Accueil  -  Testamant Nevez  -  Kenta lizer Sant Yann

Kenta lizer Sant Yann

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

 

YANN I. Pennad-kinnig

Gand an heveleb stumm-skriva evel an Aviel, Yann a glask degas ar gristenien a Azia-Izella da veva e kommuniez gand Doue. Evid an dra-ze e ranker beva ouz sklerijenn ar feiz ha trei kein d’ar pehed, o vired ar gourhemennou, oh en em ziwall ouz ar bed hag an antikristou ; red eo ive beva er garantez gand an nesa. Euz Doue e-unan eo e teu ar sklerijenn hag ar garantez ; eñ a zo sklerijenn, eñ a zo karantez. Dre ar homzou-se e ro Yann deom an diverra euz an diskuliadur euz a Zoue en e bez.

 

Kenta lizer Sant Yann

Kentlavar

I1 Ar pez a oa anezañ abaoe ar penn kenta, ar pez on-eus klevet, ar pez o-deus gwelet on daoulagad, ar pez on-eus arvestet hag on-eus touchet gand on daouarn euz ar gomz a vuez, 2 rag en em ziskouezet he-deus ar vuez, ha ni on-eus gwelet, a ro testeni hag a embann deoh ar vuez peurbaduz, a oa troet war-zu an Tad, hag he-deus en em ziskouezet deom. 3 Kement on-eus gwelet ha klevet a embannom deoh-hwi ivez, evid ma vefeh, c’hwi ivez, unanet ganeom. On unaniez deom-ni a zo unaniez gand an Tad ha gand e Vab Jezuz Krist. 4 Ha ni a skriv deoh an dra-ze, evid ma vo leun-barr on levenez.

Kerzed er sklerijenn dieubet euz ar pehed

5 Ha setu amañ ar gemennadurez on-eus klevet gantañ, hag a ziskuillom deoh : sklerijenn eo Doue, ha n’eus ennañ tres ebed a deñvalijenn. 6 Ma lavarom : « Unanet om gantañ », ha ni o kerzed en deñvalijenn, e lavarom gevier, ne reom ket ar wirionez. 7 Med ma kerzom er sklerijenn evel m’ema eñ er sklerijenn, ez om unanet kenetrezom ha gwad ar Hrist e Vab, a zo ouz or glannaad a beb pehed. 8 Ma lavarom n’on-eus ket a behed, e faziom ha n’ema ket ar wirionez ennom. 9 Ma’h anzavom or pehejou, fidel ha just evel ma ’z eo, e pardono deom, hag or glannaio a beb falloni. 10 Ma Javarom n’om ket peherien, e reom anezañ eur gaouiad, hag e gomz n’ema ket ennom.

II1 Va bugaligou, skriva a ran deoh kement-mañ evid ma chomfeh heb pehi. Med ma tegouez da hini pe hini koueza er pehed, ni on-eus eun divennour dirag an Tad : Jezuz Krist, an hini a zo dibeh, eñ eo an hini lidlazet evid an digoll euz ar pehejou ha n’eo ket hebken euz or re, med ouspenn euz re ar bed a-bez.

Mired gourhemenn ar garantez

3 Gand an dra-mañ eh ouzom eh anavezom anezañ, ma talhom d’e hourhemennou. 4 An neb a lavar : « Me a anavez anezañ », ha na vir ket e hourhemennou, hennez a lavar gevier, ha n’ema ket ar wirionez ennañ. 5 Med an hini a vir e gomz e gwirionez, eo deuet da wir ar garantez ennañ. E kement-mañ eh ouzom mad emaom ennañ.

