Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Kenvreuriez  -  Aviel hervez Sant Vaze – Pennad 7

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze  –  Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

Aviel hervez Sant Vaze
Pennad 7

AR BLOUZENN HAG AN TREUST

1 « Na varnit ket ha ne vezoh ket barnet. 2 Rag en doare ma varnoh e vezoh barnet, ha gand ar muzul ho-po muzuliet gantañ e vo muzuliet deoh ive.

3 « Petra ez-peus da zelled ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur ? Hag an treust a zo en da lagad da unan ne welez ket ? 4 Ha penaoz lavared d’az preur : Va lez da denna ar blouzenn a zo en da lagad, pa ’z eus eun treust en da hini ?

5 « Dén faoz ’zo ahanout ! Tenn da genta an treust a zo en da lagad, ha neuze e weli sklêr evid tenna ar blouzenn euz lagad da vreur.

6 « Na roit ket d’ar chas ar pez a zo sakr, ha na daolit ket perlez d’ar moh gand aon na zeufent d’o bresa ha da zistrei ouzoh d’ho trailla.

7 « Goulennit hag e vo roet deoh ; klaskit hag e kavoh ; skoit hag e vo digoret deoh :

8 Rag an neb a houlenn a reseo, an neb a glask a gav, hag an neb a sko war an nor a vez digoret dezañ.

9 « Piou ahanoh, ma houlenn e vab bara digantañ, a roio dezañ eur mên ? 10 Pe ma houlenn eur pesk, a roio dezañ eun naer ? 11 Neuze ’ta, pegwir, c’hwi.tud fallagr ahanoh, a oar rei traou mad d’ho pugale, pegement muioh e roio ho Tad euz an neñv traou mad d’ar re a houlenn digantañ.

12 « Setu eta, grit d’ar re all kement ho-peus c’hoant a rafent evidoh, rag aze ema al Lezenn hag ar Brofeted ».

DAOU HENT A ZO

13 « Antreit dre an nor striz, rag frank ha ledan eo an hent a gas da goll ; niveruz eo an dud a gemer an hent-se. 14 Rag eñk eo an nor, ha striz an hent a gas d’ar vuez, ha rouez eo ar re a gav anezañ.

15 « Diwallit ouz ar ’falz-profeted, a zeu davedoh gwisket evel deñved, med a zo bleizi kriz anezo en diabarz. 16 Diouz o frouez eh anavezoh anezo : daoust hag e vez kutuillet rezin war spern ha fiez war an askol ?

17 Kement gwezenn vad a ro frouez mad, ha kement gwezenn ’fall a ro frouez fall. 18 Ne hell ket eur wezenn vad dougenn frouez fall, nag eur wezenn ’fall dougenn frouez mad. 19 Kement gwezenn ha na zoug ket frouez mad e vez trohet ha taolet en tan. 20 Diouz o ’frouez eta eh anavezoh anezo ».

AR WIR ZISKIBIEN

21 « N’eo ket o lavared din : « Aotrou ! Aotrou ! » eo ez eer e Rouantèlèz an neñv, med oh ober bolontez va Zad a zo en neñv.

22 « Kalz a lavaro din en deiz-se [11]: « Aotrou ! Aotrou ! daoust ha n’eo ket en da ano eo on-eus komzet ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus argaset an droug-spered ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus greet burzudou ? »

23 « Neuze e respontin dezo : « N’am-eus biskoaz hoh anavezet. It pell diouzin, c’hwi hag a ra an droug.

24 Evel-se eo heñvel an hini a zelaou va homzou hag a heuill anezo, ouz eun dén a skiant vad savet ti gantañ war ar garreg. 25 Ar glao a zo kouezet, an dour-beuz a zo dirollet, an aveliou o-deus c’hwezet gand kounnar war an ti. N’eo ket kouezet en e boull, diazezet ma oa war ar roh.

26 « Med an dén a zelaou va homzou, ha na zent ket outo, a zo heñvel ouz eun dén diskiant e-neus savet e di war an trêz. 27 Ar glao a zo kouezet, ar pil-dour a zo deuet, an aveliou a zo savet hag o-deus c’hwezet war an ti. Koueza ’ra en e boull hag e koll an dén pep tra ».

28 P’e-noa Jezuz echuet gand ar homzou-ze, e oe skoet an dud gand e gelennadurez. 29 Rag o helenn a ree evel dén hag e-neus beli ha n’eo ket evel ar skribed.