Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Aviel hervez Sant Vaze – Pennad 15

Aviel hervez Sant Vaze
Pennad 15

TABUT DIWAR-BENN AR GIZIOU KOZ

1 Neuze e teuas skribed ha Farizianed euz Jeruzalem da gavoud Jezuz gand ar goulennou-mañ :

2 — « Perag « e torr da ziskibien boazamañchou ar re goz ? Rag ne walhont kit o daouarn a-raog o ’frejou ».

3 Respont a reas dezo :

— « Ha c’hwi, perag e torrit gourhemennou Doue war zigarez ho poazamañchou ? 4 Rag lavaret e-neus Doue : Enor da dad ha da vamm. Pe c’hoaz : An neb a valloz e dad pe e vamm, ra vo laket d’ar maro !

5 « C’hwi a-vad a lavar : An nep a lavar d’e dad pe d’e vamm : Ar pez a dleez reseo diganin e-giz sikour a zo laket da brov sakr ; 6 hennez n’e-no mui da enori e dad pe e vamm. Hag evel-se ho-peus mouget Komz Doue gand ho poazamañchou koz.

7 « Tud faoz ’zo ahanoh ! Mad kenañ e-neus diouganet Izaiaz diwar ho penn p’e-neus lavaret :

8 « Gand he muzellou e ro enor din ar bobl-mañ,
« med pell ema he halon diouzin.

9 « En aner eo e reont lidou sakr em enor,
« rag n’eo o helennadurez, nemed gourhemennou
« a-berz an dud ».

GLAN HA DIHLAN

10 Hag o veza galvet an dud e lavaras dezo :

— « Selaouit hag intentit :

11 — « N’eo ket ar pez a ya er henou eo a louz an dén, med ar pez a zeu er-mêz euz ar henou, setu aze ar pez a louz an dén ».

12 Neuze e tosteas e ziskibien outañ hag e lavarjont dezañ :

— « Ha gouzoud a rez eo bet feuket ar Farizianed o kleved ar gomz-se ? »

13 Respont a reas :

— « Kement plantenn ha n’eo ket bet plantet gand va Zad hag a zo en neñv a vo diwriziennet. 14 Lezit anezo. N’int nemed tud dall o vlenia tud dall. Ha pa vez unan dall o vlenia unan dall, e kouezont o-daou en toull ».

15 Neuze e lavaras Pèr dezañ :

— « Lavar deom petra zinifi ar barabolenn-se ».

16 Jezuz a respontas :

— « Ha c’hwi ive a vije c’hoaz hirio berr a spered ?

17 Kement a ya er henou, ha ne ouezit ket ez a er hov hag ahano e vez distaolet er ’foz ?

18 « Med ar pez a ya er-mêz euz ar henou, euz ar galon eo e teu, hag an dra-ze eo a louz an dén. 19 Rag euz ar galon eo e teu ar mennadou fall : muntrèrèz, avoultriez, gadaliez, laeronsiou, fals-testeniou, droug-komzou. 20 An traou-ze eo a louz an dén, med debri heb beza gwalhet an daouarn ne louz ket an dén ».

FEIZ AR GANANEANEZ

21 Eet kuit ahano, en em dennas Jezuz e kostez Tir ha Sidon. 22 Ha setu eur Gananeanez deuet diouz ar hosteziou-ze a zeuas hag a grias :

— « Bez truez ouzin, Aotrou, Mab David ! Va merh a zo gwall-gaset spontuz gand an droug-spered ».

23 Med eñ ne respontas gér. E ziskibien a dosteas da lavared dezañ :

— « Ro dezi he goulenn, rag terri a ra deom or penn gand he youhadennou ».

24 Ha Jezuz respont : — « N’on bet kaset nemed evid deñved dianket euz ti Israël » [36].

25 Houmañ a zeuas da stoui dirazañ en eur lavared.

— « Aotrou, deus war va zikour ! »

26 Med eñ a respontas :

— « N’eo ket mad kemer bara ar vugale evid e daoler d’ar chas bihan ».

27 — « Gwir eo, emezi, med ar chas bihan o-unan a zèbr ar bruzunou a gouez diwar daol o mistri ».

28 Neuze e respontas Jezuz :

— « O ! maouez! Braz eo da ’feiz. Ra zigouezo ganit hervez da hoant ».

Hag e oe pareet he merh, d’ar mare-ze end-eùn.

PAREANSOU NIVERUZ E-TAL AL LENN

29 Ahano e teuas Jezuz war ribl mor Galilea. Pignad a reas war ar menez, hag eno eh azezas.

30 Eun niver braz a dud a zeuas davetañ, ganto tud kamm, tud dall, tud mahagnet, tud mud ha kalz re all. O lakaad a rejont e-harz e dreid hag eñ a bareas anezo. 31 Ma oa estlammet an dud o weled ar re vud o komz, ar re gamm o vale, ar re zall deuet da weled sklêr, ar re vahagnet pare. Hag e rentent gloar da Zoue Israël !

EIL BURZUD AR BARA KRESKET

32 Jezuz a halvas e ziskibien hag a lavaras dezo :

— « Truez am-eus ouz ar bobl-se, rag tri devez ’zo emaint ouz va heul, ha n’o-deus netra da zebri. Ne ’fell ket din o has kuit war yun, gand aon na zeufent da zempla en hent ».

33 An diskibien a lavaras dezañ :

— « E peleh e kavim, en eur goueleh, a-walh a vara da derri o naon da gemend-all a dud ? »

34 Ha Jezuz a houlenn outo :

— « Péd baraenn ho-peus ? »

— « Seiz, emezo, hag eun nebeud peskedigou ».

35 Gourhemenn a reas neuze d’an dud azeza war an douar. 36 Hag o veza kemeret ar seiz baraenn hag ar pesked, e reas eur bedenn a drugarez, e torras anezo, hag o roas d’e ziskibien ; ar re-mañ o roas d’an dud.

37 An oll a zébras ouz o naon. Ar pez a jomas a oe dastumet : seiz panerad leun a oe anezo.

38 Hogen, ar re o devoa debret a oa anezo pevar mil dén hep konta ar merhed hag ar vugale. 39 Ha goude beza digouviet an dud, e pignas Jezuz er vag, evid mond da gorn-bro Magadan.