Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Kenvreuriez  -  An Aviel hervez Sant Vaze – Pennad 3

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze  –  Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

An Aviel hervez Sant Vaze
Pennad 3

PREZEGEREZ YANN VADEZOUR

1 En amzer-ze e tigouez Yann-Vadezour ; o prezeg edo e goueleh Bro-Juda.

2 — « Cheñchit buez emezañ, rag war-nes digouezoud ema Rouantèlèz Doue.

3 Anezañ eo e-noa komzet ar profet Izaiaz pa lavare :

« Eur vouez a gri er goueleh,
« Kempennit an hent d’an Aotrou,
« Eunit dezañ e wenojennou ».

4 Yann a zouge eur wiskamañt greet gand reun kañval, hag eur gouriz ler en-dro d’e groaz-léz. Killeien-raden ha mél gouez a oa e vevañs. 5 Dond a ree davetañ tud Jeruzalem, Bro-Judea ha tro-war-dro ar Jordan, 6 hag e vezent badezet gantañ er ster Jordan en eur anzao o ’fehejou.7 O weled kalz Farizianed ha Saduseaned [4] o tond da veza badezet, e lavaras dezo :

— « Gouenn naered, piou e-neus roet deoh ar zoñj da dehed araog ar gounnar a zo o tond ? 8 Diskouezit ’ta dre hoh oberou eo gwirion ho keuz. 9 N’it ket da lavared ennoh hoh unan : « Abraham eo on tad ». Rag, m’hel lavar deoh, e hell Doue euz ar vein-mañ sevel bugale da Abraham. 10 Ema dija ar vouhal gand gwriziou ar gwez. Kement gwezenn ne daol ket frouez mad a vo trohet ha stlapet en tan.

11 « Me ho padez en dour evid ma teufeh da jeñch buez, med an hini a zo o tond war va lerh a zo galloudusoh egedon ha n’on ket din da denna dezañ e voutou. Eñ eo ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

12 « Ar bal-wenta a zo en e zaouarn, skuba ’ray al leur hag ar greun a vo dastumet er hrignol. Ar pell a-vad a vo taolet en tan ha ne varv ket ».

BADEZIANT JEZUZ

13 Neuze e teuas Jezuz euz Bro-Halilea beteg ar Jordan, da gavoud Yann, evid beza badezet gantañ.

14 Yann avad ne felle ket dezañ e vadezi.

— « Me eo, emezañ, a dle beza badezet ganit; ha Te a zeu davedon ! »

15 Jezuz a respontas dezañ :

— « Gra e-giz ma lavaran dit, rag evel-se eo on-eus da gas pep justis da benn » [5].

Neuze e plég Yann d’e vennoz.

16 Kerkent ha badezet e teuas Jezuz er-mêz euz an dour hag an neñvou a zigoras. Gweled a ra Spered Doue o tiskenn evel eur goulm hag o chom warnañ. 17 Eur vouez deuet euz an neñv a lavaras :

— « Hemañ eo va Mab muia karet, a zo va dudi ».