Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Notennou war aviel Sant Mark

Notennou war aviel Sant Mark

1 « Aviel » : da lavared eo « Kelou Mad » ar Zilvidigez, roet da anaoud dre ar Brofeted, sevenet gand Jezuz-Krist.

2 Evid digemered Rouantèlèz Doue e tleer cheñch buez, distrei ouz Doue. An Aviel eo a brezeg Rouantèlèz Doue : setu aze ar helou mad roet deom da anaoud.

3 Ar Skribed a oa tud desket war ar Skrituriou Santel.

4 Devez ar Juzevien a groge hag a echue gand ar huz-heol. Beteg ar mare-ze e oa difenn, deiz ar zabat, da zougenn d’eul leh all dén klañv e-béd.

5 Gweled notenn 11 Aviel Sant Vaze.

6 Toennou plad an tiez a oa êz da freuza, greet ma oant gand raoskl ha douar laket war an treustou. Mond a reed warno dre skalierou diavêz.

7 Levi, pe Maze, a oa eun dastumer taillou, eur publikan eta, gwelet fall gand ar bobl.

8 Gweled notenn 4 e Aviel Sant Vaze.

9 Evel-se ive, Lezenn nevez an Aviel a houlenn kalonou nevezet.

10 Herodianed : Tud e servich Herodez Tetrark Bro-Halilea. Ar re-mañ a oa a-du gand gouarnamant Rom.

11 « Belzeboùl » : ano Jeun a zismegañs roet gand ar Juzevien da Vestr an diaoulou.

12 Komz dizakr a-eneb ar Spered-Santel a zo nah gweled ar pez a ra Doue evid silvidigez an dud, hag ive nah ouz Doue beza salvet gantañ.

13 « E vreudeur », da lavared eo e gendirvi, hervez giz ar Juzevien.

14 « Parabolennou » : gweled notenn 30, St Vaze.

15 D’ar re ha n’eo ket prest o halon da gompren mister Rouantèlèz Doue, ar parabolennou a hello rei dezo eun tamm sklêrijenn, nemed ha serri a rafent o daoulagad.

16 « Lenn Jenezared » : gweled not. 13 Aviel St V aze.

17 « Eur vandenn vraz a voh » : hervez Lezenn ar Juzevien, ar moh a zo loened « dihlan ». Difennet ’oa o debri ha rag-se o zevel.

18 « An Dégkêr » : eur Rann-Vro hag a oa en tu-all d’ar Jordan.

19 « Olevi » (rei an oleo-sakr) kalz klañvourien : Ahalese eo e teu Sakramant an nouenn (Sakramant ar re glañv).

20 An noz, gand ar Juzevien, a oa rannet e peder beilladenn. « Ar bederved beilladenn » : da lavared eo war-dro teir eur diouz ar mintin.

21 Kement-se ’oa mond a-dreuz gand ar pevare gourhemenn a Zoue : « Da dad, da vamm a enori » dre ’n abeg ma oa konsakret da Zoue kemend a oa deor an-unan.

22 Dre ’forz ober reolennou diwar-benn ar pez a zo glan ha dihlan, dén ne helle mui en em zibab ganto. Jezuz a lavar ema ar hlanded wirion e diabarz an dén.

23 Gweled notenn 36 e St Vaze.

24 « Goell ar Farizianed » : Al lorhentez o houlenn burzudou digand Doue. « Goell Herodez »: An trabas gand kudennou ar politikèrèz.

25 « Chom hep komz da zén e-béd » : E Sant Mark e kaver an urz-se alïez. Arabad eo e kredfe ar bobl eo deuet Jezuz d’he has da hloar ar béd-mañ. Dre e boaniou ha dre e groaz eo e saveteio ar béd.

26 Rouantèlèz Doue a zeu tamm ha tamm. Dasorh Jezuz he diskouezo dija, hag ive pa grogo an Aviel d’en em astenn evid ar wech kenta, « gand Galloud ».

27 Jezuz a ro da gompren d’e ziskibien eo deuet Yann-Vadezour evel eun eil Eliaz.

28 « Evel eur bugel » : da lavared eo didroidell evel eur bugel, gand eur gallon ken eün ha ken anaoudeg. (Gweled an notenn 2).

29 « Ar halirad », ar « vadeziant » a boaniou a rankoJezuz gouzañv, evel ma vo ive lod pep hini euz e ziskibien.

30 Ar wezenn ’fiez a zo amañ ar skeudenn euz pobl Israel, dibabet gand Doue evid rei frouez a zantèlèz ; med chom a ra difrouez dre ma ne ’fell ket dezi digemer Jezuz.

31 Ar winieg a zo eur skeudenn all euzpobl Israel. Beleien-Vraz, Skribed ha Pennou-Braz ar bobl ’oa ar Benn-Renerien. En eur zistaoler Jezuz int deuet da veza renerien ’fall. Ha Doue a zigoro e Iliz d’ar poblou payan.

32 Rouantèlêz Doue a zeuio evel ma teu eur bugel er béd, e-kreiz ar boan. Distruj Jeruzalem, hag ar brezel greet d’ar gristenien, a zo dija ar penn kenta euz ar poaniou-ze, da hortoz fin ar béd. Ablamour da ze e kaver amañ, kemmesket, an darvoudou-ze.

33 Levr ar Profet Daniel eo a gomze evel-se : evel eur vez spontuz meurbéd, pa zeufe ar bayaned da gemer an Templ ha da adori ennañ o doueou faoz.

34 Ar skeudennou-ze ne glaskont nemed rei da intent an doare dreist-ordinal m’en em ziskouezo da vad Rouantèlèz Doue. « Dén ne oar nag an deiz nag an eur ».

35 « … ar Bara-Dihoell » : Gweled not. 62 Aviel St Vaze.

36 « … Gwad an Emgleo » : Gweled not. 63 St Vaze.

37 Meur a hini a gréd eo an dén yaouank-se Sant Mark e-unan, rag gouzoud a reer edo o chom e Jeruzalem.

38 An devez kenta-ze euz ar zizun, ar zul, eo a zo bet dibabet gand ar gristenien genta da veza an devez gouestlet da Zoue eñvor euz adsao ar Hrist a varo da veo.

39 Aman ema penn diweza Aviel Sant Mark. Ar pez a zo ouspenn a zo bet skrivet war e lerh, evel eun diverra euz diskouezadegou or Zalver. Med an dra-man ive e-neus e blas er Skritur-Zantel.

40 An danevell euz kement-man a gaver e Aviel Sant Lukaz (24, 13-35).