6 An hini a lavar chom ennañ a dle eñ kerzed dre an hent e-neus Jezuz Krist, eñ ivez, kerzed drezañ. 7 Va re-muia karet, n’eo ket eur gourhemenn nevez a skrivan deoh, med eur gourhemenn hag a zo anezañ abaoe pell ’zo ; abaoe ar penn-kenta ho-peus anezañ, hag ar gourhemenn ho-peus a-bell ’zo, eo ar gomz ho-peus klevet. 8 Koulskoude eur gourhemenn nevez eo a skrivan deoh -kement-se a zo gwir ennañ hag ennoh, peogwir e tremen an deñvalijenn hag e sked dija ar sklerijenn wirion. 9 An hini a lavar beza er sklerijenn, hag eñ kasoni dezañ ouz e vreur, a zo c’hoaz en deñvalijenn. 10 An hini a gar e vreur a zo er sklerijenn, ha n’eus netra ennañ d’e lakaad da streboti. 11 An neb a-vad e-neus kas ouz e vreur a zo en deñvalijenn, ne oar ket da beleh ez a, peogwir eo dallet e zaoulagad gand an denvalijenn.

Feiz ar gristenien dirag ar bed

12 Va bugaligou, skriva a ran deoh eo pardonet deoh ho pehejou ablamour d’e ano dezañ : Jezuz. 13 Deoh tadou e lavaran : anaoud a rit an hini a zo anezañ abaoe ar penn-kenta ; ha deoh yaouankizou e lavaran : treh oh d’ar Fallagr. 14 Deoh va bugaligou am-eus lavaret : c’hwi a anavez an Tad ; deoh, tadou am-eus lavaret : c’hwi a anavez an hini a zo abaoe ar penn-kenta ; c’hwi yaouankizou, am-eus lavaret deoh, c’hwi a zo kreñv, komz Doue a zo o chom ennoh, treh oh bet d’ar Fallagr. 15 Na garit ket ar bed, nag ar pez a zo er bed, an hini a gar ar bed, n’ema ket ennañ karantez an Tad ; 16 peogwir kement a zo er bed, youlou fall an natur, c’hoantegeziou an daoulagad, ar fiziañs ourgouilluz er binvidigez ne zeuont ket euz an Tad, med euz ar bed, 17 Hogen ar bed a dremen ha gantañ e c’hoantegeziou med an hini a ra bolontez Doue a jom da viken.

18 Va bugaligou, en eur ziweza emaom. Klevet ho-peus lavared ez eus eun Antikrist o tond, hogen, azaleg bremañ, meur a Antikrist a zo aze hag evel-se eh ouzom ema an eur ziweza. 19 Euz on touez deom eo ez int savet ; ma vijent bet euz on tud e vijent chomet ganeom. Med red e oa e vije diskouezet sklêr ne oant ket euz on tud-ni. 20 C’hwi avad a zo bet olevet gand ar Zant hag oll eh ouzoh. 21 N’am-eus ket skrivet ne ouieh ket ar wirionez, med lavaret am-eus eh anavezit anezi ; ha, diwar ar wirionez ne zav netra hag a vefe gaou. 22 Ar gaouiad, piou eo ? nemed an hini a nah eo Jezuz Krist ar Hrist, hennez eo an Antikrist. 23 An neb a nah ar Mab, n’ema ket kennebeud an Tad gantañ.

24 Evidoh-hwi, ra jomo ennoh ar gemennadurez ho-peus klevet azaleg ar penn-kenta. Ma chom ennoh ar gemennadurez ho-peus klevet azaleg ar penn-kenta, c’hwi ivez a jomo er Mab hag en Tad, 25 hag ar bromesa e-neus eñ greet deom eo ar vuez peurbaduz.

26 Setu aze ar pez a felle din skriva deoh diwarbenn ar re a glask ho kas da goll. 27 Evidoh-hwi an olevadur ho-peus resevet digantañ a jom ennoh ha n’ho peus ezomm ebed da veza kenteliet war beb tra gand an olevadur, – ha gwirion eo ha n’eo ket gevier –, peogwir e-neus ho kenteliet ; c’hwi a jom ennañ. 28 Neuze ’ta, va bugaligou, chomit ennañ evid beza leun a asurañs, p’en em ziskouezo hag heb mez ebed pell dioutañ, da zeiz e zonedigez.

