Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Aviel hervez sant Mark – Pennad 11

Aviel hervez sant Mark
Pennad 11

JEZUZ DIGEMERET E JERUZALEM EVEL EUR ROUE

1 Pa oent erruet tost de Jeruzalem, e-kichenn Betfaje ha Betania, dirag Menez an Olived, é kasas Jezuz daou euz e ziskibien, en eur lavared dezo :

2— « It d’ar vourhadenn a zo dirazoh. Kerkent hag cet e-barz e kavoh eun azen yaouank ouz ar stag, ha n’eus bet c’hoaz dén azezet warnañ. Distagit anezañ hag henn digasit ganeoh.

3 « Ma houlenn unan bennag ouzoh : « Petra ’rit aze ? » Respontit : «  An Aotrou e-neus ezomm anezañ ». Ha dioustu e lezo anezañ da zond ganeoh ».

4 Mond a reont eta, hag e kavont eun azen yaouank stag e-kichenn eun nor, er-mêz euz an ti, hag e tistagont anezañ. 5 Tud a oa eno hag a houlennas outo :

— « D’ober petra e tistagit an azenig-se ? »

6 Int-i da respont evel m’e-noa lavaret Jezuz, hag e lezer anezo da ober. Digas a reont an azen yaouank da Jezuz. Taoler a reont o mantilli war e gein ha Jezuz a azezas warnañ.

8 Kalz tud neuze a léd o mañtilli war an hent ha lod all bodou trohet ganto er parkeier. 9 Ar re a gerze a-raog koulz hag ar re a zeue warlerh a youhe a-bouez-penn :

« Hozanna !
« Benniget an hini a zeu en ano Doue !
10 « Benniget ar Rouantèlèz a zo o tond,
« hini David on Tad.
« Hozanna e barr an Neñvou  ! »

11 Hag eh antreas e Jeruzalem, en templ. Goude beza greet eur zell war bep tra en-dro dezañ, o veza m’oa dija ar zerr-noz, ez cas ahano da Vetania gand an Daouzeg.

AR WEZENN FIEZ DIZEHET

12 Antronoz, o veza m’edont o vond kuit euz Betania, Jezuz a zeuas naon dezañ. 13 O weled euz a bell eur wezenn ’fiez, deliou dezi, ez cas da weled ha kavoud a rafe enni eun dra bennag.

Tostaad a reas ha ne gavas nemed deliou. N’edod ket e mare ar fiez. 14 Neuze e komzas hag e lavaras d’ar wezenn fiez :

— « Biken mui ne zebro dén euz da frouez » [30].

An diskibien a zelaoue.

AR VARHADOURIEN KASET ER-MEZ EUZ AN TEMPL

15 Digouezoud a reont e Jeruzalem. Eet en templ, en em lakeas Jezuz da gas er-mêz an dud a oa o werza hag o prena en templ. Tumpa ’reas taoliou an eskemmerien arhant ha kado-riou ar varhadourien goulmed.

16 Ne leze dén e-béd da dreuzi an templ sammet gand tra pe dra. 17 Kelenn a ree ha lavared :

— « Daoust ha n’eo ket skrivet :

« Va zi a vo anvet ti ar bedenn
« evid an oll boblou,
« ha c’hwi ho-peus greet anezañ
« eun toull laeron ».

18 Prinsed ar Veleien hag ar Skribed a glevas, hag a glaske an tu d’e lakaad d’ar maro, rag aon o-doa razan, ablamour m’oa estlammet ar bobl gand e gelennadurez. 19 Deuet an abardaez e kuiteas kêr gand e ziskibien.

AR WEZENN FIEZ DIZEHET

20 En eur vond e-biou, antronoz vintin, e weljont ar wezenn ’fiez dizehet beteg he gwriziou. 21 Pèr, deuet da zonj dezañ, a lavaras :

— « Rabbi  ! Sell ta ! Seh-korn eo ar wezenn ’fiez az-poa milliget ».

22 Jezuz a respontas :

— « Ho-pet feiz e Doue.

23 E gwirionez, m’hel lavar deoh : ma lavar unan bennag d’ar menez-se : « Sav alese hag en em daol er mor  », ma n’eus ket douetans en e galon, ha ma kréd e tigouezo ar pez a lavar, e vo sevenet e vennad.

24 « Setu perag e lavaran deoh : Kement a houlennoh en ho pedennou, kredit ho-peus e resevet, hag e vo roet an dra-ze deoh.

25 « Ha pa vezit en ho-sav o pedi, m’ho-peus tra pe dra a-eneb da unan bennag, pardonit, evid ma pardono ive deoH ho pehejou ho Tad hag a zo en Neñvou ».

GOULENNOU AR JUZEVIEN WAR HALLOUD JEZUZ

(26)27 Distrei a reont da Jeruzalem. Jezuz a oa en templ o tond hag o vond. Prinsed ar Veleien, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl a dosteas outañ, 28 hag a lavaras dezañ :

— « A-berz peseurt galloud e rez-te an dra-ze ? Piou e-neus roet dit galloud d’henn ober ? »

29 Respont a reas dezo :

— « Ne rin nemed eur goulenn ouzoh. Respontit din hag e lavarin deoh a-berz peseurt galloud e ran kement-se : 30 Badeziant Yann, daoust hag euz an Neñv e teue, pe a-berz an dud ? Respontit din ».

31 Soñjal a rejont enno o-unan : « Ma lavarom euz an Neñv e responto : Perag ’ta n’ho-peus ket kredet ennañ ? 32 Ha lavared e raim : a-berz an dud ? »

Aon o-doa, rag an oll a grede e oa, e gwirionez, Yann eur profet. 33 Neuze e respontjont da Jezuz :

— « N’ouzom ket ! »

Ha Jezuz dezo :

— « Me, kennebeud, ne lavarin ket deoh a-berz peseurt galloud e ran kement-se ».