Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Aviel hervez sant Mark – Pennad 8

Aviel hervez sant Mark
Pennad 8

EIL BURZUD AR BARA KRESKET

1 En deiziou-ze, o veza m’oa adarre eun niver braz a dud, ha ma n’o-doa ket peadra da zebri, e halvas Jezuz e ziskibien hag e lavaras dezo :

2 — « Truez am-eus ouz an dud-se, rag tri devez ’so m’emaint ganin, ha n’o-deus netra da zebri. 3 Ma kasan anezo d’ar gêr war yun, e teuint da zempla en hent, ha lod anezo a zo deuet euz a bell ». 4 E ziskibien a respontas dezañ :

— « E peleh kavoud a-walh a vara evito, amañ, er goueleh ? »

5 Hag e houlennas outo :

— « Péd baraenn ho-peus ? »

— « Seiz, emezo ».

6 Urz a roas d’an dud da hourvez war an douar. Neuze e kemeras ar zeiz baraenn, e lavaras eur bedenn a drugarez, e torras anezo, hag o roas d’e ziskibien evid o rei d’an dud.

7 Bez’ o-doa ive eun nebeud peskedigou. Jezuz o benni-gas hag a lavaras ive o ingala. 8 Debri a rejont hervez o hoant. An tammou a jome a oe dastumet : seiz panerad a oe anezo, 9 Hag e oant eur pevar mil bennag a dud, ha Jezuz o hasas en o hent. 10 Raktal e pignas er vag gand e ziskibien hag ez eas war-zu Dalmanouta.

AR FARIZIANED A HOULENN EUR ZIN EUZ AN NEÑV

11 Ar Farizianed a zeuas hag a en em lakeas da dabutal gantañ. Evid e douella e houlennjont digantañ eur zin euz an neñv.

12 En eur huanadi hir, e lavaras Jezuz :

— « Perag e houlenn ar rummad tud-mañ eur zin ? E gwirionez ne vo roet d’ar rummad-mañ sin e-béd ».

13 Kuitaad a reas anezo, pignad er vag, ha treiza da vond en tu all d’ar mor.

GOELL AR FARIZIANED

14 Ankounac’heet o-doa an diskibien kemer bara ganto, ha n’o-doa nemed eur varaenn hepkén er vag. 15 Jezuz a roas dezo an ali-mañ :

— « Bezit war evez ! Diwallit ouz goell ar Farizianed hag ouz hini Herodez » [24].

16 Hag e savas trouz etrezo ablamour n’o-doa ket a vara. 17 Jezuz, o houzoud kement-se, a lavaras :

— « Perag e sav trouz etrezoh en abeg n’ho-peus ket a vara ? Ne intentit-hu ket c’hoaz ha ne gomprenit ket ? Daoust ha kaledet e ve ho kalon ? 18 Daoulagad ho-peus ha ne welit ket ? Diskouarn ho-peus ha ne glevit ket ? Ha dizoñjet ho-pefe, 19 p’am-eus torret ar pemp baraenn evid pemp mil dén, péd panerad tammou ho-peus kaset ganeoh ? »

— « Daouzeg, emezo  ! ».

20— « Ha p’am-eus torret ar zeiz baraenn evid ar pevar mil dén, péd panerad tammou ho-peus kaset ganeoh ? »

— « Seiz, emezo  !  »

21 Hag e lavare dezo :

— « Ha ne intentit ket c’hoaz ? »

PARE EUN DEN DALL E BETSAIDA

22 Erruoud a rejont e Betsaida. Eun dén dall a oe digaset dezañ, hag e oe pedet da douch outañ.

23 Jezuz a grogas e dorn an dén dall hag a renas anezañ er-mêz euz ar gêriadenn. Halo a lakeas war e zaoulagad, hag astenn a reas zaouarn warnafi, hag e houlennas outañ :

— « Ha gweled a rez eun dra bennag ? »

24 E zaoulagad a zigoras hag e lavaras :

— « Gweled a ran an dud ; o gweled a ran evel gwez, med kerzed a reont ».

25 Neuze e laka Jezuz e zaouarn, en-dro, war e zaoulagad, hag an dén a wél skier. 26Jezuz a gasas anezañ d’ar gêr en eur lavared :

— « Na antre ket zokén er gêriadenn ».

FEIZ AN ABOSTOL PER

27 Gand e ziskibien ez cas Jezuz etrezeg kêriadennou Sezare-Filip. En eur vond e reas ar goulenn-mañ ouz e ziskibien :

— « Piou on-me, hervez an dud ? »

28 Int-i respont :

— « Yann-Vadezour. Re all a lavar Eliaz. Re all c’hoaz, unan euz ar brofeted ».

29— « Ha c’hwi, emezan adarre, piou a lavarit ez on-me ? »

Pèr a gomzas hag a lavaras :

— « Ar Hrist out-te ! »30 Hag e hourhemennas dezo chom hep komz da zen diwar e benn [25].

JEZUZ A GOMZ EUZ E BASION

31 Hag e stagas neuze da gelenn dezo e tle Mab an Dén gouzañv kalz, beza dianzavet gand ar bobl, Prinsed ar Veleien hag ar Skribed, beza lakeet d’ar maro, ha tri devez goude, adsevel da veo.

32 Gand asurans e lavare kement-se. Pèr, neuze, a dennas anezañ a-gostez hag a stagas da ober rebechou dezañ.

33 Med Eñ o tistrei hag o weled e ziskibien a hourdrouzas Pèr, en eur lavared :

— « En em denn a-dreñv-din, Satan, rag n’ema ket ganit skiant Doue, med skiant an dén ».

PENAOZ MOND DA HEUL JEZUZ

34 Goudeze e halvas an dud da zond d’e gavoud gand e ziskibien, hag e lavaras dezo :

— « An neb a ’fell dezañ dond war va lerh a die trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz ha dond d’am heul. 35 Rag an neb a ’fello dezañ savetei e vuez a gollo anezi, med an neb a gollo e vuez ablamour din ha d’an Aviel, a zaveteio anezi.

36 Petra ’dalv d’an dén gounid ar béd a-béz diwar goust e vuez ? 37 Petra ’hellfe eun dén rei hag e-nefe talvoudégéz e vuez ? 38 Rag m’e-neus unan bennag méz ahanon hag euz va homzou, e-touez ar rummad-mañ a dud avoultrer ha peher, Mab an Dén, ive, e-no méz anezañ, pa zeuio e gloar e Dad gand an Elez santel ».