Beva hervez ar justis

29 Peogwir eh ouzoh eo just Doue, diskleirit ivez eo ganet anezañ kement hini a vev hervez ar justis.

III1 Gwelit eta pegen braz donezon eo bet karantez vraz an Tad evidom, beteg beza anvet bugale da Zoue, ha bez ’ez om ! Setu amañ perag n’hell ket ar bed anaoud anezañ : n’e-neus ket anavezet Doue. 2 Va re muia-karet, bremañ dija ez om bugale da Zoue, med n’eo ket c’hoaz displeget splann ar pez a vezim, goûd a ouzom, p’en em ziskouezo, e vezim heñvel outañ, o veza ma welim anezañ evel m’ema. 3 Kement-hini e-neus eun heveleb esperañs e Doue, a zeu da veza glan evel m’eo glan eñ, Jezuz. 4 Kement-hini a beh a dorr al lezenn, rag pehi a zo terri al lezenn. 5 Med c’hwi a oar eo deuet Jezuz evid dilemel ar pehejou hag ennañ n’eus ket a behed.

6 An-neb-piou-bennag a ra e zemeurañs ennañ, ne beh ket. An neb a beh ne wel ket anezañ, ne anavez ket anezañ. 7 Va bugaligou, arabad eo da zen dond d’ho touella, an neb a vev hervez ar justis a zo just, evel m’eo just, eñ, Jezuz. 8 An neb a beh, a zo diwar an diaoul, peogwir an diaoul a zo peher abaoe ar penn-kenta. Setu amañ perag eo deuet Mab Doue da ziskar an diaoul. 9 An neb a zo ganet euz a Zoue, ne beh mui, rag chom a ra ennañ an hadenn anezañ ; n’hell ket mui pehi, peogwir eo ganet euz a Zoue. 10 Setu amañ penaoz e weler pere a zo bugale da Zoue, ha pere a zo bugale d’an diaoul : an neb n ’eo ket just n’eo ket a Zoue, na kennebeud an neb ne gar ket e vreur.

11 Setu amañ ar gemennadurez ho-peus klevet abaoe ar penn-kenta : en em gared a dleom an eil egile. 12 N’eo ket evel Kain a oa diwar ar Fallagr, hag a lazas e vreur ; ha perag e lazas anezañ ? Fall oa e oberou e keid ha ma oa just re e vreur. 13 Na vezit ket souezet, breudeur, m’e-neus ar bed kasoni ouzoh. 14 Ni a oar ez om tremenet euz ar maro d’ar vuez o veza ma karom or breudeur. An hini ne gar ket a jom er maro. 15 An neb e-neus kasoni ouz e vreur a zo eur muntrer ha c’hwi a oar, muntrer ebed ne jom gantañ ar vuez peurbaduz. 16 Hiviziken, eo evel-henn eh ouzoh petra eo ar garantez : Jezuz, eñ, e-neus roet e vuez evidom, ni a dle ivez rei or buez evid or breudeur. 17 An hini e-neus madou er bed-mañ, hag a wel e vreur en dienez, ma teu dezañ mouga ennañ peb truez, penaoz e chomfe ennañ karantez evid Doue ?

18 Va bugaligou, karantez a dleom kaoud, n’eo ket dre gomz, na diwar beg an teod, med dre ober hag er wirionez. 19 Setu amañ penaoz e vezim heb douetañs ebed er wirionez hag e lakim or houstiañs e peoh dirag Doue. 20 Ma teu or houstiañs d’on tamall, Doue a zo brasoh eged or halon, hag anaoud a ra peb tra. 21 Va re-muia-karet, ma ne rebech or houstiañs netra deom, neuze ez om da Zoue gand asurañs hag e resevom digantañ petra bennag a houlenfem, ablamour ma virom e hourhemennou ha ma reom ar pez a blij dezañ. 23 ha setu e hourhemenn : kredi stard e Jezuz Krist hag en em gared kenetrezom, evel m’e-neus gourhemennet deom. 24 An neb a wir e hourhemennou a jom e Doue ha Doue ennañ, ha dre-ze eh ouzom ema o chom ennom dre ar Spered e-neus roet deom.

