Salm 113 b

Ecouter

Les paroles

En Breton

 

On Doue a zo en neñvou, kement a fell dezañ a ra !

1 N’eo ket deom-ni, Aotrou, n’eo ket deom-ni,
Med d’az Ano, ro gloar evid da garantez ha da fealded.

2 Perag e lavar ar broadou :
“Pelec’h ema o Doue?”

3 On doue a zo en neñvou;
Kement a fell dezañ a ra!

4 O idolennou a zo arhant hag aour,
Labour daouarn an dén.

5 Eur genou o-deus ha ne gomzont ket,
Daoulagad o-deus ha ne welont ket.

6 Diouskouarn o-deus ha ne glevont ket,
Eur fri o-deus ha ne zantont ket.

7 Daouarn o-deus ha ne zornatont ket,
Treid o-deus ha ne valeont ket,
Mouskomz ebed en o c’horzaillenn.

8 Evelto ra vezo ar re o-deus greet anezo,
An neb a laka e fiziañs enno.

9 Izrael, lak da fiziañs en Aotrou,
Eñ eo da skoazell ha da skoed !

10 Tiegez Aharon, lak da fiziañs en Aotrou,
Eñ eo da skoazell ha da skoed !

11 Doujerien an Aotrou, lakit ho fiziañs en Aotrou,
Eñ eo ho skoazell hag ho skoed !

12 An Aotrou e-neus soñj ahanom : benniga a ray,
Benniga a ray tiegez Izrael,
Benniga a ray tiegez Aharon,

13 Benniga a ray doujerien an Aotrou,
Ar re vian hag ar re vraz.

14 Ra gendalho an Aotrou e vennoziou,
Warnoc’h ha war ho pugale.

15 Benniget ra viot gand an Aotrou,
E-neus greet an neñv hag an douar !

16 An neñv eo neñv an Aotrou,
Hag an douar e-neus roet d’an dud.

17 N’eo ket ar re a varv a veulo an Aotrou,
Rag oll e tiskennont da vro an dilavar.

18 Med ni eo a vennigo an Aotrou,
A-vremañ ha da virviken. (Allelouia !)

19. Gloar d’an Tad, d’ar Mab ha d’ar Spered Santel
A gantvejou da gantvejou, Amen !

En Français

À ton nom, donne la gloire

1. Non pas à nous, Seigneur, non pas à nous,
Mais à ton nom, donne la gloire,
Pour ton amour et ta vérité.

2. Pourquoi les païens diraient-ils :
“Où donc est leur Dieu?”

3. Notre Dieu, Il est au ciel;
Tout ce qu’Il veut, Il le fait.

4. Leurs idoles : or et argent,
Ouvrages de mains humaines.

5. Elles ont une bouche et ne parlent pas,
Des yeux et ne voient pas,

6. Des oreilles et n’entendent pas,
Des narines et ne sentent pas.

7. Leurs mains ne peuvent toucher,
Leurs pieds ne peuvent marcher,
Pas un son ne sort de leur gosier !

8. Qu’ils deviennent comme elles,
Tous ceux qui les font,
Ceux qui mettent leur foi en elles.

9. Israël, mets ta foi dans le Seigneur :
Le secours, le bouclier, c’est Lui !

10. Famille d’Aaron, mets ta foi dans le Seigneur :
Le secours, le bouclier, c’est Lui !

11. Vous qui le craignez, ayez foi dans le Seigneur :
Le secours, le bouclier, c’est Lui !

12. Le Seigneur se souviendra de nous : Il bénira !
Il bénira la famille d’Israël,
Il bénira la famille d’Aaron;

13. Il bénira tous ceux qui craignent le Seigneur,
Du plus grand au plus petit.

14. Que le Seigneur multiplie ses bienfaits
Pour vous et vos enfants !

15. Soyez bénis par le Seigneur
Qui a fait le ciel et la terre !

16. Le ciel, c’est le ciel du Seigneur;
Aux hommes, Il a donné la terre.

17. Les morts ne louent pas le Seigneur,
Ni ceux qui descendent au silence.

18. Nous, les vivants, bénissons le Seigneur,
Maintenant et pour les siècles des siècles !

19. Gloire au Père, au Fils et au Saint Esprit
Pour les siècles des siècles, Amen !

Téléchargements