-unan e-neus lavaret : « Nann, ne guitain ket ahanout, na zilezin ket ahanout », 6 ken ma hellom lavared a-dra-zur : « Va zikour eo an Aotrou, n’am-bo aon ebed ; petra hello an den ober din ? »

7 Ho pet soñj er re a zo o houarn ahanoh hag o-deus embannet deoh Komz Doue, evesait e peseurt doare eo echuet o buez, bezit eveldo tud a feiz. 8 Jezuz Krist a zo ar memez hini deh hag hirio ha da virviken. 9 Na lezit ket kredennou estren a beb seurt d’ho touella, rag mad eo d’ar galon beza kennerzet dre ar hras, ha n’eo ket dre ar boued, ha n’e-neus talvezet da netra evid ar re o-deus e zebret. 10 Eun aoter on-eus, med n’o-deus ket aotre ar re a zo e servich an deltenn da denna diouti o magadurez. 11 Rag ar chatal a vez douget o gwad er zantual gand ar belez-meur evid ar pehed, o horv dezo a vez devet er-mêz euz ar hamp.

12 Setu perag, Jezuz, eñ ivez, evid santellaad ar bobl dree wad e-unan,e-neus bet da houzañv en tu all da zor kêr. 13 Deom eta en arbenn dezañ, er-mêz euz ar hamp, en eur zougen e zismegañs. 14 Rag n’on-eus ket war an douar-man eur gêr da badoud ; war glask emaom euz ar gêr an amzer da zond. 15 Drezañ eta, kinnigom dalhmad da Zoue eur zakrifis a veuleudi, da lavared eo frouezenn ar muzellou a anzav e ano. 16 Ar vadelez hag an unaniez, diwallit d’o ankounac’haad, rag sakrifisou evel-se a blij da Zoue. 17 Sentit ouz ar re a houarn ahanoh, doujit anezo – rag evesaad a reont ouz hoh eneou, ha bez’ o dezo da renta kont anezo – evid ma raint kement-se gand joa ha n’eo ket en eur glemm. Ne vefe ket mad kement-se evidoh. 18 Pedit evidom, rag kredi a reom stard eo nêt or houstiañs, ha troet or bolontez da jom e peb degouez war an hent mad. 19 Hoh alia a ran startoh c’hoaz d’henn ober, evid ma vezin rentet deoh kentoh a-ze.

Reketou diweza

20 Ra zeuio Doue ar peoh, e-neus lakeet da zevel a-douez ar re varo, dre wad eun Emgleo peurbaduz, Pastor-meur an deñved : Jezuz an Aotrou, 21 da ober deoh gelloud senti outañ e kement mad a zo, ma ray ennom ar pez a blij dezañ dre Jezuz Krist ; gloar dezañ a-hed ar hantvejou. 22 Me ho ped, breudeur, grit degemer vad d’ar brezegenn-mañ, hag ouspenn n’eo ket hir va fennad skrid. 23 Klevit ’ta eo bet frankizet or breur Timote. Ma teu prestig awalh, ez in gantañ d’ho kweled.

24 Saludit ar re oll a zo o ren ahanoh, hag an oll zent. Re an Itali ho salud. 25 Ra vo ar hras ganeoh oll. Amen.