Merzoud ar sperejou dre ar feiz e Jezuz Krist

IV1 Va re-muia-karet, arabad eo deoh kredi e n’eus forz pe brofed, med taolit evez war o frofesiou, evid gweled ha dond a reont euz a Zoue, rag kalz a fals-profeded a zo o redeg dre ar bed. 2 Diwar an dra-mañ eh anavezit Spered Doue : kement hini a embann Jezuz Krist deuet en eur horv a zo euz a Zoue, 3 ha kement spered ha ne anzav ket ar Jezuz-se, n’eo ket euz a Zoue ; spered an Antikrist eo, ho-peus klevet embann ema o tond, hag azaleg bremañ ema er bed. 4 C’hwi va bugaligou hag a zo euz a Zoue a zo treh d’ar brofeded-se, rag m’eo brasoh an hini a zo o chom en ho touez eged an hini a zo er bed. 5 Int-i a zo euz ar bed, setu perag ema ganto komzou ar bed, hag e selaou ar bed anezo. 6 Ni avad, ni a zo euz a Zoue ; an hini a glask anaoud Doue a zelaou ahanom. Evel-se eo e reom an dibab etre ar spered a wirionez hag ar spered a fazi.

Ar garantez a zeu euz a Zoue

7 Va re muia-karet, en em garom an eil egile, rag euz a Zoue e teu ar garantez, ha kement hini e-neus karantez a zo ganet euz a Zoue hag a zeu da anaoud Doue. 8 An neb ne gar ket ne anavez ket Doue, rag Doue a zo karantez. 9 Setu perag eo deuet karantez Doue d’en em ziskouez en on touez ; e Vab muiakaret e-neus kaset er bed, deom da veva drezañ. 10 Amañ eo ema ar garantez : n’eo ket ni eo on-eus karet Doue, med eñ eo an hini e-neus karet ahanom, ha kaset e Vab da veza roet e sakrifis evid ar pardon euz ar pehejou. 11 Va re muia-karet, peogwir e-neus Doue or haret evel-se, ni, d’on tro a dle kaoud karantez an eil evid egile. 12 Doue, n’e-neus den gwelet anezañ biskoaz, med, m’en em garom an eil egile, ema Doue o chom ennon, hag e garantez a zo ennom en he haerra. 13 Gand an dra-mañ ez om sur emaom o chom ennañ, hag eñ o chom ennom : perz en e Spered e-neus roet deom. 14 Ha ni, p’on-eus gwelet gand on daoulagad, ni a zoug testeni e-neus an Tad kaset e Vab da veza Salver ar bed. 15 Kement-hini a ziskleir eo Jezuz Mab Doue, ema Doue o chom ennañ, hag eñ e Doue. 16 Ha ni a zo deuet da anaoud ervad, dre ar feiz, ar garantez e-neus Doue evidom. Karantez eo Doue ; an neb a zo o chom er garantez a zo o chom e Doue ha Doue a zo o chom ennañ. 17 Evel-henn e teu ar garantez da veza peurvad en on touez ; leun a fiziañs e hortozom deiz ar varn, rag evel m’ema eñ, Jezuz, evel-se emaom, ni ivez, er bed-mañ. 18 N’eus aon ebed er garantez, med ar garantez peurvad a daol an aon er mez, ha gand an aon ar hastiz hag an neb e-neus aon n’eo ket deuet d’eur garantez peurvad. 19 Ni avad on-eus karantez peogwir eñ eo e-neus or haret da genta. 20 Ma lavar hini pe hini : « me a gar Doue », hag e-neus kasoni ouz e vreur, hennez a zo gaouiad, rag an hini ne gar ket e vreur hag a wel, ne hell ket kared Doue ha na wel ket. 21 Ha setu amañ ar gourhemenn on-eus bet digantañ : an neb a gar Doue, ra garo ivez e vreur.

Ar feiz e Doue gwriziennet er garantez

V1 Kement hini a gred eo Jezuz ar Hrist, hennez a zo ganet euz a Zoue, ha kement-hini e-neus karantez evid an Tad, a gar ivez an hini a zo ganet anezañ. 2 Anad eo deom e karom bugale Doue pa garom Doue ha pa virom e hourhemennou. 3 Rag an dra-mañ eo kared Doue : mired e hourhemennou, ha n’eo ket e hourhemennou eur zamm pounner, 4 peogwir kement-hini a zo ganet euz a Zoue, a zo treh d’ar bed hag ar pez e-neus greet deom beza treh d’ar bed, ar feiz an hini eo. 5 Piou eta eo an hini a zo treh d’ar bed, ma n’eo ket an hini a gred eo Jezuz Mab da Zoue. 6 Eñ eo Jezuz Krist, an hini a zo deuet dre an dour hag ar gwad, n’eo ket en dour hebken, med en dour hag er gwad, ha test eo ar Spered, rag ar wirionez memez eo ar Spered.

7 Tri a zo anezo o rei testeni : 8 ar Spered, an dour hag ar gwad, ha ne reont o zri nemed eun testeni hebken. 9 Ma tegemerom testeni an dud, testeni Doue a zo brasoh rag testeni Doue eo an hini e-neus roet diwarbenn e Vab. 10 An hini e-neus feiz e Mab Doue, e-neus ennañ e-unan an testeni-se ; an hini ne gred ket e Doue hennez a ra eur gaouiad anezañ, peogwir ne gred ket en testeni e-neus Doue roet d’e Vab, 11 ha setu amañ an testeni-se : Doue e-neus roet deom ar vuez peurbaduz hag ar vuez-se a zo en e Vab. 12 An neb e-neus ar Mab e-neus ar vuez, an neb n’e-neus ket Mab Doue n’e-neus ket ar vuez. 13 Skrivet am-eus deoh kement-se, evid rei deoh da anaoud ho-peus ar vuez peurbaduz, c’hwi hag a gred e ano Mab Doue. 14 Ar pez a ra deom beza en asur dirag Doue eo ma selaou ahanom pa vez or goulenn hervez e volontez. 15 Ha peogwir eh ouzom e selaou or goulennou, n’eus forz pere e vefent, eh ouzom ivez on-eus ar pez on-eus goulennet. 16 Ma wel hini pe hini e vreur oh ober eur pehed, eur pehed ha na gas ket d’ar maro, dezañ pedi, ha Doue a roio dezañ ar vuez, da vianna ma ne gas ket d’ar maro ar pehed e-neus greet. Eur pehed a zo hag a gas d’ar maro, n’eo ket diwarbenn hennez eo e houlennan pedi. 17 Kement fallagriez a zo pehed, med kement pehed ne gas ket d’ar maro. 18 Her gouzoud a reom an neb a zo ganet euz a Zoue ne beh mui, med ar Mab ganet a Zoue a ziwall anezañ hag an hini fallagr n’e-neus ket krog warnañ.

19 Her gouzoud a reom, ni a zo euz a Zoue, daoust m’ema ar bed a-bez dindan galloud ar Fallagr. Her gouzoud a reom eo deuet Mab Doue hag e-neus roet deom ar Spered evid anaoud an hini-gwirion, ha ni a zo en hini gwirion, en e Vab Jezuz Krist. Eñ eo an hini gwirion, eñ a zo Doue hag ar vuez peurbadel. 21 Va bugaligou, taolit evez na ’z afeh e servich ar fals-doueed.

Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.

Réglages des cookies

Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.

Cookies de fonctionnement (obligatoire)Ces cookies sont nécessaires et garantissent le bon fonctionnement ainsi que l'optimisation de notre site internet.

Cookies analytiquesCes cookies permettent d’obtenir des statistiques de fréquentation de notre site internet afin d’optimiser son ergonomie, sa navigation et ses contenus.

Cookies sociauxNotre site internet peut utiliser des cookies liés aux réseaux sociaux pour vous montrer du contenu tiers comme YouTube et Facebook. Ces cookies permettent d’interagir depuis notre site internet et de partager les contenus du site, lorsque vous cliquez sur les modules "Partager" de Facebook, par exemple. En désactivant ces cookies, vous ne pourrez plus partager les articles de notre site sur les réseaux sociaux.

Cookies de ciblage publicitaireCes cookies peuvent permettre à notre site internet de vous présenter des publicités plus pertinentes et adaptées à vos centres d’intérêt en fonction de votre navigation sur le web. En désactivant ces cookies, des publicités sans lien avec vos centres d’intérêt supposés vous seront proposées sur notre site.

AutresNotre site internet peut utiliser des cookies tiers provenant d'autres services qui ne sont pas de type analytique, social ou publicitaire.